id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
1483
https://br.wikipedia.org/wiki/Kenger
Kenger
Ur c'henger a zo anezhañ ur morfem a vez staget ouzh ur morfem diazez evit krouiñ ur ger. Hervez al lec'h m'en em gavont e-keñver ar morfem diazez e c'heller isrannañ ar c'hengerioù evel-mañ: Ur rakger (saoz. prefix): staget ouzh penn ur morfem diazez, d.s. ober > adober Ul lostger (saoz. suffix): staget ouzh dibenn ur morfem diazez, d.s. ober > oberiant Un enger (saoz. infix): ouzhpennet etre daou vorfem all, d.s. e saozneg abso-bloody-lutely Un troger (saoz. circumfix): staget ouzh pep penn d'ur morfem diazez, d.s. ne ...ket Ur dreistger (saoz. suprafix): ouzhpennet da berzhioù dreistskizhel (saoz. suprasegmental) ur morfem diazez, d.s. e saozneg récord (anv-kadarn) ha recórd (verb) An holl gengerioù a zo ivez morfemoù stag atav dre o natur, da lâret eo ne c'hellont ket bezañ implijet evel gerioù war o fenn o-unan. Ar morfem diazez, avat, a c'hell bezañ ur morfem distag (da lâret eo, ur ger) pe ur morfem stag pe ur wrizienn, da skouer : ober > oberiant: lostger (-iant) staget ouzh ur morfem distag (ober) oberiant > oberiantiz: lostger (-iz) staget ouzh ur morfem stag (-iant) gra > (g)raent: lostger (-ent) staget ouzh ur morfem stag (gra) Pouezus-tre eo ar c'hengerioù a bep seurt evit ar yezhoù daspegel. Kengerioù
1486
https://br.wikipedia.org/wiki/Albert%20Einstein
Albert Einstein
Albert Einstein (Ulm, 14 a viz Meurzh 1879 – Princeton, 18 a viz Ebrel 1955) a oa ur fizikour alaman a-raok bezañ anvroat (1896), suis (1899) ha stadunanat (1940). Embannet en deus arlakadenn ar geñverelezh strizh e 1905 ha hini ar geñverelezh hollek e 1915. A-drugarez dezhañ ez eus bet graet araokadennoù bras el loc'honiezh pementadel hag er gosmologiezh. Priz Nobel ar Fizik a voe deroet dezhañ e 1921 en abeg ma voe gouest da zisplegañ ar gwered luc'hdredan. Anavezet er bed a-bezh eo ar formulenn E=mc² a c'heller displegañ ganti peseurt galloud dibar a zeu eus an energiezh nukleel o tiskouez ar c'hevatalder etre danvez hag energiezh ur reizhiad. Buhez E dad Hermann Einstein (Buchaun, 30 Eost 1847 – Milano, 10 Here 1902) a zimezas gant Pauline Koch d'an 8 a viz Eost 1876. Tri bloaz goude, d'ar 14 a viz Meurzh 1879, e voe ganet o bugel kentañ, Albert, en o ranndi en Ulm en Alamagn. En e vugaleaj e tiwanas e atapi ouzh ar skiantoù : gant un nadoz-vor pa oa 5 bloaz, ha gant al levr Biblig ar ventoniezh, da drizek vloaz. D'ar skol kentañ derez hag eil derez ez eas en Hochschule ("skol-uhel") Aarau e Suis, ma tapas e skrid-testeni d'an 30 a viz Gwengolo 1896, oadet 17 vloaz. Disoc'hoù dispar en deveze e matematik, met nac'hañ a reas studiañ ar vevoniezh ha skiantoù an den, pa gave dezhañ e oa didalvez deskiñ danvezioù a oa bet studiet c'hoazh a-dreuz hag a-hed gant tud all. Dedennet e oa gant ar skiantoù evel frouezh poell mab-den hag ar preder. Goulenn a reas digant e dad reiñ dezhañ ar vroadelezh suis a-benn mont davet e diegezh divroet e Milano en Italia. Lakaat a reas e anv e Skol lieskavezel kevredadel Zürich (ETH) e 1896, goude bezañ c'hwitet war e arnodenn gentañ avat. Eno e teuas da vezañ mignon ar matematikour hungariat Marcel Grossmann (1878-1936), a skoazellas anezhañ diwezhatoc'h war dachenn ar ventoniezh aneuklidel. Anaoudegezh a reas ivez gant ar Serbez Mileva Marić (1875-1948), e bried kentañ. E 1900 e tapas e skrid-testeni. Anzav a ra avat en e vuhezskrid ne oa ket « gouest da heuliañ ar c'hentelioù, da skrivañ notennoù ha d'ober labour-skol ». E-doug ar prantad-se e kreskas e anaoudegezhioù o studiañ e-unan hag o lenn levrioù dave, evel re ar fizikour ha prederour aostrian Ludwig Boltzmann (1844-1906), ar bevedour ha fizikour prusian Hermann von Helmholtz (1821-1894) ha re ar fizikour ha kimiour alaman Walther Hermann Nernst (1864-1941). Dre e vignon ar fizikour suis Michele Besso (1873-1955) e lennas labourioù ar fizikour ha prederour aostrian Ernst Mach (1838-1916) diwar-benn ar gouloù hag an tizh. Hervez buhezskridoù disheñvel e voe diaes e vuhez etre 1900 ha 1902 : lakaat a reas e anv evit meur a bost-labour hep bezañ degemeret. Nec'het gant kement-se e klaskas e dad kavout ur post dezhañ, en aner. Albert a blegas neuze da bellaat diouzh metoù ar skol-veur da gaout ur post er velestradurezh. E 1901 ez embannas e bennad skiantel kentañ en Annalen der Physik, diwar-benn e enklaskoù a-zivout ar silluskerezh. E diwezh ar bloaz 1902 e voe ganet e Serbia e vugel kentañ, Lieserl, ur plac'h. E-pad pell ne voe ket anavezet ar bugel-se gant an istorourien, ha ne chom roud ebet eus e vuhez. Albert ha Mileva a euredas e 1903, ur wezh roet dezhañ e aotre gant e dad war e dremenvan. E 1904 o devoe ur bugel all, Hans-Albert († 1973), ha goude Eduard Einstein e 1910 († 1965). E 1902 e kavas fred en ofis ar breouadurioù e Bern, ar pezh a roas dezhañ peadra da vevañ e-pad e enklaskoù. E-keit-se e savas an Akademie Olympia gant ar matematikour suis Conrad Habicht (1876-1958) hag ar matematikour ha prederour rouman Maurice Solovine (1875-1958), a droas e oberennoù e galleg diwezhatoc'h. E Bern, 49 straed Kramgasse, en em vode an Akademiezh, hag a aoze baleadennoù er menezioù. Einstein a rannas disoc'h e enklaskoù gant Conrad Habicht ha kas a reas dezhañ ar pennadoù a embannas e 1905 diwar-benn diazezoù ar geñverelezh strizh, arlakadenn ar pementadoù hag arlakadenn al loc'had brownian, a zigoras hentoù enklask nevez er fizik nukleel, e loc'honiezh ar stered hag all. Diazezet eo ar pennad diwar-benn argerzh Wiener (al loc'had brownian) war enklaskoù donaet diwezhatoc'h gant Einstein hag a gas d'e dezenn anvet Eine neue Bestimmung der Moleküldimensionen ("Un didermenadur nevez eus mentoù ar molekulennoù"), ha d'e ziplom doktorelezh d'ar 15 a viz Genver 1906. E 1909 e voe anavezet Albert Einstein gant e getpared, gant ar fizikourien alaman Max Planck ha Walther H. Nernst peurgetket a bedas anezhañ da skol-veur Berlin. D'an 9 a viz Gouere 1909 e voe anvet doktor honoris causa gant skol-veur Genève. Kinnigoù labour stank a voe graet outañ. E 1911 e voe pedet da gentañ Kendalc'h Solvay e Belgia hag a vodas ar skiantourien muiañ anavezet. Anaoudegezh a reas eno gant Marie Curie, Max Planck hag ar fizikour gall Paul Langevin (1872-1946). E 1913e voe anvet Albert Einstein en Akademiezh ar skiantoù Prusia. E 1914 e reas e annez e Berlin, ma chomas e-pad meur a vloaz. Dont a reas da vezañ ezel eus Akademiezh roueel Berlin ar skiantoù hag al lizhiri. A-drugarez d'ar c'hinnigoù labour a reseve e teuas a-benn d'en em ouestlañ penn-da-benn d'e enklaskoù. Goude e zisparti digant Mileva e krogas da zaremprediñ ur genitervez eus Berlin, Elsa. Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ ez embannas e vennozhioù peoc'helour. Prometet he doa kêr Verlin pourchas un ti dezhañ, met dont a reas da vezañ perc'henn war un dachenn ma lakaas sevel un di gant e wenneien. Edo e Caputh, e-kichen lenn Havelsee, ul lec'h sioul ma c'halle bageal gant ur gouelier alies. E 1916 ez embannas ul levr a zisplege e arlakadenn a-zivout ar c'herc'hellerezh, anavet hiziv evel arlakadenn ar geñverelezh hollek. E 1919, an astrofizikour saoz Arthur Eddington (1882-1944) a vuzuilhas diheñchadur gouloù ur steredenn pa dremen e-tal an Heol. An diheñchadur-se a oa unan eus rakweladennoù degaset gant arlakadenn A. Einstein, a dapas brud vras ken e krogas d'ober kalz beajoù dre ar bed adalek 1920. E 1925 e resevas ar vedalenn Copley, hag e 1928 e voe anvet da brezidant Kevre Gwirioù Mab-Den. Er memes bloaz e kemeras perzh e kentañ Davoser Hochschulkurse (Kentelioù skloveuriek Davos) e Davos, gant 33 c'hefredour all deuet eus Alamagn, Aostria, Bro-C'hall, an Izelvroioù ha Suis. E 1935 e resevas ar vedalenn Franklin. Teñvalaat a reas an aergelc'h en Alamagn er bloavezhioù 1920, ma voe rebechet outañ e orin yuzev hag e vennozhioù peoc'helour. N'edo ket e surentez ken en Alamagn abalamour da nerzh ar strolladoù broadelour alaman ha da hini an nazied. Nebeut goude ma'z erruas Adolf Hitler e penn ar Stad, e deroù 1933, e klevas e oa bet preizhet e di e Caputh gant an nazied, ha divizout a reas ne zistroje ket d'ar Reich. Goude bezañ bet o chom pell war aod Belgia e reas e annez er Stadoù-Unanet, ma labouras en Institute for Advanced Study e Princeton. Pal e enklaskoù a oa sevel un arlakadenn da unaniñ ar c'herc'hellerezh hag an dredanwarellerouriezh, met ne zeuas ket a-benn ha kement-se a viras outañ marteze a ober kavadennoù all war tachennoù frouezhusoc'h. D'an 2 a viz Eost 1939, dindan levezon ar fizikourien hungariat Eugène Wigner (1902-1995) ha Leó Szilárd (1898-1964), e skrivas ul lizher da Roosevelt hag en doe ur roll e deroù ar raktres Manhattan. D'an 18 a viz Ebrel 1955 e varvas Albert Einstein diwar freuz un darvoll. Fennet e voe e ludu en ul lec'h dalc'het kuzh, diouzh e destamant. En desped d'e youl avat e voe laeret e empenn gant ar mezeg kelanskejour ha korfskejet, ar pezh a ziskouezas e oa brasoc'h al liamm etre an div hanterenn eget en darn vuiañ eus an dud ; e zaoulagad ivez a voe laeret, gant elagadour. E vab Eduard, a oa gant ur stumm skizofreniezh, a dremenas al lodenn vrasañ eus e vuhez en ur bredospital e Suis hag e vab all Hans-Albert a zeuas da vezañ ijinour e Kalifornia. Labour skiantel Frouezhus e voe ar bloaz 1905 evit Albert Einstein, pa voe embannet pevar fennad-skrid er gelaouenn Annalen der Physik. Ar pennad kentañ, Diwar-benn ur mennozh heuristek a sell ouzh produadur ha treuzfurmadur ar gouloù, embannet e miz Meurzh, a zisplege ur mennozh dispac'hel diwar-benn natur rannigel ar gouloù, dre studi ar gwered luc'hdredan. Danevell a ra eno e enklaskoù diwar-benn orin ar c'has rannigoù, o kemer harp war labourioù Max Planck en doa savet, e 1900, formulenn ur skinadur muzuliet, da lavaret eo diskendalc'hus. Ret e oa bet da Blanck displegañ ar skinadur gouloù kaset gant ur c'horf tomm en un doare a sebeze anezhañ : da lakaat e formulenn da glotañ gant disoc'hoù an taolioù-arnod en doa ranket lakaat e ranne ar red rannigoù a-bloc'hadoù energiezh, a anvas quanta "pementadoù", a zo liester quantum, "pementad". Petra bennak ma soñje dezhañ ne oa ket eus ar pementadoù-se e gwirionez, stummet e oa e arlakadenn da labourat ha meur a fizikour a studias anezhi. Einstein a adimplijas disoc'hoù Planck da studiañ ar gwered luc'hdredan, ha klozañ a reas o lavaret en em zalc'he ar gouloù war un dro evel ur wagenn hag ur red rannigoù. Ar gwered luc'hdredan en doa pourchaset ur gadarnadenn eeun eus arlakadenn ar pementadoù savet gant Max Planck. Adalek 1920 e vez graet fotonioù eus ar pementadoù. Liammoù diavaez Geriaoueg skiantel ar gelaouenn Σkiant Notennoù Ganedigezhioù 1879 Marvioù 1955 Fizikourien Alamagn Fizikourien Suis Fizikourien SUA Priz Nobel ar fizik
1488
https://br.wikipedia.org/wiki/Arzo%C3%B9%20an%20arvest
Arzoù an arvest
Arzoù an arvest a zo pleustroù o fal dezho sevel arvestoù foran. Oc'h orinoù a c'hell bezañ kavet er c'hoariva, en dañs, en tavarn-c'hoariva, er c'han, er sonerezh hag en arvest-straed. Setu ar pleustroù pennañ : artifiserezh arz marc'hegel bannikerezh c'hoariva dañs pe koroll kan kanaouenn margodenniñ mim sigoterezh sonerezh Diduamant Sevenadur
1490
https://br.wikipedia.org/wiki/Morfem
Morfem
Hervez ar yezhour brudet Leonard Bloomfield ez eo ur morfem pe stummad an elfenn ster bihanañ, da lavarout eo dirannus, en ur yezh. Da skouer : Er ger adober ez eus daou vorfem : "ad-" a zo anezhañ ur morfem stag, d.l.e. ne c'hell ket bezañ implijet er yezh hepmuiken hag ober a zo anezhañ ur morfem distag, d.l.e. ur ger ennañ e-unan. Doareoù morfemoù Morfem distag Ur morfem a c'hell ket bezañ implijet er yezh evel ur ger ennañ e-unan. Morfem stag Ur morfem na c'hell ket bezañ implijet er yezh hepmuiken, d.s. lostgerioù evel '-ad' e 'dornad'. Morfem plegadel (saoz. 'inflectional morpheme') Gant ar re-mañ ne vez ket cheñchet ster ur ger met kentoc'h e berzh en ur frazennoù. Merket e vez gant ar morfemoù plegadel amzer ar verboù, reizh ha niver un anv-gwan, h.a. Morfem deverañ (saoz. 'derivational morpheme') Seurt morfemoù a dalvez da zeverañ gerioù en ur rummenn-ger disheñvel, d.s. 'ober' (verb) -> 'oberiant' (anv-kadarn) -> 'oberiantiz' (anv-gwan) Gwelet ivez: Morfologiezh Morfologiezh
1491
https://br.wikipedia.org/wiki/Inuktitut
Inuktitut
An inuktitut (ᐃᓄᒃᑎᑐᑦ, lit. 'evel an Inuited') eo yezh an Inuited (Eskimoed). Ar yezh-se zo eus ar familh-yezhoù eskimo-aleousian. Rannyezhoù E gwirionez eo kentoc'h an inuktitut rannyezh an Inuited eus an Arktik-Reter e Kanada. Implijet e vez ar ger evit ar yezh en he fezh, peogwir eo-hi kentoc'h ur c'hontinuom rannyezhel eget ur yezh wirion ; ar c'hcontinuom-se a c'hall bout isrannet, dre vras, etre 16 seurt e 4 strollad: Inupiaq (norzh Alaska) Inuinnaqtun (kornôg Arktika kanadian) Inuktitut gwirion (reter Arktika kanadian) Kalaallisut pe Greunlandeg (Greunland). Etre tout ez eus tro-dro da 80 000 a gomzerien inuktitut. Evit an inuktitut sellet e-giz ur rannyezh ez eus 20 000 anezho. Ar rannyezh inuktitut a c'hall bout isrannet etre teir isrannyezh pennañ ha strolladoù a bep seurt: Keewatin - Komzet war aod-kornôg Bae Hudson. Baffin - Komzet e-barzh an enezennoù-norzh eus Bae Hudson, hag, e-giz ma lâr an anv, en Enez Baffin. Nunavik/Labrador - Komzet e-barzh kornôg Bae Hudson, e Nunavik, e norzh Kebek hag e Labrador. Ar c'h-keewatin a vez tuet da chom mirouroc'h, o talc'hen an darn vrasañ eus ar strolladoù kensonennoù, padal ar rannyezhoù nunavik a vez radikaloc'h (da skouer: ar ger keewatin Inuktitut a vez klevet Inuttitut en nunavik). Skiant ar yezhoù Kar eo d'ar yezh aleousian, asambles e reont ar familh eskimo-aleousian. N'eus ket gallet kavout kerentiaj a-bell ebet gant yezh all ebet, nemet ez eus tud hag a gred en defe an inuktitut liammoù gant ar yezhoù indo-european. Geriaoueg An Inuktitut, e-giz ar yezhoù eskimo-aleousian all, a zo ur seurt dibar a yezh aglutinativ hag a vez lâret yezhoù polisintetik: lakaat a ra asambles ur wrizienn hag un nebeud morfemou yezhadurel evit krouiñ gerioù bras ken-ha-ken, ster ur frazenn dezhe. Ur perzh deurus eo an anvioù-tud. Lod a zo : 'Ujaraq' (roc'h), 'Nasak' (tog pe kabell), 'Tupiq' (stal), 'Qajaq' (kaiak), gerioù mod-se. Anoioù loened vez implijet ivez: 'Nanuq' (arzh polel), 'Uqalik' (gad artik)... Un trede rummad eo an anvioù-tud a ra dave d'ur perzh dibar eus ar c'horf. Da skouer, 'Itigaituk' (hep troad), 'Usuiituk' (hep kalc'h), 'Tulimak' (kostenn), traoù e-mod-se (E-giz Penneg, Troadeg e brezhoneg). Gerioù evit "erc'h" Bez' ez eus ur richenn hag a lavar en defe an inuktitut un niver bras a c'herioù evit erc'h. N'eo ked gwir. Deuet eo an dra-se abalamour ma oa komprenet fall natur ar yezhoù polisintetik. E gwirionez ne gaver en inuktitut nemet un nebeud gwriziennoù evit "erc'h": 'qanik', "malzennoù-erc'h en aer", hag 'aput', "erc'h war an douar". Gant an daou-se e vez savet gerioù brasoc'h, gant afiksoù evit lâret pegement a erc'h ez eus, e-lec'h ma vez implijet e brezhoneg anvioù-gwan pe raganvioù. Fonologiezh En inuktitut ez eus 15 kensonenn ha 3 vogalenn (hag a c'hall bout hir pe verr). Ar c'hensonennoù a vez distaget dre bemp lec'h-distagañ : — bilabial, alveolar, palatal, velar hag uvular, ha tri mod-distagañ. Ar c'hensonnennoù a zo : p, t,k — ha n'int ket enanalet. q . v, l. j . g — . r . m, n. ng. s. ł. (kl) . Hag ar vogalennoù : a . i . u . Ma vez skrivet div wezh ur vogalenneo hiroc'h ar son. Ar silabaer kanadian Ar silabaer inuktitut implijet er C'hanada a zo diazezet war ar silabaer Cree, diazezet e-unan war ar silabaer Ojibwe. An daou a oa bet krouet gant ar missioner James Evans. Silabaer an inuktitut kanadian a oa degemeret gant an Inuit Cultural Institute in Canada er bloavezhioù 1970. An Inupiaq eus Alaska hag eus Greunland a ra gant al lizherenneg latin, pa vez implijet al lizherenneg kirillek gant an Inuited eus Sibiria. Stad lezennel An inuktitut a zo yezh ofisiel e-barzh an tachennoù-mañ : Greunland - (Greunlandeg, da heul an daneg) Nunavut (Kanada) - (Inuktitut en Inuinnaqtun, da heul ar saozneg hag ar galleg) Tiriadoù ar Gwalarn (Kanada) - (Inuktitut, Inuinnaqtun hag Inuvialuktun, da heul ar Chipewyan, ar c'hCree, ar saozneg hag ar galleg, Gwich'in, Slavey, ha Tli Cho). E Kebek, (Kanada), eo an inuktitut ar yezh ofisiel en deskadurezh e-barzh an distriktoù-skol inuit en Nunavik (norzh ar C'hebek). Liammoù dïavez Geriadur Inuktitut - Saozneg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù eskimoek
1496
https://br.wikipedia.org/wiki/Ger-mell
Ger-mell
Ar gerioù-mell a zo anezho gerioù bihan a vez implijet dirak an anv-kadarn, peurvuiañ, da spisaat pe da resisaat da betra e ra dave an anv-kadarn-se. Dre vras e vez graet un diforc'h etre ar ger-mell strizh en un tu hag ar ger-mell amstrizh en tu all. Ar ger-mell strizh Implijet e vez, dre vras, ar ger-mell strizh da ziskwel ez eo anavezet an anv-kadarn a reer dave dezhañ, (an davead, pe referent e saozneg), pe da ziskwel e teuio war-lerc'h gerioù all (peurliesañ anvioù-gwan), hag ar re-se a denno d'an anv-kadarn daveeet dezhañ gant ar ger-mell-se, d.s. an den, a denn d'un den hag a zo anavezet dija, hervez soñj ar c'homzer, gant e selaouer, hag ar selaouer-se a oar, pe a rank gouzout, eus piv emañ egile o kaozeal; "an den bras": spisaet eo gant ur anv-gwan eeun "an den am boa gwelet dec'h: spisaet gant ur rannfrazenn anv-gwan (anvet ivez islavarenn-stag) Ar ger-mell amstrizh Implijet e vez ar gerioù-mell amstrizh evit diskwel ez eo diresis ha dispis an anv-kadarn a ra dave outañ, d.s.:un den = un den bennaket; n'eus forzh piv; ne vern peseurt denDa yezhoniourion zo ez eo an anvioù-gwan niverenniñ un isrummad gerioù-mell da vezañ renket e-touez ar re amstrizh ivez. Peurvuiañ e komzer eus ger-mell amstrizh unan, met yezhoù zo, evel ar galleg, o deus ur ger-mell amstrizh lies:des gens = tud Implijoù ar gerioù-mell E meur a yezh, evel en arabeg da skouer, n'eus ket gerioù amstrizh. Ar brezhoneg eo ar yezh keltiek nemeti a implij ar gerioù-mell amstrizh. Ar gerioù-mell strizh n'eus ket anezhe e holl yezhoù ivez, evel ar japaneg hag ar ruseg hag a ra gant doareoù all da verkañ ar perzhioù stag d'an daveadoù. E meur a yezh e voe krouet ar gerioù-mell, dreist-holl ar re strizh, diwar raganvioù pe anvioù-gwan, d.s.:ille (latin) > el ha la (spagnoleg) Ar gerioù-mell a c'hell talvezout da verkañ jener pe niver un anv-kadarn ivez, da skouer e portugaleg: Strizho ~ os (gourel)a ~ as (benel) Amstrizhum ~ uns (gourel)uma ~ umas (benel) Bez e c'hellont merkañ ivez ar rol a c'hoarvez un anv-kadarn ur frazenn gant ar yezhoù a implij sistem ar c'hasoù, d.s. e gresianeg (gerioù-amstrizh gourel unander nemetken): ο nominativel το(ν) akuzativel του genitivel E brezhoneg, evel en arabeg dre gomz, e cheñch stumm ar gerioù-mell hervez ar sonioù a deu warlerc'h:al levr; ul levran den; un denar c'hi; ur c'hiYezhoù zo, evel re Skandinavia da skouer, a implij lostgerioù e lec'h gerioù-mell distag, da skouer e daneg: gourel: plan ("raktres") > planen ("ar raktres") nebreizh: plan ("plaenenn") > planet ("ar blaenenn") Kavet e vez seurt lostgerioù e yezhoù all ivez, d.s.:consul > consulul e roumanegdrvo ("gwezenn") > drvoto'' ("ar wezenn") e makedoneg Gwelet ivez: Doareer Anv-kadarn Doareer
1498
https://br.wikipedia.org/wiki/Rener
Rener
Rener a zo evit un den a zo e penn un obererezh, ur gwazadur pe ur melestradur pe ur strollad tud o c'hoari pe o tañsal Sk. : Rener an dañs. Ent strizh : un den e penn un urzhaz evel un embregerezh Sk. : Rener ar stal-labour, ar rener-skol Rener (yezhadur) : Ur ger a zegas e furmoù d'ar verb
1499
https://br.wikipedia.org/wiki/Alamaneg
Alamaneg
An alamaneg (pe Deutsch er yezh-se) a zo ur yezh eus strollad yezhoù germanek ar c'hornôg, e familh ar yezhoù indezeuropek. Ar yezh implijetañ en Unaniezh Europa an hini eo. Ar yezh a vez komzet e seizh bro dreist-holl: Alamagn, Aostria, Suis, Liechtenstein, Luxemburg, reter Belgia, su Tirol. En Elzas, Loren, hag e Nordschleswig (su Danmark) e vez implijet ar yezh gant ur vinorelezh eus an dud. Kumuniezhoù alamanek a vev ivez en Europa ar reter, e su Brazil, hag e Namibia. Gaolet eo ar yezh etre alamaneg-uhel hag alamaneg-izel. Anvadur an alamaneg diouzh ar broioù Ar ger "Deutsch" An Alamaned a ra "Deutsch" eus o yezh, ar ger-se zo liammet gant ar ger "tud" e brezhoneg. An daou a zeu eus indezeuropek "*tewtéh₂" hag a dalvez "meuriad". Anv an doue Teutates zo liammet ivez. Ar ger-se a vez implijet gant pobloù germanek dreist-holl. Ar ger "němьcь" Pobloù slavek a implij ar ger "němьcь" pe "nemek". Ur ger evit lavaret "mut" peogwir e oa diaes en em gompren etrezo a-gaoz d'ar yezhoù disheñvel-tre. Ar ger "germanen" Implijet e vez ar ger "german-" e saozneg hag er broioù levezonet gant ar yezh-se. Ar ger "alamannen" Implijet e vez ar ger "alaman-" gant pobloù romanek, keltiek hag er Reter-Nesañ dreist-holl. Istor Kentañ kemmadurioù-kensonennoù Gant ar c'hentañ kemmadurioù-kensonennoù (erste germanische Lautverschiebung) e-tro ar kantved kent JK e komañse ar yezh c'hermanek voutin a-ziwar ur rannyezh indezeuropek. Gant ar c'hemmadurioù-mañ e vez displeget an diforc'hioù a zo etre ar yezhoù germanek (alamaneg, nederlandeg, saozneg, h.a.) hag ar yezhoù indezeuropek all. Evit eeunaat an traoù e c'haller kinnig anezho er mod-mañ: k → h : lat. casa — alam. Haus, saoz. house p → f : lat. pater — saoz. father, alam. Vater t → th : lat. tres — saoz. three, ndl. drie d → t : lat. decem — ndl. tien, saoz. ten g → k : lat. gula — alam. Kehle, ndl. keel bʰ → b : sañskr. bʰrātā — alam. Bruder, saoz. brother dʰ → d : sañskr. dhītí — saoz. deed, ndl. daad gʰ → g : *gʰostis e indezeuropeg (lat. hostis) — alam. Gast, saoz. guest Eil kemmadur-kensonennoù Komañs a reer d'ober anv eus an alamaneg pa c'hoarvez an eil kemmadur-kensonennoù er rannyezhoù implijet e mervent Alamagn (zweite germanische Lautverschiebung pe hochdeutsche Lautverschiebung), a vez lakaet e-tro ar VI kantved tamm-pe-damm. D'ar mare-se an heni e oa diforc'het alamaneg izel (Niederdeutsch), yezh an norzh. Ar gemmadenn fonetek a ziskouez un nebeud diforc'hioù etre an alamaneg a-vremañ ha, da skouer, an nederlandeg pe ar saozneg : k → ch : ik — ich « me » ; ook — auch « ivez » ; maken/make — machen « ober (oberiañ) » d → t : dag/day — Tag « deiz » ; bed — Bett « gwele » ; doen/do — tun « ober (gwerediñ) » t → s : wat/what — was « petra » ; straat/street — Straße « ru/straed » ; eten/eat — essen « debriñ » t → (t)z : zitten/sit — sitzen « azezañ » ; twee/two — zwei « daou » p → f : slapen/sleep — schlafen « kouskaat » ; schip/ship — Schiff « bag » ; helpen/help — helfen « sikour(iñ) » p → pf : peper/pepper — Pfeffer « pebr » ; paard — Pferd « marc'h » v, w, f → b : geloof/belief — Glaube « kredenn » ; avond/evening — Abend « abardaez » Ar Grennamzer Etre an kantved hag ar kantved e tegouezhas an diftongennoù e rannyezhoù kornad-bro ar Mervent evit-fed vez disklipet dre zaou fonem evit ei, eu ha au. Gant-se e ouzomp penn d'an diforc'hioù a zo etre an alamaneg reolataet ha, da skouer, an nederlandeg : ū → au : hūs → Haus « ti » ; mūs → Maus « logod(enn) » ī → ei : wīse → Weise « ardoù » ; zīt → Zeit « amzer (gronologel) » iu → eu : liute → Leute « tud » ; hiute → heute « hiziv » Er c'hontrol eus Stadoù war an harzoù eo chomet ar c'hornadoù-bro germanek lodennet (Kleinstaaterei) anezhe a-hed ar Grennamzer tout kazimant, ar pezh a lako diforc'h diorroadur ar rannyezhoù a zo diforc'h-rik ha, gwech a ve, dibosupl da gompren evit daou zen é kaozeal eus kornajoù-bro disheñvel. Kaset eo bet peurunvaniñ an holl rannyezhoù gant ar varzhed hag o Mittelhochdeutsche poetik war-dro an kantved, nawazh n'eo ket bet levezonet yehz an dud gant an dra-se, peogwir ne ouie an taol bras eus an dud na lenn na skrivañ. Hag ar mod-se zo bet e-pad pell un troc'h etre ar c'hornadoù-bro jermanek, div vro pe kornad-bro yezh : en norzh, ha dreist-holl e treuziad an Hansa ma oa an alamaneg izel ur c'hedyezh eus Mor an Hanternoz da beket ar Mor Baltel. er Su e vize savet gant tud gouiek ha lennek, a-dammig-da-dammig, abaoe ar kantved ur yezh komprenet gant an holl dud a rae gant rannyezhoù all, ar pezh a zeuas da vezañ an alamaneg reolataet (Hochdeutsch). An dra zo da verzout ivez eo n'eus ket bet choazet ur yezh kêr-benn evel vize graet gant ar Stadoù all maez ar vro. Levezon an adkempenn E 1521 eo bet laket gant Martin Luther an Testamant Nevez en alamaneg reolataet a oa war ar stern, hag e 1534 an Testamant Kozh. Na bezañ ne voe ket Luther an hini kentañ o sevel ar yezh reolataet-mañ etre an holl gornadoù-bro - war ar stern abaoe ar kantved - e servijo an adkempenn-mañ da lakaat an alamaneg reolataet er melestradur hag ar skolioù, ha memes e norzh Alamagn eo bet kemeret. Met beket diveroù an kantved e chomas an Hochdeutsch ur yezh skrivet gwall alies. En norzh dreist-holl e veze desket ar yezh reolataet-se da yezh estren. Yezh ar sinoù Ar re vouzar a ra gant Yezh ar Sinoù Alamanek. Yezhoù germanek Yezhoù Alamagn Yezhoù Aostria Yezhoù Belgia Yezhoù Danmark Yezhoù Frañs Yezhoù Italia Yezhoù Luksembourg Yezhoù Polonia Yezhoù Rusia Yezhoù Suis Yezhoù ar Republik Tchek Yezhoù Unaniezh Europa
1501
https://br.wikipedia.org/wiki/Rener%20%28yezhadur%29
Rener (yezhadur)
Hervez dielfennerezh ar yezhoniezh ez eo rener ur frazenn kevatal da arguzenn ar verb o tennañ, peurliesañ, da orin an ober deskrivet gant ar verb-se. Er yezhoù a implijont an tu-gouzañv eo luzietoc'h un tamm peseurt elfenn ar frazenn a dalvez da rener honnezh rak ar rener a c'hell bezañ ivez pal ar verb ha n'eo ket orin ar verb evel boaz. Peurliesañ ez eo ar rener an elfenn er frazenn gant an nebeuutañ a verkoù morfologel evit diskwel an troad rak nominativel e vez er yezhoù n'int ket ergativel. Ouzhpenn-se e vez techet ar yezhoù da lakaat ar rener da gentañ p'en deus ur verr meur a arguzenn (d.s. ur renadenn eeun). Yezhoù zo a laka ar rener goude renadenn ar verb, met ral-tre eo seurt yezhoù. P'emañ gwir evit meur a yezh en devez dre ret pep verb ur rener, ar brezhoneg avat a c'hell ober heptañ a-wechoù en ur ober gant verboù dibersonel. Keñveriañ: Yezhoù a implij ur rener dre ret: It is raining (Ne ra dave ar raganv it da anv-kadarn ebet) Il pleut (Ne ra dave ar raganv il da anv-kadarn ebet) Mae hi’n bwrw glaw (Ne ra dave ar raganv hi da anv-kadarn ebet) Ne denn ar raganvioù implijet amañ da rener fetis ebet: graet e vez brizhraganvioù (saoz. dummy pronoun). Yezhoù a c'hell over gant verboù dibersonel: Chove Glav a ra Ret eo ober an diforc'h avat etre ar yezhoù a c'hell ober gant verboù dibersonel diouzh un tu hag ar re a c'hell implijout raganvioù pe get hag e vez graet yezhoù amraganvelek oute e saozneg, da lâret eo e c'hellont leuskat ar raganvioù da gouezhañ, evel e galizeg, da skouer : Non como « Ne debran ket » Eu non como « Me na zebr ket » Gwelet ivez: Renadenn dra Renadenn verb Kevreadurezh
1503
https://br.wikipedia.org/wiki/Ster
Ster
Ster (tres) a implijer evit ar pezh a chom en un doare fetis eus un den pe un dra. Heñvel eo ouzh tres pe roud. Da skouer : N'eus ster ebet eus an ti goude ar grenadenn-douar. Ster a implijer en un doare difetis evit ur c'heal pe ur meizad a ya gant ur ger bennak. Da skouer : N'eo ket bet komprenet ster al lavaroù gant ar selaouerien. Ster (muzul) a implijer evel un unanenn ec'honad evit muzuliañ prenn pe geuneud nemetken. Kevatal d'ur metr-diñs eo. Stêr a implijer evit un dourredenn, da lavaret eo ur ganol pe ur ganolig dour naturel hag a ziskenn eus hec'h andon d'ur stêr all pe d'ar mor.
1505
https://br.wikipedia.org/wiki/Morfologiezh
Morfologiezh
Un dachenn-studi yezhoniel eo ar vorfologiezh a bled gant an doare da sevel ha da grouiñ gerioù. Meur a zoare morfologiezh a zo e gwirionez, da skouer ar vorfologiezh diazezet war studi ar gerioù (saoz. word-based morphology). Dre vras, avat, e c'heller lavarout eo kevatal peurliesañ an termen morfologiezh gant studi ar morfem. Setu an doare teoriennoù a vo displeget er pennad-mañ. Pep ger a vez savet diwar elfennoù nebeutañ anvet morfemoù. Klasket e vez reolennoù evit displegañ penaos e c'hell bezañ implijet pep doare morfem evit sevel gerioù diwarne. Ret eo ober un diforc'h ivez etre an daou zoare morfemoù pennañ: morfemoù distag: a c'hell bezañ implijet hepmuiken evel gerioù leun. morfemoù stag: na c'hellont ket bezañ implijet o-unan-penn hep ur morfem diazez (Gw. kenger) Deveradur ha displegadur An deveradurezh hag an displegadurezh eo an argerzhioù morfologel pennañ. Talvezout a ra an deveradur da gemmañ ster pe rummenn yezhadurel ur ger diazez keit ha ma talvez an displegadur da verkañ kefridioù ha perzhioù yezhadurel, da skouer : Displeget e vez ur ger pa vez staget morfemoù all outañ evit diskwel perzhioù yezhadurel ar ger-se er frazenn met hep cheñch na rummenn na ster ar ger, da skouer : Deveradurezh: "ober" → "adober" (kemm ster) "ober" → "oberour" (kemm rummenn, verb > anv-kadarn) Displegadurezh: "komz" → "komzan" (merk an amzer, ar gour hag an niver) "merc'h" → "merc'hed" (merk al liester) Ar c'hevrennadur Argerzhadurioù morfologel all ez eus avat, en o zouez ar c'hevrennadur. Ur ger kevrennek a zo anezhañ ur ger savet diwar daou pe vui a vorfemoù distag, da skouer : ti-post morgazh ki-bleiz Ur ger a c'hell bezañ krouet e yezhoù 'zo diwar daou vorfem-stag. Diouzh an tu all, avat, e c'hell morfemoù stag dont da vezañ implijet evel morfemoù distag. E saozneg e vez implijet da skouer an nevezc'her ism tennet diwar al lost-ger -ism (kevatal da -iezh e brezhoneg, d.s. socialism, conservatism, fascism hag ivez hinduism, buddhism) evit talvezout kement ha ur gredenn bennaket. Alovorfemoù Bep morfem a c'hell bezañ distaget e doareoù disheñvel hervez reolennoù rik-pe-rikoc'h o tennañ, peurliesañ, da lec'h ar morfem-se hag ar sonioù all tro-dro dezhañ dreist-holl. E saozneg e vez distaget evel-se mouezhiet pe divouezh ar vorfemenn '-S' a dalvez da verkañ al liesterioù reizh a-benn klotaat gant doare distagañ ar sonenn gent: cat > cats (distaget /s/ abalamour d'an /t/) dog > dogs (distaget /z/ abalamour d'an /d/) Enteuzadur Gant ar yezhoù enteuzel evel al latin da skouer, e vez enteuzet meur a vorfem plegadel en unan. Da skouer : dominus « mestr » savet diwar ar wrizienn domin- hag un dibenn-ger (morfem distag) enteuzet a dalv kement ha « (anv-kadarn) gourel, unander, nominativel » war un dro. Disheñvel rik eo kement-mañ diouzh ar pezh a c'hoarvez gant ar yezhoù daspegel evel an turkeg e lec'h ma vez sklaer ar vevenn etre pep morfem gant pep a berzh resis. Treuzstummadur Treuzstummadur (saoz. suppletion) e vez graet outañ pa vez implijet ur ger disheñvel-mik diouzh unan all evit diskwel ur c'hemm a c'hellfe bezañ graet a-hend-all dre implijout morfemoù, da skouer : lakaet < laka (gwrizienn) + -et (morfem reizh evit merkañ an anv-gwan verb) mont < aet paotred < paotr chas < ki Gesamtbedeutung Ober a reer gant an termen alamanek Gesamtbedeutung evit deskrivañ perzhioù semantikel pennañ ur morfem hep derc'hel kont eus ar fed ma vez distag pe get. Da skouer e talvez e brezhoneg ar morfemoù "-er" hag "-our" da verkañ an oberour. Gwelet ivez Morfem Renkadur hervez ar vorfologiezh Deveradurezh Displegadurezh Morfologiezh
1511
https://br.wikipedia.org/wiki/Kastell%20Brest
Kastell Brest
Emañ Kastell Brest er gêr a zo hec'h anv Brest ivez, e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh e Bro-C'hall. Lec'hiet eo e genoù ar stêr Penfell war riblenn unan eus al lennoù-mor ledanañ er bed, hini Vrest. Staliet eo en e greiz ar prefeti ar mor evit Mor Atlantel hag ur rann eus Mirdi ar Verdeadurezh gall. Meur a velioù diabarzh ha diavaez a zo bet test eus pouez ar c'hastell-kreñv-mañ evit seveniñ ar galloud milourel, ken e veze kredet, er Grennamzer e oa dibosubl kemer anezhañ hag ur bomm a veze distaget : "N'eo ket mestr Breizh neb n'eo ket mestr Brest". Ar c'hronikour Jean Froissart, er , en doa merzet e oa aze "ur "moult fort chastiel" (ur c'hastell kreñv-tre). Istor Ur perzh a-bouez bras a zo bet gant kastell Brest p'emañ en ul lec'h bet evit ar wech ur plas kreñv pe sez ur veli vilourel a-hed triwec'h kantved. Tu zo da grediñ zoken e oa dija ul lec'h kreñv pell a-raok ma voe savet ar c'hastell galian-roman a weler un tamm moger anezhañ ensterniet e-barzh moger-difenn an Norzh. Lec'hiet eo ar c'hastell war ur grec'hienn difennet gant an dour mor war dri zu, war skouer ar seurt lec'hioù kreñv a veze savet e penn al ledenezioù e-kerz Oadvezh an Houarn. Diouzh tu an douar e veze savet ur voger gant mein ha prenn. Anvet e vez al lec'hioù-mañ oppidomoù stanket. Kavet ez eus bet war meur a ledenez roudoù eus ar savadurioù-se, e Beuzeg-ar-C'hab da skouer (ledenez ar C'hastell-kozh) pe e Ploulec'h (lec'hienn ar Yeoded, houmañ e genoù ar Leger, dres evel m'emañ hini Brest e genoù ar Penfell). Deiziet eo bet bezañs ar C'halianed-Romaned diwar pezhioù-moneiz dindan anv an impalaer Postumus (193-211 goude Krist)) hag e klot mat gant neuz ar voger c'halian-roman hag a zo bet adkavet a bep eil gant liveoù mein greuneg (pe gneiss) ha brikennoù kempennet diwar patrom an drein-pesk, ur patrom na weler ket implijet a-raok penn an eil kantved. Ar c'hastell galian-roman a seblant bezañ bet unan eus ar re vrasañ er mare-se pa oa graet gant ur voger bevac'hornek, un daouzegad tourioù a-bep tu. Hervez Léon Fleuriot (gwelet "Origines de la Bretagne, Payot, 1987), ment ar c'hastell galian-roman a c'hell diskouez e oa Brest al lec'h kreñvañ e Keoded an Osismied betek fin an impalaerouriezh roman e Breizh. E div pe deir destenn savet war-dro an 8vet hag an 9vet kantved e seblant eo bet dilec'hiet sez ar galloud lec'hel evit kas anezhañ da Gastell-Paol. N'ouzer ket re vat perak eo bet divizet an dra-se, met marteze e pouezhe kreñv morlaeron Iwerzhon pe Skandinavia war bastell-vro Brest pe c'hoazh e oa bet kemeret ar c'hastell gant ar Vandaled pe ar C'hoted pe an Huned war-dro 452. Marteze ur seurt degouezh en deus rediet an eskob sant Paol Aurelian da gas sez relijiel ha politikel ar gêr anvet "Legio" (pa vije bet Brest goudor ul lejion roman) da Castrum Pauli, da lavaret eo Kastell-Paol. Un toull a zo en testennoù istorel ha 4 c'hantved pelloc'h e lenner e Kronik an Naoned e oa bet muntret Roue Breizh Salaun e 875 pa oa o tont eus un "oppidom anvet Bresta". E 1064 pe 1065, kont Leon, Morvan II, e bennlec'h e Lesneven, a zeu evit adsevel mogerioù ar c'hastell ha sevel evit e lojeiz un tour-meur war unan eus ar c'hognoù. Er gêr gloz endalc'het er c'hastell e sav ivez ur chapel dindan anv Itron an Drugarez. E 1194, p'emañ ar c'hastell dindan beli konted Leon c'hoazh, eo bet lakaet e goudor ar priñs yaouank, Arzhur Iañ a Vreizh, mab da Jefrez Plantagenet ha pennhêr an dugelezh, a-raok ma vo-eñ muntret gant e eontr, Yann Dizouar, roue Bro-Saoz. Brest Brest Monumantoù istorel e Penn-ar-Bed
1512
https://br.wikipedia.org/wiki/Penfell
Penfell
Ur stêr e Bro-Leon eo ar Penfell. Gerdarzh Ar Penfell (gallekaet e Penfeld diwar levezon touristel an alamaneg feld), a weler en e anv ar ger penn hag an termen fell a adkaver en anvioù stêrioù all e Breizh. Diskenn a ra eus Gouenoù ha treuziñ ar gêriadenn anvet Penfell e Gwiler. Goude-se e tremen dre gêr Vrest hag e tegas he dourioù da lenn-vor Brest dindan ar c'hastell-kreñv. E-barzh he zraoñienn, serzh he c'hostezioù, eo bet staliet porzh milourel Brest hag an darn gentañ eus arsanailh ar Roue er . Pontoù Meur a bont a zo bet savet warnañ : Pont ar Gernevez, Pont an Harteloire, Pont Rekourañs (ar Pont broadel gwechall). Kumunioù douret Gouenoù (andon), Gwiler-Leon, Boc'harzh, Brest (aber). Stêrioù Bro-Leon Penfell Brest
1516
https://br.wikipedia.org/wiki/Kenverb
Kenverb
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kenverb (saoz.: coverb pe converb) evit komz eus ur verb didermen a dalvez evit sevel islavarennoù adstagennek. E´keñver ar framm kevreadurezhel e ren war ur c'henver ur verb all daoust ha ma n'eo ket kevatal ar c'henverb da arguzenn ar verb-se. Gallout a ra talvezout ur c'henverb da adstagenn, da lâret eo da adverb, met n'hall ket talvezout da brezegad ur frazenn eeun na da arguzenn un islavarenn, N'hall ket talvezout ivez ur c'henverb da arguzenn un anv, da lâret eo na da rener na da renadenn ar frazenn. Krouet e oa bet an termen er penn-kentañ evit deskrivañ mont-en-dro ar mongoleg hagg implijet e vez peurliesañ bremañ c'hoazh evit komz eus elfennoù resis yezhadur ar yezhoù mongolek ha turkek ouzhpenn ar sinaeg. Daosut ha ma n'eo ket kevatal penn-da-benn mont en-dro-an araogennoù ha kenverboù, e sinaeg e vez implijet an hevelep termen 介詞 (pinyin: jiè cí) evit komz eus an div elfenn yezhadurel-se dre ma vez implijet er yezh-se ar c'henverboù evel ma vez implijet an araogennoù (pe ar lerc'hennoù) er yezhoù all. Renket e vez ar c'henverboù e sinaeg e rummad ar verboù, rak daoust ha ma c'hellont bezañ implijet evel araogennoù e c'hellont bezañ implijet ivez dreze o-unan evel verboù pennañ. Implijet e vez ar c'henverboù evit sevel savadennoù verboù renk-ouzh-renk (saoz. serial verb construction), unan eus perzhioù pennañ yezhadur ar sinaeg, da skouer: (ger-ouzh-ger: me.sikour.te.kavout.eñ.) "E gavout a rin evidout" will find him for you. Er skouer-mañ e vez implijet ar rannfrazenn enni ar c'henverb (bāng nǐ; "sikour.te") a-gevret gant ar verb pennañ (zhǎo; "kavout") ha kevatal eo d'ar rannfrazenn araogennek "evidout" e brezhoneg. A-wezhoù e vez gant ur verb ur ster stre disheñvel pa vez implijet evel kenverb, da skouer a dalvez "degouzhout" pa vez implijet evel verb ha "da" pa vez implijet evel kenverb. Gwelit ivez Adstagenn Verb Araogenn Verb Araogenn
1517
https://br.wikipedia.org/wiki/Araogenn
Araogenn
Un doare rannig yezhadurel eo an araogenn a dalvez da ziskouez natur al liamm etre ur renadenn (peurliesañ un rannfrazenn anv hag un elfenn all er rannfrazenn pe er frazenn. Alies a-walc'h e tenn al liamm-se pe d'al lec'h ma vez kavet ar renadenn pe c'hoazh d'ar prantad pa voe graet, da skouer: (Araogennoù e druz ; rannfrazennoù araogennek e italek) War ar gador emañ ar c'hazh. Bez' oan o c'hortoz a-hed an deiz. Ne vefont ket achu a-raok dilun. O komz gantañ e oamp. Aet e oa d'en em goach a-drek an nor Araogennoù eeun ha kevrennek E meur a yezh, ar brezhoneg en o zouez (s.o. araogennoù brezhonek), e kaver daou doare araogennoù: araogennoù eeun, skrivet en ur ger evel a, da, e, ouzh, wararaogennoù kevrennek, savet diwar araogennoù eeun mui un elfenn all: heuliet gant un anv-kadarn peurvuiañ, evel a-gichen, e-kichen, e-ti, eus-kichen, war-dro heuliet gant ur verb a-wechoùigoù: da-gaout, war-gaout heuliet gant un araogenn all a-wechoùigoù: da-vet, war-vetek. Rannfrazennoù araogennek Rannfrazenn araogennek (saoz. prepositional phrase) an hini a vez graet eus ar stroll araogenn ha renadenn. Bez e c'hell bezañ implijet seurt rannfrazennoù araogennek-se evit spishaat rannfrazennoù anv pe rannfrazennoù verb evel pa vije anvioù-gwan pe adverboù anezhe, da skouer er frazenn aet e oa ar plac'h en he c'hoazez war ar gador e talvez ar rannfrazenn araogennek war ar gador da spisaat ar verb mont en koazez. Brudet eo ar yezhoù keltiek evit displegañ araogennoù evel pa vijent verboù, ds.: gant > gantañ (gant + dibenn o verkañ an trede gour unander gourel) e(n) > enne (e(n) + dibenn o verkañ an trede gour liester) diouzh > diouti (diouzh + + dibenn o verkañ an trede gour unander benel) Lerc'hennoù Yezhoù zo, evel ar japaneg da skouer, a laka ar rannoùigoù liammañ a seurt-se goude o renadenn e-lec'h o lakaat dirazañ. lerc'hennoù' ha n'eo ket araogennoù a vez graet eus ar rannoùigoù-se neuze. Setu un nebeud skouerioù tennet eus yezhoù a ra gant lerc'hennoù: sinaeg: zhuōzi shàng ("taol war" = war an taol), wūzi lǐ (kambr e = er gambr) izelvroeg: het huis in ("an ti e" = en ti) finneg: talon edessä ("an ti dirak = dirak an ti"), talon takana ("an ti a-dreñv = a-dreñv an ti") alamaneg: dir gegenüber ("te a-dal = a-dal dit"); ihm zufolge ("eñ hervez = hervezañ), die Straße entlang ("ar straed a-hed" = a-hed ar straed)) hindeg: kamre mẽ ("kambr e = er gambr) hungareg: kutya nélkül ("ki hep == hep ki) japaneg: doko ni ("pelec'h e" = e pelec'h), doko e ("pelec'h da" = da belec'h)) koreaneg: Hanguk e ("Korea da = da Gorea) turkeg: evin önünde ("an ti dirak = dirak an ti), evin arkasında ("an ti a-drek = a-drek d'an ti) Techet e vez ar yezhoù a ra gant lerc'hennoù d'ober ivez gant an urzh rener-renadenn-verb'' (SOV). Yezhoù all avat a c'hell ober gant an urzh-se hep ober dre ret gant goudeennoù, da skouer al latin. Techet e vez ar yezhoù a ra gant goudeennoù da lakaat an anvioù-gwan dirak an anv-kadarn spishaet gante. Gwelit ivez: Rannfrazenn araogennek Kenverb Lerc'henn Adstagenn Araogennoù brezhonek Araogenn
1520
https://br.wikipedia.org/wiki/Ger%20kevrennek
Ger kevrennek
Ur ger kevrennek zo anezhañ ur ger bet savet diwar daou vorfem distag pe muioc'h. Rummadur steroniel Kevrennadur pennek An darn vrasañ eus ar gerioù kevrennek a vez savet diwar ur penn, da lâret eo an elfenn a ro ar ster ledan d'ar ger kevrennek, hag ar spisaerion a dalvez da dermeniñ ster ar penn-se. Graet e vez pennek (saoz. endocentric) eus gerioù kevrennek a seurt-se rak tennañ a ra o ster da ster an elfenn pennañ a zo enne. Da skouer e brezhoneg ti-post, hag a zo un ti (da lâret eo ur savadur) a dalvez da gas ha resev lizhiri (post). Un doare ti ispisial an hini eo. Kevrennadur dibenn Gerioù kevrennek all n'o deus penn ebet, avat ha ne c'heller ket divinout ster ar ger kevrennek en e bezh dre dielfennañ ster ar morfemoù a zo ennañ. Da skouer, e saozneg ar ger blue-collar « kolier glas, micherour » n'eo nag ur seurt « gouzougenn, kolier » (collar) nag un doare « glas » (blue). Hervez an termenadur o tont diwar ar sañskriteg e veze graet bahuvrihi eus seurt gerioù kevrennek. Hiriv e reer kentoc'h gant an termen « kevrennadur dibenn » (saoz. exocentric) o tiskwel n'o deus ar gerioù kevrennek-se penn yezhoniel ebet hag e teu ster ar ger eus er-maez eus ster ar morfemoù a zo ennañ. Ouzhpenn-se ne denn ket dre ret rummad yezhadurel ar ger kevrennek da hini ebet eus rummadoù ar morfemoù a zo ennañ. Da skouer, e saozneg ur must-have a vez renket e-touez an anvioù-kadarn daoust ha ma 'z eo must ha have verboù o-daou. Ret eo ivez ober an diforc'h etre ar c'hevrennadur diouzh un tu hag an deveradur, diouzh an tu all, e lec'h ma vez staget morfemoù stag (pe kengerioù) ouzh morfemoù distag . Reolennoù ar c'hevrennadur Meur a doare disheñvel zo da sevel gerioù kevrennek hervez ar yezhoù. Er yezhoù dezrannel-rik ar gerioù kevrennek a zo anezhe heuliadoù elfennoù an eil war-lerc'h eben hep liamm na verk ebet kenetreze, da skouer ki-dour (ki + dour hep elfenn ebet all). Er yezhoù sintezel, diouzh an tu all, e c'hell bezañ merket al liamm etre bep elfenn er ger kevrennek. En alamaneg, da skouer, ez eo merket evel genitivel an elfenn Kapitäns (<nominativel: Kapitän) er ger kevrennek Kapitänspatent evit diskuilh ez eo penn ar ger kevrennek an elfenn Patent « breved ». Techet e vez ar yezhoù enteuzel da grouiñ gerioù kevrennek hir-tre dre pegañ meur a vorfem an eil war lerc'h eben. Met gouest int ivez da sevel gerioù kevrennek hep ouzhpennañ seurt morfemoù. Da skouer, ar ger japanek 神風 kamikaze a zo savet diwar daou anv-kadarn nemetken: kami « doue ; spered » ha kaze « avel ». Rummadur ereadurel Kevrennadur anv-anv An darn vrasañ eus yezhoù ar bed a implij anvioù-kadarn kevrennek hag a-wechoù ivez anvioù-gwan kevrennek. Lec'hiet e vez penn ur ger kevrennek hervez an doare ma vez techet ur yezh bennak da urzhiañ ar spizerioù e-keñver plas an arguzennoù pennañ (renadur ar penn). Diouzh un tu, ez eus yezhoù hag a zo techet da lakaat ar spizerioù da gentañ hag an arguzennoù pennañ (penn ar rannfrazenn) da heul (saoz. left-branching language), ha diouzh an tu all ez eus yezhoù all a ra ar c'hontrol-mik o lakaat ar spizerioù da heul ar penn (saoz. right-branching language). Da skouer: Nederlandeg: tandenborstel « broust-dent » (spizer: tanden « dent » + penn: borstel « broust ») Portugaleg: boquiaberta « e c'henoù digor, balc'h e c'henoù » (penn: boca « genoù » + spizer: aberta « digor ») Ret eo anzav, memestra, n'eo ket ken sklaer an traoù atav rak an darn-vrasañ eus yezhoù ar bed a ra kentoc'h gant un urzh evit traoù zo dre vras met a c'hell ober gant un urzh kontrol evit traoù all. Gwir eo kement-mañ ivez evit ar reolennoù a dalvez da sevel gerioù kevrennek. Kevrennadur verb-anv Un doare ger kevrennek a gaver gwall alies e-touez holl yezhoù ar bed a vez savet diwar ur verb (displeget peurliesañ evel-hen: trede gour unander en amzer a-vremañ) mui un anv-kadarn (alies a-walc'h liester, met ivez en unander a-wechoù). Stank-tre e vez kavet seurt gerioù kevrennek, da skouer rascacielos « skraber-oabl » e spagnoleg pe grattacielo en italianeg (drevezadennoù hervez patrom ar saozneg skyscraper). Ar saozneg, er c'hontrol, a ra kentoc'h gant un doare kevrennadur verb-anv ispisial e lec'h ma vez enteuzet arguzenn ar verb er verb e-unan ha dioutañ e vez savet un anv-verb achuet e -ing (merk ar gerondivenn) evel breastfeeding « bronnañ bugale », finger-pointing, hag all. Araogennoù kevrennek N'eo ket ral kavout araogennoù kevrennek savet diwar un anv-kadarn hag un araogenn pe ul lerc'henn (saoz. ) hervez ar yezh, da skouer: on top of (saozneg: araogenn + anv-kadarn (+araogenn)) "war-c'horre" (brezhoneg: araogenn + anv-kadarn) no naka ni (japaneg: anv-kadarn + goudeenn). Skouerioù all Brezhoneg: dourgi (liester amreizh: dourgon; < dour + ki, liester kon) ki-dour (liester reizh: chas-dour) beg-hir biñsaskell (pe helikoptaer) marc'h-du Gwelet ivez: Morfologiezh Morfem Geriaouiñ Morfologiezh
1528
https://br.wikipedia.org/wiki/Da%C3%B1s
Dañs
Un arz evit lakaat an den da c'hoari gant e gorf eo an dañs ken ma ra un heuliadenn a fiñvadurioù kenurzhiet diwar mentadur ar sonerezh d'an aliesañ. Ur ger all e brezhoneg : Koroll (gwelet ouzh an anv-familh Koroller, Coroller, Le Coroller) Seurtoù Dañs klasel : Orin an dañs klasel a grog e-pad an Azginivelezh italian er . E-pad ren Loeiz XIV an dañs klasel a voe diorroet kalz korollarvestoù a oa bet krouet evit ar roue. Hiziv-an-deiz evit dont da vezañ ur dañserez steredenn: ret eo kregiñ an dañs abred. Red eo kaout an TMD (technique, musice, danse). Mat eo mont en ur skol dañs vroadel met neo ket rediet. Ha goude ret eo gortoz bezañ choazet gant Opera pariz pa z'oc'h choazet e vez graet steredenn ac'hanoc'h. Liammoù diavaez Korolloù hengounel eus bro Nisa Dañs
1532
https://br.wikipedia.org/wiki/Arzo%C3%B9%20ar%20gweled
Arzoù ar gweled
Arzoù ar gweled a vez graet eus an arzoù ma venn an arzourien plijout d'an daoulagad dre sevel stummoù arzel. En arzoù ar gweled e lakaer an arzoù a vez graet arzoù plastek, pe arzoù mezellat anezho o lakaat al luc'hskeudennerezh hag ar video ouzhpenn. Arzoù ar gweled pennañ Arz video Bannoù treset Brodererezh Design Engraverezh, pe garanerezh Grafitti Kizellerezh Livouriezh Luc'hskeudennerezh Sinema Tatouerezh Treserezh Burutellerezh Ur meizad nevez eo ar bomm arzoù ar gweled, ha gantañ e vez lakaet er memes renk al livouriezh hag ar c'hizellerezh, arzoù trimilvloaziek da nebeutañ, gant doareoù ober n'int ket degemeret gant an holl evel arzoù (tag, graffiti). Levrlennadur P. J. Galdin, Des arts plastiques aux arts visuels : les mutations à venir, Nantes, site InSitu, 2001. Arz
1533
https://br.wikipedia.org/wiki/Amprevanoniezh
Amprevanoniezh
An amprevanoniezh a zo ur skourr eus al loenoniezh a zo e bal studiañ an amprevaned. Istor an amprevanoniezh Kregiñ a ra an amprevanoniezh gant Aristoteles (-384/-322) hag a zispartias al loened gwad enno (Enaimaed) diouzh ar re all (Anaimaed). An amprevaned (Entomaed) a oa unan eus ar 4 familh a yae d'ober an Anaimaed hervezañ. Er XVIvet kantved e labouras Ulisse Aldrovandi (1522-1605) war rummatadur al loened hag e renkas an amprevaned diouzh o lec'h-bevañ (douar pe dour) ha diouzh niver ha stumm o favioù hag o eskell. Gant Jan Swammerdam (1637-1680) e voe savet an oberenn gentañ a blede gant korfadurezh an amprevaned. Carl von Linné (1707-1778) a rummataas an amprevaned e 9 urzhad, diouzh stumm o eskell : Koleoptered, eskell diadreñv gwarezet gant an eskell diaraok a ya d'ober ur seurt gouhin kalet (sk. Buoc'hig-doue) Orthoptered, eskell eeun (sk. Kilhog-raden) Hemiptered, eskell diadreñv kroaziet ha hanter-guzhet (sk. Pugnez) Lepidoptered, eskell goloet gant skant (sk. Balafenn) Nevroptered, eskell nervennek (sk. Debrer-merien) Hymenoptered, eskell liammet div-ha-div (sk. Gwenan) Diptered, div askell (sk. Kelien) Thysanoptered, eskell gant pempilh (sk. Trips) Aptered, diaskell (sk. Laou) E 1736 ec'h embann Réaumur (1683-1757) Mémoires pour servir à l'histoire des insectes hag a vo a bouez bras en amprevanoniezh. Lamarck, e 1800, a ginnigas un termenadur evit sklaeraat petra eo an amprevaned. Tost a-walc'h eo e dermenadur ouzh an hini implijet gant an amprevanoniourien a-vremañ. Jean Henri Fabre (1823-1915) zo brudet evel skiantour, skrivagner hag arvester ouzh an amprevaned. Lakaet eo Fabre e-touez tadoù etologiezh an amprevaned. Deskrivañ a reas e arnodennoù hag e evezhiadennoù en e Souvenirs entomologiques. Hec'h implijoù Meur a implij a vez graet diwar ar c’helenn skiantel-mañ : ekologiezh gounezerezh ha gwezegouriezh kleñved ar plant stourm ouzh an amprevaned gwaster (dre louzeier kimiek pe dre ar stourm biologel) greanterezh (produadur al louzeier-amprevaned, gwarez ar boued hag ar prenn) medisinerezh medisinerezh lezennel (evit diskoachañ eurioù ar marvoù hag an abeg anezho) sevel tiez (stourm ouzh an amprevaned debrer) stourm ouzh an amprevaned arvevat (arvevadouriezh) hag ouzh ar re a zegas kleñvedoù bilim Liammoù diavaez Diazez-stlenn HYPPZ an INRA diwar-benn an amprevaned gwaster Lec'hienn war buhez an amprevaned (e saozneg) Office pour les insectes et leur environnement http://www.abacq.net/insecta/ INSECTA, Istor an amprevaned (e galleg) Levrlennadur Michel Lamy : Les insectes et les hommes, emb. Albin Michel Sciences, 1997 Istachennoù al loenoniezh Amprevanoniezh
1536
https://br.wikipedia.org/wiki/Gounezerezh
Gounezerezh
Ar gounezerezh pe al labour-douar a reer eus al labour a vez graet evit hadañ ha gounit ar plant a gresk en douar. Gerdarzh Dont a ra ar ger eus ar verb gounit, a vez implijet amañ en ur ster strishoc'h pa vez kaoz eus tennañ frouezh eus an douar. Kenster eo gant labour-douar, a zo diaesoc'h sevel deveradoù diwarnañ. Gwelet ivez ar pennad Istor ar gounezerezh. An dud Gounideien ha kouerien a vez graet eus an dud a ra war-dro ar gounezerezh, met anvet e vezont labourerien-douar ivez. Statudoù a bep seurt o deus bet hag o deus bremañ. Ur roll a-bouez o deus bet en istor ar Bed abaoe m'eo bet ijinet gounezerezh e Oadvezh ar Maen nevez (pe Neolitik), seizh mil bloaz'zo d'an nebeutañ.Ral eo bet ar mareoù hag ar gevredigezhioù o deus anavezet gounideien frank ha perc'henned war o douaroù hag o doareoù produiñ. Sklaved int bet e-leizh en Henamzer, served e derou ar Grennamzer en Europa ar C'hornôg ha betek 1861 e Rusia, feurmerien int d'an aliesañ (da lavaret eo e paeont ur feurm d'un den bennak). E meur a gevredigezh kozh hag en nebeut a gevredigezhioù a-vremañ n'eo ket perc'hennet an douaroù gant an dud, met gant kumuniezh ar gêriadenn (kumunouriezh ar gounezerezh). Alies e vez(e) dasparzhet bep bloaz lodennoù an douar da vezañ labouret warno gant pep familh. An danvezioù gounezet A-viskoazh eo bet pal pennañ ar gounezerezh produiñ boued evit an dud hag o loened hag alies e vez merzet ne vije ket eus an Denelezh ma ne vije ket ar c'hounideien evit reiñ he boued dezhi. A-raok ma vije bet ijinet gounit danvezioù diwar an douar e oa bet kavet e c'helle meur a loen bezañ doñvaet evit tennañ boued diouto pe war-eeun o tebriñ anezho pe dieeun en ur dennañ o laezh pe o vioù pe o mel. Da-c'houde eo bet ijinet gounit plant evit o bouetañ e-lec'h lezel anezho da zebriñ plantoù gouez.Ar vagerien-loened a zo gounideien ivez pa tennont boued o loened diwar an douar.E mareoù an Istor eo bet kavet e c'hell ar gounezerezh produiñ danvezioù ha n'int ket evit bezañ debret pe evet (gwiad, livadenn, danvezioù sevel-tiez (ar feltr evit sevel lochennoù), danvezioù kimiek, trelosk). Atav ivez ez eus bet klasket gounit louzoù mat evit pareañ kleñvedoù goude m'eo bet kavet ar plant-se en ur stad gouez. Meur a seurt gounezerezh Renket eo er gounezerezh un obererezh kozh-tre, ar gwenanerezh (sevel ar gwenan) evit tennann o mel hag un obererezh nebeut kozh, ar vagerezh-pesked (en dourioù dous) hag un obererezh nevez a-walc'h, ar gounezerezh-mor (nevez evit magañ ar pesked, met kozh evit gounit ar c'hregin). A-gozh eo bet klasket lakaat ar c'hoadeier da broduiñ prenn, koad-losk, glaou-koad ha gouzer. Ar c'hoadgounezerezh eo. An ed (geotegoù eo an holl nemet ar gwinizh-du) gwinizh gwinizh-du heiz kerc'h mil (ed) riz segal yell An danvezioù graet gant ed bara galetenn gwispid krampouezh Ar c'hig hag produioù diwar al loen Al loened-kig eo al loened maget evit tennañ o c'hig diouto eskern kig-bevin kig dañvad (kig deñved) Kig-gouez kig leue kig marc'h kig moc'h kig [pesk]] kig yar (kig yer) kregin vi Al laezhajoù amanenn dienn (dienn skorn) fourmaj pe g/keuz laezh laezh-bihan pe laezh-glas laezh-ribod laezh-trenk yaourt Ar frouezh hag an danvezioù tennet diwarno alamandez (kraoñv dimezell) arachid aval aval-anana aval kiwi aval klementin aval-stoub bananez datez eoul fiez gouraval (pomelo) greunaval (greunadez) hog kafe kakao (chokolad a vez tennet dioutañ) kastilhez kastilhez-du kerez koulourdrenn koulourdrenn-voc'h kourjetez kraoñv kraoñv-Indez litchi lus mandarin mouar olivez oranjez pe aouraval (an aouravaloù : anv hollek evit ar frouezh nes : oranjez, sitron, pomelo) mangez pechez per rezin sitron sitrouillez sivi spezad tomatez Ar bleunioù hag an danvezioù tennet diwarno bokedoù bleunioù frondoù houpez likorioù-bleunioù Al legumaj hag ar gwrizioù ach asperjez avaloù-douar pe pato pe patatez beler beterabez (sukr a vez tennet diouzh ar beterabez-sukr) chalotez fav-glas kaol karotez ognon pinochez piz-bihan saladenn An danvezioù evit ar gwiad hag an dilhad foulinenn (diwar kreoñ loened zo) gloan jut kanab (kouarc'h) kotoñs lin seiz An danvezioù diwar delioù butun mate te Ar spisoù jenofl koriandrez koumin kukurma pebr safran An alkoolioù hag an diedoù alkoolek alkool bier, korev chistr chouchenn, mez gwin rom vodka wiski A bep seurt kaoutchoug korz-sukr livadenn mel prenn rousin toaz-paper trelosk An teknikoù dry farming gounezerezh askoridik gounidigezh dre zevadur trevad kenstroll Teknikoù ha skiantoù da dalvezout Gounezerezh
1537
https://br.wikipedia.org/wiki/Laezh
Laezh
Al laezh a zo un dourenn, pe ul liñvenn, gwenn he liv, a vez furmet e bronnoù ar bronnegezed e-keit ma vezont o tougen re vihan. Ar magadur gwellañ, hag an hini nemetañ a c'haller reiñ d'an darn vuiañ eus ar bronneged bihan eo: ennañ e kavont pezh zo ezhomm da greskiñ. D'ar vugale e c'haller reiñ pe laezh o mamm, o vezañ m'eo ur vronnegez ivez, pe hini ul loen bronnek bennak all, laezh-saout dreist-holl en hon bro. Goro Dre vras, pa vez kaoz a laezh e vez kaoz eus hini ar saout eta. Evit tennañ laezh digant ur vuoc'h, pe digant ur c'havr pe un dañvadez, pe ur gazeg pe ur gañvalez, e c'heller gwaskañ war begoù o bronnoù, ar pezh a vez anvet goro (ul loen). Er broioù diorroet e vez goroet ar saout (pe ar chatal all) gant un ardivink a reer goroerez anezhañ. Greanterezh al laezh Produet e vez al laezh e-kreiz atantoù bras er broioù diorroet ken e vez goroet diwar ar saout miliardoù a litradoù laezh, a vo evet pe debret e stumm boued-laezh. Peurliesañ e vez tennet an darn vuiañ eus an dienn: diziennet e vez al laezh, ha gant an dienn e vez graet amann. Kaoz zo bet, e 2008, ne oa ket a-walc'h a laezh ken, ez aje ar prizioù war-raok abalamour da se. Manifester ez eus adarre gant ar saverien saout-laezh abalamour ne vezont ket paeet a-walc'h pa vez gwerzhet keroc'h gant ar stalioù bras. E Bro-Sina e vez lakaet traoù kimiek el laezh, ken ez eus bet miliadoù a vugale glañv. Aon zo e c'hoarvezfe kemend-all en hon bro en da-zont. Al laezh er yezh vrezhonek Krennlavaroù ha troiennoù Gwelit Krennlavaroù diwar-benn al laezh. Diouzh o dent e vez goroet ar saout Dous evel al laezh N'eus ken gwaskañ war e fri hag e teuy laezh Laezhioù Gerioù gant laezh enno Sellout ivez amann goroerez goroerezh dienn pe koaven dienn-skorn kafe-laezh kaouled ribod bara laezh riz dre laezh yaourt Laezh en taolennoù Pennadoù kar Reiñ laezh d'ur bugel Pennadoù kar L'Ouest en mémoire (Ina) - Sell war giz ouzh an harz labour en industriezh al laezh 1982 L'Ouest en mémoire (Ina) - Harz labour en industriezh al laezh L'Ouest en mémoire (Ina) - Kudennoù industriezh al laezh Saout Desevel Gounezerezh Laezh
1538
https://br.wikipedia.org/wiki/Chokolad
Chokolad
Ar chokolad a zo un toaz fardet gant kakao, anv greun ar wezenn gakao, ha sukr. Boued eo hag a vez kavet mat gant kalz a dud. Eus ar c'hakao e tenner an amann kakao hag an toaz kakao. Kaledet int dre frikañ ha flastrañ anezho gant sukr, vanilha pe traoù all. Pa vez ouzhpennet laezh e komzer eus "chokolad dre laezh", a hend-all ez eus kaoz eus "chokolad du". Chokoload gwenn zo ivez, met n'eus ket toaz kakao e-barzh. Malet e vez ar chokolad evit bezañ kinniget e stummoù diniver : plakennoù, delwennoùigoù, gwiskadennoù evit ar gwastilli, madigoù, vioù a vez kinniget e-leizh da vare Pask e lod broioù diwar al levezon gristen. Pa vez lakaet e stumm ur boultrenn, ouzhpennet flour dezhañ, e c'heller meskañ anezhañ gant dour pe laezh evit fardañ un died a vez evet gant kalz a dud ha gant ar vugale alies-tre. Implijet e vez evit fardañ kalz dibennoù-pred : gwastilli chokolad, diennoù, diennoù-skorn, tartez. Ar flavonoid a gaver er chokolad du a zo un danvezenn mat-tre evit ar yec'hed. Tennet e vez kuit flavonoid ar chokoladoù all (chokolad dre laezh, chokolad gwenn...) dre m'eo un tammig c'hwerv. Istor Dont a ra ar ger chokolad eus an nahouatleg xocolatl pe chocolatl a dalv « dour c'hwerv ». Prouet eo bet gant henoniourien e veze implijet ar fav kakao e lec'h furchadegoù Puerto Escondido (Honduras) etre 1100 ha 1400 kent JK. Gwelet ivez Pastezerezh Notennoù Chokolad Dibennoù-pred Diedoù
1540
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20enteuzel
Yezh enteuzel
Un seurt yezh sintezel eo ur yezh enteuzel (saozneg : fusional language). Disheñvel eo ar seurt yezhoù-se diouzh ar re zaspegel dre ma vez unanet meur a vorfem betek ma vez diaezet dielfennañ pep morfem unan-hag-unan, evel da skouer en alamaneg pe e latin : der Mann "an den" : ar ger-mell strizh der a verk war un dro ar reizh (gourel), ar c'has (nominativel) hag an niver (unander) amo "karout a ran" : al lost-ger -o a verk war un dro an doare (mod), an tu-gra, kentañ gour unander, an amzer vremañ An darn vrasañ eus ar yezhoù komzet en Europa a zo yezhoù enteuzel anezhe mui pe vui. Pennadoù kar Renkadur hervez ar vorfologiezh Yezh dezrannel Yezh sintezel Yezh daspegel Yezh liessintezel Enteuzel
1541
https://br.wikipedia.org/wiki/Elektronek
Elektronek
An elektronik eo rr skourr eus ar fizik hag a studi an anadennoù elektronek, da lavaret eo red an elektron hag ar rannigoù all karget gant an tredan en ardivinkoù. Ur skiant rik eo hag ur c'helenn teknikel evit ijinañ ha fardañ ardivinkoù elektronek. Dre m'eo techet an tredan da heuliañ ur roudad e ranker ijinañ meur a seurt roudadoù evit sevel ardivinkoù elektronek, ar pezh eo al lodenn vras eus an ijinerezh elektronek. An implij liesañ eus ar roudadoù elektronek zo kontrolliñ, keweriañ ha dasparzhañ roadennoù en o stumm elektronikel hag ivez daskemm ar c'halloudezh tredanel. Ne c'heller ket ober an daou dra hep dinoiñ pe grouiñ maezadoù ha redoù tredanel. Dre vras e ra an darn vuiañ eus ar reizhiadoù elektronek pe gant kontrolliñ pe gant treuzkemenn. Goude an implij eeun a veze graet eus an tredan gant ar pelleiler hag ar pellgomz eo bet mare ar roudadoù elektronek : goude hini ar skingomz e deroù an , kendalc'het ez eus bet gant ijinañ ar skinwel a-raok d'an ardivinkoù elektronek aloubiñ pep tachenn er vuhez en hogosik ar bed a-bezh. Kement a reizhiadoù a-bouez a vez kontrollet ganto ma'z eus savet aon e c'hellfe e-leizh anezho chom a-sav diwar degouezhioù dreistordinal (oberiantiz an Heol, bombezenn atomek, melloù mein-kurun...) ha lakaat buhez an dud en arvar. Skiantoù da dalvezout Teknikoù da dalvezout Elektronik
1542
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20oligosintezel
Yezh oligosintezel
Oligosintezel a reer eus ar yezhoù enne neubeut a vorfemoù, da skouer en tu-mañ da vil. Talvezout a ra ar morfemoù-se d'ur yezh sintezel da sevel frazennoù kadarnaat. An diforc'h pennnañ neuze etre yezhoù liessintezel diouzh un tu hag ar yezhoù oligosintezel diouzh an tu all eo an niver a vorfemennoù implijet gante : kalz bihanoc'h evit an eil re. Ar yezhoù-se gante ur seurt oligarkiezh a vorfemoù a rankfe sevel dre ret gerioù kevrennek hir spontus, hiroc'h c'hoazh evit er yezhoù sintezel boutin, dre ouzhpennañ meur a vorfem an eil war lerc'h egile. Gwech ha gwech all ez eo bet kredet e oa ar yezhoù oligosintezel ur re yezhoù genidik eus Amerika evel an nahuatl and pe ar blackfoot (yezh an Niitsitapii) met disgwelet eo bet war-lerc'h n'eo ket gwir. Betek hiziv n'eus bet kavet yezh ebet a glotfe gant ar perzhioù a zo ret evit bezañ renket evel ur yezh oligosintezel. Ne gav ket avat da darn vrasañ ar yezhonourion e vefe eus seurt yezhoù oligosintezel e gwirionez, ha betek-henn n'eus bet kavet yezh ebet, bev pena varv, a vije seurt perzhioù ganti. Pennadoù kar Renkadur hervez ar vorfologiezh Oligosintezel
1543
https://br.wikipedia.org/wiki/Kas
Kas
Kas (verb) a zo ur verb lies e sterioù evit an ober lakaat un dra pe un den da vont pelloc'h pe da vont en-dro. Kas (lañs) a zo un anv-kadarn evit ar pezh a c'hoarvez p'eo bet kaset un dra pe un den. Meur a ster evit traou fetis pe difetis a vez kavet, da skouer an trivliadoù a ya gant ar joa pe ar spered-ober. Evit nerzh red dour ur stêr, sellet ouzh : Kas (dour) Kas (fizik) a eztaol ur c'hementad danvez a zilec'h en un unanenn amzer (kas an liñwenn en ur gorzenn) Kas (yezhoniezh) a zo kavet er yezhadur evit deskrivañ gerioù pe gengerioù a ya da resisaat un anv-kadarn. Pennad kar Kaş, kêr en arvor mervent Turki.
1550
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20daspegel
Yezh daspegel
Gant ar yezhoù daspegel (saozneg : agglutinative languages) e vez savet gerioù dre sammañ morfemoù an eil war-lerc'h eben. Gant ar yezhoniour prusian Wilhelm von Humboldt (1767-1835) e voe goveliet an termen agglutinierenden Sprachen (diwar al latin agglutinare) evit dont a-benn da renkañ holl yezhoù ar bed hervez o morfologiezh. Renket e-touez ar yezhoù sintezel e vez ar yezhoù daspegel. Enne, pep morfem stag zo ur c'henger hag en devez ur ster resis nemetañ (evel gourel, amzer dremenet, liester, hag all). Seurt yezhoù ne implijont ket kemmoù diabarzh evit sevel gerioù nevez, evel korn → kerniel met kengerioù stag nemetken. Dreist-holl, pep morfem a c'hell bezañ disrannet diouzh ar re all ha morfem ebet ne verk meur a perzh. Da skouer, e turkeg : göz ("lagad") > gözlük ("lunedoù") → gözlükçü ("un den a werzh lunedoù") → gözlükçülük ("gwerzhañ lunedoù") → gözlükçülükte ("gwerzherezh lunedoù") Setu un nebeud yezhoù daspegel : ar yezhoù ouralek, ar yezhoù altaek, ar japaneg, ar c'horeaneg, ar yezhoù dravidek, an inuktitut, ar swahilieg, ar malayeg hag un nebeud yezhoù mesoamerikanek evel an nahuatl, an huastekeg hag an totonakeg. Gwechall e veze komzet yezhoù a seurt-se ivez dre ar Reter-Nesañ hag en Iran, evel ar sumerieg, an elamiteg, an hurrieg, an urartieg, an hatieg, ar gutieg, al lullubieg hag ar c'hasiteg. Yezhoù gante an hevelep doare morfologiezh n'int ket dre ret en un hevelep familh yezh, da skouer : yezhoù par eo ar finneg hag ar hungareg diouzh un tu met n'o deus netra da welet gant ar japaneg diouzh an tu all daoust dezhe bezañ holl yezhoù daspegel. Meur a vorfem en devez pep ger dre vras er yezhoù dapsegel, ha peurliesañ e vezont yezhoù reizh-tre. E turkeg, da skouer, n'eus nemet ur verb amreizh. Gwelet ivez Renkadur hervez ar vorfologiezh Yezh dezrannel Yezh sintezel Yezh liessintezel Yezh enteuzel Notennoù Daspegel
1552
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20dezrannel
Yezh dezrannel
Er yezhoù dezrannel (saozneg : analytic pe isolating language), an darn vrasañ eus ar morfemoù zo morfemoù distag, da lavaret eo e c'hellont bezañ implijet evel gerioù hepmuiken Ar c'hontrol-mik eo ar re-mañ diouzh ar yezhoù sintezel hag a ra diouzh o zu gant meur a vorfem stag evit merkañ perzhioù yezhoniel ar ger-mañ-ger. Er yezhoù dezrannel e verker perzhioù yezhoniel ar gerioù er frazenn hervez o urzh enni. Ur yezh dezrannel anavezet mat eo ar sinaeg. Da skouer : Evel ma tiskouez mat ar skouer-mañ, pep silabenn (pep eil a-wechoù) a dalvez d'ur mennad. Ouzhpenn-se e weler mat penaos e vez implijet daou c'her (pe daou vorfem) da dalvezout da holl (所有 suǒyǒu ha 都 dōu). Setu unan eus ar perzhioù kevreadel a gaver alies er yezhoù dezrannel. Meur a yezh dezrannel all zo en Azia ar Gevred, evel an thai (pe taeg) hag ar vietnameg. Pa geñverier ar frazenn sinaek gant he zroidigezh vrezhonek e weler splann penaos e vez implijet meur a vorfem stag (kengerioù) e brezhoneg evit merkañ perzhioù yezhoniel. Sklaeroc'h c'hoazh eo an diforc'h etre ar yezhoù dezrannel evel ar sinaeg hag ar yezhoù sintezel pa vezont lakaet keñver-ouzh-keñver gant yezhoù evel an alamaneg : Perzhioù pennañ ar yezhoù dezrannel Peurliesañ e vez savet gerioù evit komz eus mennadoù difetis dre implijout meur a c'her (pe vorfem distag), da lavaret eo ez implij ar yezhoù dezrannel gerioù kevrennek kentoc'h evit gerioù savet dre zisplegadur en ur implijout morfemoù stag : kengerioù, da skouer. Dre ma reont hep merkañ perzh yezhoniel pep ger dre ouzhpennañ morfemoù resis, ar yezhoù dezrannel a rank sevel o frazennoù hervez reolennoù kevreadel kalz strishoc'h evit er yezhoù sintezel evit merkañ perzh pep elfenn er frazenn. E sinaeg, da skouer, e vez implijet rannoùigoù distag arbennik evit merkañ liammoù perc'hennañ ha n'eo ket ar genitivel evel e saozneg : Techet e vez ar yezhoù dezrannel da rediañ ar gomzerion da lakaat o skiant-prenet da dalvezout , pa dennont da draoù na vezont ket lavaret evit kompren ar frazennoù, rak ne vez ket merket en un doare ken resis ha gant ar yezhoù sintezel al liammoù etre elfennoù disheñvel ar frazenn. Pennadoù kar Renkadur hervez ar vorfologiezh Yezh sintezel Yezh daspegel Yezh liessintezel Notennoù Dezrannel
1553
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20liessintezel
Yezh liessintezel
Gant ar yezhoniour stadunanatEdward Sapir (1884-1939 e voe impljet an termenoù sintezel ha liessintezel (saozneg : polysynthetic) evit ar wech kentañ er bloavezhioù 1920 evit deskrivañ yezhoù enne niver uhel a vorfemoù e pep ger. Kalz uheloc'h eo an niver a vorfemoù er yezhoù liessintezel evit er re sintezel. Er yezhoù liessintezel e vez implijet alies ur ger hir-spontus hepken evit ober diouzh ur frazenn a-bezh er yezhoù n'int ket ken sintezel all, evel ar yezhoù dezrannel. Skouerioù Meur a yezh liessintezel zo e Norzhamerika hag e Siberia : an inuktitut, ar mohawkeg, an ainoueg, ar yupikeg, ar tsalagi ('"tcherokeeg"), ar soraeg, al luoravetlan ("tchuktchieg") hag an kalaallisut ("groenlandeg") zo un nebeud anezho. Luoravetlan Ur familh yezhoù a zo komzet e Ledenez Kamtchatka eo. Pemp morfem zo er ger-mañ : Təmeyŋəlevtəpəγtərkən tə-meyŋə-levtə-pəγt-ərkən 1.SG.SUBJ-"meur-poan-benn"-IMP Ur frazenn eo r brezhoneg: « Poan-benn spontus am eus » (Skorik 1961: 102) Kalaallisuteg Greunlandeg ar C'hornôg eo. Daouzek morfem zo er ger-mañ : Aliikusersuillammassuaanerartassagaluarpaalli aliiku-sersu-i-llammas-sua-a-nerar-ta-ssa-galuar-paal-li dudi-reiñ-SEMITRANS-unan.mat.e-COP-lavaret.ma-REP-FUT-sur.met-3plSUBJ/3sgOBJ-met Ar frazenn vrezhonek : « Koulskoude e lavarer ez eo un artist mat, met... » Kudennoù Ret eo lavaret ne vez ket aezet atav lavaret hag-eñ ez eo ur yezh bennaket ur yezh liessintezel pe get kentoc'h evit ur yezh sintezel hepmuiken, rak diouzh un tu e c'hell bezañ diaes a-wechoù gouzout e pelec'h emañ ar bevennoù etre pep morfem, ha diouzh an tu all e c'hell ur yezh bezañ liessintezel war un dachenn yezhadurel resis, met nann sintetezel war un dachenn yezhadurel all. Disheñvel eo, da skouer, live sintezelezh ar verboù hag an anvioù er yezhoù Su Atabaskeg. Pennadoù kar Renkadur hervez ar vorfologiezh Yezh dezrannel Yezh sintezel Yezh daspegel Liessintezel
1554
https://br.wikipedia.org/wiki/Italianeg
Italianeg
An italianeg a zo ur yezh renket e-touez ar yezhoù romanek, ar re-mañ e familh ar yezhoù indez-europek. Meur a rannyezh (ha sokiolektenn) italek-romanek a vez kavet. En Italia hag e Suis (kanton Ticino) e vez komzet hag e kumuniezhoù an Italianed divroet er bed a-bezh. Evel meur a yezh Stad eo an italianeg modern ur rannyezh hag he deus graet berzh er-maez eus he fastell-vro, rannvro Toskana. Ar rannyezh toskan, an hini komzet ha skrivet e kêrioù Firenze, Pisa ha Siena, a zo aet da vezañ yezh Italia a-bezh, peogwir eo an hini vrudetañ e-keñver ar sevenadur hag dreist-holl al lennegezh. E toskaneg eo bet skrivet levrioù Dante Alighieri, Petrarca ha Boccaccio a vez sellet outo evel an tri skrivagner italianek brasañ. Brud Firenze, ur gaer a geoded, galloudus ha pinvidik a-gozh, kentañ kêrbenn Italia, a zo bet ur fed a-bouez ivez. Italianeg ha brezhoneg Gerioù brezhonek a orin italianek (geriadur An Here) Deuet ez eus un nebeud gerioù italianek e brezhoneg, dre hanterouriezh ar galleg peurvuiañ. mandolinenn (It: mandolino) piano (It: piano) pizza (It: pizza) spaghetti (It: spaghetti) Geriadurioù Geriadurig brezhoneg/italianeg, Yoran Embanner Oberennoù italianek bet troet e brezhoneg LearnItaliano.net Boccaccio, G., Ar marvailher italiat, troet gant Alan Brenn, Emb. Gwalarn, 1931 Dante, An Divina Commedia, troet gant Pêr Bourdellez, Imbourc'h, 1977 Manzoni A., Danvez Priedoù troet gant Pêr Bourdellez, Mouladurioù Hor Yezh, 1986 Silvestri, B., Avel-draezh, troet gant Aline Gleoneg, Ti embann Al Lanv, 2003 Notennoù Yezh ar sinoù Ar re vouzar a ra gant Yezh ar sinoù italianek. Yezhoù romanek Yezhoù Italia Yezhoù Unaniezh Europa
1555
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20sintezel
Yezh sintezel
Ur yezh sintezel (saoz. synthetic language) a zo ur yezh renket hervez he doare morfologiezh (Gw. Renkadur hervez ar vorfologiezh) ganti meur a vorfem e pep ger well-wazh. Ur pennad rummad morfologel eo ar sintezelezh, ennañ isrummadoù ispisial evel ar yezhoù liessintezel. Dre vras, met n'eo ket dre ret, e klot seurt yezhoù gant an doare ma vez implijet ar morfemoù en ur yezh resis bennaket, d.s. peurliesañ e vez sintezel ur yezh daspegel. Yezhoù sintezel ha yezhoù dezrannel Alies e vez keñveriet ar yezhoù sintezel gant ar yezhoù dezrannel, met ret eo goût ez eo kentoc'h un heuliad (pe continuum) o vont diouzh ar re liesssintezel pe oligosintezel diouzh un tu d'ar re dezrannel diouzh an tu all. Etre an daou benn e vefe neuze ar re sintezel. Skouerioù Meur a yezh sintezel a zo er bed holl, ha sintezel eo ivez an darn vrasañ eus ar yezhoù komzet en Europa. Setu un nebeud skouerioù: ar yezhoù indez-europek evel an alamaneg hag ar rusianeg; tost d'an holl yezhoù altaek (en o zouez an turkeg, ar mongoleg hag ar yezhoù toungousek); ar yezhoù ouralek (en o zouez ar finneg, an estoneg hag ar hungareg); ar japaneg, ar c'horeaneg; meur a yezh genidik eus Amerika evel an navac'hoeg, an nahuatl hag ar yezhoù irokwoyek (en o zouez armohawkeg hag ar c'hetchwaeg ("runasimi"). Doareoù an sintezelezh Meur a doare zo da lakaat e pleustr ar sintezelezh en ur yezh : Kevrennadur sintezel Savet e vez gerioù kevrennek hir a-walc'h war diazez morfemoù a bep seurt, da skouer verboù, anvioù-kadarn, kengerioù, hag all: alamaneg: Luftkissenfahrzeug "aer-torchenn-beaj-mekanik" = "bag risklañ dre aer" (galleg: aeroglisseur) japaneg: teishaeki "a-sav-karr-porzh" = "lec'h ma chom a-sav an treñ" ("arsavva") finneg: pikakaurahiutaleannos "buan-kerc'h-malzenn-pladad" = "ur pladad yod-kerc'h graet buan-ha-buan" Liammadur sintezel (dieplegadur). Amañ e vez ouzhpennet morfemoù stag (ul kenger) ouzh ur wrizienn (d.s. ober > gwrizienn (g)ra) evit merkañ perzhioù yezhoniel ur ger: nahuatl: ocaltizquiya "endeo-(he)-en-kibellañ-rafe" = "gwalc'het e vefe bet ganti" finneg: juokse·ntel·isi·n·ko·han "redet-da bep tu-rafe-me-goulenn-dibal" = "En em c'houlenn a ran hag-eñ e tlefen mont da redek un tammig e pep lec'h hep pal resis ebet" Derezioù sintezelezh Setu un nebeud skouerioù reis evit diskwel mont-en-dro an heuliad o vont d'ar yezhoù dezrannelañ diouzh un tu d'ar re sintezelañ d'an tu all: Dezrannel rik tahiteg: Ua marere te manu na te ara = "Un evn a nijas pell ac'han". Kazi pep ger a zo anezhañ ur morfem distag. Damdezrannel saozneg: He travelled by sailboat ("Beajiñ a reas dre vag-dre-lien"). Dre vras ez eo ar saozneg ur yezh techet war du an dezrannelezh met a-wechoù e sach ivez war-du an sintezelezh. Amañ, da skouer, ez eus daou vorfem er gerioù travelled ("beajet") travel (gwrizienn verb) + ed (lost-ger) ha sailboat (sail "lien" ha boat "boat"). Damsintezel japaneg: Watashitachi ni totte, kono naku kodomo no shashin wa miseraregatai mono desu = "Evidimp ez eo diaezet diskwel ar poltridi-mañ enne bugale o leñval." Kazi pep ger a zo ennañ ouzhpenn ur morfem hag en darn vrasañ anezhe ez eus kement ha 5 morfem. Sintezel-tre finneg: Käyttäytyessään tottelemattomasti oppilas saa jälki-istuntoa = "Ma ne vez ket fur e vo kastizet ar studier." Kazi pep ger a zo ennañ meur a vorfem hag ur ger a zo liessintezel. Liessintezel mohawkeg: Washakotya'tawitsherahetkvhta'se = "Kaset en devoe da ras he sae". Ger-ha-ger: "Gantañ e voe lakaet divalav eviti ar pezh e vez lakaet war ar c'horf"). Gant ur ger hepmuiken ez eo gouest ar yezh-mañ da lâret ar pezh a rankfe ur yezh nann-sintezel ober gant ur frazenn a-bezh. Oligosintezel Un isrummad yezhoù sintezel ispisial e vefe ar re oligosintezel enne nebeut-tre a vorfemoù en holl. Un deorienn an hini eo nemetken, ha n'eus bet kavet betek henn yezh ebet a c'hellfe bezañ renket evel ur yezh oligosintezel. Gwelet ivez: Renkadur hervez ar vorfologiezh Yezh dezrannel Yezh daspegel Yezh liessintezel Sintezel
1556
https://br.wikipedia.org/wiki/Ekosferenn
Ekosferenn
Talvezout a ra an ekosferenn kement ha ur sistem naturel lec'h zo tri live oc'h ober an eil war egile : an danvez, an energiezh, hag ar boudoù bev. Forjet eo bet ar gomz gant an ekologour amerikan Lamont Cole. Hervez Robert Berbault eo gwell gant ekologourien 'zo implijañ "ekosferenn" e-lec'h implijañ "biosferenn". Da-neuze e vefe an ekosferenn an teskad formet gant ar viosferenn, he substrat geologel ha pedagogel (al litosferenn), hag an atmosferenn. ekologiezh es:Ecósfera
1557
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20naturel
Yezh naturel
Implijet e vez an termen yezh naturel evit ober an diforc'h, pa vez ezhomm, etre ar yezhoù a vez komzet gant an dud hag yezhoù savet a-ratozh kaer evit palioù resis, evel da skouer ar yezhoù kompodiñ implijet evit an urzhiataerezh (pe kompoderezh) hag ar sistemoù implijet gant ar poelloniezh jedoniel a reer yezhoù oute ivez. A-wechoù e kaver ivez an termen yezh boutin pe yezh ordin, dreist-holl pa vez kaoz eus filosofiezh ar yezhoù hag a zo kevatal da yezh naturel. Gant an urzhiataerezh ez eo studi ar yezhoù naturel un isdachenn hag e vez implijet evit ober dave eus sistemoù ha termenoù enkas diazezet war patrom ar yezhoù implijet gant mab-den kentoc'h evit sistemoù diazezet war yezhoù kompodiñ rik. Ret eo lâret ivez ez eo yezhoù naturel ar yezhoù dre sinoù implijet gant ar re vouzar hag a vezont implijet gant an dud evel n'eus forzh peseurt yezh naturel all hag enne strukturioù ha perzhioù heñvel oute. Yezhoù savet a-ratozh Un nebeud yezhoù bet savet a-ratozh (saoz. constructed languages pe eeunoc'h conlangs) evel an esperanteg o deus gellet dont da vezañ yezhoù damnaturel diorroet-mat, rak tizhet ez eus bet gante tud d'o c'homz evel yezh kentañ. Met n'eo ket alies ma c'hoarvez kemendall gant seurt yezhoù Yezhoù kompodiñ Abalamour m'o devez ur struktur luziet hag ur c'heriaoueg ledan gant kalz a amreizhterioù peueliesañ, ne dalvez ket ar yezhoù naturel evit an urzhiataerezh. Ret eo bet sevel yezhoù ispisial neuze evit ober war-dro an urzhiataerezh a vez graet ''yezhoù kompodiñ oute. Gwelet ivez: Yezh savet a-ratozh Yezh kompodiñ Yezh dre sinoù Naturel
1561
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20kalvezadel
Yezh kalvezadel
Ur yezh kalvezadel pe yezh savet a-ratozh (saozneg : constructed language, conlang) zo ur yezh bet savet gant unan bennaket pe ur skipailh tud, da lavaret eo ez eo ar c'hontrol-mik diouzh ar yezhoù naturel a zo bet diorroet a-hed an amzer gant an dud. Lod eus ar yezhoù savet a-ratozh zo bet ijinet evit bezañ implijet gant an dud evel ma vefe yezhoù naturel anezhe (dreist-holl evel yezhoù etrebroadel ouzhpenn ar re naturel). Lod all avat zo bet krouet evit meur a bal all, da skouer evit reiñ un tamm buhez da skridoù faltazi evel re J. R. R. Tolkien, o klotaat neuze meur a wech gant bedoù savet a-ratozh ivez, evit gwirikaat damkanoù yezhoniel evel al lojbaneg, evit gallout daremprediñ gant tud dre guzh (da skouer : an awolang, bet krouet gant Daniel Carrasco "evit an dudi") pe c'hoazh evit dudi an dud a bled gante (da skouer : ar cinpzy). A-wechoù e vez implijet an termen yezh steuñvekaet (planned language) evit komz eus ar yezhoù a seurt-se savet evit bezañ implijet gant an dud evel yezhoù naturel, evel an esperanteg, rak ne blij ket alies da gomzerion ar yezhoù-se termenoù all a vez implijet alies a-walc'h evel yezh kalvezadel (artificial language) abalamour ma'z eo ar yezhoù-se ken « naturel » hag ar re all herveze. Implijet e vez an termen-mañ gant ar re a ra gant an esperanteg. Peurliesañ eo pal seurt yezhoù talvezout da yezhoù etrebroadel ouzhpenn, da lavaret eo yezhoù lakaet da neptu a c'hellfe bezañ desket ouzhpenn ar yezhoù-mamm (pe yezhoù kentañ) evit mont e darempred gant an dud dre ar bed a-bezh. Renkadur Bez' e c'heller ober an diforc'h etre daou doare yezh savet a-ratozh hervez o framm. Ar yezhoù a priori n'int diazezet na war ur yezh naturel resis bennaket, na war frammoù kavet e-touez yezhoù ar bed. Ral-tre eo ar yezhoù a seurt-mañ. Ar yezhoù a posteriori zo diazezet war yezhoù naturel pe a implij perzhioù yezhoniel a gaver er yezhoù naturel ; da skouer : an esperanteg, ar volapük hag an inter celtic. Diouzh an tu all e c'hellont bezañ renket ivez hervez o fal. Ar yezhoù etrebroadel ouzhpenn, da vezañ implijet evel eil yezh evit gallout mont e darempred gant tud a ra gant ur yezh disheñvel, da skouer an interlingua hag an esperanteg. Ar yezhoù faltaziek, a zo bet krouet evit dre genedelouriezh, evel ar sindarin ijinet gant J. R. R. Tolkien. Ar yezhoù evit palioù resis (engineered languages), a vez isrannet etre yezhoù filozofel evel an eurún ha yezhoù poellel (loglangs) evel al lojbaneg. Lod yezhoù zo bet savet a-ratozh kaer evit amprouiñ Damkan Sapir ha Whorf, da lavaret evit gouzout hag-eñ e vez levezonet an doare da soñjal gant frammoù ar yezhoù a gomz an dud ; da skouer : ur yezh evit ar maouezed eo al láAdan evit en em dizober eus techoù ar gevredigezh diazezet war berzhioù gourel ; ur yezh n'haller lavaret nemet traoù dudius ha positivel ganti eo an toki pona. A-hed ar c'hantvedoù, rak hir eo istor ar yezhoù savet a-ratozh, un nebeud yezhoù a-seurt-se o deus tapet gante tud o deus o desket evel yezh kentañ. C'hoarvezout a ra kement-mañ dreist-holl gant ar yezhoù etrebroadel evel an esperanteg komzet gant etre 200 ha 2 000 a dud evel yezh kentañ, ha gant ar volapük en . Klasket e oa bet kelenn ar yezh klingon ijinet evit Star Trek evel yezh kentañ d'e vab gant d'Armond Speers, met ne zeuas ket a-benn abalamour d'an diouer a c'heriaoueg er yezh-se, da dkouer gerioù boutin evel '"kador" pe "taol". Yezhoù etrebroadel Lod yezhoù zo bet krouet evit ar bed a-bezh, evel ar volapük e 1880, an esperanteg (Lingvo Internacia, 1887) pe an ido (Linguo internaciona de la Delegitaro, 1907). Yezhoù all zo bet krouet evit broadoù hag o deus ur yezh kar. Ar slovio (1999) hag an interslavic (2006) zo bet krouet evit kehentiñ etre ar broadoù slavek. Yezhoù all c'hoazh zo bet krouet evit un tiriad. Meur a yezh azo bet krouet evit aesaat ar c'hehentiñ en Europa, da skouer. An eurolang (1990) zo aet da get, evel an europanto (1996, ha ne oa ket bet kinniget evel ur raktres sirius. Re all a hañval bezañ diorroet dalc'hmat : an uropi (1986, an eubabel (2013), an europeo (2018) hag an nove latina (2020). Ukroniezh Lod yezhoù zo bet krouet evel pa vije emdroet o yezh orin en hevelep doare hag ar yezhoù hengounel. O emdroadur eo hini o yezh orin mar bije en em astennet war un tiriad all. Evit o sevel ez eo bet argemmet geriaoueg o yezh orin hervez al lezennoù fonetek a gaver er yezh o dije erlec'hiet. Ar brithenig (1996), emdroadur al latin m'en dije hemañ diwezhañ kemeret lec'h ar predeneg e Breizh-Veur, eo ar yezh kentañ bet krouet evel-se. Ur yoc'h yezhoù all ar seurt-se zo bet ijinet d’e heul. Tu da lakaat ar yezhoù-se e-touez ar yezhoù hengounel e renkadur ar yezhoù. E-touez ar yezhoù romanek, da skouer, e vije ur skourr nevez, ar yezhoù « keltiek-ha-romanek », a gaver ennañ ar brithenig hag ar breathanach (1998), un emdroadur eus al latin ivez, m'en dije troadet hemañ ziwezhañ en Iwerzhon diwar-goust an heniwerzhoneg. Liammoù diavaez Conlanglinks Diwar-benn an esperanteg e brezhoneg Diwar-benn an esperanteg e brezhoneg Daveoù Yezhoniezh
1562
https://br.wikipedia.org/wiki/Denoniezh
Denoniezh
An denoniezh eo e bal studiañ an Den evel ur spesad hag, ent-resis, e berzhioù a denn d'ar gorfadurezh (pe anatomiezh), d'ar vevoniezh ha, dreist-holl, da studi e spered. Gwelet ivez Homo (doaread). Holistik eo an denoniezh, rak e tenn d'an Den e pep amzer ha e pep lec'h hag e pep ment an denelezh ivez. Ar meizad pennañ eo ar c'hultur ha diwar an meizad-mañ e kadarner en deus spesad an Den ur varregezh hollvedel evit un emdroad davit kompren ar bed dre arouezioù a vez kelennet ha desket dre ar vuhez gevredigezhel, un emdroad evit lakaat ar bed hag e annezerien da vezañ treuzfurmet dre jeu an arouezioù-se. Ur frapad-amzer'zo e veze dispartiet an denoniezh eus ar c'helennoù denel all diwar e dech da dreuzkenveriañ ar c'hulturoù, met bremañ e sav savboentoù disheñvel pa ya denoniourien'zo da studiañ kevredigezhioù pe strolloù en o-unan. Denoniezh Skiantoù ar gundu
1563
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezhoniezh%20kognitivel
Yezhoniezh kognitivel
yezhoniezh Ur skol yezhoniezh eo ar yezhoniezh kognitivel hag he-deus da bal klask lakaat da genglotañ mont-en-dro ar yezhoù naturel hag ar pezh a ouzer diwar-benn mont-en-dro an empenn. Hervez ar skol-mañ ez eo ret neuze displegañ penaos vez implijet ha penaos e vez dielfennet ur yezh gant an dud en ur geñveriañ gant an doare ma vez urzhiet ar soñjoù en o empenn. Div isdachenn a zo: ar semantik kognitivel o tennañ d'an doare ma vez dielfennet ster ar gerioù hag ar frazennoù, hag; ar yezhadur kognitivel o tennañ d'an doare ma vez savet, dielfennet ha komprenet strukturioù ar yezh Setu un nebeud yezhoniourion brudet evit o labour war dachenn ar yezhoniezh kognitivel: George Lakoff, Mark Johnson, Eve Sweetser, Leonard Talmy, Ronald Langacker, Mark Turner, Gilles Fauconnier, Zoltán Kövecses, Charles Fillmore, Adele Goldberg ha Chris Johnson. Daoust ha ma ra Ray Jackendoff ur yezhoniour generativel outañ e-unan, heñvel-tre eo an darn vrasañ eus ar pezh a skriv e-keñver ar yezhoniezh kognitivel. Damkanoù a zo o tennañ d'ar yezhoniezh kognitivel hag a zo ar c'hontrol-mik diouzh ar pezh a vez kelennet gant ar yezhadur generativel. Gwiriekaet e vez an teoriennoù-se vez gant tud o labourat war dachenn ar bredoniezh hag ar yezhonouriezh bredoniel (pe psikoyezhonouriezh) evel Michael Tomasello, Raymond Gibbs, Michael Ramscar, Michael Spivey, Teenie Matlock ha Benjamin Bergen. O labourat emañ meur a hini ivez evit lakaat da glotañ ar yezhoniezh kognitivel diouzh un tu ha skiantoù neurologel diouzh an tu all, en o zouez: Tim Rohrer, Seana Coulson ha Lera Boroditsky. Disoc'hoù arnodennoù bet kaset da benn gant David McNeill o labourat war tachenn ar jestroù a dalvez da diskwel ez eo reizh damkanoù ar yezhoniezh kognitivel. Tud all evel Jerome Feldman, Terry Regier ha Srinivas Narayanan o deus pledet gant al liammoù etre ar yezhoniezh hag an urzhiataerezh. Setu gant peseurt tachennoù-studi pennañ e vez pledet ar yezhoniezh kognitivel: Tachennoù-studi ar yezhoniezh dre vras; Studi ar metaforennoù, levezonet gant skridoù Lakoff ha Johnson dreist-holl; Teorienn kemmesk ar meizadoù (saozneg conceptual blending), levezonet gant Gilles Fauconnier ha Mark Turner. Teorienn ar semantik dre frammoù (saozneg frame semantics), levezonet gant Charles Fillmore. Isdachenn ar semantik o tennañ d'an nerzhoniezh (saoz. force dynamics), levezonet gant Leonard Talmy Un nebeud doareoù yezhadur dre sevel (saozneg construction grammar), dreist-holl kinnigoù Adele Goldberg Betek-henn n'eo ket bet posupl lakaat an holl isdachennoù-se da genglotañ an eil gant eben, dreist-holl peogwir e labour an dud war o zachenn resis hep derc'hel kont eus ar pezh emeur oc'h ober e lec'h all. Tud zo avat a zo o labourat evit lakaat an holl dachennoù-studi da vezañ genliammet kenetreze a-benn sevel un deorienn hollek o tennañ d'ar yezhoniezh kognitivel en he fezh.
1564
https://br.wikipedia.org/wiki/Perzh%20lec%27hel%20%28yezhoniezh%29
Perzh lec'hel (yezhoniezh)
Ur perzh lec'hel (saoz. aerial feature)a zo ur perzh a vez kavet e meur a yezh en hevelep lec'h hep ma vefe liamm tipologel ebet (Gw. da skouer Renkadur hervez ar vorfologiezh) kenetreze. Peurliesañ e vez lakaaet a-stroll yezhoù disheñvel e familhoù yezh hervez ar perzhioù boutin kentereze o tont diwar ur yezh orin nemeti. Ar perzhioù lec'hel avat a denn da bezhioù yezhoniel a kaver entre meur a yezh dre en em levezoniñ an eil hag ebn abalomour ma vezont komzet gant tud o vevañ tost-tre an eil re ouzh are re all. A-wechoù ez eo diazet a-walc'h ober an diforc'h etre perzhioù boutin etre parioù yezh disheñvel o tennañ d'ur yezh voutin (tipologiezh) pe o tont diwar ul levezon kenetreze (perzh lec'hel). Ur skouer vat a gaver e yezhoù Su Afrika: n'eus liamm orinel ebet etre ar yezhoù bantu evel an zulueg (isiZulu) hag ar xhosaeg (isiXhosa) diouzh un tu hag ar yezhoù Khoi-San diouzh an tu all. Kouskoude, kavet e vez ur re kensonennoù ral-tre anvet klikoù enne o-daou. E gwirionez voe bet ampreset ar sonennoù-se gant ar yezhoù bantu digant ar yezhoù khoi-san. yezhoniezh
1565
https://br.wikipedia.org/wiki/Silabenn
Silabenn
Ar silabenn a zo anezhi un unded yezhoniel o tennañ d'ar yezh komzet. Pep silabenn he devez dre ret ur graoñell (peurliesañ ur vogalenn) ha sonennoù all a c'hell bezañ ouzhpennet outi. A-bouez e c'hell bezañ silabennoù ur yezh evit gouzout e pelec'h emañ an taol-mouezh e pep ger ha neuze evit ar metroù implijet evit sevel barzhonegoù hag all. Struktur ar silabenn Setu struktur diazez ar silabenn: Penn ar silabenn Kraoñell ar silabenn Lost ar silabenn Klotennad ar silabenn Ar c'hraoñell eo an elfenn ret nemeti. Dre vras e vez kavet sonennoù mouezhiet e kraoñell ar silabenn, peurliesañ ur vogalenn pe veur a vogalenn. A-wechoù avat ez eus ur gensonenn silabennek e kraoñell ar silabenn, da skouer |[l]| pe |[r]|. Ret eo da bep silabenn kaout ur graoñell dre vras. Ar silabenn a c'hell kaout ul lost pe get. Pa vez ul lost ouzh ar silabenn e vez gret silabenn serr anezhi ha silabenn digor a vez graet eus ar re n'o deus lost ebet. Da skouer ("C" = kensonenn; "V" = vogalenn): silabennoù digor:V, CV, CCV... silabennoù serr: VC, CVC, CVCC... Tost holl yezhoù ar bed a ra gant silabennoù digor, met n'eo ket an holl a ra gant silabennoù serr ivez. Fonologiezh ar silabenn Ar reolennoù fonotaktikel a dalvez da c'houzout peseurt sonioù a c'hell implijout ur yezh bennaket ha penaos e c'hellont bezañ implijet ganti. Da skouer e c'heller e brezhoneg kregiñ ur ger gant an div gensonenn s + k asambles ("skol") met e portugaleg e ranker ouzhpennañ un e ("escola"). Struktur ar silabennoù a cheñch ivez a yezh da yezh hervez reolennoù fonotaktikel resis. Evel-se e ra yezhoù evel ar japaneg, daoust ha ma vez implijet silabennoù digor gant kazi holl yezhoù ar bed, gant silabennoù serr gant "-n" nemetken. Yezhoù evel ar sinaeg a rank ober gant silabennoù digor hag en o fenn ur gensonenn d'ar muiañ. Yezhoù all evel an arabeg a rank kregiñ pep silabenn gant ur gensonenn. Ar silabennoù hag an taol-mouezh Alies a-walc'h ez eus ul liamm strizh etre lusk ar gerioù (an taol-mouezh) ha struktur ar silabennoù a zo enne. E latin e ouzer da skouer e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger dre zielfennañ struktur ar silabennoù. Yezhoù hep silabennoù N'eo ket sklaer ha bez' ez eus ur perzh hollek eus ar silabenn rak un nebeud yezhoù ral pe raloc'h evel an nuxálk (pe bella coola) a ra gant gerioù enne kensonennoù hepken, da skouer : xłp̓x̣ʷłtłpłłskʷc̓ [xɬp’χʷɬtɬpɬːskʷʦ’] 'gantañ e oa ur blantenn (saoz. "bunchberry")'     (Bagemihl 1991:16) Gwelet ivez : Penn ar silabenn Kraoñell ar silabenn Lost ar silabenn Klotennad ar silabenn Mora Pouez silabennek Pluti Fonetik ha fonologiezh
1566
https://br.wikipedia.org/wiki/Adstrat
Adstrat
Hervez ar yezhoniezh ez eo ur yezh adstrat ur yezh hag en devez ul levezon war ur yezh all hag e vez levezonet ganti hep ma'z afe da get nag an eil nag eben. Un doare levezoni etre yezhoù (saoz. linguistc interference) eo. (Gw. superstrat ha substrat). Da skouer eo bet levezonet ar galleg gant an alamaneg hag levezonet eo bet an alamaneg ivez d'e dro gant ar galleg met n'eo ket aet da get nag an alamaneg nag ar galleg : das Abenteuer (al.) < l'aventure (gall) la valse (gall.) < der Walzer (al.) Ret eo anzav memestra ez eo bet levezonet an alamaneg gant ar galleg kalz muioc'h evit n'eo bet levezonet ar galleg gant an alamaneg, da lavarout eo ez eo ledanoc'h adstrat ar galleg en alamaneg evit ar c'hontrol. Anat eo abegoù seurt liammoù levezoni pa seller ouzh istor politikel ar yezhoù: ar yezh uhel e oa ar galleg e meur a vro eus Europa, en o zouez an Alamagn kantvedoù'zo, met n'eo ket deuet biskoazh an alamaneg da vezañ unan eus yezhoù uhel Europa estreget e Kreizeuropa. Gwelet ivez: superstrat substrat yezhoniezh istorel en:Stratum (linguistics)#Adstratum
1567
https://br.wikipedia.org/wiki/Superstrat
Superstrat
Ar c'hontrol diouzh ar substrat eo ar superstrat. Pa zeu ur yezh da gemer plas unan all e reer superstrat eus an hini a ya ar maout ganti ha substrat eus an hini a ya da get. Da skouer, ur yezh substrat eo ar galianeg dre leuskel e blas d'ar galleg (da lavaret eo, ar galleg a zeu diwar al latin, ha tremenet dre ar romaneg met levezon en deus c'hoazh ar galianeg war ar yezh (geriaoueg, furmoù 'zo, evel quatre vingt e-skoaz "octante"), ar superstrat. Gwelet ivez: substrat adstrat yezhoniezh istorel en:Stratum (linguistics)#Superstratum
1568
https://br.wikipedia.org/wiki/Substrat
Substrat
Pa gemer ur yezh plas ur yezh all e vez graet substrat eus ar yezh a ya da get, ha superstrat eus an hini a vann. Un doare levezoni etre yezhoù eo (Gw. ivez superstrat ha adstrat). Ar galianeg a deuas da vezañ ur yezh substrat pa gemeras ar galleg e blas. Daoust ha ma'z eo aet da get ar galianeg penn-da-benn e leuskas roudoù er yezhoù bet tapet e blas gante evel ar galleg. Luziet-tre e c'hell bezañ klask gouzout peseurt perzhioù a gaver en ur yezh bennaket a deuas diwar ur yezh all, da lavarout eo ur substrat, dreist-holl p'emañ marv ar yezhoù-se. Teoriennoù dic'hortoz a zo ivez o tennañ da levezon ar substratoù war yezhoù a zo komzet hiziv an deiz. Evel-se e kred lod ez eo ar japaneg ur yezh ganti ur superstrat altaek savet war diazez ur substrat a orin aostronezek pe sinaek, pe c'hoazh e vefe anezhañ ur superstrat koreanek savet diwar ur substrat lec'hel a orin digenvez. Gwelet ivez: superstrat adstrat Yezhoniezh istorel
1572
https://br.wikipedia.org/wiki/Pladenn%20galet
Pladenn galet
Ur beriferell, pe adstramm, eus ar reoù bouezusañ en ur c'hompoder eo ar b- pladenn galet. Posupl eo gwelet ar bladenn galet evel ur vagazenn a c'heller klenkañ madoù enni evit kerc'hat anezhe diouzh an ezhommoù. An data eo ar madoù klenket en ur bladenn galet. Lavaret a reer ec'h eo ar bladenn galet un unvezh klenkañ data. Graet eo ur bladenn galet gant pladennoù magnetek, a zo o roll miret an data enskrivet, gant pennoù lenn/skriv, gant ur wikefre plasañ ar pennoù ha gant ur sistem elektronikel a zo e labour tretiñ an data o tont eus ar c'hompoder, dre heuliañ protokoloù ren ha treuzdougen data evel ATA ha SCSI. Bihanoc'h eget 1 milimetr eo tevder pladennoù ur bladenn galet. Graet int gant ur c'hendeuzad metal skañv ha goloet eo o gorreoù gant ur gwiskad tanav a bartikulennoù magnetizet a c'hell bezañ cheñchet o reteradur evit kodiñ an talvoudoù binarel 0 ha 1. Kontrollet eo brec'h plasañ ar pennoù lenn/skriv gant ur c'heflusker pe motor pazenn-ha-pazenn. Dre un dilec’hiadur anklel e tremen ar vrec'h eus un eil roudenn enskrivañ d'eben. Gant un eil motor e-kreiz ar stramm e vez lakaet ar pladennoù da droial gant tizhoù etre 5400 tr.mun-1 evit ar reoù ar muiañ ordinal ha 15000 tr.mun-1 evit ar reoù varrekañ. Dre un efed koldre-aer produet gant tizh troial uhel ar pladennoù e vez dalc'het distok ar pennoù diouzh gorre a-us ha gorre dindan ar pladennoù. Rezañ a reont ar gorreoù a dostoc'h eget 1 mikron. Evel-se e c'hellont lenn pe skrivañ, dre intent pe dre cheñch reteradur ar partikulennoù. Ur penn lenn/skriv zo da bep fas ur bladenn. Kensolut war ar memes brec'h eo an holl bennoù ha, dre se, e tiraezont d'ar memes koulz ar memes roudennoù war ar pladennoù. Formiñ ur silentr a ra ar memes roudennoù-se, dezhe ar memes niverenn urzh. Hag, abalamour da se ez eus kement a silentroù hag a roudennoù war bep fas da pep pladenn. Neuze bez' e c'hell kement dataenn enskrivet war ur bladenn galet bezañ diraezet dre he chomlec'h fizikel termenet evel-mañ : pladenn, fas, roudenn, sektor. Geriaoueg pladenn galet disque dur periferell, adstramm périphérique unvez klenkañ data unité de stockage de données pladenn vagnetek plateau magnétique penn lenn/skriv tête de lecture/écriture gwikefre plasañ ar pennoù mécanisme de positionnement des têtes motor pazenn-ha-pazenn moteur pas à pas efed koldre-aer effet de coussin d'air Periferell
1574
https://br.wikipedia.org/wiki/Kafe
Kafe
Ar c'hafe zo ur blantenn, ur vrousgwezenn eus ar genad Coffea hag a ro greun, ha gant ar greun-se e vez graet un evaj hag a zo dezhañ efedoù bredoberiant. Diorroet eo bet gounezerezh ar c'hafe er broioù trovanel ha krouet ez eus bet plantadegoù evit ezporzhiañ greun kafe d'ar bed a-bezh. E-touez ar gounezadoù pennañ emañ ar c'hafe hag ur vammenn arc'hant eus ar re bouezusañ eo evit ar pastelloù-bro e-lec'h ma vez produet. Gerdarzh Dont a reas ar ger en Europa dre ar ger turkek kahve, deuet eus ar ger arabek قهو, qahweh. Dont a ra ar ger arabek pe eus anv Rouantelezh Kaffa e Kornog Etiopia, ma veze gounezet kafe, pe eus berradur an droienn qahwat al-būnn, a zo "gwin ar favenn " en arabeg. Louzawouriezh Gwrez ha disheol war un dro a blij d'ar c'hafe. Gwelloc'h eo an douaroù uhel ha tomm evit ar brousgwez-kafe ha gwelloc'h eo dezho ivez bezañ e skeud gwez uheloc'h egeto ha gant delioù padus. Meur a spesad a vez kavet e-barzh ar genad Coffea, met Coffea arabica eo an hini a vez priziet ar muiañ. Gounezet e vez ar spesadoù all war douaroù e-lec'h ma n'haller ket gounit an arabica. An eil spesad gounezet a zo Coffea robusta. An holl gwez-kafe a ro frouezh bouedek, roz pe limestra, hag enno div galonenn hag a vez graet greun kafe anezho ivez. Istor ar c'hafe Hervez ur vojenn arab eo bet diskoachet perzhioù ar c'hafe dre zegouezh en Abisinia (Etiopia, hiziv) war-dro ar c'hentañ milved. Ur mollah, Chadelih e anv, a gejas gant ur mesaer bihan, Kaldi, en doa merzet e oa birvilh en e c'hivri pa zebrent delioù eus ur vrousgwezenn dibar. Ar mollah, p'en doa debret greun ar vrousgwezenn, a santas e spered lemmoc'h hag a gomprenas e vije mat tennañ gounid eus ar blantenn-se. Setu perak e vez gounezet kafe e-leizh en Etiopia hag e Yemen en tu all d'ar Mor ruz. Er broioù muzulman eo seul brizietoc'h ha diorroetoc'h an evaj ma vez difennet an alkool gant an Islam. En Europa, e-pad ar Grennamzer, ne oa anavezet ar c'hafe nemet evel ul louzoù. E Kergustentin, aloubet gant an Durked e 1453, e voe digoret an ostaliri-gafe gentañ. E 1669 eo e voe asantet gant ar roue gall Loeiz XIV evañ dour tomm diwar ar greun profet dezhañ gant ar Sultan Soliman Aga. Gant ar Sikiliad Procopio Cutelli e voe staliet kentañ kafedi Pariz, a zo war un dro ar c'hentañ hag an hini koshañ digoret e Bro-C'hall, pa 'z eo digor an ti dindan an anv Procope c'hoazh. En em ledañ a reas ar c'hiz en , ha "likor ar spered" a voe graet eus ar c'hafe gant ar prederour Denis Diderot er pennad diwar-benn ar c'hafe en Encyclopédie). Gant ar c'hafe ez eus bet harpet meur a lenneg da chom gouest da labourat deizioù ha nozvezhioù-pad. Hiziv eo deuet an evañ kafe da vezañ ul lid sokial e meur a lec'h hag e meur a embregerezh. Penaos e vez fardet an evaj? Tennet e vez ar greun kafe eus ar vouedenn ha sec'het war-lerc'h. Kaset e vezont neuze da grazañ, da lavarout eo da dommañ, d'ur stal a vez graet ur grazerez anezhi, a c'hall bezañ pe ul labouradeg pe ur stal-genwerzh vihan. Dre-se e teuont da vezañ mouk ha frond a sav diwarno. Goude-se e vezont malet. Evit kaout evaj eo ret lakaat ar c'hafe malet da c'hlec'hiañ e-barzh dour tomm, met pevar doare pennañ all a vez kavet : ar c'hafe turk (pe gresian) : lakaet e vez an dour da virviñ gant ar c'hafe malet munut. An doare koshañ d'ober eo; ar c'hafe silet : skuilhet e vez dour tomm war ar c'hafe a zo bet malet ha laket en ur sil, a c'hell beza graet pe e paper pe e danvez (kotoñs peurvuiañ) pe e metal zoken; ar c'hafe expresso (pe an expresso) : lakaet e vez dour berv dindan gwask da dremen e-barzh ar c'hafe malet ar ristretto, anezhañ kafe berroc'h eget an "expresso", da lavaret eo gant nebeutoc'h a zour kaset e-barzh ar c'hafe. A-benn gallout evañ ar gwellañ kafe eo ret malañ anezhañ, tre a-raok ar glec'hiañ, met kavet e vez bremañ kafe malet da werzhañ, e sac'hadoù bihan graet ar goullo enne, aesoc'h da embreger. Doareoù buanoc'h zo da aozañ un tasad kafe: ober kafe prim-ha-prim : n'eus nemet lakaat poultr-kafe en un tasad dour tomm; c'hoari gant un ardivink-kafe : mekanikoù zo, kement hag un armel a-wechoù, a ziskenn kafe e tasoù. Peurliesañ e vez lakaet an ardivink da vont en-dro dre silañ pezhioù-moneiz e-barzh. An anaoudeien, anezho tud troet gant evañ ar gwellañ kafe a c'heller da gaout, ne vezont ket plijet gant ar seurt doareoù : dezho o n'eus ket a wir kafe ma n'eo ket graet diwar greun nevez valet hag en ur pod-kafe. Petra a vez lakaet gant lod en o c'hafe? Gallout a reer lakaat meur a dra en un tasad kafe a-benn reiñ blaz dezhañ: sukr (evel a graet gant an darn-vuiañ eus an dud), laezh, dienn, chokolad ha meur a demz-boued evel kanell, kraoñ-muskad ha kardamom chikore, a zo bet diouzh ar c'hiz gant ar merc'hed o devoa bevet amzer ar verrentez e-pad ar brezel. Darn a blij dezho lakaat hini kreñv a bep seurt e-barzh (rom, wiski, lagout-chistr e Breizh gwechall). Anvioù A bep seurt anvioù a vez graet eus ar c'hafe, hervez an dro: kafe marc'h pa vez kreñv rouzig, pipi du, zo anvioù all graet eus ar c'hafe,(pipi wenn o vezañ kafe dre laezh) pa vez lakaet wiski (eus Iwerzhon peurvuiañ) gant koaven e vez graet Irish coffee, e saozneg, eus an evaj, ha kafe e-giz Iwerzhon e brezhoneg; pa vez sklaer ar c'hafe e vez graet meur a anv anezhañ: kafe seurezed, kafe hir, dourgafe, kafe Lokireg (gwelet e vez betek Lokireg a-dreuz dezhañ, hervez Michel al Louz, eus Plouigno), kafe bisig, staot marmouz (e Louaneg) ha re all c'hoazh. Un evaj tomm eo ar c'hafe dreist-holl. Koulskoude e vez aozet muioc'h-mui a evajoù yen-tre gant kafe e-barzh. N'eo ket an holl a gav mat blaz ar c'hafe natur, hep lakaat netra ennañ, un evaj ken kreñv ha ken c'hwerv evel ma'z eo. Gwelet ivez Te Mate Te ruz Kafe Diedoù Gounezerezh Plant gounezet
1577
https://br.wikipedia.org/wiki/Amzer%20%28yezhadur%29
Amzer (yezhadur)
Hervez reolennoù yezhadur pep yezh e vez implijet amzerioù da verkañ ar prantad ma c'hoarvez un ober bennak. Alies e vez merket an amzerioù-se e stummoù ar verboù. Kement-se a c'hoarvez e brezhoneg hag er yezhoù indezeuropek hag e meur a yezh all, hag abalamour da se e reer amzerioù-verb anezhe. A-wechoù avat e vez merket gant merkoù all distag diouzh ar verb, evel e sinaeg ha meur a yezh all komzet en Azia, pa dalvez an adverboù da verkañ an amzerioù yezhadurel hepmuiken Setu amañ da skouer daou zoare da dreiñ ar bomm brezhonek « Mont a rin warc'hoazh » e saozneg : Amzer merket gant ar verb : I will go tomorrow (En dazont kevrennek emañ ar verb to go, "mont"). Amzer nann-merket gant ar verb : I am going tomorrow (En amzer-vremañ e chom ar verb, an adverb tomorrow "warc'hoazh" a verk an dazont). Yezhoù all evel ar rusianeg avat a ra kentoc'h gant arvezoù, pa c'hellont ober hep amzerioù nemet p'o devez ezhomm diouto pe pa vez ret dezho eztaoliñ. Diaes e vez a-wechoù gouzout pet amzer yezhadurel a vez implijet gant ar yezh-mañ-'r-yezh, rak lod yezhoù a verk ivez en o verboù titouroù all hag a dennañ da wirionder ar frazennoù, h.a. Ne vez ket aezet atav ober an diforc'h ivez etre an amzerioù hag an arvezoù (Gw. pelloc'h). E brezhoneg e vez graet an diforc'h etre stummoù arbennik ar verb bezañ/bout : ar boaz (vez), al lec'hiañ (emañ) hag ar stadoù all (zo/eo) ; ne c'heller ket displegañ pep unan eus ar stummoù-se e pep unan eus amzerioù ar verb avat. Hevelep stummoù arbennik n'eus ket anezho e verboù all ar yezh. vez : pa c'hoarvez un dra alies pe a wech da wech, e.g. « Yen e vez an amzer er goañv ». emañ : pa c'hoarvez un dra en ur prantad resis pe evit lec'hiañ un dra, e.g. « Emaoc'h o lenn ar pennad-mañ », « E Breizh emañ Naoned ». zo/eo : implijoù all, e.g. « C'hwi zo o lenn ar pennad-mañ », « Yen eo an amzer hiziv ». Ne glot ket dre ret an doare ma vez implijet an amzer-mañ-'n-amzer etre an eil yezh hag eben. Da skouer : Gwelet 'm boa anezhañ warlene (amzer peurdremenet) [[fr}} Je l'ai vu l'année dernière (amzer dremenet strizh) {en}} Did you ever go to Canada? (Stadoù-Unanet) / Have you ever been to Canada? (Breizh-Veur) Amzerioù kevrennek Meur a yezh, en o zouezh ar brezhoneg hag an darn vrasañ eus ar yezhoù indez-europek all, a ra gant amzerioù kevrennek. Savet e vez an amzerioù-se dre implijout stummoù disheñvel ar verb pennañ gant ur verb-skoazell evel bezañ (d.s. aet on) pe en devout (d.s. debret em eus). N'eo ket amzerioù kevrennek ar stummoù verb a implij an displegadur dre ober (d.s; debriñ a ran) hag a c'hell bezañ displeget en un doare kevrennek ivez (d.s. gant en devout : "debriñ am eus graet"). Implijet a c'hell bezañ meur a verb all evel verb sikour, da skouer : will (amzer dazont), d.s. I will go ("mont a rin") ter (amzer dremenet), d.s. Tenho ido ("bet on bet") Setu un nebeud skouerioù tennet diwar ar yezhoù indezeuropek gant ar verb mont. Amzer, doare, tu hag arvez Ne vez ket aezet atav ober an difor'ch etre amzerioù, doareoù, tu hag arvez ur verb. Da skouer, ar stummoù war ober (emaon o vont ; edon o vont) a denn da arvez ar verb ha n'eo ket d'e amzer, hag e c'hellont bezañ displeget e meur a amzer (amzer vremañ : emaon o vont ; amzer dremenet : edon o vont). E saozneg avat ez eo dibosubl disrannañ arvez ar verb diouzh e amzer. Yezhoù evel ar sinaeg a ra hep amzer (tremenet - bremañ - dazont) ebet, pa 'z implijont kentoc'h arvezioù (echu - diechu). Renkadur an amzerioù Bez' e c'heller renkañ an amzerioù evel-mañ dre vras : absolutivel : merkañ a ra an amzer e-keñver an mare m'emeur o komz (d.l.e. "bremañ"). Da skouer : Em c'hoazez emaon a denn d'an amzer a-vremañ. relativel : merkañ a ra an amzer e-keñver ur mare disheñvel diouzh an hini m'emeur o komz, d.s "En ur bourmen e kêr e welas ur c'hi bihan". Amañ e tenn amzer gwelet da hini pourmen met ne vez ket resisaet peseurt liamm amzer a zo etre an daou verb-se. absolutivel-relativel : merkañ a ra an amzer e-keñver un dra all liammet en un doare ameeun gant an amzer m'emeur o komz, d.s P'edo o pourmen e kêr e welas ur c'hi bihan. Amañ, amzer gwelet a denn da hini pourmen ha resis eo al liamm-amzer a zo etre an daou verb-se. Ouzhpenn merkañ an diforc'h etre amzer dremenet / amzer vremañ / amzer da zont, meur a yezh a verk ivez (pe a c'hell merkañ) pegen tost pe bell emañ an oberoù-se diouzh an amzer vremañ pe duiouzh un amzer all : amzerioù hodiernek : an amzerioù hodiernek a denn da traoù a c'hoarvez e-kerzh an deiz m'emeur o komz (hiziv), d.s. an amzer hodiernek dremenet a denn da draoù bet graet abretoc'h hiziv (d.l.e. feteiz). An amzer dazont goude-hodiernek a denn da draoù a c'hoarvezo diwezhatoc'h, hep resisaat pegoulz, hag an amzer dremenet rak-hodiernek a denn da draoù a zo c'hoarvezet a-raok hiziv hep resisaat pegoulz. amzerioù hesternek : seurt amzerioù a denn d'an traoù c'hoarvezet en derc'hent (d.l.e. dec'h). Bez' ez eus amzerioù tremenet rak-hesternek hag a denn da draoù c'hoarvezet a-raok dec'h keit ha ma tenn an amzer dremenet hesternek da draoù c'hoarvezet en derc'hent hep resisaat pegoulz. Lod yezhoù a ziforc'h etre amzer dremenet / amzer vremañ / amzer da zont diouzh un tu, hag amzerioù arbennik all hag a verk amzer nann-dremenet / amzer nann-vremañ / amzer nann-da zont. Setu amañ un nebeud amzerioù. Amzerioù absolutivel Amzer dazont. Lod yezhoù o deus meur a amzer da zont d'o verboù, evit lavaret pegen pell en dazont emañ an traoù emeur o komz diwar o fenn. En o zouez emañ : Amzer dazont tostañ : en amzer dazont, nepell. Amzer vremañ hodiernek : hiziv. Amzer dazont goude-hodiernek : goude hiziv. Amzer dazont pellañ : en amzer dazont pell pe belloc'h. Amzer dazont darvoudel : tennañ a ra d'ar pezh a c'hoarvezo, kentoc'h evit ar pezh a vo graet gant unan bennaket, d.s. me gav din e vo kollet ar redadeg ganti. amzer nann-dazont : tennañ a ra d'an amzer dremenet pe d'an amzer vremañ, hep resisaat pe hini. Eneb an amzer dazont eo. amzer nann-dremenet : tennañ a ra d'an amzer vremañ pe d'an amzer dazont, hep resisaat pehini. Enep an amzer dremenet eo. Amzer « pas c'hoazh » : n'eo ket c'hoarvezet c'hoazh (nag en amzer vremañ nag en amzer drement = nann-dazont), met sañset eo c'hoarvezout. Un amzer hag ur mod eo. Amzer dremenet : lod yezhoù a verk pegen pell en amzer dremenet e oa c'hoarvezet un dra bennak e-keñver an amzer vremañ. Amzer dremenet hesternek : dec'h pe dost, met pas kalz abretoc'h evit dec'h. Amzer dremenet hodiernek : abretoc'h hiziv hep resisaat pegoulz. Amzer dremenet tostañ : amzer dremeent tost-tre, d.l.e. ur vunutennig zo. Amzer dremenet tost : en deizioù pe er sizhunioù pe er mizioù tremenet. Amzer dremenet pellañ : a-raok an deizioù pe ar sizhunioù pe ar mizioù tremenet. Amzer dremenet nann-dost : eneb an amzer dremenet tost. Amzer dremenet nann-bell : eneb an amzer dremenet pellañ. Amzer dremenet rakhesternek : a-raok an amzer dremenet hesternek. Amzer dremenet rakhodiernek : a-raok an amzer dremenet hodiernek. Amzer drement strizh : amzer drement hep arvez na mod. Amzer vremañ Amzer « c'hoazh » : a denn d'un ober hag a gendalc'h betek an amzer m'emeur o komz. Amzerioù absolutel-relativelAmzer dazont strizh : echu e vo un dra bennaket a-raok ma tegouezo ur mare resis en amzer dazont.Amzer da zont en dazont : en dazont e vo c'hoazh pa vo erru ur prantad resis en amzer dazont.Amzer dazont en amzer dremenet : tremenet e vo dija d'ur mare resis en amzer dazont.Amzer dazont peurdremenet : echu e vo d'ur mare resis, pa vo bet deuet an amzer dazont da vezañ an amzer dremenet, d.s. Aet e oa Mari da labourat. D'ar mare ma dlefe bet distro d'ar gêr e vije bet achuet an dud da laerezh he zi.Amzer peurdremenet : tremenent e oa dija en amzer drement. Amzerioù relativelAmzer dremenet relativel : en amzer dremenet hep resisaat pegoulz.Amzer nann-dazont relativel : en amzer dremenet pe en amzer vremañ hep resisaat pegoulz.Amzer vremañ relativel : en amzer vremañ hep resisaat pegoulz.Amzer nann-dremenet relativel : en amzer vremañ pe en amzer da zont hep resisaat pegoulz.Amzer dazont relativel' : en amzer dazont hep resisaat pegoulz. Yezhoniezh
1580
https://br.wikipedia.org/wiki/Damkan%20Sapir%20ha%20Whorf
Damkan Sapir ha Whorf
Un deorienn o tennañ d'ar yezhoniezh eo Damkan Sapir ha Whorf (saozneg : Sapir-Whorf hypothesis). Hervez an deorienn-mañ e vefe ul liamm eeun etre framm ar yezh komzet gant un den bennak hag e zoare da gompren ar bed, e endro ha da vezañ ennañ. Savet e voe an deorienn-mañ gant ar yezhoniour ha denoniour Edward Sapir hag e studier Benjamin Whorf. N'emañ ket a-du meur a yezhoniour gant an deorienn-mañ evit meur a abeg disheñvel, hiziv an deiz. Istor an deorienn Kregiñ a reas istor teoriennoù a seurt-mañ p'eo bet liammet an doare da gomz gant an doare da soñjal er pennad Über das vergleichende Sprachstudium savet gant Wilhelm von Humboldt. Diazezet war dielfennadur rigourous Franz Boas eo Damkan Sapir ha Whorf avat. Pa gejas Boas gant yezhoù genidik Amerika disheñvel-mik diouzh ar yezhoù indezeuropek pe semitek a veze studiet peurliesañ en Europa e teuas Boas da gompren pegen bras e c'hellfe bezañ an diforc'h etre an doare da vezañ d'ul lec'h d'egile ha dreist-holl pegen disheñvel e c'hellfe bezañ framm ur yezh diouzh hini eben. A-benn ar fin e voe troet da grediñ e veze merket ar yezhoù komzet gant an dud gant o sevenadur hag o doare-bevañ. Unan eus studerion wellañ Boas e oa Sapir ha kenderc'hel a reas gant al labour bet boulc'het gant e vestr. Hervezañ e oa luzietoc'h al liamm etre sistem ar yezh hag an doare da soñj ha n'eo ket ken eeun hag ar pezh a gadarne Boas pa lakae kevatal ur ger hag ur meizad. E diwezh e vuhez e cheñchas un tammig Sapir e gredennoù avat hag eñ techet neuze da lâret e veze levezonet ar yezh gant an doare da soñjal kement ha ma veze levezonet an doare-soñjal gant ar yezh tro-ha-tro kentoc'h evit gwelet ar yezh evel un doare 'melezour' e-lec'h ma c'helle gwelet penaos e soñje an dud a gomze ar yezh-se. Dre forzh studiañ ha dielfennañ strukturioù ha perzhioù yezhoniel e voe resisaet ar c'hredennoù-se gant Whorf a displege ar meno-mañ : "Rannet-disrannet e vez an natur ganimp hervez mont-en-dro hon yezh c'henidik. [..] Didroc'het e vez an natur ganimp, renket a-rummadoù ha roet sterioù dezhe evel m'emañ, rak evel-se hon eus divizet ober dre en em glevet etre an holl dud a ra gant an hevelep yezh a-benn kodiñ an natur hervez strukturioù ar yezh." (Language, Thought and Reality). Dont a reas teoriennoù Whorf da vezañ brudet er bloavezhioù 1950. E 1955 e voe krouet gant James Cooke Brown ur yezh savet a-ratozh anvet Loglan evit gwiriekaat Damkan Sapir ha Whorf. Er bloavezhioù da heul avat e teuas da vezañ kalz brudetoc'h teoriennoù evel re Noam Chomsky a gred e vez ganet an dud gant ur seurt raktres ispisial en o empennoù (saoz. language acquisition device, pe LAD) evit deskiñ yezhoù - da lâret eo e vefe naturel ha n'eo ket sevenadurel an deskiñ yezhoù hag ar frammoù yezhoniel implijet gant an dud. Laosket a-gostez e voe neuze teoriennoù evel re Sapir ha Whorf a liamme ar yezhoù kentoc'h gant ar sevenadur. Hirie c'hoazh ne deu ket an holl yezhoniourion d'en em lakaat a-du pe get gant Damkan Sapir ha Whorf. Liammoù kreñv ha gwan etre yezh ha soñj Diouzh un tu all ez eus tud hag a gred e soñj an dud hervez strukturioù ar yezh pe ar yezhoù komzet gante. Amplegadur yezhoniel kreñv (saoz. strong linguistic determinism) a vez graet eus kement-mañ. Hirie an deiz, avat, an darn vrasañ eus ar yezhonourion a zo a-du gant un doare amplegadur yezhoniel gwan (pe keñvelerezh yezhoniel), da lâret eo e c'hell bezañ levezonet an doare da soñjal an dud gant ar yezhoù ma komzont en ur anzav e vez savet strukturioù ar yezh ha dreist-holl an doare da didroc'hañ ar gwirvoud hervez an doare ma soñjont: diwar ar sevenadur e vefe ganet ar yezhoù ha meizadoù an dud neuze. Gwir eo, da skouer, ne ra ket ar vrezhonegerion an diforc'h etre al livoù anvet 'bleu' ha 'vert' dre vras pa gomzont brezhoneg ha diwar se e c'hellfer krediñ ne vez ket 'gwelet' an diforc'h livioù-se gante. Ha koulskoude ez int gouest d'ober an diforc'h etre ar gerioù 'bleu' ha 'vert' pa deskont ha pa gomzont e galleg. Tu e vefe da lâret neuze n'eo ket pouezus evit ar verzhonegerion ober ar memes diforc'hioù yezhel evit ar c'hallegerion, met ne dalv ket kement-mañ ne raent ket pe n'int ket gouest da deskiñ ober an diforc'h-se. Evit goût pelloc'h Language, Thought, and Reality: Selected Writings of Benjamin Lee Whorf gant Benjamin Whorf, MIT Press. Selected Writings of Edward Sapir in Language, Culture, and Personality gant Edward Sapir, University of California Press. Liammoù diavaez Which comes first, language or thought? Language may shape human thought Yezhoniezh
1582
https://br.wikipedia.org/wiki/Biosferenn
Biosferenn
Ar viosferenn a zo darn diabarzh ur blanedenn lec'h ma c'heller kavout buhez hag a c'hell ar vuhez kemm pe treuzfurmiñ. N'anavezer nemet ur blanedenn gant ur viosferenn, a Douar, hag en eo posupl ez eus kalz muioc'h anezho e koskoriad an Heol pe hini steredennoù arall. Ekologiezh he:אקולוגיה#הביוספרה
1583
https://br.wikipedia.org/wiki/Hidrosferenn
Hidrosferenn
En douaroniezh fizikel e liv an hidrosferenn (eus ar gresianeg Υδωρ) an dour kavet war, a-us pe dindan gorre ur blanedenn. Hidrosferenn an Douar Kenaozet eo hidrosferenn an Douar eus ar meurvorioù dreist-holl, met enderc'hel a ra tout an dour kavet war gorre ar blanedenn : al lennoù, ar stêrioù ha an doureier isdouarel. Donder krenn ar morveurioù a zo 3 794 m, muioc'h eget pemp gwech uhelder krenn ar c'hevandirioù. War-dro 1.35 × 1018 ton e pouez ar meurvorioù, pee 1/4400 eus mas an Douar a-bezh. Fonnusted an dour war an Douar a zo ur perzh ispisial a ziforc'h hon "planedenn c'hlaz" diouzh ar re arall e koskoriad an Heol. War-dro 70.8% eus gorre an Douar a zo goloet gant dour, 97% anezhañ er meurvorioù. Er-maez ar c'helc'hiad lec'h ma c'hell dour chom liñvek emañ an Douar. Hep an efed ti-gwer e skornfe e veurvorioù. Div wech e oa c'hoarvezet e istor ar blanedenn, war a seblant. E-pad an neoproterozoeg he doa degaset berniadeg an oksigen en atmosferenn un diskarr eus ar c'hementad a zioksid karbon. Gwanaat a reas an efed ti-gwer ha betek ar c'hehider e tiskennas ar skornenn. War Gwener e aezhenniñ ar meur vorioù, hag a oa, en deroù, ken vras ha war an Douar. Gant skinoù dreistlimestra an Heol e voe dielfennet an aezhenn hag achap a reas an hidrojen d'an ec'honder. An dra-se a zispleg petra n'eus dour ebet war ar blanedenn Gwener. Hep hidrojen e ezvan an oksijen gant ar reier. War an Douar e warez ur gwiskad ag ozon aezhenn an atmosferenn ouzh ar skinoù dreistlimestra. Ne c'hell an ozon bezañ krouet nemet ma z'eus kalz oksijen frank en atmosferenn. Ur vaezenn-vagnetek greñv a zo ret ivez da wareziñ an atmosferenn ouzh krignerezh an avel heoliek. Kas a ra ar menezioù-tan aezhenn en atmosferenn en un doare dibaouez tra ma stag tektonik ar plakennoù dour ha karbon e reier hag a zo isdougenet er vantell. Adakaset e vezint neuze gant ar menezioù-tan. Krediñ e reer e endalc'h ar vantel dek wech muioc'h a zour eget tout ar meurvorioù. Kerc'hiad an dour a liv fiñvadennoù an dour e-barzh an hidrosferenn. Enderc'hel a ra an dour lec'hiet dindan an douar hag er reier (litosferenn), an dour er plantennoù hag e loened (biosferenn), an dour liñvel pe solut a c'holoe ar blanedenn, hag an aezhenn en atmosferenn. Levezonet ez eo fiñvadennoù an dour e-barzh ar meurvorioù gant o zemperadurioù hag o holennekderioù. An dour tomm a zo skañvier eget an dour yen hag an dour holennek a zo pouneroc'h eget an dour dous. Douaroniezh
1586
https://br.wikipedia.org/wiki/Familh%20yezho%C3%B9
Familh yezhoù
An darn vrasañ eus ar yezhoù komzet dre ar bed a c'hell bezañ rummataet e familhoù-yezhoù hervez ar perzhioù a zo boutin kenetreze. Pa ouzer ervat petra e oa kentyezh an holl yezhoù en ur familh-yezhoù bennaket e vez lavaret ez eus un unded fulogenetikel anezhi. Alies avat n'eus ket ken eus ar gentyezh ha ne c'hell ket bezañ studiet war-eeun. Dre lakaat e pleustr teknikoù dibar anvet an hentenn geñveriañ ijinet gant August Schleicher en e c'heller dont a-benn da adkavout mui-pe-vui perzhioù ha frammoù pennañ kentyezhoù aet da get, dre lakaat keñver-ouzh-keñver perzhioù ha frammoù yezhoù ez eus anezho en hevelep kerentiad savet diwar ar gentyezh-se. Isrannet e c'hell bezañ ar familhoù e skourroù. Graet e vez yezhoù digenvez eus ar re na zeuer ket a-benn da renkañ e-touez familh-yezh ebet. Familhoù brasañ Setu amañ roll ar kerentiadoù brasañ, 5 599 yezh enno : Familhoù yezh pennañ hervez al lec'h ma vezont komzet Afrika ha Mervent Azia Gwelet ivez: Yezhoù Afrika Europa, Hanternoz Azia, Kornôg Azia ha Kreisteiz Azia Reter Azia, Gevred Azia hag ar Meurvor Habask Yezhoù aostrez-aziatek Yezhoù aostronezek Yezhoù mongek-mienek Yezhoù japanek Yezhoù papouek (meur a familh) Yezhoù sinez-tibetek Yezhoù taiek-kadaiek Yezhoù Papouek Aostralia Hanternoz Amerika Gwelet ivez: Yezhoù Genedik Amerika Kreiz Amerika hag Hanternoz Amerika Gwelet ivez: Yezhoù pobloù-orin Amerika Yezhoù kreolek, pidjinoù ha yezhoù konwerzh Yezhoù digenvez Kreiz ha Kreisteiz Amerika Afrika Hadzaeg (Tanzania) Europa Euskareg (Spagn, Frañs) Yezhoù an arouezioù Yezhoù a-hiziv evit ar re vouzar Liammoù diavaez http://www.ethnologue.com/web.asp https://web.archive.org/web/20050211062351/http://www.unilang2.org/main/families.php Daveoù Boas, Franz. (1911). Handbook of American Indian languages (Vol. 1). Bureau of American Ethnology, Bulletin 40. Washington: Government Print Office (Smithsonian Institution, Bureau of American Ethnology). Boas, Franz. (1922). Handbook of American Indian languages (Vol. 2). Bureau of American Ethnology, Bulletin 40. Washington: Government Print Office (Smithsonian Institution, Bureau of American Ethnology). Boas, Franz. (1933). Handbook of American Indian languages (Vol. 3). Native American legal materials collection, title 1227. Glückstadt: J.J. Augustin. Campbell, Lyle. (1997). American Indian languages: The historical linguistics of Native America. New York: Oxford University Press. ISBN 0-19-509427-1. Campbell, Lyle; & Mithun, Marianne (Eds.). (1979). The languages of native America: Historical and c7omparative assessment. Austin: University of Texas Press. Goddard, Ives (Ed.). (1996). Languages. Handbook of North American Indians (W. C. Sturtevant, General Ed.) (Vol. 17). Washington, D. C.: Smithsonian Institution. ISBN 0-16-048774-9. Goddard, Ives. (1999). Native languages and language families of North America (rev. and enlarged ed. with additions and corrections). [Map]. Lincoln, NE: University of Nebraska Press (Smithsonian Institute). (Updated version of the map in Goddard 1996). ISBN 0-8032-9271-6. Gordon, Raymond G., Jr. (Ed.). (2005). Ethnologue: Languages of the world (15th ed.). Dallas, TX: SIL International. ISBN 1-55671-159-X. (Online version: http://www.ethnologue.com). Greenberg, Joseph H. (1966). The Languages of Africa (2nd ed.). Bloomington: Indiana University. Mithun, Marianne. (1999). The languages of Native North America. Cambridge: Cambridge University Press. ISBN 0-521-23228-7 (hbk); ISBN 0-521-29875-X. Ross, Malcom. (2005). Pronouns as a preliminary diagnostic for grouping Papuan languages. In: Andrew Pawley, Robert Attenborough, Robin Hide and Jack Golson, eds, Papuan pasts: cultural, linguistic and biological histories of Papuan-speaking peoples Ruhlen, Merritt. (1987). A guide to the world's languages. Stanford: Stanford University Press. Sturtevant, William C. (Ed.). (1978-present). Handbook of North American Indians (Vol. 1-20). Washington, D. C.: Smithsonian Institution. (Vols. 1-3, 16, 18-20 not yet published). Voegelin, C. F.; & Voegelin, F. M. (1977). Classification and index of the world's languages''. New York: Elsevier. Notennoù Yezhoniezh Familhoù-yezhoù
1587
https://br.wikipedia.org/wiki/Kentyezh
Kentyezh
An termen kentyezh (saoz. proto-language) a c'hell ober dave da zaou dra zisheñvel: ur sistem evit mont e darempred gant an dud dre gomz (yezh) en ur stad diorroadur izel (glotogoniezh), (kentyezh absolut) pe ; ur yezh (aet da vann peurgetket) hag he doa ganet meur a yezh all (kentyezh relativel). Peurliesañ e vez implijet an termen evit komz eus yezhoù o doa talvezet da sevel yezhoù nevez diwarno. Peurliesañ ez eo aet da get ha menel a ra nebeudig-tre a roudoù fetis eus ar c'hentyezhoù-se. Rankout a reont bezañ adsavet neuze dre geñveriañ ar yezhoù bet diorroet diwarno kenetrezo. Adsavet e oa bet ar c'hentindezeuropeg (alies PIE), da skouer, dre geñveriañ perzhioù ha strukturioù boutin etre ar yezhoù indezeuropek komzet hiziv pe marv met chomet roudoù war o lerc'h (al latin d.s.). Implijet e vez un hentenn ijinet gant August Schleicher en . Yezhoniezh istorel
1591
https://br.wikipedia.org/wiki/Revelezh%20denel
Revelezh denel
Ar revelezh denel a zo an holl obererezhioù, emzalc'hioù ha stadoù en em anaout sevenet gant an Den diwar an anien revel ha/pe reizhel. Ne gomzer ket eus ar revelezh pa vez kaoz eus al loened, ar plant hag ar bevien all : implij a reer ar ger gouennadur. Implijet e vez ivez gant lod ar ger reizh alies a-walc'h evit komz eus ar rev met gwelloc'h eo reiñ ur ster disheñvel ha liammet asambles: an efedoù sokial ma ren an dud hervez o spered e-keñver ar rev ken eo sokial ar rev ha bevoniel ar reizh. Ar revelezh denel he deus meur a aspekt: argerzhoù (prosesusoù) fiziologel tuet war dro ar c'hanadurezh, stadoù trivliadel, reolennoù (pe reoladoù) kevredigezhel pe lezennel pe relijiel hag an hevelepted revel a c'hell bezañ eztaolet en diabarzh an hinienn koulz hag en e diavaez e stumm e duadurioù reizhel. Ret eo ober an diforc'h neuze tre an tuadurioù reizhel diouzh un tu hag ar stadoù-den (pe "identelezhioù" revel diouzh an tu all: Stadoù-den revel Ar stadoù-den revel a denn d'an doare ma vez dibabet gant hini pe hini en em anaout pe en em deskrivañ hervez e/he revelezh. Un identelezh (pe stad-den) an hini eo hag a c'hell bezañ liammet ouzh emzalc'hioù reizhel pe get. Peurliesañ e vez great an diforc'h etre teir revelezh pennañ diazezet gant rev an dud m'en en sant an neb sachet war e du: an arallrevelezh: pa vezer sachet war-du tud eus ar rev all; an divrevelezh: pa vezer sachet ken war-du tud eus ar rev all ha war-du tud eus an hevelep rev; an heñvelrevelezh: pa vezer sachet war-du tud eus an hevelep rev; Daoust ha ma hañval bezañ liammet stadoù-den revel-se ouzh an tuadur reizhel, n'eo ket eeun al liamm-se dre ret atav, rak unan a c'hell bezañ arallrevour ha kaout darempredoù gant paotred all gwech ha gwechall (s.o. MSM) pe c'hoazh heñvelrevour ha chom hep kaout darempredoù reizhel ebet. Stadoù-den revel all ez eus, neoazh, ha n'o deus netra da welet gant an tuadur reizhel pe c'hoazh a savont a-enep d'an doare ma vez rannet ar revelezh gant ar gedredigezh hervez ar reizh hag ar darempredoù reizhel: an dreuzrevelezh an hollrevelezh an gizrevelezh Tuadurioù reizhel Alies e vez lakaet an termen koshoc'h-mañ implijet dreist-holl er bloavezhioù 1970-80 da vezañ heñvelster gant an termen nevesoc'h revelezh denel. Talvoudus e c'hell bezañ ober un diforc'h etre an daou dermen a-benn gallout deskrivañ ar revelezh denel en un doare resisoc'h. Gant ar skwerioù-mañ e c'heller diskwel gwellc'h an diforc'h etre ar reizh hag ar rev: Treuzrevelezh Ne glot ket ar rezih c'henel gant ar rev betek ma vo klasket kemmañ ar reizh c'henel evit ma klotfe ganti. N'eus netra da welet gant an tuadur, rak un den treurevel a c'hell bezañ heñvelrevel, arallrevel, hollrevel pe anrevel. Arallrevelezh Ne glot ket dre ret an identelezh revel-mañ gant an emzalc'hioù hag an tuadur reizhel atav, rak bez ez eus tud arallrevel hag a glask darempredoù reizhel gant tud eus an hevelep rev a-wechoù hep m'en em deskrivfent evel tud divrvel (sellit ouzh MSM) Heñvelrevelezh Bez e c'hell unn bennak deskrivañ e(he revelezh evel heñvelrevel hep kaout darempredoù reizhel ebet, anrevel e vefe an tuadur reizhel neuze. Gwelet ivez Heñvelreizhouriezh (termenadurezh) Stad-den revel Tuadur reizhel Arallrevelezh Heñvelrevelezh Divrevelezh Hollrevelezh Kizrevelezh Treuzrevelezh Buhez pemdez Diduamant Revelezh LGBT
1596
https://br.wikipedia.org/wiki/Mezegiezh
Mezegiezh
Ar medisinerezh , pe ar vezegiezh, a zo ur skiant, un arz hag un teknik- hag eo bet gwelet evel un arz ivez hag a zo e bal studiañ korf an den hag e vont-endro evit ma vo miret pe adroet ar yec'hed d'ar glañvourien. Ur ger all a vez implijet gant lod : ar vezegiezh (eus mezeg, ur ger a gaver e krennvrezhoneg) hag e teu eus al latin medicus moarvat. Eus ur vicher "lennegel" a c'helle bout lavaret deusouti betek ar bloazioù 2000, pe ivez unan e-touez ar micherioù "dre gomz", e teu-hi da vout ur c'halvezerezh da lavaret eo ur sammad anaoudegezhioù (diwar-benn ar c'horf, ar c'hleñvejoù, al louzeier modern, hag an doareoù arnevez ivez da blediñ ganto, diwar bouez implijout ardivinkoù nevesoc'h-nevesañ). Estreget komz zo d'ober. Ur skiant pleustrek-tre e teu ar medisinerezh da vout, diazezet war draoù fetis, war anaoudegezhioù amprouet, hag e c'houll teknikoù nevez bemdez, ken evit elfennoù korf an den, ken evit aesañ d'ar re glañv, ken evit merat ar roadennoù a ya d'ober dosier pep hini. Tremenet eo amzer ar medisinerezh lennegel a vefe lavaret, panevet en deus d'ober gant tud; n'eus ket anezho nemet korf, hogen ivez elfennoù spered ha bred, abeg a-walc'h da virout tachenn d'an 'arz'. Rak-se ivez, ar vezeien hag a lared e oa dleet dezho sammañ kiriegezh, n'eo ket war ar palioù, met war an doareoù d'o zizhout, a bleg o c'hein bremañ rak pouez ar c'hemennoù hag a c'houl diganto e vent kiriek war ar palioù: ar c'hlañvour en deus droad da c'hoanagiñ ur serten derez disorc'h da barat ouzh an droug-mañ-droug- e-skoaz ergentaoù ev edo gouzañvat ar gevredigezh en he fezh a-fed disorc'hoù. Ouzhpenn youl vat hag emroüsted a vez gortozet, ha gourc'hemennet e vez ouzh atebeien ar medisinerezh, pe e vent ministred pe medisined, kaout krog war elfennoù diazezet ent-skiantel; ha respont d'ar goulennoù e kenkas ey aje a-dreuz doareoù plediñ gant sistem ar yec'hed, pe e savje kudenn gant emdroadur un doare oberata pe louzaouiñ, pe kelaouiñ. Evel e kement tachenn zo, ez eus birvidigezh er medisinerezh. Medisinerezh Micherioù Skiantoù ar Vuhez Skiantoù da dalvezout
1597
https://br.wikipedia.org/wiki/Mikroprosesor
Mikroprosesor
Ar mikroprosesor, empenn ar c’hompoder Ar mikroprosesor (pe korrgewerier) eo unvez kreiz tretiñ (UKT) ar c'hompoderioù. Graet eo gant un niver bras-tre a gompozantoù elektronikel - tranzistorioù hag elfennoù elektronikel all - munut-tre, kenstrollet war ar memes roudad integret semikonduer. Ar roudad-se vez anvet ivez skantenn : ur blakennig dafar semikonduer eo. Roll ar mikroprosesor eo merañ labour ar c’hompoder dre jubenniñ ha peurgas stadamantoù ur program. Doare-labourat ar mikroprosesor Eztaolet vez frekañs labourat ar prosesorioù e Hertz (simbol Hz). Ar frekañs labourat eo an niver a sikloù horolaj dre eilenn. Un horolaj a zo ur c'hompozant elektronikel hag a ro d’ar prosesor e ritm labourat. Er bloavezh 2005 e kaver er c’hoñvers kompoderioù gant frekañsoù horolaj betek 4 GHz. Seul brimoc'h an horolaj, seul vrasoc'h an niver a stadamantoù program peurgaset gant ar mikroprosesor dre unanenn amzer. Hogen daoust da IBM a gendalc'h da greskiñ frekañsoù e brosesorioù (tro 6 GHZ hini ar Cell) , e 2006 ha 2007 o deus cheñchet an embregerezhioù bras o zoare da sevel prosesorioù galloudusoc'h: e lec'h kreskiñ atav frekañs ar mikroprosesor o deus liesaet hemañ (Core 2 Duo eus Intel, AMD 64 X2 eus AMD, ha lod all da heul). E fin ar bloavezh 2007 e tlefe erruout ar c'hentañ prosesorioù gwerzhet d'ar brasañ niver gant pevar "galon" (pevar prosesor liammet kenetrezo). E 2010 ez eus bet kroget ur seurt nevez gant 6 "kalon". Er mikroprosesorioù ez eus daou seurt lodennoù a-bouez : an unvez kontroll (UK) hag an unvez jediñ anvet ivez unvez aritmetikel ha lojikel (UAL). An unvez kontroll a ren doare labourat ar prosesor dre heuliañ stadamantoù ur program raktermenet. Eviti ne dret ket an data ac'h erru er prosesor : sekañsiñ ra an operadennoù da vezañ graet warne gant an unvez jediñ. An unvez jediñ zo he labour ober an operadennoù aritmetikel ha lojikel war an data binarel pourchaset d'ar prosesor. Ouzhpenn un unvez jediñ a c'heller kaout en ur mikroprosesor. Penaos vez fardet ar mikroprosesorioù Hirie an deiz e vez engravet ar mikroprosesorioù war ur galetezenn silisiom dre an doare-fardañ industriel anvet fotolitografiezh. Ar galetezenn silisiom vez anvet wafer (saozneg). Ar wafer zo dezhañ un treuzkiz etre 20 cm ha 30 cm.. Da gentañ e vez oksidet gorre ar wafer dindan wrez ha gant oksigen pur, ar pezh a sav ur gwiskad dioksidenn silisiom (SiO2). Da eil e vez goloet gorre ar wafer gant ur gwernis fotosantidik hag a c'hell bezañ disolvet diwar aktadur ar skinoù usmouk (UV). An trede pazenn er hentenn-fardañ-se eo taoler bannoù skinoù UV war ar wafer a-dreuz ur maskl hag a zo anezhañ tresadenn ar roudad da vezañ aozet. Ar gwernis a gouezh warnañ ar skinoù UV a zo disolvet eta. Gant un drenkenn e vez dilamet goude se an oksidenn ha n'eo ket gwarezet ken gant ar gwernis. Evit echuiñ e vez disolvet ar gwernis ha n'eo ket bet taget gant ar skinoù UV. E fin ar gont ne chom ket ken war gorre ar wafer nemet ar roudad elektronikel graet gant oksidenn silisiom. Ar farderien a zeu a-benn d'ober engravadurioù munutoc'h-munutañ : en 2005 e veze engravet roudadoù elektronikel dezhe ar moander a 0,09 mikron (pe 90 nanometr), 2007 ez eo gouest an embregerezhioù da engraviñ e 65nm ha zoken e 45nm. Pall ar vihanadur-se a zo izelaat prizioù an unanenn: tu ' zo en ur vihanaat gorread ar prosesorioù lakaat muioc'h anezho war ur wafer. Geriaoueg unvez kreiz tretiñ unité centrale unvez kontroll unité de commande unvez jediñ unité de calcul unvez aritmetikel ha lojikel unité arithmétique et logique roudad integret circuit intégré skantenn puce électronique semikonduer semiconducteur stadamant instruction operadenn opération dataenn vinarel (liester data binarel) donnée binaire doare-fardañ, prosed fardañ procédé de fabrication aktadur action fotosantidik photosensible bann skinoù faisceau de rayons trenkenn acide Dafar urzhiataerel
1599
https://br.wikipedia.org/wiki/Folklor
Folklor
Ar folklor eo ar meizad a vez implijet en dudoniezh evit deskrivañ ha studiañ ar c'hontadennoù, ar mojennoù hag ar c'hredennoù a zo dibar d'ur boblad, da lavaret eo lodenn an istor dre gomz en ur sevenadur resis. Gwerinoniezh a reer eus studi ar folklor. An termen saoznek folklore () a oa bet goveliet e 1846 gant ar skrivagner saoz William Thoms (1803-1885) p'edo o klask ur ger resisoc'h eget popular antiquities ("hendraoù poblek") ; kement ha "hengoun (lore) ar bobl (folk)" e talvez folklore. Ar meizad e-unan zo bet ganet en gant luskad ar romantelezh, dezhañ un ideologiezh evit adstummañ an hengounioù evit servij mennozhioù arnevez. En ez eo bet staliet studi ar folklor dindan un arsell neptuek. E-touez an dud o deus bet ul levezon vras emañ ar vreudeur Grimm hag o deus dastumet hag embannet e 1812 ur strobad kontadennoù alamanek anvet Kinder- und Hausmärchen ("Kontadennoù ar vugale ha marvailhoù ar gêr"). Sevenadur
1600
https://br.wikipedia.org/wiki/Touchennaoueg%20%28urzhiataerezh%29
Touchennaoueg (urzhiataerezh)
Touchennaoueg a reer er stlenneg eus un etrefas trobarzhel karget da euvriñ nodoù (lizherennoù, sifroù, arouezennoù).Drezi e c'heller kehentiñ gant un urzhiataer ha kas urzhioù dezhañ. Diwar skouer ar bizskriverezoù e vezont savet evit ar pezh a sell ouzh al lizherenneg hag ar sifroù : ret eo pouezañ war ar stokell a zere evit kas an arouezenn-mañ-arouezenn d'an urzhiataer. Pouezelloù arbennik evit ar stlenn zo bet ouzhpennet da douchennaoueg ur vizskriverez ; lod urzhioù a gaser dre bouezañ war div pe deir stokell war an dro. Un tamm istor E 1868 e oa bet ergrafet an douchennaoueg "QWERTY" e Milwaukee gant Christopher Latham Sholes dre adaozañ dasparzh stokelloù ur vizskriverez : stokelloù arveretañ ar saozneg a lakaas e rann uhelañ an douchennaoueg a-benn ma ne vije ket ar gwialennoù a zouge an nodoù o vont da gengroaziañ ha d'en em c'hennañ. E 1873 e voe gwerzhet an douchennaoueg-se d'an embregerezh E. Remington & Sons, a reas touchennaouegoù "QZERTY" ivez. Diwezhatoc'h e voe ergrafet an douchennaoueg "AZERTY" evit ar broioù galleger evit abegoù ergonomiezh hag efedusted. E 1936 e klaskas ur c'helenner e Skol-Veur Washington, August Dvorak (1894-1975), bezañ efedusoc'h c'hoazh dre vodañ 5 kensonenn implitañ qr sqowneg war al linenn uhelañ, an holl vogalennoù war al linenn greiz hag an 9 c'hensonenn all war linenn an traoñ, kement-se evit aesaat ar bizskrivañ gant an daou zorn. Un dro-wenn genwerzhel e voe touchennaoueg Dvorak avat, abalamour d'ar striv a ranker ober evit en em voaziañ outi pa vezer boaziet ouzh an doareoù "QWERTY" pe "AZERTY". E 2003 e voe ergrafet gant an ijinour Philippe Basciano Le Gall un douchennaoueg "C'HWERTY", gant stokelloù a aesa e implij gant ar vrezhonegerien (c'h, ch, ù, ñ). Ar gennaskeg E 1974 e voe lakaet war ar marc'had an urzhiataer personel kentañ, an Altair 8800 ; dre ur porzh a-steud DE-9 RS-232 e veze kennasket un douchennaoueg outañ. Lod kompagnunezhioù a gavas gwelloc'h ober gant lugelloù DIN.. E 1987 ez ijinas an embregerezh IBM ar porzh PS/2 (Personal System/2) a badas betek ma voe roet lañs d'an touchennaouegoù USB er bloavezhioù 2000. Pelloc'h e voe touchennaouegoù dinask a dizh porzh an unvez kreiz dre skindalmoù (Bluetooth) pe skinoù danruz. Un douchennaoueg vras pe vihan a gaver stag ouzh kement ardivink ma ranker ebarzhiñ roadoù lizhersifrennel a c'heller gwelout war ur skramm : bilhedaouer, eilskeudenner, pellgomzer hag all. War skramm an ardivink end-eeun e vez aliesoc'h-aliesañ, a-drugarez d'an deknologiezh TFT (Thin-Film Transistor) : evel-se ez a ar poellgomzerioù hag an tablezennoù en-dro. Un douchennaoueg c'halloudel zo war ho urzhiataer : diskouezet e vez war ar skramm, ha dre glikañ warni ez ebarzher nodoù — grit war-eeun gant ho pizied mard eo ho skramm unan TFT. Rizhoù touchennaouegoù Pevar rizh touchennaouegoù zo evit an urzhiataerioù personel (PC, Personal Computer). Gant IBM e oa bet ergrafet an tri c'hentañ, gant Microsoft ez eo bet azasaet an hini diwezhañ evit e reizhiad korvoiñ Windows 95. An douchennaoueg 83 stokell PC/XT, an hini gentañ evit ar PCoù ha dreist-holl an hini gentañ digevredet diouzh an urzhiataer e-keñver ar re a oa d'ar c'houlz-se (Apple II, Amiga hag all). An douchennaoueg 84 stokell PC/AT, ergrafet e 1984 ; an douchennaoueg daouank kentañ e oa, ar pezh a roe an tu da wereañ stadoù gant diodoù LED; ur reoler a oa kevanaet gant ar bennwal a roe an tu da gefluniañ arventennoù. An douchennaoueg 102 stokell, anvet "touchennaoueg askouezh", ergrafet gant IBM e 1986. An douchennaoueg 105 stokell kenglotus gant Microsoft Windows 95 ; stokelloù a oa bet ouzhpennet evel ar re Windows da skouer. Notennoù Teknologiezh Urzhiataerezh Periferell
1618
https://br.wikipedia.org/wiki/Kenwerzh
Kenwerzh
Ar c'henwerzh a zo an eskemm madoù pe servijoù a c'hell bezañ etre daou geveler kempouezet gant ur sammad arc'hant. Eus un tu e kaver ur gwerzher a bourvez ar mad pe ar servij hag eus un tu all ar prener a resev an traou hag a bae ur priz gant moneiz. Ar c'henwerzh e keñver ar Gwir Hervez ar Gwir, ne c'hell beañ un obererezh kenwerzh ma n'eo ket unan eus ar gevelerien ur c'henwerzher, dezhañ ar boas (hag ar gwir peurvuiañ) seveniñ un obererezh prenañ hag adwerzhañ. Pa vez gwerzhet traou etre tud prevez, n'eus ket kaoz eus ar c'henwerzh. Orin ha roll ar c'henwerzh Un obererezh denel a-gozh eo ar c'henwerzh hag ar gavadenn a c'hell bezañ liammet gant hini ar skritur. Marteze eo bet kroget gant mirout soñj ar jedadennoù dre merkañ anezho war bizhier-koad pe draou all, met suroc'h, kavet eo bet ar skritur koshañ war an tablezennoù pri a weler e Mirdi Bagdad ha dispaket eo ur gonterezh evit ar c'henwerzh savet e mare ar Sumeridi, 5000 bloaz kent Jezuz-Krist. Chomet eo an obererezh pennañ an armerzh, met kemplesoc'h-kempleshañ ha liesaetoc'h-liaesaetañ eo deuet da vezañ ken eo bet welet ur c'hresk divent e dasparzhañ ar marc'hadourezh hag bedeladur an eskemmoù er XXvet kantved. Ar C'henwerzh tric'horniek Pennad spisoc'h: Ar C'henwerzh tric'horniek Ar C'henwerzh tric'horniek (XVvet kantved betek an XIXvet kantved) a zo bet mammenn d'ar bedeladur a-hiziv. Armerzh Embregerezhioù
1623
https://br.wikipedia.org/wiki/Dizoueegezh
Dizoueegezh
An dizoueegezh zo ur preder a nac'h e vije un doue bennak. An dizoueegezh a-vremañ a glask harp war ar skiantoù, ar brederouriezh, ar bredelfennerezh, hag a glask respont evel-se da emc'houlennoù an dud war o dazont. An dizoueidi n'int ket evit goulakaat e vije ezhomm d'an den krediñ en un doueegezh bennak, gwelout a reont ar c'hredennoù-se evel un harp evit ar spered pe ur seurt louzoù evit pareañ an diwaskadenn a c'hellfe bezañ trec'h war lod tud. Lavarout a ra an dizoueidi ez eo dre o regredoni e vez ur spi gant ar gredourien e c'hellint kaout un eil vuhez en ur baradoz ijinet penn-da-benn. Koulskoude ne vije ket reizh lavarout n'eo ket gouest an dizoueidi da vezañ trugarezus e-keñver o c'hempredidi, kredourien pe get. Stadegoù war niver an dizoueidi Hervez ar 1994 Britannica Book of the Year e oa 1 154 milion a dizoueidi er bed e 1994. Hervez ar studiadenn Religion et laïcité dans l'Europe des 12 (1994), ur c'hard eus poblañs Unaniezh Europa a vije hep relijion, met 5% eus Europiz a vije dizoueidi gendrec'het. Hervez ar World Christian Encyclopedia 2000 e oa 1 071 milion a zigredourien ha 262 milion a zizoueidi er bed e 2000. Ur studiadenn bet kaset gant Kengor Europa e 2005 e 25 Stad an Unaniezh, a roas 52% a dud o krediñ en un doue, 27% o krediñ en un doare spered pe nerzh a vuhez, 18% a zidoueidi hag aknosteien ; 3% a dud ne ouien ket petra respont. Termenadur Gerdarzh E galleg e weler ar ger athéisme e 1555 hag ar ger athée e 1547, met dont a ra eus Platon : Αθεος atheos, "dizoue" ; treuzkaset eo bet d'al latin kristen atheos, "ne gred ket e Doue". En e voe goveliet ar ger brezhonek "dizoueegezh", pa veze lavaret "tud difeiz" pe "tud digredenn" gwechall evit komz eus an dizoueidi. Talvoudegezh a-vremañ ar ger hag an termenoù nes "Dizoueidi" a rae an Iliz katolik roman gwechall eus an dud na blegent ket d'he reolennoù. Bremañ e kaver sterioù diresis an termenoù nes er media : mesket e vez an dizoueegezh gant an aknostegezh, ar boellelouriezh, an enepkristeniezh, an difeiz hag nac'hañ ar relijionoù. Dizoueegezh hag aknostegezh An aknostegezh (eus ar gresianeg agnostôs, "na c'heller ket anaout") zo ur brederenn a nac'h eo posupl sevel meizadoù a vije en tu all eus ar pezh a vez anavezet diwar ar poell : n'eus ket a draoù en tu all d'an Natur (Meta ta phuzika, "ar pezh a heuilh ar fizik, an drabedoniezh pe usvedoniezh neuze). Evit an aknosteien, pa ne c'heller ket anavezout ne c'heller ket respont d'ar goulenn « daoust hag-eñ ez eus un doue ? » ha koulskoude e respont an dizoueidi n'eus ket a zoue, hep mar ebet. Dizoueegezh ha poellelouriezh An dizoueegezh a nac'h ma c'hellfe bezañ doueoù, da lavaret eo usboudoù hag a vije gouest da verañ tonkad an holl dud. Ne nac'h ket e vije dibosupl an anadennoù diheboell. Ar boellelourien ne zegemeront ket ar martezeadoù ha n'int ket evit bezañ harpet war arguzennoù ha fedoù tennet diouzh ar poell, met ned eont ket da lavaret eo dibosubl krediñ ; p'eo dibosupl prouiñ ez eus un doue a c'hell bezañ degemeret evel un abeg evit krediñ : credibile est qui ineptum est, "kredus eo peogwir eo diboell" (Tertullianus). N'eus ket ur poellelour eus pep dizouead, hag ar boellelourien o deus meur a savboent e-keñver ar feiz : lod a gred en ur seurt doue a-enep ar poell hag ar skiant, lod all ne fell ket dezho respont, lod all c'hoazh ne zegemeront ket meizad an doueegezh. Notennoù Relijion Ideologiezhioù
1625
https://br.wikipedia.org/wiki/Park%20an%20Arvorig
Park an Arvorig
Ur bastell-vro, dezhi 172 000 hektar war 44 c'humun e Penn-ar-Bed eo Park an Arvorig. Krouet e oa bet e 1969 gant ul lezenn dindan anv Parc naturel régional d'Armorique (PNRA). E Bro-C'hall ez eus bet krouet 44 park naturel rannvroel evit ma vo gwarezet an endro hep ma vo difennet d'an dud bevañ ha labourat enno (ar c'hontrol bev eus reolennoù strizh a gaver er parkoù broadel). Emellout a ra er Park 44 c'humun, rak lakaet eo bet kêr Vrest evel kumun kevreet e mare ar c'hrouadur hag 4 all a zo bet degemeret evel kumunioù kevreet : Landerne, Kastell-Nevez-ar-Faou, Karaez ha Kastellin. Daveiñ a ra anv ar Park d'an Arvor, muioc'h eget d'an Arvorig hag a zo un anv kozh deuet eus an Henamzer ha roet da Vreizh a-raok ma teuas embroidi eus Enez Breizh-Veur. Ha gwir eo e ra ar mor ur gouriz da veur a gumun pa'z eus inizi hag inizigoù e-leizh (en-dro da Enez Eusa, Molenez hag Enez-Sun) hag ur c'hourenez vras, hini Kraozon. Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel Penn-ar-Bed Gwarez an endro Parkoù natur
1632
https://br.wikipedia.org/wiki/Biotop
Biotop
Ur biotop a zo un dachenn gant aozioù an endro (fizik) uniform, a ro annez (pe lec'hioù-annez) d'ur rummad plant ha loened bennaked. Gant Arthur Tansley eo bet ijinet ar ger biotop. Arabat drougveskañ biotop gant biom. Ekologiezh
1643
https://br.wikipedia.org/wiki/Zefyros
Zefyros
Zefyros (Ζέφυρος e gregach) eo doue kuñv an avel Gornôg, unan a-douez an Anemoi (an Avelioù), e mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa da Eos ha da Aiolos hag e vreudeur e oa Boreas (avel an Norzh), Euros (avel ar Reter) ha Notos (avel ar Su). E gevatal roman e oa Favonius hag hemañ a oa mestr war ar plant hag ar bleuñv ouzhpenn. Mojennoù Zefyros ha C'hloris Bevañ a rae Zefiros en ur c'hev e Thrakia (Bro-C'hres). Skrapat a reas an nimfenn C'hloris hag e roas dezhi beli war ar bleuñv. O mibien a oa anvet Karpos, Mopsos hag Ampyks. Zefyros hag Hyakinthos Bez' e oa ur priñs e Sparta, ur c'hoant a zen, Hyakinthos e anv, hag a oa deuet da vezañ amourouz Apollon. Hini Zefyros e oa bet ivez hag hemañ a oa savet gwarizi ennañ. Pa oa Apollon hag e amourouz o vannañ kantennoù e c'hwezhas Zefyros un barrad-avel ken kreñv ma'z eas ur gantenn da stekiñ ouzh penn Hyakinthos hag hemañ a voe lazhet moustDiwar e wad e krouas Apollon ar blantenn anvet hyakinthos e gresianeg (louzaouenn ar goukoug). Zefyros ha Psyc'he Pa oa Kupidon o klask karantez Psyc'he e voe kaset ar plac'h gant Zefyros betek kev Kupidon. Zefyros ha Podarge Daou vab all, Balios ha Ksanthos, a voe ganet dezhañ gant an Harpienn Podarge. Avelioù Doueed Hellaz en:Anemoi#Zephyrus
1647
https://br.wikipedia.org/wiki/Kelennerezh
Kelennerezh
Deskadurezh Tennañ gouiziegezh pe varregezhioù dre ar studi, ar skiant-prenet pe ar c'helenn eo an deskadurezh. Diazezet eo ar prosesus war ar skiant-prenet hag evit an den a resev an deskadurezh e kemm war hir dermen e berzh-galloud e-keñver e gundu. Dre a perzh-galloud kundu e teskriver ar c'hundu a c'hell kaout un hinienn en dazont evit mont eus ar mare-mañ beteg ur pal e domani ar gouiziegezh hag ar skiant-prenet. Ober strivoù gant e askre evit lakaat tud all da vezañ kelennet (da gaout muioc'h a ouiziegezh hag a skiant-prenet) eo pal an deskadurezh. Ur ger nes-tre d'ar c'helennadurezh eo ar stummadur. Amañ eo bet renablet teoriennoù ar c'helennerezh hag e isrummadoù : Anevezout Skiant an anavezout Deskadurezh ar yezh Kelennerezh ar yezhoù Deskadurezh bleiniañ kirri Deskadurezh yezh-pad Stummadur dibaouez
1651
https://br.wikipedia.org/wiki/Kelenn
Kelenn
Kelenn a c'hell bezañ : ar c'helenn, gwez bihan, a gavi dindan Kelenn (gwez). ar verb kelenn, a dalv evit an ober, deskiñ unan bennak, pe da unan bennak, a-wechoù ivez gourdrouz, ha diwar-se: ar c'helenn, da lavarout eo ur stummadur pe un hollad kentelioù (hag a c'hell bezañ skourr ur skiant) pe an doare da zeskiñ traoù 'zo hag a roer da unan bennak : Kelennerezh ur gelenn, da lavarout eo ur gentel pe ur c'huzul, hag a roer da unan bennak : Kelenn (kentel), hag an holl c'herioù-kar: kelennerezh, kelennadurezh, kelennouriezh Anv kreizenn stummañ kelennerien Diwan e Kemper, Kelenn. Anv un ti-embann, Kelenn, krouet gant Glenmor ha Xavier Grall.
1652
https://br.wikipedia.org/wiki/Termen
Termen
ur mare en ur prantad-amzer, pe an diwezh (ar fin) pe ur mare ma c'hoarvez un darvoud : Termen (amzer) ; se a hall bezañ ivez an deiz rakwelet evit dibenn ur brasezded, da lavaret eo deiz ar c'hanedigezh (bet jedet gant ar medisin), pe c'hoazh ar mare da baeañ ur feurm pe un dlee. ur ger pe un dro-lavar : Termen (yezhoniezh) e matematik, nep elfenn eus un heuliad niveroù : Termen (matematik) (Geriadur ar Matematikoù (Jean Marot, Skol Vreizh), evit ar ster-mañ, a ginnig ar ger "term".)
1655
https://br.wikipedia.org/wiki/Reizhiad%20etrebroadel%20unanenno%C3%B9%20ar%20fizik
Reizhiad etrebroadel unanennoù ar fizik
Reizhiad etrebroadel unanennoù ar fizik (S.I.), anvet ivez Reizhiad Giorgi, a zo diazezet war nav unanenn diazez : ar metr evit an hirder, ar c'hilogram evit ar mas, ar segondenn evit an amzer, an amper evit fonnder an tredan, ar c'helvin evit an temperadur termodinamikel, ar gandela evit ar c'hreñvder gouloù, ar mol evit ar c'hementad materi, ar radian evit an ankl hag ar steradian evit an ankl solut. An unanennoù all zo unanennoù derivet diwar an unanennoù diazez-mañ. Taolenn unanennoù SI diazez ar fizik Taolenn an unanennoù SI derivet Gwelet ivez Rakgerioù ar sistem unanennoù etrebroadel Fizik Unanennoù SI
1656
https://br.wikipedia.org/wiki/Steredeg
Steredeg
Ur steredeg zo ur strollad stered hag a weler tost a-walc'h an eil re d'ar re all e bolz an oabl. Pep sevenadur o c'hevre dre linennoù ijinet a-benn reiñ da soñjal en ul loen pe un draez bennaket. Talvezout a reont da zeskrivañ lec'hiadurezh kartenn an oabl. En Henamzer e voe ijinet an darn vrasañ eus anvioù ar steredegi, a zo anvioù loened, boudoù faltaziek, traezioù pe harozed eus ar vitologiezh. En ec'honder teirmentek e vez pell-kenañ stered ar steredegoù an eil re diouzh ar re all peurliesañ. En oabl avat e seblantont bezañ tost. Steredegi an hantervoul norzh Steredegi an hantervoul su Notennoù Steredoniezh Steredegoù
1660
https://br.wikipedia.org/wiki/Skianto%C3%B9%20an%20Hollved
Skiantoù an Hollved
Rummadoù ha temoù skiantoù an Hollved. Ar skourroù pennañ Astrofizik Astronomiezh Kosmologiezh Ar vuhez en Hollved Ekzobiologiezh Sistem planedel Stumm hag emdroad an Hollved Big Bang Big Crunch Teorienn ar Geneliezh Emdroad hag emskiant Traou an Hollved Kometenn Steredeg Steredeg Andromeda Koumoul bihan Magellan Koumoul bras Magellan Sistem heolel Hent-Sant-Jakez pe Hent gwenn Skiantoù an Hollved
1661
https://br.wikipedia.org/wiki/Istor%20an%20ekologiezh
Istor an ekologiezh
An ekologiezh eo ar skiant a vez studiet ganti an darempredoù etre ar boudoù bev hag o endro. Krouet eo bet ar ger Ekologiezh diwar oikos, pezh a dalvez "ti, annez" e gresianeg, ha gant logos (skiant). Savet eo bet ar ger gant Ernst Haeckel e 1886, anezhañ ur bevoniour alaman a-du gant darwin. E-barzh e levr "Morfologiezh hollek an organegoù" e termene ar ger evel-henn : Skiant an darempredoù etre ar boudoù bev hag ar bed tro-dro dezho, da lâret eo, gant ur ster ledanoc'h, skiant stuzioù ar vuhez. Alies e vez sellet ouzh an ekologiezh evel ur c'heñver tric'hognek etre hiniennoù ur spesad, obererezh urzhiet ar spesad-mañ, hag an endro el lec'h ma vez kaset an obererezh-se da benn. An endro zo war un dro kenderc'h ha stuz an obererezh-mañ. An ekologiezh a c’hall bezañ un ideologiezh politikel ivez. Mont da welet ar pennad ekologiezh politikel evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar c’hraf-se. An diaraogerien a-fed ekologiezh Ar pezh a c’haller envel ar preder ekologour zo anezhañ abaoe ur prantad hiroc’h ha pennaennoù diazez an ekologiezh a oa diorroet tamm-ha-tamm,en un doare stag ouzh diorroadur danvezioù all ar vevoniezh. Unan deus ar c’hentañ ekologourien zo bet Aristotelez, marteze, pe unan eus e ziskibled evel Teofrastos o deus studiet o-daou kals spesadoù anevaled. Kerkent hag ar Ive kantved kent J.-K. e teskrivas an darempredoù etre al loened hag ivez etre al loened hag o endro. Kalz naturalisted o deus kemeret an hent-mañ, da skouer Buffon pe Linneus. O labourioù a c'hell bezañ gwelet mui-pe-vui evel ragistor an ekologiezh vodern. An douaroniezh el louzawouriezh hag Alexander von Humboldt E-kerzh an hag e penn kentañ an zo bet graet a-berzh Bro-C'hall, Alamagn, ha broioù all mistri war ar mor, kalz beajoù evit ergerzhiñ ar bed en e bezh, reiñ lusk d'ar c'henwerzh-mor gant broioù all, kavout danvezioù naturel all, hag ober ur renabl eus an holl draoù-se. E penn kentañ an e oa anavezet tost da 20 000 gouenn plant, ha 40 000 e fin an , hag hogos 400 000 bremañ. Kemer a rae kalz skiantourien perzh er beajoù ergerzh-se, louzawourien dreist-holl, hag en o-zouesk an ergerzher alaman Alexander von Humboldt. Sellet e vez eus outañ evel gwir diaraoger an ekologiezh. Hemañ eo an hini kentañ en deus en em roet da studiañ al liammoù etre an endro hag ar boudoù bev. Lakaet en deus anat al liamm a zo etre gouennoù plant evezhiet hag an hinoù, deskrivañ a reas kelc'hiadoù strud gant al lec'hed hag an uhelez, ar pezh a vo anvet douaroniezh ar plant diwezhatoc'h. E 1804 da skouer ez eus bet degaset gantañ ur bern gouennoù plant eus broioù a bep seurt; klasket en deus displegañ an doare ma’z eo ingalet ar plant o kemer harp war fedoù an douarouriezh. Un oberenn vrudet eo l'essai sur la géographie des plantes (1805). Louzaourien all a zo bet pouezus-tre, da skouer Aimé Bonplant, pe c'hoazh Eugénius Warming. Anaoudegezh ar biokoinos - Darwin ha Wallace E-tro 1850, eo bet embannet gant Charles Darwin e oberenn diwar-benn Orin ar spesadoù. Adalek neuze e tilezer tamm-ha-tamm meizadenn ar spesadoù evel traoù diflach evit sellet oute evel traoù emdroüs. Wallace, a-heligentañ gant Darwin ha kempred gantañ, a zo bet an hini kentañ o kinnig un "douaroniezh" eus ar spesadoù loened. Obererien zo, d'ar mare-se, o deus spurmantet n'eo ket distag ar spesadoù où an eil eus egile, hag o deus strollet anezho e rummadoù spesadoù plant ha rummadoù spesadoù anevaled ; diwezhatoc'h ez eus bet dizoloet e c'haller strollañ anezho ivez e kumuniezhoù boudoù bev (biokoinosoù). Ijinet e oa ar gomz-mañ e 1877 gant Karl Möbius. Anaoudegezh ar viosferenn - Eduard Suess ha Vladimir Vernadsky Da vare an ez eus bet implijet ar ouiziegezh bet dastumet er gimiezh gant Lavoisier ha de Saussure e-ser studiañ kelc’hiad an nitrogen. Goude bezañ gwelet ne c'hall ar vuhez diorren nemet etre bevennoù strizh an tri c'hombod a zo an atmosferenn, an hidrosferenn hag al litosferenn, ar geologour aostrian Eduard Suess en deus kinniget, e 1875, meiziad ar [biosferenn|viosferenn]]. Suess a ginnig ma vefe roet an anv biosferenn d'ar c’holoennad buhez-mañ, na gaver betek-henn nemet war gorre an Douar hec'h-hunan, enni ar plant, al loened, ar maenegoù, kelc’hiad ar materi, ha kement zo c'hoazh. Er bloavezhioù 1920, ar geologour rusian Vladimir Ivanovich Vernadsky, a resisa meiziad ar viosferenn en e oberenn Ar Viosferenn (1926) ha taolenniñ pennaennoù diazez ar c’helc’hiadoù biogeokimiek bras. Termeniñ a ra en-dro ar viosferenn evel hollad a écosystèmes. A-du arall, ar freuzadennoù ekologel kentañ zo bet gwelet adalek an XVIIIvet kantved. An trevadennoù stank-oc’h-stank o deus digoadet takadoù zo forzh pegement. Kerkent hag an XIXvet kantved, da vare an dispac’h greantel, e tiwanas douetañs e-keñver efed obererezh Mab-Den war an endro. Diwan a reas ar ger ekologour e diwezh an XIXvet kantved. Rannoù an ekologiezh Lakaet e vez kemm etre peder skiant ekologel : An ekofiziologiezh : Studiet vez ganti an darempredoù etre ur patrom ispisial ha faktorioù e endro. An demoekologiezh (ekologiezh ar poblañsoù): Studiet e vez ganti an darempredoù etre an dud hag o endro. Ar sinekologiezh : Studiet e vez ganti an darempredoù etre ur gumuniezh, enni tud pe loened difer, hag o endro. An ekologiezh hollek : Savet eo bet ar skiant-mañ ugent vloaz zo nemetken. Klask a reer ganti studiañ an ekologiezh evit traoù bras-meurbet (ekosferenn pe biosferenn). Levrlennadur E galleg Pascal Acot (1988). Histoire de l’écologie. Presses universitaires de France (Paris) : 288 p. Pascal Acot (1994). Histoire de l’écologie. Presses universitaires de France (Paris), collection Que sais-je ?, n° 2870 : 128 p. Jean-Paul Deléage (1991). Une histoire de l’écologie. Seuil (Paris), collection Point Science : 330 p. Yves Hébert (2006). Une histoire de l'écologie au Québec, Les regards sur la nature d'hier à aujourd'hui. Québec, Les Éditions GID, 477 p.ISBN-10 : 2-922668-80-0 ISBN-13 : 978-2-922668-80-3 Patrick Matagne (1999). Aux origines de l’écologie : les naturalistes en France de 1800 à 1914. Éditions du Comité des Travaux historiques et scientifiques (Paris), collection Histoire des sciences et des techniques, n° 49 : 302 p. Philippe DUVIGNEAUD (1880). La synthèse écologique. Doin, Paris, 380 p. Patrick Matagne (2002). Comprendre l'écologie et son histoire. Delachaux et Niestlé (Lausanne), collection La Bibliothèque du naturaliste : 208 p. Donald Worster (1998). Les Pionniers de l’Écologie. Une histoire des idées écologiques. Sang de la terre (Paris), collection La pensée écologique : 412 p. Humboldt, A. von. 1805. Essai sur la géographie des plantes, accompagné d’un tableau physique des régions équinoxiales, fondé sur les mesures exécutées, depuis le dixième degré de latitude boréale jusqu’au dixième degré de latitude australe, pendant les années 1799, 1800, 1801, 1802, et 1903 par A. De Humboldt et A. Bonpland. Paris: Chez Levrault, Schoelle et Cie. Sherborn Fund Fascimile No.1. Humboldt, A. von. 1805. Voyage de Humboldt et Bonpland. Voyage aux régions équinoxiales du nouveau continent. 5e partie. “Essai sur la géographie des plantes”. Paris. Facs intégral de l’édition Paris 1905-1834 par Amsterdam: Theatrum orbis terrarum Ltd., 1973. Humboldt, A. von. 1807. Essai sur la géographie des plantes. Facs.ed. London 1959. His essay on “On Isothermal Lines” was published serially in English translation in the Edinburgh Philosophical Journal from 1820 to 1822. LETHIERS (francis), 1998. Evolution de la biosphère et événements géologiques. Gordon and Breach, Amsterdam, 321 p. E saozneg Acot, Pascal, dir. (1998), The European Origins of Scientific Ecology (1800-1901), Paris, Gordon & Breach, EAC, 2 vols., CD-ROM, 932 pp. Bowler, Peter J. 2000. The Earth Encompassed. A History of the Environmental Sciences. New York / London, W-W Norton and Company.ISBN 0-393-32080-4 pbk Ramalay, Francis. 1940. The growth of a science. Univ. Colorado Stud., 26: 3-14. Egerton, Frank N. 1977. History of American Ecology. New York: Arno Press. Hagen, Joel B. 1992. An Entangled Bank: The Origins of Ecosystem Ecology. New Brunswick: Rutgers University Press. Kingsland, Sharon E. 1995. Modeling Nature: Episodes in the History of Population Ecology, 2nd ed. Chicago: University of Chicago Press. McIntosh, Robert P. 1985. The Background of Ecology: Concept and Theory. Cambridge: Cambridge University Press. Mitman, Gregg. 1992. The State of Nature: Ecology, Community, and American Social Thought, 1900-1950. Real, Leslie A. and Simon A. Levin, editors. 1991. Foundations of Ecology: Classic Papers with Commentary. Chicago: University of Chicago Press. Tobey, Ronald C. 1981. Saving the Prairies: The Life Cycle of the Founding School of American Plant Ecology, 1895-1955. Berkeley: University of California Press. Weiner, Doug. 2000. Models of Nature: Ecology, Conservation, and Cultural Revolution in Soviet Russia. Pittsburgh: University of Pittsburgh Press. Worster, Donald. 1994. Nature's Economy: A History of Ecological Ideas, 2 éd. Cambridge and New York: Cambridge University Press. ekologiezh Loenoniezh Skiantoù an Hollved Bevoniezh
1663
https://br.wikipedia.org/wiki/Geolouzawouriezh
Geolouzawouriezh
Ar c'heolouzawouriezh zo ur skiant a vod ar c'heografiezh hag al louzawouriezh. Studiet e vez er skiant-mañ ingaladur ar plant war-c'horre an douar, abegoù an ingaladur-mañ hag an darempredoù etre ar spesadoù pe ar c'humuniezhioù struzh diouzh un tu, ha diouzh an tu all an endro a-fed douaroniezh, mesologiezh (an hinad, an douar) ha bevoniezh (hollad ar bevien). Diazezet eo bet ar c'hentañ studiadennoù geolouzawouriezh war an naouturioù termenet da gentañ gant ar c'hallaoued Charles Henri Marie Flahault et Henri Gaussen. louzawouriezh skiantoù da:Plantegeografi
1664
https://br.wikipedia.org/wiki/Kenrouedad
Kenrouedad
Ar Genrouedad, pe Internet, zo ur rouedad urzhiataerel bedel. Diazezet eo war daou gomenad kehentiñ, TCP (Transmission Control Protocol) hag IP (Internet Protocol) lakaet asambles dindan an anv TCP/IP. Implijet e vez evit dispakañ meur a servij war skramm evel al lizheroù elektronek ("posteloù" e brezhoneg) hag ar World Wide Web. Evit ma vo luget an holl ardivinkoù a zo war ar rouedad ez eus bet savet ur reizhiad chomlec'hioù gant sifroù arabek, a anver "chomlec'h IP". Pep ardivink e vez roet dezhañ ur chomlec'h IP neuze, a zo un heuliad sifroù ; padus pe war ar prim e vez ar chomlec'hioù IP, hervez an doare ardivink. Posupl eo ivez reiñ ur chomlec'h da neb en deus ezhomm. Ar chomlec'hioù o deus daou stumm, unan sifraouet a vez komprenet gant an ardivinkoù o-unan, hag unan all e gerioù lizherennet ha komprenapl d'an holl : 192.168.1.1 pe br.wikipedia.org , da skouer. Orin an termen Krediñ a ra da veur a zen n'eo ar Genrouedad nemet ar reizhiad gourskridoù (saozneg : hypertext) anvet World Wide Web pe "ar Web", abalamour ma oa hennezh ar servij brudetañ e kreiz ar bloavezhioù 1990. Ar Web (ar Gwiad e brezhoneg) zo ur reizhiad dispakañ testennoù, skeudennoù ha sonioù a vez kinniget dindan stumm pajennoù e liv. Kavet e vez servijoù all c'hoazh, evel an anvonerezh war ar prim, an Internet relay chat, hag an eskemmoù restroù stlennegel dre ar c'hehentiñ peer-to-peer. E miz Here 1972 e voe meneget an termen Internet gant Robert Elliot "Bob" Kahn (* 1938) e-kerzh ur c'hendiviz e Washington D.C.. Ar c'haoz oa war an internetting, da lavaret eo sevel liammoù etre ar rouedadoù (net = rouedad). D'ar mare-se, meur a anv a veze roet d'ar reizhiad nevez : Interconnected Networks, Internetworking, International Interconnected Networks hag all. Erfin, d'ar 1añ a viz Genver 1973 e voe bet roet ez-ofisiel an anv Internet d'an ARPANET (Advanced Research Projects Agency Network, rouedad al lu amerikan) ha d'ar rouedadoù all kenluget gantañ, er skolioù-meur amerikan peurvuiañ. Istor An notennoù a oa bet skrivet e miz Gouere 1962 gant Joseph Carl Robnett Licklider (1915-1990), eus Massachusetts Institute of Technology (MIT) eo an testennoù koshañ zo anezho. Licklider a zeskrive enno an etregweredoù sokial a c'hallje bezañ gant ur rouedad urzhiataerioù. Rankout a rae aesaat ar c'hehentiñ etre klaskerien an Defense Advanced Research Projects Agency (DARPA) dreist-holl. E miz Here 1962 e oa deuet Licklider da vezañ e penn ar raktres enklask en urzhiataerzh eus an DARPA. Kendrec'hiñ a reas e warlerc'hidi Ivan Edward Sutherland (* 1938) ha Robert William "Bob" Taylor (* 1932), kerkoulz hag enklasker ar MIT Lawrence G. Roberts (* 1937), pa lavaras dezho e oa talvoudus ar rouedadoù stlennegel. Gant Leonard Kleinrock (* 1934) eus an MIT e oa bet embannet an destenn deorikel gentañ diwar-benn ar c'hehentiñ dre bakadoù e 1961, hag e {{1964]] ez embannas al levr kentañ diwar-benn an dodenn-se. E 1965 ez arnodas L. G. Roberts ha Thomas Merril ar c'hentañ kevreadur stlennegel a-bell, etre Massachusetts ha Kalifornia. Diskouezet e oa bet neuze e c'halle an urzhiataerioù kenlabourat a-bell, met ne oa ket mat kehentiñ dre rouedad ar pellgomz. Degemeret e oa bet meizad ar c'hehentiñ dre bakadoù, a oa bet kaset war-raok gant Kleinrock. E 1966 e oa bet enfredet Roberts gant Taylor en DARFA evit empennañ an ARPANET. E 1967 ez embannas ar steuñv. Pa oa bet o kinnig an destenn-se e reas anaoudegezh gant daou strollad all a enklaskerien dizalc'h a laboure war an hevelep danvez : ur strollad eus an National Physical Laboratory (NPL) eus ar Rouantelezh-Unanet gant Donald Davies (* 1924) ha Roger Scantlebury, hag egile eus ar RAND Corporation gant Paul Baran. Etre 1962 ha 1965 e oa bet studiet an treuzkas dre bakadoù gant strollad ar RAND evit al lu amerikan. Ar pal a oa derc'hel ar c'hehentiñ e ken kaz ma vije taget ar vro (da skouer, gant bombezennoù nukleel), ar pezh a c'halled ober gant an treuzkas dre bakadoù en ur rouedad kreizennet. Un diorroadur dizalc'h eus an ARPANET e oa : daoust ma oa bet savet da zerc'hel ouzh un argadenn, ne oa ket bet empennet an ARPANET da aesaat ar c'hehentiñ etre enklaskerien. Ne oa ket bet lakaet danevell Paul Baran e pleustr ha buan-kenañ e oa bet ankounac'haet. Er mare-se e oa kaset an traoù war-raok er ((British National Physical Laboratory gant skipailh Donald Davies : an NPL Network, ar rouedad mailhet kentañ diazezet war an treuzkas datagrammes (roadennoù a-bakadoù), a oa arc'hwelek. Met n'eo ket bet skrivet istor ar Genrouedad gant Europiz : an ARPANET e voe e zeroù ofisiel hiviziken. E miz Eost 1968 e asantas an DARFA arc'hantaouiñ diorren dafar routa pakadoù an ARPANET. E miz Kerzu e voe fiziet an diorroadur-se en unan eus strolladoù an embregerezh Bolt, Beranek & Newman (BBN) eus Boston. Labourat a reas ar strollad-se gant Bob Kahn war adeiladezh ar rouedad. Roberts a wellae doareoù topologel hag armerzhel ar rouedad, Kleinrock a briente reizhiadoù muzuliañ ar rouedad. E miz Gwengolo 1969 e stalias BBN an aveadur kentañ en UCLA ma laboure Kleinrock. Eil skoulm ar rouedad a voe staliet er Stanford Research Institute (SRI) ma laboure Douglas Engelbart (1925-2013) war ur raktres gourskrid. Daou skoulm ouzhpenn a oa bet ouzhpennet gant Skol-veur Santa Barbara ha Skol-veur Utah. E dibenn 1969 en doa an ARPANET pevar skoulm eta. Gant an Network Working Group (NWG), renet gant Stephen D. "Steve" Crocker (* 1944), e voe echuet ar protokol kehentiñ a bost da bost anvet NCP (Network Control Program) e miz Kerzu 1970. Degemeret e voe ar protokol-se etre 1971 ha 1972 gant an daou lec'hiad kevreet ouzh an ARPANET. Evel-se o doa gallet implijerien ar rouedad diorren an arloadoù. E 1971 e voe sevenet gant Raymond Samuel "Ray" Tomlinson (1941-2016) an arload pennañ kentañ : ar postelerezh ; gantañ e voe adimplijet an arouezenn saoznek « @ » (at, "da") evit diforc'hañ an degemerer diouzh ar c'haser. E miz Here 1972 ez aozas Kahn an abadenn diskouez vras kentañ war an APARNET en International Computer Communication Conference (ICCC). An abadenn diskouez foran kentañ e oa bet. Diwar an ARPANET e oa bet krouet meizad Internet. Ar mennozh a oa reiñ tro da gevreañ rouedadoù a bep seurt an eil re ouzh ar re all : an ARPANET, kehentiñ gant loarelloù, kehentiñ dre skinoù. Deuet e oa ar mennozh-se gant Kahn e 1972, dindan an anv Internetting. Gant komenad NCP an ARPANET ne c'halled ket ennagañ ostizoù e-maez an ARPANET, na reizhañ fazioù treuzkas a c'hallfe degouezhout. Divizout a reas Kahn neuze diorren ur c'homenad nevez, a zeuas da vezañ TCP/IP a-benn ar fin. E-keit-se e oad o sevel ur raktres, awenet gant APARNET, dindan renerezh Louis Pouzin (* 1931) e Bro-c'hall : Kykládes e oa anv ar raktres-se ; perzhioù niverus TCP/IP zo bet diorroet abretoc'h evit Kykládes. Lavaret o deus Pouzin ha Kahn e oa bet awenet TCP/IP gant ar raktres Kykládes. E 1973 e c'houlennas Kahn ouzh Vinton Gray "Vint" Cerf (* 1943) – a vez lesanvet "tad ar Genrouedad" a-wechoù – labourat gantañ rak Cerf a ouie ar munudoù da lakaat NCP war-sav. Gant Cerf e oa bet skrivet an teul kentañ o taveiñ da TCP, e 1973 end-eeun : A Partial Specification of an International Transmission Protocol, bet embannet gant an NWG. An TCP a oa bet spisaet evit ar wech kentañ e miz Kerzu 1974, an RFC (Request For Comments niv. 675 eo. Gant doare kentañ TCP ne c'halled kehentiñ nemet dre savelañ un amred galloudel. Mont a rae mat en-dro evit treuzkas restroù pe evit labourat a-bell met ne oa ket azasaet ouzh lod arloadoù evel ar pellgomz dre ar Genrouedad. TCP a voe disrannet neuze diouzh an IP, hag an UDP (User Datagram Protocol) kinniget evit an treuzkasadennoù hep savelañ un amred. E dibenn ar bloavezhioù 1980 e oa bet lakaet pemp kreizenn stlennelegezh dreistgalloudus gant an National Science Foundation (NSF), a oa dindan ar velestradurezh amerikan. Gallout a rae an implijerien kevreañ outo, ne vern pelec'h edont er Stadoù-Unanet : gallout a raed mont war an ARPANET a-vras. Berzh a reas ar reizhiad ha, goude ma oa bet lakaet an dafar hag al linennoù a-live e dibenn ar bloavezhioù 1980, e voe digoret d'an tremenerezh kemwerzhel e deroù ar bloavezhioù 1990. E deroù ar bloavezhioù 1990 e c'haller lavaret e oa bet ganet ar Genrouedad a anavezomp hiziv : ar Web, un hollad pajennoù en HTML o veskañ skrid, liammoù, skeudennoù, a c'haller ennegañ dre un URL (Uniform Resource Locator) hag a c'haller diraez gant ar c'homenad HTTP (HyperText Transmission Protocol). Ar skouerioù, diorroet er CERN (Conseil Européen pour la Recherche Nucléaire) gant Sir Timothy John "Tim" Berners-Lee (* 1955) a dapas brud buan pa oa bet diorroet ar merdeer liesvedia Mosaic en NCSA (National Center for Supercomputing Applications) gant Marc Andreessen (* 1971) hag Eric J. Bina (* 1964). E miz Genver 1992 e voe krouet an Internet Society (ISOC) gant ar pal brudañ ha kenurzhiañ an diorroadurioù war ar Genrouedad. Er bloavezh 1993 e voe krouet ar merdeer Web kentañ, a embrege ar skridoù hag ar skeudennoù : WorldWideWeb e oa e anv orin, kent bezañ adanvet Nexus evit abegoù anat. E-pad ar bloavezh-se e oa bet leuriet ur gompagnunezh gant an National Science Foundation (NSF) evit enrollañ an anvioù domani. Hag ar maouezed ? Atav e vez meneget gwazed en Istor ar Genrouedad, hogen pouezus-kenañ e voe perzh ar maouezed e ganedigezh ar stlenneg hag ar Genrouedad. A-raok an Eil Brezel-bed e veze gopret kalz maouezed barrek war ar matematikoù da vezañ « urzhiataerezed », a oa karget da ober ar jenadennoù kemplezh a vez graet gant urzhiataerioù hiziv. Gant kompoderioù e labourent, ha peogwir e veze gwerzhet an ardivikoù-se hep tamm notennig teknikel ebet e rankjont en em zibab evit o frogrammiñ. War ur renk izel e vezent lakaet, a-live gant ar sekretourezed ha merc'hed ar pellgomz. P'o devoa diluziet ar c'hudennoù ha kaset ar stlenneg war-raok a-gammedoù divent e rankjont lezel o c'hadorioù d'ar wazed. Setu amañ ar re anavezetañ anezho. Ar vatematikourez ha stlennourez Ada King, kontez Lovelace (1815–1852) e voe kroueerez an algoritm kentañ e 1843 evit jediñ niveroù ar matematikour suis Jacob Bernouilli (1654–1705) dre un ardivink, ar pezh a dalv e voe Ada Lovelace an den kentañ a savas ur programm en Istor ar stlenneg. Biskoazh ne voe savet an ardivink-se, ha biken neuze ne voe amprouet he labour. E 1953 e voe adembannet he notennoù, hag anavezet e voe raktres A. Lovelace evel patrom kentañ un urzhiataer hag e reizhiad korvoiñ. En he notennoù labour e pouezas ar stlennourez war an diforc'h etre ur c'hompoder hag he raktres : pa ne c'hall ar c'hompoder nemet ober jedadennoù e c'hellje he ardivink bezañ programmet da seveniñ kefridioù kemplezh pe gemplezhekoc'h, betek bout gouest da aozañ sonerezh klasel. Ar pezh a gomprenas A. Lovelace eo e c'hall un urzhiataer labourat dreist tachenn an niveroù, mar lakaer an niver-mañ-niver da glotañ gant un notenn sonerezh, ul lizherenn, forzh pe arouez — dres ar pezh a ra an ardivinkoù arnevez. An admiralez ha stlennourez Grace Hopper (1906–1992) a voe renerez diorroadur ar programmiñ en embregerezh a savas an urzhiataer kenwerzhel kentañ, an UNIVAC I (UNIversal Automatic Computer I) e 1951. Hi eo a ijinas krouiñ ur yezh nevez, evit programmiñ e saozneg ; e-pad tri bloaz e rankas stourm, peogwir e veze lavaret dezhi e oa dic'hallus ober kement-se rak ar c'hompoderioù ne ouient ket saozneg. Dont a reas a-benn da lakaat an ardinvinkoù da dreiñ saozneg e boneg dre he yezh anvet FLOW-MATIC (1955), ar pezh a voe deroù ar yezh programmiñ COBOL (1959). Ur vaouez all, ar stlennourez Jean E. Sammet (1928–2017), a gemeras ur perzh pouezus e diorroadur ar yezh COBOL. An aktourez hag ijinourez Hedy Lamarr (1914–2000) a ziorroas ur reizhiad da bellvleinañ torpedennoù ar Gevredidi dre skinoù na c'hellent ket bezañ brellet gant nerzhioù an Ahel ; er bloavezhioù 1960 e voe degemeret he reizhiad gant an US Navy. Arveret eo c'hoazh hiziv en teknologiezhioù Bluetooth ha Wi-Fi. Ar stlennourez Margaret Hamilton (*1936) a voe renerez rann an Diorren Meziantoù en MIT ; sevel a reas meziantoù a voe staliet e bourzh listri ar programm Apollo. Evit gouzout hiroc'h : Association for Women in Computing. Gouarn Pennad dre ar munud : Gouarn ar Genrouedad. Hervez dielfennadur ar strollad labour diwar-benn gouarn ar Genrouedad, « Gouarn ar Genrouedad » a dalvez kement ha danzen hag arloañ pennaennoù, gant ar Stadoù, ar genad prevez hag ar gevredigezh keodedel da-geñver o rolloù a-getep, reolennoù, reoladoù, argerzhoù kemer divizoù ha programmoù boutin evit oberiañ an emdroadur hag an implij eus ar Genrouedad. Pouezus eo ar marilhoù metaroadennoù evit sevel reolennoù an diraez d'ar danvezioù web a implij an Uniform Resource Identifiers (a c'hall bezañ an URL a ziskwel war barrenn verdeiñ an urzhiataer personel). Un nebeud aozadurioù zo karget da verañ ar Genrouedad, gant gwirioù-dreist dibar. Kenlabourat a reont evit danzen ar skouerioù teknikel, reiñ anvioù domani, chomlec'hioù IP, h.a. : Internet Corporation for Assigned Names and Numbers (ICANN), dindan gouardoniezh Departamant Kenwerzh ar Stadoù-Unanet ; Internet Engineering Task Force (IETF) a bled gant an neuzioù savouriel ha teknikel ; Internet Society (ISOC). Gant ar pal derc'hel pe ledanaat neptuegezh ar rouedadoù, met ivez engouestlañ ar gengevratourien hollek a bep seurt da gendivizout diwar-benn ar gouarn, ar Broadoù Unanet o deus galvet : Kuzuliadeg ar bed war kevredigezh ar c'helaouiñ ; Forom ar gouarn war ar Genrouedad. Merañ an danvezioù niverel zo ezhomm evit mont en-dro ar Genrouead, zo fiziet en Internet Assigned Numbers Authority (IANA), a zileuri dezverkañ ar bloc'hoù chomlec'hioù IP ha niverennoù Autonomous System da marilhoù rannvroel ar Genrouedad. Gwir Gwir ar Genrouedad a vod an holl reolennoù ar gwir a c'heller dedalvezout da ar Genrouedad. N'eus ket a wir dibar d’ar Genrouedad met lakaet e vez ar gwir boutin da dalvezout kentoc'h. Lezennoù broadel zo, a vez lakaet da dalvezout gant ar broioù pa vez ezhomm da zerc'hel kont eus o dibardelezhioù - da skouer, e Bro-c'hall : al lezenn evit ar fiziañs en armerzh niverel (Loi pour la Confiance dans l'Économie Numérique, LCÉN) eus an 21 a viz Mezheven 2004). Hervez Benjamin Bayart, difretour evit neptuegezh ar rouedadoù, ez eus bet kadarnaet gant ali ar C'huzul Bonreizhel, bet embannet d'an 10 a viz Mezheven 2009, "ez eo ar Genrouedad un dra ret evit arver ar frankiz ezteuler". Diaes eo lakaat ar gwir da dalvezout war ar Genrouedad evit daou abeg da nebeutañ. Etrebroadel eo ar Genrouedad ; padal, ar gwir broadel a vez lakaet da dalvezout peurliesañ. Diaes e vez anavezout an implijerien, gwarezet int gant ar Genrouedad, met an dorfedourien zo ivez neuze. Ar Genrouedad a laka an dud da sevel goulennoù diwar-benn ar gwir a denn d'ar berc'henniezh kerfredel (gwir aozer, gwir merkoù, h.a.), da wir ar c'hazetennoù hag an embannadurioù (torroù-lezenn, kujunennoù, gwallvrudañ, h.a.), gwir ar skeudennoù, met ivez d'ar gwir brudañ, ar gwir kenwerzhel abaoe diorroadur ar gwir kenwerzhel. Kevreadennoù evit an dud voutin Evit monet war ar Genrouedad ez eus ezhomm da gaout un aveadur IP, hag ur c'hevreadur d'ur pourvezer monedoù. Evit an dra-se e vez implijet an dafaroù hag ar meziantoù amañ war-lerc'h : un urzhiataer personel pe n'eus forzh peseurt aveadur termen all e penn ur rouedad : skoazeller personel, letrin c'hoarioù video, pellgomzer hezoug ; ur ganol gehentiñ war-du ar pourvezioù monedoù : luc'hedañv, linenn bellgomz diloc'h (linenn analogel, xDSL), linenn bellgomz hezoug (4G, 3G+, 3G, Edge, GPRS, GSM/CSD), Kenrouedad dre loarell, ar Wi-Fi (Wireless Fidelity) ; ur reizhiad (meziant/dafar) arval evit ar c'homenad reizhiad implijet (PPP, PPPoX, Ethernet, ATM, h.a.) ; ur pourvezer moned war ar Genrouedad (Internet Service Provider/ISP, Fournisseur d'Accès Internet/FAI). Meziantoù, a-hend-all, zo ezhomm evit korvoiñ ar Genrouedad hervez an implijoù a vez graet anezhi : postelerezh : un arval SMTP (Simple Mail Transfer Protocol) ha POP/POP3 (Post Office Protocol) pe IMAP/IMAP4 (Internet Message Access Protocol) ; treuzkas restroù : un arval pe ur servijer FTP (File Transfert Protocol) ; World Wide Web : ur merdeer Web ; par-ouzh-par : unan eus rouedadoù niverus P2P hervez an implij (rannañ restroù par-ouzh-par, Jediñ ingalet, P2P VoIP (Peer-to-Peer Voice over IP) h.a.). Komenadoù Ar Genrouedad a ya en-dro hervez ur patrom dre wiskad, damheñvel ouzh ar patrom OSI (Open System Interconnection). An elfennoù a aparchant d'an hevelep gwiskadoù a implij ur c'homenad kehentiñ evit eskemmañ titouroù. Ur c'homenad zo un hollad reolennoù a dermen ur yezh evit lakaat meur a urzhiataer da gehentiñ an eil re gant ar re all. Termenet int gant reoladoù digor, an RFC (Request For Comments). Pep komenad en deus kargoù dezhañ e-unan hag, a-gevret, pourchas a reont doareoù a bep seurt da vastañ d'an ezhommoù lies ha diseurt war ar Genrouedad. Setu amañ ar c'homenadoù pennañ. IP Internet Protocol, zo anvet IPv4 ivez : komenad rouedad a dermen an doare eskemmañ kentañ etre an urzhiataerioù a gemer perzh er rouedad en ur reiñ dezho ur chomlec'h hepken war ar rouedad ; IPv6 eo kentel nevesañ IP. TCP Transmission Control Protocol zo karget da savelañ ar c'hevreadur d'ar rouedad hag da gontrollañ an treuzkas. Ur c'homenad degemer eo, a c'haller kaout fiziañs ennañ. Diogeliñ a ra ez eo bet resevet mat ar roadennoù gant an degemerer, er c'hontrol da UDP (User Datagram Protocol). HTTP HyperText Transfer Protocol zo bet lakaet war-sav evit kargañ pajennoù web. HTTPS HyperText Transfer Protocol Secure zo evit merdeiñ er mod suraet. FTP File Transfer Protocol zo implijet evit treuzkas restroù war ar Genrouedad. SMTP Simple Mail Transfer Protocol eo ar mod eskemmañ ar postelerezh evit kas. POP Post Office Protocol ha POP3 Post Office Protocol version 3 eo ar modoù eskemmañ ar postelerezh evit degemer. IMAP Internet Message Access Protocol zo ur mod eskemmañ all evit ar postelerezh. IRC Internet Relay Chat zo ur c'homenad evit divizout prim en-linenn. NNTP Network News Transfer Protocol zo ur c'homenad treuzkas implijet evit ar foromoù divizout Usenet. SSL Secure Sockets Layer ha [[TLS Transport Layer Security zo komenadoù treuzkas suraet, implijet evit ar paemantoù suraet dreist-holl; UDP User Datagram Protocol : gantañ e c'heller kehentiñ, en un doare n'eo ket fizius met skañv, dre zatagrammoù bihan. DNS Domain Name System : reizhiad anvioù domani. ICMP Internet Control Message Protocol eo ar c'homenad a gontroll ar c'homenad IP. Goude diviadur ar chomlec'hioù IPv4 e oa bet diorroet ar protokol IPv6. Hemañ en deus ur egorenn bras-divent a chomlec'hioù. Daoust ma rank an treuzkas etre daou boent chom dizalc'h, ar routaerioù a rank gallout eskemmañ ditouroù routa. Un IGP (Interior Gateway Protocol) hag un EGP (Exterior Gateway Protocol) evel BGP (Border Gateway Protocol'') a vast d'an ezhomm-se. Kontrollerezh a-berzh ar Stadoù Amañ da heul e kavor 65 Stad renket hervez ar c'hontrollerezh a lakaont war ar Genrouedad en o riez, eus an hini strishañ betek an hini laoskañ. Dek dodenn zo bet dielfennet ; ul liv zo bet roet da bep unan anezho, hervez an alc'hwez : Andon : Freedom House – Priziadur bet graet etre miz Mezheven 2014 ha miz Mae 2015, war-bouez Sri Lanka, a voe priziet betek miz Genver 2015. Pennadoù kar .bzh Notennoù Kenrouedad
1665
https://br.wikipedia.org/wiki/India
India
E Su kevandir Azia emañ Republik India, ent-berr India (Bhārat en hindieg). Gant Bangladesh ha Pakistan en em led war iskevandir Indez etre aradennad an Himalaya en Norzh ha Meurvor Indez, hemañ o vezañ a-dal d'hec'h aodoù Kornôg ha Reter. Ar 7vet brasañ bro er bed eo hag an eil pobletañ gant 1 210 193 422 a dud (2011), war-dro 1 miliard 200 milion eta. Istor Bodet eo 250 milion a dud en un harz-labour bras e miz Du 2020. Douaroniezh Lec'hiadur: etre al ledredennoù 8° 4' ha 37° 6' norzh hag an hedredennoù 68° 7' ha 97° 25' reter. Hirder an aodoù: 17 600 km. India a ya d'ober al lodenn vrasañ eus iskevandir Indez a zo etre plakenn dektonikel India ha lodenn gwalarn ar blakenn indiat-hag-aostraliat. Lod eus tiriad ar stadoù en norzh hag er biz zo lec'hiet e torosad an Himalaya. Ar peurrest eus India an norzh, ar c'hreiz hag ar reter zo tiriadoù strujus plaenenn ar Ganga. Er c'hornôg, e-kichenn gevret Pakistan emañ dezerzh an Thar. India ar su zo evit al lod brasañ pladennoù ledenezel an Dekkan, etre daou dorosad aodel gant un torosennadur diblaen, re Ghat ar c'hornôg ha re Ghat ar reter. Treuzet eo ar vro gant meurstêrioù evel ar Ganga, ar Brahmapoutra, ar Yamunâ, ar Godâvarî, an Narmadâ hag ar C'haveri. Teir enezeg zo, en o zouez ar re Lakshadweep, hag a zo er-maez aod ar mervent. Bez' emañ ivez aradennad volkanek inizi Andaman ha Nikobar er gevred ha re Sunderban e delta ar Ganga e Bengal ar C'hornôg. An hin indiat a ya eus hini an trovanoù er su betek hini kerreishoc'h an norzh e-lec'h ma vez erc'h a-hed ar goañv e norzh an Himalaya. Hin ar vro zo levezonet gant an Himalaya ha dezerzh an Thar. An Himalaya ha menezioù an Hindu Kush e Pakistan a harz ouzh an avelioù katabatek deuet eus Kreizazia. Rak-se e chom an tommder e lod brasañ ar c'hevandir kontrol d'ar broioù lec'hiet er memes ledred. Evit dezerzh an Thar a sach avelioù gleborek monson an hañv etre Mezheven ha Gwengolo hag a zo pennkaoz da lodenn vrasañ kouezhadurioù India. Rannadurioù India Gwelet ar pennad Stadoù ha tiriadoù India Ur c’hevredad stadoù eo India, pep hini gant e Barlamant hag e gouarnamant. Bez' zo eizh stad warn-ugent, c'hwec'h tiriad mui tiriad ar gêr-benn Delhi Nevez (New Delhi Capital Territory). 3 287 240 km² eo gorread India. Bevennet eo gant Pakistan, Afghanistan, Republik Pobl Sina, Nepal, Bhoutan, Bangladesh ha Myanmar. 15 000 km a hirder eo harzoù ar vro. An arouezioù broadel Kan broadel : Jan gana mana skrivet gant Rabindranath Tagore Ger-stur : satyam eva jayate (ar wirionez hepken a zo trec'h) Loen broadel : an tigr Evn broadel : ar paun Bleuñv broadel : al lotuz Gwez broadel : ar banian Frouezh broadel : ar mangez Ardamez broadel Arouez broadel India a zo anezhañ adskeudenn Leon Sarnath, e-kichen Varanasi en Uttar Pradesh. Hemañ a oa bet savet en gant an impalaer Achoka evit merkañ al lec'h ma voe embannet da gentañ e aviel a beoc'h hag a frankizadur gant Bouddha da bevar c'horn ar bed. Setu e tiskouez an arouez broadel penaos e vez kadarnaet hec'h engouestl kozh evit ar peoc'h er bed hag ar volontez vat gant India a-vremañ. Emañ ar pevar leon (unan zo kuzhet war ar skeudenn), anezho arouezioù a nerzh, kalonegezh ha fiziañs, war ur sichenn ront. Gronnet eo ar sichenn-se gant pevar loen bihanoc'h, gouarnourien pevar c'horn ar bed: an olifant evit ar reter; ar marc'h evit ar su; an tarv evit ar c'hornôg hag al leon evit an norzh. Hag emañ ar sichenn-se war ul lotuzenn e bleuñv a vez taolennet ganti mammenn ar vuhez hag an awen grouus. Ar ger-stur sañskritek satyam eva jayate enskrivet dindan an arouez a sinifi ar wirionez hepken a zo trec'h. Banniel Gwelet ar pennad Banniel India Ar yezhoù Gwelet ar pennad: Roll yezhoù ofisiel India 17 yezh pennañ a zo, 844 yezh ha rannyezh all. Ar relijionoù Relijionoù pennañ: hindouegezh, islam, kristeniezh, boudaegezh, sikegezh, jainegezh. Pennadoù kar Keginerezh India Deiziadur broadel India Liammoù diavaez India
1671
https://br.wikipedia.org/wiki/Ijinerezh
Ijinerezh
Pa studier ur raktres pe greantel pe skiantel pe kevredigezhel e tleer plediñ gant meur a doare-ober e-keñver an teknologiezh, an armerzh, an arc'hantañ hag an dud. An ijinerezh eo ar skiant evit lakaat anezho da c'hoari ingal. An ijinour a dlee bezañ gouest labourat gant meur a ostilh pe meur a ardivink hag eo ivez e garg jediñ ha gwiriekaat. Lakaat disoc'hoù ar skiantoù da dalvezout evit diluziañ kudennoù fetis, greantel pe bemdeziek eo pal pennañ an ijinerezh. Alies e kemer perzh en imbourc'h skiantel an ijinourien, pe dre bleiniañ raktresoù imbourc'h o tennañ d'un dachenn greantel pe dre blediñ gant perzhioù fetis un imbourc'h. Stummadur an ijinourien Evit resev un diplom ijinour e c'heller studiañ en ur skol-veur pe en ur skol-ijinourien e-pad 4 pe 5 bloaz. Micherioù an ijinerezh Automategezh Dafaroù Dasparzhañ Dezougerezh Endro Elektronik Energiezh Fizik ar c'halonennoù Gweledoniezh Gwiaderezh Houarnouriezh Ijinerezh biomezegiel Ijinerezh foran Ijinerezh kimiezh Ijinerezh poelladoù Ijinerezh ar morioù Ijinerezh urzhiataerel Klevidigezh Labourioù publik Mekanik Mekatronik Merañ perzhioù mat Metallerezh Muzulierezh Mikroteknikoù Nanotecknologiezh Okeanouriezh Robotik Sevel-tiezh Tredan Ijinerezh Micherioù
1673
https://br.wikipedia.org/wiki/Indez
Indez
Ur rannbarzh eus Su ha Gevred Azia eo an Indez, anv stag ouzh amzer an dizoloiñ bed hag an trevadenniñ gant an Europeaned. Anvet e vezent Indez ar Sav-Heol ivez, pa veze graet ivez Indez ar C'huzh-Heol eus Amerika. Indeziz (unander: Indezad) pe Indezidi (unander: Indeziad) a vez lâret eus an dud. Mont a rae ar rannved-se eus harzoù Pers hag Afghanistan betek ar Filipinez hag Indonezia a-vremañ (war-bouez Papoua ar C'hornaoueg a zo e Melanezia). Indez-Sina a veze lakaet en Indez ivez, da lavaret eo e klot dre vras Indez ar Sav-Heol gant ar pezh a zo Iskevandir Indez bremañ mui Azia ar Gevred. Islodennoù Digejet e vez: Indez Breizh-Veur (British India pe British Raj), hag a vez graet iskevandir Indez anezhi c'hoazh pand eo ul lodenn vras eus Azia. Nav stad zo bet krouet eno : Republik Bangladesh (krouet e 1971) Rouantelezh Bhoutan Republik India (krouet e 1947) Rouantelezh Nepal Republik Pakistan (krouet e 1947) Sri Lanka (a oa anvet Selan en amzer-hont) Sikkim, bet staget ouzh India abaoe Maldivez Birmania (ne vez ket lakaet bepred en Iskevandir Indez) Indez Breizh-Veur ar Reter (East British Indies) eo an anv a veze roet da Valaysia a-vremañ. Malezia Sarawak Norzh Borneo Breizh-Veur Brunei Indez ar Sav-heol Spagnol (Indias orientales españolas), anv roet d'ar Filipinez ha d'an tiriadoù nes e dalc'h Bro-Spagn. Indez an Izelvroioù, anv roet d'ar pezh a zo Indonezia bremañ (war-bouez Papoua ar C'hornaoueg). Loened yar-Indez (ha kilhog-Indez evit ar par). Dave a ra an anv-mañ da Indez ar C'huzh-Heol. razh-Indez. Dave a ra an anv-mañ da Indez ar C'huzh-Heol. gavial Indez Plant ha frouezh koad Indez kistin-Indez Douaroniezh Meurvor Indez Indez-Sina Gwelet ivez Indez ar C'huzh-Heol Daveennoù ha notennoù Douaroniezh Indez
1674
https://br.wikipedia.org/wiki/Melestradurezh
Melestradurezh
Graet e vez melestradurezh eus hollad ar gwazadurioù staliet evit seveniñ mont-en-dro ur Stad, ur strollegezh publik pe ur servij publik. Melestradurezh an embregerezhioù prevez a gaver ivez a vez anvet melestradurezh prevez a-wechoù. Skouerioù Melestradurezh c'hall Melestradurezh tiriadel Ar velestradurezh stadunanat Er Stadoù-Unanet e talvez ar ger melestradurezh (the administration) evit ar gouarnamant kevreadel evit ma ne vefe ket mesket gant gouarnamantoù ar Stadoù. Meur a wazadur kevreadel a zo ar ger administration (melestradurezh) en o anv : National Aeronautics and Space Administration anavezet dindan e verradur NASA Farm Security Administration (FSA) National Oceanic and Atmospheric Administration (NOAA) Gwir
1678
https://br.wikipedia.org/wiki/Tour-tan%20ar%20Maen
Tour-tan ar Maen
Ar Maen (Ar-Men hervez ar velestradurezh) zo un tour-tan kroget d'e sevel e 1867 hag a voe echuet e 1881 en enezeg Sun, e kornôg pellañ Breizh. War unan eus ar c'harregoù a ya d'ober "Chaoser Enez-Sun" emañ. Brudet eo p'eo bet ken diaes sevel anezhañ war ur garreg a veze goloet gant al lanv. Meur a wech e oa bet distrujet al labourioù gant ar mor en deroù. A-raok an emgefren e oa dañjerus-tre kas an daou evezhier di dre lestr. Lesanvet eo ifern an ifernioù, da lavarout eo, an dañjerusañ ha displijusañ eus an tourioù-tan. Levrlennadur Ar-Men, l’Enfer des enfers, Emmanuel Lepage Daveoù Maen Monumantoù istorel e Penn-ar-Bed
1680
https://br.wikipedia.org/wiki/Kevandir
Kevandir
Ur c'hevandir a vez lavaret en douaroniezh eus ur gorread bras a zouar, gant mor tro-dro dezhañ pe en-dro d'an darn vrasañ anezhañ. Ur ger eo a zo deuet eus ar c'hembraeg dre Kreizenn Imbourc'h Sturyezhouriezh SADED e 1963, hag a vez implijet el levrioù-skol a-vremañ. Pemp kevandir En doare-se ez eus pemp kevandir : Afrika, Antarktika, Eurazia (da lavarout eo Azia gant Europa), Norzhamerika, Suamerika (an daou-mañ stag gant ur strizh-douar), met a-wechoù e vez meneget enez divent Aostralia evel ar c'hwec'hvet kevandir. Met aliesoc'h e vez mesket an doare douaroniezhel-se da welet an traoù gant un doare sevenadurel hag istorel, ha neuze en em gaver gant : Afrika Amerika (gant Norzhamerika ha Suamerika lakaet a-gevret) Antarktika (evel m'eo didud e vez lezet alies a-gostez) Azia (Eurazia lamet Europa diouti) Europa (iskevandir kornôg Eurazia) Okeania (Aostralia, mui inizi ar Meurvor Habask) D'o zro e c'hall ar c'hevandirioù bezañ rannet e iskevandirioù. Kaoz a vez dreist-holl eus iskevandir Indez. Notenn Douaroniezh Kevandirioù
1681
https://br.wikipedia.org/wiki/Tredan
Tredan
An tredan a zo un anadenn a denn d'an energiezh a sav diwar an diforc'hoù karg er materi. Ur perzh eus ar materi eo ar garg tredan, houmañ a heulh unan eus lezennoù ar peurvirerezh Daou seurt kargoù tredan a zo : Ar garg pozitivel a zeu eus ar protonoù, ar pozitronoù hag an toulloù elektron ar garg negativel a zeu eus an elektronoù. Skiantoù da dalvezout Teknikoù da dalvezout Fizik Tredan
1684
https://br.wikipedia.org/wiki/Biz%20%28dishe%C3%B1velout%29
Biz (disheñvelout)
Pa gomzer eus biz e reer anv eus unan ag an traoù-mañ : Ar biz : un ezelig evit kemer traoù hag a zo gant an dud ha gant meur a vronneg all, Ar biz (roud-avel) : ur roud-avel hag a gaver merket war an nadoz-vor etre an Norzh hag ar Reter, Ar biz (armoù) : ur boentenn e penn ur arm (arbalastr, fuzuilh) evit bizañ a-raok tennañ.
1685
https://br.wikipedia.org/wiki/Biz%20%28roud-avel%29
Biz (roud-avel)
Ar biz a zo unan eus ar roudoù-avel a gaver war un nadoz-vor. Etre an Norzh hag ar Reter emañ. Treset e vez 16 roud-avel war Rod an avelioù : Ar pevar (penn) avel : Norzh, Reter, Su, Kornôg. Ar pevar avel a-dreuz : Biz, Gevred, Mervent, Gwalarn. An avelioù etre ar re all : biz-norzh (pe biz-sterenn), reter-gevred (pe reter-c'hevred), su-gevred, su-mervent (pe su-vervent), mervent-kornaoueg (pe mervent-kornôg), gwalarn-gornaoueg (pe gwalarn-gornôg), gwalarn-sterenn. Douaroniezh Merdeadurezh Kartennouriezh Eizh avel
1691
https://br.wikipedia.org/wiki/Pedagogiezh
Pedagogiezh
Ar bedagogiezh a zo ur ger dezhañ meur a ster, a zo ret spisaat kent mont pelloc'h, dre ma teu eus ar ger gallek "pédagogie" (diwar an henc'hresianeg: παιδαγωγέω paidagōgeō), hag a dalv ivez meur a dra. Gant ar gelennerien avat e vez kavet aes. Sterioù ar ger Dre ma'z eo diazet ar ger war ar gwriziennoù παῖς (> παιδος) "bugel" hag ἄγω "kas, ren", e ra dave d'ar vugale. Talvezout a ra neuze pe ar sevel-bugale, pe an desavouriezh, a vez graet gant tud ar vugale er gêr kentoc'h, pe ar c'helenn-bugale, ha neuze e tenn d'ar c'helenn-bugale, ur rann (an hini bouezusañ) d'ar gelennouriezh. Alies avat, ha dre fazi hervez tud zo, e vez implijet ar ger pedagogiezh evit komz eus kelenn hepmuiken, kelenn bugale pe tud vras: da neuze e vije pe ur fallimplij eus ar ger, pe ur gweadur graet d'ar ster orin. N'eo ket e-barzh gweadur ar ster, un dra ordinal en istor ar gerioù, emañ an dalc'h, met e sterva ar ger: traoù disheñvel, ha re zisheñvel, a vije dindan ar memes ger: ar sevel-bugale, ar c'helenn-bugale, ar c'helenn-tud (bras ha bihan). Ger nevez Ar ger nevez "sciences de l'éducation" zo bet krouet e galleg evit chom hep ober gant ar ger "pedagogiezh". Ober a raio e hent marteze e brezhoneg diwar zreveziñ. Evit poent n'eo ket asur an droidigezh anezhañ: skiantoù an deskiñ, skiantoù ar c'helenn, daou dra disheñvel a-walc'h. (da beurgempenn) Skiantoù an Den
1693
https://br.wikipedia.org/wiki/Urzhiataer
Urzhiataer
Un urzhiataer a zo un aveadur stlennek a ro an tu da verañ hag implijout stlennadoù hervez heuliadoù kemennadoù pe brogrammoù. Stlenneg a reer eus an diskibliezh a bled gant damkaniezh, fardañ, hag implij an urzhiataerioù. Pennaennoù hollek Da gentañ penn e veze implijet an urzhiataerioù evit jediñ (niveroù anterin, diwezhatoc'h niveroù skej fiñvus). Evelato ne c'haller ket o heñvelekaat ouzh jederezioù : evit gwir, treterezh un urzhiataer a c'hell disoc'hiñ war ur steudad sifroù met ivez war ur programm all evit an urzhiataer-se (pe evit unan all). Gant adeiladezh von Neumann ez eo boutinekaet ar roadennoù, ha gallout a reer sellet outo ken buan all evel niveroù, kemennoù, talvoudoù poell pe ne vern pe arouezenn termenet diwar did (ul lizherenn, da skouer). Evel m'hen diskouez e anv e talvez un urzhiataer da « urzhiañ » ar roadennoù, da lavaret eo o lakaat en urzh, o rummañ hag o renkañ, hervez ur poell bet dibabet. An urzhiataerioù kentañ, an ENIAC savet er Stadoù Unanet pe ar Mark I savet e Breizh-Veur, a zo bet roet dezho an anv saoznek « computer » a dalveze da gentañ-penn evit an den a ra jedadennoù niverel gant skoazell ardivinkoù evel ar voulleg, ar reolenn-jediñ pe ar jederez vekanek. Daoust da gresk barregezh an urzhiataerioù dibaoe, hag a ya kalz pelloc'h eget jediñ, ez eus bet dalc'het d'ar ger saoznek memestra. E galleg ez eo diwar goulenn skourr gall an embregerezh IBM ez eo bet kinniget ar ger « ordinateur », a zo testeniekaet evel anv-gwan e geriadur meur Emile Littré o talvezout evit « Doue o lakaat urzh er bed», gant ar yezhoniour Jacques Perret. Kavout a rae d'ar renerien e oa kalz re strizh ar ger « calculateur » – kevatal da « computer » – e-skoaz barregezhioù o ardivinkoù. Diwar un hevelep patrom eo bet krouet er bloavezhioù 1960 ar ger brezhonek « urzhiataer », en deus graet berzh daoust d'ar ger dazeilat « kompoder » bezañ bet kinniget e deroù ar bloavezhioù 1990. N'eo ken nemet e deroù ar bloavezhioù 1970 he deus lezet ar vekanografiezh he flas d'ar stlenneg. N'eo ar jediñ nemet unan eus an arloadoù a c'hall bezañ. En degouezh-mañ e vez sellet ouzh ar roadennoù evel niveroù. Implijet eo ivez an urzhiataer evit e barregezhioù da frammañ ar stlennad, da skouer war drobarzhelloù stokañ gwarellek. E diwezh ar bloavezhioù 1980 ez eus bet jedet e vije ezhomm eus ar boblañs c'hall en he fezh ken nemet evit ober labour tiez-bank ar vro, paneve an urzhiataerioù. Ar barregezh-se da frammañ ar stlennadoù en deus ledet implij ar skridtreterezh e-touez an dud ; merañ diazoù roadennoù darempredel a ro ivez an tu da adpakañ ha da nershaat stlennadoù dasparzhet gwelet gant an implijer evel meur a daolenn zizalc'h. Diwar krouadur an nevezc'her e tiwanas troidigezhioù lies eus troiennoù evel supercomputer, goururzhiataer pe c'hourgompoder, ha quantum computer, urzhiataer kwantek pe gompoder kwantek. En degouezh diwezhañ-mañ ez eo soulwerzhet implij ar ger "urzhiataer" just a-walc'h dre m'emañ pell ar barregezhioù a c'haller rakwelet evit ar jediñ kwantek diouzh liesvarregezh un "urzhiataer". Gant ar skiant-prenet ez eus bet tapet digemmañ daou arvez en un urzhiataer, a oa bet ispriziet an eil hini anezho en deroù : an adeiladezh fizikel, dafarel (an hardware pe hard) ; an adeiladezh meziantel (ar software pe soft). Un urzhiataer araokaet-kenañ a-fet teknik diouzh ar mare evel Gamma 60 ar gompagnunezh Bull na reas ket berzh evel a oa gortozet, ken nemet en arbenn ma oa nebeut a zoareoù da lakaat e pleustr aes e varregezhioù teknikel. Ar meziantoù – hag o c'hlokadur ar servijoù (stummadur, trezalc'h, h.a.) - a ya d'ober abaoe kreiz ar bloavezhioù 1980 ar braz eus koustoù an aveadur stlennek, tra m'eo bihanoc'h lodenn an dafar. Mont en-dro un urzhiataer Kemmet a-galz eo an teknologiezhioù lakaet e pleustr dibaoe ar bloavezhioù 1940, ha deuet int da vezañ un teknologiezh da vat – da lavarout eo un teskad greantel aozet tro-dro da deknikoù – adalek ar bloavezhioù 1970. Kalz anezho a implij c'hoazh ar c'healioù termenet gant John von Neumann, daoust m'emañ an adeiladezh-mañ war gilañ : ar programmoù n'en em gemmont mui nemeur o-unan (ar pezh a vije sellet outañ evel un doare siek da brogrammiñ), hag an dafar a gemer kement-mañ e kont en ur zispartiañ fraezh hiziv mirout ar c'hemennoù hag ar roadennoù, er c'hrubuilhoù hag all. Hervez Adeiladezh von Neumann, peder lodenn zo en un urzhiataer : An unvez aritmetikel ha lojikel (UAL) pe unvez-tretañ : seveniñ an oberiadennoù diazez, un tamm evel a rafe ur jederez, eo he roll. An unvez-kontrolliñ (UK) : a c'haller aroueziañ evel bizied o kas ar jederez en-dro. Ar vemor, a zo ennañ kenkoulz roadennoù hag ar programm a lavaro d'an unvez-tretañ pesort jedadennoù ober gant ar roadennoù-se. Dasparzhet eo ar vemor etre memor aezhidik (programmoù ha roadennoù war seveniñ) ha memor padel (programmoù ha roadennoù diazez an ardivink). An trobarzhelloù enkas-diskas, anezho gwikefreoù evit kehentiñ gant ar bed diavaez. UAL hag UK An unvez aritmetik ha lojikel (UAL) eo an hini a ra an oberiadennoù diazez (sammadurioù, lamadurioù ...), an oberiadennoù poell (HA, PE, NA...) hag an oberiadennoù-keñveriañ (da skouer ur geñveriadenn-gevatalted etre daou dakad-memor). An UAL an hini a seven jedadennoù an urzhiataer. An unvez-kontrolliñ (UK) a gemer he c'hemennoù er vemor. Ar re-mañ a ziskouez dezhi petra urzhiañ d'an UAL, ha penaos e vo ret dezhi efediñ diouzh ret, hervez an disoc'hoù a vo pourvezet gant homañ. Ur wezh echu an oberiadenn, an unvez-kontrolliñ a ya pe d'ar c'hemenn a heuilh, pe d'ur c'hemenn all e-lec'h ma vo urzhiet dezhi en em skourrañ gant ar programm. Aesaat a ra an unvez-kontrolliñ ar c'hehentiñ etre an unvez aritmetik ha lojikel, ar vemor hag an trobarzhelloù. Merañ a ra ar braz eus ar c'hemennoù sevenet en urzhiataer. Memor E framm ar reizhiad, ar vemor a c'heller gwelet evel un heuliad kelligoù niverennet pep a dammig stlenn enno. Ar stlenn-se a c'hall servijout da ziskouez d'an urzhiataer ar pezh a zo goulennet digantañ ober (kemennoù) pe delc'her roadennoù da dretiñ. Gant ar braz eus an adeiladezhioù stlennek ez eo ar memes memor a dalvez evit an daou arc'hwel. Evit a sell ouzh ar jederezioù a-stur a-vras e tegemerer zoken e yafe kemennoù programmoù da erlec'hiañ lod all e-kerzh an oberiata gant ma tegas muioc'h a efedusted. Gwechall e oa kemend-all un doare boas d'ober, hogen redioù a helennded an ijinerezh meziantel o deus graet dezhañ mont war rouesaat, panevet en degouezh resis-mañ, abaoe meur a zekvloaziad. Gallout a reer adskrivañ ar vemor-se kel lies gwezh ha mar bez ezhomm. Ment bloc'hoù ar vemor hag an teknologiezh implijet o deus kemmet hervez ar c'houstoù hag an ezhommoù : 8 bit evit ar pellgehentiñ, 16 bit evit an ardivinkañ (DEC) ha 64 bit evit pikoloù jederezioù skiantel (Control Data). Ur c'henasant zo bet kavet tamm-ha-tamm gant an okted da unanenn haezadus, ha kemennoù war ur vent a 4 pe 8 okted. En holl zegouezhioù e chom haezadus an okted, ar pezh a eeuna ar skrivañ programmoù. E-touez an teknikoù implijet evit oberiañ ar vemorioù e kaver azhenterioù tredantreloc'hel, korzennoù dre vevargant a veze ganet en o ser gwagennoù klev, transistorioù hiniennel, korennoù ferrit, hag en diwezh amredoù enframmet enno milionoù a drañzistorioù. Enkas-Diskas Ar gwikefreoù enkas/diskas a laka an urzhiataer e-tailh da gehentiñ gant ar bed diavaez. Ur c'halz anezho zo, eus an douchennaoueg betek ar skramm. Perzh boutin an holl trobarzhelloù enkas eo amdreiñ ar stlenn tapet ganto en diavaez e roadennoù a c'hello an urzhiataer ober e vad ganto. Padal an trobarzhelloù diskas a zigod ar stlenn pourchaset gant an urzhiataer e seurt ma vefe spletus evit an implijer. Bus Al lodennoù disheñvel-se a zo liammet etrezo gant tri bus, bus ar chomlec'hiañ, bus ar roadennoù ha bus an urzhiadoù. Ur bus a zo ouzh e ober un niver bennak a neudennoù tredan a sav ul liamm evit treuzdougen stlenn binarel kodet war veur a vit. Bus ar chomlec'hiañ a dreuzkas ar chomlec'hioù ganet gant an Unvez Kreiz Tretañ (UKT) evit diuzañ ul log memor pe ur marilh diabarzh en unan eus ar bloc'hoù. Diouzh ar c'hementad a vemor a ranker haeziñ eo niver ar bitoù treuzkaset gant ar bus-se. Bus ar roadennoù a dreuzkas ar roadennoù eskemmet etre elfennoù disheñvel ar reizhiad. Bus an urzhiadoù a dreuzkas an arhentoù kemprediñ liesseurt ret da vont en-dro ar reizhiad : arhent lenn (RD), arhent skrivañ (WR), arhent diuz (CS : Chip Select). Adeiladezh A-drugarez d'ar munutaat e c'haller enframmañ an UAL hag an unvez-kontrolliñ e-barzh un amred enframmet hepken a reer mikroprosesor anezhañ. En degouezh skoueriek e vez lec'hiet ar vemor war amredoù enframmet tost d'ar prosesor, ul lodenn eus ar vemor, ar vemor grubuilh, a c'hall bezañ lec'hiet war an hevelep amred enframmet hag an UAL. Klokaet vez an hollad war ar braz eus an adeiladezhioù gant un horolaj da reoliañ lusk ar prosesor. Evel-just e fell d'an den e labourfe hemañ ar buanañ ar gwellañ, hogen n'haller ket kreskiñ e dizh diharz evid daou abeg : ar primañ ma vo an horolaj, ar muiañ e tommo ar prosesor evel an traoù a-hend-all, diouzh karrez e dizh – ur wrez re uhel a c'hallfe e wastañ ; bez' ez eus un talm ma teu ar prosesor da vezañ distabil ; faziek e teu e emzalc'h da vezañ, diwar se alies e c'hoarvez ar sac'hadennoù. Hervez un tuadur a c'haller merzout abaoe 2005 e laker meur a UAL er memes prosesor, ha zoken meur a brosesor er memes krug. Evit gwir, ar munutaat a-dammoù (gwelet Lezenn Moore) hel laka posupl hep na goustfe kement-all kerroc'h. Un tuadur all, abaoe 2006 e ti ARM, a zo gant mikroprosesorioù dihorolaj : dont a ra un hanter eus an distrewiñ gwrez eus an arhentoù horolaj pa ya ar prosesor en-dro ; a zo muioc'h, ur mikroprosesor dihorolaj a zo kazi null e vevezerezh pa ne ya ket en-dro : an arhent horolaj tonket da freskaat ar memorioù eo an hi rekis nemetañ neuze. Pouezus eo an atoud-se evit ar patromoù hezoug. An diforc'h arc'hwelek pennañ hiziv e-keñver patrom Von Neumann zo, war adeiladezhioù a zo, bezañs div rakvemor zisheñvel : an eil evit ar c'hemennoù hag eben evit ar roadennoù, tra ma spisae patrom Von Neumann ur vemor voutin evit an daou. Abeg ar forc'hadenn-mañ eo e vez sellet breman ouzh kemmañ e gemennoù dezhañ e-unan gant ur programm (panevet war an ardivinkoù a-stur a-vras) evel un doare da zisteurel. Diwar neuze, ma rank endalc'had ar grubuilh roadennoù bezañ adskrivet er vemor bennañ pa 'z eo kemmet e ouzer ne vo biken an degouezh gant hini ar grubuilh gemennoù, alese e vez eeunaet an amredoù ha gounezet war an digonusted. Kemennoù Ar c'hemennoù a c'hell un urzhiataer intent n'int ket re lavar mab-den. An ardivink ne oar seveniñ ken nemet un niver bevennet a gemennoù termenet-mat. Seurtoù kemennoù intentet gant un urzhiataer a zo traou evel « kopiañ endalc'had ar gellig 123 hag el lakaat e-barzh ar gellig 456 », « sammañ endalc'had ar gellig 321 ha hini ar gellig 654, ha lakaat an disoc'h e-barzh ar gellig 777 », ha « m'eo endalc'had ar gellig 999 kevatal da 0, seveniñ ar c'hemenn a zo e-barzh ar gellig 345 ». Met daou zakad a vez oc'h ober ar braz eus ar c'hemennoù : an eil o tiskouez petra ober, a reer ar c'hod oberiadenn anezhañ, hag egile o tiskouez pelec'h e ober, a reer oberantenn anezhañ. E-barzh un urzhiataer, ar c'hemennoù a glot gant kodoù – 001 e vo kod ar c'hopiañ, da skouer. An teskad kemennoù degemeret gant un urzhiataer, a reer anezhañ e lavar-ardivink, zo un heuliad sifroù binarel dre ma n'eus ken nemet 0 (zero) hag 1 (unan) ouzh ober ar c'hemennoù hag ar roadennoù a vez intentet gant ar unvez-tretañ :0 = "Ne dremen ket ar red tredan", 1 = "Tremen a ra ar red tredan". Peurvuiañ ne implij mui ar brogrammourien lavaroù a seurt-se, ober a reont kentoc'h gant ar pezh a anver ul lavar a live uhel, a vezo amdroet da c'houde e lavar binarel gant ur programm arbennik (ur jubenner pe ur c'hempuner, diouzh an ezhommoù). Da heul an treterezh-mañ, ar programmoù a vo meizadus gant an urzhiataer en e lavar genidik. Lavaroù-programmiñ zo, al lavar gronnañ da skouer, a vez graet « lavaroù a live izel » anezho, rak ar c'hemennoù implijet ganto a chom tost-tre da re an urzhiataer. Da heul ez eo bet diorroet evitañ ar programmoù skrivet gant al lavaroù-se a zo liammet-kreñv gant ar savenn. Al lavar C, kalz aesoc'h da adlenn eget al lavar gronnañ, a ra d'ar brogrammourien bezañ ampletusoc'h. Setu perak ez eus bet graet gantañ muioc'h-mui a-feur ma tigreske koust ar periant ha ma kreske gopr ar brogrammourien. Meziantoù Par da velloù rolloù kemennoù roet d'un urzhiataer eo ar meziantoù, a zo programmoù niverus a gaver enno milionoù a gemennoù, lod anezho adsevenet dizehan. Meur a vilmilion a gemennoù dre eilenn a vez sevenet gant un urzhiatazer personel bet kenderc'het e 2006. Abaoe kreiz ar bloavezhioù 1960 ez eus bet ijinet urzhiataerioù ha reizhiadoù a-benn ma c'hallfent seveniñ meur a brogram war un dro. Graet e vez "lies-trevell" eus ar barregezh-se. An degouezh eo gant an holl urzhiataerioù ha reizhiadoù a-vremañ. E gwirionez ne seven ar prosesor ken nemet ur programm war un dro, en ur dremen eus an eil d'egile bewezh ma c'hall. Mar deo uhel a-walc'h tizh ar prosesor e-skoaz an niver a drevelloù da seveniñ e kavo d'an implijer ez eus meur a brogramm o seveniñ war un dro. Gant ar reizhiad korvoiñ, peurvuiañ, e vez meret ar malluster roet da bep programm. Reizhiad korvoiñ Ar reizhiad korvoiñ eo ar programm-kreiz ennañ an elfennoù diazez ret da vont en-dro reizh an urzhiataer. Ar reizhiad korvoiñ a zeverk loazoù fizikel an urzhiataer (amzer prosesor, memor, h.a.) d'ar programmoù liesseurt war seveniñ. Pourchas a ra ivez ostilhoù d'ar programmoù all (evel ar sturieroù) a-benn aesaat implij an holl drobarzhelloù, kuit dezho da gemer e kont munudoù fizikel ar re-mañ. Setu da heul ar reizhiadoù korvoiñ pennañ : Windows, perc'hennet gant Microsoft Corporation Mac OS, perc'hennet gant Apple Inc GNU/Linux, a zo diberc'henn ha digor Unix, a zo perc'hennet gant meur a gompagnunezh, pe ziberc'henn ha digor, hervez ar gentel anezhañ. Seurtoù urzhiataerioù Urzhiataer an dazont ; Urzhiataerioù a-vremañ : An urzhiataerioù personnel (kenglotus PC, Macintosh, Amiga, h.a.) : An urzhiataerioù-burev ; An urzhiataerioù hezoug. An ameileroù personel (pe PDA) ; Ar reizhiadoù etre (midrange) (d.s. IBM AS/400-ISeries, RISC 6000...) Ar meururzhiataerioù (servijeroù kreiz) (d.s. : IBM 43xx hag ES9000, Siemens SR2000 ha S110 ...) ; Ar goururzhiataerioù ; Ar servijerioù dre rack (1U) ; Ar staeloù-labour ; Urzhiataerioù an tremened. Ardivink Turing. Notennoù Urzhiataerezh Ardivinkoù
1695
https://br.wikipedia.org/wiki/Pellgehenterezhio%C3%B9
Pellgehenterezhioù
Disheñvel diouzh ur skiant eo ar pellgehenterezhioù, pa'z int un hollad teknologiezhoù ha teknikoù lakaet da dalvezout. Dont a ra an termen eus troidigezh ar ger galleg télécommunications ijinet gant Edouar Estaunié, ijiner ar Postoù hag ar Pellskriverioù ha rener an École professionnelle des Postes et Télégraphes e Paris eus 1901 betek 1910. O kreskiñ buan eo ar gennad-mañ abaoe ar bloavezioù 1980 p'emañ o tennañ frouezh eus araokadennoù ar skiantoù rik war tachennoù a zo : Matematik : keweriadur ar signal ha skritur kuzh Fizik : elektronik ha gwelelektronik Urzhiataerezh : ar rouedadoù ha teorienn an ditour E Bro-C'hall ez eus bet un diorren bras en enklask evit ar pellgehenterezhioù, hag e Breizh ez eus bet staliet daou arnodva brudet : ar Centre National d'Études des Télécommunications (CNET) e Lannuon, krouet diwar intrudu Pierre Marzin e 1970, hag ar Centre Commun d'Études de Télédiffusion et de Télécommunications (CCETT) staliet e Roazhon, ma voe ijinet ar Minitel. France Télécom R & D (Research & Development, "enklask ha diorren") a reer hiziv eus ar c'hreizennoù-se. Teknikoù da dalvezout
1696
https://br.wikipedia.org/wiki/Richenn
Richenn
Hervez an etimologiezh e vefe dav skrivañ rizhenn met lakaet eo bet e-mod-se e-keñver an doare da zisklipañ e brezhoneg a-vremañ. Dont a ra eus ar brezhoneg kozh rith hag a signifi furm pe skeudenn, ketpar eo d'ar c'hembraeg rhith hag a signifi furm, feson, arouez hag ivez d'an iwerzhoneg riocht (heniwerzhoneg richt). Dont a reont tout eus ar c'heltieg (p)rptu. Er c'hontrol eus ar c'hontadennoù hag a c'hoarvez e-barzh ur bed diwar faltazi, emañ kentoc'h ar richennoù e-barzh ur bed hag a c'hellfe bezañ real. Gant ar studioù bet graed war-fed an dra-se, e vez komprenet diouzhtu ez eus daou rummad tud: Ar re a zo techet da lonkañ an istor hag ar re all a zo diskredik. Ar richennoù 'zo peurliesañ etre ar ouiziegezh dre ar fedoù hag ar c'hredennoù, pe an traoù diwar faltazi. Koulskoude ne c'hell ket bezañ termenet ar gredenn gant ar richenn rak m'eo hiniennel dre benn-natur, ha cheñch a ra eus an eil d'egile. Evit renkañ un danevell e rummad ar richennoù eo ret diforc'hañ. Lâret e vez ar richenn dre 'n eñvor gant ur stil ha grataet gantañ un arouez gwirion : degouezhet eo bet an istor d'un den anavezet hag en ul lec'h determinet, ha traoù all c'hoazh. Richennoù Lennegezh dre gomz Rummadoù lennegel hu:Legenda
1697
https://br.wikipedia.org/wiki/Lamadur
Lamadur
Al lamadur a zo unan eus niñvadurioù diazez an niveroniezh. Al lamadur a gevosod div pe lies mentenn eus ar memes rizh anvet niñvuzenn evit diosoc'hañ d'ur niver anvet diforc'h. Lamat a dalvez bihanat en ur c'hontañ. Lamat b eus a (jediñ a - b) a dalvez kement ha kavout an niver o klotañ b evit kavout a, da lâret eo an niver d o c'houzout b + d = a. An " - " a arouez al lamadur. Da skouer : e lenner 3 - 2 = 1 "tri lei daou a zo kevatal da unan" Niveroniezh
1698
https://br.wikipedia.org/wiki/Trovan
Trovan
An daou ledred ma c'heller gwelout an Heol er zenit da geñver ar goursav-heol eo an trovanoù. Anv an div drovan eo Trovan ar C'hrank (en norzh) ha Trovan ar C'havr (er su). Amprestet eo bet trovan digant ar c'hembraeg "trofan" ha kavet e vez "tropik" diwar ar galleg e testennoù 'zo. Pa vez kaoz eus an trovanoù (s.o. an dro-lavar "dindan an trovanoù") e vez meneget ivez an takad lec'hiet etre ledoù an trovanoù, da lavarout eo etre al ledoù 23° 17' N ha 23°27' S. hag emañ ar C'heheder etrezo ha kenstur dezho, en takadoù-se e c'hall an Heol bezañ er zenit ivez tro-pe-dro e-pad ar bloaz. War linenn Trovan ar C'hrank e weler an Heol dindan ur c'horn 90° da c'hoursav-heol an hañv hag da c'hoursav-heol ar goañv war linenn Trovan ar C'havr. Kemeret eo bet anvioù an trovanoù diwar ar zodiak hag ez-resis eus anvioù ar steredegoù ma kreder gwelout an Heol tost outo goude ar goursavioù-heol. Plant an trovanoù a zo ar re a zo o annez orin en takad trovanel. Pa vez hin an takad-se tomm ha glavus e reer trovanel eus pep takad a zo an hin-se dezhañ, met kavet e vez lec'hioù n'int ket evel-se dindan an trovanoù, er menezioù uheloc'h da skouer. E renkadur an hinoù savet gant Peter Köppen e vez termenet evel trovanel un hin gant ar perzhioù-mañ : n'eo ket krin ha ned a ket keidenn ar wrez en ur miz dindan 18 °C. Un takad tomm gant ur marevezh glaveier hag ur marevezh sec'h eo takad an trovanoù nemet pa dostaer ouzh ar C'heheder e kouezh muioc'h-muiañ a c'hlaveier ken e kouezhont bemdez e takad ar C'heheder. Tro-war-dro d'an trovanoù e vez nebeut a c'hlaveier hag e vez dezerzhioù bras evel hini ar Sahara, hini mervent ar SUA, hini Ledenez Arabia, hini ar Goudjarat (takad bihan en India), hini Atacama (Chile) hag hini Namibia. Koulskoude n'eo ket krin an hinad dindan an trovan en India, Tailand, Laos ha Viêt-nam diwar levezon ar monson, da lavaret eo ar glaveier bras ha puilh sachet bep hañv war ar broioù-se gant tolzenn yen an Himalaya. Douaroniezh Douar Hinouriezh
1700
https://br.wikipedia.org/wiki/Ijinerezh%20aeregorel
Ijinerezh aeregorel
An ijinerezh aeregorel eo ar skourr eus an ijinerezh e-lec'h ma vez lakaet asambles ijinerezh an aerlistri pe aerlestrerezh hag hini an egorlistri pe egorlestrerezh. Gantañ e pleder gant : Aerodinamik - studi al fluidennoù en-dro d'an askelloù ha lodennoù all an aerlistri dre ribouloù-avel Poulzerezh - studi an energiezh a zo ezhomm diouti evit kas al listri en aer pe en egor. Kontroll an dinamik-nijal. Studi ar strukturoù evit ma vo gouest al listri da herzel ouzh an nerzhioù enep. Studi an danvezioù implijet hag ijinañ reoù nevez gant barregezhioù dibar. Diazezet eo ar skiantoù-se war skourr an fizik damkanel anvet mekanikerezh ar fluidennoù. Koulskoude e vez graet arnodoù dre skiant-prenet war patromoù bihan o skeul pe brototipoù. Esaet e vezont pe er ribouloù-avel pe en aergelc'h digor. Muioc'h-muiañ e vez implijet drevezerien evit berraat an esaeoù war danvezioù pe listri fetis. Skiantoù da dalvezout
1703
https://br.wikipedia.org/wiki/Lestr
Lestr
Ul lestr (liester : listri) a c'hell bezañ : Ul lestr (endalc'her), da lavaret eo un endalc'her a zo digor an nec'h anezhañ. Skouer : ul lestr evit lakaat bleunioù. Evit ar c'heginañ hag an debriñ e vez implijet kalz a endalc'herien (podoù, asiedoù, gwerennoù, pladoù, kaoterioù, kastelodennoù...). Goude pep pred e ranker "skaotañ al listri". Ul lestr (war-neuñv), da lavaret eo ur savadur bras a-walc'h (ur vag vras) hag a c'hell mont war an dour. Implijet e vez ul lestr da dreuzdougen an dud, ar marc'hadourezhioù hag all. Ul lestr (korfadurezh), da lavaret eo ur framm eskern a weler e korf an dud hag hini ar bronneged uhel. Yezhoù all E galleg hag e saozneg e kaver heñvel ar gerioù vaisseau ha vessel gant an daou ster a zo d'al lestr : koulz un endalc'her hag ur vag vras.
1704
https://br.wikipedia.org/wiki/Spanglish
Spanglish
Komzet e vez eus spanglish evit neb meskaj etre ar spagnoleg hag ar saozneg (pe ar c'hulturioù d'o heul). An termen-se a zo ur ger-malizenn, savet diwar ar gerioù saoznek spanish hag english. Da gentañ e veze implijet evit komz eus ar spagnolegerion disvroet, deuet d'ar Stadoù-Unanet eus Amerika Latin, hag eus ar fenomenoù-yezh savet diwar o destuziañ tamm-ha-tamm : diglosiezh, kalkoù ha code-switching. Ar spanglish er Stadoù Unanet Ar spanglish-se en-em ziskouez dreist-holl dre cheñchamantoù-yezh e-kreiz ar frazennoù. E-barzh ur memes frazenn e vo klevet pennadoù saozneg ha pennadoù spagnoleg. Da skouer : « I'm sorry I cannot attend next week's meeting porque tengo una obligación de negocios en Boston, pero espero que I'll be back for the meeting the week after. » Seurt traoù en em gav alies e-touesk tud rediet da vont-ha-dont etre div yezh. An dra-se en em ziskouez ivez dre saoznegachoù : « Luis quoteó el mail de Francisco en el foro. » « Vacumar la carpeta. » « El rufo me liquea. » Ganedigezh ur yezh nevez ? Ilán Stavans, kelenner war ar c'hulturioù hag ar yezhoù latino-amerikan e skol-veur Amherst (Massachusetts), en deus studiet ar fenomen-yezh-se, betek tostaat anezhañ d'ar Yiddish. Embannet e oa bet gantañ en 2003 ur levr war ar sujed, Spanglish: The Making of a New American Language, e-lec'h ez a betek treiñ pennad kentañ Don Quichotte e spanglish. Ar spanglish dre faot an deknologiezh Kemennoù saoznek evel-se a zeu da verkiñ ar spagnoleg dre faot tout an traoù teknologiezh nevez e-giz Internet. Setu e vez graet gant browser, frame, cookie, chat, mail... peogwir n'int ket eeun da droiñ, pe gant gerioù e-giz chatroom, berroc'h eget sala de charla. Fenomenoù kar Un tammig e pep lec'h e vez langachoù evel-se : ar « franglais » ar « portugnol » (meskaj portugaleg ha spagnoleg en Amerika ar Su) an « euskagnol » e Bro Euskadi N'eus netra nevez aze, peogwir e komze La Villemarqué dija, evit reiñ un anv d'ar brezhoneg gant bern pozioù galleg e-barzh, eus « jargon mixte » . Liammoù diavaez Don Quixote de La Mancha, First Parte, Chapter Uno (e spanglish) Kinnig (e saozneg) Pennad-kaoz gant Ilán Stavans (e spagnoleg) Meneger yezhoù ar bed
1705
https://br.wikipedia.org/wiki/Aber
Aber
Anv ur gelaouenn vrezhonek eo Aber ivez. An aber (anv gourel pe venel) eo lodenn izelañ ha ledanañ genoù ur stêr, ma teu ar mor enni, setu perak e vez izeloc'h pe uheloc'h an dour ennañ diouzh ma vez tre pe lanv. N'eo ket heñvel ar gwel war an aber hervez liveoù al lanv : leun-chouk gant an dour pa ya al lanv en e live uheloc'h ha peuzgoullo ha lec'hidek d'an izelvor. Peurliesañ e vez aberioù brasoc'h ha hiroc'h war an aodoù roc'hellek ha pa vez bras al liveoù diwar tro al lanv. Ur pouez bras a ya gant an aberioù e-keñver o rolloù armerzhel hag ekologiezhel. E penn uhelañ an aberioù e kaver alies ar perzhier pennañ, evel e Breizh. War o genoù emañ staliet perzhier ivez. Meur a gêr a vez staliet war daou du un aber. War riblennoù an aber hag e-barzh an aber e-unan e kaver takadoù gleb, lec'hioù buhezek eus ar gwellañ. Eno e vev amprevaned, buzhug, laboused hag meur a grigner. Eno e vev pesked ha kregin hag ur roll dibar o deus an takadoù gleb evit ar beskerezh. Stêranvadurezh Ar ger aber a gaver en un nebeud anvioù stêrioù e Bro-Leon hag e Bro-Gerne, ha muioc'h c'hoazh e Kembre. Un toullad anvioù a gaver e Bro-Skos ivez. Unan zo e Bro-Saoz : an Humber. An Aber en Arzhon, Bro-Gwened Aberig Kersent e Landunvez An Aber e Kraozon An Aber-Benniget (a-wechoù an Aber-Benead) e Lanniliz An Aber-Ac'h An Aber-Ildud An Aberig e Porsal An Aber, ul lec'h etre Rosko ha Santeg Aber a gaver e kalz anvioù-lec'hioù, met kember eo ar ster alies p'e gaver en douaroù, evel en Aberhonddu ; Aber a lavarer dre verrdro eus Aberystwyth hag Abergwyngregyn. Un aspadenn int eus ar brezhoneg a veze komzet en Hanternoz kozh. E galleg Kavout a reer aber e lec'hanvadurezh c'hallek Bro-Leon (Pays des Abers), met ria a vez lavaret eus aberioù all Breizh. Pennadoù kar Kember Kemper Aber hag Inver el lec'hanvioù Liammoù diavaez Notennoù Dourredennoù Lec'hanvadurezh vrezhonek lec'hanvadurezh kembraek
1706
https://br.wikipedia.org/wiki/St%C3%AAr
Stêr
Dourredennoù naturel eo ar stêrioù. Redek a reont eus ul lec'h uhel, e-lec'h m'emañ o mammenn pe o andon, betek ul lec'h all izeloc'h, naoz stêrioù all, ul lenn, pe betek ar mor. Ledanoc'h eo ar stêrioù eget ar gwazhioù, ar gouerioù pe ar froudoù (Sellout ouzh ar pennad Dourredenn). Ar stêranvadurezh eo ar skiant a studi anvioù ar stêrioù. Adstêr, kember Un adstêr zo ur stêr a ya e-barzh ur stêr ledanoc'h. Da skouer : un adstêr d'al Liger eo an Erzh. Kember a vez graet eus al lec'h ma kej doureier div stêr. Anvioù ar stêrioù Gourel eo an anvioù stêrioù e brezhoneg : an Trev, ar C'hefleud, ar Blavezh. Koulskoude eo gwregel ar gerioù stêr, ha gwazh. Gwelout ivez Aven
1715
https://br.wikipedia.org/wiki/Levraouegouriezh
Levraouegouriezh
Hentennoù ha teknikoù evit merañ al levraouegoù eo al levraouegouriezh. Evit he fleustriñ e tleer : Anavezout penaos e vez pleustret gant levraouegourien ar memes seurt Anavezout hag implij ar reoladoù Goude dezhi bout kelennet e skolioù arbennik pe dre stajoù, ne c'hell ket bezañ gwelet al levraouegouriezh evel ur skiant, met evel un teknik da dalvezout. An darnvuiañ eus hentennoù ha teknikoù a vez skignet e-touezh al levraouegourien dre ar skiant-prenet. Tachennoù al levraouegouriezh Katalogañ (a-wechoù katalogadur) Mererezh al levraouegoù Menegadur Urzhiataerezh-teulioù Istor al levraouegouriezh Gwelet ivez Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù
1716
https://br.wikipedia.org/wiki/Sport
Sport
Ar sport a zo un obererezh diduamant a gaver dindan meur a stumm er c'hevredigezhioù denel. Pa vez implijet ar ger sportoù e vez graet dave da bep seurt sport a c'hell bezañ. Istor ar sport Embregañ un sport pe vuioc'h a zo un obererezh naturel ha boutin da veur a sevenadur. Embreget eo bet a-gozh ar sport gant ar gouerien hag ar soudarded. Un doare bezañ prest seveniñ labourioù poanius eo hag e-touez ar gouerien e veze tutaet ar soudarded.E-doug o bugalejoù e embrege c'hoarioù polotenn, redadegoù, krogadoù gouren, kenstrivadegoù nerzh... Embregadurioù sport ispisial a veze graet gant ar re o doa da c'hourc'hemenn ar soudarded, an ofiserien deuet eus renkoù uhelañ ar gevredigezh peurliesañ. Roll ar sportoù pennañ Atleterezh Kantenn (sport) Redadeg war droad Speg (sport) Bageerezh Bageerezh dre lien Planken dre lien Regataiñ Kanoe-Kaiak Kaiak-mor Kanoe-Kaiak-stêr Roeñverezh Surf Kite-surf Bouloù (sport) Gouren Iskrim Marc'h-houarn (anvet belo ivez) Marc'hegezh Redadegoù kirri Formulenn 1 Ruzikerezh Sportoù bolotenn Base-ball Basket-ball Bazh-dotu Handball Mell-droad Rugbi Tennis Sportoù hengounel Breizh Bazh-yod Boul-pok Boul-tenn Galochenn Gouren breizhek Paledoù Sach-fun pe sachañ war ar gordenn Sevel ar berchenn Lec'hioù evit ar sportoù Roudenn (sport) Sportva Stad (sport) Ti-jiminas Troiad Istor berr ar sportoù Gant ar C'hresianed kozh eo bet krouet ar C'hoarioù Olimpek, diwar anv ar gêr Olimpos. Eno e veze aozet kevezadegoù evit enoriñ an doue meur Zeus olimpat. Digor e ao ar c'hrogadoù d'ar baotred yaouank deuet eus pep keoded henc'hresian. Geriaoueg ar sportoù Ar c'hezeg-houarn. Termbret-Ofis ar Brezhoneg, 2003. Ar vell-droad. Termbret-Ofis ar Brezhoneg, 2002. Gab Cherel, Alan E. ar Berr. Geriadur ar Verdeadurezh. Preder, 2004.
1719
https://br.wikipedia.org/wiki/Stadegouriezh
Stadegouriezh
Ar stadegouriezh a zo ar skiant hag ar pleustr hag a zo o fal tennañ anaoudegezhioù diouzh anadennoù eztaolet dindan ur stumm a gementadoù. Diazezet eo war teorienn ar gwirheñvelder, ur skourr eus ar matematik da dalvezout. Hervez teoriennoù ar stadegouriezh e vez lakaet da batromoù an arvarusted hag an amzivin. O pleustriñ war ar stadegouriezh e labourer evit sevel steuñverezh hag evit krennañ ha displegañ an arselloù, hep ankounac'haat lakaat da c'hoari ar c'hemmusted hag an amzivin e-barzh. Orin an termen Dont a ra an termen brezhonek eus ar c'hembraeg ystadegau hag hemañ eus al latin stastisticum collegium (kuzul ar Riez pe Stad). Eus al lavarenn-mañ e teu ar ger italianeg statista (Den a riez pe bolitikour). Implijet e oe e 1749 gant an Alaman Gottfried Achenwall ar ger statistik hag e oe troet e saozneg (:en:statistics). Sevel stadegoù a zo bet pleustr ar riezoù hag o melestradurezhioù. Bremañ e vez savet stadegoù gant embregerezhioù ha tud oc'h ober diwar-benn skiantoù an Natur, ar skiantoù kevredigezhel, ar medisinerezh hag all. Stadegouriezh
1732
https://br.wikipedia.org/wiki/Dourredenn
Dourredenn
Pa weler dour dous o redek en ur san naturel e vezer dirak un dourredenn hag a ya eus hec'h andon (pe he mammenn, pe hec'h eienenn) betek un dourredenn all pe betek ar mor. Meur a seurt dourredennoù a zo, hervez o ment, hervez pegen hir, pegen ledan, pegen nerzhus, e vezont. Seurtoù dourredennoù froud gwazh rigolenn (a-wechoù riolenn) pe ruzelenn stêr pe avon adstêr Ar gerioù evit lec'hioù an dourredennoù flondrenn kanienn naoz (a-wechoù naouez) saonenn traoñienn Lodennoù an dourredennoù aber, stummoù lec'hel richer pe rinier pe riñvier (stêr pe g/kanol ivez) andon (eien ha soursenn ivez) delta (dourredenn) genoù kanol (naturel pe galvezel) kildroenn mammenn Ben a zo un anv kozh a vez graet eus genoù an dourredenn a gaver en anvioù kêrioù evel Benoded ha Binig (ben + stêranv). Dourredennoù
1735
https://br.wikipedia.org/wiki/Ofis%20ar%20Brezhoneg
Ofis ar Brezhoneg
Ofis ar Brezhoneg a oa ur gevredigezh, savet e 1999 evit diorren ar brezhoneg, gant Lena Louarn dilennet da brezidantez adalek an deiz kentañ, hag a zo bet kemmet hec'h anv hag he statud e miz Here 2010 da zont da vezañ Ofis Publik ar Brezhoneg. Statud nevez e 2010 Kemm zo bet e 2010, savet ur c'huzul-merañ nevez, ha kemeret un anv nevez, Ofis Publik ar Brezhoneg. Istor Krouet eo bet Ofis ar Brezhoneg e miz Mae 1999 e ti-kêr Karaez-Plougêr. Ur gevredigezh bet savet diwar youl Rannvro Breizh eo. Kemeret he deus lec'h ha kefridioù Servij ar Brezhoneg, a oa ur rann eus Skol-Uhel ar Vro. Diorren ar Brezhoneg, skoazellañ ar strollegezhioù, an embregerezhioù, ar c'hevredigezhioù hag an hiniennoù da ober gantañ, dastum roadennoù war saviad ar brezhoneg eo palioù pennañ an Ofis. Arc'hantaouet eo gant Rannvro Breizh, Ministrerezh ar Sevenadur, pemp departamant Breizh ha kêrioù pennañ ar vro. E 2006 e laboure 20 den evitañ ha 100 ezel a-youl vat bennak a oa. Abaoe 2007 eo sikouret en e vont en-dro gant Rannvro Broioù-al-Liger ivez. Gant berzh ar skolioù Diwan ha, diwezhatoc'h, krouidigezh ar c'hlasoù divyezhek publik kentañ e oa deuet ar goulenn sokial evit reiñ plas d'ar brezhoneg er vuhez foran da vezañ kreñvoc'h-kreñvañ. E-kreiz ar bloavezhioù 80 e rene al luskad Stourm ar Brezhoneg stourmoù dalc'hus evit goulenn ma vefe ofisielaet ar brezhoneg. Dekmiliadoù a banelloù-hent a oa bet gwallaozet pe livet gant Stourm ar Brezhoneg dindan un nebeud bloavezhioù. Donedigezh François Mitterrand e penn ar Republik C'hall e 1981 a voe pennkaoz d'ul luskad digreizennañ kentañ a roas galloudoù nevez d'ar strollegezhioù lec'hel. Adal neuze e voe skañvoc'h krog ar Stad ha meret an hentoù-departamant war-eeun gant servijoù an departamantoù. Ne voe ket mui ret goulenn aotre ar prefed evit ober tra pe dra (derc'hel a ra ar prefeti da ren ul labour kontrolliñ war-lerc'h memes tra). E deroù ar bloavezhioù 80 e tivizas departamant Aodoù-an-Arvor, heuliet war-lerc'h gant hini Penn-ar-Bed, kregiñ da respont da c'houlenn an emsaverien vrezhonek. Mennadoù a-du a voe votet gant an daou zepartamant-se evit staliañ ur panellerezh divyezhek war o hentoù (en ul lodenn eus an departamant hepken evit Aodoù-an-Arvor). Skol-Uhel ar Vro Goude vot an departamantoù e voe splann an ezhomm da gaout un aozadur teknikel war ar yezh gouest da harpañ melestradurezh an hentoù en he c'hefridi nevez. D'ar mare-se e oa krog Olier ar Mogn da luskañ ur bodad labour war ar yezh e diabarzh Skol-Uhel ar Vro. Pal pennañ ar bodad-se a oa harpañ ar velestradurezh ha divizout peseurt termenoù a oa da vezañ lakaet war ar panelloù. Dre ma kaver dreist-holl anvioù-lec'h war panelloù an hentoù-departamant e voe anvet ar bodad Bodad Enklask war an Anvioù-lec'h hag ar Panelloù-henchañ. Lukian Kergoat a yeas da gadoriad kentañ ar bodad. Unan eus labourioù bras kentañ ar bodad ma kemeras perzh degadoù a dud a-youl vat a voe diazezañ roll ofisiel stummoù brezhonek anvioù kumunioù Breizh, ul labour a badas meur a vloaz (egin servij glad yezhel Ofis ar Brezhoneg). War un dro e voe diazezet roll an termenoù pennañ kavet war ar panelloù-hent gant ar pal kenurzhiañ an troidigezhioù. Bodadoù termenadurezh tematek a voe aozet (egin TermBret servij termenadurezh an Ofis). E-kerzh ar bloavezhioù 90 e kreske an ezhommoù hag ez ae al labourioù war liesseurtaat : panelloù touristel, panelloù glad, levrigoù brudañ, panellerezh savadurioù foran... D'ar mare-se e voe staliet ar panelloù kentañ e diabarzh ar c'hêrioù bras ivez, en Oriant da gentañ, e Kemper da c'houde. Divi Kervella a gemeras ar garg kadoriad war-lerc'h Lukian Kergoat. Dre ma oa kreñvoc'h ha liesseurtoc'h goulennoù ar strollegezhioù e voe cheñchet anv ar bodad enklask a zeuas da vezañ anavezet dindan an anv a Servij ar Brezhoneg. Tamm-ha-tamm e kreske ar skipailh hag e 1996 e voe enfredet Fulup Jakez da genurzhier TermBret (ar greizenn dermenadurezh), da-heul Iwan Kadored. Olier ar Mogn o vezañ kenurzhier ar servij. E lodenn ziwezhañ ar bloavezhioù 90 e voe roet lañs d'an enklaskoù sokioyezhoniel kentañ diwar-benn stad ar brezhoneg er gevredigezh (egin Arsellva ar Brezhoneg) gant ar pal priziañ gwelloc'h stad diorren ar yezh war pep tachenn hag ober kinnigoù d'ar bolitikourien. Dre forzh studiañ emdroadurioù ar broioù all e teue da vezañ splannoc'h-splannañ an ezhomm da gaout ur benveg ofisiel evit ober war-dro ar politikerezh yezh e Breizh. War-raok ez ae ar preder e diabarzh Servij ar Brezhoneg a laboure 5 den ennañ d'ar mare-se (an hanter eus implijidi Skol-Uhel ar Vro). Bras e oa an ezhomm kreskiñ. Goude ur frapad e teuas da vezañ anat e vefe diaes kenderc'hel da greskiñ e diabarzh Skol-Uhel ar Vro, ur framm a oa ledanoc'h e gefridioù eget ar yezh. Sklaer e oa deuet da vezañ e oa deuet ar mare da lakaat ar yezh e-kreiz ar gevredigezh, en tu all da vevennoù ar bed sevenadurel ivez. Da-geñver ar preder renet evit lidañ 20 deiz-ha-bloaz ar Garta Sevenadurel e voe degemeret ar mennozh da grouiñ ur framm nevez gouestlet d'ar yezh : Ofis ar Brezhoneg. Dezrevellet fraezh eo bet an ezhomm da grouiñ ar benveg nevez el levr Ur sevenadur breizhek evit an kantved kenembannet gant Skol-Uhel ar Vro ha Kuzul Sevenadurel Breizh e 1998. Ofis ar Brezhoneg, ur benveg emren E deroù 1998 ez eas ar maout gant Josilin a Roc'han en dilennadeg rannvro. Jean-Yves Cozan a zeuas da vezañ besprezidant, karget eus identelezh Breizh. E-touez ar raktresoù kinniget el levr ur sevenadur breizhek e tibabas krouiñ ar benveg nevez evit ar yezh a voe enskrivet diouzhtu er gevrat steuñv Stad-Rannvro; dre se e c'hallas an Ofis bezañ arc'hantaouet gant ministrerezh ar Sevenadur adalek ar penn-kentañ. Ar framm yezh kentañ bet savet biskoazh diwar youl pennadurezhioù Breizh eo Ofis ar Brezhoneg. D'ar C'hentañ a viz Mae 1999 e voe pedet gant rannvro Breizh un 80 emsaver kar-o-yezh bennak d'en em vodañ e ti-kêr Karaez evit krouiñ ar gevredigezh Ofis ar Brezhoneg. Lena Louarn a voe dilennet da brezidantez ar benveg. Loc'het eus Roazhon e penn-kentañ, divizet e voe lakaat sez an Ofis e Karaez diouzhtu. Olier ar Mogn a zeuas da vezañ rener ar benveg nevez e Roazhon ha Fulup Jakez a yeas da eilrener, e Karaez. E miz Gwengolo 1999 e voe digoret burevioù an Ofis e Karaez gant Fulup Jakez d'an 8 bis straed Félix Faure, ma oa staliet kevredigezh an Erer Kozh a-raok. Da-heul e voe digoret kreizennoù all an Ofis evit gellout labourat ar muiañ posupl gant an dud war an dachenn, e Naoned da gentañ ha, goude, e Plañvour er Mor-Bihan hag e Kawan en Aodoù-an-Arvor. Divizet e voe aozañ an Ofis e pemp servij : an Treiñ, ar Glad yezhel, hag an Dermenadurezh a yae en-dro e Servij ar Brezhoneg dija. Peurdiazezet e voe Arsellva ar Brezhoneg ha krouet an Ajañs Diorren evit broudañ an dud d'ober muioc'h gant ar yezh. Adalek ar penn-kentañ e voe divizet lakaat ar pouez war stummañ ur skipailh tud a-vicher niverus a-walc'h evit gellout respont d'an ezhommoù ha kenderc'hel da dresañ an dazont. Buan e voe 20 den leunamzer er skipailh. Ya d'ar brezhoneg Buan e reas berzh ar framm nevez a voe brudet e anv fonnus e-touez an dud a-drugarez d'ul labour kehentiñ efedus ha pozitivel. E 2001, diwar skouer ar c'houlzad brudañ Bai Euskarari e tivizas an Ofis reiñ lañs d'al luskad Ya d'ar brezhoneg. E penn-kentañ e oa troet Ya d'ar Brezhoneg war-du ar frammoù prevez a ya d'ober kevredigezh Breizh war ar pemdez : an embregerezhioù hag ar c'hevredigezhioù. Fellout a rae d'an Ofis ledañ implij ar yezh pelloc'h eget bed an emsav hag emskiantekaat lodennoù brasoc'h eus ar gevredigezh. Berzh a reas ar c'houlzad a vodas kantadoù a frammoù en un nebeud bloavezhioù. Gounezet e oa ar glaoustre, diskouezet e oa bet e oa prest ar Vretoned dre-vras da gemer perzh el labour kas ar yezh war-raok war o zachenn labour pe dudi gant ma vefent sikouret evit en ober. E 2004 e voe divizet astenn Ya d'ar Brezhoneg d'ar strollegezhioù foran dre ginnig dezho ur roll oberoù resis da gas da benn dindan un amzer termenet, hervez ur skeul lieslive. Aze ivez e reas berzh ar c'houlzad. E 2007 e voe krouet ar Spilhennig gant Ofis ar Brezhoneg, ur arouez da vezañ spilhennet gant ar vrezhonegerien war o chupenn pe o mantell, a-benn reiñ da c'houzout d'ar c'hentañ gwel e c'haller mont e brezhoneg ganto. Al Lec'hanvadurezh Kalz e labour an Ofis war dachenn al lec'hanvadurezh. Enrollañ brezhonegerien a-vihanik a ra ar servij Glad Yezhel e pep korn eus Breizh-Izel. Goude studiañ an anvioù e vezont skoueriekaet (roet ur stumm skouer dezho), stumm da vezañ implijet war ar panelloù. Labourat a ra an Ofis evit ma vo ofisielaet lec'hanvadurezh brezhonek ar vro. E 2003 eo bet embannet gant an Ofis ar gartenn-hent kentañ e brezhoneg. A-hed ar bloavezhioù ez eus bet savet ur bank titoutoù dibar, KerOfis e anv, ma kaver stummoù skrivañ reizh an anvioù e brezhoneg ha titouroù etimologel ivez. War-du ur statud publik E 2003 e kinnigas Jean-Yves Kozan d'an Ofis dont da vezañ ur framm publik. Distaolet e voe ar c'hinnig gant ar C'huzul-merañ a soñje dezhañ ne oa ket darev a-walc'h ar c'hinnig. E 2004 ez eas ar maout er rannvro gant skipailh Jean-Yves an Drian a embannas e felle dezhañ e teufe an Ofis da vezañ un Ofis Publik a-raok pell. E miz Kerzu 2007 e voe votet gant Rannvro Breizh lakaat an Ofis da zont da vezañ un Ensavadur Foran a Genlabour Sevenadurel hag e nevezamzer ar bloaz 2009 e voe votet statudoù Ofis Publik ar Brezhoneg gant ar c'huzul-rannvro. A-benn neuze e kinnigas ar rannvro d'ar Stad, da rannvro Broioù al Liger ha d'ar pemp departamant breizhat, bezañ ezel eus an Ofis Publik a-benn sevel ur politikerezh yezh publik boutin evit ar brezhoneg. Aozadur Betek 2006 eo bet Olier ar Mogn rener an Ofis ha Fulup Jakez eilrener gant un aozadur diazezet war pemp servij. E 2006 eo bet adaozet mont en-dro diabarzh ar framm en dro da daou bol, ur Pol Yezh bodet ennañ ar servijoù treiñ, termenadurezh ha glad yezh, gant Olier ar Mogn er penn anezhañ hag ur pol Studi ha Diorren, bodet ennañ servij an Arsellva hag an Ajañs Diorren, kadoriet gant Visant Roue. Deuet eo Fulup Jakez da vezañ rener hag Olier ar Mogn zo aet da Rener skiantel. Poloù ha Servijoù Ar Pol Studi ha Diorren Ajañs Diorren (Karaez, Kawan, Roazhon ha Naoned) Arsellva ar Brezhoneg (Roazhon) Ar Pol Yezh Glad yezhel (Karaez ha Plañvour) TermBret (Roazhon) Treiñ-Aliañ (Karaez, Roazhon) Dafar yezhel Kinnig a ra an Ofis meur a ostilh digoust enlinenn evit harpañ ar vrezhonegerien d'ober gant o yezh. TermOfis, ur bank termenoù divyezhek. Pouezus eo TermBret evit ar Wikipedourien pa ginnig ouzhpenn 30 000 termen en e vank termenoù, TermOfis e anv. Ar bank termenoù a c'haller sellet outañ war ar chomlec'h-mañ. Gallout a c'haller ivez goulenn digant TermBret e vefe studiet termen pe dermen : skrivañ da selim.salem@ofis-bzh.org. KerOfis, un diaz lec'hanvioù. Kinnig a ra KerOfis stummoù brezhonek lec'hanvioù Breizh evel ma vezont implijet er panellerezh-hent. Kinnig a ra ivez stummoù brezhonek an anvioù-lec'h estren. Talvoudus-tre eo an diaz-se evit ar Wikipedourien ivez eta. Kreizennoù Pemp kreizenn zo gant an Ofis, unan e pep hini eus departamantoù Breizh : Karaez (sez) – 8 bis straed Félix Faure 29270 – Pgz : 02 98 99 30 10, ofis29ofis-bzh.org Kawan – Hent Jean Monnet e Ti Sevenadur Bro-Dreger, ofis22ofis-bzh.org Naoned – 17 straed Auvours – 44000 – Pgz : 02 51 82 48 35, ofis44ofis-bzh.org Plañvour – Kreizenn Amzer nevez – Soe 56270 – Pgz : 02 97 85 23 71, ofis56ofis-bzh.org Roazhon – 10 straed Naonediz (rue Nantaise) 35000 – Pgz : 02 23 44 04 30, ofis35ofis-bzh.org Digor int d'an dud war ar sizhun. Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel an Ofis TermBret TermOfis KerOfis Diorren ar brezhoneg Kevredigezhioù Breizh Ofis ar Brezhoneg Termenadurezh
1738
https://br.wikipedia.org/wiki/Sevenadur%20ar%20bobl
Sevenadur ar bobl
Daou ster zo d'al lavarenn sevenadur ar bobl. Diouzh an eil tu emañ sevenadur pobl ar gouerien ha pouezus-kenañ e chom an obererezhioù sevenadurel a zo bet legadet d'ar Vrezhoned gant o gourdadoù ; diouzh an tu all, deuet eo Breizh (hag holl vroioù Kornôg Europa) da vezañ ur gevredigezh levezonet-don gant gizioù ar c'hêrioù.Setu perak ez eo reishoc'h lakaat "sevenadur ar bobl" e-keñver ar saozneg popular culture, petra bennak ma'z eo disheñvel ster ar ger saoznek culture. E-giz-se e c'heller renkañ an dañsoù breizhat, ar sonerezh breizhat ha sportoù hengounel Breizh evel ul lodenn eus sevenadur ar bobl e Breizh. Sevenadur ar bobl a c'hall bezañ meizet evel ar saozneg folklore, da lâret eo sevenadur hengounel ur strollad tud. An dra-se a c'hallo bezañ hengounioù, kanaouennoù, kontadennoù, kredennoù, troioù-lavar. Ar folklore a gustume bezañ kaset a zen da zen dre gomz, mes en amzer-vremañ ez eus bet klasket mirout dre skrid ar sevenadur dre gomz eus meur a vro. Notennoù Gwelet ivez Mitologiezh Sevenadur
1739
https://br.wikipedia.org/wiki/Fra%C3%B1sez%20Vall%C3%A9e
Frañsez Vallée
François Vallée (Plounevez-Moedeg, 26 a viz Gwengolo 1860 – Roazhon, 3 a viz Even 1949), Adolphe François Marie Vallée e marilh ar boblañs, Frañsez Vallée hervez e anv-pluenn brezhonek, Abherve hervez e anv drouiz ha Trefedig ivez diwar anv e vamm, a voe ur yezhadurour, ur geriadurour, ur barzh hag ur c'helaouenner brezhonek. Un den a studi anezhañ e kemeras perzh e luskadoù rannvroelour e amzer, Kevredigez Broadel Breiz hag Unvaniez Arvor. Unan eus an tri drouiz kentañ a roas lañs d'an nevezdrouizelezh e Breizh e voe. Graet e veze "Tad ar Brezhoneg" ha "Tad ar Yezh" anezhañ gant doujañs ouzh al labour ramzel en deus graet evit sevel levrioù skiantel da studiañ ar yezh hag evit unvaniñ he skritur, ha "Tata Vallée" diwar fent (tata = "tad" e yezh ar vugale). Ne seblant ket en devije bet ur vuhez sokial er-maez eus ar brezhoneg, eus e studioù hag eus uhelvennadoù ar varzhed ; dizimez ha divugel e chomas. Buhez Ganet e voe e Lokmaria, ur gêriadenn e Plounevez-Moedeg e kanton Benac'h, ma oa e dad Victor Adolphe Vallée e penn ur vilin-baper. E vamm, Laure Rose Marie Trévédy, a oa merc'h da noter Kastellaodren, met he zud a oa eus ar Gemene. Unnek bugel o deus bet tud François Vallée da vagañ. E dad hag e dud-kozh a ouie mat brezhoneg, ha brezhoneg a gomze ivez labourerien ar vilin-baper deuet eus Montroulez gant an tad. Met hervez e envorennoù e komprener ne voe ket desavet e brezhoneg, na veze komzet na gant e vamm na gant an div vatezh a rae war-dro ar bihannig. Pa voe seizh pe eizh vloaz e tiskoachas F. Vallée ur skouerenn eus Barzaz Breiz hag e teskas ar c'hanaouennoù a zo ennañ dre 'n eñvor<ref>« D'al leor-se, evel meur a Vreizhad all, ez oun dleour ma karan Breiz hag he yez. » — Meneget gant F. Morvannou, Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, levrenn 3, p. 197.</ref>. Abalamour d'e yec'hed fall-difall ne voe ket kaset d'ar skol, met kelennet e veze pa oa 14 ha 15 vloaz gant ur beleg, Yves-Marie Durand (1849-1921), a skrivas e-barzh Kroaz ar Vretoned da c'houde. Goude-se ec'h eas da Skolaj Sant-Charlez Sant-Brieg ma voe kelennet ha levezonet gant Emil Ernod. Latin ha henc'hresianeg a zeskas gant aked bras, koulz ha saozneg hag alamaneg. Dale a oa warnañ pa dapas ar vachelouriezh e 1884, pa oa 24 bloaz, dre ma veze klañv-diglañv dalc'hmat. Mont a reas da Skol-Veur Roazhon da studiañ ar brederouriezh a-benn 1885. Eno e heulias kentelioù soniadurezh keltiek Joseph Loth, a oa kelenner war ar yezhoù keltiek, hag e teskas kembraeg digantañ. Klask a reas mont da gelenner hag e roas un nebeud kentelioù prederouriezh e Skolaj Sant-Visant Roazhon, met ur barrad terzhienn-empenn a viras outañ da labourat hag e tistroas da di e dud a oa pinvidik a-walc'h evit reiñ bod dezhañ. Foetañ korn-bro Benac'h a reas ha dastum lavarennoù brezhonek ha geriaouegoù, ha bet eo bet an den kentañ oc'h enrollañ kanaouennoù brezhonek war ur sonskriverez-dre-rolloù : enrollañ a reas mouezh Marc'harid Fulup, unan eus kanerezed Fañch an Uhel. Diouzh e enrolladennoù e tennas Maurice Duhamel e levr kanaouennoù brezhonek, gant tonioù na oant ket bet dastumet c'hoazh . E kreiz-kêr Sant-Brieg ec'h eas da chom (straed Sant-Benead) e 1890, ma vanas betek 1946. Klask a reas ober sportoù a glotfe gant e yec'hed hag a c'helle pleustriñ en e liorzh pe en-dro da di Meven Mordiern. Ul levrig brezhonek a savas war bep ar sportou-se e 1947 ha 1948. Pa oa yaouank e kemeras perzh e kentañ redadegoù marc'hoù-houarn (gant ur Bi bras) er c'horn-bro gant e vreudeur hag e gendirvi (L. Raoul). E 1896 e voe fiziet ennañ kentelioù brezhonek da reiñ e Skolaj Sant-Charlez Sant-Brieg da nep lisead a gare. Frañsez Jaffrennoù a voe e wellañ diskibl hag a gemeras kentelioù kembraeg digantañ ouzhpenn. E 1898 e voe F. Vallée e-touez diazezerien Kevredigez Broadel Breiz hag e stourmas evit kaout ur gevrenn gouestlet d'al lennegezh vrezhonek enni. Bloaz war-lerc'h ec'h eas da Gerdiz pa oa bet kouviet gant Goursez Kembre ha degemeret gant un ugentad Brezhoned all da varzh a enor gant an anv barzh "Abherve". Ur bloavezh pelloc'h e voe anvet da zrouiz breizhat asambles gant Yann ar Fusteg hag Erwan Vertou pa voe krouet Goursez Vreizh e Gwengamp. Dre forzh studiañ e-unan ha kenskrivañ gant ar c'houiezien hag ar pennadurezhioù e teuas da vezañ an den fur ha lennek a veze deuet-mat gant ar re a rae war-dro adsavidigezh ar yezh hag an danvezioù sevenadurel e Breizh. Dre ma oa nes d'ar veleien a skore ar brezhoneg e kavas harpoù kostez an Iliz katolik. Krouiñ a reas al levrioù kentañ evit deskiñ brezhoneg a zo bet aes da gaout. Pa chomas dizimez hag asambles gant e vamm e kreiz-kêr Sant-Brieg e skignas skeudenn an den engouestlet evit degas sklêrijennoù war tonkad ar Vrezhoned, hêred d'ar Gelted, hendadoù kozh adkavet, ur seurt manac'h pe zrouiz a-vremañ. Kavet en deus F. Favereau e oa bet goulennet digant "ar gouizieg war ar yezhoù (le savant linguiste)" sevel ur geriadurig enklozet en ul levr diwar-benn douaroniezh an departamant, da vezañ skignet er skolioù publik. Ur c'hemm bras en e vuhez e voe marv e vamm e 1922 ha staiadur, un nebeud mizioù a-raok, Meven Mordiern (René Le Roux) e-kichen Porzhig, un nebeud kilometradoù en norzh da Sant-Brieg. Kavet en doa ur seurt breur manac'h, paotr-kozh ha klasker ar "brezhoneg glan" eveltañ. E 1911 o doa boulc'het ar c'henlabour hag a echuas pa voe tizhet F. Vallée gant ar gozhni. Prantad e vuhez kent a oa bet hini ar gelaouenn vrezhonek sizhuniek e oa atebek dirak eskob Sant-Brieg, Kroaz ar Vretoned he zitl, etre 1906 ha 1920. E oberenn veur all a oa sevel ur geriadur bras galleg-brezhoneg, a voe embannet e 1931 pa oa F. Vallée oadet a 61 bloaz. E 1920 e voe rediet gant an eskob da zilezel e garg a rener Kroaz ar Vretoned, evit abegoù politikel. Staget gant ar c'hlask war ar gerioù nevez a vanke d'ar brezhoneg e oa ar c'henlabour gant Meven Mordiern hag Emil Ernod. Hennezh a zegase skridoù gallek maget gant e anaoudegezhioù war an Hengelted ha F. Vallée a droe anezho dindan sklêrijennoù hemañ diwezhañ war ar yezhoù keltiek. Daou seurt oberennoù e embannjont : levrennoù skiantel ha ur romant e meur a lodenn diwar-benn Hengelted faltaziet. Ul labour war hir dermen a rene p'en doa skrivet miliadoù a fichennoù diboullet eus e droiadoù er maezioù hag eus lennadennoù puilh. Ur pikol geriadur galleg-brezhoneg e embannas e 1932, a droas d'ur sichenn ledan evit al Lizhiri hag ar Skiantoù brezhonek. Daou heuliad eñvorennoù a voe embannet e 1941. E 1937 e oa aet F. Vallée da beuzdall, setu ec'h eas kuit da glañvdi al leanezed e Sant-Laorañs, e Roazhon, ma oa unan eus e nizezed. Eno e kendalc'has gant e labour studi tamm-pe-damm, met e stad a yeas war wanaat hag e varvas pa voe nes da 89 bloaz. Obererezh war dachenn ar brezhoneg Ar yezh da vezañ kelennet Ober a reas obererezhioù liesseurt evit ma vefe kelennet ar brezhoneg, hag eñ an hini kentañ a voe kefridiet da reiñ kentelioù brezhonek en ul lise, a-drugarez d'ur goulenn graet gant ur Comité de préservation de la langue bretonne en doa kinniget F. Vallée d'an Association bretonne sevel. Goude bezañ goulennet e ali d'an eskob e voe digoret ar c'hentelioù gant 9 skolajiad, met daouhanteret e voe ar c'hentelioù da c'houde. Bet e oa bet Fransez Jaffrennou an diskibl a vroudas ar re all evit goulenn hag e teuas da vezañ e wellañ studier ken e teskas kembraeG gantañ hag e troas Hen Wlad fy Nhadau gant e harp emichañs. Kenlabourat a reas an daou varzh, drouiz ha danvez drouiz, a-hed un hanter-kant vloaz bennak, evit diorren ar brezhoneg hag e lakjont da embann Gwerzioù gant Abherve ha Taldir, un teskad barzhoniezh kembraek ha brezhonek, e 1899. Diouzh-se e komprenas F. Vallée e oa ezhomm sevel levrioù da vezañ implijet gant an deraouidi : ur yezhadur, Leçons élémentaires de grammaire bretonne (1902) hag un dornlevr kelennadurezh, La langue bretonne en 40 leçons (1909). Kompren a reas ivez pegen start e veze kendelc'her gant ar yezh ma ne veze ket krouet ar gerioù rekis pa oa kement a draezoù nevez oc'h erruout e buhez pemdez ar Vrezhoned. Pa 'z eas da Gembre e 1898 e welas al luskad yezhel ha sevenadurel kembraek o kreskiñ, ha kadarnaet e voe e dech evit ar yezh keniterv ken e savas un dornlevr evit deskiñ kembraeg dre ar brezhoneg. Ar yezh da vezañ reizhet ha kresket Abaoe ma oa bet kroget gant Yann-Frañsez ar Gonideg al lusk davet ar c'hlanyezhouriezh e oa un tech bras evit chom hep sevel gerioù nevez diwar ar galleg da gentañ holl, al latin pe an henc'hresianeg, ha F. Vallée a zegasas dour d'ar vilin dre silañ kalz a c'herioù kembraek brezhonekaet en e c'heriadurioù ha geriaouegoù. E 1907 e krouas Emgleo ar skrivagnerien dindan paeroniezh Breuriez-Veur ar Brezoneg a glaske kaout ur roll heñvel ouzh hini an Académie française, hag eñ sekretour anezhi, evit adreizhañ hag unvaniñ reizhskrivadur ar brezhoneg en darn vuiañ eus ar rannyezhoù. Kinnigoù graet gant Emil Ernod ha gantañ a voe degemeret hag an doare-skrivañ KLT a voe graet anezhañ, diwar Kerne, Leon ha Treger. Skrid Emgleo ar skrivagnerien Leon, Treger ha Kerne a embannas F. Vallée e lost kentañ embannadur Langue bretonne en 40 leçons hag e voe erbedet gant Breuriez-Veur ar Brezhoneg (Académie bretonne). Krouiñ a reas an bodad-se e stumm un akademiezh ha n'ouzer ket mat piv a oa hec'h izili. Krouiñ ur yez lennegel unvan a oa bet lakaet da bal gantañ e 1911 (Favereau). Koulskoude ne fellas ket dezhañ reiñ re a blas da reizhskrivadur ar gwenedeg, hervez goulenn Loeiz Herrieu. A-du e oa evit silañ kemmoù bihan nemetken. Evit ledanaat tachennoù ar yezh e talc'has da sevel gant sikour Meven Mordiern hag Emil Ernod un geriadur bras ar brezhoneg, galleg-brezhoneg, evit reiñ ur benveg efedus d'ar re a felle dezho implij ur brezhoneg arnevez. Ma 'z eus bet rebechet da lod gerioù bezañ goveliet e reas berzh an oberenn veur-se embannet e 1931. Ur stagadenn, titlet Supplément au grand dictionnaire français-breton, a zeuas er-maez e 1948, met gant Aogust Bocher ha Gwilherm Berthou-Kerverzhiou e oa bet savet. Embannet eo bet gant Skridoù Breizh, a oa bet ti-embann Strollad Broadel Breizh. Diouzh al labour-se e teuas brud F. Vallée, ken e voe graet "Tad ar brezhoneg" anezhañ gant an holl. Ar yezh da vezañ sturiet Gant Emil Ernod e tiazezas F. Vallée ar pezh a zo anvet ar sturyezhouriezh, da lavaret eo mont pelloc'h eget ar yezhoniour a glask deskrivañ ar yezh, dre sevel reoladoù etrerannyezhel evit unaniñ an eztaoladur, lakaat ar yezh da vezañ gwevnoc'h hag aesoc'h da azasaat ouzh an amzer a-vremañ. Disklêriañ a reas mat bezañ ur gouizieg ur spered a reizhadur gantañ, e raklavar Vocabulaire français-breton ar Gonideg a adembannas hag a greskaas e 1919. E 1911 e kejas ouzh Meven Mordiern, un den a studi hag ul leveour eveltañ ha ne oa ket brezhoneger a-vihanik, hogen techet da reolata ar brezhoneg dre ma studie pizh e istor hag e furmoù. An daou zen-se, harpet gant Emil Ernod, a savas Notennoù diwar-benn ar Gelted koz, 12 levrig embannet etre 1911 ha 1923. Embannet e voe tri levr all, e doare ur romant, Sketla Segobrani e ditl (1923), a gont buhez ur familh Kelted en amzerioù kozh. Evel anv-oberour e voe lakaet X3 war ar bajenn-ditl hag evit kelo e voe tri den o labourat evit ar sevel. Pal al levrioùigoù-se a oa diskouez e c'helled sevel oberennoù skiantel ha "levrioù leda deskamant" evel ma skrivent ("levrioù ledañ skiant" a skrivfed hiziv). Ur seurt trikon gant tri den gouiziek war ar yezhoù keltiek a yeas war wel e Sant-Brieg ma oa F. Vallée o chom, ha ma teue Emil Ernod di, pa oa eñ genidik eus ar gêr-se ha pa zeuas da chom tost-tre. M. Mordiern, hag a oa yaouankoc'h, a zeue da di F. Vallée teir gwezh ar sizhun (da Lun goude an oferenn, da Verc'her ha da Wener) evit abadennoù studi. Laouen e voe F. Vallée ha M. Mordiern pa weljont al luskad lennegel Gwalarn o tont, rak e 1941 e skrive F. Vallée diwar-benn ar Breur Konstansius : M'hen dije bevet, e vije bet unan eus ar re genta o heulia skouer vat Gwalarn. Ur yezh da vezañ implijet gant kristenien an Iliz katolik Klask a reas F. Vallée sevel liammoù gant ar veleien a-du gant ar brezhoneg evit diorren ar yezh, ha kenskrivañ a reas gant Kenvreuriez ar Brezoneg, a oa staliet e kloerdi bras Kemper. Ur mignon bras da Yann-Vari Perrot e teuas da vezañ. Pa oa ur c'hristen katolik gredus anezhañ e taremprede eskob Sant-Brieg ha tud pennañ an Iliz katolik lec'hel. Kinnig a reas da rener ar pemdezieg La Croix ur bajenn hollvrezhonek, 'Kroaz ar Vretoned he zitl<ref>Merzet e oa bet gant an dud a Iliz ne veze ket lennet kalz La Croix, ur gelaouenn embannet e Pariz gant an dud a oa o chom e kornôg an departamant)) "Côtes-du-Nord."</ref>. F. Vallée en deus disklêriet penaos e teuas d'an obererezh-se : Un toullad kenlabourerien a zeuas diouzhtu, beleien ha liked, ken e kreskas ar stagadenn, eus ur follenn hepken da beder fajenn a veze skignet 9 000 skouerenn anezhe. Menegiñ a ra, e-touez ar re gentañ, ur den anvet Gwiader, Eujen Herri, beleg, barzh ha geriadurour (ha breur-kaer da Emil Ernod), Klaoda ar Prad (Pluenzir), ar C'horonal Bourgeois, Hyacinthe Kerniliz, labourer-douar e Pont-'n-Abad (ha n'eo ket eus Kastellin evel ma skriv Frañsez Vallée), Yann-Loeiz Herri (Ar Gwenaner), maer Lennon, François Caurel (Evnig Arvor), Erwan-Mari Lec'hvien, Charlez Frañsez Gwennou (Talhouarn), Yann Vourdoulouz (Barz Mabig Jesuz), Erwan Mari Biel Durand, Gabriel Le Febvre (Gab Liskildri), Fañch ar Mae (Meliaf), Pêr Vari ar Beskont (Eur Mignon), Yann-Loeiz Lahaye (Yann Naden), Jozeb ar C'hamm (An Eün), Erwan ar Moal (Dir na Dor) a voe gant Aogust Bocher (Ar Yeodet) skoazell pennañ renerezh ar gelaouenn, Laouig ar Moal (breur da Erwan), Jos Pêr Mari ar Bras (Dirlemm), Ujan Mari Gweltaz Koroller (Gweltaz), Ivon Krog (Eostik Kerinek), Loeiz ar Floc'h (Ar Stourmer), Yann ar Floc'h (Pintig), Jorj ar Rumeur (Mathaliz), Hollsent ar Garreg, Frañsez Gourvil, Konstantza ar Merer, Filomena Kadored (Koulmig Arvor), Loeiza Charran (a yeas da zimeziñ gant Klaoda ar Prad). Goude abadennoù trenk gant an eskob e voe rediet F. Vallée da zilezel ar renerezh e 1916 : kemeret e voe ar stur gant Aogust Bocher hag Erwan ar Moal, a oa kavet gwevnoc'h, hag erziwezh e paouezas an embann e 1920. Mennozhioù politikel Darempredoù strizh en doe F. Vallée gant Skolaj ar Varzhed (ar Goursez), ha bet lakaet da zrouiz e deiz kentañ ; ar Skolaj a brezegenne evit galloudoù lec'hel hep ma vefe kemmet enbezhiadezh Breizh e Bro-C'hall, met F. Vallée ne bledas ket ingal gant an aferioù politikel estreget ar re a selle ouzh ar yezhoù keltiek. Pa yeas ar braz eus ar Varzhed er-maez eus Kevredigez Broadel Breiz ec'h asantas F. Vallée bezañ ezel poellgor Unvaniez Arvor, ha pa voe adsavet an aozadur e 1920 ec'h eas da gadoriad e-pad un nebeud mizioù a-raok ma teufe Jean Choleau da erlec'hiañ outañ. E 1916 ec'h embannas ur pennad e Kroaz ar Vretoned evit asantiñ gant Éirí Amach na Cásca miz Ebrel e Baile Átha Cliath, ken e voe trenket ar soubenn gant an eskob Morelle hag ne zeuas mui ar stagadenn er-maez e-pad mizioù. Pa teuas war wel remziad ar vroadelourien e tegemeras anezho, ha Mordiern ivez, evel "tud an dazont" hag e teujont da abadenn foran gentañ Unvaniez Yaouankiz Breiz e 1923 (an anv kentañ a oa bet : Groupe régionaliste breton) a zo bet dalc'het e Sant-Brieg e 1919. Diouzhtu e kinnigas pennadoù a denne d'ar yezh (Perziou mat ar brezoneg e 1921) hag ec'h anzavas Olier Mordrel e voe, e-pad daou vloaz, Breiz Atao !, ur gelaouenn digor d'an den gouiziek. Dre ar pennad Dismantrou da adsevel embannet e deroù ar bloaz 1923 e komprener mat spered politikel Vallée ha ne oa ket aon ennañ pa gave gwell sevel liammoù gant "rannvroelourien yaouank". Ar re-se a boueze war ar brezhoneg evel arouez ar vammvro ha ne lavarent grik e-keñver ar stourmoù relijiel. Pa lenner ar frazenn diwezhañ ec'h intenter ez eo mortuaj kuzh an eskob, met n'eo ket ur meuleudi : Ha pedomp ma teurvezo gant Doue pellaat diouzhimp gwalenn an eskobelezh divreizhat. (reizhskrivadur gant Hor Yezh). Marvet e oa Jules-François Morelle, eskob Sant-Brieg, d'ar 6 a viz Genver 1923 ha nepred n'en doa harpet implij ar brezhoneg en e eskopti. F. Vallée a gont ez eo bet disrannet ar brezhoneg etre Treger ha Leon « ha pa eo talet ouzh an dra gant "Breuriez-veur ar Brezhoneg", …, ar c'helaouennou, war al leoriou er yez unvan evel an Notennou diwar-benn ar Gelted koz, ha dreist-holl war an deskadurez ». Kenderc'hel a ra gant obererezhioù ar veleien hag al leanezed divrezhonek o deus gallekaet ar barrezianiz. Ar pezh a ginnig F. Vallée eo kreski ha kreñvaat hor gwask broadel, maga a-walc'h a garantez-vro evit mirout ouz Breiziz da vont, dindan daouarn estren, da lazerien hor mammvro end-eün.… a-enep d'ar C'hallaoued a sav fals-istorioù Breiz e sell a Vro-C'hall … savomp istorioù reizh, evel hini Danio, e sell a Vreîz ! Pelloc'h e kaver e weladur eus an dazont : « … hag en em astenne ur c'han dre ar Bobl a gerze,…, dre hent reiz he Feiz kristen hag he Gouenn geltiek ». N'eus ket da vezañ souezhet pa weler e padas ar genskriverezh gant Roparz Hemon e-pad un tregont bloavezh bennak. Levezon Abherve war emsav ar brezhoneg Diskouez a ra Fañch Morvannou e savas eneberezhioù a-berzh skrivagnerien a gave dezho e priente F. Vallée hag e ziskibl Mordiern ur yez re "gimiek" (un termen hag a voe implijet gant Tangi Malmanche) ha lamet diganti he startijenn boblel. Loeiz Herrieu a gavas kalz traoù da rebech ivez. Koulskoude e tenne kalz geriou arnevez eus ar re glevet hag eus al lennegezh, ken hebleg e oa ar rakgerioù hag al lostgerioù. Gant ar geriadur bras eo bet talet ouzh digresk niver ar vrezhonegerien lennek, an darn anezho o vezañ ar veleien. Merkañ a ra F. Morvannou ec'h implije Pêr-Jakez Helias gerioù nevez ne c'helle ket kavout e-maez oberenn Vallée. Ur meuleudi splann a voe graet gant Fransez Falc'hun : « F. Vallée en deus savet al leoriou gwella a zo, hag a vezo c'hoaz e-pad pell amzer, etre daouarn kement hini a fell dezañ deski mat ar brezoneg… "». Met kreñvoc'h eo bet levezon an daou c'houizieg war ar Walarnourien, Roparz Hemon e penn ar bagad. Hervez F. Favereau e vage henezh « doujañs hag azaouez ouzh ar paotr kozh, kaer eo gouzout ». N'eus ket da izelaat pouez ar c'hrouiñ dornlevrioù ha geriadurioù fardet en un doare skiantel evit ar remziad hanter-desket e brezhoneg hag ar Vreizhuheliz a zeue d'ar politikerezh breizhat. An drouiz, ur spered hollgeltiek gantañ, a gomprenas ar skouer bras a roe Iwerzhoniz pa c'hounezjont o frankiz e 1921 dre ar Feur-emglev etre Breizh-Veur hag Iwerzhon. Fallaenn ar brezhoneg en Iliz a gasas war hentoù politikel serzh, ha ma chomas mut peurvuiañ, ur paeron kuzh e voe F. Vallée evit ar re a groue ul lusk lennegel dispac'hel, pa ne oa ket lennegel e spered tamm ebet. Koulz Roparz Hemon ha Frañsez Kervella zo bet hêred Vallée war an talbenn yezhoniel. Oaled Abherve ha Kreizenn sevenadurel vreizhek Abherve E 1962 e voe krouet gant ur bagad stourmerien vreizhek ur greizenn sevenadurel gouestlet da yezh ha sevenadur Breizh. An anv kentañ a voe Oaled Abherve, bloavezhioù-pad, ha kemmet eo bet da Greizenn sevenadurel vreizhek Abherve. Da-geñver 50 deiz-ha-bloaz marv F. Vallée, e 1999, ec'h embannas ar Greizenn ul levrig brezhonek-gallek a samme buhez hag oberennoù o faeron evit « reiñ da anavezout an den a stourmas betek e varv evit ma vo diwallet ha savetaet yezh Breizh, hag ivez, reiñ d'ar re yaouank c'hoant kerzout war e roudoù. ». Hentoù anvet diwarnañ Hentoù zo bet anvet en enor da Frañsez Vallée e Brest, Lannuon, Plouzane, Kemper ha Roazhon. Oberennoù Krenn-lavariou Bro-Dreger dastumet gant an Aotrou Hingant, beleg, Sant-Brieg, Guyon : 1899. Gwerziou gant Abherve ha Taldir, brezoneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver, e Coffadwriaeth am eu Taith yn Nghymru, Sant-Brieg, Guyon, 1899. Pennadoù Lexique des sept premiers chapitres des Notennou, embannet e Kroaz ar Vretoned, 1914. Dismantrou da adsevel. In : Breiz Atao, 5{{vet rann, niv. 1, 1923. Treuzskrivet en Hor Yezh, n° 196, Kerzu 1993, p. 3. Essai de Technologie bretonne, embannet e Buhez Vreiz, bloavezh kentañ ha bloavezhioù 1922, 1923, 1924. Envorennou eur brezhonegour (1860-1931). In : Sterenn, niv. 5, 1941. Moulladurioù La langue bretonne et les écoles, Sant-Brieg, Prud'homme, 1895. Gwerziou gant Abherve ha Taldir, brezoneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver, Sant-Brieg, Guyon, 1899. Krenn-lavariou Bro-Dreger dastumet gant an Aotru Hingant, beleg, Sant-Brîeg, Guyon, 1899. Krenn-lavariou war ar miziou ha doareou-lavar Kerne-Uhel, Sant-Brieg, Guyon, 1900. Leçons élémentaires de Grammaire bretonne, Moulerezh Sant-Guilherm, Sant-Brieg, 1902. Geriou keumraek ha brezonek dastumet ha lakaet kenver-ha-kenver, embannadur kentañ, Moulerezh Sant-Guilherm, Sant-Brieg, 1903. La langue bretonne en 40 leçons, embannadur kentañ, Moulerezh Sant-Guilherm, Sant-Brieg, 1909. Les mots bretons usuels classés d'après le sens, embannet e Le Clocher breton, An Oriant. Ar c'hembraeg dre ar brezoneg, kenteliou e brezoneg diwar-benn ar yezadur kembraek. Technologie de l'automobile, du moteur à pétrole et de l'aéroplane. Vocabulaire philosophique. Vocabulaire français-breton de Le Gonidec, nouvelle édition mise à jour et considérablement augmentée, Prud'homme, Sant-Brieg, 1919. Envorennou diwar va beajou e Breiz-Veur hag Iwerzon (1899-1907), daou bennad kentañ embannet e Gwalarn ; diembann eo chomet an tri fennad diwezhañ hag ar stagadennoù. Comité de préservation de la Langue bretonne : Rapports annuels, Prud'homme, Sant-Brieg, 1896-1907. Les petites industries rurales et locales (notes régionalistes), embannadurioù Pays Breton, 1910. Conseils de l'Académie bretonne aux Ecrivains bretons, embannadurioù ar gelaouenn Buhez Vreiz. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur (gant Emil Ernod ha Meven Mordiern). Sketla Segobrani, Prud'homme, 1923, 1924, 1925. Choix de mots concernant l'anthropologie. Lexique des Envorennou-beaj. Istor ar Bed kenlabour gant Meven Mordiern, Brest, Gwalarn, 1929, 143 p. Grand dictionnaire français-breton, 1931. Ar gwaregata, Sant-Brieg, 1947. Ar bazataerez breizek displeget e pemp kentel hag eun daolenn arvest, Sant-Brieg, Prud'homme, 1947. Supplément au grand dictionnaire français-breton, Ar Baol: Skridoù Breizh, 1948. 178 p. ; adembannet e 1980. Levrlennadur Favereau, Frañsez. Lennegezh ar brezhoneg en XX kantved – An "Emzao" kentañ – 1900/1918. Montroulez : Skol Vreizh, 2002, pp. 317-325 ornillet, Gérard. Kroaz ar Vretoned, Hor Yezh, 1988. Tezenn war mont en-dro ar gelaouenn. Wnffre, Iwan Llwyd. Breton Orthographies and Dialects. The Twentieth-Century Orthography War in Brittany. Bern, Oxford : Peter Lang, 2007. Perzh F. Vallée er brezhoneg unvan (Emglev ar skrivagnerien) hag ar brezhoneg peurunvan. Abeozen. Istor Lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ, Al Liamm, 1957. Carney, Sébastien. Breiz Atao ! Mordrel, Delaporte, Lainé, Fouéré : une mystique nationale (1901-1948). Roazhon : Presses universitaires de Rennes, 2015. Darempredoù etre F. Vallée hag O. Mordrel, pp. 67-68. Corbes, Hippolyte. La vie et l'oeuvre de François Vallée, grammairien et philologue breton, Société d'Émulation des Côtes-d'Armor, 1959. Morvannou, Fañch. Deux hommes tranquilles : François Vallée et Meven Mordiern. In : Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, L. 3. Genève, Paris : Champion-Slatkine, 1987, pp. 196-205 Raoul, Lukian. François Vallée Abherve, sa vie, son œuvre. Sant-Brieg : Kreizenn sevenadurel vreizhek Abherve, 1999. Ar Barzhig, Ernest. François Vallée (Druide Ab-Hervé) - sa vie, son oeuvre, Cercle de Brocéliande, Roazhon, 1956. Notennoù Ganedigezhioù 1860 Izili ar Goursez Diorren ar brezhoneg Yezhoniourien Breizh Emsaverien Breizh Geriadurourien vrezhonek Yezhadurourien vrezhonek Saverien hentennoù-deskiñ brezhonek Frañsez Vallée
1740
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwask%20skrivet
Gwask skrivet
Talvezout a ra Gwask evit ar pezh a vez moullet ha skignet ur wezh an amzer dindan ar memes talbenn. Ar pezh e vez moullet hag embannet a vare da vare eo ha e talvez da gentañ holl evit ar mareadegoù stanktañ. Pa endalc'hont testennoù bet skrivet araok bezañ moullet peurvuiañ e vez implijet ar wask skrivet ivez. Kazetennoù, kelaouennoù, magazinoù, kannadigoù, bloaziadurioù e vez graet eus ar mareadegoù-se. Dre astenn e teu an termen eus an ardivink anvet "gwask" pe gwaskerell, pa voe ijinet ar moullañ en Europa gant Johannes Gensfleish war-dro ar bloaz 1450. Kaoz e vez war frankiz ar Wask e-keñver ar frankiz a vez lezet d'ar gazetennerien pe d'ar gelaouennerien ha diouzh-se ez eo frankiz ar Wask ur meizad a-bouez e kevredigezhioù Europa ha Norzhamerika d'an nebeutañ. Istor ar Wask Gwir ar Wask Mediaoù Mareadegoù
1742
https://br.wikipedia.org/wiki/Skingomz
Skingomz
Istor ar radio Ar skingomz a zo bet ijinet e penn-kentañ an . Hervez lod e oa ar media kentañ a oa gouest da dizhout an dud a-vilionoù. Diaraogerien Kavadenn ar radio zo un oberenn stroll, he doa kroget gant dizoloadenn ar gwagennoù tredanwarellek, gant kavadenn ar pellskriver, hag a zegouezhas da grouiñ an ardivinkoù kentañ evit kehentiñ hep fun : 1841 : Samuel Morse a ijin ar pellskriver tredan. Krouet e voe ar c'hod « Morse » gant e skoazeller, Ernest Vail. 1866 : kemennet eo gant Mahlon Loomis eo deuet a-benn da aozañ an treuzkas kentañ hep fun e Virginia. 1883 : Krouet eo ar gorzenn c'houllo gant div elektrod pe diod gant Thomas Edison, hep dezhañ meizañ an holl c'hounidoù pe implijoù posupl anezho, en o zouez, eeunañ ar red pebeilad. Muioc'h a briz a zoug Edison ouzh implij ar red untu evit ar goulaouiñ. etre1886 ha 1888 : Heinrich Rudolf Hertz a lak ar gwagennoù skingomz war wel dre an arnod « Hertz ». En e enor e vo graet gwagennoù « hertzian » anezho. 1889 : Krouet eo ur ganer frekañsoù uhel gant Tesla (15KHz) ; e 1893 e lak ar c'hehentiñ kentañ dre skingomz e pleustr. 1890 : Branly a zizolo ar pennreolenn treuzkas dre skinoù ha peursevel a ra an dizoloer gwagennoù kizidik kentañ, an treuzkaser skinoù a dapo anv koheror Branly, en desped an ijinour. Orin ar ger «koheror» a zo saoz, ar verb «to cohere» a sinifi stagañ... rik evel a rae ar greun bleud houarn a oa staget an eil gant egile e-barzh an treuzkaser skinoù. 1891 ha 1893 : Tesla a enroll hag a vreou ar sistem hep fun Tesla (radio pellskriver) ha kempenn a ra al lamp elektronek yen. 1893 : ar c'helenner Alexandre Popov eus Sant-Petersbourg, a zizolo pennaenn ar stign a aotreo liammoù dre skingomz a-bell. Diwezhatoc'h e tizolo hep teurel evezh outo efedoù ar songreskiñ hanter luc'heüs (war-dro 40 bloaz a raok kavadenn ar skingomzer). 1895 : Guglielmo Marconi a arnod al liammoù hertzian kentañ en ur genkiz e Griffone en Italia hag e verk ur bazenn arouezius eus ar skinbellskriver hep fun e Salvan (Valais) en Alpoù suis, e-pad an hañv 1895. 1897 : Daoust da c'hGuglielmo Marconi bezañ bet anavezet da gentañ evel kaver ar skingomz, ar pezh a vez kredet gant an darn vrasañ eus an dud hiziv c'hoazh, lezioù-barn Amerika o doa nullet brevedoù Marconi e 1943 ha prouet e oa bet Tesla kaver gwirion ar skingomz. Prouet eo bet gant Tesla ez eo ar sinal radio ur frekañs, he deus ezhomm ur c'haser hag ur paker. Tesla en doa disklêriet daou vreved e 1897, a oa bet nullet e 1904 en erbed da vMarconi. 1898 : D'an 3 a viz Eost, gant ministr ar Meurvor, e kas al letanant a vor Camille Tissot al liammoù skingomz oberiat gall kentañ war vor : 1 800 m etre ar Borda hag arouezva Porzh an Duged e Brest. Kendrec'het eo ar ministr gant labourioù Camille Tissot, a vo arc'hantet. E miz Here Eugène Ducretet a ra ar liammañ pellskriver hertzian kentañ etre an tour Eiffel hag ar Pantheon e Pariz, pevar c'hilometr pell an eil diouzh egile. D'an 8 a viz Du, e Madison Square Garden, Tesla a ginnig patrom ar vag pellurzhiet. 1900 : e Frañs, ar c'habiten Gustave Ferrié a sav un dinoer elektrolitek. Kizidikoc'h eo eget treuzkaser skinoù Branly, gantañ e c'haller selaou ar c'hemennadoù pellskriver gant un tokarn. 1901 : Marconi a a gas da benn ar c'hehentiñ treuzatlantel kentañ etre an Douar-Nevez ha Kerneveur. 1906 : kasadenn gentañ ar vouezh dre ar skingomz a ya de benn vat, er Stadoù-Unanet, gant Reginald Fessenden da noz Nedeleg. D'an 30 a viz Eost1906 : Greenleaf Whittier Pickard a zisklêr ur breved a vo kadarnaet d'an 20 a viz Du 1965 evit un dizoloer strink simploc'h eget dizoloer Gustave Ferrié. Goude, gant Dunwoody, Pickard a ijin ar post galen, gantañ e vo savet ar postoù kentañ evit ar skingomz. 1907 : An Amerikan Lee De Forest a ijin al lamp amplat kentañ gant katod tomm (triod) e vo loc'het diwarni holl embregerezh ar skin-elektronek. An implijoù kentañ 1899 : al letanant a vor Camille Tissot a ave ar Morlu broadel gant an THF (Treuzkas Hep Fun). Goude, savlec'h Eusa a ra treuzkasadennoù hep fun gant Morlu broadel Brest. An arload heverk kentañ gant ar pellskriverezh hep fun eo ar diogel meurvor. E penn-kentañ an kantved, ar mordreizherioù a vez aveet gant teknik ar skinbellskriverezh. Adalek 1904 : savlec'h THF Eusa, gant an igorell FFU, a gas liammoù dre skinbellskriverezh war hirder gwagenn a 600 metr gant ul lestraz a 80 mordreizher. Al liamm kenwerzhel treuzatlantel kentañ a ya endro e 1907 etre Iwerzhon hag an Douar-Nevez. Daou beñse brudet o deus diskouezet efedusted ar skingomz : 1909 : 920 treizhad zo saveteet e-pad ar stokad République-Florida a drugarez d'an THF. An Titanic a implij evit ar wezh kentañ ar c'hod SOS e 1912, 700 treizhad a zo saveteet gant ar vag Carpathia. War-dro 1913, ar bandennoù radio kentañ rannet etre servijoù a zeu war wel. Goude ar brezel bed kentañ, e 1918, an embregerezh Telefunken he deus krouet eur skourr anvet Transradio, a verko an istor dre ziorren an treuzkas daoudu, e 1919. Savet he deus ur savlec'h bras e Batavia, a ya en dro gant ur galloudegezh bihan. « An Ajañs kazetennenoù Treuzmeurvor » ha « Europa Radio » an Alamaned a implij ar memes teknologiezh. Er Stadoù-Unanet, e vo roet lañs d'an « Transradio Press Service » gant Herbert Moore, staliet e New York. E Bro-C'hall, « kompagnunezh hollek an THF » a gemer perzh e-barzh « Transradio Arc'hantina », a gorvo ar c'hehentiñ dre skingomz etrebroadel. 1920, ar programmoù skingomz pemdeziek kentañ a grog e Bro-Saoz (embregerezh Marconi), er Stadoù Unanet e Washington, D.C. (KDKA), e Pittsburgh, e giz en URSS. E miz Kerzu 1921 skingomz an Tour Eiffel a skign ar sonadeg kentañ gant ur skigner 900 W a hirder gwagennoù 2650m. Roet eo lañs d'ar BBC e 1922. E miz here 1922 embregerezh gall ar skingomz tredan a zo roet an aotre dezhi da gas da benn, d'ul live arnodek, skignañ abadennoù skingomz pemdeziek. Adalek ar 6 a viz Du 1922 e vez aozet sonadegoù Radiola a zo o vont da lakaat ur publik ledan da zizoleiñ ar skingas. Ar skingasadennoù Radiola a zo sevenet a-drugarez d'ur post skingomz-tredan gant al labouradeg S.F.R (Kevredigezh Gall ar Skinbellgomz) e Levallois gant ur galloudegezh skingasadenn 2 gilowatt. 1925 : ar radio a zo implijet evit ar wech gentañ evit ur c'houlzad evit an dilennadegoù gant Herbert Hoover. 1938 : Orson Welles a skign un skingasadenn radio-gwirvoud diwar-benn un argad gant Meurzhidi, ken gwirheñvel e tiskenno ar selaouerien bennfollet er straed. An eil brezel bed E pad an eil brezel bed, labourvaoù ar vellerien a barfet un implij nevez : Ar radar diorret gant an Alamaned, ar Saozon hag an Amerikaned, n'en deus ket bet amzer da gemenn un argad nij e koulz : hini Pearl Harbor. Ar skin-merdeiñ, gant ar goniometr emgefreek e stern kroaziet, al LORAN, ar C'HONSOL, hag an DECCA. Ar skin-brellañ, lakaet e pleustr en eur mod sistematek war Skingomz Londrez Ar c'hodiñ gant ar c'hoder brudet Enigma lestr-splujerien alamanek. An talkie-walkie a servij d'ober liammoù skingomz a-bell en ur vont war droad. Miliadoù a skingaser-skinbaker hezoug a ave ar gweturioù, kirri-nij ha batimantoù gourc'hemenn. Ar gudenn boueta e 12V ha 24V a zo diskoulmet dre an amdroer-dro "dynamotor" pe gant amdroerien daskrenañ ha treuzfurmerioù. Ar skingomz a servij d'ober propaganda, evel skingomz ar Reich, GroBdeutscher Rundfunk, padal e vez selaouet ar BBC e-pad ar c'heulfe, hag a dreuzkas war ar skingomz Londrez keleier kodet davet ar Resistañs. Daou lugan a zo skignet dre ar BBC : « Radio Pariz a lavar gaou, Radio Pariz a lavar gaou, Radio Pariz zo Alaman. » gant Pierre Dac. « Amañ Londrez, ar C'hallaoued a gomz d'ar C'hallaoued... » ha « galv an 18 a viz Mezheven 1940 » gwall vrudet,gant ar Jeneral De Gaulle a lako ar skingomz da vont tre en Istor. Ar bloavezhioù 1950 P'emañ gouest ar garourien skingomz da vezañ aveet gant miliadoù a gaserien hag a bakerien diglaset gant al lu, e-barzh an « dreistadoù », er « fug » en Alamagn hag e « command set » Amerika, diorren ar skingomz evit ur publik ledan a ya war-raok hag ar paker evit an holl a vez skoueriekaet. Ur paker «  pep gwagenn » o c'holeiñ GB (Gwagennoù Bras), Gb (Gwagennoù bihan), Gbe (Gwagennoù berr) a vez e-barzh an holl diegezhioù. Ur gourheterodin eo, gant 5 pe 6 korzenn a stern reterabl diabarzh, un drobarzhell moned « pick-up » evit selaou an ervennigoù kentañ, ul lagad hud evit reizhañ fin ar frekañsoù, un dremm gant spilhenn ha sifelenn o ren ur fetisaer argemmenn klokaat, un talbenn gwiad ha koad gwerniset. An dremm a verk anv ar chadennoù evel Radio Pariz, Pariz Inter, BBC, Radio-Luxembourg, pa vez diskouez ar chadenn rakdibabet gant ar spilhenn. Ar pakerioù « pep red » hep treuzfurmer, zo skañvoc'h hag, a-drugarez d'ur re gorzennoù arbennik gant neudennoù a-steud dreist-holl, zo gouest da vezañ bouetaet gant ur red 110 V untu. Karterioù zo e Pariz o deus c'hoazh tredan gant ur red untu e 1950. An tuellennoù munut a erlec'h an tuellennoù oktal, ar skingomzoù-karr zo krouet, gant un eñvoriñ ardivinkel eus ar chadennoù. Ar skingomzer hiniennel (transistor) Ar skingomzer kentañ gant transistor er bloavezhioù 1960, a vo anvet « transistor » gant an dud buan-tre, a ro tu da selaou ar skingomz e pep lec'h, war al lec'h vakañsiñ, er straed, war an aod, er "surboum", n'eo ket mui ar skingomz un ardivink evit an tiegezh met unan hiniennel. Er bed micherel, an transistor a erlec'h an tuellennoù tamm-ha-tamm, ha da c'houde e vo posupl ober gant an amred enframmet, fiñvus. Istor ar skingomz a zeu da vezañ hini skingomz arnevez. Levrlennadur 25 blizenn d'an T.S.F, kevredigezh Frañs skingomz-dredan, Pariz 1935 Jean François Remonté, an bloavezhioù skingomz, L'arpenteur 1989 Yves Fournier ha Freddy Gardiol, Marconi ha Salvan : da c'houloù-deiz ar pellarouezierezh hep fun, dor-pluenn, Ayer 2009 Marc Devirnoy, « An gwagenn deus an skouflad » Memor stroll embannadur Pennadoù kar Skingomz vrezhonek Ardivinkoù Elektronik Mediaoù Skingomz
1744
https://br.wikipedia.org/wiki/Kemennadur
Kemennadur
Ar c'hemennadur a zo argerzh kemmadur an ditour dre ur sistem-arouezioù boutin. Bez' ez eus ur skiant ar c'hemmenadur nes da Skiant an Ditour hag al Levraouegoù. Ar ger latin communicare a veze implijet gant ar Romaned p'o-doa savet ur sistem evit kas lizhiri war hentoù an impalaeriezh a-bezh. Komprenet o-doa e tlee ar galloud bezañ ar muiañ ditouret hag ar gwellañ dastumer anaouedegezhioù. Tipoù ar c'hemmenadurioù Kemmenadur etrepersonel Kemmenadur diabarzh Darempredoù foran Lederezh Marketing Kemmenadur an anevaled Kemmenadur intrapersonel Kemmenadur nann komzet Kemmenadur yezhel Kemmenadur treuzsevenadurel Pellgehenterezhioù Kemmanadur dre urzhiataerezhioù Stummoù hag elfennoù ar c'hemmenadur denel Kalz a deoriennoù a zo bet savet evit deskrivañ ar c'hemmennadur etre an Dud. Evit daouhanteriñ an anaoudegezh hag ar skiant-prenet e pleustr an Den gant ar c'hemennadur. Stummoù pennañ evit ar c'hemmenn a zo yezh ar sinoù, ar c'homz, ar skritur, ar jestroù hag ar skingaserezh. Etreoberiant pe treuzoberiant pe vennet pe divennet e c'hell bezañ ar c'hemennadur. Bez' e c'hell bezañ komzet pe nann-gomzet. Ouzhpen-se e c'hell bezañ intrapersonel pe etrepersonel. Levezon an teknologiezh war ar c'hemennadur Gant ar pellskriver (Chappe, 1805) e krog an teknologiezh da zispak e varregezhioù. Kreñvoc'h e teu da vezañ pouez an teknologiezh e kavadenn ar pellskriver tredan hag er XXvet kantved, ar pellgomz, ar skingomz hag ar skinwel a ginnig moienoù evit tizhout milionoù a dud ken e lavarer ez int mediaoù a-yoc'h. Stummoù nevez evit an daouhanteriñ a zeu pa ya ar c'hemennadur dre skingaserezh eus an divizoù etre un nebeud tud (kendiviz, kaoz dre skingomz) ha skignadenn a-stroll kemennoù simpl (skinwel ha sinema). Skiantoù da dalvezout Mediaoù
1745
https://br.wikipedia.org/wiki/Stankell%20vordredan%20ar%20Renk
Stankell vordredan ar Renk
Stankell vordredan ar Renk zo ur stankell e aber ar Renk, etre Sant-Maloù ha Dinarzh. Istor Kantadoù a vilinoù-mor a zo bet savet e-kreiz ar Grennamzer war an aberioù ha kavet e vez meur a hini anezho e Breizh. Korvoiñ a reont red kreñv ar c'hasennoù a weler e gouzoug an aberioù. Ul lec'h dibar eo Bae Menez-Mikael-ar-Mor p'eo Gourenez ar C'hustentin ur skoilh da wagenn ar mare pa dremen dre Vor Breizh. Setu perak war aodoù Bro-Sant-Maloù e vez un dilive a 13 metrad, an hini brasañ en Europa. Pep milin-vor a veze staliet war ur chaoser pe tal-kichen evit stankañ an dour sall. Pa teue al lanv e veze lezet digor ar rañvelloù evit ma vefe leuniet an ouf. Ur wech aet al lanv war e uhelañ live e veze serret ar rañvelloù. Ar rod-vilin e veze implijet evit malañ evel pep milin war ur stêr. Met un diforc'h bras a oa : ne veze ket implijet ar vilin pa yae ar mare da daere, an hanter eus an amzer, dre vras. Ar mennad da sevel ur stankell e genou ar Renk (dourredenn) a zo bet ijinet er bloavezhioù 1950 pa oa gouarnamantoù Bro-C'hall o klask kreskiñ produadur an tredan evit bastañ da ezhommoù ar greanterezh. Stankelloù Renk
1748
https://br.wikipedia.org/wiki/Krennamzer
Krennamzer
Ur prantad eus istor Europa eo ar Grennamzer. Hervez boaz an istorourien e krog gant diwezh an Impalaeriezh roman e 476 (digarget e voe Romulus Augustulus, impalaer roman diwezhañ, gant ar Vandaled) hag ec'h echu e 1492 (kavadenn Amerika gant Kristol Goulm (Christoforo Colombo). Ar barzh italian Francesco Petrarca (1304-1374) eo an hini kentañ en deus meneget ur medium aevum. Evitañ hag evit an denelourien e oa ar prantad diaraok hini ar sevenadur gotek, da lavaret eo ur sevenadur na brizie ket kenedelezh an Henamzer. Ul lavarenn disprizañ e oa hag eo chomet e-pad pell. Disken ar boblañs, enep-kêriekadur, riñsadenn ar galloud kreiz, an aloubadegoù hag envroañ meuriadoù, a oa kroget e fin an Henamzer, a oa kendalc'het er Grennamzer. Prantadoù ar Grennamzer Dre vras e ranner ar Grennamzer evel-henn: ar Grennamzer uhel (war-dro 500 betek 1000), eus faezhidigezh Roma Gozh, amzer an aloubadegoù bras betek re ar Vikinged. ar Grennamzer greiz (war-dro 1000 betek 1300), emañ ar broadoù war ziorren. ar Grennamzer izel (war-dro 1300 betek 1500). Krennamzer