id
stringlengths 2
6
| url
stringlengths 31
243
| title
stringlengths 1
148
| text
stringlengths 6
119k
|
---|---|---|---|
2682 | https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20burmek | Skritur burmek | N'eo ket ar skritur burmek ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war padrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ ar burmeg dreist-holl.
Al lizherennoù
Ar vogalennoù
Ar vogalennoù distag
Pa vez ret skrivañ ur vogalenn hep kensonenn ebet dirazi e vez implijet ar stummoù distag-mañ:
အ အာ အား ဣ(အိ) ဤ(အီ) ဥ(အု)
a ā ā i ī u
ဦ(အူ) ေအ့ ဧ(ေအ) အဲ ေဩာ္(ေအာ္)
ū e ē ē ō
ဩ(ေအာ) အို အံ
ō ō an
Ar vogalennoù stag
Pep lizherenn diazez a ra dave d'ur silabenn enni ar vogalenn diazez "a". Evit chench ar vogalenn diazez-se e vez implijet sinoù ispisial anvet vogalennoù stag.
Implijet e vez vogalennoù distag disheñvel ivez hervez ma vez berr pe hir ar vogalenn ha ganti un donenn izel pe uhel
Setu al lizherenn “k” (က) gant ar vogalennoù stag a, i, u, e, e, o, o
Vogalennoù berr gant an donenn gentañ:
က ကိ ကု ေက့ က့ဲ ေက၁့ ကိ့ု
Vogalennoù hir gant an eil tonenn gentañ (izel):
ကာ ကီ ကူ ေက ကယ္ ေကာ္ ကို
Vogalennoù hir gant an trede tonenn (uhel):
ကား ကီး ကူး ေကး ကဲ ေကာ ကိုး
Ar c'hensonennoù
Er skritur burmek ez eus 33 kensonenn en holl:
Ar sifroù
Liammoù diavaez:
Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg)
Myanmar Pellgrgañ lizherennoù burmek evit mann
Gwelet ivez::
Abugida
Burmeg
Devanagari
Burmek |
2685 | https://br.wikipedia.org/wiki/Katoligiezh | Katoligiezh | Ar Gatoligiezh, pe relijion gatolik, a zo ur rann eus ar Gristeniezh roet da welet gant an Iliz katolik ha savadurioù anezhi. He dogmoù hag he fennsturiennoù a zo diazezet war An Testamant Kozh hag An Testamant Nevez. O vezañ ma 'z eo ar Gatoligiezh ur relijion gristen e vez diazezet war buhez ha kelennadurezh Jezuz-Krist. Un iliz eukaristik an hini eo ha krediñ a ra hec'h izili e bezañs Jezuz-Krist e Sakramant an Aoter. Diwar kelennadurezh Tadoù an Iliz hag ar senedoù-Iliz evel hini Trento (1545-1563), hini Vatikan I (1870) pe hini Vatikan II (1962-1965) e vez sturiet an Iliz-se. Evit ar Gatoliked, ar Skritur Santel hag an Hengoun a vez red kelenn ha kehelañ anezho.
Perzh pouezusañ an Iliz Katolik a vez anaoudegezh vat graet da aotrouniezh ar Pab, an aotrou 'n Eskob a Rom, warlerc'hiad Sant Per. Bodet e vez er Gatoligiezh Iliz Katolik ar C'hornog hervez al liderezh latin hag ilizoù katolik ar Reter.
Diouzh ar sifroù roet gant Rom hag embannet bep bloaz er Britannica Book of the Year, bez e vefe 1 131 milion a dud badezet en Iliz katolik. En o mesk, ouzhpenn 600 milion a dud en Amerika ha 275 milion en Europa. Er re-se ziwezhañ e vez kontet an 10 milion bennak a dud a zo katolik hervez liderezh ar Reter.
Da gentañ ne oa kaoz nemet eus kristeniezh, met adalek marevezh ar brotestantiezh, er XVIvet kantved e komzer eus katoliked, ha n'eo ket eus kristenien hepken. Evel ma weler mat e-barzh ar C'hredo, an Iliz a zo katolik evit tud an Ortodoksiezh, ivez.
Un diforc'h a vez red ober etre ar Gatoligiezh hag an Iliz Katolik. Ar ger-mañ a denn d'ar savadurioù ha d'an dud.
Anvidigezhioù
Ar ger « katoligiezh » a zeu eus ar ger gregach καθολικός / katholikós, a dalvez "hollek" pe "hollvedel", da lavarout eo hollvedelezh kemenn ar C'hrist.
Ilizoù ar milved kentañ a rae ortodoksel ha katolik diouto abalamour ma vezent oc'h heuliañ pizh ar "C'hredennoù Reizh" (doxa ortho) hag o sentiñ pizh ouzh hollvedelezh kemenn Jezuz-Krist, pere a veze bodet er savadur nemetañ, Iliz kristen ar C'hornog hag ar Reter. Hervez ar gatoliked, ar ger "katolik" a sinifi meur a dra hag a glot an eil ouzh egile : "hollvedel", "bout unanet er C'hrist" ha "doujañ ar feiz reizh ha klok a venn an Aotrou Doue".
War a hañval, ar wezh kentañ ar ger-se da vezañ implijet a oa tro-dro d'ar bloavezh 112 gant Ignas Antioch en e "Lizher d'ar Smirniotiz".
Sened-iliz kentañ Konstantinopl (381) a implij ar ger evit sevel ar C'hredo : « Krediñ a reomp en Iliz santel, katolik hag abostolig ».
Er yezh voutin e vez anv eus ar "Relijion gatolik", hogen, e gwirionez e vefe ret komz kentoc'h eus ar gredenn gatolik, a zo resisoc'h, rak eus ar relijion gristen eo ez eus anv e gwirionez. |
2687 | https://br.wikipedia.org/wiki/Doue | Doue | Lakaet e vez gant Mab-den dindan anv "Doue" ur boud hollvedel ha peurbadel, ha fiziet ennañ perzhioù-mat ar peurvadelezh speredel (karantez, justis, gwirionez, gouiziegezh).
Kefridi Doue zo, er gevredigezh denel, displegañ krouidigezh ar bed hag orin Mab-den. Dre hanterouriezh un Diouganer e tispleg Doue reolennoù a ranker sentiñ oute evit mont gant e hent hag anavezout an eurvad, er bed-mañ pe en ur bed all, goude ar marv. Dre ar feiz hag ar sentiñ dreist-holl e c'hell Mab-den anavezout bezañs Doue, da lavaret eo en ur vezañ kreder en ur relijion.
N'eo ket gant ar poell eta e tegemer Doue, un emzalc'h a laka tud nann-relijiel da vezañ Dizoue pe agnotisk ha soñjal ez eus kaoz aze eus mojennoù toull ha treuzwiskamant an tadelezh, evit derc'hel ar gevredigezh evel m'eo bet atav.
Ar ger Doue a zo ur ger a vez implijet pa vez anv a relijion hepken. Sell ouzh ar pennadoù war ar relijionoù.
Evit rein ur ster dezhañ e ranker mont war dachenn ar brederouriezh.
Hervez ar brederourien eo Doue "Tisavour an Hollved" (termenadur roet gant ar frañmasonerezh), "ar C'heflusker kentan" (Tomaz Akwino), "an hini a ro e urzh d'ar bed", da lavaret eo an urzhiataer (ster kozh), an Horolajer meur (Voltaire).
Doue ar Bibl
Hervez ar Bibl eo bet krouet ar bed hag an den kentañ gant Doue.
Doue zo unan, er c'hontrol d'ar relijionoù pagan a anavez meur a zoue, ha daoust d'an Testamant Nevez a embann ez eus tri ferson e doue. Doue zo eienenn ar vuhez. Divarvel eo, rak n'eus na deroù na diwezh dezhaén. Emañ e pep lec'h, ha n'eo ket en e demploù nag en e ilizoù hepken. Santel eo, da lavarout eo peurvat, ha kemenn a ra d'an dud kemer perzh en e beurvad.
Doueed arall
er relijionoù liesdoueek
An darn vuiañ eus ar relijionoù zo bet liesdoueek en istor an denelezh, en o zouez
En Europa
relijion ar Gelted kozh
relijion Hellaziz kozh
relijion ar Romaned, damheñvel
relijion ar C'hermaned kozh
er relijionoù undoueek
Meur a relijion undoueek zo
ar relijion gristen, pe kristeniezh, enni meur a skourr, a azeul un doue hepken met tri ferson (a zo anvet an Drinded) ennañ
ar relijion yuzev, pe yuzeviezh, a zeul un doue anvet YHWH, Adonai a-wechoù
ar relijion islamek, pe islam, a azeul Allah.
Gwelout ivez
Agnostikouriezh
Dizoueegezh
Doueoniezh
Relijion |
2690 | https://br.wikipedia.org/wiki/Brazil | Brazil | Republik Kevreel Brazil (República Federativa do Brasil e portugaleg) zo ur vro dizalc'h, ar stad vrasañ ha pobletañ a zo en Amerika Latin, ha Brasília eo he c'hêr-benn. En em astenn a ra adalek arvor biz Amerika ar Su betek ar c'hreiz anezhi. Bevennoù he deus en norzh gant Venezuela, Guyana, Surinam ha gant Gwiana, a zo un departamant e dalc'h Bro-C'hall; an Arvor Atlantel a zo er reter. Er su he deus bevennoù gant Uruguay, Arc'hantina ha Paraguay ; er c'hornôg gant Bolivia, Perou, hag er gwalarn gant Kolombia. Setu emañ stok ouzh holl vroioù Suamerika war-bouez Chile hag Ecuador. Ouzhpenn an tiriadoù kevandirel-se eo lodek ivez eus Brazil enezennoù tost d'an aod, ha tammoù enezegoù hag inizigoù e kreiz ar Meurvor Atlantel.
Istor
Araok ma oa deuet an Europeaned, dibaoe penn-kentañ ar pempvet milved a-raok J.-K., e oa Amerindianed o chom war diriad Brazil, meuriadoù hanter-gantread an darn vrasañ anezho.
Pedro Álvares Cabral, ur merdeer eus Portugal, a vije bet an European kentañ deuet betek aodoù ar vro, d'an 22 a viz Ebrel 1500. An tiriad a zeuas diwar neuze da vout un drevadenn portugalat. Hepdale, a-benn korvoiñ danvezioù naturel an drevadenn, dreist-holl ar c'hoad "brazil", ha reiñ tud da labourad evit an drevadennourien nevez-staliet, e oa bet degaset gant ar Bortugaliz sklaved bet paket war aodoù Afrika. E-pad ouzhpenn tri c'hantved e oa bed paket ha divroet milionoù à Afrikaned a-benn poblañ ar c'hevandir nevez. Ar sklavelezh-se zo bet torret d'an 13 a viz Mae 1888.
Brazil zo dizalc'h, ez-ofisiel, dibaoe ar 7 a viz Gwengolo 1822. Goude an drevadenn ez eus bet un Impalaeriezh, betek ar bloaz 1889, ha neuze e oa bet embannet Republik Brazil. Ur republik gant putschoù ha renadoù kreñv ingal a-walc'h, e-giz er broioù all en Amerika Latin d'an ampoent.
D'ar 27 a viz Here 2002 eo bet dilennet Luís Inácio da Silva (lesanvet Lula) da brezidant, kentañ prezidant sokialour Brazil, gant 61,4 % eus ar mouezhioù. Dilennet eo bet adarre d'an 29 a viz Here 2006 (a-enep da Geraldo Alckmin) gant ouzhpenn 60 % eus ar mouezhioù. War e lerc'h eo bet tro Dilma Rousseff, eus ar memes strollad, dilennet div wech ivez.
Douaroniezh
Ar goadeg amazonian a c'holo an darn vrasañ eus ar vro. Graet e vez anezhañ « o mar interior » (ar mor diabarzh). An Amazon, an eil stêr hirañ a zo er bed hag an hini kentañ evit he fonnder, a dreuz ar goadeg a-bezh kent mont d'en em daoler e-barzh ar Meurvor Atlantel e norzh ar vro.
Memestra e vez kavet ardremezioù a bep seurt e Brazil : hanter krin, meneziek, trovanel, istrovanel, gant hinoù à beb seurt ivez, sec'h e-barzh ar Sertão (biz), glavek (tomm ha dourek-kenañ) e kreiz ar vro, un tammig yenoc'h er Su.
Politikerezh
Hervez Bonreizh 1988 eo Brazil ur Republik Kevredel Prezidantelour, ag awen stadunanat evit a sell stumm ar Riez. Memestra e heuilh ar reizhiad lezennel brasilian an hengoun roman-ha-german. Ar Galloud Seveniñ a zo embreget gant ar prezidant, dilennet bep pevare bloaz. Er memes mare hag an dilennadeg-prezidant e vez mouezhiet evit ar C'hendalc'h Broadel, sez ar Galloud Lezennel, dasparzhet etre div gambr : hini ar Gannaded, dezho ur leuriadur a bevar bloaz, hag ar Sened, a vez renevezet un trederenn ha div drederenn eus e izili a beb eil.
P'emañ heñvel pouez pep mouezh en dilennadegoù-seveniñ, n'eo ket an degouezh evit a sell ar re lezennel. Eus un tu, bez' ez eus tri Senedour evit dileuriañ pep UF (unvez eus ar c'hevread — 27 a zo anezho hiziv an deiz). Eus an tu all, ma seller ouzh ar patrom kevreadel klasel, e rank dileuriadur ar Gannaded bezañ diouzh poblañs peb UF; an niver-se a zo, evelato, bevenet etre 8 da nebeutañ ha 70 d'ar muiañ. A hend all, lakaet eo e pleustr ar reizhad muianiverek evit dilennadeg ar Senedourien hag hini kenfeurel evit ar Gannaded.
Evit echuiñ, bez' ez eus ar Galloud Barnerezhel, a zo e ensav uhelañ al Lez-Veur Kevreadel, ouzh e ober unnek barner anvet gant ar Prezidant goude ali ar Sened. N'eo ket renevezet penn-da-benn barnerien al LVK gant peb prezidant ; envel a ra ar prezidant ur barner nevez pa en em denn pe pa varv unan anezho.
Gwelet roll prezidanted Brazil
Rannadurioù
''Pennad pennañ: Stadoù Brazil
Ar 27 unvezh eus ar c'hevread a zo strollet, evit abegoù stadegel hag ivez evit a bep seurt traoù all, da heñchañ an obererezh kevreadel, e pemp rannvro vras: Centro-Oeste, Nordeste, Norte, Sudeste ha Sul. Pep stad, ar Distrig Kevreadel hag all, he deus he frammoù seveniñ dezhi hec'h-unan (pennadurezh ar Gouarnour), lezennel (Bodadenn Lezennel ur gambr hepken) ha barnerezhel (lez-varn stadel).
D'o zro e vez rannet ar stadoù e Kumunioù, hag a gemm o niver etre 15 (Roraima) ha 853 (Minas Gerais). An unvezhioù emzalc'h bihanañ eus ar C'hevread o deus hepken ur galloud seveniñ, embreget gant ur Prefed, ha lezennel, a zo e sez er c'huzul-kêr. An ensavadur diwezhañ-mañ en deus kantvloazioù a istor el Ledenez Iberek hag en takadoù trevadennet ganti.
Armerzh
Liesaet a-walc'h eo armerzh ar vro ha ennañ e kaver a bep seurtoù obererezh armerzhel ha greantel, a gaver e-touez ar re bennañ anezho :
Labour-douar ha Gounezvouederezh
Koataerezh
Mengleuzerezh
Gwiaderezh
Tangarrerezh
Aerlestrsaverezh
Tireoulgimiezh
Ijinerezh pleuskañ
Greanterezh Elektronek
Touristerezh
Gennad ar servijoù
Rannadur Douararmerzhel
Poblañsouriezh
Poblañs Brazil a gaver enni meur a ouenn hag a sevenadur : an Amerindianed, kentañ pobl ar vro ; an Europeaned, alouberien pe divroerien ; Afrikaned degaset da sklaved. Deuet 'z eus ivez un nebeudig tud eus Azia : ar brasañ diaspora Japaniz er bed holl, ouzhpenn 900 000 a dud, zo o chom e São Paulo.
Hiziv an deiz e tisklêr ar Vrazilianed o orin evel-henn : 53,7% gwenn ; 38,5% hironed, 6,2% du, 0,5% melen, 0,4% henvroidi ha 0,7% anspisaet. Ar meskañ gouennoù zo diazezet e sevenadur ar vro, sañset - mes an arc'hant a chom c'hoazh e-barzh daouarn ar re wenn, ha n'eo ket un tammig.
Meurgêrioù Pennañ
São Paulo - 19,7 million a annezidi
Rio de Janeiro - 11,6 million a annezidi
Belo Horizonte - 4,6 million a annezidi
Porto Alegre - 3,6 million a annezidi
Recife - 3,5 million a annezidi
Curitiba - 3,1 million a annezidi
Enbroañ-Divroañ
Enbroañ etrebroadel a-nevez war-zu Brazil
Enbroañ diabarzh e Brazil
Sevenadur
Deizioù-gouel
Liammoù diavaez ofisiel
Governo Federal
Senado Federal
Câmara dos Deputados
Ministério das Relações Exteriores
Supremo Tribunal Federal
Banco Central do Brasil
Riotur - orgão da Secretaria Especial de Turismo da cidade do Rio de Janeiro
Brazil |
2692 | https://br.wikipedia.org/wiki/Trinded%20kristen | Trinded kristen | An Drinded, pe an Dreinded, a vez graet anezhi An Dreinded Santel gant ar gristenien, a zo unan eus kredennoù ar feiz kristen.
E skridoù an Ebestel eo e kaver evit ar wech kentañ diazezoù bongoel an Dreinded :
” Gras an Aotrou Jezuz Krist, karantez Doue hag unaniezh ar Spered Santel da vezo ganeoc’h-holl" (2 Kor 13,13;1 Kor12,4-6; Ef 4,4-6).
E-kerzh ar c’hantvedoù kentañ he deus klasket an Iliz displegañ reishoc’h he feiz en Dreinded, koulz evit donaat he meizerezh hec’h-unan eus ar feiz hag evit he difenn enep ar fazioù ouzh he distresañ. Setu pezh a reas ar Senedoù, harpet gant labour teologel Tadoù an Iliz ha skoazellet gant santad ar feiz er bobl kristen.
Evit diskleriañ bongoel pe zogmenn an Dreinded, he deus ranket an Iliz diorren un termenadur piaouel gant skoazell naouadurioù deuet eus ar brederouriezh : “solwez”, “nouez”, “gouzerez”(hypostasis) “darempred” h.a.. N’he deus ket evit-se sujet ar feiz d’ur furnez denel met roet ur ster nevez, dibar, d’ar gerioù-se galvet da dermeniñ hiviziken ur mister dilavarus,” en tu-hont da gement a c’hellomp meizañ gant muzul denel.”
An Iliz a ra gant ar ger “solwez” (troet a-wechoù ivez dre “anien” pe zre “natur”) evit merkañ bezoud Doue en e unanded, an termen “nouez” pe “gouzerezh” evit envel an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel en o diforc’h gwirion etrezo, ar ger “darempred”evit spisaat ar pezh a ra an diforc’h an eil e-keñver egile.
An Dreinded a zo Unan.
Ne anzav ket ar Gristenien tri doue, met un Doue hepken en teir nouez (person) : an “Dreinded kennatur” (Sened Kêrgustentin). An nouezoù en Doue ne genlodennont ket an douevelezh unel, met pep hini anezho a zo Doue anterin :”An Tad a zo ar pezh ez eo ar Mab, ar Mab, ar pezh ez eo an Tad, an Tad hag ar Mab ar pezh ez eo ar Spered Santel, d.l.e. un Doue hepken dre natur”. “Pep unan eus an teir nouez a zo ar gwirvoud-se, d.l.e. solwez, anien pe natur Doue”
An nouezoù en Doue a zo disheñvel kenetrezo e gwirionez.
Doue a zo unel met nann digenvez” “ Tad”, Mab”, “Spered Santel”, n’int ket hepken gerioù o verkañ doareoù ar bezoud douevel, rak evit gwir ez int diforc’h an eil diouzh egile :” An hini a zo ar Mab n’eo ket an Tad, hag an hini a zo Tad n’eo ket ar Mab, nag ar Spered Santel n’eo ket an hini a zo an Tad pe ar Mab”. Disheñvel int an eil diouzh egile dre o darempredoù orinel :”An Tad eo a c’han, ar Mab eo a zo ganet, ar Spered Santel eo an hini a zeu anezho”. Unanded Doue a zo triat
An nouezoù douevel a zo e darempred kenetrezo.
Peogwir ne rannont ket an unanded douevel a zalc’h an diforc’h gwirion etre an nouezoù hepken e darempredoù e-keñver ar re all : ”En anvioù an nouezoù, an Tad a zo e-keñver ar Mab, ar Mab e-keñver an Tad, ar Spered Santel e-keñver o-daou; pa gomzer eus an teir nouez-se en ur sellout o c’heñveriadurioù, e kreder koulskoude en un natur hepken pe solwez.“ Pep tra end-eeun a zo unan (enno) e-lec’h n’eus ket enebiezh a geñveriadur”. “En arbenn d’an unanded-se ez eo an Tad anterin er Mab ; anterin er Spered Santel ; ar Mab a zo anterin en Tad, anterin er Spered Santel ; ar Spered Santel a zo anterin en Tad, anterin er Mab" (Sened Firenza 1442).
Da Gatekizidi Kergustentin, Sant Gregor a Nazians, anvet ivez “Teologour” a ro ar berradur-mañ eus ar feiz en Dreinded :
A-raok pep tra, mirit din an endod mat-se a vevan hag a stourman evitañ, hag a fell din mervel gantañ, am lak da c'houzañv an holl zrougoù ha da zisprizout an holl blijadurioù : fellout a ra din lavarout : an disklêriadur a feiz en Tad hag er Mab hag er Spered Santel. He fiziout a ran deoc’h hiziv. Dre ar feiz-se emaon o vont bremaik d’ho splujañ en dour ha d’ho sevel dioutañ. He reiñ a ran deoc’h da geneilez ha da batronez ho puhez a-bezh. Reiñ a ran deoc’h un Douevelezh hag ur C’halloudegezh hepken, o vezañ Unan en Tri hag o terc’hel an Tri e doare diforc’h.
Douevelezh hep disparelezh a solwez pe a natur, hep derez uheloc’h pe izeloc’h da lakaat a-us pe a-is … gant tri divevenn an natur zivevenn. Doue anterin pep unan sellet ennañ e-unan...
Doue o zri sellet a-gevret …. N’em eus ket kroget da soñjal en Unanded ma'z on soubet e splannder an Dreinded. N’em eus ket kroget da soñjal en Dreinded ma'z on adkroget gant an Unanded ….
Doueoniezh kristen |
2694 | https://br.wikipedia.org/wiki/Boudaegezh | Boudaegezh | Dindan ar ger Boudaegezh (Pali बौद्ध धर्म Buddha Dhamma, Buddha Dharma e sanskriteg) ez eus anv peurliesañ eus relijion, hogen ur gelennadurezh ez eo a c'hell chom e par ar brederouriezh hepken.
Diazezet eo en Azia ar Su hag ar Reter dreist-holl. En India eo e voe krouet er kantved kent Jezuz-Krist gant Siddhartha Gautama, lesanvet ar Bouda, da lavaret eo "an Hini Sklêrijennet" (Bouddha e sañskriteg).
Diazezet eo war an "Tri Bravig" : ar Bouda (diazezer ar Voudaegezh), an Dharma (kelennadurezh Bouda) hag ar Sagha (kumuniezh ar venec'h voudaat)
Daoust m'emañ an niver brasañ a feizidi en Azia e kaver Boudaiz e pep lec'h er bed bremañ. Depantout a ra an niver a feizidi a gaver er bed eus an doare da dermeniñ ar fed da heuliañ ar voudaegezh. Emañ ar jedadennoù izelañ etre 350 ha 500 milion a dud er bed.
Daou skourr pennañ zo er Voudaegezh : an Theravada ("Skol ar re henañ") hag ar Mahayana ("Ar c'harbed bras"). Stank eo diskibled an Theravada e Sri Lanka hag en Azia ar Gevred. Diskibled ar Mahayana a gaver dre-holl en Azia ar Reter ha heuliañ a reont hengounioù disheñvel evel Douar Glan, ar zen, ar voudaegezh nichiren, ar voudaegezh tibetan, ar Chingon, an Tiantai (Tendai) hag ar Shinnyo-en. Hervez lod ar Vajrayana, ur seurt boudaegezh a gaver e Tibet ha Mongolia, zo anavezet evel un trede skourr, e-skoaz re all a soñj dezhe ez eo ur skourr eus ar Mahayana.
Lakaet e vez kemm etre ar skolioù boudaegezh hervez ar sell disheñvel o deus diwar-benn an naoutur resis eus an hent a gas d'an dieubadur, ar pouez hag ar roll er c'hanon eus kelennadurezhioù ha testennoù zo, ha dreist-holl diouzh o boazioù. Kelennadurezh pennañ ar Pratītyasamutpāda eo ar gelennadurezh nemeti zo boutin d'an holl voudaiz eus an Theravada betek an Dzogchen ha d'ar skolioù zo aet da get. Diazez hengoun ha pleustrerezh ar voudaegezh eo an Tri bravig: ar Bouda, an Dharma (ar gelennadurezh), hag ar Sangha (ar gumuniezh). "Repuiñ en Tri Bravig" zo un disklêriadenn hag ur bromesa da vezañ boudaad hag a laka kemm etre ar voudaiz hag ar re n'int ket, hervez an hengoun. Pennaennoù all eus ar voudaegezh zo ivez heuliañ pennsturiennoù buhezegezh, harpañ kumuniezh ar venec'h, dilezel ar vuhez ordin ha dont da vezañ manac'h, diorren emskiant ha prederiañ, gwellaat e furnez hag e boell, studiañ an testennoù sakr, seveniñ oberoù deoliezh, lidoù, hag en hengoun ar Mahayana, pediñ boudaed ha bodhisattvaed.
== Kronologiezh ==
Notennoù
Boudaegezh |
2695 | https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20telougouek | Skritur telougouek | Un abugida eo ar skritur telougouek diorroet, evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet en India diwar ar skritur bramek (brahmi) ha tost-tre o stumm hag o mont-en-dro d'an devanagari.
Ur yezh dravidek eo a telougoueg ha daoust ha ma vez implijet gantañ ur skritur kar d'an devanagari diorroet er penn-kentañ evit skrivañ yezhoù indez-europek evel ar sañskriteg ez eo ar yezh disheñvel-tre diouzh an eil re-se.
Al lizherennoù
Ar vogalennoù
Setu stumm distag ar vogalennoù:
Ar c'hensonennoù
E telougoueg pa vez staget ur vogalenn stag ouzh ul lizherenn silabenneg diazez e chench alies stumm honnezh. Amañ e vez diskwelet stumm pep vogalenn distag hep kensonenn ebet neuze:
Setu stumm silabennek diazez al lizherennoù all::
Ar sifroù
Setu penaos e vez skrivet ar sifroù:
Gwelet ivez:
Abugida
Skritur tamilek
Liammoù diavaez:
Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg)
Telougouek |
2697 | https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20laoek | Skritur laoek | N'eo ket ar skritur laoek ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war padrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ an laoeg (ພາສາລາວ) dreist-holl.
Savet e oa ar skritur laoek war diorroadur ar skritur skritur taiek er XIVvet Kantved.
Ne ra ar skritur taiek diforc'h ebet etre lizherennoù bras (lizherennoù pennañ) ha lizherennoù bihan. Ouzhpenn-se e vez skrivet peurliseañ hep troc'h ebet etre ar gerioù. An troc'h a dalvez da diskwel emañ achu ur frazenn.
C'hwec'h tonenn en deus al laoeg a vez graet dave oute dre rumm ar gensonnen (gw. skritur taiek) ha sinoù ispisial.
Al lizherennoù
Ar vogalennoù
Evit diswkel ar vogalenn e vez implijet vogalennoù stag. Implijet e vez skouer al lizherenn silabennek diazez [kǝ] ກ en taolenn amañ da heul :
Ar c'hensonennoù
Setu stumm silabennek diazez al lizherennoù kensonennel :
Ar sifroù
Setu penaos e vez skrivet ar sifroù :
Liammoù diavaez
Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg)
Gwelet ivez
Skritur taiek
Abugida
Devanagari
Laoek |
2704 | https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20vaiek | Skritur vaiek | Ur silabenneg eo ar skritur vaiek bet ijinet ha diorroet gant Duala Bukele, vaiad anezhañ, er bloavezhioù 1820 evit skrivañ ar vaieg, ur yezh vandeek (familh nigerek-kongoek) komzet e Liberia.
War gresk ez eas an niver a dud a deskas ober gant ar silabenneg a-hed an hag e 1962 e voe unvanet ar silabenneg gant Skol-Veur Liberia.
[[Skeudenn:Vai.gif|Ar silabenneg vaiek ]
Daoust ha ma krogas da vezañ implijet nebeutoc'h-nebeutañ en , abalamour d'an urzhiataerezhioù emañ oc'h adkreskiñ adarre hag e 2003 e voe embannet ur bibl oc'h implijout ar silabenneg vaiek.
Gwelet ivez:
Silabenneg
Skritur tsalagiek
Liammoù diavaez:
Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e soazneg)
Pellgargañ lizherennoù evit mann evit gallout gwelet ar silabenneg vaieg war skramm hoc'h urzhiataer
[Pellgargañ lizherennoù all
Vaiek |
2705 | https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20tsalagiek | Skritur tsalagiek | Ur silabenneg eo ar skritur tsalagiek bet ijinet e 1819 ha diorroet gant Sequoyah (ᏍᏏᏉᏯ Ssiquoya hervez e sinadur, ᏎᏉᏯ Se-quo-ya alies bremañ ; "George Gist" ha "George Guess" gant ar saoznegerion) evit skrivañ e yezh, ar tsalagieg, yezh an Amerindianed Cherokee, ur yezh irokwoyek komzet e Norzh Karolina hag Oklahoma.
War gresk ez eas an niver a dud a zeskas ober gant ar silabenneg a-hed an , hag 90% eus an dud a ouie lenn ha skrivañ o yezh e 1830 a-drugarez d'ar silabenneg-se.
Strivet e vez hiziv da resteurel ar skritur hag ivez da vountañ war Tsalagiz da addeskiñ o yezh hag a zo bet o vont war ziskar a-hed an .
En ur silabenneg, pep lizherenn a ra dave d'ur silabenn. Ur silabenneg rik eo homañ rak n'eo ket heñvelstumm al lizherennoù heñnvelson o kregiñ gant an hevelep vogalenn. Lizherennoù zo a zo gwall heñvel ouzh re al lizherenneg latin, met distaget e vezont en ur mod all.
Notenn : en treuzskrivadur e vez implijet al lizherenn <v> evit ober dave d'ur vogalenn greiz dre fri.
Gwelet ivez:
Tsalagieg (tcherokeeg)
Silabenneg
Skritur vaiek
Liammoù diavaez:
Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg)
Pellgargañ [lizherennoù evit mann evit gallout gwelet ar silabenneg vaieg war skramm hoc'h urzhiataer
Lizherennoù all
Doareoù-skrivañ
Yezhoù Amerika |
2713 | https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20goudjaratek | Skritur goudjaratek | N'eo ket ar skritur goudjuratek ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ diorroet war padrom an devanagari. Implijet e vez evit skrivañ ar goudjarateg dreist-holl.
Heñvel-tre e stumm lizherennoù ar skritur goudjaratek ouzh re an devanagari dre vras o kuitaat al linenn a-us. Disheñvel eo stumm un nebeud lizherennoù avat, evel an "l" hag an "j". Disheñvel eo stumm ar sifroù ivez.
Al lizherennoù
Ar vogalennoù
Er gujarateg ez eus 14 vogalenn en holl. Pa vez ret skrivañ ur vogalenn hep kensonenn ebet dirazi e vez implijet ar stummoù distag-mañ:
Ar c'hensonennoù
Er goudjarateg ez eus 34 kensonenn en holl. Pep lizherenn diazez a ra dave d'ur silabenn enni ar vogalenn diazez [ǝ]. Evit chench ar vogalenn diazez-se e vez implijet sinoù ispisial anvet vogalennoù stag. Implijet e vez skouer al lizherenn silabennek diazez [kǝ] ક en taolenn-mañ da heul:
Setu stumm silabennek diazez al lizherennoù all::
Setu, da skouer, penaos e vez skrivet ar ger "gudjaraatii" (goujarateg): ગુજરાતી.
Ar sifroù
Setu penaos e vez skrivet ar sifroù:
Gwelet ivez:
Abugida
Devanagari
Liammoù diavaez:
Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ(e saozneg)
Goudjaratek |
2715 | https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20tibetek | Skritur tibetek | N'eo ket ar skritur tibetek ul lizherenneg, un abugida eo evel an holl zoareoù-skrivañ krouet diwar skouer doareoù-skrivañ yezhoù India gant Thonmi Sambhota e-kreiz ar hervez ar mojennoù.
Implijet e vez evit skrivañ an tibeteg hag ivez an dzongkha.
Daou stil pennañ a vez implijet dre vras : ar skritur u-can (Dbu-can), skrivet pe moullet gant ul linenn a-us al lizherennoù evel en devanagari hag ar skritur u-mey (Dbu-med), "dibenn".
Luziet a-walc'h eo doare-skrivañ an tibeteg e-keñver distagadur ar yezh, rak er skritur e vez graet dave da kengerioù na vezont ket distaget. Abalamour da se e vez gwelet alies a-walc'h doareoù disheñvel evit skrivañ an tibeteg gant al lizherennoù latin : un treuzlizherennadur rik a diskwel pep lizherenn er skritur tibetek ha mut e vefe pe get, d.s. "dbu-med" ; hag un treuskrivadur a diskwel penaos e vez distaget pep ger hep ober van d'an doare ma vez skrivet hervez reolennoù ar skritur tibetek, d.s. "u-mey".
Dre ma'z eo ar skritur tibetek un abugida anezhañ e talvez pep lizherenn diazez d'ur silabenn enni ur gensonenn digemm hag ur vogalenn diazez ("a") a c'hell bezañ kemmet dre ouzhpennañ skrapoù a bep seurt anvet vogalennoù stag.
Lizherennoù kevrennek a vez implijet ivez evit skrivañ meur a vogalenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.
Ouzhpenn-se e vez lakaet ur pik (tseg) etre pep silabenn. Dre ma'z eo unsilabenneg darn vrasañ gerioù an tibeteg e talvez kement-mañ hogozig da lakaat ur pik etre pep ger.
Ar c'hensonennoù
Setu an 30 lizherenn kensonennel diazez:
Kensonennoù ispisial
Implijet e vez un nebeud lizherennoù ispisial dre dreiñ lizherennoù all evit skrivañ kensonennoù tro-gil o tont eus ar sañskriteg:
Troet e vez "ta", "tha", "da", "na", "sha" > ཊ ṭa (Ta), ཋ ṭha (Tha), ཌ ḍa (Da), ཎ ṇa (Na), and ཥ ṣa.
Ar vogalennoù
Setu penaos e vez implijet ar vogalennoù stag :
Liammoù diavaez:
Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg)
Pellgargañ lizherennoù tibetek evit mann
Penaos skrivañ e tibeteg
Gwelet ivez:
Abugida
Tibeteg
Devanagari
Tibetek |
2716 | https://br.wikipedia.org/wiki/Bro | Bro | Graet e vez bro eus un dachenn douar gant un "ene" dezhi, pe un "hevelebiezh", pe bevennoù resis d'an nebeutañ. Meur a ster a zo eta d'ar ger-se :
Ar c'horn-douar e-lec'h ma'z eo ganet an den, komz a reer eus e vro c'henidik,
Ur rannvro, e-giz ar Vro-Vigoudenn, e Bro-Gerne,
Ur vroad, e-giz Breizh pe Bro-Skos,
Ur stad dizalc'h,
Ur vro velestradurel evel ar vro 'Voynet'.
Douaroniezh
Politikerezh |
2726 | https://br.wikipedia.org/wiki/Doare-skriva%C3%B1 | Doare-skrivañ | Un doare-skrivañ pe skritur a zo anezhañ ur sistem arouezioù a dalvez da skrivañ ur yezh bennaket.
Istor ar skritur
Kregiñ a reas an dud da skrivañ mod-pe-vod evit ar wezh kentañ tro-dro d'ar milved a-raok Jezuz.
Kredet e vez e oa ar skritur sumerek ar sistem skrivañ klok kentañ, bet diorroet tamm-ha-tamm betek dont da vezañ ar skritur gennheñvel. Dont a reas war wel ivez ar hieroglifoù d'ar memes mare mui-pe-vui.
Ar skritur sinaek a voe diorroet tro-dro da 1200 a-raok Jezuz.
Implijet e voe al lizherenneg kentañ en Egipt e-tro 2000 a-raok Jezuz.
Silabennegoù
Ur silabenneg (pe silabennaoueg) a zo un doare-skrivañ ennañ ul lizherenn oc'h ober dave d'ur silabenn, da lâret eo ur gensonenn mui ur vogalenn.
En ur silabenneg rik ne vez ket heñvel stumm lizherennoù implijet evit skrivañ silabennoù heñvel o son, da skouer e vefe disheñvel-poch al lizherenn evit skrivañ ar silabenn "ta" diouzh an hini evit "ti", "to", hag all.
Damheñvel ouzh ar silabennegoù eo an abugidaoù, met en eil re ez eo heñvel stumm al lizherenn gensonennel diazez a ra dave d'ur silabenn pa vez cheñchet ar vogalenn enni.
Ouzhpenn ar sinalunioù a zeu eus ar sinaeg (kanji) implijet dre vras evit skrivañ ar gwiriennoù pe ar gerioù diazez e vez implijet div silabenneg rik ivez gant ar japaneg: ar hiragana, implijet dreist-holl evit skrivañ ar rannigoù yezhadurel hag ar katakana implijet evit treuzskrivañ gerioù o tont eus yezhoù estren estreget ar sineg. Klotaat-brav a ra an doare-skrivañ-mañ gant ar japaneg a-drugarez da struktur e fonologiezh diazezet war silabennoù savet kazi atav war ur gensonenn + ur vogalenn.
Lizherennegoù
Ul 'lizherenneg a zo anezhi un doare-skrivañ diazez war un niver biah pe vihanoc'h a arouezioù (lizherennoù) a dalvez pep hini anezhe d'ober dave d'ur fonem en ur yezh bennaket, da lâret eo kement ar c'hensonennoù hag ar vogalennoù.
Chench a ra ar yezhoù a-hed an amzer avat, buanoc'h peuliesañ evit ma vez chenchet an doare d'o skrivañ ha neuze meur a wech e vez kavet lizherennoù gante reolennoù skrivañ luziet a-walc'h evel hini ar saozneg pe hini ar galleg e-lec'h ma ne glot al lizherennoù gant bep a fonem.
Abjadoù
Un doare-skrivañ ispisial eo un abjad a implij lizherennoù a ra dave da gensonennoù hepken. Krouet e oa bet an termen gant Peter T. Daniels.
Implijet e vez seurt doareoù-skrivañ gant ar yezhoù semitek nemetken a-drugarez da berzhioù resis yezhadur ar yezhoù-se.
Koulskoude, an darn vrasañ eus ar yezhoù semitek a-vremañ evel an arabeg a implij doareoù-skrivañ a c'hell bezañ abjadoù rik, da lâret eo hep diskwel penaos e rank bezañ distaget ar vogalennoù, pe c'hoazh damabjadoù oc'h implijout skrapoù hag all evit diskwel distagadur ar vogalennoù (gw. niqqud).
Meur a doare-skrivañ a zo bet diorroet diwar un abjad oc'h ouzhpennañ sinoù evit ar vogalennoù hag o tont da vezañ dre-se lizherennegoù, da skouer al lizherenneg c'hresianek savet diwar an abjad fenisek. Gwechoù all, avat, int deuet da vezañ un abugida evel ar skritur etiopek.
Abugidaoù
Ur vrizhsilabenneg pe c'hoazh un damlizherenneg (saozneg "alphasyllabary") eo un abugida, da lâret eo ez eo un doare-skrivañ a implij lizherennoù a ra dave da bep ur gensonenn mui ur vogalenn. N'eo ket kevatal un abugida d'ur silabenneg rik rak kemmet e vez al lizherenn diazez evit diswel penaos e rank bezañ distaget ar vogalenn a da ya heul ar gensonenn. En ur silabenneg, avat, ez eus ul lizherenn diazez ispisial evit pep silabenn hep ma vefe heñvel stumm lizherennoù oc'h ober dave da silabennoù heñvel, da skouer e vefe disheñvel-poch a lizherenn implijet evit skrivañ ar silabenn "ka" diouzh an hini implijet evit skrivañ ar silabenn "ki" hag all evel e silabenneg an tsalagi (tcherokeeg).
Da skouer, en un abugida ne vefe lizherenn diazez ebet evit ar gensonenn "k", met ul lizherenn diazez evit ar silabenn "ka" a c'hellfe bezañ kemmet e meur a doare evit lakaat anezhi da vezañ distaget "ki" pe "ku", h.a. Sinoù ispisial a vez implijet ivez, mar vez ezhomm, evit diskwel ez eo mut ar vogalenn diazez el lizherenn silabennek diazez, d.s. "kat" e lec'h "kata". Pa vez ezhomm hervez ar yezh ma vez implijet un abiguda evit he skrivañ e c'hell bezañ kemmet e meur a doare ivez al lizherennoù silabennek diazez evit skrivañ meur a gensonenn da heul hep vogalenn ebet kenetreze, d.s. "apta" e lec'h "apata".
An tu
Liammoù diavaez:
Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg)
Gwelet ivez::
Abugida
Abjad
Lizherenneg
Silabenneg
Doareoù-skrivañ |
2732 | https://br.wikipedia.org/wiki/Neolitik | Neolitik | Neolitik pe Nevezoadvezh ar Maen a vez graet eus mare diwezhañ ar Ragistor, a-raok penn-kentañ rik an Istor, a grog gant an Henamzer, pe Oadvezh an Arem.
Diaes eo lakaat harzoù resis d'ar prantad-mañ. Peurvuiañ e vez lavaret ez echu etre ar bloaz 8000 a-raok Jezuz-Krist hag ar bloaz 3000 a-raok Jezuz-Krist.
Ne vern al lec'hioù ar c'hemmoù a oa bet bliv ha don, setu perak e vez lod istorourien o komz eus ur « reveulzi neolitik ». Emled an neolitik a zo bet unan pazenn ha pazenn, gant deiziadoù disheñvel hervez al lec'hioù.
E Breizh e kaver skouerioù a-bouez-bras diwar-benn Nevezoadvezh ar Maen, rak paot eo an dilerc'hioù bet lezet gant tud ar mare-se :
peulvanoù pe mein-hir, e Karnag da skouer ;
taolioù-maen pe liac'hvenoù ;
karnioù, evel hini Barnenez, e Plouezoc'h, tost da Vontroulez, a c'hell bezañ bet savet war-dro 5000 a-raok J.K.
D'ar poent ma krogas an dud da zilezel ar c'hutuilh, ar pesketa hag ar chase evit labourat an douar eo ez eas buan ar c'hemmoù da-heul e dibenn Oadvezh ar Maen.
Nebeut goude kavadenn al labour-douar eo e voe ijinet an doareoù kentañ da skrivañ. Neuze ez echu da vat amzervezh Nevezoadvezh ar Maen, ha hini ar Ragistor da-heul. Neze eo e krog amzervezh ar Hensevenadurezhioù ha pergen re an Henamzer, tro-dro d'ar Mor Kreizdouarel, war-dro 3000 a-raok Jezuz-Krist.
Ragistor |
2733 | https://br.wikipedia.org/wiki/Henegipt | Henegipt | Henegipt zo anezhi ur sevenadurezh kozh e biz kevandir Afrika, bodet a-hed ar stêr Nil, en ur vro anvet Egipt hiriv.
Eus ar bloazioù 3000 kent JK betek 332 kent JK e padas sevenadurezh Henegipt.
Sevenadurezh an Nil
Soliet e oa berzh ar sevenadurezh-mañ war ar stêr Nil, a zegase ul lec'hid strujus bep bloaz war barkeier he zraoñienn, a-drugarez d'an dourgreskoù.
Kevredigezh Henegipt
Daou brantad a gaver en istor Henegipt : hini an Rouantelezhioù (betek 2000 a-raok J.-K.) ha hini ar Faraoned (etre 2000 ha 332 a-raok J.-K.).
Hanter Den-Hanter Doue e oa ar Faraon. Abalamour da se eo e voe savet ar piramidennoù ken brudet. Abalamour da se ivez e oa diharz e c'halloud, ha kriz alies.
Dizingal-tre eo urzhaz ar Stad henegiptad : dindan ar faraon edo ar vizir, a oa ur seurt maodiern kentañ, ha dindanañ ur bern amaezhidi : ar skribed.
Rannet eo an dud e tri rummad diforc'h mat :
an noblañs, karget da c'houarn ha da lakaat an urzh hag ar surentez da ren ;
ar gloer, karget d'ober war-dro an doueoù, da virout ha da zonaat ar skiantoù ;
an dud vunut, a ranke labourat dindan o mistri hag a veve anezho dre baeañ tailhoù.
Israelidi a oa un darn eus ar boblañs-se, a zivroas da ziazezañ Israel.
Douaroniezh
Sellout ouzh ar pennad Douaroniezh Henegipt.
Istor Egipt
Henamzer
Henegipt
Istor Egipt
Meneger egiptek |
2734 | https://br.wikipedia.org/wiki/Hebreed | Hebreed | An Hebreed zo ur bobl semitek| eus ar Reter Nesañ.
Ar pep heverkañ en istor an Hebreed eo al levr meur a zo bet skrivet a rummad da rummad da gontañ istor o fobl hag o darempredoù gant doue Abraham ; ar Bibl eo al levr-se, diwar ar gresianeg τὰ βιβλία tà biblía "al levrioù". Bibl ar yuzevien (pe an Hebreed), anvet "תנ״ך" (Tanac'h) en hebraeg, eo an Testamant Kozh evit ar Gristenien.
Hervez al levr-se ez eas Abraham kuit eus Hur (en Irak bremañ) da vont da Genaan.
Abraham eo an den kentañ, hervez an Testamant Kozh, hag a zistaolas al liesdoueegezh : krediñ a reas en un doue unan. Sellet e vez evel diazezer an undoueegezh hag evel hendad ar yuzevien, ar gristenien hag ar vuzulmaned.
Izaag, mab Abraham, en devoe daou vab : Esau, hendad an Arabed, ha Jakob, lesanvet "Israel", hendad an Hebreed.
Daouzek mab en devoe Jakob, a yeas d'ober "daouzek meuriad Israel".
Divroañ a reas mibien Jakob da Egipt abalamour d'un naonegezh vras a oa deuet war ar vro. Liesaat a rejont a rummad da rummad betek bezañ "pobl Israel".
Moizez, ur profed hervez an Hebreed hag ar gristenien, a gemeras penn an Hebreed d'o lakaat da zistreiñ da Genaan.
Diazezañ a reas an Hebreed ur rouantelezh e Kenaan, gant ar roue Salomon a savas Templ Bras Jeruzalem, hag e vab David, a vez lakaet war e gont un darn vras eus Levr ar Salmoù.
Un istor trubuilhet-bras eo hini an Hebreed. Alies o deus ranket divroañ :
da Egipt da heul naonegezh ;
da Genaan da dec'hout diouzh gwaskerezh Egiptiz ;
da Vabilon evel sklaved ar Bersed (diskar kentañ an Templ) ;
da heul eil diskar gant ar Romaned e 70 goude Jezuz-Krist ;
da heul pogromoù a veze sevenet a-enep dezho er broioù ma oant divroet ;
gant ar "shoah" e-pad an Eil Brezel-bed.
Neuze e voe addiazezet ganto o broad e Kenaan goude an Eil Brezel-bed : Stad Israel eo.
Notennoù
Israel
Pobloù an Henamzer |
2736 | https://br.wikipedia.org/wiki/Lizherenneg | Lizherenneg | Ul lizherenneg a zo anezhi un doare-skrivañ diazezet war un niver bihan pe vihanoc'h a arouezioù a reer lizherennoù eus anezhe hag a dalvez pep hini anezhe d'ober dave d'ur fonem (pe soniad) en ur yezh bennaket, da lâret eo kement hag ar c'hensonennoù hag ar vogalennoù.
Cheñch a ra ar yezhoù a-hed an amzer avat, buanoc'h peurliesañ evit ma vez cheñchet an doare d'o skrivañ ha neuze meur a wech e vez kavet lizherennoù gante reolennoù skrivañ luziet a-walc'h evel hini ar saozneg pe hini ar galleg e-lec'h ma ne glot ket al lizherennoù gant bep a fonem.
Evit digresk pe nullañ an diforc'hoù etre ar fonemoù hag ar sistem aroueziañ gant al lizherennoù e c'hoarvez ma tud e karg a ginnig ma vo kemmet darn an lizherenneg, da lavaret eo adkempenn an doare-skrivañ. Divizet e vez etre arbennigourien ar yezh pa 'z eus ur riez evit lakaat an divizoù da vezañ ul lezenn ret evit an deskadurezh hag ar gwask. Evit ur yezh distad evel ar brezhoneg adkempennoù an doare-skrivañ (hag al lizherenneg asamblez) a zo bet kinniget ha degemeret gant ar skrivagnerien vrezhonek. Ar c'hemm brasañ a zo bet hini al lizherenneg kinniget gant Yann-Frañsez ar Gonideg p'en deus dilezet al lizherenneg gallek a oa hini an Tad Juluan Maner. Dilezet eo bet gantañ al lizherennoù c ha qu evit ober gant k en o flas, da skouer.
Lizherenneg ar voullerezh
Dre astenn e vez graet al lizherenneg eus ar voest vras ha plad enni meur a gombodig e vez implijet gant ar voullerien pa vez prientet ar moulladur, lizherenn dre lizherenn : rouez-tre eo hiziv. Sellet ouzh ar voullerezh plom.
Gwelet ivez:
abugida
abjad
adkempenn an doare-skrivañ
doare-skrivañ
moullerezh plom
silabenneg
skritur silabennek
lizherenneg ar brezhoneg
Liammoù diavaez:
Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ. Lizherennegoù (e saozneg)
Doareoù-skrivañ |
2737 | https://br.wikipedia.org/wiki/Lizherenneg%20kirillek | Lizherenneg kirillek | Al lizherenneg kirillek (e rusianeg кириллица pe кирилиця e ukraineg pe кірыліца e bieloruseg, Ћирилица e serbeg pe Кирилица e bulgareg) a zo anezhi ul lizherenneg implijet evit skrivañ ar c'hwec'h yezh slavek a-is ouzhpenn meur a yezh all a familhoù-yezh liesseurt komzet en ez-Unaniezh Soviedel, Azia hag Reter Europa.
Istor al lizherenneg
N'eo ket gwall sklaer orin resis al lizherenneg kirillek : evit lod e vije bet krouet gant Sant Kiril ha Sant Metodius war eeun, evit lod all avat e vije bet diorroet diwar ar skritur glagolitek : dre vras, avat, ez eus bet diskwelet ez eo faos seurt kredennoù. Sur-mat e teu al lizherenneg war diazezoù al lizherenneg c'hlagolitek dre labourat warni gant Sant Kiril.
Al lizherenneg rusek
Setu penaos e vez implijet evit skrivañ ar rusianeg (evit gouzout penaos e vez implijet ez-resi evit meur a yezh all, sellit ouzh (e saozneg):
Stummoù skrivet-dorn
Disheñvel a-walc'h eo a-wechoù an doare da skrivañ al lizherennoù gant an dorn diouzh o stumm moullet, tostoc'h diouzh ar stummoù stouet ("italek").
Alc'hwez – Linenn 1 : moullet e stil plaen ; linenn 2 : moullet e stil italika ; linenn 3 : dornskrivet en italika.
E serbeg hag e makedoneg disheñvel eo stil italika al lizherennoù bihan бгдпт, tostoc'h a-wechoù ouzh an doare ma vezont skrivet gant an dorn kentoc'h eget ar stil moullet.
Notenn : er yezhoù-mañ e vez skrivet an "д" bihan "δ".
Gwelet ivez
Lizherenneg
Doare-skrivañ
Ruseg
Liammoù diavaez
Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg)
Treuzskrivadurioù al lizherenneg kirillek (taolenn-geñveriañ)
Kirillek
Doareoù-skrivañ
Lizherenneg kirillek |
2741 | https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20ar%20yezho%C3%B9%20ar%20muia%C3%B1%20komzet%20er%20bed | Roll ar yezhoù ar muiañ komzet er bed | Roll ar yezhoù ar muiañ komzet er bed, renket dre milionoù an dud a gomz ar yezh merket hag hi o yezh-vamm
Jedadurioù ar World Almanac (2005)
Ar World Almanac 2005 a ziskouez ar roll-mañ :
Sinaeg (mandarin) 1,75 miliard
Saozneg 514 milion
Hindeg 496 milion
Spagnoleg 425 milion
Rusianeg 275 milion
Arabeg 256 milion
Galleg 250 milion
Bengaleg 215 milion
Portugaleg 194 milion
Malayeg-Indonezeg 176 milion
Jedadurioù ar CIA World Factbook (2000)
Ar CIA World Factbook a ziskouez tregantadoù diwar poblañs ar bed dasparzhet e pep yezh evel yezh-vamm evit ar bloaz 2000 ; jediñ e rae ar CIA e oa 6,081 miliard a dud e 2000. ).
Sinaeg mandarinek 14,37% (874 milion)
Hindeg 6,02% (366 milion)
Saozneg 5,61% (341 milion)
Spagnoleg 5,59% (339 milion)
Banglaeg 3,4% (207 milion)
Galleg 3% (180 milion)
Portugaleg 2,75% (167 milion)
Rusianeg 2,63% (160 milion)
Japaneg 2,06% (125 milion)
Alamaneg 1,64% (100 milion)
Koreeg 1,28% (78 milion)
Mammenn : CIA - The World Factbook -- World
Jedadurioù war al lec'hienn Ethnologue (1999)
An daolenn a ziskouez roll 100 yezh hag a zo bet dispaket war al lec'hienn Ethnologue e 1999. Sellet ouzh :
Un toullad jedadurioù a oa evit bloavezhioù kent 1999. Bewech eo bet meneget ma'z eus un diforc'h etre an daolenn-mañ ha sifroù Ethnologue.
Er roll orin e oa bet kontet komzerien ar serbeg-kroateg gant 21 milion a dud. N'eus ket mui a serbeg-kroateg sañset.
{| cellSpacing=2 cellPadding=5 width="90%" border=0
|- bgcolor="#ffffcc"
| style="BORDER-BOTTOM: black 0.5pt solid" width="19%" | Yezh ha saviad| style="BORDER-BOTTOM: black 0.5pt solid" | broadoù ha/pe rannvroioù ma kaver muioc'h eget 1% o komz evel yezh-vamm
| style="BORDER-BOTTOM: black 0.5pt solid" width="8%" | <font size="-2">Niver ar gomzerien a-vihanik (milionoù)'''
|-
| 1. Sinaeg
|Brunei, Filipinez, Kambodja, Kanada, Indonezia, Malaysia, Mongolia, Sina, Singapour, Suafrika, Taiwan, Thailand
|885
|- bgcolor="#eeeeee"
| 2. Spagnoleg
|Aljeria, Andorra, Aod an Olifant, Arc'hantina, Belize, Benin, Bolivia, Chile, Costa Rica, Republik Dominikan, Ecuador, Salvador, Ginea ar C'heheder, Guatemala, Honduras, Kolombia, Kuba, Madagaskar, Mali, Maroko, Mec'hiko, Nicaragua, Niger, Panamá, Paraguay, Perou, Spagn, Stadoù-Unanet, Tchad, Togo, Tunizia, Uruguay, Venezuela
|332
|-
| 3. Saozneg
|Aostralia, Belize, Botswana, Brunei, Kameroun, Kanada, Eritrea, Eswatini, Etiopia, Fidji, Gambia, Guyana, India, Israel, Lesotho, Liberia, Malaysia, Namibia, Nauru, Zeland-Nevez, Palau, Papoua-Ginea Nevez, Filipinez, Iwerzhon, Samoa, Sechelez, Sierra Leone, Singapour, Inizi Salomon, Somalia, Mikronezia, Suafrika, Surinam, Tonga, Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Amerika, Vanuatu, Zimbabwe
|322
|- bgcolor="#eeeeee"
|style="BORDER-TOP: medium none" | 4. Arabeg1
|Egipt, Soudan, Aljeria, Maroko, Tunizia, Libia, Arabia Saoudat, Siria, Jordania, Yemen, Emirelezhioù Arab Unanet, Maouritania, Oman, Iraq, Liban, Qatar, Bahrain, Koweit, Israel
|2151
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 5. Banglaeg
|Bangladesh, India, Singapour
|189
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 6. Hindeg
|India, Nepal, Singapour, Suafrika, Ouganda
|182
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 7. Portugaleg
|Angola, Brazil, Kab Glas, Bro-C'hall, Ginea-Bissau, Mozambik, Portugal, São Tomé ha Príncipe
|170
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none"| 8. Rusianeg
|Sina, Israel, Mongolia, Rusia, Stadoù-Unanet Amerika, an holl republikoù a oa en Unaniezh soviedel
|170
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 9. Galleg
|Aljeria, Andorra, Aod an Olifant, Belgia, Benin, Bro-C'hall, Burkina Faso, Burundi, Kambodja, Kameroun, Kanada, Tchad, Republik Demokratel Kongo, Republik Kongo, Djibouti, Gabon, Ginea, Haiti, Komorez, Laos, Liban, Luksembourg, Madagaskar, Mali, Maouritania, Maroko, Monaco, Niger, Rwanda, Senegal, Sechelez, Suis, Togo, Tunizia, Vanuatu, Viêt Nam
|150
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 10. Japaneg
|Japan, Singapour
|125
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 11. Alamaneg
|Aostria, Belgia, Bolivia, Kanada, Republik Tchek, Danmark, Bro-C'hall, Alamagn, Hungaria, Italia, Kazakstan, Liechtenstein, Luksembourg, Paraguay, Polonia, Roumania, Rusia, Slovakia, Suis, Stadoù-Unanet
|120
|-bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 12. Woueg
|Sina
|77,2
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 13. Javaneg
|Indonezia, Malaysia, Singapour
|75,5
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 14. Koreeg
|Sina, Japan, Korea an Norzh, Korea ar Su, Singapour, Kazakstan, Viêt Nam, Stadoù-Unanet, Ouzbekistan Thailand
|75
|- |
|15. Turkeg2
|Bulgaria, Kiprenez, Alamagn, Gres, Makedonia, Roumania, Turkia, Ouzbekistan
|67,72
|- bgcolor="#eeeeee"
|16. Marathieg
|India
|71,8
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 17. Telougoueg
|India, Singapour
|66,4
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 18. Kantoneg (Yue)
|Brunei, Kanada, Sina, Costa Rica, Indonezia, Malaysia, Panamá, Filipinez, Singapour, Thailand, Viêt Nam
|66
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 19. Vietnameg
|Kambodja, Sina, Stadoù-Unanet, Viêt Nam
|67,7
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 20. Tamileg
|India, Malaysia, Moris, Singapour, Suafrika, Sri Lanka
|63,1
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 21. Italianeg3
|Kanada, Kroatia, Eritrea, Bro-C'hall, Italia, San Marino, Slovenia, Suis
|593
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 22. Ourdoueg
|Afghanistan, India, Moris, Pakistan, Suafrika, Thailand
|58
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 23. Pandjabeg4
|India, Pakistan, Kenya, Singapour
|564
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 24. Poloneg
|Republik Tchek, Alamagn, Israel, Polonia, Roumania, Slovakia
|50
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 25. Minnaneg
|Brunei, Sina, Indonezia, Malaysia, Filipinez, Singapour, Taiwan, Thailand
|49
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 26. Jinyoueg
|Sina
|45
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 27. Goudjarateg
|India, Kenya, Pakistan, Singapour, Suafrika, Tanzania, Ouganda, Zambia, Zimbabwe
|44
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 28. Ukraineg
|Polonia, Slovakia, Ukraina, Rusia
|41
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 29. Perseg5
|Iran, Irak, Afghanistan, Oman, Qatar, Tadjikistan, Emirelezhioù Arab Unanet
|31,35
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 30. Tchiangeg
|Sina
|36
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 31. Malayalameg
|India, Singapour
|34
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 32. Hakkaeg
|Brunei, Sina, Malaysia, Taiwan, Thailand
|34
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 33. Kannadaeg
|India
|33,7
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 34. Oriyeg
|India
|31
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 35. Soundeg
|Indonezia
|27
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 36. Roumaneg
|Hungaria, Israel, Moldova, Roumania, Serbia, Ukraina
|26
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 37. Bhojpureg
|India, Moris, Nepal
|25
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 38. Azerbaidjaneg ar Su
|Afghanistan, Iran, Irak, Siria, Turkia
|24,4
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 39. Maithileg
|India, Nepal
|24,3
|- bgcolor="#eeeeee"
| style="BORDER-TOP: medium none" | 40. Haousaeg
|Benin, Burkina Faso, Kameroun, Ghana, Niger, Nigeria, Soudan, Togo
|24,2
|-
| style="BORDER-TOP: medium none" | 41. Birmaneg
|Bangladesh, Myanmar
|22
|}Mammenn: Ethnologue
Notenn
Notenn 1: Ne wel ket Ethnologue an Arabeg standard (Fusha) evel ar yezh-vamm, met evel ur yezh gant komzerien a-vihanik , hag e wel pep seurt arabeg komzet evel ur yezh distag. Pa gensdastumer jedadurioù evit pep a seurt (arabegerien standart komzet a-vihanik ha seurtoù arabeg komzet) e kaver war-dro 215 milion. E-touez ar seurtoù arabeg eo an arabeg egiptat an hini komzet ar muiañ (42,5 milion) ha war-lerc'h e kaver an arabeg aljerian (22,4 milion).
Notenn 2: Ethnologue a ziskouez 59 milion a durkegerien.
Notenn 3: Ethnologue'' a ziskouez 37 milion a italianegerien p'en deus lakaet dindan an italianeg nemet ar yezh standard hag evitañ eo yezhoù distag ar rannyezh venezianeg hag ar rannyezh sikilianeg.
Liammoù diavaez
¹CIA - The World Factbook -- World
Yezhoniezh
Yezhoù ar bed |
2742 | https://br.wikipedia.org/wiki/Reter | Reter | Unan eus ar pevar avel eo ar reter pe sav-heol. En tu enep d'ar C'hornôg emañ hag a-skouer d'an norzh ha d'ar su.
An anv sav-heol a glot gant tu enep ar c'huzh-heol.
Dre reolenn, kostez dehou ur gartenn o skeudenniñ lod pe lod eus an Douar a zo hini ar Reter. Er c'hontrol, kostez kleiz ur gartenn steredennoù (kartenn an neñv) a zo hini ar Reter.
Pa implijer un nadoz-vor evit ar verdeadurezh, e vez ret kemer un azimuth a 090°.
Sevel a ra an heol kostez ar Reter e poent ar gedez ha diouzh an dra-se e c'heller kompren ma tro an Douar war e ahel en ur vont war-zu ar Reter. Setu an abeg evit lañs listri egorel war-zu ar Reter ha dre-se e vez espernet an energiezh (nebeut a delta-v).
Pa'z aer war-zu ar Reter hep ehan e heulier ur c'helc'h ledred hag eo hini a weler e C'heheder an hini hirañ.
"Ar Reter" a vez implijet evit broioù ar Reter, da lavarout eo Europa ar Reter, met ivez evit ar broioù a zo e Reter Europa, da lavarout eo Azia a-bezh. A-wechoù ne dalvez nemet evit ar Reter-nesañ (sell ouzh ar ger Orient koulz e galleg hag e saozneg).
Douaroniezh
Merdeadurezh
Kartennouriezh
Eizh avel
Douaroniezh
Kartennouriezh |
2744 | https://br.wikipedia.org/wiki/AC/DC | AC/DC | AC/DC a zo ur strollad sonerezh rock aostralian, savet e Sydney e-kerzh miz an Azvent 1973. A-c'houde an amzer-se e ra berzh ar strollad-se, gwerzhet e vez pladennoù a-vil-vern getoñ (muioc'h evit 200 milion er bed a-bezh). Ur strollad hard-rock pe heavy metal a vez graet anezhañ get an darn vrasañ, pezh n'eo ket sur, tenniñ a ra e sonerezh d'ar blues ivez, gwir eo avat n'eo ket blues ar maezioù rak get tredan e trelosk ar gitaroù ha n'eo ket get dasson ar c'hoad. Gitaroù "peurgarg" pa lavarin mat. Kalavern, bejoñs a vez gete, setu ar pal.
Daou brantad amzer a zo e buhez AC/DC, hag a glota get daou ganer, an eil en doa kemeret lec'h an hani kentañ pa oa marvet hemañ diwezhañ, Bon Scott e anv, e 1980. Setu prantad 1973-1980, ha prantad 1980 betek bremañ (2013) get Brian Johnson é kaniñ. Karourion ar strollad a zo evit bep prantad nemetken, hag ul lodenn arall evit an daou ivez, daoust dezhe gouiet ez eus degouezhet un troc'h e 1980, èl ma vehe ur strollad arall àr-lerc'h.
"Ragistor" ur strollad
E Bro-Skos e oa bet ganet ar vreudeur Yaouank, euh... Young... pa lârin mat, Angus ha Malcolm Young. Divroiñ a rezont get o familh da Sydney e Aostralia, a pa oant bugale anezhe c'hoazh. Malcom a voe an hani kentañ é tapout krog er gitar, ha da c'houde Angus da heul. Strollad kentañ Malcom a voe "The Velvet Underground" (arabat drougveskiñ get strollad Lou Reed ha John Cale avat !). O breur henañ, George Young, a oa bet e strollad brudetañ Aostralia er bleadoù tri-ugent, the Easybeats, ur strollad a reas berzh pa voe gwerzhet ur yoc'h pladennoù getoñ er bed a-bezh get ar sonenn "Friday on my mind" e 1967, ar wezh kentañ evit ur strollad aostralian !
Young hag e genezel er strollad Easybeats Vanda a yeas en-dro da vro Aostralia e 1973, ha setu int ec'h ober àr-dro ar sonerezh e-barzh Albert Productions, ur label pladennoù nevez savet get Ted Albert hag a rae àr-dro sonerezh the Easybeats adalek 1965 betek 1967.
Ur strollad a voe savet get Angus, Tantrum e añv, ha goude the Velvet Underground e savas Malcolm ur strollad arall, muioc'h rock'n roll anezhañ, ha kinnig d'e vreur Angus da zoned a-barzh, hag engouestlet get ar label Albert nevez savet, get Vanda ha Young (o breur) ec'h ober àr-dro kempennadur ar sonerezh evit o fladennoù kentañ.
Ur bochad sonerion a dremenas er strollad d'ar mare-se, estreget ar vreudeur Young a oa izili diazez ar strollad anezhe. Da skouer Colin Burgess hag e daboulinoù, meur a soner gitar boud pe taboulinoù arall a voe. E miz Gwengolo 1974 e voe ur c'hemmadur a-bouez : kaner kentañ ar strollad (Dave Evans) a voe skarzhet kuit ha lakaet Ronald "Bon" Scott en e lec'h, ur c'haner lan a vejoñs hag ur vouezh dibar dezhoñ. Un tammig koshoc'h e oa Bon Scott, en doa tapet skiant-prenet pa oa é kaniñ e penn strolladoù pop e-raok, er bleioù 60 get The Valentines hag er bleioù 70 get ar strollad rock Fraternity. Ha setu brud ar strollad é tibradiñ. Berzh a reas adalek neuze, get sikour o doareoù àr al leurenn, hag ivez o neuz, dreist-holl kani Angus Young, perc'hennet gwiskamant e skol eil derez getoñ àr ar leurenn betek bremañ, gwiskamant Ashfield Boys' High, e skol e Sydney, hag hemañ daet da vout ur sapre mailh get ar gitar anezhañ ivez... pa nend ae ket betek dispakiñ e revr a-wel d'an holl dud àr al leurenn ! Ur vojenn arall a voe ma vize bet ganet Angus e 1959 (kentoc'h evit 1955), da lavaret eo e vize bet 14 vle e penn kentañ ar strollad e 1973 ! Ouzhpennit pozioù get seks dibunet a-vuzuliadoù .....
An anv AC/DC a oa bet kavet get c'hoar ar vreudeur Young ("Alternating current/direct current" e saozneg, lennet geti àr ur wriaderez ! Sañset...). Hep gouiet dezhe eh eus arlivioù arall d'ar lizherennoù-se, e-keñver dougoù seks an dud, a c'hell bout tu pe du (!). Setu pezh a soñje an dud en ur arvestiñ o doareoù "glamm rock" peotramant re Angus get e wiskamant skol, pe o dilhad lufrus... Tud arall o doa treuskomprenet ur ster arall : "Anti-Christ/Devil's Children" ! hag e voent sellet èl satanisted get darn !! Pep hani a c'hell kavet un dra bennak. Pep kouilhourenn a gav mat he c'heusteurenn ! Distaget vez "Hey si di si" da gustum met en Australia 've klevet "Acca Dacca".
Berzh
Etre 1974 ha 1978 e rae berzh spontus AC/DC, priset en Aostralia a-drugarez da abadennoù ingal gete er skinwel, Countdown. Setu o albumoù hag o fladennoù single é fringal uhel e listenn ar pladennoù gwerzhet du-hont. Da skouer unan ag ar re gentañ "It's A Long Way To The Top (If You Wanna Rock and Roll)", get biniou bras mar plij, e-ser degas Bro-Skos da soñj.
Da c'houde setu gi en Europa, e Londrez a-benn gounit kalon (ha diskouarn !) tud ar c'hevandir kozh, àr-bouez troiadoù sonadegoù kement ha ma c'hallent ! Tapet skiant-prenet evit pezh a sell doc'h seniñ e-barzh stadiumoù bras èl ma veze ar c'hiz nevez get ar strolladoù hard-rock pe rock d'ar mare-se. Ha troiadoù get strolladoù arall ivez, e stumm festivaloù. Helebini a veze e-touesk ar strolladoù, ha meur a wezh e c'hoarveze gwalldaolioù àr-lerc'h an abadennoù, pa veze toemmet d'o fenn get an alkol ha muioc'h...
Ne voe harz erbed d'o berzh e-pad barrad ar prantad punk, àr-dro ar ble 1977, peogwir e kave d'ar gazetennerion sonerezh saoz e oant punk anezhe !!! Pezh ne oa ket gwir, gwazh a se ! pe gwell a se ! O sonadegoù skrijus, lan a startijenn, neuz Angus Young àr ar leurenn, kan dirollet Bon Scott, setu peadra da levezoniñ betek ar bunked o-unan, diàr pozioù kaner ar Sex Pistols e-unan, Johnny Rotten. Ur bochad strolladoù zo bet savet àr roudoù AC/DC...
Pladennoù AC/DC o deus graet berzh a bep tu d'ar mor vras Atlantel ("Let There Be Rock" e 1977, "Powerage" e 1978), ha muioc'h c'hoazh get "Highway to Hell" e 1979.
Darvoud kriz
Ur gwall reuz a voe e miz C'hwevrer 1980, pa voe kavet Bon Scott marv àr azezenn a-dreñv oto e vignonez, mouget anezhoñ get e zislonkadur, goude lonkiñ re a alkol. Mantret izili ar strollad ha da neuze e felle dezhe gober un arsav, broudet e voent get tud Bon Scott da genderc'hel get ar strollad, ha neuze kavout ur c'haner nevez : pezh voe graet get Brian Johnson, hag a oa é
kaniñ e-barzh Geordie, ur strollad a oa bet gwelet get Bon Scott e-unan e-raok, hag hemañ diwezhañ ne oa ket chomet diforzh pa oa bet klevet mouezh Johnson getoñ.
Setu gi é kenderc'hel get skriviñ sonioù hag an disoc'h a voe "Back in Black" hag a voe gwerzhet muioc'h eget biskoazh en e-raok, muioc'h eget un ugent milion bennak er Stadoù Unanet.
Ar sonenn "Back in black" a zo bet savet evit enoriñ Bon Scott. Ar bladenn da heul "For Those About To Rock, We Salute You" (1981) a reas kement a berzh.
Àr zigresk eh a ar strollad
Lange (a rae àr-dro kempennadur ar sonerezh) a voe skarzhet kuit e 1983 hag an album "Flick of the Switch" voe graet gete o-unan. Kuitaet en doa Phil Rudd (paotr an taboulinoù) ar strollad goude tabuterezh get unan arall (hag a vehe Malcom Young, sañset), hag erlec'hiet get Simon Wright. Enrollet e voe pladenn nevez "Fly On the Wall" e 1985 (ar vreudeur Young a reas àr he zro), ur bladenn na reas ket berzh èl re daet er-maez e-raok.
Neoazh e voe gwerzhet muioc'h a bladennoù gete get sonerezh film Stephen King "Maximum Overdrive" ("Who made who") e 1986. A-hend arall e voe ur bladenn best off (dastumet sonennoù brudet enni) d'ar mare-se hag a gavas fret. Ha neuze unan nevez arall "Blow Up Your Video" e 1988 get Vanda ha Young daet en-dro evit gober àr-dro ar sonerezh. Àr wellaat eh ae an traoù get houmañ, met pell a-walc'h ag ijin penn kentañ ar strollad.
Etre ront ha karrez, derc'hel a ra AC/DC da vont...
... ha pa vehe pladennoù etre zoken, gwerzhet 'vez traoù gete bepred ! Pe video, pe pladennoù, ha sonadegoù bras a reont... Moned a ra buhez ar strollad get darvoudouigoù stard pe startoc'h (Brian Johnson distu ur wezh bennak, ar vreudeur Young a skrivas o-unan penn, Wright ne chomas ket er strollad, erlec'hiet get Chris Slade....). En neuziad nevez-se e voe "The Razor's Edge" frouezh o labourioù da neuze, hag àr-lerc'h "Ballbreaker" (1995) ha "Stiff Upper Lip" (2000)
Berzh berzh berzh
Ar-lerc'h gwalldarzhadenn an 11 a viz Gwengolo 2001 e New York e voe difennet skinañ un nebeud sonennoù AC/DC (7 en holl, hag en o zouez "Highway to hell" ha "Hell's bells"). E miz Gourhelen 2003, d'an 30 e voe ur sonadeg veur gete ha get The Rolling Stonese Sarsfest e Toronto (Ontario, Canada) : 500 000 a dud (evit skoazellañ stourm ar gêr-se a-enep kleñved-red SRAS). E 2003 e voe tizhet 20 milion pladenn "Back in black" gwerzhet er Stadoù Unanet (a zeuas da vout c'hwec'hvet pladenn muiañ gwerzhet du-hont !). 63 milion pladenn AC/DC a zo bet gwerzhet en holl er Stadoù Unanet (sifroù 2003, da lavaret eo ar pempvet strollad evit pezh a sell doc'h ar gwerzh, àr-lerc'h The Beatles, Led Zep, Pink Floyd ha The Eagles). Muioc'h a 100 milion pladenn a vehe bet gwerzhet gete er bed a-bezh, sañset !
Ur straed a voe anvet "ACDC Lane" e Melbourne, e 2004, tost d'al lec'h ma voe enrollet gete video "It's a long way to the Top" e 1975.
Izili diazez
Angus Young (Gitar kentañ) 1973-
Malcolm Young (Gitar lusk) 1973-
Brian Johnson (Kan) 1980-
Phil Rudd (Taboulinoù) 1975-1983, 1994-
Cliff Williams (Gitar boud) 1978-
Sonerion arall, er strollad e-pad ur prantad amzer hir pe hiroc'h
Kala-gouiañv '73 - C'hwevrer '74
Colin Burgess [taboulinoù]
Dave Evans [kan]
Larry Van Kriedt [gitar boud, sakso]
Angus Young [gitar]
George Young [gitar boud, taboulinoù] (hag enrolladur)
Malcolm Young [gitar, gitar boud]
C'hwevrer - Ebrel '74
Dave Evans [kan]
Neil Smith [gitar boud]
Noel Taylor [taboulinoù]
Angus Young [gitar]
Malcolm Young [gitar]
Ebrel - Gwengolo '74
Rob Bailey [gitar boud]
Peter Clack [taboulinoù]
Dave Evans [kan]
Dennis Laughlin [kan] - ur wezh an amzer
Angus Young [gitar)]
Malcolm Young [gitar]
Gwengolo '74 - Genver '75
Rob Bailey [gitar boud]
Peter Clack [taboulinoù]
Tony Currenti [taboulinoù] - evit enrolliñ hepken
Bon Scott [kan]
Angus Young [gitar]
George Young (gitar boud) - evit enrolliñ nemetken
Malcolm Young [gitar]
Genver '75
Phil Rudd [taboulinoù]
Bon Scott [kan]
Larry Van Kriedt [gitar boud]
Angus Young [gitar]
Malcolm Young [gitar]
Genver - Meurzh '75
Phil Rudd [taboulinoù]
Bon Scott [kan]
Angus Young [gitar]
George Young [gitar boud, kan] - ur wezh an amzer
Malcolm Young [gitar boud, gitar]
Meurzh '75 - Mai '77
Mark Evans [gitar boud]
Phil Rudd [taboulinoù]
Bon Scott [kan]
Angus Young [gitar]
Malcolm Young [gitar]
Mezheven '77 - C'hwevrer '80
Phil Rudd [taboulinoù]
Bon Scott [kan]
Cliff Williams [gitar boud]
Angus Young [gitar]
Malcolm Young [gitar]
Ebrel '80- kreiz ar ble '83
Brian Johnson [kan]
Angus Young [gitar]
Malcolm Young [gitar]
Cliff Williams [gitar boud]
Phil Rudd [taboulinoù]
1983-1988
Brian Johnson [kan]
Angus Young [gitar]
Simon Wright [taboulinoù]
Cliff Williams [gitar boud]
Malcolm Young [gitar]
1989-1994
Brian Johnson [kan]
Angus Young [gitar]
Chris Slade [taboulinoù]
Cliff Williams [gitar boud]
Malcolm Young [gitar]
1994-betek bremañ
Brian Johnson [kan]
Angus Young [gitar]
Malcolm Young [gitar]
Cliff Williams [gitar boud]
Phil Rudd [taboulinoù]
Pladennoù
1974 - High Voltage (e Aostralia)
1975 - T.N.T. (e Aostralia)
1976 - High Voltage (etrebroadel)
1976 - Dirty Deeds Done Dirt Cheap (e Aostralia)
1976 - Dirty Deeds Done Dirt Cheap (etrebroadel)
1977 - Let There be Rock
1978 - Powerage
1978 - If You Want Blood (pladenn live)
1979 - Highway to Hell
1980 - Back in Black
1981 - For Those About to Rock
1983 - Flick of the Switch
1984 - '74 Jailbreak
1985 - Fly on the Wall
1986 - Who Made Who (evit film Stephen King "Maximum Overdrive")
1988 - Blow Up Your Video
1990 - The Razors Edge
1992 - Live
1995 - Ballbreaker
1997 - Bonfire (evit enoriñ Bon Scott - get "live from atlantic studio" - "let there be rock (àr ar leurenn e Paris)" - "volts" ...)
2000 - Stiff Upper Lip
2008 - Black Ice
2010 - Iron Man 2 (kendastumad, evit ar film Iron Man 2)
2014 - Rock or Bust
2020 - Power Up
Skeudennaoueg
Liammoù
lec'hienn ofisiel
Electric Shock, ul lec'hienn all
lec'hienn c'hall
AC/DC
AC DC
AC DC |
2747 | https://br.wikipedia.org/wiki/Arkitektouriezh | Arkitektouriezh |
Mareadoù an arkitektouriezh
Arkitektouriezh henegiptat
Arkitektouriezh minoel
Arkitektouriezh henc'hresian
Arkitektouriezh roman
Arkitektouriezh bizantion
Arkitektouriezh romanek
Arkitektouriezh c'hotek
Arzoù
Teknikoù
Savouriezh |
2748 | https://br.wikipedia.org/wiki/Arkitektouriezh%20c%27hotek | Arkitektouriezh c'hotek | Ijinet eo bet an arkitektouriezh c'hotek en Enez-Frañs e-kreiz an XIIvet kantved. En Europa e teu da vezañ ar stil pennañ betek kreiz ar XVIvet kantved p'en-deus graet berzh an arkitektouriezh klasel dindan levezon an Azginivelezh italian. Implijet eo bet da gentañ-holl evit kement savadur relijiel bras ha bihan, iliz, chapel, abati, manati, prioldi, met ivez evit sevel savadurioù lik evel sezioù ar galloudoù (palezioù, tiez-kêr) hag etrepaouezioù. Meizet eo bet koulz evel un hollad a deknikoù hag ur preder. Diouzh-se e c'heller sellet ouzh an arkitektouriezh c'hotek evel unan eus brasañ pennvadoù ar Grennamzer. Addizoloet e voe an arkitektouriezh-se en XIXvet kantved hag e voe savet meur a savadur er bed a-bezh diwar ar skouerioù kozh, an arkitektouriezh nevezgotek pe ar stil nevezgotek a vez graet eus ar pleustradoù-se.
Meiz
Ar meizadoù pennañ a gaver en Europa e mare ar stil gotek a oa eus un tu an unvezh gant an urzh hag eus un tu all abegoù ha youl Doue.
Un arouezelezh kreñv
Peurvuiañ, an arkitektouriezh romanek a oa implijet evit savadurioù ma veve enno ur gumuniezh venec'h a vourre an uvelded hag an arvesterezh hag er c'hontrol e veze savet ar savadurioù gotek evit krouiñ lec'hioù foran. Skeudennadur Jeruzalem an Neñvoù eo an iliz-veur c'hotek, ur galv da bignat koulz hag ur benveg evit lakaat splann braster Doue ha galloud e Iliz war un dro.
Skeudennadur Keoded Doue o tegemer ar feizidi eo ivez. Met evit aroueziñ Rouantelezh Doue gant an arouelezh doueel hag gant e tres kemplezh hervez reolennoù ar skolbrederouriezh : rannoù hag isrann ar savadur a zo dasparzhet en un doare unvan.
Gant doueoniezh ar goulou eo levezonet ar arkitektouriezh c'hotek, evit gwir gant doueoniezh Tadoù an Iliz zo evel sant Aogustin a wele dindan ar goulou eztaoladur an doueelezh. Ken gwir eo ma n'eo ket deuet an teknikoù nevez eus un emdroad voutin, met eus klask ar goulou hag en deus broudet an arkitektourien da ijinañ anezho.
Ul levr graet e maen
Un oberenn bolitikel eo ivez p'eo bet roet al lañs gant un eskob hag an arc'hant gant an noblañs hag ar pennoù uhel. Ur benveg evit klask brud ha diwar-se eo bet ouzhpenn re un nebeud esaeoù evit uhelaat ar bolzioù (kouezh bolzioù iliz-veur Beauvais e 1284). Setu perak e weler a-bell an tour (pe an tourioù). An delwennoù hag ar skeudennoù a ziskouez elfennoù an Aviel ha talvoudegezhioù speredel an Iliz. Un oberenn a bedagogiezh eo ivez seul vui ma vez savet an iliz evit un niver bras a dud.
!
Istor an arz |
2749 | https://br.wikipedia.org/wiki/Pemoc%27h | Pemoc'h | Ar pemoc'h, pennmoc'h pe porc'hell, a zo ur bronneg doñvaet (Sus scrofa domesticus). Savet e vez perc'hell (anv lies), pe moc'h (anv-stroll), gant an dud evit kaout kig dreist-holl.
Al loen
Kig
Gant ar c'hig-moc'h e vez graet kilhevardon.
Implijet e vez ivez al lard d'ober bloneg, hag ar blev d'ober barroù-livañ, ar c'hroc'hen d'ober lêr.
Gwechall e c'hoarie ar vugale diwar ar maez gant ar c'hwezigell d'ober evel ur volotenn.
Arouez
Arouez al loustoni eo ar moc'h hiriv an deiz.
Bez int bet ivez arouez ar furnez gant ar Gelted kozh.
Anvioù
Ar wiz eo ar barez. Perc'helliñ a ra
An hoc'h, pe an tourc'h, eo ar par.
Gerioù arall
Ur moc'haer a vez graet ivez eus ar paotr-moc'h.
Ur moc'her avat zo un den a blij dezhañ moc'hañ an traoù, pe al labour, da lavarout eo ober labour n'eus forzh penaos.
Un hoc'hken, kroc'hen un hoc'h.
Levrioù
Blin Henri, Pour élever des porcs, Paris, Ed. Montsouris, 1945
Lequertier Roger, Traité pratique de l'élevage de porc, Paris, Ed Garnier Frères,1943
Dechambre P., Le porc, Paris, Charles Amat, 1924
Négrerie Marcel, Le porc, Paris, J.B. Baillière, 1966
Moureaux Alex., Traité de porciculture, Gembloux, Ed. J. Duculot, 1944
Gavinet R., Comment gagner davantage d'argent avec vos porcs, Sainte-Livrade, Laboratoires Castagné, Audevard et Cie, 1953
Espouy Fernand, La truie et ses gorets, Paris, Flammarion, 1956
Leroy A., Le porc, Paris, Hachette, 1937
Verroust Jacques, Pastoureau Michel, Buren Raymond, Le Cochon. Histoire, symbolisme et cuisine Ed. Sang de la Terre, 1987
Wavreille José, Pilette F., Feller D., Bauraind C., Laitat M. et Bartiaux-Thill N. (2004). Le porc de pein air en Wallonie. De la naissance à la production d'une viande de qualité Ministère de la Région wallonne, DGA, Les Livrets de l'Agriculture n°9, pp52.
Pierre Ballouhey, "Rêves de cochons", Paris, Ed. L'Arganier, 2006
Sevel-loened
Bronneged
Suidae |
2752 | https://br.wikipedia.org/wiki/Abostol | Abostol | Er Gristeniezh ez eo an daouzek abostol (liester : ebestel) (eus an henc'hresianeg απόστολος, apostolos "kannad", "misioner") daouzek den a voe dibabet gant Jezuz-Krist a-douez e ziskibled da brezeg an aviel d'an dud en-dro dezho, d'ar Yuzevien da gentañ ha d'an dud all goude, war-lerc'h marv ar C'hrist.
En Aviel Mazhev (III, 13-19) e kaver roll an ebestel a zivizas mont da-heul Jezuz-Krist ha bezañ testoù eus e gelennadurezh goude e varv.
An daouzek abostol
Andrev, breur Pêr
Bertelame
Fulup
Jakez, mab Zebede, anvet Jakez an Henañ,
Jakez, mab Alfe, anvet Jakez ar Yaouer, kenderv da Jezuz
Matiaz
Mazhe, ar publikan
Natanael, roet e anv gant Yann an Avielour ha kontet da vezañ Bertelame
Pêr a oa anvet Simon da gentañ. Lesanvet e oa bet "Kefaz" gant Jezuz.
Simon ar C'hananead pe Simon ar Zelot
Tomaz an Diskredik, anvet ivez Didim (Gevell)
Yann, mab Zebede
Yud, anvet ivez Tadde
Judaz Iskariot.
Hervez Mazhe e roas Jezuz-Krist an anv arameek Boanerges ("Mibien ar C'hurun") da Jakez mab Zebede ha d'e vreur Yann.
Gant an impalaer roman Kustentin Iañ e voe urzhiet e vije kaset archedoù an daouzek abostol da Gergustentin. Lakaet e voent e-kreiz Iliz an Ebestel-Santel, ma c'houlennas Kustentin bezañ beziet e 337.
Kristeniezh
Sent katolik
Ebestel
Jezuz Nazaret
Testamant Nevez |
2758 | https://br.wikipedia.org/wiki/Profed | Profed | Ur profed a zo un den gwelet evel jubennour un doue, pe evel un diouganer, pe c'hoazh evel un divinour.
Dont a ra an termen eus an henc'hresianeg προφήτης profetis "jubennour un doue", dre al latin-iliz popheta, heñvelster.
Evel kannad un doue e teu, sañset, evit kemenn, lakaat war ziwall pe diskuliañ ar wirionez d'un toullad tud (d'ur vroad, da skouer) pe d'an holl dud. Pa n'eo ket reoù o relijion, ar feizidi a wel ar brofeded all evel faos.
Ar profed n'eo ket un divinour ordinal, rak hennezh a ziskuilh dazont an den pe an toullad tud o deus bet goulennet petra e vo o dazont dezho. Er c'hontrol, e servij an doue emañ ar profed hag ec'h embann hervez e volontez. A-enep da venozhioù e gempredidi ez a ar profed, seul vui ma'z embann kemennoù ha dañjeroù da ziwall dezho.
E metoù ar yuzevegezh hag ar gristeniezh e vez implijet an dro-lavar "Ar Brofeded" evit levrioù ar Brofeded a gaver e Bibl, e lodenn an Testamant Nevez evit ar gristenien). Troidigezh ar ger hebraek Neviim eo, da lavaret eo liester נביא nabi.
N'eo ket bet urzhiet er memes doare al levrioù-se gant ar Yyuzevien, ar gatoliked, ar reizhkredourien hag ar brotestanted.
Un dave da Vohammed eo ar ger "profed" el levrioù a denn d'an islam, .
The Prophet "Ar Profed" a zo ivez titl ul levr skrivet gant ar skrivagner libanat Kahlil Gibran (1883-1931).
"Ar Brofeded" (arabeg أنْبياء [anbiyā], unander : نبيّ [nabīy], "profed") eo titl sourad XXI ar C'horan.
Profeded ar yuzevegezh
Gwelit ar pennad Levrioù ar Brofeded, unan eus rannoù an Testamant Kozh.
Profeded ar gristeniezh
Jezuz Nazaret zo ur profed gant an islam, nemet gant ar gristenien ez eo "Gwir Doue ha Gwir den", eil person an Dreinded, Jezuz ar C'hrist, da lavarout eo an hini olevet, an Emmanouel hag ar Mesiaz hirc'hortozet gant diouganerien (pe brofeded) an Testamant Kozh.
En Testamant Nevez, en Aviel, e kaver anv dre veur a wech eus Yann-Vadezour, ha lavaret e vez ur profed anezhañ : ur wech e lavar Lukaz (II- 36-38) eus ar brofedez Hannah (Anna) ha hi un intañvez kozh o prezegenniñ e-barzh Templ Jeruzalem diwar-benn Jezuz-Krist.
Meur a wech e vez kaoz eus profeded dizanv : hervez ar gristenien o dije bet resevet donezonoù ar Spered santel.
Pa vez kaoz eus profeded all eo eus re an Testamant Kozh e vez kaoz.
Profeded an islam
Er penn-kentañ e kaver Mohammed, a lavar eo-eñ "siell ar profeded", ar profed diwezhañ neuze, p'en deus lakaet ar C'horan da vezañ diskuliet.
N'eus nemet 25 profed ha roet o anv er C'horan. En ur hadith (bomm-lavar Mohammed pennaouet goude e varv) eo bet meneget ez eo bet ur profed evit pep pobl ha 124 000 en holl. Ada eo bet an hini kentañ ; Noe, Abraham, Moizez ha Jezuz eo bet ar re veur a-raok Mohammed.
Meur a rasûl (rasoul, "kannad") zo meneget er C'horan ivez, en o zouez patriarked ha n'int ket gwelet evel profeded er Bibl.
Er sourated XXI (Ar Brofeded), IV (Ar maouezed), et III (`Imran) eo bet meneget profeded e roll an "dud reizh" (الصَّالِحِين [aṣ-ṣāliḥīn]).
Meneget evel profeded en Testamant nevez nemetken :
Profeded arab a zo, un nebeud anezho meneget er Bibl, ha pep hini a zo bet profed evit ur meuriad arab.
Setu amañ stad ar profed Mohammed en islam :
Un nebeud profeded all
Zaratoustra (628-551 kent Jezuz-Krist), profed persat, diazezer ar vazdegezh.
Mahâvîra (Vardhamana e anv, 599-527 kent Jezuz-Krist), profed persat, diazezer ar jainegezh.
Bouddha (Siddhârta Gautama e anv, war-dro 560-480 kent Jezuz-Krist), diazezer indezat ar voudaegezh.
Mani (Manès e anv, 216-277), profed persat, diazezer ar manikegezh ( goude Jezuz-Krist.).
Mohammed (570-632), profed arab, diazezer an islam. Er C'horan e kaver anvioù un toullad profeded all.
Joseph Smith (1805-1844), profed amerikan, diazezer ar vormonegezh.
Baha'ullah (Mirza Hosaynali Nuri e anv, 1817-1892), profed persat, diazezer ar vahaiegezh.
Ar Bâb (Sayyid Ali Muhammad e anv, 1819-1850), profed persat, diazezer ar vabiegezh.
Pennadoù kar
Ar Bibl
Ar C'horan
Profeded |
2765 | https://br.wikipedia.org/wiki/Azia | Azia | Azia eo al lodenn kreiz ha reter eus kevandir Eurazia hag Azia eo Eurazia a-bezh war-bouez ledenez Europa. Koulskoude, e-keñver ar c'heologiezh hag an douaroniezh, n'eo ket Azia ur c'hevandir nag un iskevandir. En Azia e kaver war-dro 60% eus poblañs ar bed.
Diaes eo kavout harzoù resis, dreist-holl etre Europa hag Azia :
Etre Azia hag Afrika : Kanol Suez hag ar Mor Ruz
Etre Azia hag Europa :
A-hed strizh-mor an Dardanelled, mor Marmara, strizh-mor ar Bosfor, a-dreuz ar Mor Du, a-hed aridennadoù ar C'haokaz hervez lod tud, er wantenn Kouma-Manych hervez lod all, a-dreuz ar Mor Kaspia, a-hed ar stêr Oural hervez lod, a-hed ar stêr Emba hag ar menezioù Oural hervez lod all hag enezeg Zemlya-Nevez.
E-keñver ar rannoù politikel e lakaer en Azia Eurazia war-bouez Rusia, met an inizi nes a gaver er Meurvor Indez hag er Meurvor Habask a vez lakaet da heul.
Gerdarzh
Dont a ra ar ger eus ar gresianeg kozh Ασία (Asia) dre al Latin, gwelet evit ar wech kentañ e testennoù Herodotos o taveiñ da Azia Vihanañ pe diwar-benn ar Brezelioù persat, o taveiñ d'an Impalaeriezh pers e-tal Bro-C'hres hag Egipt. Meneget eo bet gant Homeros un tiern o ren meur a geoded ha kevredet gant Troaz, Asios e anv, mab da Hirtacos.
Rannoù
Ken bras eo Azia ma vez rannet alies e meur a rannvedig. Sed amañ an doare a zo degemeret gant Aozadur ar Broadoù Unanet:
Azia
Douaroniezh Azia |
2768 | https://br.wikipedia.org/wiki/Janig%20Stephens | Janig Stephens | Ur yezhourez eo Janig Stephens. Tregeriadez ha brezhonegerez a-vihanik eo. Ul lodenn vras deus he buhez he deus kaset e Kembre, nepell diouzh Kerdiz, lec'h m'he doa desavet he bugale e brezhoneg. Bremañ eo-hi distroet da Vreizh da chom.
C'hoariet he deus e-barzh film berr Madeleine Guillo-Leal Disoñjal (2022).
Levrlennadur
Stephens, J. 1999. 'Aspects du bilinguisme précoce en Bretagne et au Pays de Galles', e-barzh Klask 5 ; Le bilinguisme précoce en Bretagne, pays celtiques et Europe atlantiquep. 35
Stephens, J. 1993. 'The Syntax of Noun Phrases in Breton', e-barzh Journal of Celtic Linguistics, 129-150.
Stephens, J. 1992. 'Structure du groupe nominal en breton', e-barzh Presses Universitaires de Vincennes 21.
Stephens, J. 1990. 'Non-finite Clauses in Breton', e-barzh Celtic Linguistics, Martin, Fife and Poppe, Amsterdam, John Benjamins.
Borsley, R.D. ha J. Stephens. 1989. 'Agreement and the Positions of Subjects in Breton', e-barzh Natural Language and Linguistic Theory 7, 407-428.
Stephens, J. 1983. 'Talvoudegezh ``o hag ``en ur', e-barzh Hor Yezh 152, 23-31.
Stephens, J. 1982. Word Order in Breton, tezenn (diembann), Skol-Veur London.
Filmoù
Madeleine Guillo-Leal. 2022. Disoñjal. film berr produet gant Abordage Films hag All In One Production.
Atersadennoù
Jouitteau, Mélanie. 2020. Janig Bodiou-Stephens, an avanturourez trankil. Pobl Vreizh'', 4 p. texte.
Yezhoniourien
Brezhoneg |
2769 | https://br.wikipedia.org/wiki/M%C3%A9lanie%20Jouitteau | Mélanie Jouitteau | Mélanie Jouitteau zo ur yezhoniourez vreizhat, eus Naoned, hag a labour abaoe 2008 er CNRS, hag abaoe 2011 e labourva IKER, hag a bled gant ar yezhoù bihanniverel. Aktourez hag oberourezh c'hoariva eo ivez. Implijet he deus Mélanie Giotto evel anv-pluenn hag arallanv.
Perzh a gemer e Kuzul skiantel an Ofis.
Buhez
Graet he eus un aotreegezh war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2, ur master war al lizhiri modern e galleg, hag un dezenn e skiantoù al lavar da heul e skol-veur Naoned, tapet ganti skoazell arc'hant roet gant Ministrerezh an Enklask, ken e c'hellas mont d'en em stummañ e pep korn Europa.
Dindan an arallanv Mélanie Giotto he deus c'hoariet tudenn Yerma e Yerma, pezh-c'hoari Federico García Lorca, gant teatr Penn ar Bed (2012-2013). Kensavet he deus ar gompagnunezh c'hoariva Paritito e Brest gant Mai Lincoln hag Anael Guyomarc'h. Embannet he deus Privezioù Publik, un destenn c'hoariva divyezhek, en embannadurioù Goater.
Embannadennoù
Ereadurezh
2009-2024. lec'hienn Wikiyezhadur ARBRES ; Atlas sintaks rannyezhoù ar brezhoneg, 4.804 pennad e galleg diwar-benn yezhadur ar brezhoneg.
2023. Langues minoritaires, langues régionales et langues d'héritage – approches scientifiques de la diversité, Alexandre Gefen (dir.), Un monde commun : Les savoirs des sciences humaines et sociales, CNRS éditions, 176-179. da bellgargañ amañ.
2023. 'A survey of Breton expressive words', Jeffrey P. Williams (éd.), Expressivity in the European Linguistic Sphere, Cambridge University Press, chap. 9. da bellgargañ amañ pe amañ.
2023. 'Enquête sur les mots expressifs en breton', troidigezh e galleg deus Jouitteau (2023), da bellgargañ amañ pe amañ.
2021. 'The politeness systems of address, variations across Breton dialects', The Central European Journal of Social Sciences and Humanities (CEJSH), Roczniki Humanistyczne 69:11, 107-127., da bellgargañ amañ pe amañ.
2020b. Verb Second and the Left Edge Filling Trigger, Rebecca Woods ha Sam Wolfe (em.), Rethinking V2, Oxford: OUP, 455-481, da bellgargañ amañ pe amañ.
2020a. Standard Breton, traditional dialects, and how they differ syntactically, E-barzh Journal of Celtic Linguistics 21, 29-74, da bellgargañ amañ.
2019. The nativeness of Breton speakers and their erasure, E-barzh Studia Celtica Posnaniensia 4(1), 1-26, da bellgargañ amañ.
2019. Left Edge Filling Trigger ; V2 as obligatory exponence at the sentence level and typological implications, Sam Wolfe ha Rebecca Woods (em.). Rethinking V2, Oxford : OUP, da bellgargañ amañ.
2018. Children Prefer Natives, A study on the transmission of a heritage language ; Standard Breton, neo-Breton and traditional dialects, Maria Bloch ha Mark Ó Fionnáin (em.), Centres and Peripheries in Celtic Linguistics (Sounds – Meaning – Communication), Lublin, Peter Lang, 75-108, da bellgargañ amañ.
2018, Asamblez gant Milan Rezac, Tester les noms collectifs en Breton, enquête sur le nombre et la numérosité, Ronan Le Coadic (em.), Mélanges en l’honneur de Francis Favereau, Morlaix : Skol Vreizh, 331-364, da bellgargañ amañ.
2015 Asamblez gant Milan Rezac, Fourteen tests for Breton collectives, an inquiry on number and numerosity, Lapurdum XIX - 565-597, da bellgargañ amañ.
2015 Asamblez gant Milan Rezac, The Breton inflectional impersonal. E-barzh Wedisyn volume, Dialectologia, special issue V, 261-292, da bellgargañ amañ.
2015. Free choice and reduplication, a study of Breton dependent indefinites, e Tomasz Czerniak, Maciej Czerniakowski ha Krzysztof Jaskuła (em.), Representations and Interpretations in Celtic Studies, Lublin, 201-230, da bellgargañ amañ.
2015. Pronoms impersonnels dans le breton vannetais de Loeiz Herrieu : Syntaxe, sémantique et usages en concurrence avec le passif. E-barzh Mannaig Thomas ha Nelly Blanchard (em.), La Bretagne linguistique 19, CRBC, 261-280. da bellgargañ amañ.
2013. La linguistique comme science ouverte; Une expérience de recherche citoyenne à carnets ouverts sur la grammaire du breton, Lapurdum. da bellgargañ amañ.
2013. La conjugaison analytique de doublement du verbe en breton, Ali Tifrit (em.). E-barzh Phonologie, Morphologie, Syntaxe : Mélanges offerts à Jean-Pierre Angoujard, PUR, 327-354. da bellgargañ amañ.
2012. ‘'Verb doubling in Breton and Gungbe ; obligatory exponence at the sentence level’'. E-barzh The Morphosyntax of Reiteration in Creole and Non-Creole Languages, Aboh, Enoch O., Norval Smith and Anne Zribi-Hertz (em.), John Benjamins, 135-174, da bellgargañ amañ.
2012. Phi-feature agreement : the distribution of the Breton bare and prepositional infinitives with the preposition da, Frota, Gonçalves, Moia ha Sabtos (em.), Journal of Portuguese Linguistics 11 :1, 99-119, da bellgargañ amañ.
2011. Post-syntactic Excorporation in Realizational Morphology: Breton Analytic Tenses. E-barzh Andrew Carnie (em.), Formal Approaches to Celtic Linguistics, Cambridge Scholars Publishing, 115-142, da bellgargañ amañ.
La Syntaxe Comparée du breton, tezenn 2005 e Skol-Veur Naoned, embannet e 2010, La syntaxe comparée du breton, une enquête sur la périphérie gauche de la phrase bretonne, Éditions Universitaires Européennes, 609 p. ISBN:978-613-1-52800-2. da bellgargañ amañ.
2010. A typology of V2 with regard to V1 and second position phenomena: An introduction to the V1/V2 volume, e Lingua, 120:2, 197-209. da bellgargañ amañ.
2010. Verb-First, Verb-Second, Lingua 120:2.
2009 Asamblez gant Milan Rezac, Le verbe 'avoir à travers les dialectes du breton, La Bretagne Linguistique, Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK), Brest. da bellgargañ amañ.
Asamblez gant Milan Rezac . From mihi est to `have' across Breton dialects, Paola Benincà, Federico Damonte and Nicoletta Penello (em.), Selected Proceedings of the 34th Incontro di Grammatica Generativa, Unipress, Padova, Special issue of the Rivista di Grammatica Generativa, vol. 33: 161-178, da bellgargañ amañ.
2008, Asamblez gant Milan Rezac, The French Ethical Dative. 13 syntactic tests, Bucharest Working Papers in Linguistics, IX (1): 97-108, da bellgargañ amañ.
2007. Listen to the sound of salience, the multi-channel syntax of Q particles. E-barzh Romance languages and linguistic theory 2007 : current issues in Linguistic Theory, Sergio Baauw and Frank Drijkoningen (em.), John Benjamins Publishing Company, Amsterdam/Philadelphia. da bellgargañ amañ.
2007. The Brythonic Reconciliation, from V1 to Generalized V2; The Linguistic Variation Yearbook 2007, J. Craenenbroek, Pica and J. Rooryck (em.), Netherlands, da bellgargañ amañ.
2006, Asamblez gant Milan Rezac, Deriving Complementarity Effect. E-barzh Lingua : International Review of Linguistics, special issue on Celtic Languages. R. Borsley, I. Roberts, L. Sadler ha D. Willis (em.). da bellgargañ amañ.
2004. Nominal Properties of vPs in Breton : A Hypothesis for the Typology of VSO languages. E-barzh Verb-First, On the Syntax of Verb Initial Languages, Carnie, A. hag Harley, H. (em.), Amsterdam/Philadelphia: John Benjamins Publishing Company. da bellgargañ amañ.
2004. Gestures as Expletives, Multichannel Syntax. E-barzh B. Schmeiser, V. Chand, A. Kelleher and A. Rodriguez, amañ Proceedings of WCCFL 23, 422-435, Skol-veur Davis, California, Cascadilla Press.
Treterezh emgefre al lavar
2023. 'Guide de survie des langues minorisées à l’heure de l’intelligence artificielle : Appel aux communautés parlantes', Lapurdum, IKER, CNRS. da bellgargañ amañ pe amañ.
2023. 'Outils numériques et traitement automatique du breton', Annie Rialland, Michela Russo (ren.), Langues régionales de France: nouvelles approches, nouvelles méthodologies, revitalisation, Ti Embann Société de Linguistique de Paris. da bellgargañ amañ. kenskrivet gant Reun Bideault.
2023. Brezhoneg er bed niverel : penaos ober gant ChatGPT hag an naouegezh artifisiel] ? E-barzh Le Peuple breton, lakaet en linenn d'an 17 Ebrel 2023
Kevredadyezhoniezh ha studioù sevenadurel
2023. 'Monolingualism is a body modification practice', Lapurdum. , da bellgargañ amañ, amañ, pe amañ.
2023. 'Le monolinguisme est une pratique de modification corporelle', troidigezh e galleg deus Jouitteau (2023), da bellgargañ amañ.
lec'hienn Entrelangues, dastumad ar yezhoù komzet e Bro-C'hall gant levrlennadurezhioù.
2018. Feminism Breizh-izel, ar wagenn c’hwitet, Kazetenn Ya 665, 08 a viz meurzh, da bellgargañ amañ. troidigezh e galleg amañ.
2015. Human Frontiers: An Act of Smuggling Across Social Borders, amañ Proceedings of WCCFL 23, 422-435 Juan Baztan, Omer Chouinard, Bethany Jorgensen, Paul Tett, Jean-Paul Vanderlinden ha Liette Vasseur, Coastal zones, solutions for the 21st century, Elsevier: Amsterdam, 53-69.
2015. Faces noires, sorcières et racisme contre les filles, [troidigezh e galleg deus Kinsella, Sharon. 2005. ‘Black faces, witches, and racism against girls’], Comment S’en Sortir ?, da bellgargañ amañ.
2014. Studiadennig war plas ar merc’hed evel m’emaint skeudennet el levrioù pedagogel brezhoneg, Al Liamm 403.
C'hoariva
lec'hienn ar gompagnunezh c'hoariva Paritito
Mélanie Giotto. 2016. Privezioù Publik, pezh-c'hoariva divyezheg, Embannadurioù Goater. Roazhon.
Traoù all
Mélanie Jouitteau e CNRS/Academia
Maouezed, pelec'h emaomp?''', prezegenn miz even 2021 war lec'hienn SKED (Brest).
Frañs Tri Breizh, Abadenn Bali Breizh Sul 13 a viz Meurzh 2016, atersadenn.
Levrlennadur
Mélanie Jouitteau, Mélanie Jouitteau a ergerzh Bed al lavar'', atersadenn. E-barzh Ya!, 2009. Adembannet war HAL, 12añ Kerzu 2022
Notennoù
Ganedigezhioù 1974
Yezhoniourien Breizh
Yezhourien vrezhonek
Yezhoniezh ar brezhoneg
Skrivagnerezed Breizh
Skrivagnerien vrezhonek ar XXIañ kantved
Skrivagnerien c'hallek ar XXIañ kantved
Aktourezed Breizh
|
2770 | https://br.wikipedia.org/wiki/Gregory%20Stump | Gregory Stump | Gregory Stump zo ur yezhoniour stadunanat, troet gant ar brezhoneg.
Levrlennadur
Stump, G. T. 1989. 'Further Remarks on Breton Agreement', e-barzh Natural Language and Linguistic Theory 7, 429-471.
Stump, G. T. 1989. 'Agreement versus Incorporation in Breton', e-barzh Natural Language and Linguistic Theory 2, 289-348.
Yezhoniourien SUA
Yezhoniezh ar brezhoneg |
2771 | https://br.wikipedia.org/wiki/Lenora%20Timm | Lenora Timm | Lenora Timm a oa ur gelennerez war ar yezhoniezh stadunanat e Skol-Veur Kalifornia (e kreizenn Davis) hag he deus studiet ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek.
Levrlennadur
Moal, Stefan. 2017. 'E koun Lenora Timm', Al Liamm 421, p.59-64
Timm, L. 1994. 'The limits of code-switching constraints, with some evidence from Breton/French switching', In : Journal of Celtic Linguistics 3, Cardiff: University of Wales Press, 95-134.
Timm, L. 1991. 'The Discourse Pragmatics of NP-initial Sentences in Breton' In : Studies in Brythonic word order, J. Fife and E. Poppe (eds.), Amsterdam: John Benjamins, 275-310.
Timm, L. 1990. 'Some observations on the syntax of the Breton verbal noun' In : Celtic Linguistics, M. Ball hag al. (eds.), Amsterdam: John Benjamins, 189-208.
Timm, L. 1989. 'Word order in 20th century Breton' In : Natural Language and Linguistics 7, 361-378.
Timm, L. 1989. 'The Problem of a VP in a VSO Language: Evidence from Breton', e-barzh General Linguistics, Binghamton, NY: Pennsylvania State University Press.
Timm, L. 1987. 'The verb morphology of Carhaisien Breton' In : Zeitschrift für celtische Philologie 42, Tübingen: Niemeyer, 242-292.
Timm, L. 1987. 'Cleft Structures in Breton', e-barzh Word 38:2, New York: International Linguistic Association, 127-142.
Timm, L. 1985. 'Breton Mutations: Literary vs. Vernacular Usages' In : Word 35, New York: International Linguistic Association, 95-107.
Timm, L. 1984. 'The segmental phonology of Carhaisien Breton' In : Zeitschrift für celtische Philologie 40, Tübingen: Niemeyer, 118-192.
Timm, L. 1980. 'Bilingualism, Diglossia and Language Shift in Brittany', In : International Journal of the Sociology of Language 25, 29-41.
Traoù all
Lec'hienn Internet e saozneg
Yezhoniourien SUA
Ganedigezhioù 1943
Marvioù 2016 |
2772 | https://br.wikipedia.org/wiki/Jean-Pierre%20Ledunois | Jean-Pierre Ledunois | Jean-Pierre Ledunois zo ur yezhoniour hag ur c'hlasker.
Levrlennadur
J. P. Ledunois. La Préposition Conjuguée en breton, tezenn, Skol-Veur Roazhon, Atelier National de Reproduction des Thèses.
2002
Yezhoniourien Breizh |
2775 | https://br.wikipedia.org/wiki/Herv%C3%A9%20Abalain | Hervé Abalain | Hervé Abalain (1934-2014) zo bet kelenner saozneg e Skol-veur Breizh-Izel, e Brest. Skolveuriad war ar saozneg, ha gantañ un dezenn doktorelezh a-berzh ar Stad, arbennigour e oa war ar c'hudennoù yezh ha sevenadur er broioù keltiek. Ezel e oa eus Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (Brest).
Oberennoù
Destin des langues celtiques, Ophrys, 1989, adembannet e 2002
Histoire du Pays de Galles, Jean-Paul Gisserot, 1992
Histoire de la langue bretonne, Jean-Paul Gisserot, 1995.2000.
Histoire des langues celtiques, Jean-Paul Gisserot, 1998
Les noms de lieux bretons, Jean-Paul Gisserot, 2000
Les noms de famille bretons,Jean-Paul Gisserot, 2vet embannadur 2000
Le Pays de Galles, identité, modernité, Armeline, Crozon, 2000
Les Celtes, Armeline, Crozon, 2001.
Pleins feux sur la langue bretonne, Coop Breizh, 2004
Le français et les langues historiques de la France, Jean-Paul Gisserot, 2007
Les Mannois et l'île de Man, en dastumad "Peuples en Péril", levrenn 5, Kraozon, Armeline, 2010. ISBN 978-2-910878-42-9
Dictons, maximes et proverbes bretons. Jean-Paul Gisserot.
Levrlennadur
Abalain, Hervé. Buhez Santez Helena : istor un drajedienn, in Klask, levrenn 8. Skol-Veur Roazhon, 2003.
Yezhoniourien Breizh
Istorourien Breizh
Abalan, Herve
Abalan, Herve
Ganedigezhioù 1934
Marvioù 2014 |
2776 | https://br.wikipedia.org/wiki/Jon%20Ortiz%20de%20Urbina | Jon Ortiz de Urbina | Jon Ortiz de Urbina zo ur yezhoniour euskarek.
Labourat a ra dreist-holl war an euskareg, met bet en deus skrivet diwar-benn ar brezhoneg ivez.
Levrlennadur
Ortiz de Urbina, Jon 1994, 'Verb-initial patterns in Basque and Breton', e-barzh Lingua 94:2-3, Amsterdam : North Holland, 125-154.
Liamm diavaez
Lec'hienn internet skoll-veur Deustu
Yezhoniezh ar brezhoneg
Yezhoniourien Euskal Herria
euskareg |
2777 | https://br.wikipedia.org/wiki/Johannes%20Heinecke | Johannes Heinecke | Johannes Heinecke zo ur yezhoniour alaman en deus labouret e skol-veur Heidelberg hag e ti France Télécom e Lannuon.
Levrlennadur
Heinecke, J. 1999. Temporal Deixis in Welsh and Breton, tezenn, Anglistische Forschungen 272, Heidelberg: Winter.
Traoù all
Lec'hienn Internet en alamaneg, kembraeg, saozneg ha galleg, gant pennadoù da bellgargañ
Keltiegourien
Yezhoniourien Alamagn |
2780 | https://br.wikipedia.org/wiki/Robert%20D.%20Borsley | Robert D. Borsley | Robert Borsley, ganet e 1949 e Coventry e Bro-Saoz, a zo ur yezhoniour. Kelennet en deus e meur a skol-veur, e Bro-Saoz, Kembre, Iwerzhon ha Pologn. Skrivet en deus pennadoù a-zivout ar brezhoneg, ar c'hembraeg, ar saozneg hag ar poloneg.
Oberennoù skrivet
Robert D.Borsley ha Kathol, Breton as a V2 language, e-barzh Linguistics 38, 665-710, 2000;
Robert D.Borsley, M.L. Rivero ha J. Stephens, Long head movement in Breton, e The Syntax of the Celtic languages: a comparative perspective, Borsley ha Roberts (eds.), Cambridge University Press, 53-74, 1996;
Robert D.Borsley ha J. Stephens, Agreement and the position of Subjects in Breton, e Natural Language and Linguistic Theory 7, 407-427, 1989;
Robert D. Borsley hag Anne Abeillé, La syntaxe des corrélatives comparatives en anglais et en français;
Robert D. Borsley, In defense of coordinate structures, Linguistic Analysis 24, 3-4, p. 218-246 , 1994;
Robert D. Borsley, Relative Clauses and the Theory of Phrase Structure, Linguistic Inquiry, 28, p. 629-647, 1997;
Robert D. Borsley, An approach to English comparative correlatives, in S. Muller (ed.), Proceedings hpsg Conference, csli on-line publications, 2004;
Robert D. Borsley, Against ConjP, Lingua 115, p. 461-482, 2005;
Robert D. Borsley, Les coordinations relèvent-elles de la syntaxe X-barre ?, Langages 160, La syntaxe de la coordination, p. 25-41, 2005.
Liammoù diavaez
Pajenn bersonel Bob Borsley
Ganedigezhioù 1949
Yezhoniezh ar brezhoneg
Yezhoniourien Breizh-Veur |
2786 | https://br.wikipedia.org/wiki/Den | Den | An Den, (liester : Tud ha Denennoù) a c'hell bezañ termenet diwar savboentoù bevoniel, sokial ha speredel.
Yezh
Ar ger den a c'hall talvezout gwaz, pried, evel en dro-lavar ma den.
Bevoniezh
Renket eo an Den er spesad Homo sapiens (e latin "Den a oar traou") hag ur primat hag un draoudroadeg eo. Renket eo ivez er c'herentiad Hominidae gant un nebeud marmouzed all : ar chimpanzeed, ar gorilhed, hag an orangoutaned. En uskerentiad e vez kavet ivez marmouzed hucherien ha gibboned.
An hominidae a zo ur c'herzhed sonn ganto hag e lez dieub an izili uhelañ evit doarnata an traezoù. Graet e vez an daoudroadegezh deus an doare kerzhout-se. Un empenn diorroet-tre o deus ivez hag a ro dezho ar varregezh evit ar preder difetis, ar c'homz, al lavar hag an imbroud-spered. Meur a ouizieg a gred eo deuet seurt emdroadur eus an Den diwar an ezhomm redek war dennadoù hir. Ha n'eus nemet un nebeud loened hag a zo gouest d'ober evel-se.
Spered an den
Perzhioù disheñvel an eil diouzh egile a zo da spered pep Den.
Reiñ a ra dezhañ ur c'hundu kemplez hag ennañ al lavar. Kuriusted hag arsellerezh a vez lakaet alies evel abeg an emskiant hag hini al liammoù etre ar spered hag ar c'horf.
Evit studiañ mont-en-dro ar spered bet savet kelennoù ar bredoniezh, ar bredvezegiezh hag ar bredelfennerezh.E kredennoù a gaver er relijionoù e vez pouezet war meizad an ene evel perzh dibar ar vevenn denel ha war ezhomm azeuliñ un doue pe meur a zoue pe teuzioù|deuzioù.
Ar brederouriezh a glask kompren pep a veizad o tennañ d'ar spered denel e pep keñver.
Leun eo an arzoù, ar sonerezh hag al lennegezh eus oberennoù o fal dezho eztaoliñ ar meizadoù-se hag ar santimantoù.
E-keñver ar gevredigezh hag ar sevenadur :
An dud a zo bevien sokial dre hêrezh. Krouiñ a reont frammoù sokial kemplez, enno un toullad bras a strolloù o kenlabourat koulz hag o kevezañ an eil gant ar re all.
Gwelout a reer ar c'hunduioù etre broadoù, riezoù, strollerezhioù ha familhoù hag ivez e live ar c'humuniezhoù hag an hiniennoù.
Diouzh-se e teu diorroadur an deknologiezh hag ar skiant evel kenderc'hadoù ar gevredigezh ha re an ober hiniennel.
Diouzh an etreoberioù-se e teu ivez ar sevenadur pa en em sil er gevredigezh talvoudegezhioù, kredennoù, gwengeloù, lidoù, hengounioù, boazioù, reoladoù kevredigezhel.
Kredennoù a denn d'an Den
Meur a savboent zo diwar-benn natur ha sustañs an Den.
Danvezelouriezh : n'eo ket an dud bevien fizikel hep perzhioù speredel pe dreistnaturel hepken. Degemer a reont an [[naturojavascript:insertTags('','','Link title');Link titleuriezh]] ha ne zegemeront ket an dreistnaturouriezh.
Hervez menozioù ar relijionoù abrahamek, fizikel ha speredel eo natur an Den a zo bet krouet evel skeudenn Doue. Hervezo e c'hello chañch e stad en dazont goude ma ne vo ket ar bed-mañ.
Hollzoueegezh : pa'z eo an dud elfennoù eus ar bed krouet gant Doue ha diouzh-se elfennoù Doue int asambles, rak Doue eo ar bed hag ar c'hontrol.
Nes d'an hollzoueegezh eo an hollenzoueegezh a laka ar bed da vezañ Doue, met brasoc'h eo Doue eget ar bed. An unegezh, al loenegezh, relijion ar Veda ha meur a stumm prederouriezh eus ar Reter a zispak menozioù heñvel.
Marmouz
Denelezh |
2788 | https://br.wikipedia.org/wiki/Prederouriezh | Prederouriezh |
Petra eo ar brederouriezh?
Ne c'heller ket kompren ar brederouriezh (pe : ar filozofiezh) evel ar c'hoant gouzout, a zo unan eus techoù kreñv an Den, rak broudet e vez ar vugale gantañ ha hep mar e veze renet an Australopithecus gantañ ivez pa'z ae er-maez eus e annez.
En Henc'hres e kaver orin prederouriezh ar C'hornôg rak gant ar ger Philosophia (Philo- = "kar-"; sophia = "furnez") e rae an Henc'hresianed.
Hervez Nicola Abbagnano '1901-1990) en em ziskouez termen ar brederouriezh evel un anv roet d'ur seurt enklask ha n'eus ket anezhi, emezañ, e barzhoniezh Homeros hag Hesiodos.
Pythagoras en em ginnige evel ur sofegour (eus sophia) hag Herodotos, pa zanevellas un diviz etre Kresus ha Solonos a implijas an termen en e ster gerdarzhel gweladenniñ meur a vro en ur brederouriañ.
Thoukidides a zegasas deomp komzoù Perikles : Ni, Atenidi, plijet omp gant ar gened hep poan ha gant ar prederiata hep aon. Ne oa ket ar brederouriezh ur c'helenn c'hoazh. Skrivañ a reas Kikero e oa bet Pythagoras an hini kentañ oc'h implij ar ger pa lavare : Er vuhez e c'hoarvez evel er C'hoarioù en Olimpia pa zeu marc'hadourien evit kenwerzhañ, c'hoarierien evit ar c'henstrivadegoù hag reoù all dre guriusted hag e rae prederourien anezho.
Heraklitos Efesos a lavare e tlefe ar philosophoi bezañ enklaskerien vat war meur a dra. Un seurt enklask e oa ar brederouriezh en he deroù. Platon a selle ouzh kelennoù, evel ouzh ar ventoniezh, ar sonerezh hag all, evel kammedoù kentañ war hent ar brederouriezh.
Istor ar brederouriezh
Sellout ouzh ar pennad Istor ar brederouriezh
Prederouriezh ar C'hornôg
Sellout ouzh ar pennad Prederouriezh ar C'hornôg
Prederouriezh ar Reter
Sellout ouzh ar pennad Prederouriezh ar Reter
Notennoù
Prederouriezh |
2797 | https://br.wikipedia.org/wiki/Etoumbi | Etoumbi | Anv ur gêr eus proviñs Cuvette-Ouest Kongo eo Etoumbi. Diwar ar chase er goadeg tro-war-dro e vev tud ar vro dreist-holl.
Pevar barr kleñved eus ar viruz Ebola zo bet eno nevez zo. Kredet e vez eo deuet diwar tud ar vro bet o tebriñ kig loened marv bet kavet ganto er goadeg. E 2003 e oa marvet 120 a dud
diwar ur barr kleñved. Da-heul ur barr all e 2005 e voe disklêriet Etoumbi kêr dizarempred e-pad ur frapad.
Liammoù diavaez
Congo's Ebola town is sealed off, BBC, 20 Mae 2005
8 dead with Ebola-like symptoms in Congo, CNN, 12 Mae 2005
Multimap: Kartenn Etoumbi
Kumunioù Republik Kongo |
2798 | https://br.wikipedia.org/wiki/Unaniezh%20Europa | Unaniezh Europa | Unaniezh Europa (UE) zo un aozadur etregouarnamantel ha dreistvroadel a vod 27 Stad eus Europa a reer ar Stadoù ezel anezho. E 1992 e voe degemeret an anv « Unaniezh Europa » dre Feur-emglev Maastricht a-zivout UE. Doareoù eus an Unaniezh a oa a-goshoc’h avat a-drugarez d'un aridennad emglevioù ha kendarempredoù bet skoulmet adalek 1951.
Oberiantiz Unaniezh Europa a c’holo holl dachennoù ar politikerezhioù foran eus ar yec'hed hag an armerzh betek an aferioù diavaez hag an emzifenn. Astenn he galloudoù a bak pell pe belloc’h avat diouzh an tachennoù. Hervez an tachennoù-se e tenn muioc’h an UE da :
ur c’hevread (da skouer evit ar moneiz, al labour-douar, ar c’henwerzh, politikerezhioù an endro)
ur c’hengevread (da skouer evit ar politikerezhioù sokial hag armerzhel, gwarez ar vevezerien, aferioù diabarzh)
un aozadur etrebroadel (da skouer war dachenn an aferioù diavaez)
Unan eus pennoberezh an UE eo sevel ha merañ ur c’henvarc’had a zo diazezet war un unaniezh valtoutel, ur moneiz hepken (degemeret evit poent gant 20 eus an 27 Stad ezel), ur Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL) hag ur Politikerezh Boutin war ar Pesketa.
Lies ensavadur zo bet savet a-benn suraat mont en-dro an UE. Ar re bouezusañ anezho o vezañ Kuzul Unaniezh Europa, Kengor Europa, Parlamant Europa ha Lez-varn Justis Europa.
Doare a-vremañ
Tammoù bras eus o riegezh zo bet treuzkaset d'an Unaniezh gant ar Stadoù ezel — muioc’h eget n'eus bet biskoazh treuzkaset d'un aozadur rannvedel anriegezhek all. Evel notet a-us, e tachennoù zo e krog an UE da gaout tres ur c’hevread pe ur c’hengevread. Daoust da se, war an dachenn lezennel, e chom ar Stadoù ezel "mistri ar Feurioù-emglev", ar pezh a dalvez n'hall ket an UE treuzkas muioc’h a c’halloudoù dezhi hec’h-unan eus ar Stadoù hep asant ar Stadoù-se dre feurioù-emglev nevez. A zo muioc’h, war meur a dachenn n'eus ket bet treuzkaset nemeur a riegezh vroadel d'an UE gant ar Stadoù; dreist-holl e tachennoù ken bras an interestoù broadel warno evel an aferioù diavaez hag an emzifenn. Kement-se a ra d'an aozadur dibar zo eus an UE bezañ un aozadur sui generis, dle. un aozadur drezañ e-unan.
D'an 29 a viz Here 2004 eo bet sinet gant ar pennoù gouarnamant ar Feur-emglev a grou ur Vonreizh evit Europa. Gwiriekaet eo bet ar sinadur-se gant meur a Stad tra m'emañ da vezañ gwiriekaet gant lod all c’hoazh. Daoust da se, en deus falsvarchet an argerzh a gas d'ar gwiriekaat p'eo bet nac’het ar Vonreizh gant muianiver ar Frañsizien e-kerzh ur referendom d'an 29 a viz Mae 2005 ha se daoust ma votas ar Vretoned a-du evel m'o doa graet evit referendom feur-emglev Maastricht. Ar wech-mañ avat n'eo ket bet splann a-walc’h vot ar Vretoned evit lakaat Frañs da sevel a-du ha 54.7% eus ar mouezhioù zo aet gant an "nann". Tri devezh war-lerc’h, d'ar 1añ a Vezheven eo bet tro Izelvroiz da lavaret "nann" ivez gant 61.6% dre ur referendom.
Da-heul nac’hadenn ar feur-emglev bonreizhel gant Frañs hag an Izelvroioù eo bet broudet an tabut politikel war statud a-vremañ ha da zont Unaniezh Europa etre ar Stadoù ezel. Eno e kaver savpoentoù disheñvel-mat ken etre ar Stadoù hag e diabarzh pep Stad.
Da skouer, e Breizh-Veur hag a zo o kadoriañ an UE, ez eus bet diskouezet dre stadegoù e oa diseblant pe e save a-enep an Unaniezh 75% eus ar boblañs. Deuet eo an UK Independence Party a sav a-du gant an emdennañ klok eus an UE da vezañ ur strollad da gemer e kont zoken. Broioù all avat a sav a-du gant un enframmañ brasoc’h — nebeut goude ma voe votet "nann" gant ar Frañsizien ha Nederlandiz a voe votet "ya" gant al Luksembourg.
Krefen war ar stern
Meur a graf pouezus-meurbet he deus an Unaniezh da dalañ outo er mare-mañ, en o zouez divizout ha degemeret, distaolet pe adreizhet e vo ar feur-emglev bonreizhel nevez, ober war-dro emled an UE war-du ar gevred (sellet a-is), nevesaat reolennoù an Emglev war ar Stabilder hag ar C’hresk, sevel ar budjed da zont ha plediñ gant ar Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL).
Er C’hendalc’h Etregouarnamantel a zeu (KEG), hag a zo un emvod e-kreiz ar bloaz evit Stadoù ezel an UE, e ranko pennoù ar Stadoù hag ar gouarnamantoù divizout penaos e vo arc’hantaouet budjed an UE. Graet e vez "Financial Perspective" pe "Diaweladenn Arc’hant" eus budjed an UE. Advarc’hatet e vez bep seizh vloaz. An Diaweladenn Arc’hant a zeu a dalvezo evit ar prantad 2007-2013.
E-touez ar c’hrefen da dabutal warno e-pad ar c’haozeadennoù war ar budjed da zont emañ Distaol arc’hant Breizh-Veur, gounid Frañs diwar ar POBOL, skodennoù bras Alamagn hag an Izelvroioù da vudjed an UE, hag adreizhad ar Fontoù evit Diorren Rannvroioù Europa. Diouzh ali meur a hini ez eo gwirheñvel e savo diwar ar c’haozeadennoù-se disrann vras etre ar gouarnamantoù evel etre Frañs hag Alamagn da skouer a c’houlenn ur budjed brasoc’h evit mont war-du un Unaniezh kevreadeloc’h hag ar re, evel Breizh-Veur, a c’houlenn ur budjed bihanoc’h gant muioc’h a arc’hant postet war ar skiantoù hag an imbourc’h, hag en deus graet eus ar "modernaat" e c’her-stur.
Divizout a ranko ivez pennoù Europa divizout e-kerzh an emvod-se petra ober eus Bonreizh Europa. Gouarnamantoù zo a garfe a-walc’h e vefe skornet an argerzh gwiriekaat tra ma kav da lod all e ranker mont betek penn. Ma vez gwiriekaet ar Vonreizh gant 20 Stad ezel diwar an 27 zo e vo adkaset homañ dirak Kuzul Europa hag e c’hallo neuze ar pennoù Stad ha gouarnamant advarc’hata ar feur-emglev.
Stadoù ezel hag an emled da zont
27 Stad ezel a ya d'ober Unaniezh Europa en em astenn war ur gorread a 4 493 712 km² gant e-tro 508 191 116 milion a geodedourien europat e 2015. Ma vije eus an UE ur Stad, e vije ar seizhvet brasañ er bed dre he gorread hag an trede brasañ dre he foblañs goude Sina hag India.
Rannañ a ra an UE harzoù douar gant 20 Stad hag harzoù mor gant 31 Stad. Sellet ouzh Broioù a-hed Unaniezh EuropaAbaoe savidigezh an UE gant 6 Stad ez eus bet 19 all oc’h emezelañ war meur a lankad emledañ:
Greunland, bet roet an emrenerezh dezhi gant Danmark e 1979, he deus divizet kuitaat Kumuniezh Europa dre referendom e 1985.
Tiriadoù tramor
Niveruzik eo an tiriadoù tramor ganto darempredoù strizh gant Stadoù zo eus an UE, en o zouez Greunland, Manav, an Azorez ha Madeira. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar re-mañ ha tiriadoù tramor all stag ouzh an UE, sellit ouzh ar Rannvroioù dreisttrobarzh ha Tiriadoù dibar eus Stadoù ezel zo hag o darempredoù gant an UE (hemañ e saozneg).
Emled da zont ha darempredoù strizh
Turkia zo war ar renk ent-ofisiel evit dont da vezañ ezelez eus UE abaoe 1987. Staget emeur gant ar c’hevraouiñ abaoe an 3 a viz Here 2005. Meur a arbennigour koulskoude ne wel ket emezeladur Turkia da UE o tont da wir a-raok pell, ken bras m'eo ar sammad reizhadennoù a ranko kas da benn vat war an tachennoù politikel, armerzhel ha sokial.
Makedonia (abaoe 2004), Albania, Montenegro ha Serbia (abaoe 2009) o deus lakaet o anv ivez evit dont da vezañ ezel eus an Unaniezh.
Island he doa lakaet hec'h anv evit dont e-barzh e 2009, met e miz Meurzh he deus tennet kuit he goulenn.
Norvegia ha Suis n'int ket izili anezho met emglevioù dibar o deus gant an UE.
Perzh a gemer an darn vrasañ eus izili Kevredigezh Europat evit ar C'henwerzh Frank er Feur-emglev (bet krouet gantañ Takad Armerzhel Europa), ar pezh a dalvez e kemeront perzh e meur a zoare er c’henvarc’had europat.
Ganedigezh hag Istor
Klasket ez eus bet meur a wech, kent savidigezh ar Stadoù-Broad modern zoken, unaniñ broadoù liesseurt Europa. Ingal eo c’hoarvezet a-hed istor ar c’hevandir. 3 000 bloaz zo e oa mestr ar Gelted war Europa. Da-c’houde eo bet tro an Impalaeriezh roman a droe en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Dre heg e c’hoarvezas seurt unaniezh. Unanet e voe tammoù bras eus Europa dre ur velestradurezh laosk e-pad meur a gantved da vare ar Franked, impalaeriezh Karl Veur hag an impalaeriezh santel roman german ivez. E deroù an gant unaniezh valtoutel Napoleon Iañ hag adarre da vare aloubidigezh an nazied er bloavezhioù 1940 e voe unanet evit ur prantadig an darn vrasañ eus Europa adarre.
Gant al liesseurt m'eo yezhoù ha sevenadurioù Europa ne zeuas peurliesañ an taolioù-esae-se nemet dre un aloubidigezh soudardel lakaet dre heg war bobloù displijet-groñs. Kement-se a sachas d'e heul distabilder ha c’hwitadennoù. Unan eus ar c’hinnigoù peoc’hus kentañ evit unaniñ ar c’hevandir dre kenlabour ha kevatalder izili un unaniezh da zont a zeuas gant Victor Hugo ar peoc’hgarour e 1851. Diwezhatoc’h, goude spouron ar Brezel Bed Kentañ hag an Eil Brezel Bed e kreskas ar froud evit krouiñ ar pezh zo deuet da vezañ Unaniezh Europa abaoe. Kaset e oa an dud war-raok gant ar c’hoant da adsevel Europa ha d'ober a seurt ma n'hallfe ket biken brezel ebet ken sevel en-dro war dachenn Europa. A-benn ar fin, lusket gant ar santadoù-se, e voe savet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir gant Alamagn ar C’hornôg, Frañs, Italia ha broioù ar Beneluks. Kement-se a voe graet ent ofisiel dre Feur-emglev Pariz sinet e miz Ebrel 1951 ha lakaet da dalvezout e Gouere 1952.
Roet e voe an anv a Kumuniezh Armerzhel Europa (KAE) d'an unaniezh valtoutel gentañ, bet lesanvet prim da c’houde ar c’henvarc’had, a voe krouet dre Feur-emglev Roma e 1957 ha lakaet e talvoud d'ar 1añ a viz Genver 1958. Diwezhatoc’h e teuas anv ar KAE da vezañ Kumuniezh Europa a zo bremañ livenn-gein Unaniezh Europa. Eus un aozadur kenwerzhañ eo deuet an Unaniezh da vezañ ur framm kenlabour politikel hag armerzhel.
Ensavadurioù ha frammoù lezennel
Ensavadurioù UE
Meur a ensavadur a vez douget ganto mont en-dro an UE
Parlamant Europa (732 ezel 750 d'ar muiañ.)
Kuzul Unaniezh Europa (anvet c’hoazh 'Kuzul ar Vinistred') (25 ezel)
Kengor Europa (25 ezel)
Lez-varn Justis Europa (e-barzh al Lez-varn engalv kentañ) (25 barner))
Lez-varn Kontoù Europa (25 ezel)
Kuzul Europat (25 ezel) - a yafe marteze gwelloc’h dezhañ an anv a damensavadur.
Meur a framm arc’hant zo
Bank Kreiz Europa a ya da sevel Reizhiad Bankoù Kreiz Europa gant ar bankoù kreiz Stad.
Bank Postañ Europa (gant arFont Postañ Europa e-barzh)
Kavet e vez ivez meur a vodad aliañ an ensavadurioù
Kengor ar Rannvroioù, a ro e soñj war aferioù ar rannvroioù
Kengor Armerzhel ha Sokial, a embann e soñj war ar politikerezhioù a denn d'an armerzh ha d'an aferioù sokial (dreist-holl an darempredoù etre al labourerien hag an implijerien)
Kengor war ar Politikerezh hag ar Surentez, bet savet e-skeud ar Politikerezh Boutin war ar Surentez hag an Aferioù Diavaez a guzulika a-zivout aferioù etrebroadel ar surentezh hollek.
Hag ez euz ivez kalzik a aozadurioù all, savet peurliesañ a-ziwar ul lezennadur eil renk evit kas war-raok politikerezhioù dibar. Graet e vez anezho Ajañsoù Unaniezh Europa. En o zouez e c’haller menegiñ Ajañs Europa eit an Endro, the Ajañs Europa evit ar surentez dre nij hag ar Burev evit kendoniañ ar Marc’had diabarzh.
A-benn ar fin emañ ivez an hanterourien europat karget da enklask ar c’hlemmoù gwallvererezh a c’hall bezañ a-berzh ensavadurioù Europa.
Lec’hiadur ensavadurioù UE
N'eus kêr-benn ofisiel ebet d'an UE ha strewet eo hec’h ensavadurioù dre veur a gêr :
Brusel, Belgia - zo anezhi evel kêr-benn UE de facto Sez Kengor Europa ha Kuzul Unaniezh Europa
Lec’h emvodañ kengorioù Parlamant Europa hag e zalc’hoù bihan
Kêr degemer evit holl gendalc’hioù Kuzul Europa (abaoe 2004)
Strasbourg, Frañs
Sez Parlamant Europa ha lec’h emvodañ evit an dalc’hoù leun bloaziek (12 sizhunvezh-pad)
Eno e kaver ivez daou aozadur europat pennañ — Kuzul Europa ha Lez-varn Europa Gwirioù Mab-den — a ya pelloc’h niver o izili evit izili an UE end-eeun
kêr Luksembourg, Luksembourg
Sez Lez-varn Justis Europa ha Sekretouriezh Parlamant Europa
Sez ar Bank Postañ Europa
Frankfurt, Alamagn
Sez Bank Kreiz Europa
Framm lezennel
Lezennoù Unaniezh Europa a bled gant un niver bras a frammoù lezennel hag ensavadurel n'int ket atav digemmesk. Disoc’h un istor diazezet a-bazennoù eo, gant feurioù-emglev etrebroadel nevez oc’h en em heuliañ, pep hini anezho o tegas kemmoù hag o klokaat an emglevioù koshoc’h. Strivoù bras zo bet kaset da benn er bloavezhioù diwezhañ evit startaat hag eeunaat ar feurioù-emglev kentañ. Disoc’het eo ar strivoù-se war savidigezh an danvez Feur-emglev Krouiñ Bonreizh Europa. Ma vez degemeret ar vonreizh-se e kemero lec’h ar strobad emglevioù zo anezho betek-henn ha ne vo mui nemet un destenn.
Feur-emglev Pariz (1951) eo bet ar feur-emglev kentañ. E 1952 e oa bet lakaet e talvoud. Drezañ eo bet diazezet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir etre ur bagad 6 bro. N'emañ ket an emglev-mañ e talvoud ken, kemeret m'eo bet e lec’h gant emglevioù all war-lerc’h. Feur-emglev Roma, bet savet e 1957 zo c’hoazh e talvoud avat. Adveret-mat eo bet abaoe koulskoude, dreist-holl dre Feur-emglev brudet Mastricht bet degemeret e 1992. E Mastricht e voe degemeret an anv a Unaniezh Europa. Ar reizhadennoù nevesañ bet degaset e Feur-emglev Roma zo bet lakaet er feur-emglev emezelañ a-benn degemer 10 Stad ezel nevez. Ar pezh a voe graet kerkent hag ar 1 a viz Mae 2004.
Ma c’hwit feurm-emglev diazezañ ar Vonreizh nevez da vezañ degemeret gant an holl Stadoù ezel e vo ret addigeriñ ar c’hevraouiñ warnañ moarvat. A-du eo an darn vrasañ eus ar bolitikourien hag eus ar pennoù-bras evit lavaret n'hallo ket an UE kenderc’hel da vont en-dro plaen gant ar framm zo dezhi bremañ ma'z eus 27 Stad enni. hag emañ da genderc’hel da greskiñ.
Levrlennadur
KOSTIOU Jeremi, Kengred etre ar pobloù'', e-barzh Brud Nevez, miz Mae 2014, niv. 304, pp. 11-12.
Notennoù
Unaniezh Europa
Aozadurioù etrebroadel
Kevreadelezh
Europa
Priz Nobel ar Peoc'h |
2802 | https://br.wikipedia.org/wiki/Reun%20ar%20C%27halan | Reun ar C'halan | Ur barzh brezhonek hag ur c'helenner skol-veur war al lennegezh c'hallek e oa Reun ar C'halan (René Galand hervez ar velestradurezh). Ganet e voe d'ar 27 a viz Genver 1923 e Kastell-Nevez-ar-Faou (Penn-ar-Bed). Marvet eo d'an 28 a viz Mae 2017 en Hingham (Massachusetts), d'an oad a 94 vloaz.
Buhez
Ganet eo Reun ar C'halan d’ar 27 a viz Genver 1923 e Kastell-Nevez-ar-Faou (Penn-ar-Bed). Labourerien-douar e oa e dud.
Yaouankik e oa pa’z eas e dad da Stadoù Unanet Amerika, evel ma veze graet gant kalz Breizhiz eus ar c'horn-bro-se da neuze. E vamm a yeas da-heul he gwaz un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. E Breizh e chomas Reun ar C'halan, evel e c’hoar, o kenderc'hel gant e studioù. En e lise e voe lojet, e Kemper da gentañ hag e Brest da c’houde, pa voe e c’hoar er skolaj e Karaez hag e Kemperle. Tremen a raent ar vakañsoù er C’hastell-Nevez gant o zud-kozh.
E 1941 e tapas Reun ar C'halan e vachelouriezh war ar matematik, e Brest. Kenderc’hel a reas gant e studi e Roazhon goude, ma tapas e vachelouriezh war ar prederouriezh e 1942, hag un aotreegezh war al lizhiri e 1944. Berzh a reas ivez er genstrivadeg evit mont da Skol ofiserien an Tirlu gall e Gwern-Porc'hoed.
E dibenn 1942 e stagas da zaremprediñ ar Rezistañs. E miz Mezheven 1944, da vare dilestradeg ar Gevredidi war aodoù Normandi, e kemeras perzh en emgannoù evit dieubiñ Bro-C'hall. E miz Here 1944 e voe anvet da zanvez ofiser, ha kaset da Skol ofisourien Cherchell en Aljeria. Goude-se e voe adstaliet ar skol e Gwern-Porc'hoed. E miz Mezheven 1945 e voe anvet da isletanant ha kaset da Alamagn da zerc’hel ar vro eno.
E dibenn 1946 e roas e zilez eus an Arme hag e kuitaas Bro-C'hall a-benn mont d'ar Stadoù Unanet m’edo e dud hag e c’hoar o chom. Neuze ez eas war e studioù e skol-veur Yale. Eno e tapas e zoktorelezh war ar galleg e 1952. E 1951 dija e kelenne e skol-veur Wellesley (Massachusetts), ma chomas betek 1993 ; penn rann ar galleg e voe etre 1968 ha 1972. E Wellesley e roe kentelioù war al lennegezh c’hallek, dreist-holl hini an hag an .
Arbennik e oa Reun ar C'halan war ar skridvarnouriezh hag embannet en deus e-leizh a studiadennoù hag a rentaoù-kont diwar-benn ar skrivagnerien c’hall hag o oberennoù, evel Chateaubriand, Ernest Renan, Alain Robbe-Grillet pe an OULIPO.
Savet en deus ivez pennadoù diwar-benn lod skrivagnerien amerikan, e-giz Herman Melville, Thomas Stearns Eliot, Lovecraft, Jack Kerouac ha spagnol, evel Jorge Guillén.
Ur skrivagner eus ar re wellañ e oa Reun ar C’halan, ha savet en deus un oberenn vrezhonek fonnus : ur buhezskrid, barzhonegoù, danevelloù, pennadoù diwar-benn al lennegezh vrezhonek ha rentaoù-kont. Embannet eo bet ar re-mañ e levrioù a-stroll hag e kelaouennoù a bep seurt, evel Al Liamm da gentañ, Skrid, Poésie-Bretagne, Pobl Vreizh, Barr-Heol, Keltoi, Bro Nevez, Proceedings of the Harvard Celtic Colloquium, Keltica, World Literature Today.
Kemeret en deus perzh e kendalc’hioù an Harvard Celtic Colloquium hag ar Celtic Studies Association of North America. Lod eus e skridoù zo bet troet hag embannet e yezhoù all, ar re-mañ en o zouesk : galleg, saozneg, alamaneg, kembraeg, nederlandeg ha poloneg.
Prizioù
Loreet e voe Marc’heg en Urzh ar Palmez Akademek e 1971 evit e labourioù war al lennegezh c’hallek. E 1979 e voe tapet gantañ Priz Zavier Langleiz, ha Priz Imram e 2003.
Oberennoù
Ul levrlennadur klok zo bet embannet er gelaouenn Al Liamm e miz Eost 2005, niverenn 351, p. 98-117.
Levrioù
L’âme celtique de Renan, 1959
Baudelaire : poétiques et poésie, 1969
Saint-John Perse (e saozneg), 1972
Levr ar blanedenn, barzhonegoù, Al Liamm, 1981
Klemmgan Breizh, barzhonegoù, Al Liamm, 1985
Canevas : études sur la poésie française de Baudelaire à l’Oulipo, 1986
Lorc’h ar rouaned, barzhonegoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1989
Stratégie de la lecture, 1990
War hentoù an tremened, emvuhezskrid, I-2002, II-2005
A-bell hag a-dost, dastumad danevelloù, Al Liamm, 2009
Levrioù a-stroll
Baudelaire as a love poet and other essays, 1969
Homosexualities and French literature, 1979
A critical bibliography of French literature, 1980
The binding of Proteus, 1980
Bretagne et pays celtiques. Mélanges offerts à la mémoire de Léon Fleuriot, 1982
Du ha Gwyn, 1985
Verhalen van de wereld, 1988
Homenaje a Justina de Conde, 1992
The new Princeton encyclopedia of poetry and poetics, 1993
Und suchte meine Zunge ab nach Worten, 1996
Writing the wind: a Celtic resurgence, 1997
Ik hab geen ander land, 1998
Breizh ha pobloù Europa : pennadoù en enor da Per Denez, 1999
Danevelloù divyezhek - Nouvelles bilingues, 2002
Pennadoù
« T.S. Eliot and the impact of Baudelaire », Yale French Studies, levrenn 6 (1950), pp. 27-34
« Proust et Baudelaire », PMLA, Kerzu 1950, pp. 1011
« Renan savait il le breton? », Nouvelle Revue de Bretagne, Du-Kerzu 1952, pp. 44-47
« Four French Attitudes on Life: Montherlant, Malraux, Sartre, Camus », Bulletin of the New England MLA, C'hewrer 1953, pp. 9-15
« La genèse du thème celtique chez Renan », Nouvelle Revue de Bretagne, Mae-Mezheven 1953, pp. 166-176
« Trois lettres inédites de Renan », PMLA, Kerzu 1958, pp. 545-548
« La dimension sociale dans La Jalousie de Robbe Grillet », The French Review, Ebrel 1966, pp. 703-708
« Baudelaire et La Fontaine de Jouvence », Bulletin baudelairien, Eost 1966, pp. 1-7
« Une énigme baudelairienne », The Romanic Review, Ebrel 1967, pp. 77-82
« Rimbaud et la Dame aux camélias », Bulletin de la Société des Professeurs français en Amérique, 1967, pp. 45-46
« Baudelaire's Psychology of Play », The French Review, (Special issue), Goañv 1971), pp. 12-19
« La Vision de l'Inconscient chez Baudelaire », Symposium, Nevezamzer 1972, pp. 15-23
« A Prophet for our Times: Saint John Perse », The American Legion of Honor Magazine, levrenn 43 (1972), niv. 3, pp. 143-158
« En marge d'Éloges », The French Review, (Special issue), Nevezamzer 1973, pp. 112-119
« Baudelaire, poet of conjecture », The American Legion of Honor Magazine, levrenn 46 (1975), niv. 1, pp. 39-53
« Cocteau, or the poet as magician », The American Legion of Honor Magazine, levrenn 46 (1975), niv. 3, pp. 139-154
« Aesthetic Value and the Unconscious », Les Bonnes Feuilles, Hañv 1975, pp. 90-95
« Visite à Saint John Perse », The French Review, C'hwevrer 1976, pp. 401-404
« Poets and Politics: The Revival of Nationalism in Breton Poetry since World War I », World Literature Today, Nevezamzer 1980, pp. 218-222
« From Dada to the Computer », Dada/Surrealism, niv. 10-11 (1982), pp. 149-160
« The Breton Struggle for National Survival », Keltica, niv. 2 (1983), pp. 21-30
« Didactique du discours amoureux: le 'Mignonne ...' de Ronsard », Teaching Language Through Literature, levrenn XXIV (1985), niv. 2, pp. 15-26
« The Tragic Vision of Tangi Malmanche », World Literature Today (Hañv 1985), pp. 355-363
« Chateaubriand: le rocher de René », Romanic Review (Du 1986), pp. 330-342
« Stumm ha ster ar stourm speredel e Komzoù bev », Al Liamm, niv. 240 (1987)
« Microlecture de Giraudoux », The French Review, Meurzh 1987, pp. 497-501
« The Origins of Meven Mordiern's Celtic Calling », Proceedings of the Harvard Celtic Colloquium, levrenn V (1988), pp. 172-186
« Baudelaire devant les choses: profondeur ou surface? », Bulletin de la Société des Professeurs français en Amérique, 1987-88 (1989), pp. 67-79
« Modern Breton Fiction and the Emsav », Keltoi, levrenn 2 (1990), niv. 2, pp. 15-20
« The Ideological Significance of Emgann Kergidu », Proceedings of the Harvard Celtic Colloquium, levrennoù VI-VII (1990), pp. 47-68
« Baudelaire, Rimbaud, Verlaine, Mallarmé, Or The Imposture Of Poetry », in Justina. Homenage a Justina Ruiz de Conde (Erie: Alddeu, 1992), eds. Elena Gascón-Vera and Joy Renjilian-Burgy), pp. 45-58
« Oulipo », The New Princeton Encyclopedia of Poetry and Poetics (Princeton University Press, 1993) pp. 872-873
« Breton Poetry », The New Princeton Encyclopedia of Poetry and Poetics (Princeton University Press, 1993), pp. 146-147
« Giraudoux connaissait-il William T. Stead? », Revue de Littérature comparée, Ebrel-Mezheven 1993, pp. 233-242
« Le monstre des Feuillantines: une énigme hugolienne », Revue d'histoire littéraire de la France, Gwengolo-Here 1994, pp. 805-807
« Al lennegezh vrezhonek ha skridvarnouriezh an amzer-vremañ » :
I. « Istor ha kealoniezh: Emgann Kergidu », Al Liamm, (Gwengolo-Here 1994), niv. 286, pp. 361-383
II. « Hennvoud ar reuzc'hoari e c'hoariva Tangi Malmanche », Al Liamm, (Du-Kerzu 1994), niv. 287, pp. 512-527
III. « Ar faltazi hag ar c'hoari e buhezskridoù Meven Mordiern », Al Liamm, (Genver-C'hwevrer 1995), niv. 288, pp. 38-51
« An oberenn lennegel hag an Emsav », Al Liamm (Meurzh-Ebrel 1995), niv. 289, pp. 154-158
« An ad ludendumne an ad scribendum: skrivañ=c'hoari? », Al Liamm (Mae-Eost 1995), niv. 290-291, pp. 252-265
« Ar spered broadel ha lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ », Al Liamm (Du-Kerzu 1995), niv. 293, pp. 454-484
« Galvedigezh keltiek Meven Mordiern », Al Liamm (Genver-C'hwevrer 1996), niv. 294, pp. 22-49
« Orin ar simbol », Al Liamm (Genver-C'hwevrer 1996), niv. 294, pp. 66-67
« Mojenn », (Barzhoneg) Al Liamm (Meurzh-Ebrel 1996), niv. 295, p. 104
« Selladoù ouzh buhez an Emsav. Lizhiri Frañsez Vallée: 1916-1939 », Al Liamm (Mae-Eost 1996), niv. 296-297, pp. 243-263; (Sept.-Oct. 1996), niv. 298, pp. 360-381
« Meven Mordiern hag impalaerouriezh Bro-C'hall :
I. Aloubidigezh Aljeria, Al Liamm, niv. 300 (Genver-C'hwevrer 1997), pp. 59-78
II. Brezel ar Meksik », Al Liamm, niv. 301 (Meurzh-Ebrel 1997), pp. 162-190
« Jack Kerouac: touelloù ha disouezhadennoù », Al Liamm, niv. 305 (Du-Kerzu 1997), pp. 518-548
« E koun André Pieyre de Mandiargues », Al Liamm, niv. 306 (Genver-C'hwevrer 1998), pp. 15-25
« Jorge Guillén, barzh ar Boud », Al Liamm, niv. 307 (Meurzh-Ebrel 1998), pp. 152-163
« Me gloazet Howard Phillips Lovecraft », Al Liamm, niv. 312 (Genver-C’hwevrer 1999), pp. 9-32
« Baudelaire, diouganer an arz nevez », Al Liamm, niv. 316 (Gwengolo-Here 1999), pp. 62-70)
« Ar Varzhed Touellet: Baudelaire, Mallarmé, Verlaine, Rimbaud », Al Liamm, niv. 322 (Gwengolo-Here 2000), pp. 53-77
« Evezhiadennoù diwar-benn Nozvezh Arkuzh e beg an Enezenn », Al Liamm, niv. 324 (C’hwevrer 2001), pp. 83-89
« Saint-John Perse, barzh an Hollved », Al Liamm, niv. 329 (Kerzu 2001), pp.68-87
« Cocteau hag an Doueed », Al Liamm, niv.334 (Here 2002), pp.45-56
« Renan hag ar brezhoneg », Al Liamm, niv. 335 (Kerzu 2002), pp. 83-89
« Un diaraoger amerikan d'an Diveiz: Herman Melville (1819-1891) », Al Liamm, niv. 350 (Mezheven 2005), pp.37-53
« Ur skouarn evit Van Gogh », Al Liamm, niv. 352 (Here 2005)
« Ur Samaritan mat », Al Liamm, niv. 353 (Kerzu 2005)
« An digeliener », Al Liamm, niv. 355 (Ebrel 2006)
« Lizher eus ar vered », Al Liamm, niv. 356 (Mezheven 2006).
Barzhonegoù distag
Serr noz er gouelec'h, Al Liamm, no 215 (1982), p. 331
Ar Steredenn du, Al Liamm, no 216 (1983), pp. 6 7
Eneoù 'zo, Al Liamm, no 258 (1990), p. 3
Pedenn, Al Liamm, no 284-285 (1994), pp. 193-194
Levrlennadur
Pennadoù ha rentaoù-kont diwar-benn Reun ar C’halan
Symposium, Fall 1963, 235-236;
Revue d’Histoire Littéraire de la France, Meurzh-Ebrel 1972, 332-333, Genver-C'hwevrer 1976, 141 ; Meurzh-Ebrel 1988 ;
Modern Language Notes, levr. 89 (1974), 761-762;
Revue des Sciences Humaines, niv. 1 (1974), 182-183 ;
Etudes baudelairiennes, niv. VIII, 1976, 288-289 ;
World Literature Today, Nevezamzer 1981, Hañv 1985, Nevezamzer 1987;
T. R. Crowe, Writing the Wind : A Celtic Resurgence (1979), 106-109 ;
Gohier ha Huon, Dictionnaire des écrivains d’aujourd’hui en Bretagne, 1980;
Le Peuple breton, niv. 194 (1980), 29 ;
Breizh, niv. 253 (1980), 18-19, no 276 (1982) ;
Brud Nevez, niv. 47 (1981), 42 ;
Dalc’homp soñj, niv. 12 (1985), 18;
Bremañ, niv. 100 (1990);
Bro Nevez, C'hwevrer 1990 ;
J. T. Koch, Celtic Culture: a historical encyclopedia (2006), 78.
Remont Delaporte, Reun ar C'halan : div blanedenn, 214 pajenn, Al Lanv, Gouhere 2019 (ISBN 978-2-916745-33-6)
Ganedigezhioù 1923
Marvioù 2017
Skridvarnouriezh
Kastell-Nevez-ar-Faou
Rezistanted Breizh
Meneger ar skrivagnerien
Skrivagnerien Breizh
Skrivagnerien vrezhonek
Skrivagnerien c'hallek
Priz Langleiz |
2808 | https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20berradurio%C3%B9%20ar%20yezhadur%20brezhoneg | Roll berradurioù ar yezhadur brezhoneg | yezhadur brezhonek
ag. anv-gwan
ak. anv-kadarn
adv. adverb
ar. araogenn
b. benel
blot. blotaat
darn. darnel
da sk. da skouer
dre ast. dre astenn-ster
dre skeud. dre skeudenn-lavar
em. emober
ES. enepster
estl. estlammmiñ, -ammadenn
f. furm
g. gourel
gm. ger-mell
gw. gwelout
h anv hollek
HS. heñvelster
kad. kadarnaat
kemm. kemmadur
kenem. kenemober
krl. krennlavar
ls. liester pe anv lies
niv. niver
peg. pegementiñ
pennlav. pennlavarenn
perc'h. perc'hennañ
prl. peurliesañ
rag. raganv
rg. rakger
rn. rannig
s.o. sell(et) ouzh
stl. stagell
str. stroll
trl. tro-lavar
ub. unan bennak
udb. un dra bennak
v. verb |
2811 | https://br.wikipedia.org/wiki/K%C3%AAr-benn | Kêr-benn | Kêr-benn (liester : kêrioù-penn) a reer eus ur gêr m'emañ sez ur galloud politikel pe armerzhel hag a ren war ur Stad pe ur bastell-vro.
Kavet e vez ar furm kêrbenn (liester : kêrbennoù) alies a-walc'h, e Geriadur Hemon-Huon da skouer, met ar furm kêr-benn eo an hini a gaver e geriadur An Here hag el levrioù-deskiñ. Pa vez ur roll dibar gant ur gêr war dachenn pe dachenn e vez graet kêr-benn eus ar gêr-mañ ivez ; da skouer : An Oriant eo kêr-benn ar peskerezh e Breizh.
Pariz eo kêr-benn Vro-C'hall ha Canberra hini Aostralia
Naoned eo kêr-benn istorel Breizh
Roazhon eo kêr-benn Rannvro Breizh, ur rannvro velestradurel eus Frañs
Pont-'n-Abad eo kêr-benn ar Vro-Vigoudenn
Cotonou eo kêr-benn armerzhel Benin ha Porto-Novo kêr-benn bolitikel ar vro-se
Kêrioù-penn |
2812 | https://br.wikipedia.org/wiki/Prezidantelezh%20ar%20C%27huzul%20europat | Prezidantelezh ar C'huzul europat | Diouzh tro e vez meret prezidantelezh ar C'huzul europat anezhañ lec'h divizout pennañ Unaniezh Europa. Bep c'hwec'h miz e vez troet, en urzh lizherennek anv pep Stad ezel eus an UE en he yezh ofisiel.
Kadoriet eo kendalc'hioù Europa (kuzulioù europat) a vez dalc'het a-hed ar c'hwec'hmiziad gant Penn Stad pe Penn gouarnamant ar vro e penn ar C'huzul europat. An den-se eo ivez Prezidant ar C'huzul europat.
Ma teu un deiz Bonreizh Europa da vezañ e talvoud, e teuio prezidant ar C'huzul europat da vezañ dilennet evit daou vloaz hanter gant izili ar C'huzul europat ha n'hallo ket mui sammañ kargoù en e vro e-keit-se.
Setu roll ar prezidantelezhioù diwezhañ :
1995
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
1996
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
1997
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
1998
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
1999
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2000
1 Genver betek 30 Mezheven : , Antonio Guterres
1 Gouere betek 31 Kerzu : , Jacques Chirac
2001
1 Genver betek 30 Mezheven : , Göran Persson
1 Gouere betek 31 Kerzu : , Guy Verhofstadt
2002
1 Genver betek 30 Mezheven : , José Maria Aznar
1 Gouere betek 31 Kerzu : , Anders Fogh Rasmussen
2003
1 Genver betek 30 Mezheven : , Costas Simitis
1 Gouere betek 31 Kerzu : , Silvio Berlusconi
2004
1 Genver betek 30 Mezheven : , Bertie Ahern
1 Gouere betek 31 Kerzu : , Jan Peter Balkenende
2005
1 Genver betek 30 Mezheven : , Jean-Claude Juncker
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2006
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2007
1 Genver betek 30 Mezheven : , Angela Merkel
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2008
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu : , Nicolas Sarkozy
2009
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2010
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2011
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2012
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2013
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2014
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2015
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2016
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2017
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2018
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
2019
1 Genver betek 30 Mezheven :
1 Gouere betek 31 Kerzu :
Unaniezh Europa |
2819 | https://br.wikipedia.org/wiki/Okarina | Okarina | An okarina a zo un benveg-seniñ dre c'hwezh, dezhañ ur stumm viheñvel, tost ouzh hini beg ur goaf pe penn ur waz — alese e anv : en italianeg e talvez « oca » kement ha « gwaz », hag « ocarina » kement ha « gwazig » —, bet krouet gant Giuseppe Donati, war-dro ar bloavezh 1860, diwar batromoù degaset eus mezoamerika.
Fardet e vez an okarina peurvuiañ gant pri-poazh met meur a zanvez all, evel plastik, koad, gwer, ha metaloù, a c'haller implijout ivez. Sevel a ra e hed betek ur pemzek santimetr bennak. Evit el lakaat da seniñ e c'hwezher en ur pigos lec'hiet e kreiz ar benveg. Kleuzet e vez ennañ un niver a doulloù a gemm hervez ar patromoù (etre 4, 5, 8 pe 12 ar peurvuiañ), a ro an tu da gemmañ uhelded ar son.
Poblek-kenañ eo an ocarina er bed kornogât. Kavet e vez neoazh binvioù kar dezhañ en Amerika, en Afrika hag en Azia. Peadra zo da grediñ e oa bet fardeet ar re goshañ 12 000 bloaz 'zo. Binvioù ar seurt-se o deus bet ur pouez heverk e sevenadurioù Sinaat hag Mezoamerikan. Da heul aloubidigezh Amerika eo bet enporzhiet en Europa, lec'h ma 'z eus bet sellet outañ evel ur c'hoari, betek ma voe azasaet ouzh skeul diatonek ar sonerezh kornôgat gant Giuseppe Donati.
Liammoù diavaez
The Chuckerbutty Ocarina Quartet - Pevarat okarina breizhveuriat, gand standilhonoù son.
Ocarina Room - Titouroù war an oberiañ hag ar c'hoari, restroù mp3.
Standilhoù son okarina dieub a wirioù
Ocarina Forest
Binvioù-seniñ dre c'hwezh |
2823 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kuzul%20Europa | Kuzul Europa | Kuzul Europa eo anv aozadur etrebroadel « Europa Veur », 47 Stad ezel ennañ e-skoaz 29 en Unaniezh Europa). E bal eo kas war-raok an demokratelezh, gwirioù mab-den, identelezh sevenadurel Europa ha klask diskoulmoù da gudennoù ar gevredigezh en Europa.
Savet eo bet d'ar 5 a viz Mae 1949 dre Feur-emglev Londrez. E kêr Strasbourg emañ e sez.
Arabat eo droukveskañ Kuzul Europa gant Kuzul Unaniezh Europa, anezhañ ar framm politikel m'emañ dileuriet gouarnamantoù pep Stad ezel eus an UE, ha gant Ar C'huzul Europat a vez roet da anv an emvodoù ma vez merket politikerezh hollek an Unaniezh.
Ensavadurioù
Breujoù Kuzul Europa
Farmokoperezh Europa
Lez-varn Gwirioù Mab-Den Europa
Poellgor Europa war ar Gwirioù Sokial
Poellgor ar Vinistred
Bodad Venezia
Komiser e-karg eus gwirioù Mab-den
Kendivizadoù
Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver
Kendivizad Europa war Gwirioù Mab-den
Karta Sokial Europa (degemeret e 1961)
Stadoù diazezer
Stadoù ezel hiziv er-maez eus ar Stadoù diazezer
Europa
Gwir Europa |
2833 | https://br.wikipedia.org/wiki/Diazad%20doureier | Diazad doureier | Un diazad doureier a zo ur gorread douar a vez dastumet an dourioù kouezhet ennañ (glav, erc'h, kazarc'h, ha kement zo) gant un dourredenn hag e adstêrioù, pe gant ur gorread dour all.
Bevennet e vez en diamont gant ul linenn disparti eus an doureier a glot alies, met pas dalc'hmat, gant ul linenn uhelennoù. Diverañ a ra an dourioù glav a bep tu d'al linenn-se etrezek lec'hioù disheñvel en ur gas gante an elfennoù dileizhet pe en arlug evel ar gouelezennoù hag ar saotradur.
Bevennet e vez an diazad doureier en ardraoñ ivez gant lec'h kemberañ an dourredennoù anvet lec'h diskargañ : ur c'hemberadur gant un dourredenn all, ur genoù a sko war ul lenn, ur mor pe ur meurvor.
Pep diazad doureeier a c'haller rannañ en un serten niver a ziazadoù bihanoc'h (anvet a-wezhioù « isdiazadoù doureier ») a glot gant ar gorread a zegas dourioù da bep hini eus an adstêrioù en em daol en dourredenn bennañ.
Un diazad doureier a vent vras a sko e-barzh ar mor dre ur genoù nemetken zo un diazad hidrografek
endro
kêraozouriezh
hidrologiezh |
2835 | https://br.wikipedia.org/wiki/Lenn | Lenn | Lenn a c'hell bezañ meur a dra:
Ul lenn, ul ledennad dour, peurliesañ dour dous, e-kreiz an douaroù.
Al lenn, an ober graet an lagad (pe ur mekanik) evit anavezout ar pezh a zo skrivet war dra pe dra.
Ul lenn, pe pallenn, pezh dilhad gwele a lakaer war c'horre ar gweleoù evit o goleiñ. |
2836 | https://br.wikipedia.org/wiki/Lenn%20%28dour%29 | Lenn (dour) | Ul lenn a zo ul ledennad dour gant douar tro-dro dezhi. An darn vuiañ eus al lennoù a zo leuniet gant dour dous. Kavet e vez an darn vuiañ anezho en emisferenn an Norzh, el ledredoù bras d'an aliesañ. Meur a lenn vras a vez anvet mor pe mor diabarzh ha meur a vor bihan a vez graet lenn anezho.
Koulskoude e kaver ledennadoù konkavel kazi hep dour enno hag a reer lennoù anezho. Da skouer : al Lenn Eyre en Aostralia e-lec'h ma ne vez ket a dour peurliesañ nemet pa gouezh glav puilh ur wech an amzer.
Ul lenn a c'hell bezañ naturel, met a-wechoù e vezont krouet dre stankañ un dourredenn pe meur a hini. Savet e vezont evit produiñ tredan (energiezh dourdredanel), evit pourchas dour d'ar c'hêrioù, evit an diduamant (neuial ha sportoù dour), hag all.
En tu-hont da 60% eus lennoù ar bed a vez kavet e Bro-Ganada, met graet e vez Bro ar Mil lenn eus Finland, ha pelloc'h c'hoazh ar Stad amerikan Minnesota a vez graet Bro an Dek mil lenn anezhi. Abeg ar c'hementad bras a lennoù e Kanada a vez displeget dre ur sistem dizouradur diaezhennet. Lennoù Meur Norzhamerika a zo bet krouet gant skornegoù divent Oadvezh ar Skorn.
Al limnologiezh eo ar skiant a bled gant al lennoù.
Sellet ivez
Roll lennoù pennañ ar bed
Lennoù
hidrologiezh |
2837 | https://br.wikipedia.org/wiki/Skeulenn%20gromatek | Skeulenn gromatek | Ur skeulenn gromatek a c'hall bout nep skeulenn gant div hantertonenn
diouzh renk enni. Met ar skeulenn gromatek e vez kaoz deuzouti ordin eo hini an
12 hantertonenn eus skeulenn demperet ar C'hornôg : da lavaret eo an holl notennoù piano, du pe gwenn. Nep skeulenn all eus muzik ar C'hornôg zo un
is-teskad eus ar skeulenn-se.
An term "kromatek" a vez implijet ivez gant muzisianed pa vez graet gant
notennoù ha n'int ket e-barzh skeulenn normal ar pennad-muzik.
Damkaniezh ar sonerezh |
2839 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kazh | Kazh | Ar c'hazh (liester kizhier), pe kazh doñv, a zo ul loen-ti doñvaet gant an dud a bell zo. Flour eo e vlevenn. Miaoual a ra ha rouzmouzat, pe lavarout a ra e bater. Brudet eo ar c'hizhier da logota. Kelinañ a ra ar gazhez.
Skiant
Ur bronneg bihan eo, ha kigdebrer, hag an hini anavezetañ eus ar c'hazheged. Renket e vez er c'herentiad Felidae hag en isspesad Felis silvestris catus p'eo bet e c'hourdad ar c'hazh gouez (Felis silvestris).
Bevañ a ra ar c'hazh nes-tre d'an den abaoe 3.500 vloaz d'an nebeutañ pa implije Henegiptiz kizhier a-leizh evit diwall o grignoloù diouzh al logod ha diouzh ar c'hrignerien all. Bremañ eo deuet ar c'hazh da vezañ al loen ti stankañ.
Enrollet e vez lignezoù kizhier 'zo evit ma vefent disklêriet evel kizhier a-ouenn hag ar marilh a vez anvet ar pedigree (ger saozneg). Kenstrivadegoù etre perc'henned ha saverien-kizhier a vez aozet evit keñveriañ al loened ha dibab pere a zo an nesañ d'ar patrom termenet evit pep gouenn pe pep isgouenn. Koulskoude, nebeutoc'h eget 1% eus niver an holl gizhier a zo loened a-ouenn.
Renket e vez ar c'hizhier all etre kizhier ti hir o blev ha kizhier ti berr o blev.
Dezverkoù
Perzhioù ar c'hazh
Pouez ur c'hazh a vez etre 2,5 ha 7 kilogramm (ral a wech en tu-hont da 10 ha betek 23 pa vezont dreistvaget). Bezañ dreistvaget n'eo ket mat evit yec'hed ar c'hazh hag en deus ezhomm bras da bleustriñ e gorf ha da gaout ur reol-voued aozet mat, dreist-holl pa vez miret ar c'hizhier er gêr. Ar c'hizhier bihanañ eo re ar ouenn treid-du (war-dro 2 gilogramm).
Pa vezont dalc'het e-barzh an tiez e c'hell ar c'hizhier bevañ e-pad 15-20 vloaz, hag anavezout a reer ur c'hazh hag en deus bet bevet betek 36 vloaz. Bevañ a ra pellikoc'h peurliesañ ar c'hizhier ti pa ne vezont ket aotreet da vont er-maez (izelaet eo an arvar diwar emgannoù ha gwallzarvoudoù) hag ivez pa vezont difrouezhet (kizhier-mamm) pe spazhet (targizhier). An oberatadennoù-se a zigresk ar riskloù krign-bev eus ar c'helloù pe ar vierezoù. Ar c'hizhier-mamm a c'hell chom hep tapout krign-bev en o bronnoù pa vezont difrouezhet a-raok kasha pe kaout ar c'hentañ klodad. Bevañ a ra ar c'hizhier dizoñv (deuet da vezañ gouez en-dro) war-dro daou vloaz (keidenn) pe nebeutoc'h peurliesañ (nemet paa vez graet war o zro gant tud a-youl-vat, evel e Roma).
An darnvuiañ eus ar c'hizhier o deus divskouarn sonn ha rouez eo an divskouarn pleget evel m'o deus ar chas. Pa vez fuloret pe spontet e kas ar c'hazh e zivskouarn en a-dreñv en ur grozal pe en ur bufal. E pep skouarn ez eus 32 gigenn hag e c'hell bezañ fiñvet ar skouarn hec'h-unan.
Evit mirout o energiezh e kousk ar c'hizhier muioc'h eget meur a loen ha mui-oc'h-mui en o buhez. Keitat an eurioù kousket bemdez a zo 13 pe 14, met 12 pe 16 ivez. A-wechoù ez a betek 20 eur diwar 24.
Gwrezverk normal e gorf a zo 39 pe 40 derez Celsius (37 evit an dud).
Kredet e vez eo gouest ar c'hazh da bradañ bewech war e bavioù met n'eo ket gwir e pep degouezh. Gwir eo koulskoude e c'hell ar c'hazh, p'emañ o kouezhañ, lakaat e gorf da weañ dre dastaol. Dont a ra eus e varregezh evit lakaat e gorf gwevn war e gempouez. Kavet e vez unan eus an abegoù e-barzh e livenn-gein 60 mell enni (34 hepken evit an Den). Gant-se e c'hell al loen ober ur c'hamm don gant e c'hein.
Ar c'hazh, an dremedal hag ar jirafenn eo ar pevarzroadeged nemeto a c'hell keflusk pavioù ur gostezenn asambles (hag an hini all goude). Pa vez kaoz eus ar c'hezeg a lakaer d'ober evel-se dre ar pleustriñ e vez graet ar paz-inkane eus al lusk-se. E-touez al loened doñv n'eus nemet ar c'hizhier hag a vale war o bizied (evit-se e vezont anvet digitigradioù).
Gweled
Mat-tre eo gweled ar c'hizhier e-pad an deiz, met dibar eo ar gweled e-pad an noz ivez. Pa vez skedus ar gouloù e teu an iris da vezañ ur faout moan-tre evit diwall ouzh ar retina a resev re a c'houloù, ken e vez strishaet tachenn ar gweled. Bez' e c'hell ar c'hizhier gwelout pa vez nebeut-tre a c'houloù p'o deus e-barzh al lagad un organ ispisial anvet an tapetum lucidum. Evel an darn-vuiañ eus ar breizherien, e wel o daoulagad war-eeun asambles ha diouzh-se n'eo ket mat ar gweled war ar c'hostezioù. N'o deus ket ar c'hizhier ur gweled aes gant an tri liv : pa sellont pell e teuz al livioù en o daoulagad.
Selaou
C'hwesha
Barregezh war ar c'hwesha a zo 14 gwech brasoc'h eget hini an Den, rak div wech muioc'h a gelliged santus zo e fri ar c'hizhier ken e c'hellont santout traoù na vezont ket santet gant an dud.
Mourroù
Kundu sokial
Yec'hedoniezh
Mafia
Kizhier a vez implijet gant mafia Sikilia da lakaat tan er c'hoadoù
.
Lennegezh
La gatomaquia, gant Lope de Vega,
Kazh e heuzoù, gant Charles Perrault
Alice, gant Lewis Carroll
Oda al Gato, gant Pablo Neruda.
Lavaroù ha krennlavaroù
Al logodenn n'he deus nemet un toull Zo boued d'ar c'hazh abred
Ar c'hazh a vourr o logota Hag ar c'hi o koulineta
Ar c'hi hag ar c'hazh Mignoned warc'hoazh
Ar ouenn a denn : Diwar gi ne vez ket kazh Diwar logod ne vez ket razh
Da bep hini e vlaz Logod d'ar c'hazh Eskern d'ar chas
Diwar gi, ki ; diwar gazh, kazh ; Diwar logodenn ne vez ket a razh
Biskoazh kemend-all ! Lonket ar c'hazh gant ar c'hig-sall !
Kazh maneget n’eo ket mat da logota
Kazhig a vale a lip e bav An hini a chom e-kichen an tan A chom da viaoual gant an naon
Kazh skaotet En devez aon rak dour bervet
Ki besk ha kazh diskouarnet N'int mat nemet da zebriñ boued
N'eo ket ret kaout skeul d'ar c'hazh Evit pakañ logod pe razh
Ne vez anavezet ur c'hazh ken na vez kerzhet war e lost
Pa vez ar c’hazh tost d’al laezh e oar lipat an dienn
Pa vez moan ar gazhez E vez sur eus he bloavezh
Pa zeu ar c’hizhier d’an haleg Echu d’ar goañv kalet
P’en devez un den ur c’hazh da foetañ, koulz eo e foetañ diouzhtu
Teod ar c'hi zo medisin Teod ar c'hazh zo ampoezon
Teod ar c'hi zo medisinour Teod ar c'hazh zo treitour
Un dra ha na vez bet gwelet biskoazh Eo un neizh logod e skouarn ur c'hazh
Ur c'hazh buan n'eo ket mat da logota
Ur c'hi meret, hanter savet Ur c'hazh meret, hanter lazhet
Ur c’hozh kazh a gar logod yaouank
Gerioù deveret
kazh-banal
kazh-dour, anv all an dourgi
kazh-faou, kazh-koad, kazh-pin, anv all ar gwiñver
kazh-gouez
kazh-haleg, bleuñv
kazh-mor, kazh-rous, anvioù all d'ar vorc'hast
kazh-prad, anv all ar c'hoz
Loened ti
Felidae
Bronneged |
2842 | https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20lenno%C3%B9%20penna%C3%B1%20ar%20bed | Roll lennoù pennañ ar bed | Roll al lennoù pennañ renket hervez ar c'hevandirioù
Afrika
Lennoù etrebroadel
Lenn Albert (Mobuto-Sese-Seko)
Lenn Tchad
Lenn Edward
Lenn Kariba
Lenn Kivu
Lenn Mweru
Lenn Nasser
Lenn Nyassa pe Lenn Malawi etre Malawi, Tanzania ha Mozambik
Lenn Tanganyika
Lenn Victoria
Egipt
Lenn Mareotis
Birkat Quaroun
Lenn Idku
Lenn Bouroullous
Lenn Manzilah
Lenn Nasir
Etiopia
Lenn Abaya
Lenn Chew Baher (Lenn Stefanie)
Lenn T'ana
Ghana
Lenn Volta
Kenya
Lenn Barengo
Lenn Bogoria
Lenn Elmenteita
Lenn Magadi
Lenn Naivacha
Lenn Nakourou
Lenn Turkana (Lenn Rudolf pe Rudolph)
Republik demokratel Kongo (bet Zair)
Lenn Mai-Ndombe (Lenn Leopold II)
Lenn Tshangalele
Lenn Toumba
Malawi
Lenn Chilwa
Mozambik
Lenn Cabora Bassa
Nigeria
Lenn Kaenji
Ouganda
Lenn Bisena
Lenn George
Lenn Kyoga
Lenn Kwania
Soudan
Lenn Roseires
Lenn Nubia
Tanzania
Lenn Bourigi
Lenn Eyasi
Lenn Ikimba
Lenn Jipe
Lenn Kitangiri
Lenn Manyara
Lenn Mdoutou
Lenn Natron
Lenn Nyoumba ya Moumgou
Lenn Roukwa
Lenn Sagara
Zambia
Lenn Mwerou Wantipa
Lenn Bangweoulou
Antarktika
Lenn Vida
Lenn Vostok
Azia
Lennoù etrebroadel
Mor Aral
Mor Kaspia
Mor Marv
Armenia
Lenn Sevan
Kambodja
Lenn Tonlé Sap
Sina
Lenn Daze Co
Lenn Dongteng
Lenn Tianchi
Lenn Dian
Lenn Qenghai
Lenn Taihu
Weishan Hu
India
Lenn Powai
Lenn ar c'horf-eskern
Indonezia
Lenn Toba (Danau Toba) (Sumatra)
Danau Pozo (e Sulawesi)
Danau Towuti (e Sulawesi)
Iran
Lenn Urmia
Lenn Zarivar
Lenn Gohar
Lenn Hamoun
Irak
Lenn ath Tharthar
Hawr al Habbaniyah
Bahr al Milh
Israel
Mor Galilea (Lenn Tiberias, Yam Kinneret)
Japan
Lenn Biwa
Kazakstan
Lenn Balkach
Lenn Zaysan
Kirgizstan
Lenn Issyk
Filipinez
Lenn Bay
Lenn Taal
Rusia (lodenn aziat)
Lenn Baikal (Lenn Baykal)
Lenn Ouvs Nor
Lenn Teletskoye
Siria
Lenn Assad
Turkia
Lenn Van (Van Gölü)
Lenn Tuz (Tuz Gölü)
Lenn Beysehir (Beyşehir Gölü)
Lenn Aksehir (Akşehir Gölü)
Lenn Egridir (Eğridir Gölü)
Lenn Iznik (Iznik Gölü)
Lenn Ulubat (Ulubat Gölü)
Lenn Kus (Kuş Gölü)
Lenn Burdur (Burdur Gölü)
Lenn Aci (Aci Gölü)
Lenn Hirfanli baraji (Hirfanli baraji Gölü)
Europa
Lennoù etrebroadel
Lenn Konstanz (Aostria, Alamagn, Suis; alamaneg: Bodensee)
Lenn Doiran (Makedonia ha Bro-C'hres)
Lenn Geneva pe Lenn Leman (Bro-C'hall, Suis)
Lenn Lugano (Suis, Italia)
Lago Maggiore (Suis, Italia
Lenn Neusiedl (Neusiedler See/Fertő (Aostria, Hungaria)
Lenn Ohrid (Albania, Makedonia)
Lenn Peipous (Estonia, Rusia)
Lenn veur Prespa (Albania, Makedonia, Bro-C'hres)
Lenn vihan Prespa (Albania, Makedonia, Bro-C'hres)
Lenn Skadar (Montenegro, Albania)
Lenn Vistytis ha Lenn Peipsi (Lituania, Rusia)
Alamagn
Albania
Lennoù Belch
Lennoùf Lure
Lenn Pogradec
Aostria
Altausseeer See
Attersee
Faaker See
Fuschlsee
Hallstätter See
Irrsee
Klopeiner See
Längsee
Millstätter See
Mondsee
Traunsee
Wolfgangsee
Wörthersee
Zeller See
Breizh
Al Lenn Veur (Liger-Atlantel)
Lenn Gwerledan (Kerne/Bro-Wened, Aodoù-an-Arvor)
Mirlenn Kerne-Uhel (Kerne, Aodoù-an-Arvor)
Mirlenn Brenniliz (Kerne, Penn-ar-Bed)
Mirlenn an Dreneg (Bro-Leon, Penn-ar-Bed)
Bro-C'hall
Lenn Aiguebelette
Lenn Annecy (lac d'Annecy)
Lennvor Berre (Etang de Berre)
Lenn Bicarrosse ha Parentis
Lenn ar Bourget
Lenn Carcans (Etang de Carcans)
Lenn Cazaux (Etang de Cazaux)
Lenn an Der-Chantecoq
Lenn Hourtin
Lenn Lacanau
Lenn Orient (Aube)
Lenn Paladru
Lenn Saint-Point
Lenn Serre-Ponçon
Lenn Thau
Lenn Vaccares (Etang de Vaccares)
Bro-C'hres
Lenn Ioannenon
Lenn Kastorias
Lenn Mavrovou
Lenn Mikra Prespa
Lenn Trikhonis
Lenn Vegorritis
Lenn Vistonis
Lenn Volvi
Finland
Lenn Haukivesi
Lenn Inari
Lenn Kallavesi
Lenn Keitele
Kiantajärvi
Lenn Lappajärvi
Näsijärvi
Lenn Oulujärvi
Lenn Pielenen
Lenn Pihlajavesi
Puulavesi
Lenn Pyhäjärvi
Lenn Päijänne
Lenn Saimaa
Hungaria
Lenn Balaton
Lenn Tisza
Lenn Velencei
Lenn Hévíz
Italia
Iwerzhon
Izelvroioù
IJsselmeer
Ketelmeer
Markermeer
Veluwemeer
Latvia
Lenn Burtnieks
Norvegia
Mjøsa
Polonia
Lenn Dabie (Jezioro Dąbie e Szczecin)
Lenn Mamry (Jezioro Mamry en Mazuria Bro al lennoù)
Lenn Sniardwy (Jezioro Śniardwy e Mazuria (Bro al lennoù)
Lenn Lebsko (Jezioro Łebsko)
Lenn Miedwie (Jezioro Miedwie)
Lenn Jeziorak (Jezioro Jeziorak)
Lenn Niegocen (Jezioro Niegocen)
Lenn Gardno (Jezioro Gardno)
Lenn Jamno (Jezioro Jamno)
Lenn Wigry (Jezioro Wigry)
Lenn Goplo (Jezioro Gopło)
Lenn Drawsko (Jezioro Drawsko)
Rusia
Lenn Ladoga
Lenn Onega (Onega, Onezhskoe ozero, Onezhskoe)
Lenn Peipous
Lenn Pskov
Lenn Ilmen
Lenn Nero
Lenn Seliger
Lenn Brosno
Slovenia
Lenn Bled (Blejsko jezero)
Lenn Bohenj (Bohenjsko jezero)
Lenn Cerknica (Cerkni?ko jezero),
Lenn Sant Martin (?martensko jezero)
Lennoù an Triglav (Triglavska jezera)
Lenn Krn (Krnsko jezero)
Lenn Velenje (Velenjsko jezero)
Lenn gouez (Divje jezero)
Sveden
Suis
Lenn ar Pevar C'hanton
Lenn Neuchâtel
Lenn Zürich
Breizh-Veur
Lenn Bala (Bro-Gembre)
Buttermere
Coniston Water
Derwent Water
Grasmere
Lenn Gwernan
Kielder Water (Northumberland, Bro-Saoz)
Loch Awe (Bro-Skos)
Loch Lomond (Bro-Skos)
Loch Maree (Bro-Skos)
Loch Morar (Bro-Skos)
Loch Ness (Bro-Skos)
Loch Shen (Bro-Skos)
Loch Tay (Bro-Skos)
Tal-y-llyn (Bro-Gembre)
Thirlmere
Ullswater
Windermere
Wast Water
Norzhamerika
Lennoù etrebroadel
Lenn Champlain e Kebek, Kanada ha New York, Vermont e Stadoù Unanet Amerika
Lenn Erie en Ontario, Kanada ha Michigan, New York, Ohio, Pennsylvania e Stadoù Unanet Amerika
Lenn Huron en Ontario, Kanada ha Michigan e Stadoù Unanet Amerika
Lenn Nicaragua (Lenn Cocibolca) e Costa Rica ha Nicaragua
Lenn Ontario en Ontario, Kanada ha New York e Stadoù Unanet Amerika
Lenn Saint-Clair en Ontario, Canada ha Michigan e Stadoù Unanet Amerika
Lenn Superior † en Ontario, Kanada ha Michigan, Minnesota, Wisconsin e Stadoù Unanet Amerika
Lenn of the Woods e Minnesota, e Stadoù Unanet Amerika; Manitoba, Ontario, Kanada
Kanada
Jedet eo bet e vije 32 000 lenn pe tro-war-dro e Kanada. Marteze eo ar c'hementad lennoù brasañ er bed evit ur vro nemetken.
Guatemala
Lenn Atitlán
Lenn Izabal
Mec'hiko
Nicaragua
Lenn Nicaragua
Lenn Managua
Stadoù-Unanet Amerika
Alabama
Lenn Eufala
Lenn Hardeng
Lenn ar West Point
Alaska
Lenn Becharof
Lenn Clark
Lenn Iliama
Lenn Lower Ugashik
Lenn Mother Goose
Naknek
Lenn Teshekpuk
Lenn Upper Ugashik
Arizona
Lenn ar Many Farms
Lenn Mead
Lenn Mormon
Lenn Powell
Lenn San Carlos
Lenn Theodore Roosevelt
Arkansas
Lenn Beaver
Lenn ar Bull Shoals
Lenn DeGray
Lenn Greers Ferry
Lenn Millwood
Lenn Norfolk
Lenn Ouachita
Colorado
Lenn Cherry Creek
Lenn Granby
Lenn Turquoise
Connecticut
Lenn Candlewood
Florida
Lenn Apopka
Lenn Crescent
Lenn George
Lenn Harney
Lenn Harris
Lenn Istokpoga
Lenn Kissimmee
Lenn Okeechobee
Lenn Seminole
Lenn Tohopekaliga
Georgia
Lenn Allatoona
Lenn Blue Ridge
Lenn Burton
Lenn Chatuge
Lenn Eufala
Lenn Hardeng
Lenn J. Strom Thurmond
Lenn Nottely
Lenn Rabun
Lenn Seminole
Lenn Sidney Lanier
Lenn Sinclair
Lenn ar West Point
Idaho
Illinois
Lenn Apple Canyon
Lenn Calumet
Lenn Carlyle
Lenn Cedar
Lenn Clenton
Lenn Devils Kitchen
Lenn Egypt
Lenn an Horseshoe (Illinois)
Lenn Kenkaid
Lenn Michigan en Illinois, Indiana, Michigan ha Wisconsin
Lenn Rend
Indiana
Lenn Greenwood
Lenn Michigan en Illinois, Indiana, Michigan ha Wisconsin
Monroe Reservoir
Lenn Patoka
Iowa
Lenn Clear
Lenn East Okoboji
Lenn Spirit
Lenn Storm
Lenn West Okoboji
Kalifornia
Kansas
Lenn Fall River
Lenn Marion
Lenn Milford
Lenn Perry
Lenn Tuttle Creek
Lenn Waconda
Lenn Wilson
Kentucky
Louisiana
Lenn ar Bayou D'Arbonne
Lenn Bisteneau
Lenn Caddo
Lenn Calcasieu
Lenn Catahoula
Lenn Claiborne
Lenn Clear
Lenn Cocodrie
Lenn Cross
Lac Des Allemands
Grand Lenn
Lenn Maurepas
Lenn Pontchartraen
Lenn Sabine
Lenn Salene
Lenn Salvador
Lenn Six Mile
Lenn Verret
Lenn White
Maine
Lenn Moosehead
Maryland
Lenn Deep Creek
Massachusetts
Chargoggagoggmanchauggagoggchaubunagungamaugg
Quabben Reservoir
Lenn Quinsigamond
Lenn Rico
Lenn Sabbatia
Michigan
Lenn Michigan en Illinois, Indiana, Michigan and Wisconsin
Lenn Portage
Minnesota
Lenn Bemidji
Lenn Big Stone
Lenn Como
Lenn Cass
Lenn Itasca
Lenn Mille Lacs
Lenn Mennetonka
Lenn of the Woods
Mississippi
Lenn Aliceville
Lenn Arkabutla
Lenn Enid
Lenn Gaensville
Lenn Grenada
Lenn Marting
Lenn Ross Barnett
Lenn Sardis
Missouri
Lenn Bull Shoals
Lenn Norfolk
Montana
Nebraska
Lenn Babcock
Lenn Harlan County
Lenn Lewis and Clark
Lenn McConaughy
Lenn Menatare
Nevada
Humboldt Sink
Lenn Mead
Lenn Pyramid
Lenn Tahoe
Lenn Walker
New Hampshire
Lenn Fourth Connecticut
Lenn Wentworth
Lenn Winnipesaukee
New Jersey
Lenn Hopatcong
New Mexico
New York
Lenn Canandaigua
Lenn Cayuga
Lenn Cranberry
Lenn Keuka
Lenn George
Lenn Seneca
North Carolina
Lenn Chatuge
North Dakota
Lenn Alkali
Lenn Arthur
Lenn Ashtabula
Lenn Darling
Lenn Devil's
Lenn Horsehead
Lenn Long
Lenn Rush
Lenn Sakakawea
Lenn Stump
Lenn Sweetwater
Lenn Tschida
Ohio
Lenn Acton
Lenn Caesars Creek
Clarence J. Brown Reservoir
Lenn Cowan
Lenn Indian
Lenn William Harsha
Oklahoma
Oregon
Lenn Crater
Lenn Detroit
Lenn Goose
Lenn Maidu
Lenn Upper Klamath
Pennsylvania
South Carolina
Lenn J. Strom Thurmond
South Dakota
Lenn Big Stone
Lenn Lewis and Clark
Tennessee
Lenn Barkley
Lenn Kentucky
Texas
Lenn Caddo
Lenn Cedar Creek
Lenn Kickapoo
Lenn Sabine
Lenn Town
Lenn Travis
Utah
Lenn Bear
Lenn Great Salt
Lenn Powell
Lenn Utah
Vermont
Lenn Ball Mountain
Lenn Crystal
Lenn North Hartland
Lenn North Springfield
Lenn Silver
Lenn Townshend
Virginia
Lenn Anna
Lenn Chisden
Lenn Claytor
Lenn Drummond
Lenn Moomaw
Washington
Lenn Dead Leaf anvet bremañ Lenn ar Fallen Leaf
Lenn Lacamas
Lenn Sammamish
Lenn Tug
Lenn Washington
West Virginia
Lenn Beech Fork
Lenn Bluestone
Lenn Burnsville
Lenn East Lynn
Lenn Jennings Randolph
Lenn R D Bailey
Lenn Stonewall Jackson
Lenn Summersville
Lenn Sutton
Lenn Tygart
Wisconsin
Lenn Michigan en Illinois, Indiana, Michigan ha Wisconsin
Lenn Winnebago
Wyoming
Lenn Alice
Okeania
en Aostralia
e Zeland-Nevez
Papoua-Ginea Nevez
Lenn Szaga
Lenn Chambri
Suamerika
Lennoù etrebroadel
Lenn Titicaca
Arc'hantina
Mar Chiquita
Lenn Argentino
Lenn Viedma
Lennoù aet da hesk
Lenn Agassiz
Lenn Tulare
Lop Nor
Lennoù faltaziek
Lenn Evendim
Lenn Mithrim
Lenn Wobegon
Notennoù
Lennoù |
2843 | https://br.wikipedia.org/wiki/Tabouio%C3%B9%20envel | Tabouioù envel | Tabouioù envel zo bet o ren e Sina gwechall. Berzet e oa distagañ pe skrivañ (arouezennoù dibar) anvioù an impalaerien hag o hendadoù.
An tabou envel ar Stad (国讳 ; 國諱) a oa un tabou a-enep implij anv an impalaer pe anvioù e hendadoù. Da skouer, e-pad an dierniezh Qin, ne veze ket graet Zheng(政) ouzh Qin Shi Huang(政) ha miz kentañ ar bloaz "Zheng Yue" (政月: ar miz melestradurel) a veze adskrivet "Zheng Yue" (正月: ar miz eeun) hag ouzhpenn adanvet "Duan Yue" (端月 : ar miz eeun/end-eeun). Dre vras ne veze ket meneget anvioù an hendadoù a-raok ar 7 rummad.
An tabou envel ar c’hlan (家讳 ; 家諱) a oa un tabou lakaet war implij anvioù hendadoù an-unan.
An tabou envel ar veurdez (聖人諱) a oa un tabou lakaet war implij anvioù an dud doujet. Da skouer eo bet tabou ober gant anv Konfusius e-pad an dierniezh Jin.
El lizheroù hag en teulioù diplomatel eskemmet etre klannoù e veze doujet mat da dabouioù envel pep klann.
E 1777 e skrivas Wang Xi Hou (王錫侯) anv an impalaer Qianlong war e levr. Kondaonet d'ar marv e voe a-gevret gant ar re kar dezhañ.
Tri doare a oa da chom hep implij un arouezenn bennak.
Kemmañ an arouezenn en unan bennak all, heñvelik pe heñvelson a-walc’h peurliesañ. Da skouer e veze erlec’hiet anv dor Xuanwu (玄武門:dor an hanternoz) eus ar Geoded Verzet gant hini "Shenwu" (神武門 ; Dor Galloud an Doueoù) ha se a-benn chom hep ober gant anv Xuanye(玄燁) an impalaer Kangxi.
Leuskel ur gwenn e-lec’h an arouezenn.
Chom hep lakaat ur varrenn war un arouezenn, dreist-holl ar varrenn ziwezhañ.
Daoust ma ne vez ket heuliet pizh an tabouioù-se ken ez eus kalzik a dud a chom hep reiñ d'o bugale tre an hevelep anv hag unan eus o hendadoù c’hoazh. Setu perak e talc’h Sinaiz a-vremañ da gavout diseven mont d'unan bennak dre e anv hag eo rouez-mat kavout un Sinaad anvet "Jr." pe "an trede".
Istor Sina
Sevenadur Sina |
2845 | https://br.wikipedia.org/wiki/Penn-ar-Bed | Penn-ar-Bed | Penn-ar-Bed (distaget: ), Finistère e galleg hag ent-ofisiel (distaget: ), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E kornaoueg ar vro emañ, Kemper eo ar pennlec'h anezhañ, hag an 29 an niverenn roet dezhañ.
Brezhoneg
Ar Brezoneg er Skol
1934-1936: ar c'huzul-departamant a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol.
Bremañ
51 gumun a zo ur skol Diwan pe ur skol zivyezhek enno. 3,8% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez. Ofis Publik ar Brezhoneg
Ar skritelladur a zo ul lodenn diouti e brezhoneg e Penn-ar-Bed, dreist-holl skritelloù ar c'humunioù.
E 1999 e oa bet graet un enklask gant an INSEE hag e oa bet kavet e oa tro 132 000 brezhoneger e departamant Penn-ar-Bed. Er bloavezh 2005 e oa 4 333 skoliad en hentennoù Diwan ha divyezhek.
Istor
Krouet eo bet e 1790 diwar rannadenn proviñs Breizh etre pemp departamant. Ar prefeti a zo bet staliet e Kemper, hag ar prefeti mor e Brest. Anvet eo bet diwar un anv kozh roet er Grennamzer da Veg Lokmazhe (e kumun Plougonvelen) bet kredet bezañ ar c'hornôkañ lec'h e kevandir Eurazia, houmañ lakaet da lodenn bennañ ar bed. Hiziv an deiz emañ perzh eus Rannvro Breizh.
Evit sevel departamant Penn-ar-Bed ez eus bet kemeret ul lodenn vras eus Kerne, er su, kontelezh hag eskopti kozh Bro-Leon penn-da-benn, er biz ul lodenn eus Bro-Dreger, hag ul lodennig eus Bro-Wened er gevred, e-tro an Arzhanaou.
Istor melestradurel
27 a viz Genver 1790 - Diviz kannaded Breizh war harzoù departamant Penn-ar-Bed (rannadur Bro-Dreger koulz hag hini senesaliezh Karaez ha kanton an Arzhanaou distaget diouzh Bro-Wened);
20 a viz Eost 1790 - Kemper lakaet da bennlec'h Penn-ar-Bed gant ar Vodadeg Vroadel Bonreizhañ a-enep tuidi Landerne;
17 a viz Gouere 1793 - Goude m'eo bet kaset d'al lezvarn melestrerien Penn-ar-Bed emañ staliet ar C'hengor melestradurel e Landerne, met chom a ra an darn vuiañ eus ar paperennoù e Kemper adanvet "Montagne-sur-Odet";
22 Mae|22 a viz Mae 1794 - 26 melestrer Penn-ar-Bed dibennet e Brest evit bezañ bet kevrededourien;
5 a viz Du 1794 - Kemper adlakaet da bennlec'h gant ar Goñvañsion Vroadel;
17 a viz C'hwevrer 1800 (28 Pluviôse, An VIII) - Lezenn war ar rannadur melestradurel e Bro-Chall : ur prefed lakaet e penn melestradurioù an departamantoù ha krouidigezh an arondisamantoù gant un isprefed war ar bazenn uhelañ - Roll an arondisamantoù : Kemper, Brest, Kastellin, Montroulez, Kemperle.
1857 - Staget eo Lokunole ouzh Penn-ar-Bed;
1926 - Lamet eo Kemperle diouzh roll an arondisamantoù;
1973 - Brest hag ar c'humunioù war he zro bodet er Kumuniezh kêrioù Brest;
6 a viz C'hwevrer 1999 - Kentañ lezenn war bodañ ar c'humunioù e kumuniezhioù kumunioù - War ar prantad 2000-2003 e padas an divizoù a-raok ma vo goloet an departamant a-bezh. N'eus nemet teir c'humun chomet er-maez eus ur gumuniezh neuze:Enez-Sun, Lokorn hag Enez-Eusa.
Ragistor
E Ploeneg eo bet kavet roudoù koshañ un tan oaled e Europa (deiziataet 400 000 bloaz).
Istor
Dispac'h gall : Lodennet e voe departamant Penn-ar-Bed etre eizh bann; setu amañ o roll: Brest, Karaez-Plougêr, Kemper, Kemperle, Landerne, Lesneven, Montroulez ha Pontekroaz.
Skoed
E ardamezioù a zispak ul leon (ardamez Bro-Leon) tal-ouzh-tal gant ur maout (ardamez Kernev) gant pemp erminig a-us (evit 5 departamant Breizh).
Douaroniezh
Kêrioù pennañ (en tu-hont da 10 000 annezad enno)
Gwelet ivez
Arondisamantoù Penn-ar-Bed
Kantonioù Penn-ar-Bed
Etrekumuniezhioù Penn-ar-Bed]
Kumunioù Penn-ar-Bed
Kuzulierion jeneral Penn-ar-Bed
Liammoù diavaez
Lec'hienn ar C'huzul-departamant
Lec'hienn ar stad c'hall en departamant (prefeti)
Touristañ e Penn-ar-Bed
Dave ha notennoù
Departamantoù Breizh
Penn-ar-Bed |
2846 | https://br.wikipedia.org/wiki/Afrika | Afrika | Da geñver gorread koulz ha poblañs ez eo Afrika an eil kevandir er bed. En em astenn a ra war 30 221 532 km2 gant an inizi nes dezhi, da lavaret eo war 20,30 % eus gorread an douaroù a gaver war ar Voul-douar. Gant 54 Stad ez eus 1 miliard (2010) a annezidi o vevañ, war dro 16 % eus poblañs ar bed.
Gerdarzh
Dont a rafe an anv gant ar Romaned, Africa terra = douar an Afri (Afer zo en unander e latin), pa n’anvee ar re-mañ nemet lodenn Norzh ar c'hevandir. Pa zeuas Norzhafrika da vezañ ur proviñs roman, ne oa douar an Afri nemet Tunizia a vremañ, Kartajia o vezañ ar gêr-benn d'ar mare-se.
Un nebeud martezeadennoù war gerdarzh an anv :
Afar (poultrenn) e fenikianeg
meuriad an Afri, ur bobl Berber a c'hellfe bezañ bet o chom war-dro Karthaja
aphrike, ur ger henc'hresianeg a c'hellfe talvezout evit "ha n'eo ket yen"
aprica e latin, ur ger a dalvez an amzer-nevez
Egipt a veze renket en Azia a-raok an douaroniour Ptolemaios (85 - 165), hemañ eo a lakaas an harz etre Afrika hag Azia a-hed Kanol Suez hag ar Mor ruz.
Lodennoù Afrika
Afrika ar C'hornaoueg
Afrika ar C'hreiz
Afrika an Norzh
Afrika ar Reter
Afrika ar Su
Istor
Hervez holl antropogolourien ar bed, eo Afrika kavell an denelezh. Emdreiñ a rae Homo Sapiens etre 200 ha 100 000 bloaz zo. Goude an emdroadur e kroge da vont er-maez eus Afrika etre 80 ha 50 000 bloaz zo.
N'eo ket deuet ar gounezerezh er memes mare e pep lec'h, a-wechoù araok a-wechoù goude an doñvañ chatal.
Hieroglifoù Egipt kentañ a zo etre -3800 ha -3000 en Abidos e-pad Sevenadur Nakada (prantad raktierniezh Henegipt).
War-dro an c'hentañ milved kent JK en em skign labour an houarn e Norzhafrika hag e Norzh Afrika issahara, hag e -700 e Kornôg Afrika.
Liammoù diavaez
Kartennoù eus Afrika
Douaroniezh Afrika |
2848 | https://br.wikipedia.org/wiki/Paco%20de%20Luc%C3%ADa | Paco de Lucía | Paco de Lucía, pe Francisco Sánchez Gómez hervez al lezenn, ganet d'an 21 a viz Kerzu 1947 en Algésiras ha marvet d'an 25 a viz C'hwevrer 2014 e Cancún (Mec'hiko), zo ur gitarour flamenco ag ar re vrudetañ, adnevesaet stumm ar sonerezh-se gantan, ha modernaet àr un dro.
E vugaleaj, kammedoù kentañ e bed ar flamenco
Ganet eo Paco en Algésiras, e kreisteiz Bro-Spagn, nepell a strizh-mor Gibraltar, krouedur yaouankañ un tiad a bemp a vugale. Mab eo d'ar gitarour flamenco Antonio Sánchez, ha da Lucía Gómez. Breur eo d'ar c'haner flamenco Pepe de Lucía ha d'ar soner gitar Ramón de Algeciras.
Paco de Lucía, e anv arzour, a voe dibabet gantan evit enoriñ e vamm : Lucía Gómez. Tapet en doa krog er gitar pa oa 5 bloaz, n'en doa ket 'met sellet doc'h e dad pe e vreudeur.
Ar wezh kentañ ma voe àr ar leurenn dirak arvestourien a voe e 1958, ha eñ 11, e Radio Algésiras. Tapet e voe ar priz ispisial gantan e kenstrivadeg flamenco Jerez, e 1959. Troiadoù sonadegoù a reas adalek neuze, get strollad flamenco an dañsour José Greco e 1961. Seniñ a reas er Stadoù-Unanet get Greco, ha eñ 14 vle hepken ! Du-hont, e New York, eh en em gavas get Mario Escudero ha Sabicas, gitarourien spagnolek brudet anezhe, hag ar re-mañ da vroudañ Paco da seniñ e-unan penn.
An Oad gour
Setu enrollet ur bladenn solo gentañ gantan e 1965, ur sonadeg en Teatro Real e Madrid àr ar marc'had, hag anavezet get an holl e varregezh, kement get metoù ar flamenko ha get an dud dre vras. Un ampartiz sebezennus ha touellus dezhañ, ur varregezh dispar evit aoziñ tonioù nevez en ur chom toemm doc'h an hengoun, setu adalek neuze tachennoù nevez da ergerzhet get e vizied ! Adkempenn a reas Paco de Lucía tonioù savet get an aozour-sonerezh meur Manuel de Falla, hag o enrolliñ, ha meur a vle diwezhatoc'h e vo perc'hennet hag enrollet gantan pennoberenn Joaquim Rodrigo, ar "c'hConcerto d'Aranjuez". Kenlabourat a ray diwezhatoc'h get sonerien veur ar jazz evel Larry Corryel pe Chick Corea...
Digeriñ a ra ar flamenco d'ar sonerezhioù arall
Da c'houde, etre 1968 ha 1977, e reas berzh get e genseurt kanour Camarón de la Isla, ur sapre unan ken brudet arall ! Un dek pladenn bennak a voe frouezh ar c'henlabour-se.
Ha tro ar ble 80 setu eñ é seniñ gant Al Di Meola ha John Mc Laughlin, sonerien jazz anezhe (ha muioc'h evit-se ! arnodennourion àr dachenn ar sonerezh kentoc'h). Enrollet eh eus bet pladennoù fiskal, ha troiadoù sonadegoù amañ hag ahont, er Stadoù-Unanet hag e lec'hioù arall. E 1981 e voe savet an trikon a-stroll get ar c'hitarourien-se. Ar bladenn « Friday Night in San-Francisco » enrollet e-pad un droiad sonadegoù er bed a-bezh a voe da heul hag a reas berzh. "Passion, Grace and Fire", a zo ur bladenn fiskal arall savet gantan (1983).
Gouiet en deus teuziñ stumm ar flamenco mod kozh get ur stumm nevez, ijinet getoñ, a-benn sevel pladennoù ag ar choaz, dezhañ un doare da seniñ hag a vez prizet kement get tud an hengoun ha get selaouerien na oant ket toemm o diskouarn doc'h ar flamenco e-raok. Moned a ra pelloc'h evit ar flamenco, digoret en deus ar sonerezh-se d'ar bed a-bezh, piv ne vezhe ket bamet pa vez klevet e donioù, ha gwelet e vizied é redek àr troad e gitar ? Ur mailh àr ar picados hag ar rasqueados anezhañ !
A-hed ar wezh en deus kendalc'het Paco da seniñ get e strollad dezhoñ "Paco de Lucía Sextet" (get e vreudeur Ramón ha Pepe).
E-raok pleustriñ àr oberenn aozour-sonerezh Joaquín Rodrigo Concierto De Aranjuez e 1991 n'en doa ket desket biskoazh da lenn notennoù ar sonerezh. Neuze e teuas a-benn da seniñ lodenn vrasañ ar c'hConcierto memestra en ur selaou enrolladennoù kent. Marteze ne zouje ket rik doc'h an oberenn (ha doc'h an notennoù a-orin peurgetket) met kavout a rae dezhañ e oa pouezusoc'h ar lusk pa oa ur gwir sonour flamenco anezhañ.
Eilet en deus get e c'hitar kanerion flamenco, hag an hani brudetañ Camaron de la Isla, 10 album en deus enrollet gantañ, un eilerez doc'h an dibab evit mestr ar c'han flamenco.
Oberenn ur mailh
Nevesaet en deus Paco de Lucía ar flamenco, levezon ur yoc'h gitarourien en e c'hoari sur aset. Setu a-drugarez dezhañ ha d'un nebeud re 'rall e oa bet kresket brud ar flamenco er bed a-bezh, pelloc'h evit bevennoù bed hengounel ar sonerezh-se, hep dinec'hiñ spered sevenadur ar flamenco. Bet en deus Paco De Lucía priz Priñs Asturia an Arzoù (paeroniet get Priñs penn-her rouantelezh Bro Spagn) e Oviedo (Asturia) e dilost-amzer 2004. "Unan ag ar re wellañ e-touez kannadourien sevenadur bro Spagn er bed" diàr pozioù ar juri hag ivez : "Rac'h ar pezh a c'hell bout estaolet get 6 kordenn ur gitar a c'hell donet ag e zaouarn, get from don ar gizidigezh" (pe un dra bennak tost a-walc'h !!!).
Pladennoù
"Dos guitarras flamencas" (1965) get Ricardo Modrego
"Dos guitarras flamencas en stereo" (1965) get Ricardo Modrego
"Doce canciones de García Lorca para guitarra" (1965) get Ricardo Modrego
"Dos guitarras flamencas en America Latina" (1967) get Ramón de Algeciras
"La fabulosa guitarra de Paco de Lucía" (1967)
"Hispanoamerica" (1969)
"Fantasía flamenca" (1969)
"Recital de guitarra" (1971)
"El duende flamenco" (1972)
"Entre Dos Aguas" (1973)
"En vivo desde el teatro real" (1975)
"Fuente y caudal" (1975)
"Almoraima" (1976)
"Interpreta a Manuel de Falla" (1978)
"Castro Marín" (1981)
"Friday Night in San Francisco" (1981) get Al DiMeola ha John McLaughlin
"Solo quiero caminar" (1981) The Paco de Lucía Sextet
"Passion, Grace and Fire" (1983) get Al DiMeola ha John McLaughlin
"Live One Summer Night" (1984) The Paco de Lucía Sextet
"Siroco" (1987)
"Zyryab" (1990)
"Concierto de Aranjuez" (1991)
"Live in America" (1993) The Paco de Lucía Sextet
"The Guitar Trio" (1996) get Al DiMeola ha John McLaughlin
"Luzia" (1998)
"Cositas Buenas" (2004)
Ganedigezhioù 1947
Marvioù 2014
Gitarourien Spagn
Jipsianed
Flamenco |
2855 | https://br.wikipedia.org/wiki/Paran%C3%A1 | Paraná | Paraná, a zo ur berradur eus al lavar gwaranieg para reje onaba, d.l.e. "kar d'ar mor", a zo anv meur a lec'h e Suamerika.
E Brazil
ur stêr vras, ar Paraná etre Brazil, Paraguay hag Arc'hantina,
unan eus stadoù kevredet Brazil, Paraná (stad);
kêr Paraná (Rio Grande do Norte), er stad vraziliat Rio Grande do Norte
En Arc'hantina
kêr Paraná (Arc'hantina), kêr-benn proviñs Entre Ríos,
departamant Paraná (departamant), unan eus departamantoù proviñs Entre Ríos,
E Paraguay
departamant an Alto Paraná, 10vet departamant Republik Paraguay.
Paraña
Ur ger damheñvel all, Paranã, zo e yezh Brazil, da envel
kumun Paranã, e stad Tocantins;
ar stêr Paranã, e stadoù Goiás ha Tocantins.
Gwelout ivez
Triple Frontera |
2857 | https://br.wikipedia.org/wiki/Skol%20Walarn | Skol Walarn | "Skol Walarn" a vez graet eus an emsav lennegel bet krouet ha lusket gant Roparz Hemon etre an daou vrezel. Dont a ra anv al luskad eus hini ar gelaouenn lennegel Gwalarn savet gant R. Hemon e 1925
Meur a skrivagner brezhonek ha gallek zo stag ouzh al luskad-se, en o zouez Youenn Drezen, Jakez Riou, Abeozen, Xavier Langleiz ha Roparz Hemon e-unan.
E 1942 e veze anavet an droienn Skol Walarn dija : E gwirionez, ar menoz-se a vezer boas-tre outañ, — hag abaoe hir amzer, — e kelc'hiad an dornadig tud-se a c'hellimp envel « skol Walarn ».— Maopreden, e Kelennadurezh skolioù kentañ Breizh, Gwalarn 152-153, 1942, p. 544.
Pal ar "walarnerien", evel m'eo bet graet anezho, a oa modernaat ar brezhoneg dre glask sevel oberennoù a c'hellfe bezañ war ar memes live ha reoù savet e yezhoù all. Evit reiñ patromoù d'ar skrivagnerien all, troet o deus forzhik oberennoù eus ar saozneg, ar spagnoleg, ar rusianeg, ar gresianeg kozh hag all, dres evel ma veze graet da vare Feiz ha Breiz kentañ.
Evit anaout anvioù ar skrivagnerien, sellit ouzh Roll skrivagnerien Skol Walarn.
Daveoù
Olier, Youenn. Skol Walarn, I : Roparz Hemon. Embannadurioù Imbourc'h
Olier, Youenn. Skol Walarn, II : ar skrivagnerien all. Embannadurioù. Imbourc'h
Olier, Youenn. O sellout war va c'hiz. Embannadurioù Imbourc'h, 1968
Olier, Youenn. Un tonkad hag un oberenn. Embannadurioù. Imbourc'h, 1990
Favereau, Francis. Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved : Breiz Atao hag ar re all el lennegezh, 1919-1944. Skol Vreizh, 2003
Daniellou, Soazig. Roparz Hemon. Teulfilm evit ar skinwel, 2000
Lennegezh vrezhonek |
2860 | https://br.wikipedia.org/wiki/Taksonomiezh | Taksonomiezh | An daksonomiezh, pe taksinomiezh (gresianeg ταξινομία taxis : rummatadur et nomos : lezenn) a zo unan eus kelennoù ar vevoniezh, he fal dezhi sevel rummatadur reizhiadek ar bevien. Kavet e vez ivez un termen nes da daksonomiezh e meur a yezh.
Orin hag emdroad ar patromoù
An holl rummatadurioù a vez dispaket dindan stumm ur wezennad (ken e vez kaoz eus ur rummatadur gwezheñvel) o kregiñ gant ur wrizienn, houmañ oc'h endelc'her an holl vevien a zo eus outo pe a zo bet hag o pignat betek an hiniennoù.
Pep skoulm ar wezennad a zo un takson, ennañ an istaksonoù diorroet diwar ar skoulm.
Carl von Linné (1707-1778), ur skiantour svedat, en devoa kinniget diazezoù ar rummatadur reizhiadek hag a zo bet kelennet betek kreiz an . Diamzeret eo bremañ peogwir e oa bet ijinet diwar menozioù ar mare : denheñvelouriezh, krouidigezhouriezh pa ne oa ket bet dizoloet emdroaderezh.
An denheñvelouriezh a zo bet diskaret gant Charles Darwin pa ginnig e 1859 ur rummatadur diwar al lignezouriezh. Hervezañ, ma 'z eus bet un emdroadur, ret eo rummata ar spesadoù diwar derez ar gerentiezh o-deus etrezo.
Goude Darwin e oa klasket respont d'ar goulenn "piv a zo diwar biv?" hag e oa re pouezet war renabliñ al lignezoù. E kreiz an XXvet kantved eo bet komprenet eo pouezusoc'h hag efedusoc'h klask "piv a zo nes da biv" ha heuliañ tostadur ar filogeneliezh.
Hervez ar filogeneliezh, e tleer kemer evit abegoù ar rummatadur derezioù ar gerentiezh. Gant ar bennaenn-mañ ez eus bet savet gwezennadoù filogeneliezhel o deus degaset muioc'h a gomprenidigezh p'eo posupl rakwelout bezañs spesadoù zo. Bez' e c'heller lavarout eo bet tostadur ar filogeneliezh un disoc'h eus teorien an emdroaderezh, met ar gwezennadoù savet diwarni o deus kaset prouennoù an deorienn-mañ.
Liamm diabarzh
takson Lazar
Louzawouriezh
Loenoniezh
Taksinomiezh |
2862 | https://br.wikipedia.org/wiki/Argompezenn | Argompezenn | Pazenn gentañ an argompezenn a zeu diwar c'hrignerezh ar stêrioù. E takadoù 'zo, goude m'eo bet tizhet al live diazez gant red an dourioù e teu ar c'hrignerezh kostezel da grignañ an douaroù uhel etre ar stêrioù. Erfin, p'eo bet lamet kement takadig en nec'h e teu an takad da vezañ ur gompezenn hep merk a dorosennadur. Ma'z a ar gompezenn da vezañ plaen-tre e weler ar stêrioù o kildroenniñ pe o stummañ kanoligoù. Ma vez bountet da dizhout ul live uheloc'h diwar savidigezh menezioù nevez en tiriadoù nes e krign ar stêrioù an douaroù en-dro ken ez a ar c'hildroennoù da vezañ engravet hag e weler lammoù-dour.
Argompezenn uhelaet Breizh
En hoalad kentañ e savas ar plegoù herkiniat diwar plegañ ar c'hoc'hennoù deuet gant sav-disav ar mor (krag ha pri a bep eil). En eil hoalad e teuas Breizh hag an torosad Arvorig da vezañ un argompezenn. En trede hoalad, goude ma oa bet beuzet kazi holl Breizh gant ar mor oc'h uhelaat diwar teuzidigezh ar skornegoù e voe lakaet douaroù Breizh d'ul live uheloc'h diwar an nerzhioù o deus krouet an Alpoù. Fraihlet e voe meur a dakad, darn anezho uhelaet, darn all izelaet ha kleuzet e voe kaniennoù gant meur a stêr.
Geomorfologiezh
Stumm douarel
Douarouriezh Breizh |
2872 | https://br.wikipedia.org/wiki/Peng%C5%91 | Pengő | Ur moneiz hungarat kozh eo ar pengő. Implijet eo bet etre an 21 a viz Genver 1927 hag an 31 a viz Gouere 1946 ma voe erlec’hiet gant ar florin (Forint) goude ur prantad gourmonc’hwezh spontus. Rannet e oa ar pengő e 100 fillér.
Savidigezh
Goude ar Brezel bed kentañ he deus bet ar gurunenn Austrian-ha-Hungarat da c’houzañv ur feur monc’hwezh uhel. En Hungaria e voe degaset ur moneiz nevez, ar pengő, a dalveze kement a 12500 kurunenn. Ur c'hilogramm aour a dalveze 3800 pengő ent ofisiel. Kouslkoude, ne c’hoarvezas ket gant ar pengő an hevelep tra ha gant ar gurunenn ha morse ne voe produet pengő aour ebet.
Marv ar pengő
Goude an eil brezel bed e kollas ar pengő e dalvoudegezh. Warnañ e kouezhas gwalenn ar gourmonc’hwezh uhelañ bet c’hoarvezet biskoazh. Adtalvoudekaet e voe ar pengő neuze. Met ne voe harz ebet d'ar gourmonc’hwezh ha troellenn ar prizioù a oa digabestr ken na voe ranket degas an niveradur uhelañ bet gwelet biskoazh betek tizhout ar mil trilion (mil miliard a viliardoù, 1021) a bengőioù. s.o. ar skeudenn. Moullet e voe hep bezañ skignet gwech ebet. An niveradur uhelañ bet implijet eo bet 100 trilion, 1020 a bengőioù; s.o ar skeudenn.
A-benn neuze, n'halle mui armerzh Hungaria bezañ stabilaet nemet dre ur moneiz nevez; kement-se a voe graet d'ar a viz Eost 1946. Krouet e voe ar forint evit ur c’henfeur a 400 pevarlion (4×1029) a bengőioù.
Moneizoù Europa
Armerzh Hungaria |
2873 | https://br.wikipedia.org/wiki/Gourmonc%27hwez | Gourmonc'hwez | Graet e vez gourmonc’hwez (diwar gour + monc’hwez) eus ur monc'hwez uhel-kenañ. Philip Cagan a ra gant gourmonc’hwez pa vez uheloc’h ar feur monc’hwez miziek eget 50%.
En un toullad broioù latinamerikan eo savet ar prizioù betek feurioù uhel-kenañ er bloavezhioù 1980. Lod broioù o deus tizhet 400% monc’hwez ha re all muioc’h zoken. Un anadenn a vez graet gourmonc’hwez anezhi. Gant ar gourmonc’hwez e saver ur bazenn ouzhpenn. Ur saviad dibar eo, disheñvel diouzh ar monc’hwez boas, gant kudennoù dezhañ e-unan a c’houlenn displegadurioù ha diskoulmoù disheñvel. Pa vez gourmonc’hwez n'eo ket prest an dud da virout arc’hant ganto ken abalamour d'ar fonnus ma tigresk an dalvoudegezh anezho.
Gwelet ivez
Armerzh
Monc'hwez
Arc'hant |
2874 | https://br.wikipedia.org/wiki/Monc%27hwez | Monc'hwez | Monc’hwez a zo ger malizenn savet diwar moneiz ha c'hwez. Ur ger all a zo: revoneizadur.
Monc’hwez zo un termen armerzhel. Implijet e vez evit dezverkañ kresk hollek live ar prizioù.
N'ouzer ket mat perak e teu monc’hwez. Hervez an armerzhourien klasel e vefe un darempred kontrol anvet krommenn Phillips etre ar monc’hwez hag an dilabour. Milton Friedman koulskoude en deus dispennet an deorienn-se.
Pa ne vezer ket evit mestroniañ ar monc’hwez ken ha heñchañ an armerzh e c’hoarvez ar pezh a reer gourmonc'hwez dioutañ. Gant ar gourmonc’hwez e koll ar moneiz e dalvoudegezh mirad hag unanenn vuzuliañ. En em zistrujañ a ra ar moneiz. Pa vez dilabour bras ha monc’hwez war un dro, n'haller ket mui rakwelet ha steuñvekaat an armerzh, ar pezh a gas da ziskar mont-en-dro an armerzh. Studiet eo bet dreist-holl ar gourmonc’hwez bet c’hoarvezet en Alamagn (1920), e Rusia hag en Arc’hantina.
Armerzhourien zo a gred dezho e c’hall ar monc’hwez c’hoarvezout diwar abegoù a denn d'an danframmoù armerzhel, sokial ha, dreist-holl, sevenadurel. Evel-se e c’hall meur a argerzhadur bezañ deskrivet evel argerzhadurioù monc’hwezel. Koulskoude, evel ma tenn da gentañ-penn ar monc’hwez da steuñvekaat an armerzh, e chom ur gudenn diziskoulm evit c’hoazh.
Gwelet ivez
•Gourmonc'hwez
Notennoù ha daveennoù
Arc'hant |
2876 | https://br.wikipedia.org/wiki/Gouren | Gouren | Diwar-benn ar gouren dre-vras eo ar pennad-mañ. Ur pennad Gouren breizhek zo ivez.
Ur sport emgann a-zaou eo ar gouren hag e bal dezhañ a zo da bep eneber diskar an eil hervez reolennoù termenet strizh. Da lâret eo reiñ ur pezh mell lamm d'egile, o c'hoari gant nerzh ar gravitelezh, lakaat egile da horjellat ha d'en em gavout an divskoaz peg ouzh al leur. Ha neuze e huch an tredeog : LAMM. Un tammig e pep lec'h war ar bed e kaver seurt c'hoarioù emgann, da skouer er grennamzer e teske ar varc'herien stourm o c'hourenañ. N’heller implij nep arm nemet reoù an izili hag ar c'horf. Meur a zoare a gaver e pep bro ken he deus Breizh he hengoun dezhi (gouren breizhek) hag eo meneget ar gouren e Breizh evel an hini nemetañ.
Degemeret eo bet ar gouren libr er C'hoarioù Olimpek e 1901.
Ar gouren gresian-ha-roman a zo nes d'ar gouren a veze pleustret en Olimpia e-pad ar C'hoarioù olimpek kozh, a veze priziet gant an Henc’hresianed p'en em gannent en noazh, hogen libistret e oant gant eoul olivez evit ma vije diaesoc’h kregiñ e-barzh izili ar gourener all.
Daou stumm gouren a gaver : ar gouren gresian-roman, m'eo difennet d'an emgannerien tapout krog e lodenn ar c'horf zo dindan an dargreiz, hag ar gouren dieub. Ouzhpenn-se e weler doareoù gourenañ m'eo difennet chom a c’hourvez (gourenoù ar broioù keltiek evel ar gouren breizhek hag ar gouren skosek) hag an darn vuiañ eus ar re all.
Pleustriñ a reer peurliesañ ar gourenoù gant amatourien.
Ar c'hourenerien wellañ er C'hoarioù olimpek zo deus Iran, ar Stadoù-Unanet, Rusia, Bulgaria, Hungaria, Sveden, Finland ha Turkia.
Gourenoù
Gouren breizhek
Backhold
gouren libr
gouren gresian-ha-roman
Sumo
Yağlı güreş (gouren ma implijer eoul, e Turkia)
Schwingen (gouren pleustret e Suis)
glima (gouren pleustret en Island)
Gourenerien vrudet
Clark Gable
Ster all
Dre skeudenn e vez implijet ar verb gouren evit ar ster zo gant stourm enep un dra fetis pe difetis.
Liammoù diavaez
International Federation of Associated Wrestling Styles (FILA) Lec'hienn ofisiel Kevread etrebroadel stiloù kevredet ar gouren
Sportoù olimpek
Gouren |
2877 | https://br.wikipedia.org/wiki/Gouren%20breizhek | Gouren breizhek | Ar gouren, anvet ivez "gouren Breizh" pe "gouren breizhek" evit e zishañvalout diouzh ar gourenoù all, a zo un doare gouren na vez pleustret nemet e Breizh diwar un hengoun a c'heller kavet ar roudoù er Grennamzer pa veze priziet-kenañ gant an dudjentil. Pleustret e vez gant daou emganner a zo o fal dezho diskar an eneber. Arabat chom en e c'hourvez ha pa gouezh un emganner e tle en em lakaat war sav diouzhtu nemet m'eo kouezhet hag e divskoaz o stekiñ d'ar pallenn. Ober lamm eo an dra-se, da lavaret eo eo aet ar maout gant an eneber chomet en e sav.
An Istor
E 1455, an dug Pêr II, pa'z a da Vourges evit kejañ gant ar roue gall Charlez VII, a zo bet ambrouget gant ur skipailh gourenerien (en o zouez, Olier eus Rostrenn, Erwan eus Kergoad, Gwion eus Kergwirez ha Yann ar Moal).
Adnevesaet ar gouren breizhek gant ar FALSAB, un aozadur krouet gant an Doktor Charlez Kotonneg.
Ar gouren a zo ur sport hengounel e Breizh. Emporzhiet eo bet en Arvorig get bretoned Breizh-veur er 4vet kantved, d'ar mare ma'z int bet skarzet ag o bro get meuriadoù norzhel.
D'ar mare-mañ e oa ar gouren ur sport pleustret nemeken get tud a noblañs. Ur c'hoari evit en em gourdonaat d'an arz brezelour e oa, met ivez ur moaian da ziskouez e nerzh-kalon hag e ampartiz e-pad ar c'hrogadoù, pe gounid kalon ur plac'h benak. Hervez ar vojenn, marc'hegerien èl Gauvain, Lancelot pe Perceval a oa gourenerion a-feson. Ar Roue Arzhur a gare talañ e marc'hegerien. Ar roue Fañch I a zo en em lakaet d'ar gouren ivez, diwezatoc'h en istor. Gounezet en doa a-enep roue Bro-Saoz Henri VIII get ur Lamm.
Dont a ra ar gouren ag ar vroioù keltiek. E-pad pell ez eo chomet ur boelladenn implijet dreist-holl get emgannerien breizhad. Gwarnet en deus eus an amzer-se ur spered marc’heger a vez adkavet hiniv er le dibunet get ar gourenerien a-raok pep krogad.
Goude-se ez eo ar gouren en em skignet àr ar maezoù, lec’h ma vehe an dud bamet o welout kreñder ha teknik reoù 'zo. Setu pep fest a oa un abeg evit ober krogadoù.
Goude ar brezel bed kentañ sportoù nevez a zo deuet àr-wel, él ar melldroad hag ar c’hoursal, ha kroget en deus ar gouren da vezañ un tamm ankoueet get an dud. Kendalc ‘het e vez memestra da vout pleustret, ha talvoudegezh ar gourenerien breizhad a zo chomet brudet.
Tournezoù bras a zo aozet e Pariz, met memes get an taolioù-sikour-se e vez tamm ha tamm disoñjet ar gouren.
Setu perak, e 1930, get ar c’hoant lakaat ar gouren da vout ur sport modern, e grouas ar medisin Charles Cotonnec ar FALSAB, a oa karget da kodifiiñ ha da aozañ ar gouren. Krouet eo bet rummadoù oad ha pouez, reo
Hiziv an deiz eh eus tu pleutrañ ar gouren e kluboù e-dal 6 vlez. En ur sal e-pad ar goañv hag er-maez e-pad an hañv pa’z eus festoù hengounel.
Al Le
Dibunnet get ar gourenerien a-raok pep kejadenn, tre dirak an tredeogour. Plaseet int e div golonenn an eil dirak egile. Ret eo dezho lakaat o brec'h dehou e memes uhelder ag o skoaz e-pad al le, ag a zo laret e brezhoneg da gentañ hag e galleg da c'houde. E fin an dibunadeg en em kemeront a-vriad get an hani a zo dirak.
M'hen tou da c'houren get lealded
Hep trubarderezh na taol fall ebet
Evit ma enor
Ha hini ma bro
En testoni da ma gwiriegezh
Hag evit heul giz vat ma zud-kozh
Kinnig a ran da ma c'henvreur
Ma dorn ha Ma jod
Hag e Galleg
Je jure de lutter en toute loyauté
Sans traîtrise et sans brutalité
Pour mon honneur et celui de mon pays
En témoignage de ma sincérité
Et pour suivre la coutume de mes ancêtres
Je tends à mon adversaire ma main et ma joue.
Gerioù pouezus ar gouren
Skol gouren : a zo ar c’hlub lerc’h ma vez pleustret ar gouren.
Pallenn : a zo gorre an tapis gouren
Difenn : gorre diwall tro-dro d’ar pallenn.
Termoù tredeog er c’hrogad
Prest oc’h : en em lakaat a raont ar gourenerien e plas hag ober a reont ar vriata
Krogit : tu 'zo d’ar gourenerien krogiñ d’en em ganañ
Ehan : paouezet e-vez ar c’hrogad
E-kreiz : ret eo d’ar gourenerien en em lakaat en-dro e-kreiz ar pallenn
Dibenn : fin ar c’hrogad
Astenn : astennet e vez an amzer c’hoari
Termoù tredeog evit an disoc’hoù
Lamm : disoc’h dispar. Reiñ a ra an trec’h d’un taol. Ret eo evit-se ma kouezfe unan àr an div skoaz.
Kostin : kouez àr ur skoaz.
Poent : Fazioù
Fazi :Fazioù
Netra : disoc'h nul. Kouezet eo àr un dra all eget ar gein (revr, divgar, brec'h...)
Kein : un avañtaj eo. Kouez àr traoñ ar gein.
Diviz :un diviz a vez graet gant an tredeogourien evit reiñ an trec’h da unan ag ar gourenerienn e fin ar c’hrogad, ma vez par o disoc'hoù.
Kouez : Goude ma vehe bet astennet ar c'hrogad get an tredeogourien hep ma vehe poent ebet evit den, e vez divizet reiñ an trec'h d'an hini a rahe kouezout an hani all, àr n'eus forzh peseurt lodenn ag ar c'horf.
Dilez : Dilezadenn ur gourener eo. Alies eo rak e vezont gloazet e-pad ar c'hrogad. Reiñ a ra an trec’h d’an enebour.
Divrud :Fazioù
Diwall : Fazioù
Fazioù
Ar feulster e-pad ar c'hrogad a zo difennet : n'ez eus ket ar gwir da skeiñ, tagellañ. Ur gourenadenn a c'hell bout kastizet m'he deus lakaet an enebour e dañjer. Kastizet e vez ivez ar feulster dre gomz, ma vez kunujennet an enebour pe an tredeog.
Nac'hiñ bout taget a zo ivez difennet : harpañ an enebour get ar brec'h pe get ar benn, bountañ an divc'har get ar brec'h, pe c'hoazh chom en ur stad difenn e-pad re bell. Lakaat ar brec'h àr al leur just a-raok kouezout a c'hell bout un nac'hadenn ivez.
Diwall : ur berz eo.
Fazi : a zo disoc'h ur fazi graet get ar gourener. 3 fazi a ro un divrud.
Poent : a zo roet da enebour an hani en deus graet 2 fazi. Par eo d'ur Kostin.
Divrud : a zo un diberzh evit peurest ar c'hevezerezh, roet evit ur fazi vras (feuls, emzalc'h fall)
Araokadenn teknikel
E pep stad ag an araokadenn eh eus diazezoù a rank bout mestroniet : div gourenadenn, disheñvel e-keñver ar rannig, met ivez anaoudegezh teknikoù ha reolennoù ar Gouren. N'eh eus nemet ar Monitourion Kevredadel o deus ar gwir da lakaat da dremen ha da reiñ ar Rannigoù.
:
Padelez ar c'hrogadoù
Dipand a ra eus ar rummad oad hag ar kampeonnad.
Poussins ha Benjamins: krogadoù 3’
Minimes: 4 mn
Cadets, Juniors ha Seniors (daeadenn): 5 mn
Juniors e gourenadeg : 6 mn
Seniors e gourenadeg : 7 mn
Kampeonadoù
E-keñver ar rummad oad ha pouez e vez graet ar c'hampeonnadoù. Pe dre skipailh pe hiniennel int.
Daeadenn Breizh dre skipailh
Reiñ a ra er fin klasamant ar c'hluboù e-keñver ar rummad oad hag unan all kentoc'h hollek anvet Kip Breizh ar Skolioù.
Daeadenn Breizh hiniennel
Ur c'hampeonad dre rummad pouez ha oad.
Gourenadeg departamantel
Tournez hinienel. Kej a reont ar gwellañ gourenerien ag an departamant.
Gourenadeg kevredadel
Kejadenn ar gwellañ gourenerien ar mare-bloaz. Un tournez hinienel eo, get titr Kampion Kevredadel ar blez da c'hounit.
Etrevroadel
Pep 2 vlez eh eus Kampeonadoù Europa ar Gourenoù Keltiek Senior ha Spi. Ha pep vlez e vez aozet tournezoù etrevroadel e-barzh mar a vroioù european.
Stummadurioù
Deraouer
Stad kentañ ar stummadurioù eo. An holl gourenerien o deus 14 vlez da nebeutañ, get ar rannig orañjez, a c'hellont heuliiñ ar stummadur-se. E-penn kantañ e sikour an deraouer ar monitour e-pad ar prantadoù. Tu 'zo dezhañ kemer e karg ur strollad gourenerien (chom a reont memestra dindan karg ar monitour pe un den gour ag ar skol) evit ober tommadur ar c'horf, sterniañ ur c'hoari hag eilañ ar monitour er mare teknikel.
Monitour
Ar monitour a zo koupabl da reiñ kentelioù er ur skol gouren. Gellout a ra bout sikouret get un deraouer. Koupabl eo da gemer perzh e buez ar c'hlub, er vuez kevredadel. Diouzh ar c'hoarvez e c'hell sikour e-barzhstummadur un deraouer.
Evit bout monitour ez eo ret dija kaout e ziplom deraouer, ar PSC-1 ha kaout 18vlez deiz an arnodenn. Da nebeutañ eo ret bout aet e 4 staj àr 2 vlez.
Brevet ar stad
Ar BEES 1°
An diplom-mañ a zo digor evit ar gourenerien a zo dija monitour. Ouzhpenn gwiriekaat ar memes baregezhioù, e ro ur gopr. Un diplom ag ar stad eo, neuze eo ministrerezh ar sportoù a ro anezhñ. Evit an arnodenn-se eh eus :
Ur stummadur boutin
Ur stummadur difer
Ar BEES 2°
Evit ar BEES 2 eo ret bout piaouer ag ar BEES 1 abaoe 2 vlez, kaout baregezhioù ar BEES 1 hag erruout da gaout ar re-se :
Stummadurioù
Barekaadur teknikel
Gourdonerezh kaer
Tredeog
Bout eh eus 2 ziplom tredeog. An hani kentañ a ro tu da tredeogiñ pep kampeonad kevredadel, n'eus forzh al live. An eil hini a ro tu da tredeogiñ ar c'hampeonadoù etrevroadel él kampeonad europa ar gouren.
Digor eo da pep hini, gourener pe tudoù.
Gourenerien vreizhat brudet
Laurent Cadiou
François Guillemot
Jean Merrien
Yves Vaucher
Sonererezh
Kan-bale gourenerien Breizh
Skeudennoù
Liammoù diavaez
Kevread ar Gouren
Daveoù
Skol-Uhel ar Vro. Ar gouren : la lutte bretonne des origines à nos jours. Skol uhel ar Vro, 1984.
Le Bris du Rest, Erwan. La lutte bretonne : un sport traditionnel. Musée de Bretagne, 1978.
Sportoù hengounel Breizh
Gouren |
2879 | https://br.wikipedia.org/wiki/Torosennadur | Torosennadur | An torosennadur a zo furmoù a c'heller gwelout war gorre an Douar pe dindan ar mor. Ar geomorfologiezh eo ar skiant a bled gant studi ar furmoù bras ha bihan krouet diwar fiñvoù diavaez ar Voul-Douar hag int a vez studiet gant kelenn an tektonik. An abeg brasañ eus ar furmoù a zo disoc'h ar c'hrignerezhoù a c'heller kavout e pep lec'h : krignerezh an dourredennoù, krignerezh an avel, krignerezh ar mor. Dre vras e vez krignet an uhelennoù hag en o zouez ar menezioù a vez krignet diehan. Koulskoude e kendalc'h uhelaat meur a venez, rak diwar ar c'hoari etre plakennoù tektonikel ar bluskenn e teu ar menezkrouadur (orogénie ?) ingal.
Geomorfologiezh
Torosennadur |
2883 | https://br.wikipedia.org/wiki/Tour-tan | Tour-tan | Un tour-tan a zo ur sistem arouezadur war ar mor staliet en un tour gant ur benveg goulaouiñ ouzh krec'h. Peurvuiañ e vez savet an tourioù-tan war an aodoù evit ma c'hellfe ar bigi hag al listri gouzout e pelec'h emañ an dañjer: (kerreg, bazinier) pe e pelec'h emañ ar porzhioù.
Hiziv an deiz e vez implijet nebeutoc'h-nebeutañ an tourioù-tan gant al listri modern, pa implijont sistemoù lec'hiadur nevez dre skingomz, dre sonar ha dre loarelloù. N'eus ket muioc'h eget 1 500 tour-tan o vont en-dro er bed ken.
An tourioù-tan kentañ
En Henamzer, war a greder, e oa bet staliet an tourioù-tan kentañ evit bastañ da ezhommoù ar verdeadurezh c'hresian ha goude d'an hini roman pa oa war-gresk er Mor Kreizdouar. Evit diskouez lec'hiad an aodoù hag ar porzhioù e oant staliet. Gant tan e veze graet ar gouloù, diwar eoul peurliesañ.
An tour-tan brudetañ en Henamzer a oa an hini savet war enez Pharos (gwelet anv gallek an tour-tan : phare) e perzhier porzh Aleksandria en Egipt. Adkavet 'z eus bet e dibenn an kantved ul lodenn eus e vein-ben kouezhet er mor goude ur c'hren-douar c'hoarvezet kantvedoù 'zo.
Baradoz, purgator, ifern
En hengoun ar warded ez eus tri seurt tour-tan:
baradoz, savet en douar (skouer: hini Brignogan)
purgator, savet en un enezenn (skouer: hini Enez Werc'h)
ifern, savet war ur c’harreg er mor (skouer: Ar Maen).
Tourioù-tan Breizh, eus Menez-Mikael da bae Bourc'hnevez-Raez
E yezhoù all
E kembraeg eo goleudy hag e kerneveureg golowji, diwar skouer ar saozneg lighthouse, da lavaret eo "goulaoudi"; er yezhoù gouezelek eo "ti-gouloù" gant teach solais en iwerzhoneg, thie soilshee pe thie sollyshe e manaveg, ha tigh soluis pe taigh-solais e skoseg.
Tourioù-tan en ardamezioù
Levrlennadur
Daniel Collet, Phares du Ponant, Skol Vreizh niv. 26, 1992
Liammoù diavaez
L'Ouest en mémoire (Ina) - Tour-tan ar Vein Zu 1946
L'Ouest en mémoire (Ina) - gouarnerez un tour-tan e 1963
L'Ouest en mémoire (Ina) - An tourioù-tan en Eusa
Daveoù
Savadurioù |
2885 | https://br.wikipedia.org/wiki/Uhelgompezenn | Uhelgompezenn | Un uhelgompezenn a zo ur c'horreenn ec'hon ha kompez (pe damgompez) uheloc'h eget an toleadoù a zo tro-war-dro. Diouzh obererezh ar c'hrignerezh war ar menezioù e vez krouet an uhelgompezennoù.
Geomorfologiezh |
2886 | https://br.wikipedia.org/wiki/Mezozoeg | Mezozoeg | Ar Mezozoeg, bet anvet Eil hoalad, a zo un hoalad douarouriezhel en deus padet etre -251 à -65,5 milion bloavezhioù. E korf an amzervezh-mañ en deus tarzhet spesadoù bronneged ha dinasaored.
Echuiñ a ra gant Marvedigezh ar C'hleizeg.
E deroù ar Mezozoeg e oa tolpet an holl douaroù divoret en ur dreistkevandir, ar Pangea. E korf an hoalad en em zisrannañ ar Pangea etre daou gevandir bras, Laurazia ha Gondwana.
Laurazia a ya d'en em zisrannañ ivez etre Norzhamerika ha Eurazia ha Gondwana a zo bet orin pevar kevandir : Suamerika, Afrika, Aostralia hag Antarktika.
Oadvezh an dinosaored a zo unan eus anvioù ar Mezozoeg hag en amzervezh-mañ eo bet gwelet diorroadur al laboused kentañ, ar bronnegeg kentañ hag ar plant angiosperek. Pep a stumm buhez a vez kavet ha pa ve dindan ur stumm kentidik (evit ar bronneged, da skouer).
Rannet e vez ar Mezozoeg etre tri sistem :
Trias (etre -251 ha -199,6 milion bloavezhioù) : liesadur an dinosaored ;
Juraseg (etre -199,6 ha -145,5 milion bloavezhioù) ;
Kleizeg (etre -145,5 ha -65,5 milion bloavezhioù) : en diwezh ar sistem ez a da steuziañ an dinosaored.
Sellet ivez ouzh
Skeul amzervezhioù douarouriezhel
Mezozoeg
Skeuliad an amzerioù douarouriezh |
2887 | https://br.wikipedia.org/wiki/Norzhamerika | Norzhamerika | Norzhamerika pe Amerika an Norzh a zo ur c'hevandir, pe a-hend-all lodenn hanternoz kevandir Amerika, hervez an dud.
Emañ er Reter d'ar Meurvor Habask hag er c'hornôg d'ar Meurvor Atlantel, er su da Veurvor Arktika hag en hanternoz da Suamerika. E-keñver douaroniezh emañ Kreizamerika e-barzh Norzhamerika, met alies e vez lakaet a-gostez, koulz hag an Antilhez, dreist-holl pa vez kaoz eus sevenadur ha politikerezh.
Er c'hevandir-mañ e kaver teir stad, ec'hon-mat ha stank o foblañs :
Kanada,
d'ar vro-mañ ec'h aparchant inizi bras :
Kornôg, Enez Vancouver hag Inizi ar Rouanez Charlotte,
Reter, Enez ar Priñs Edward, Douar-Nevez, Enez ar C'hab Breton, hag Enez Ellesmere,
Norzh, Enez Baffin hag Enez Victoria;
Stadoù-Unanet Amerika,
dezho eo ivez Inizi an Aleouted hag Alaska
Mec'hiko.
Hag ivez tri ziriad:
Greunland, un enezenn ec'hon hag a zo emren (e dalc'h Danmark);
Sant-Pêr-ha-Mikelon, un enezeg vihan e dalc'h Frañs;
Bermuda, un enezeg e dalc'h ar Rouantelezh Unanet.
Poblañs
Gwelet ivez
Suamerika
Amerika Latin
Kreizamerika
Notennoù ha daveoù
Norzhamerika
Douaroniezh Norzhamerika |
2888 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kenozoeg | Kenozoeg | Kenozoeg eo an anv a roer d'un hoalad douarouriezhel hag en deus kroget 65,5 milion a vloavezhioù 'zo, goude steuziadur an dinosaored e diwezh ar C'hleizeg. En hoalad-se emaomp atav.
Rannet e vez ar Senozoeg etre daou reizhiad:
Ar Paleogenel isrannet etre teir amzervezh: ar Paleosen, an Eosen hag an Oligosen
An Neogenel isrannet etre peder amzervezh: ar Miosen, ar Pliosen, ar Pleistosen hag an Holosen
Dilezet eo bet ar rannadur etre an Trede hoalad hag ar Pevare hoalad, ar re-mañ teuziet er Senozoeg bremañ.
Er rummatadur diwezhañ e veze meneget ar Pevare hoalad evel ur prantad a zeue goude an Neogenel (ennañ ar Pleistosen hag an Holosen), met bremañ e vez astennet an Neogenel beteg hon amzer-ni.
Ar Senozoeg eo hoalad ar Bronneged, simpl o stummoù er penn-kentañ, o deus diforc'het e meur a skourrad loened douarel, morek hag aerel.
Emdroad an Angiospered a zo bet perzh bras all ar Senozoeg.
E-keñver an douarouriezh e c'heller merkañ en deus kendalc'het dilec'hiadur ar c'hevandiroù betek o lec'hiadur a-vremañ :
Kendalc'het eo bet isrannadur ar Gondwana:
Aostralia ha Ginea-Nevez a zo bet dilec'hiet war-du an Norzh ;
Antarktika en deus dilec'hiet betek ar Pol Su ;
Ledanaet eo bet ar Meurvor atlantel;
En amzerioù tostoc'h deomp eo aet Suamerika da stagañ ouzh Norzhamerika.
Sell ivez ouzh
skeul amzervezhioù douarouriezhel
Senozoeg
Paleontologiezh
Skeuliad an amzerioù douarouriezh |
2892 | https://br.wikipedia.org/wiki/Goulc%27hen | Goulc'hen | Diwar-benn ar gumun eus Bro-Leon eo ar pennad-mañ. Evit gouzout muioc'h diwar-benn ar sant, sellit ouzh Goulven.
Goulc'hen (distaget ) a zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lesneven, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
Douaroniezh
Brezhoneg
Ar Brezoneg er Skol
1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol.
Istor
Brezel-bed kentañ
Mervel a reas 36 gwaz eus ar gumun, eleze 4,61% eus he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel.
Eil brezel-bed
Merval a reas pevar den ag ar gumun abalamour d'ar brezel.
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
Mervel a reas tri milour eus ar gumun.
Monumantoù ha traoù heverk
Taolioù-maen.
Iliz katolik dediet da sant Goulc'hen.
Ti "sant Goulc'hen".
Chapel ar Peniti, 1670.
Ti kozh, 1560, rummet.
Monumant ar re varv, luc’hskeudenn.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Melestradurezh
Tud
Gevelliñ
Liammoù diavaez
Goulc'hen war lec'hienn Geobreizh
Lec'hienn etrekumuniezh bro Lesneven hag Aod ar Mojennoù
Dave ha notennoù
Kumunioù Penn-ar-Bed
Kumunioù Bro-Leon
Bro Bagan
Ar Brezoneg er Skol |
2897 | https://br.wikipedia.org/wiki/Roparz%20Hemon | Roparz Hemon | Roparz Hemon eo anv-pluenn Louis-Paul Nemo hag a oa ur skrivagner brezhon, bet ganet e Brest d'an 18 a viz Du 1900, hag aet da Anaon d'an 29 a viz Mezheven 1978 e Dulenn (Iwerzhon). E labour zo fonnus ha bet eo bet barzh, dramaour, embanner, geriadurour, kelaouennour, kazetenner skingomz, kelenner, romantour, troour ha yezhour.
Roparz Hemon zo gwelet evel skrivagner meur an , "an hini en deus graet ar muiañ evit ar brezhoneg en ugentved kantved" hervez Remont ar Porzh. Ali eo al lod vrasañ eus ar vurutellerion war al lennegezh vrezhonek evel Abeozen, Fañch Morvannou, Youenn Olier, Yann-Ber Piriou pe Lukian Raoul.
Skrivañ a reas e-doug muioc'h eget hanter-kant vloaz, adalek deroù ar bloavezhioù 1920 betek ar bloavezhioù 1970. Pleustriñ a reas kement doare skrid a zo en ur sevel oberennoù barzhoniel, c'hoariva, komz-plaen, skridvarnerezh, troidigezhioù... Ur gouizieg war ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek e voe ivez.
Gouestlañ a reas e vuhez a-bezh d'ar brezhoneg ha meur a ziskibl en deus bet.
Buhez
Bugaleaj, oad-krenn ha yaouankiz
Ganet e voe Louis Paul Nemo d'an 18 a viz Du 1900, en ur ranndi e niverenn 32, Grand'Rue, e Brest, ar straed Pasteur hiziv-an-deiz. Tad Louis Paul Nemo a oa un emzivad bet kavet ha kaieret Nemo gant ar velestradurezh. Hemañ a laboure er velestradurezh vrezel. An tiegezh a oa bet o chom e Brest hag e Toulon hervez amstaeloù an tad. E vamm, Julie Foricher he anv plac'h, a oa he familh eus Goueled-Leon ha skolaerez e oa eus he micher.
C'hwec'h bugel a oa en tiegezh : Marie, Louis Paul, Aimée ganet e 1902, Jean ha daou arall hag a varvas en o oad tenerañ., an holl anezho desavet en un doare bourc'hiz e galleg. Tost e chomas Louis Paul ouzh e c'hoar Aimée a-hed e vuhez ; honnezh a zeuas da vout renerez lise ar merc'hed e Brest en he oad gour.
A-vihanik e klevas brezhoneg en e diegezh dre hanterouriezh e vamm-gozh a-berzh mamm ha hini koskor an ti. Div eus ar mitizhien dreist-holl, Mari Urien ha Jeannette Omnes, o doa bet ul levezon war entan ar paotrig e-keñver ar brezhoneg pa ganent alies er yezh-se hag e lennent kontadennoù pobl dezhañ Hervez e desteni e kenskrivas gant Frañsez Vallée adalek 1915, evit resev e gelaouenn Kroaz ar Vretoned.
Louis Paul Nemo a reas e studi e lise Brest, kent mont da Bariz, da lise Sant Loeiz, evit prientiñ kenstrivadeg an École Polytechnique (“Skol Boliteknik”) e 1918. Fellout a rae dezhañ, war atiz e gerent, dont da vout ofiser a vor. Peogwir e skoas klañv e nac'has kenderc'hel gant ar mennad-se hag e krogas da studiañ ar yezhoù.
Mont a reas da Vwcle (Kembre) e 1919 evit gwellaat e anaoudegezh eus ar saozneg. War-lerc'h e tremenas ur bloavezh studi e skol-veur Leeds.
Distreiñ a reas da Vreizh evit ober e goñje. En em gavout a reas en ur rejimant kanolerion war varc'h, a-gevret gant Jakez Kerrien, e Gwened evit ober e amzer soudard.
Adalek 1922 e oa studier e skol-veur ar Sorbonne e Pariz betek bout skolveuriad war ar saozneg e 1924. D'ar c'houlz-se e oa krog da zeskiñ brezhoneg e kelc'h keltiek Pariz gant Yann-Eozen Jarl.
Anvet e voe da gelenner war ar saozneg e lise ar baotred e Brest adalek 1925 betek 1939. E-pad an abadenn neveziant e reas ur brezegenn diwar-benn “meuleudi al leziregezh” Anvet e veze “an aotrou Nemo” gant al liseidi koulz ha gant ar gelennerion arall. Anavezet e oa evel un den sioul, sekred ha dilavar.
Breiz Atao ha Gwalarn
Mont a reas e darempred gant emsaverion p'edo o studiañ ar yezhoù e Pariz adalek 1922. Da heul e reas anaoudegezh gant ur yoc'h mat a dud eus an Emsav, tud yaouank ha tud kozh, koulz rannvroelourion, emrenerion ha broadelourion. En e levr An dud am eus anavezet e kaver e zezrevell eus an anaoudegezh a reas gant emsaverion ha yezhourion war ar brezhoneg e Pariz pe e Breizh evel Jakez Kerrien, Yann Sohier, Jakez Riou, Emil Ernod, Frañsez Debauvais, Meven Mordiern, Tangi Malmanche, Abeozen, Jarl Priel, Youenn Drezen pe Langleiz etre an daou vrezel-bed.
Dindan an anv "Roparz Loeiz Hemon" e sinas e bennad kentañ evit Breiz Atao e 1923, “An diouganer”. Klasket en doa lakaat ur pennad a-zivout dispac'h Iwerzhon da vout embannet a-raok er gelaouenn Feiz ha Breiz, hogen diembann e chomas hennezh.
Al lesanv "Roparz Hemon" a zibabas pa vage un estlamm d'ar skrivagner ha barzh saoz Rupert Brooke, bet lazhet er brezel, er bloavezh 1915. P'edo war ar studi e oa lakaet ar skrivagner-se da studiañ. Stumm brezhonek Rupert eo “Roparz”. E anv-pluenn “Hemon” a voe ur c'hoari diwar e anv Nemo, lakaet da hañvalout breizhekoc'h war un dro ha marteze un dave da Louis Hemon, ur skrivagner eus Brest. Derc'hel a reas gant an anv-pluenn-se e vuhez-pad, koulz evit e skridoù lennegel hag evit e skridoù a yezhoniezh.
Adalek 1925 e krogas da verañ ar gelaouenn Gwalarn savet e Pariz a-gevret gant Olier Mordrel, ur stagadenn lennegel da Breiz Atao da gentañ. E brezhoneg e veze skrivet hepken. Gwalarn a zeuas da vout ur gelaouenn emren distag diouzh Breiz Atao kentizh ha 1926. Adalek 1932 e krouas Kannadig Gwalarn, a oa poblekoc'h e zanvez eget hini Gwalarn a oa uhel ha lennegel-rik.
Roparz Hemon a grogas da gelenn ar brezhoneg gant Skol dre Lizer Gwalarn, savet e 1928 pe “Brezhoneg ar vugale” d'ar memes bloavezh. Dre hanterouriezh Gwalarn e savas un dastumad testennoù aes evit an deraouidi anvet “Levriou pemp gwenneg”, skrivet en ur brezhoneg eeun.
Adalek diwezh ar bloavezhioù 1920 ez ae ingal da gendalc'hioù ar Bleun-Brug a-benn arvestiñ ouzh ar pezhioù-c'hoari savet gant Tangi Malmanche pe veleion 'zo, a-benn o diverrañ evit Gwalarn. Enno e reas anaoudegezh gant tud eus an emsav kristen evel Yann-Vari Perrot ha Maodez Glanndour. Daoust dezhañ bout neptu a-fet relijion e komprenas Roparz Hemon e oa katoliked dreist-holl eus lennerion ar brezhoneg. Klask a reas skignañ e levrioù evit ar vugale er skolioù kristen, o vout ma oa an darn vrasañ eus lennerion Gwalarn mistri-skol en deskadurezh katolik. Adalek 1937 e kemmeskas e oberenn "Brezhoneg ar vugale" gant ar striv renet gant Remont ar Porzh eus ar Bleun-Brug, evit lakaat brezhoneg er skolioù kristen dindan anv "Ar Brezhoneg er skolioù".
An eil Brezel-Bed
Enrollet el lu gall e voe lakaet da servijout e kreizenn jubennourion an arme en Auxi-le-Château (Pas-de-Calais). Gloazet e voe e penn-kentañ ar brezel gant ur strinker-tan e Crécy-en-Ponthieu (Arondisamant Abbeville, er Somme), d'an 23 a viz Mae 1940. Prizoniad e teuas da vout d'ar 24 a viz Mae 1940 ha kaset da ospital Saint-Riquier (Somme). Toullbac'het e voe e kamp Alexisdorf hag en unan arall e-tal Berlin e-men e veze tolpet Brezhoned gant Alamaned a-benn o lakaat da labourat a-enep Bro-C'hall.
Distro da Vreizh e kendalc'has da verañ Gwalarn. Meur a gelaouenn a roas lañs dezho e-pad ar brezel : ar gelaouenn Sterenn savet e 1940, un dastumad skridoù lennegel pe skiantel, hag ar gelaouenn Arvor a savas e 1941, ur gelaouenn divyezhek er penn-kentañ, hag e brezhoneg hepken buan-kenañ, graet evit an holl, e doare kent Kannadig Gwalarn a oa aet da get en abeg d'ar brezel. Er gelaouenn Arvor e skrivas meur a bennad enep-yuzev dre an anv-pluenn "Pendaran".
D'ar 1añ a viz Kerzu 1940 e sinas a-gevret gant Markiz an Estourbeillon ha Frañsez Jaffrennou ur reketig anvet Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français ("Plased d'ar marichal Pétain, Arlevier ar Stad-C’hall") evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù.
Distrujet e voe e ranndi e Brest gant ur vombezadeg da zeiz Lun Fask 1941 en 12, plasenn La Tour d'Auvergne. Dilojañ a reas da Wengamp da gentañ, d'ar 7, straed ar Salioù. War-lerc'h ez eas da Roazhon da vevañ adalek ar 1añ a viz Gouere 1941. Gant distrujadenn e ranndi e Brest e kollas ur paot-mat a oberennoù en doa skrivet kent, notennoù yezhadur hag all.
Skingomz
Dont a reas da vout speaker war Radio Roazon-Breiz ma teuas da vout rener da-c'houde. Labourat a rae dindan veli an Alamaned ken a-fet melestradurezh, ken a-fet kealiadurezh. Er skingomz-se e reas an abadennoù brezhonek kentañ. Sevenadurel-rik e oa an abadennoù-se. E-touesk ar pezhioù-c'hoari a ginnigas war gwagennoù Radio-Roazon e voe skignet unan eus e oberennoù : Roperzh Emmet.
Paeet e oa e labour gant ar Propaganda Staffel.
Peurunvan
D'an 8 a viz Gouhere 1941 e kemeras perzh en un emvod a-benn peurunvaniñ doare-skrivañ ar brezhoneg. Se a oa diwezh ul luskad kroget un nebeud bloavezhioù kentoc'h, gant ar re a veze graet "peurunvanerien" anezho. En emvod en em gavas tud hag a oa boazet d'ober gant doare-skrivañ Emgleo ar Skrivagnerien, savet e 1908 gant Frañsez Vallée, evel Frañsez Kervella, Yann-Vari Perrot, Pêr Bourdellez, Fañch Elies Abeozen ha tud hag a oa boazet d'ober gant doare-skrivañ hengounel eskopti Gwened evel Loeiz Herrieu, Roperzh ar Mason pe ar yezhour an tad Le Goff. Un emglev a voe kavet dindan anv ar skritur peurunvan ha kerkent ha diwezh ar bloavezh 1941 e voe aotreet ar skolioù d'ober un eurvezh brezhoneg bep sizhun, e-maez an eurvezhioù ret. Buan a-walc'h etre 1941 ha 1942 e voe graet gant ar skritur peurunvan-se gant an emsaverion.
Dont a reas Roparz Hemon da vezañ rener ar Framm Keltiek, ur bloaz war-lerc'h e grouidigezh e miz Here 1941 gant Leo Weisgerber, un aozadur sevenadurel a vode arzourion, furcherion, enklaskerion...Ar savadur-se a hañvale bout levezonet gant an Deutsche Forschungsgemeinschaft ("Fondezon alaman evit an imbourc'h", un doare CNRS alaman).
Evel ma tiskouezas fichennoù-titouriñ laosket gant an SD alaman hag adkavet gant an Amerikaned e Roazhon e 1944-1945 e kenlabouras gant an Alamaned ez-politikel en ur gemer perzh e savidigezh an teuliadoù a-enep ar prefed François Ripert.
E dibenn ar brezel e tec'has eus Roazhon war-du Alamagn en ur c'harr-samm gant broadelourion arall d'an 2 a viz Eost 1944. Lakaet e voe harz warnañ e dibenn miz Meurzh/deroù miz Ebrel 1945 gant ur ged soudarded stadunanat nepell diouzh Limburg an der Lahn (Hessen). Toullbac'het e voe e Rheinbach (Nordrhein-Westfalen) kent bezañ kaset da Lille gant pennadurezhioù gall ar mare.
Prosez gant lez-varn an Dieubidigezh
E fin ar brezel e voe rebechet outañ e skridoù enepgall hag enepyuzev. Adalek 1931 e oa pellaet diouzh lod eus e skridoù bet embannet etre 1923 ha 1929.
Harzet e voe, ha prosez a voe da-heul dre m'en devoa taget « surentez diavaez ar Stad ». Ar brezegenn-damall a spisa ar pezh a zisklêrias Roparz Hemon evit e zagañ hag e lakaat da vout anavezet evel den kablus : "Emziskleriañ a ran a-du, nemetken war an dachenn sevenadurel a zo hon re, gant ur c'henlabour leal gant ar pobloù a gizell an Europa Nevez dindan va daoulagad e-pad un emvod foran eus ar Framm keltiek e Roazhon.".
Goude ur bloavezh toull-bac'h a ziarbenn e prizon Jacques Cartier e Roazhon e krogas e brosez d'ar 15 a viz Meurzh 1946. En em zifenn a reas en ur lavarout e oa ur gouizieg ha n'en doa obererezh politikel sirius ebet, ha neuze levezon, pa oa dalc'het Bro-C'hall gant an Alamaned ha difennet eo bet gant miliadoù a Gelted tramor o doa komzet en un doare mat anezhañ. Ne voe ket barnet evit ar prosez a dreitouriezh a oa bet savet enep dezhañ hogen kondaonet e voe d'ar 31 a viz Mae 1946 d'un divri vroadel e-pad dek bloavezh.
Diwar-neuze e kollas e statud a gelenner en deskadurezh-Stad.
Harlu en Iwerzhon
Dreistbevañ a reas un nebeud amzer e Pariz ha mont kuit a reas da Iwerzhon e miz Gouhere 1947, ma labouras evit an Institute for Advanced Studies (“Savadur an imbourc'hioù araokaet”) evel kelenner hag enklasker war ar brezhoneg. Mont a rae da labourat er School of Celtic Studies (“Skol ar studioù keltiek”), en Institute for Advanced Studies, en 10 Burlington Road e Dulenn. Bevañ a reas e-pad meur a vloavezh en ti lec'hiet en 12, Norwood Park Ranelagh e Dulenn. Gant ur Breizhad yaouank e veve eno. Biskoazh ne zistroas da Vreizh.
War-lerc'h ar brezel e chomas Roparz Hemon meur a vloavezh hep ober tra pe dra a-fet Emsav. E 1951 e tivizas diazezañ ur strollad nevez, stag ouzh ar C'hendalc'h Keltiek. Dre ul lizher deiziadet d'ar 24 a viz Gwengolo 1951 en doa goulennet an emsaver gant danvez izili Skourr Breizh ar C'hendalc'h Keltiek en em vodañ e Gwengamp d'an 3 a viz Du, e ti Vefa de Bellaing. Meur a emsaver en em gavas en emvod-se, war galv Roparz Hemon, evel Marsel Klerg, Pêr Denez, Maodez Glanndour, Ronan Huon, Roperzh ar Mason, da lavarout eo rummad nevez an emsaverion. Roparz Hemon n'edo ket en emvod-se, met dre e baeroniezh e voe roet lañs d'ul luskad nevez en Emsav.
Kenderc'hel a reas da skrivañ e meur a stil (barzhoniezh, c'hoariva, romantoù, yezhadurioù, geriadurioù, arnodskridoù, levrioù evit ar re yaouank ha kement zo). Sevel a reas ar gelaouenn Ar Bed keltiek en harlu e miz Genver 1952 ha kenlabourat a reas gant ar gelaouenn Al Liamm (renet gant Ronan Huon) a zo ur meni heuliadenn da Gwalarn. Betek miz Kerzu 1970 e voe embannet Ar bed keltiek. Da gentañ, ar gelaouenn-se a oa bizskrivet gant Roparz Hemon e-unan e Dulenn, hogen war-lerc'h e kemeras Ivona Martin ar gefridi d'he bizskrivañ, hag e Brest e veze embannet. Alan Heussaff, dreist-holl, a skrive kalz e-barzh : hennezh a oa en harlu en Iwerzhon ivez, ha darempredoù stank en doa gant Roparz Hemon.
Marv
Roparz Hemon a varvas da heul un hir a gleñved. Abaoe meur a vloavezh e oa pareet gant seurezed e klinikenn Dun Laoghaire. Mervel a reas gant krign-bev ar bouzelloù d'an 29 a viz Mezheven 1978 dres goude bezañ klozet Geriadur istorel ar brezhoneg.
Interet e voe e bered Sant-Varzhin e Brest (karrezenn 19, renk 3 ha bez 2 adalek ar biz), gant bezañs ur bern emsaverion ha dre lidoù broadel brezhon ha prezegennoù e brezhoneg.
Kealioù hag obererezh
Gwalarn
E 1925 e savas Roparz Hemon ar gelaouenn Gwalarn, gant ar pal krouiñ ul lennegezh wirion evit ar brezhoneg. Gant Olier Mordrel en doa savet, da gentañ, ur stagadenn lennegel d'ar gelaouenn Breiz Atao, renet gant ar Strollad Broadel Breiz. Dont a reas ar gelaouenn lennegel Gwalarn da vezañ distag er bloaz war-lerc'h. Chom a reas rener ar gelaouenn betek 1945 ha delc'her da lakaat anezhi da zont er-maez bep daou viz ingal. Enni e veze embannet oberennoù nevez o stumm, darn anezho levezonet kreñv gant lennegezhioù ar yezhoù all (saozneg, spagnoleg, alamaneg, italianeg). Ur bochad skrivagnerien yaouank a gemeras o lañs ken e vez lavaret ez eus ul luskad lennegel anavezet dindan anv Skol Walarn. Digeriñ ar brezhoneg war ar bed a oa e bal, ha troidigezhioù e-leizh a oa bet kaset da benn, diwar Andersen, Boccaccio, Cervantes, Pouchkin, Shakespeare... Lakaat al lennegezh keltiek da vezañ anavezet a oa bet graet ivez, evel mojennoù kozh Iwerzhon hag ar Mabinogion.
En-dro dezhañ e teuas ur bagad brav a dud yaouank ez eo chomet o anv en istor ar yezh, evel Youenn Drezen, Fañch Elies (Abeozen), Loeiz ar Floc'h (Maodez Glanndour), Frañsez Kervella (Kenan Kongar), Langleiz, Jakez Riou, Meavenn, ha meur a hini all c'hoazh.
Soñjoù
Un den a breder e oa Roparz Hemon ivez, pa lenner e zastumad pennadoù Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh e weler e oa levezonet kalz gant tud evel Gandhi ha Rabindranath Tagore.
Ivona Martin a ziskleir e oa ur c'hatolik anezhañ, met Youenn Olier a soñj dezhañ e c'haller krediñ e vire ur seurt elevez war an arvez-se eus e vuhez diabarzh, evel war arvezioù all anezhi. "Dre-se n'eus ket da ober anezhañ ur c'hatolik hep n'en dije diarc'het e-unan ar perzh-se".
A-du-krenn e oa ivez gant an esperanteg, ur yezh etrebroadel. Ur benveg evitañ evit sevel a-enep d'ar yezhoù “impalaer” ha da lakaat an holl yezhoù par. Sevel a reas un dastumad esperantek anvet Nord-Okcidento e 1928, ur yezhadur bihan hag ur geriadurig esperanteg-brezhoneg.
Mont d'ar bobl
Kentañ tra a reas a voe dismegañsiñ al lennegezh vrezhonek poblek, a veze lennet gant dekmiliadoù a dud war Le Courrier du Finistère (da skouer), en ur skrid gallek anvet Manifeste de Gwalarn.
«Deskadurezh ar bobl vrezhon gant ar brezhoneg» hag e «brezhoneg hepken» e oa bet mennad bras Roparz Hemon a-hed e vuhez. A-raok mont d'ar bobl avat, e oa ret kaout traoù a-zoare da ginnig dezhi, ha binvioù a-feson ivez. Setu perak e savas Skol dre lizer Gwalarn (1928) ha Kannadig Gwalarn (1932) evit an holl.
Ur benveg all evit deskiñ brezhoneg buan, pe deskiñ lenn buan, e voe ar brezhoneg eeun, ur roll gerioù diazez, a gaver e pep rannyezh, un tammig en tu-hont da 1000 ger (1935), ha geriadurioù ha yezhadurioù bihan ha marc'had-mat.
Lakaat ar vugale d'ober gant ar brezhoneg a oa ivez ur pal bras evitañ, pa ne vezent ket skoliataet en o yezh, ha pa veze enebet garv ouzh ar brezhoneg er skolioù, a zo gwashoc'h. Setu pal Brezoneg ar vugale (1928) hag an dastumad “Levriou pemp gwenneg”.
Labour en harlu
Daoust da se e kendalc'has da labourat dizehan evit ar brezhoneg, labourioù gouiziek koulz ha traoù dudi pe lennegezh wirion.
Sevel a reas ar gelaouenn Ar Bed Keltiek a oa kar he danvez da hini Kannadig Gwalarn pe hini Arvor.
Hêrezh
Enorioù en Emsav
Ar savadurioù sevenadurel brezhonek o deus rentet klod dezhañ meur a wezh, anaoudek eus e labour ramzel evit ar brezhoneg. Ur Priz Roparz Hemon zo bet krouet.
E labour war ar yezh ha war al lennegezh zo bet kendalc'het gant meur a yezhour hag a skrivagner en tier-embann Al Liamm, Preder, Imbourc'h, Aber... Meur a wezh eo bet adembannet e oberennoù ha pouezus eo e gelennadurezh en Emsav hiziv-an-deiz c'hoazh. E bezhioù c'hoari a vez c'hoariet gant meur a strollad evel Strollad ar Vro Bagan pe c'hoazh er skinwel, evel Meurlarjez pe Al laer avel.
Skolaj kentañ Diwan er Releg-Kerhuon a voe badezet diouzh e anv evel ar greizenn sevenadurel e Gwengamp. Ar geriadur hollvrezhonek kentañ a voe dediet dezhañ.
Meur a straed zo bet badezet diouzh Roparz Hemon e Breizh, evel e Pempoull pe e Plouzeniel.
E-pad ar bloavezhioù 1990 e oa bilhedoù bank arveret war lec'h Gouel Broadel ar brezhoneg, dre fent hag evit paeañ ar marc'hadourezhioù a veze kavet war an dachenn fest. Unan anezho a oa gouestlet da Roparz Hemon hag un dalvoudegezh a ugent lur en doa.
Tabutoù a-zivout Roparz Hemon
E 1998, skourr MRAP Il-ha-Gwilen, diwar vroud hag atiz Françoise Morvan, a savas trouz a-enep an enor a reas Skol-Uhel Ar Vro da goun Roparz Hemon, en ur lakaat war-wel e obererezh e-pad an eil Brezel-bed.
E-tro ar bloavezh 2000 e savas tabut bras en-dro da vrud Roparz Hemon, pa voe tamallet outañ, da gentañ-penn, e emzalc’h da vare ar Brezel hag un nebeud frazennoù bet skrivet er mare-se ivez evit ar braz anezho, e enebiezh e-keñver an divyezhegezh hag e sell war ar yezh. Ken ma voe divadezet skolaj Diwan Roparz Hemon er Releg-Kerhuon e 2000, ha Kreizenn sevenadurel Gwengamp un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. Renet e oa an divrudadeg-se gant aozadurioù ha metoù enebet groñs ouzh ar brezhoneg pe reoù a gav dezho n’eus dazont ebet da gaout evit ar brezhoneg. E 2005 e voe distaolet ar panell « Roparz Hemon » a oa stag ouzh moger Kreizenn sevenadurel Gwengamp.
Levrlennadur
Liesseurt eo oberenn divent Roparz Hemon. Lennegel kentoc'h da gentañ, ha skrivet e brezhoneg dreist-holl hag un tammig e galleg ha tolpet er gelaouenn Gwalarn a-raok ar Brezel-bed, e teuas da vout ul labour a ouiziegezh skrivet e saozneg e-ser kenderc'hel da skrivañ levrioù ha pennadoù brezhonek embannet gant an ti-embann hag ar gelaouenn Al Liamm.
Oberenn lennegel
Kelaouennoù
Gwalarn, 1925-1944 (er penn anezhi eus an niverenn gentañ betek an hini diwezhañ)
Sterenn, 1941-1943; reiñ a reas da embann pep miz unskridoù brezhonek e stumm ul levr, un nebeud anezho kempennet gantañ.
C'hoariva
An Den a netra, 1927 ;
Meurlarjez, 1952 ;
C’hoariva, div zastumadenn embannet e 1979
Romantoù
An aotrou Bimbochet e Breiz, 1927 ;
Santez Dahud, 1935, Gwalarn ; 4e embannadur gant Hor Yezh, 1998 ;
An Aotrou Bimbochet e Breiz, Brest, Skridoù Breizh, 1942 ;
Ar c'horf dindan dreid va zad-kozh, emb. Al Liamm, 1949 ;
Gaovan hag an den gwer, Brest, Al Liamm, 1949.Adembannet gant An Here, 1988 ;
Alanig an Tri Roue, 1950, emb. Al Liamm (golo gant Langleiz) ;
Ur prenestr a oa digor, emb. Skridou Nevez, 1952 ;
An Ti a Drizek Siminal, 1956 Al Liamm, adembannet gant Hor Yezh e 1998 ;
An tri boulomig kalon aour, 1961 ha 1984 Al Liamm ;
Mari Vorgan, 1962 ;
Diamantoù Keroulaz, 1964 Al Liamm. Adembannet gant embannadurioù Al Lanv, 2006 ;
Tangi Kerviler, Al Liamm, 1971, 169 p. ;
Nenn Jani, 1974 ;
Troioù-kaer ar baron pouf, An Here, 1986 ;
Viktor ha Petronilh, romant diechu, Al Liamm, niv. 387, Gouere-Eost 2011
Danevelloù
Kleier Eured Brest, Gwalarn, 1934, danevelloù a-zivout buhez Brestiz ;
Kleier Eured (danevelloù), Skridou Breiz, 1943 ;
Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all, 1970 Al Liamm ;
War ribl an hent, 1971 Al Liamm ;
Danevelloù troet gant Roparz Hemon, 1992, Mouladurioù Hor Yezh (teir levrenn), 1992.
Ar Pesk Aour (1942), troidigezh vrezhonek eus Le Poisson d'Or (1863) gant Paul Féval (1816-1887), skeudennaouet gant Robert Micheau-Vernez (1907-1989), prientet evit an embann gant Pierrette Kermoal, André Soubigou Embanner, 2011, ISBN 978-2-918202-13-4
Barzhoniezh
Barzhonegoù, Skridou Breiz, 1943 ha 1967
en o zouez Pirc'hirin ar mor.
Eñvorennoù
Eñvorennoù, 1947 Al Liamm, adembannet gant Al Liamm, 1998 ;
An dud am eus anavezet, 2008, Mouladurioù Hor Yezh
Troidigezhioù
Plac'hig vihan ar Mor (troet diwar destenn Hans Christian Andersen), Brest, Kenta Mouladour Moulerez, 1928 ;
Fostus an doktor daonet, Bleun Brug, 1938 ;
C'hoariva troet, Hor Yezh, 1991, 204 f. ;
Danevelloù iwerzhonek, Hor Yezh, 1994, 110 p.
Barzhaz dianav ha barzhaz troet, Hor Yezh, 1997
Kanaouennoù
Skridoù diechu
Gevred ha skridoù diechu all, Roparz Hemon, aozet ha kinniget gant Erwan Hupel, Embannadurioù Al Liamm, 2018
Oberennoù a ouiziegezh
Arnodskridoù
La langue bretonne et ses combats, Skridou Breiz, 1946 & La Baule : Éditions de Bretagne, 3de trimiziad 1947 ; a-bouez eo ar meneger a 1001 levr a gaver e diwezh al levr.
Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh, dastumad pennadoù, 1931 ha 1972; adembannet e 2020 gant Al Lanv.
Kelennerezh ha yezhouriezh
Distagadur ar brezhoneg, 1928 ;
Précis de Grammaire bretonne, Brest, Moulerez Stread ar C'hastell, 1928.
Dictionnaire breton-français et français-breton. Meur a embannadur adalek 1928 betek 1970 ;
Yezhadur berr ar brezhoneg, meur a embannadur adalek 1928 betek 1979 ;
L'Orthographe bretonne, Brest, Moulerez Stread ar C'hastell, 1929 ;
Cours élémentaire de breton, Rennes, 1932 .
Teñzor ar gwenedeg, Gwalarn, 1935 ;
Geriadurig gallek-brezhonek an troioù-lavar poblel, 1935, 1962, 1990, Hor Yezh ;
Grammaire bretonne, ha La Prononciation bretonne da heul, Brest, Gwalarn, 1940 ;
Les Mots du breton usuel classés d'après le sens ; Brest, emb. de Bretagne, 1942, ;
Méthode rapide de breton, 1942 ;
An doare-skriva nevez ; Rennes, Imprimerie Centrale de Rennes, 1945
Geriadur istorel ar brezhoneg, Dictionnaire historique du breton, Preder, 36 rann, adalek 1958 betek 1991 ;
Cours élémentaire de breton, 1975, ;
A historical morphology and syntax of Breton, Institute for Adanced Studies, 1975 ;
Geriadurig gallek-brezhonek an troioù-lavar poblel, Hor Yezh, 1990 ;
Yezhadur istorel ar brezhoneg, lakaet e brezhoneg gant Alan Dipode, Hor Yezh, 1998 ;
Alc'hwez ar brezhoneg eeun .
Studi al lennegezh kozh
Christmas Hymns in the Vannes dialect of breton, Dublin, Institute for advanced studies, 1956 ;
Trois poèmes en moyen-breton, troet ha notennet gant Roparz Hemon (Tremenuan an ytron Maria - Pemzec leuenez Maria - Buhez mab den), Dublin, Institute for Advanced Studies, School of Celtic Studies, 1962, XXIV+172 p ;
Les fragments de la Destruction de Jérusalem et des Amours du Vieillard (testennoù e krennvrezhoneg), troet ha notennet, Dublin, Dublin Institute for Advanced Studies, 1969, XXXII+448 p. ;
Doctrin an Christenien (testenn eus 1622 e krennvrezhoneg gant un doare c'hallek hag un doare e brezhoneg kempred eus testenn 1677, gant rakskrid ha notennoù), Dublin, Dublin Institute for Advanced Studies, School of Celtic Studies, 1977, XII+84 p. ;
Danevelloù kozh danvez Breizh, Hor Yezh, 1992, 164 f. ;
Testennoù evit ar studi (An Mirouer a confession (1621), An Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff, La Resurection de Jesus Christ en forme de tragedy en air bretton, La Création), Hor Yezh, n° 200, 1994 ;
Ar Varn diwezhañ (pezh-c'hoari eus an XVIIIvet kantved), Sant-Brieg, Skol, 1998.
Embann
Aogust Brizeug, Telenn Arvor, Furnez Breiz, Gwalarn, 1929 ;
Studiadennoù a-zivout Roparz Hemon
Meur a studiadenn zo bet gouestlet da studiañ oberennoù ha buhez Roparz Hemon :
“Roparz Hemon ha brezhoneg ar vugale”, Pêr Denez, niverenn 37 Hor Yezh, 1965 ;
“ Eus Gwarizi vras Emer da vMari Vorgan”, Pierrette Kermoal, niverenn 91 Preder, 1967 ;
“O sellout war va c'hiz”, Youenn Olier, Imbourc'h, 1968 ;
“Faltazi Roparz Hemon”, A. Even, niverenn 142 Al Liamm, 1970 ;
Skol Walarn I - Un tonkad hag un oberenn (Roparz Hemon), Youenn Olier, Roazhon, Imbourc'h, 1974 192 b. ; adembannet ha kresket e 1995, 291 b. ;
“Lenn ha dilenn : Nann Jenni”, M. Briant, Pobl Vreizh, n. 62, p. 6, 1975 ;
“Mortuach Roparz Hemon”, Herve Latimier, niverenn 103 Pobl Vreizh, 1978 ;
Niverenn 190 Al Liamm gouestlet da Roparz Hemon da-geñver e varv e 1978 :
”Roparz Hemon e Dulenn”, A. Heussaff, niverenn 190 Al Liamm, 1978 ;
“Roparz Hemon, bloavezhioù hag oberennoù pennañ”, Ronan Huon, niverenn 190 Al Liamm, 1978 ;
“Va breur, p'edomp yaouank ha koshoc'h”, A. Nemo, niverenn 190 Al Liamm, 1978 ;
“Nécrologie de Roparz Hemon”, Yann-Ber Piriou, niverenn 177 Le peuple breton, 1978 ;
“Roparz Hemon de gauche à droite”, P. Rannou, niverenn 29 Canard de Nantes à Brest, 1979 ;
“Roparz Hemon : 1900-1978”, Sylvia Morgan, niverennoù 14-15 Studia Celtica, 1980 ;
“Introduction à la traduction française de la Marie-Morgane”, Gwion Etienne, Presses d'aujourd'hui, 1981 ;
“Roparz Hemon, gouestlad gant ar brezhoneg e-pad 50 vloaz”, Fañch Morvannou, niverenn 23 Planedenn, 1985 ;
“Hag eo Roparz Hemon eun doue ?”, J. Salaun, niverenn 96 Brud Nevez, 1986 ;
“Un demi-siècle au service du breton : Roparz Hemon”, Fañch Morvannou, Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, 1987 ;
“Comment j'ai connu Louis Némo”, P. Laurent, niverenn 24 Dalc'homp soñj, 1988 ;
“Al laer avel”, Mikael Madeg, niverenn 121 Brud Nevez, 1989 ;
“Roparz Hemon, hor mestr”, Frañsez Kervella, levrig Gwalarn, 1989 ;
“Al laer avel”, Ronan Huon, niverenn 252 Al Liamm, 1989 ;
”Roll oberennoù Roparz Hemon”, P. Penneg, niverennoù 192 da 194, 251, 252 da 256 Al Liamm, 1979-1989 ;
“Roparz Hemon et l'art dramatique breton”, R. Caouissin, Gwalarn, 1989 ;
“Roparz Hemon (1900-1978), Dalc'homp soñj, Yves Tymen ren., An Oriant, 187 p. (testennoù gant Vefa de Bellaing, Yann Bouessel du Bourg, Herri Caouissin, Per Denez, Yann Gwegen, Alan Heusaff, Ronan Huon, Pierre Laurent, Ivona Martin, Aimée Nemo, Yves Tymen) 1990 ;
“Un tonkad hag un oberenn”, Youenn Olier, Imbourc'h, 1990 ;
“La radio en langue bretonne, R. Hemon et P.J.Helias, deux rêves de la Bretagne”, R. Calvez, PUR, tezenn soutenet e miz Kerzu 1999 e Skol-veur Brest, 2000 ;
“Roparz Hemon”, S. Danielou, Frañs 3 (abadenn skinwel), 2000 ;
“Gweltre an hunvre”, F. Lannuzel, niverenn 326 Al Liamm, 2001 ;
Aborigène Occidental, M; Treger, Mille et une nuits, 2004. Burutellat a ra hentenn Ronan Calvez ha Françoise Morvan a-zivout o studiadennoù diwar-benn Roparz Hemon ;
“Brest en oberenn Roparz Hemon”, Jorj Abherve-Gwegen, niverenn 32 Aber, 2008 ;
Arthur et David - Bretons et Juifs sous l'Occupation, Y. Mervin, Yoran Embanner, 2011 ;
“War roudoù Roparz Hemon – War glask ar gêr aet da get”, Jorj Abherve-Gwegen, niverenn 52 Aber, 2013;
“Mojenn ha kan a van...”, a-zivout Porzh, gant Roparz Hemon”, Pierrette Kermoal, niverenn 52 Aber, 2013 (...)Ha ret eo lazhañ Roparz Hemon'' ?, Even Gwalereg, Sav Breizh, niv. 2, p. 46
Ereoù diabarzh
Breiz Atao
Emsav
Gwalarn
Peurunvan
Ereoù diavaez
Mouezh Roparz Hemon war al load Youtube.
Notennoù
Emsaverien Breizh
Lennegezh vrezhonek
Meneger ar skrivagnerien
Skrivagnerien vrezhonek
Skrivagnerien vrezhonek an XXvet kantved
Skrivagnerien Breizh
Esperantegerien
Ganedigezhioù 1900
Marvioù 1978
Yezhadurourien vrezhonek
Geriadurourien vrezhonek
Roparz Hemon
Saverien hentennoù-deskiñ brezhonek
Tud eus Brest
Emsav Breizh
Emsav evit hor yezh |
2898 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ar%20Bed%20Keltiek | Ar Bed Keltiek | Evit ar stalioù, gwelout Ar Bed Keltiek (stalioù)
Ar Bed Keltiek a oa ur gelaouenn hollvrezhonek savet gant Roparz Hemon goude ar brezel, a veze renet gantañ eus Iwerzhon. Ivona Martin, he skoazellerez feal, a rae war-dro ar sekretouriezh e Breizh.
Istor
Savet e oa bet ar gelaouenn er bloaz 1959 ha padout a reas betek an niverenn 150 e Mezheven 1971. Enteuziet e voe ar gelaouenn, er fin, e-barzh Al Liamm ha ne voe mui embannet. Roparz Hemon, o vevañ e Dulenn, a oa ar skrivagner pennañ anezhi, met Alan Heussaff, o vevañ en Iwerzhon ivez, en doa skrivet kalz enni, koulz hag Anjela Duval. Hemon an hini eo en doa broudet anezhi da skrivañ.
Danvez
keleier a Vreizh hag eus ar bed-holl
pennadoù diwar-benn ar yezh, an istor, ar sevenadur
danevelloù ha kanaouennoù troet gant Roparz Hemon
darn eus e gontadennoù zo aet d'obet Ho kervel a rin en noz.
Liamm diavaez
Ar Bed Keltiek el lec'hienn idbe-bzh.org
Kelaouennoù brezhonek
Kelaouennoù Breizh aet da get |
2899 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ivona%20Martin | Ivona Martin | D'ar Meurzh 8 a viz C'hwevrer 2005 ez eo aet Ivona Martin d'an Anaon, d'an oad a 97 vloaz. Ur vuhez hir hag oberiant evit ar brezhoneg a renas.
Brezhonegerion a oa he zud, eus kostez An Dre-Nevez. Ur soñj kaer, blaz ar baradoz warnañ, a zalc'he eus he vakañsoù-skol du-hont e maezioù Landivizio a oa hollvrezhonek da neuze. Kontañ a rae e oa bet hoalet gant ar yezh abred-kenañ en he bugaleaj, hogen ranket he doa deskiñ anezhi a-nevez, rak ne oa ket bet savet e brezhoneg, moarvat dre ma oa he ziegezh o chom e kêr.
Gant Roparz Hemon he deus kejet. He danevell eus an darvoud-se a oa fromus en he genoù. Kontañ a rae he doa gwelet un den "kozh" (Roparz Hemon a oa eus ar bloaz 1900, seizh vloaz koshoc'h egeti enta), hag hi yaouank-flamm - peseurt bloaz resis ? War-dro ar bloaz 30 moarvat - straed ar C'hastell e Brest, e ti Sant-Ildud, a oa anavezet evit pourchas levrioù brezhonek. Roparz Hemon en doa roet dezhi da gompren e oa re sammet gant al labour hag hi, brokus ha diwar-skañv, he doa kinniget dezhañ he skoazell. Nebeut war-lerc'h ez eas Roparz Hemon d'he c'haout ouzh dorikell ar "Société Générale" ma laboure-hi eno ha dre an dorikell e roe Roparz Hemon labour da Ivona, d'e sikour war-dro ar gelaouenn "Gwalarn".
Ur vignoniezh vras hag ur c'henlabour daou-ugent vloaz a groge. Traoù bihan da gentañ : adskrivañ chomlec'hioù, sekretouriezh, ha tamm-ha-tamm traoù all.
Goude ar brezel e reas war-dro sekretouriezh ar gelaouenn Ar Bed Keltiek, gant Roparz Hemon da bennskrivagner, hemañ harluet en Iwerzhon. Skriverezañ a reas evel-se miliadoù a bajennadoù, a veze moulet goude-se gant ar beleg Jakez Ducamp, diazezer Skoazell Vreizh a-hend-all, war liestennerez skolaj Sant Pêr Ar Releg Kerc'horr.
A-bouez bras eo bet "ABK" e buhez an Emsav, daoust d'e stumm-moulañ dister, a gaieradoù bihan. Dont a reas er-maez etre 1959 ha 1971.
Ivona n'he deus ket skrivet kement ha ma c'hellfed krediñ. Ur stourmerez e oa da gentañ-penn. Anavezet e oa gant an holl ha brokus e roas eus hec'h arc'hant hag eus hec'h amzer ivez. Unan eus reizherion Skol Ober e oa ha kentelioù a rae ivez en he ranndi er bloavezhioù diwezhañ. Prenañ a rae kement tra a veze moulet en hor yezh. Evit sikour, rak gouzout a rae pegen diaes eo gwerzhañ levrioù brezhonek. Ne oa ket dimezet ha dre-se e oa aesoc'h dezhi kemer perzh er stourm, o vezañ ma n'he doa na gwaz na bugel da ober war o zro. Divugel e oa hervez ar c'hig, hogen bugale ha bugale-vihan niverus he deus bet dre ar spered.
E buhez Oaled Sant Erwan Brest e kemeras perzh adalek an deroù (1969), 28 straed Berthelot e karter Sant Marzhin. Kadoriadez an Oaled e oa bet adalek 1989 hag e-pad daouzek vloaz. Dont a rae ingal d'ar beilhadegoù miziek a veze aozet, o tegas ganti maouezed all, brezhonegerezed a-vihanik o chom e Brest. E Kelc'h-Studi brezhonek ar Bibl e kemere perzh ivez, bepred en OALED SANT ERWAN, renet gant Maoris ar C'hollo. Eno e keje neuze gant Youenn Souffez-Despré, ar re Huon, ha stourmerion all. Kemeret he deus perzh ivez er stourmadenn da gaout un Oferenn vrezhonek e Brest. Warni e c'helled kontañ bepred.
Ur gristenez gredus e oa Ivona Martin. Emezelet he doa da skouer en oberenn Maodez Glanndour, "Unvaniezh Speredel Breizh" ha pergen he doa gouestlet pediñ evit ar Vro en hor yezh. Bemdez. Ul levrig dister a oa bet moulet dindan dalbenn "Ar Bedenn evit ar Vro", a vez graet gantañ dalc'hmat hiziv an deiz gant hiniennoù 'zo. Diwezhatoc'h ez eas ingal da vodadegoù Kristenion Breizh. Kemer a reas perzh e beajoù K.B. d'ar broioù keltiek meur a wech.
Ur plac'h a bedenn e oa, hag ar bedenn eo a brize dreist pep tra e bodadegoù KRISTENION BREIZH. War dachenn ar relijion e plije dezhi Dom Elder Camara, an eskob araogour eus Amerika-Latin. Bepred e veze dedennus ar gaoz, hag ur wech an amzer e kounae he stourmoù war he labour gant he c'hweluniad, war-dro SOS Amitié, hag Añjela Duval, evel-just.
Gwall zoaniet e oa, anat eo, gant ar c'havailh a-enep Roparz Hemon ha pergen gant divadezadur Skolaj Diwan ar Releg.
Emañ he bez e bered Sant Mark, ar c'harter m'he deus bevet ennañ he buhez-pad.
Enorioù
E 1995 e voe roet Kolier an Erminig dezhi en abeg d'he labour evit ar brezhoneg.
Ganedigezhioù 1907
Marvioù 2005
Emsaverien Breizh
Urzh an Erminig
Priz Roparz Hemon
Tud eus Brest |
2900 | https://br.wikipedia.org/wiki/Bibl | Bibl | Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.
Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.
Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.
An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.
Gerdarzh
Ar ger Bibl a zeu eus ar ger gregach βιϐλία (ta biblia), un anv-kadarn lies hag a dalv kement hag « al levrioù », ar pezh a ziskouez eo liesseurt e orin. Tremenet eo d'ar brezhoneg dre ar ger latin bíblia, "levr", ha deuet evel-se da vout ur ger unan. Ul levr tev ez eo : ul levraoueg evit gwir, peogwir e konter 72 lodenn en Testamant Kozh.
An Testamant Kozh
Er Bibl hebraek e kaver 24 levr (39 diwar ar 46 eus ar Bibl degemeret gant an Iliz Katolik) renket e teir lodenn hag en un doare disheñvel diouzh hini Bibl ar Gatoliked.
I – AL LEZENN (Ar pemp levr)
Ar C'heneliezh
An Ermaeziadeg
Al Leviegezh
An Niveroù
An Adlezenn
II – AR BROFEDED
A.
Levr Yehoshoua pe Jozue (Iosue e latin)
Levr ar Varnerien
Levr Ruth
Levrioù Samuel, Levr kentañ Shmouel (Samuel e latin) hag Eil Levr Shmouel en ul levr hepken
Kentañ Levr ar Rouaned hag Eil Levr ar Rouaned en ul levr hepken
B.
Yeshaia (Isaia e latin)
Yirmia (Jeremia e latin)
Yehezkel (Ezechiel e latin)
An Daouzek profed "bihan" : Hoshea (Hosea e latin), Yoel (Joel e latin), Amos (Amos e latin), Ovadia (Obadia e latin), Yona (Jona e latin); Mic'ha (Micha e latin), Nahoum (Nahum e latin), Havakouk(Habakuk e latin), Sefania (Zephania e latin), Hagai (Haggai e latin), Zec'haria (Zecharia e latin), Malac'hi (Malachia e latin)
♦ Notenn : re embannadur ar Bibl gant an Tour-tan eo stummoù an anvioù.
III – AR SKRIDOÙ
Levr ar Salmoù
Levr Job
Levr ar C'hrennlavarioù
Rout
Kanenn ar C'hanennoù
Ar Prezeger (Kohelet)
Levr ar C'heinvanoù
Levr Ester
Daniel
Levr Ezra ha Levr Nehemia
Levrioù an Danevelloù
♦ Notenn : ne vez dalc'het er Bibl hebraek nemet al levrioù bet skrivet ha miret en hebraeg.
Evit ar gatoliked e vez renket an Testamant Kentañ (an Testamant Kozh) en un doare all, ha kavout a reer ennañ skridoù all bet skrivet pe miret e gresianeg, 46 levr en holl.
I – Pemp levr al Lezenn
II – Al Levrioù istorel
Levr Jozue • Levr ar Varnerien • Levr Rout • Daou levr Samuel • Daou levr ar Rouaned • Daou levr an Danevelloù • Levr Ezra • Levr Nehemia • Levr Tobit • Levr Youdit • Levr Ester (gant al lodenn c'hresianek) • Daou levr ar Vakabeed.
III – Al Levrioù a varzhoniezh hag a furnez
Levr Job • Ar Salmoù • Ar C'hrennlavarioù • Ar Prezeger (Kohelet) • Kanenn ar C'hanennoù • Levr Ar Furnez • Furnez Sirac'h.
IV – Al Levrioù profedel
Yeshaia • Yirmia • Levr ar C'heinvanoù • Levr Barouc'h • Yehezkel • Daniel (gant al lodenn c'hresianek) • Hoshea • Yoel • Amos • Ovadia • Yona • Mic'ha • Nahoum • Havakouk • Sefania • Hagai • Zec'haria • Malac'hi.
An Testamant Nevez
Ne gaver an Testamant Nevez nemet er Bibl kristen ; 27 levr zo ennañ.
Ar pevar aviel, a zezrevell buhez Jezuz
Aviel Mazhev (Mz)
Aviel Mark (Mk)
Aviel Lukaz (Lk)
Aviel Yann (Yn)
Oberoù an Ebestel (Ob), ma weler Pêr ha Paol o tont da vezañ harozed ar relijion gristen
Lizheroù an Ebestel
Lizheroù Paol da gentañ-penn, ar re niverusañ :
Al lizher d'ar Romaned (Rom)
Al lizher kentañ d'ar Gorintidi (1 Kor)
An Eil lizher d'ar Gorintidi (2 Kor)
Al lizher d'ar C'halated (Gal)
Al lizher d'an Efezidi (Ef)
Al lizher d'ar Filipidi (Fil)
Al Lizher d'ar Goloseidi (Kol)
Al lizher kentañ d'an Desalonikidi (1 Tes)
An eil lizher d'an Desalonikidi (2 Tes)
Al lizher kentañ da Dimoteoz (1 Tim)
An eil lizher da Dimoteoz (2 Tim)
Al lizher da Ditoz (Tit)
Al lizher da Filemon (File)
Al lizher d'an Hebreed (He)
Lizheroù an ebestel all, anvet ivez al Lizheroù katolik :
Lizher Sant Jakez (Jak)
Lizher kentañ Sant Pêr (1 Pêr)
Eil lizher Sant Pêr (2 Pêr)
Lizher kentañ Sant Yann (1 Yn)
Eil lizher Sant Yann (2 Yn)
Trede lizher Sant Yann (3 Yn)
Lizher Sant Jud (Jud)
An Diskuliadur, skrivet gant Yann, a gemenn fin ar bed.
Ar Bibl e brezhoneg
E 1827 e oa bet embannet an droidigezh kentañ eus an Testamant Nevez, troet gant Yann-Frañsez ar Gonideg, war c'houlenn pastored eus Kembre, Thomas Price ha David Jones. Un droidigezh eus ar Bibl en e bezh gant ar Gonideg a voe embannet e 1866, goude e varv.
E 1847 e voe embannet e Brest un droidigezh eus an Testamant Nevez gant ar pastor kembreat John Jenkins (1807-1872), a voe adembannet meur a wech. Sikouret e oa bet gant Gwilherm Rikou, ha harpet gant Kevredigezh ar Bibl war an douar bras.
E 1853 e voe embannet un Testamant Nevez katolik, Testamant neve eus hon Otro hac hon Salver Jesus-Christ, lakaet e brezhoneg gant ur beleg eus Treger, da enebiñ ouzh hini Jenkins. Ne ouzer ket ervat gant piv e oa bet graet an droidigezh, marteze gant an aotrou Jozef Joubin, person Lanrodeg, pe gant Leméhaussé.
E 1866 e voe embannet troidigezh ar Gonideg, Bibl santel pe levr ar skritur sakr, troet diwar al latin etre 1829 ha 1835, embannet e teir lodenn (levr kenta levrenn genta, levr kenta eil levrenn, eil levr), e ti Prud’homme, e Sant-Brieg.
E 1883 e voe embannet troidigezh an Testamant Nevez adarre, graet gant ar pastor protestant Gwilh ar C'hoad (1845-1914). Ar Bibl en e bezh a voe troet gantañ goude, hag embannet e 1897 gant an Trinitarian Biblical Society, eus Londrez, en anv "Unvaniez Drinderian ar Bibl evit ar Vretouned". Liv brezhoneg Treger, ar yezh kaozeet gant Gwilh ar C'hoad, a gaver war an droidigezh-se. E 2004 e oa bet embannet ur stumm adwelet eus an Testamant Nevez, gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh, a zo un aozadur kristen protestant avielour.
Etre 1953 ha 1981 e voe embannet gant Maodez Glanndour e levrigoù liestennet hag e ti Al Liamm ul lodenn eus an Testamant Kozh hag an Testamant Nevez en e bezh gant ur skipailh troerien, beleion gatolik, renet gant Maodez Glanndour. Troet eo diwar an destenn c'hresianek eus ar Bibl (Septuaginta).
Etre 1960 ha 1975 e voe embannet 25 levrig liestennet eus un droidigezh ger-ha-ger eus ar Bibl en hebraeg gant Pêr ar Gall.
Etre 1981 ha 1986 e voe embannet e ti An Tour-Tan un droidigezh nevez eus an Testamant Kozh gant Job Lec'hvien ha Pêr ar Gall, pemp levrenn dezhi. Un droidigezh ger-ha-ger eo tost da vat, diwar an destenn hebraek, p'o deus klasket an droerien mirout urzh ar frazennoù hebraek an aliesañ m'o deus gallet ober.
Etre 1982 ha 1988 e voe embannet un droidigezh nevez eus an Testamant nevez evit al liderezh hag ar bastorelezh, gant "Kenvreuriez ar Brezoneg" Eskopti Kemper ha Leon (dindan ren Aotrou 'n Eskob Visant Fave) : Aviel Jezuz-Krist e 1982, gant ti-embann Ar Skol dre Lizer ; Testamant Nevez - eil lodenn e 1988, gant Kenvreuriez ar Brezoneg.
E 2002 e voe embannet gant Ti embann Minihi Levenez An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver troet gant Pêr Guichou. Un droidigezh diwar ar gresianeg ez eo, kempennet en ur brezhoneg na vefe ket re uhel, pegwir e felle da Bêr Guichou bezañ tost da destenn c'hresianek an Testamant Nevez.
Adalek 2012 e labour Emglev An Tiegezhioù da sevel ur Bibl a heuilh testenn an Iliz katolik, an Nova Vulgata, diwar troidigezhioù diembann Maodez Glanndour, troidigezhioù Klerg evit an Testamant Kozh, ha labour an Tour-Tan, adwelet ha difaziet, evit an anvioù divoutin pergen. Diembann eo evit poent met he c'havout a c'heller war lec'hienn Emglev An Tiegezhioù.
E 2018 eo bet embannet ar Bibl en e bezh gant an ti-embann Penkermin, diwar labour Maodez Glanndour, Marsel Klerg, an Tad Medard, Gwilherm Dubourg, Marsel ar C'hollo, Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Ur raklavar a-berzh an aotrou 'n eskob Denis Moutel, eskob Sant-Brieg ha Treger, a gaver el levr. An embannadur-mañ zo disoc'h ul labour kenaozañ graet gant Job Lec'hvien hag ul labour azgweladur gant Tiegezh Santez Anna. Ar Bibl klok kentañ, e stumm ul levr hepken, bet moullet a-berzh katoliked an hini eo.
Liammoù diavaez
Troidigezhioù ar Bibl e brezhoneg
Bibl ar Gonideg e Wikimammenn
Bibl Yann Frañsez ar Gonideg (Testamant Kozh) lakaet e skolveurieg.
Ar Bibl e brezhoneg (katolik), lakaet e skolveurieg
Unvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh
Ar Bibl protestant e brezhoneg
Notennoù
Bibl
Testennoù ar Yuzevegezh
Testennoù ar Gristeniezh |
2901 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ael | Ael | [[Image:The Wounded Angel - Hugo Simberg.jpg|right|thumb|200px|Hugo Simberg, 1903.]]
An aeled, pe aelez, a zo krouadurioù meneget er Bibl, kenkoulz en Testamant Kozh hag en Testamant Nevez.
Piv eo an aeled ?
E yezhoù ar Bibl eo malak en hebraeg hag aggelos e gresianeg ar gerioù implijet evit "ael". An daou c'her-se o deus an hevelep ster: "an hini kaset" pe "ar c'hannad". Ar wrizienn Malak a zo e orin anv ar profed Malaki (= va c'hannad).
Ar respont klokañ d'ar goulenn "Piv eo an aeled?" a zo roet gant Hebreed 1:14, "Ha n’int ket holl speredoù oc’h embregañ ur servij, ha kaset evit seveniñ ur ministrerezh e-keñver a re a dle resev ar silvidigezh da hêrezh?"'' Sklaer eo eta penaos int speredoù, boudoù speredel. "Kaset" int, ar pezh a glot mat gant o anv: "kannaded".
War a seblant, ez eus lies renkadoù a aeled. Setu anv ar renkadoù meneget (an anvioù a c'hell cheñch un tammig hervez an troidigezhioù):
An Tronioù (Koloseiz 1:16)
Ar Mestronioù (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16)
Ar Priñselezhioù (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16)
Ar Galloudoù (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16, 1 Pêr 3:22)
An Nerzhioù (Efeziz 1:21, 1 Pêr 3:22)
Ar Serafined (Izaia 6:2)
Ar Cherubined (meneget int alies en Testamant Kozh, da skouer Geneliezh 3:24, 2 Samuel 22:11, Ezekiel 10:1; en Testamant Neveze kaver meneg anezho en Hebreed 9:5)
An Arc'hael (1 Tesalonikiz 4:16, Jud 9).
N'eus met un arc'hael hepken, hag e zere a seblant uheloc'h eget hini an aeled all. Ar wrizienn ARC'H e gresianeg a dalvez "kentañ", pe "pennañ".
Daou ael a zo anavezet dre o anv:
"Mikael", an arc'hael (Daniel 10:13, Daniel 12:1, Jud 9, Diskuliadur 12:7). Penn-bras lu Doue eo, e anv a dalvez "evel Doue".
"Gabriel" (Daniel 8:16, Daniel 9:21, Lukaz 1:19-26). E anv a dalvez "Doue a zo galloudus".
An aeled a zo speredoù, met gellout a c'hellont kemer stumm un den. Ar skouerioù a zo niverus; setu daou anezho en Testamant Kozh ha daou en Testamant Nevez: Geneliezh 19:1, Barnerien 6:11, Yann 20:12, Oberoù 12:7. Posupl eo zoken gwelout un ael hep henn gouzout (Hebreed 13:2). Komz a reont yezhoù dezho o-unan, a c'heller komz ivez gant sikour ar Spered-Santel (1 Korintiz 13:1).
Petra a ra an aeled ?
Hervez ar pezh a zo lavaret en Hebreed 1:14, "kaset int evit seveniñ ur ministrerezh e-keñver a re a dle resev ar silvidigezh da hêrezh". O gwelout a reer eta o tegas kemennadurioù a-berzh Doue, o kalonekaat hag o frealziñ, oc'h aliañ diwar-benn an traoù d'ober en un degouezh bennak, o stourm ouzh nerzhioù an droug. Ar skouerioù a zo re niverus evit menegiñ an arroudoù.
Ur galloud bras a zo ganto (Salm 103:20). Kas a reont da benn barn Doue (war Sodom, Jeruzalem, an Asiriz, Herodez), hag e kasint c'hoazh anezhi (Mazhev 13:49, Diskuliadur pennadoù 8 da 16). Bez' e c'hellont ivez foetañ an douar evit e evezhiañ (Zakaria 1:9-11).
Evel-just e servijont Jezuz hag ec'h azeulont anezhañ (Mazhev 4:11, Mazhev 13:41, Mazhev 25:31, Mazhev 26:53, Lukaz 2:13, Lukaz 22:43, Hebreed 1:6, Diskuliadur 22:16).
Kinnig a reont dalc'hmat ur veuleudi da Zoue (Salm 148:2, Diskuliadur 7:11-12).
Traoù da c'houzout diwar-benn an aeled
O fealded hag o lealded e-keñver an Aotrou a zo peurvat, met krouadurien int eveldomp. Dre-se eo difennet ouzh an dud o azeuliñ, ha n'o deus doare ebet eus an doueelezh (Romaned 1:24-25, Koloseiz 2:18, Diskuliadur 19:10, Diskuliadur 22:9).
Bez' ez eus aeled hag a zo kouezhet; dilignezet int eta bremañ (Mazhev 25:41, 2 Pêr 2:4, Jud 6, Diskuliadur 12:9). Satan e-unan a zo un ael kozh a renk uhel (Lusifer pa oa ael). Kouezhet eo en abeg d'e lorc'h (Izaia 14:4-23, Ezekiel 28:11-19).
Anvioù-badez
Diwar an anv angelus, anv latin an ael, eo deuet an anvioù-badez Ange, Angel, Angelo, Angela, Angeles, hag all.
Relijionoù abrahamek
Boudoù speredel
Pennadoù da neptuekaat |
2903 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kembre | Kembre | Kembre (Kembraeg : Cymru ; saozneg : Wales ) zo unan eus an eizh bro geltiek, hag unan eus ar peder a zo en enez Breizh-Veur az a d'ober ar Rouantelezh-Unanet. Er reter emañ Bro-Saoz, mor Iwerzhon er gwalarn, ar mor Keltiek er mervent ha mor Havren er su. Kerdiz (CaerdyddICardiff) eo he c'hêr-benn. E 2021 e oa 3 107 500 annezad war ur gorread a 20 779 km². Ouzhpenn 2 700 km a aodoù he deus Kembre hag eno e kaver leun a venezioù, ar re uhelañ o vezañ e norzh ar vro, evel Gouezva (Yr Wyddfa/Snowdon), 1085 km uhel. E norzh lodenn klouar ar bed emañ Kembre, gant un hin cheñch-dicheñch merket gant ar mor.
Identelezh vroadel Kembre a ziwanas diwar ar Vrezhoned da c'houde aet ar Romaned kuit eus Enez Vreizh er . Rannet e voe ar vro etre rouantelezhioù bihan a glaskas unaniñ a-raok aloubadeg ar vro gant ar Saozon klokaet e 1283 gant Edouarzh I, goude ma kasas Owain Glyndŵr un emsavadeg a-enep ren ar Saozon e penn-kentañ ar , o staliañ evit ur prantad berr ur Briñselezh Kembre dizalc'h. Staget e voe Kembre a-bezh hag ebarzhet e-barzh sistem lezennoù Bro-Saoz e 1535 ha 1542 gant Aktoù Lezennoù Kembre, dindan ren Herri VIII. Adalek an e teuas ul leurenn bolitik disheñvel e Kembre avat. Ar Frankizouriezh kembreat, kaset gant David Lloyd George en da skouer, a oa bet erlec'hiet tamm-ha-tamm gant kresk ar sokialouriezh ha Strollad al Labour. Kresk ar sañtimant vroadel er memes kantved a c'hanas ar strollad Plaid Cymru e 1925 ha Cymdeithas yr Iaith Gymraeg (Kevredigezh ar Yezh Gembraek) e 1962. Deroet eo ul lodenn eus ar galloud e Kembre, aroueziet gant pazennoù meur evel pa oa bet krouet ar Senedd (Parlamant Kembre, bet Bodadeg Vroadel Kembre gwezhall) e 1998.
Pa oa deuet oadvezh ar greanterezh e voe treuzfurmet ar vro gant diorren ar mengleuzioù hag an uzinoù labourat ar metal. Tremen a reas d'ur vro troet war-zu al labour-douar d'unan greantel. Kreskiñ buan a reas poblañs Kembre. An div drederenn eus ar boblañs a vev e Su Kembre, e-lec'h ma oa ar muiañ a vengleuzioù, e Kerdiz, Abertawe (Swansee), Casnewydd (Newport) hag an traoniennoù tro-dro. Reter Norzh Kembre a gont ur c'hwec'hvedenn eus ar boblañs, Wrecsam o vezañ ar gêr vrasañ en norzh. Ne vev ket kement a dud e lodennoù all ar vro. Bremañ m'eo bet diskaret ar greanterezh er vro emañ diazezet an ekonomiezh war ar servijoù, publik ha prevez hag an douristelezh. Diazezet eo al labour-douar war an desevel chatal, hag ezporzhiañ a ra Kembre war an dachenn-se, o vezañ tost da vezañ emren a-fet labour-douar.
Un identelezh vroadel ha sevenadurel dibar he deus Kembre. Adalek an he doa tapet ar vrud da vezañ "bro ar c'han", diwar hengoun an eisteddfod. Ofisiel eo ar c'hembraeg hag ar saozneg er vro. Ar brasañ eus ar boblañs a gaoz saozneg, met ar muiañ niver a gaoz kembraeg en norzh hag e kornôg ar vro, gant un hollad a 560 000 komzer dre ar vro.
Etimologiezh
An anv a ro ar Gembreiz d'o bro Cymru hag evito o-unan, Cymry, an daou a zistager , a zo par d'ar brezhoneg Kembre. Diskennet int eus eus ar ger predenek combrogi, a dalvez 'kenvroad', hag a oa bet implijet adalek ar . El lennegezh e veze skrivet Kymry pe Cymry ha pa vije ar yezh pe ar bobl. Stummoù latinizet ar gerioù-se, Cambrian, Cambric ha Cambria a oa bet roet d'ar Menezioù Kambrian ha da marevezh geologel ar C'hambrian. Stummoù kozh eus Kembre a gaver e kartennaouegoù e Breizh adalek an .
An anvioù saoznek Wales ha Welsh a zeu diwar ar memes gwrizienn hensaoznek Wealh (liester Wēalas), diwar ar proto-germaneg *Walhaz, tennet diwar anv ur bobl geltiek, ar Volcae, un anv a zo mammenn da anv gallek ar vro ("Pays de Galles"). An anv-se a oa bet implijet evit kaozeal diwar-benn annezidi Impalaeriezh Roman ar C'hornôg. Dont a reas an Angled-ha-Saozon da implijet an termen-se evit ar Vrezhoned dreist-holl ha stumm liester ar ger-se,Wēalas , a oa bet implijet evit o ziriad neuze. Ez istorel ne oa ket implijet ar ger Wales evit an tiriad modern e Breizh-Veur hepken met evit pep tra liammet ouzh ar Vrezhoned, en o zouez tiriadoù all nann-germanek evel Kernev-Veur ("Cornwall") ha lec'hioù e tiriadoù angl-ha-saoz liammet outo evel "Walworth" (kontelezh Durham) ha "Walton" (West Yorkshire).
Istor
Priñselezh unanet da Vro–Saoz e 1536 ha 1543.
1,7 milion a dud e 1900, 2,2 milion e 1950 ha tremen 3 milion e 2011.
Aloubet ha gounezet digant ar Romaned e fin ar , met Kembreiz ne voent ket kalz romanekaet.
Avieladur e .
Er e harzas Kelted Kembre ouzh ar Saksoned hag a oa staliet e Bro-Saoz a-vremañ.
En e voe savet kleuz Offa ur voger vras gant ar roue sakson Offa Mercia a-hed harzoù ar vro.
E penn-kentañ an e voe renet ar vro gant Llywelyn ab Iorwerth.
E vab-bihan, Llywelyn ap Gruffudd, a oa bet anavezet evel priñs ar vro gant Herri III Bro-Saoz dre feur-emglev Montgomery (1267) ; lazhet e voe e-kerzh un emgann e 1282. Gant fin ar familh roueel e voet staget ar rouantelezh kozh da Vro-Saoz ; Gwynedd eo hec'h anv hiziv c’hoazh.
E 1301 e voe lakaet priñs Kembre da zanvez-roue Bro-Saoz dindan anv Edouarzh II ; abaoe e vez roet an titl-se da hêr tron Bro-Saoz.
E 1536 ha 1543 e voe sinet lizheroù an unvaniezh etre Kembre ha Bro-Saoz.
Reveulzi greantel an : diorroadur al labouradegoù houarn, kouevr, staen ha glaou.
E Kembre ez eus un Emsav broadel evel e Breizh. Stourmerien Emsav Bro Gembre a zo aet buanoc'h eget o c'heneiled a Vreizh.
E 1967 e lakaas ar Welsh Language Act ar c’hembraeg keit–ha–keit gant ar saozneg er justis hag en abadennoù foran.
Yezh
Ar c'hembraeg - Cymraeg - eo ar yezh keltiek komzet e Bro-Gembre. E-giz ar brezhoneg hag ar c'herneveureg ez eo ur yezh predenek. Koulskoude eo stag ar c'hembraeg ouzh rummad predeneg an Hanternoz tra ma'z eo stag ar c’herneveureg hag ar brezhoneg ouzh rummad predeneg ar Mervent. E 1901 e oa 50% eus ar Gembreiz a gaoze kembraeg hag a-hed an e oa diskennet ar feur-se da 43.5% e 1911 betek 18.9% e 1981. Disoc'hoù niveradeg 2001 a ziskouezas e oa kresket an niver a gembraegerien betek 21% eus ar boblañs en tu all da 3 bloaz, kontrol d'ar patrom a zigresk a oa bet betek-henn. Niveradeg 2011 a ziskouezas e oa digresket betek 19% a gembraegerien, uheloc'h eget e 1991 met izeloc'h eget e 2001. Goude ma oa kresket poblañs Kembre e talvez e oa tremenet eus 582 000 den e 2011 da 562 000 e 2011, met uheloc'h e chome eget ar 508 000 kembraeger kavet e niveradeg 1991 (18.7%). An niveradeg kaset etre miz Ebrel 2020 ha miz Meurzh 2021 a gavas e oa 29.1% eus an dud en tu all da 3 bloaz a gaozee kembraeg, da lavaret eo 883 300 den. An tennad da heul eus miz Here 2020 da viz Gwengolo 2021 a gavas 29.5% eus an dud a gaozee kembraeg, da lavaret eo war-dro 892 500 kembraeger. Norzh ha kornôg ar vro a chom takadoù e-lec'h m'emañ ar c'hembraeg ar yezh bennañ evit ar brasañ eus an dud tra m'eo desket ar saozneg evel un eil yezh. Unyezhegerien a gaver e-touez ar vugale vihanañ, met ne c'hoarvez james ken e chomfent unyezhegerien a-hed o buhez.
Saozneg zo kaozeet gant kazimant an holl dud e Kembre, ha deuet eo da vezañ ar yezh bennañ er vro a-bezh. Code-switching a glever alies e Kembre a-bezh, kement hag ez eus bet roet meur a anv d'ar fenomen, daoust ma ne'z eus hini ebet a zo anavezet gant ar yezhonourien. Ur saozneg rannvroel a gaozeer ivez, anvet Wenglish, levezonet gant yezhadur ar c'hembraeg hag amprestet gantañ leun a c'herioù kembraek.
Gouarnamant ha politikerezh
Ur vro perzh eus ar Stad riel Rouantelezh-Unanet eo Kembre. Diouzh lezenn eo an R-U ur Stad unvan, gant ur parlamant hag ur gouarnamant e Westminster. Ur parlamant deroet he deus bet Kembre e stumm ur gambr anvet Senedd (Senedd Cymru – Welsh Parliamant) he deus resevet galloudoù deroet digant Parlamant ar Rouantelezh-Unanet dre patrom ar galloudoù miret. Rannet eo Kembre e 22 diriad-kuzul evit an divizoù lec'hel abaoe 1996. Atebeg eo an "tiriadoù pennañ"-se da gas holl bolitikerezhioù ha servijoù lec'hel.
Bez ez eus 40 kannad eus Kembre e-touez ar 650 ezel eus Ti ar C'humunioù, ar gambr izel eus Parlamant ar Rouantelezh-Unanet, pep hini o reprezañtiñ pastelloù-bro Kembre. Dilennadegoù hollek 2019 a zilennas 22 gannad eus Strollad al Labour (pe choazet gantañ), 14 kannad eus ar Strollad Mirour ha 4 eus ar Plaid Cymru. Burev Kembre zo ur rann eus gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet, e penn emañ ar Sekretour Stad evit Kembre a zo ezel eus skipailh ar Ministr pennañ.
Senedd
Da c'houde an dereadur e 1997 e krouas Akt Gouarnamant Kembre 1998 ur vodadeg deroet anavezet bremañ dindan an anv Senedd (ez ofisiel Senedd Cymru pe Welsh Parliamant "Parlamant Kembre" ha gwezhall National Assembly for Wales "Bodadeg Vroadel evit Kembre" betek 2020). Galloudoù ar Sekretour Stad evit Kembre a oa bet treuzkaset d'ar Gouarnamant deroet d'ar , o reiñ ar gwir d'ar vodadeg da zivizout penaos e tispign arc'hant gouarnamant Westminster e-barzh lodennoù deroet ar melestradurezh. Kemmet e voe Akt 1998 gant Akt Gouarnamant Kembre 2006 a roas muioc'h a c'halloudoù d'ar vodadeg ha d'ar gouarnamant lec'hel, tost da re Parlamant Bro-Skos ha Bodadeg Iwerzhon an Norzh. Dilennet eo an 60 ezel eus ar Senedd evit pemp bloaz (pevar bloaz a-raok 2011) dre ur sistem kemmesk gant 40 kannad dilennet dre bastell-vro (an hini kentañ a dap ar plas) ha 20 kannad dilennet dre bastelloù-bro all dre un dregantad roet da bep strollad politikel hervez o disoc'hoù. Ur c'hentañ ministr (prif weinidog) a rank ar Senedd dilenn a-raok ma vez choazet izili ar gouarnamant lec'hel gantañ pe ganti.
E-touez an ugent lodenn deroet da c'houarnamant Kembre, anvet "sujedoù" (subjects), e kaver al labour-douar, diorren an ekonomiezh, an deskadurezh, ar yec'hed, al lojeiz, ar galloudoù lec'hel, ar servijoù sokial, an treuzdougen hag ar c'hembraeg. Pa oa bet krouet e 1999 n'he doa ket Bodadeg Vroadel evit Kembre galloudoù lezenniñ pennañ. E 2007, pa voe votet Akt Gouarnamant Kembre 2006, e voe roet galloud d'ar Vodadeg tremen lezennoù pennañ, anvet Muzulioù ar Vodadeg d'ar mare-se, war sujedoù resis e-barzh al lodennoù deroet. Sujedoù all a oa bet lakaet ouzhpenn, end-eeun gant Parlamant ar Rouantelezh-Unanet peotramant pa oa bet asantet gant Parlamant Westminster d'un Urzh Barregezh war al Lezenniñ (Legislative Competence Order pe LCO, ur goulenn gant ur vodadeg deroet da gaout muioc'h a c'halloudoù). Akt Gouarnamant Kembre 2006 a ro ar gwir d'ar Senedd da c'hounit galloudoù da lezenniñ war muioc'h a sujedoù miret ma vezont degemeret en ur referendom. Dalc'het e voe ur referendom evit astenn galloudoù ar Vodadeg Vroadel d'an , ar pezh a voe degemeret gant an dilennerien. Roet e voe galloud d'ar Vodadeg ober lezennoù, anvet Aktoù Senedd Cymru, war holl sujedoù al lodennoù deroet, hep asant Parlamant ar Rouantelezh-Unanet.
Gant ar Senedd e vez roet pouez da interestoù Kembre er bed a-bezh. Ur c'hannad a gas da Amerika da reiñ brud da embregerezhioù ar vro. Emañ ar burev pennañ e Washington D.C., e-barzh kannati ar Rouantelezh-Unanet, tra ma ren burevioù all e New York City, Chicago, San Francisco hag Atlanta. Staliet e voe ur burev gant ar Stadoù-Unanet da sevel darempredoù eeun gant Kembre.
Lezenn
Ez hengounel e oa bet bodet Lezenn Kembre e-pad un emvod e Hendy-gwyn ar Daf war-dro 930 gant Hywel Dda, a voe roue Deheubarth ha roue ar brasañ eus Kembre etre 942 ha 950. Cyfraith Hywel (Lezenn Hoel) a vode lezennoù pobl ha kustumoù a oa diorroet e Kembre a-hed ar c'hantvedoù. Lakaat a rae pouez war paeamant ur sammad arc'hant d'an hini en doa gouzañvet un torfed, pe d'e gerent, e-lec'h bezañ kastizet gant an tiern. War-bouez e Marz Kembre, e-lec'h ma oa lezennoù dibar, e oa chomet Lezenn Kembre e plas betek ma voe lakaet Statud Rhuddlan e plas e 1284. Da c'houde marv Llywelyn ap Gruffudd e voe staget Priñselezh Kembre ouzh Rouantelezh Bro-Saoz gant Edouarzh I hag erlec'hiet Lezenn Kembre gant Lezenn Bro-Saoz evit an torfedoù. Chom a reas Lezenn Kembre (evit ar prosezoù sivil) ha Lezenn ar Marzioù en implij betek ma voe peuzstaget Kembre gant Herri VIII dindan Aktoù Lezennoù e Kembre 1535 ha 1542 (a vez alies anavezet evel Aktoù Unaniezh 1536 ha 1543), da c'houde e voe Lezenn Bro-Saoz en implij hepken. Akt Kembre ha Berwick e 1746 a embannas e talvezje kement lezenn votet e Bro-Saoz evit Kembre ivez (ouzhpenn d'ar gêr Saoz ha Skos Berwick, war an harzoù), nemet ma vije lavaret ar c'hontrol el lezenn. Nullet e voe an Akt-se, evit Kembre, e 1967.
Lezenn Bro-Saoz a oa bet diazez ar gwir abaoe 1536 neuze. Ur sistem Common law (Lezennoù dre zegouezh) eo, hep kodifiañ bras ha gant ur pouez lakaet war divizoù ar varnerien e prosezoù zo evit skrivañ al lezenn. E penn al lezioù-barn emañ Lez-Varn Uhel ar Rouantelezh-Unanet, a zo al lez-varn diwezhañ evit an holl brosezioù sivil ha torfed. Lezioù-Barn Uhel Bro-Saoz ha Kembre zo al lezioù-barn kentañ uhelañ ouzhpenn bezañ lezioù-barn galv. Rannet eo dre dri : Lez-varn Galv, Lez-varn Uhel Justis ha Lez-Varn ar Gurunenn. Prosezioù bihan a vez klevet gant lezioù-barn lec'hel. E 2007 e voe echu gant Rannvro Kembre ha Cheshire pa voe staget Cheshire ouzh Rannvro Gwalarn Bro-Saoz. Adalek ar bloaz-se e voe Kembre ur rannadenn justis hec'h-unan neuze, e diabarzh rann-justis Bro-Saoz ha Kembre.
Barrek eo ar Senedd da votiñ lezennoù er-maez eus sistem Parlamant ar Rouantelezh-Unanet evit ezhommoù Kembre. Dindan galloudoù asantet e referendom 2011 e c'hell kemer lezennoù pennañ, anvet d'ar mare-se Aktoù Bodadeg Vroadel Kembre ha bremañ Aktoù Senedd Cymru e-keñver ugent tachenn listennet e Akt Gouarnamant Kembre 2006, evel ar yec'hed hag an deskadurezh. Diwar al lezenniñ pennañ-se e c'hell Gouarnamant Kembre sevel is-lezennoù.
Pevar nerzh-polis rannvroel zo e Kembre, Polis Dyfed-Powys, Polis Gwent, Polis Norzh Kembre ha Polis Su Kembre. Pemp toull-bac'h zo e Kembre, pevar e su ar vro hag unan e Wrecsam. Ne'z eus ket a doull-bac'h evit ar merc'hed e Kembre, kaset e vezont da Vro-Saoz neuze.
Douaroniezh
Ur vro leun a venezioù eo Kembre. Emañ e kornôg kreiz Bro-Saoz. 270 km hed eo eus an norzh betek ar sur. 20 779 km² eo ar vro, ar pezh a vez alies meneget evel "Ment Kembre". En tu all da Vro-Saoz er reter emañ harzet Kembre gant ar mor a bep tu : mor Iwerzhon en norzh hag er c'hornôg, kanol Sant Jord hag ar mor Keltiek er mervent ha mor Havren er su. War-dro 2700 km aodoù he deus Kembre (a-hed linenn al lanv uhel), gant an douar bras, Enez Mon ha Caergybi. Ouzhpenn 50 enez zo a-hed aod an douar bras, an hini vrasañ o vezañ Enez Mon er gwalarn.
Menezioù zo er brasañ eus ar gweledva, a zo liesseurt a-hend all, dreist-holl en norzh hag e kreiz ar vro. Stummet e voe ar menezioù e-pad an oadvezh skorn diwezhañ. En Eryri (Snowdonia) emañ menezeier uhelañ Kembre, pemp eus outo o vezañ en tu all da 1000 m. Ar Ouezva (kembraeg Yr Wyddfa ; saozneg Snowdon) eo menez uhelañ ar vro, gant 1085 m. Brudet eo ar 14 menez – pe 15 ma lakaer Carnedd Gwenllian ganto, ar pezh ne reer ket atav dre ma ne seblant ket ken uhel a se e-keñver an trowardroioù – en tu all da 910 m evel Y pedwar copa ar ddeg (pe Welsh 3000s) hag an holl a zo en un takad bihan e gwalarn ar vro. Un dae eo pignat ganto holl. Ar menez uhelañ er-maez eus al listenn-se eo Aran Fawddwy gant 905 m e su Eryri. Bannau Brycheiniog (Brecon Beacons) a zo er su ar vro (menez uhelañ, Pen y Fan, 886 m dezhañ) ha kejañ a reont gant Menez Kambria e kreiz ar vro (beg pennañ, Pumlumon, 752 m dezhañ).
Tri fark broadel zo e Kembre : Eryri, Bannau Brycheiniog ha Park Cenedlaethol Arfordir Penfro (Pembrokeshire Coast National Park). Pemp takad Brav Eston (Ardaloedd o Harddwch Naturiol Eithriadol Cymru) zo : Enez Mon, Bryniau Clwyd a Dyffryn Dyfrdwy (Clwydian Range and Dee Valley), Ledenez Gŵyr (Gower Peninsula), Ledenez Llŷn ha Traonienn Gwy (Wye Valley). Ledenez Gŵyr a oa an takad kentañ bet anvet "Brav Eston" er Rouantelezh-Unanet e 1956. E 2019 e oa 40 traezhennoù banniel glas a-hed aod Kembre, teir marina banniel glas hag un embregerezh bigi banniel glas. Koulskoude e vez avelek-kenañ an aodoù er c'hornôg hag er su, evel aodoù Iwerzhon ha Kernev-Veur, avelioù-kornôg kreñv o doa kaset meur a vag d'ar strad. E 1859 e voe distrujet ouzhpenn 110 lestr a-hed aodoù Kembre e-pad ur gorventenn a lazhas ouzhpenn 800 den dre Vreizh-Veur a-bezh. Ar golladenn vrasañ a c'hoarvezas pa reas al lestr Royal Charter peñse nepell eus aod Enez Mon, gant 459 den az eas d'an anaon. A-hed an e voe kollet ouzhpenn 100 lestr, gant ur geidenn a 78 martolod marvet bep bloaz. Abalamour d'ar brezelioù e voe kollet bigi kostez Caergybi (Holyhead), Aberdaugleddau (Milford Haven) hag Abertawe. Abalamour d'ar reier a zo a-hed o aodoù ha d'an inizi ne vezont ket sklêrijennet e c'hoarvez kalzig a beñse tro-dro da Enez Mon ha Sir Benfro (Pembrokeshire), evel lanv du Sea Empress e 1996.
Amresis e oa chomet harzoù Kembre ha Bro-Saoz e-pad pell, war-bouez tro-dro d'ar stêr Gwy, a voe harzoù degemeret kentañ an div vro. Sañset e oa kleuz Offa da vezañ ul linenn resis met distrujet e voe ar striv-se gant Gruffudd ap Llewellyn a adaloubas douaroù en tu all d'ar voger. Akt an Unaniezh e 1535 a stummas un harz e-linenn eus beg an Dyfrdwy (Dee) betek beg ar Gwy, met chom a reas diresis a-walc'h e penn an dud betek ma voe sinet Akt Welsh Sunday Closing e 1881 a redias ar stalioù hag an embregerezhioù choaz ur vro ha degemer Lezenn Kembre pe Lezenn Bro-Saoz.
Geologiezh
Marevezh geologel koshañ an hoalad Paleozoeg, ar C'hambrian, a denn e anv eus ar Menezioù Kambrian, e-lec'h ma voa kavet ha dielfennet ar c'hentañ fosiloù bet lakaet d'ar marevezh-se. E-kreiz an e implijas Roderick Murchison hag Adam Sedgwick o studiadennoù diwar-benn geologiezh Kembre da lakaat e plas pennaennoù ar stratigrafiezh hag ar paleontologiezh. An daou varevezh da heul en hoalad Paleozoeg, an Ordovisian hag ar Silurian, a voe anvet da c'houde meuriadoù keltiek Kembre an Henamzer.
Hin
Emañ Kembre e-barzh an takad klouar norzh. Cheñch-dicheñch eo an hin, levezonet meurbet gant ar mor hag unan eus broioù glebañ Europa eo. Alies mat e vez koumoulek an amzer e Kembre, glev hag aveliek, gant hañvoù tomm ha goañvioù klouar.
Gwrez brasañ uhelañ : 37.1°C e Penarlâg, Sir y Fflint d'an .
Gwrez bihanañ izelañ : –23.3°C e Rhaeadr Gwy, Sir Faesyfed (bremañ Powys) d'ar .
Niver brasañ a eurvezhioù heol e-pad ur miz : 354.3 eurvezh e Dale Fort, Sir Benfro e miz Gouere 1955.
Niver bihanañ a eurvezhioù heol e-pad ur miz : 2.7 eurvezh e Llwynon, Sir Frycheiniog e miz Genver 1962.
Glaveier vrasañ en un devezh (0900 UTC – 0900 UTC) : 211 mm e Rhondda, Sir Forgannwg d'an .
Lec'h glebañ – ur geidenn a 4.473 mn glav bep bloaz e Crib Goch, Eryri, Gwynedd (lec'h glebiañ ar Rouantelezh-Unanet a-bezh zoken).
Anevaled ha plant
Tennañ a ra ar vuhez c'houez e Kembre ouzh hini peurrest Breizh-Veur, gant un nebeud traoù disheñvel. Abalamour d'hec'h aodoù ha d'hec'h inizi ez eus leun a laboused-mor er vro. Trevadennoù morskouled boutin, torted boutin, poc'haned boutin, karaveged pavioù du, morvrannoù-kuchenn ha godezed beg plat zo. En douaroù, ha 60% eus outo uheloc'h eget 150 m, e kaver leun a laboused evel ar marc'hvrini hag ar mouilc'hi-menez. E-touez al laboused-preizh e c'heller gwelet ar falc'huned moan, ar skouled louet hag ar bargeded ruz, un arouez eus buhez c'houez Kembre. En holl e vez gwelet ouzhpenn da 200 spesad laboused e mirva RSPB e Conwey, en o zouez gweladennerien diouzh ar mare-bloaz. Ar bronneged brasañ, evel an arzhed gell, ar bleizi hag ar c'hizhier gouez, a oa bet chaseet ha peurlazhet a-raok aloubadeg Kembre gant ar Saozon. Hiziv e kaver e-touez ar bronneged anevaled evel ar sorikideged, ar muennoù, ar broc'hed, an dourgon, an erminiged ha meur a vustelaed all, heureuchined ha pemzek spesad askell-groc'hen. Daou spesad krignerien vihan, ar morzigelled voc'h velen hag ar grilianed, a c'heller notenniñ e-keñver Kembre dre ma vezont kavet en harzoù. Ne'z eus bet gwelet mart boutin ebet abaoe ar bloavezhioù 1950. Hogozik steuziet holl e oa ar pudasked e Breizh-Veur, met repu o doa kavet e Kembre a-raok ledanaat o zachenn adarre. Givri aet da c'houez en-dro a gaver en Eryri. E miz Meurzh 2021 e voe roet aotre gant Natural Ressources Wales da leuskel c'hwec'h avank er stêr Dyfi, ar wezh kentañ ma oa c'hoarvezet un darvoud evel-se e Kembre.
Dourioù mervent Kembre, er Gwy, Sir Benfro ha bae Ceredigion, a zesach leun a anevaled-mor evel ar rinkined pirc'hirin, ar reuniged gris, ar vaoted lêrek, an delfined, ar morhoc'hed, ar morgaouled, ar granked hag al ligistri. Si Benfro ha Ceredigion a zo brudet evit bezañ takadoù a-bouez ruz evit an tursiopsed ha Ceinewydd zo lec'h-hañv nemetañ er Rouantelezh-Unanet a-bezh evit an delfined-se. Er stêrioù e c'heller menegiñ ar salvelinused (familh an eoged), ar sili, an eoged, an alosinaeed, ar beleion hag ar salvelinus alpinus. Ne gaver ar gwyniad nemet e Kembre, el Lenn Tegid. Brudet eo Kembre evit he c'hregin, he brennig, he meskl hag he bigorn du. Ar pesked-mor brudetañ zo an harenked, ar vrizhilli hag ar morlouaned. En Eryri, war fasennoù norzh ar menezeier, e kaver plant a zo restachoù eus ur mare rak-skorn, en o souez Lireu ar Ouezva – pe Gagea serotina – ha spesadoù alpinek all evel Saxifraga cespitosa, Saxifraga oppositifolia ha Silene acaulis. Un toullad a blant a gresk e Kembre ha neblec'h all e Breizh-Veur evel ar bod-roz roudennek ar reier (Tuberaria guttata) war Enez Mon pe Draba aizoides e Gŵyr.
Demografiezh
Istor ar boblañs
Poblañs Kembre a greskas eus an hanter diwar 587 000 e 1801 betek 1 163 000 e 1851 a-raok tizhet 2 421 000 e 1911. Ar brasañ eus ar c'hresk-se a zeuas diwar rannoù e-lec'h ma oa mengleuzioù glaou, e Sir Forgannwg dreist-holl a greskas eus 71 000 e 1801 da 232 000 e 1851 betek 1 122 000 e 1911. Un darn eus ar c'hresk-mañ a c'heller liammañ ouzh an treuzkemm demografek a oa c'hoarvezet er brasañ eus ar broioù greantel, pa oa digresket feur ar marvoù tra ma chome uhel feur ar ganedigezhioù. Divroañ a reas forzhig a dud da Gembre ouzhpenn avat er memes mare. Gant ar Saozon e voe ar muiañ-niver e-touez an dud emvroet da Gembre, met un niver bras a Iwerzhoniz a voe ivez asambles gant strolladoù all, evel an Italianed en em stalias e su ar vro. Degemer a reas Kembre divroidi eus ur bern broioù eus ar C'hommonwealth a-hed an ouzhpenn d'an Afrikaned ar C'haraïb ha da dud a-orin eus Azia, a oa staliet e kêrioù Kembre dreist-holl. Kalz anezho a lavar int Kembreiz.
E 1972 e veve 2,74 milion a dud e Kembre, un niver a chomas stabil betek ar bloavezhioù 1980 pa oa digresket ar boblañs abalamour d'an divroañ. Abaoe fin ar bloavezhioù 1980 e teu muioc'h a dud d'en em staliañ e Kembre avat, ha pennabeg kresk ar boblañs int, muioc'h eget ar c'hresk naturel. Hervez niveradeg 2021 e oa 3 107 500 den o chom e Kembre er bloavezh-se (1 586 600 maouez ha 1 521 000 paotr), ur c'hresk a 1,4 % e-keñver niveradeg 2011. E Kembre e veve 5.2 % eus poblañs Saoz-ha-Kembre e 2021. Seizh kêr vras a zo e Kembre, Kerdiz, Abertawe, Casnewydd ha Wrecsam asambles gant kumuniezhioù Bangor, Llanelwy ha Tyddewi hag o deus ar statud kêr er Rouantelezh-Unanet. Wrecsam a voe an hini ziwezhañ o kaout ar statud a gêr, goude m'eo kêr vrasañ norzh Kembre, pa voe roet ar statud e 2022 hepken.
Relijion
E niveradeg 2021 e voe enrollet 46.5% eus an dud dindan ar c'hombod "relijion ebet", muioc'h eget pep respont all ha kresket abaoe 2011 (32.1%). Ar relijion bennañ e Kembre eo ar Gristeniezh, gant 43.6% eus ar boblañs oc'h embann int kristen.
An Iliz e Kembre, gant 56 000 ezel, eo an iliz niverusañ. Ul lodenn eus an Iliz anglikan eo ha perzh eus Iliz Bro-Saoz e oa betek 1920 goude Akt Iliz Kembre e 1914. An Iliz dizalc'h kentañ er vro a voe savet e Llanfaches e 1638 gant William Wroth. Iliz Presbiterian Kembre a voe ganet diwar Luskad Metodist Kembre e-pad an ha distaget diouzh Iliz Bro-Saoz e 1811. An eil feiz gant ar muiañ a azeulerien eo an Iliz katolik, gant 43 000 ezel istimet.
Sant paeron Kembre eo Sant Divi (Dewi Sant). Lidet e vez bep bloaz da C'houel Dewi (Dydd Gŵyl Dewi Sant) d'ar 1 a viz Meurzh. Adalek 1904 e voe ul luskad adlañsañ relijiel diwar avielouriezh Evan Roberts a gasas meur a hini da dreiñ ouzh kristeniezhioù nann-anglikan, kumuniezhioù a-bezh zoken. Stil prezegenniñ Roberts a voe ur skouer evit aozadurioù relijiel nevez evel ar Pentekostaezh pe an Iliz avielourel.
N'eo ket niverus an dud nann-kristen e Kembre, 2.7% eus ar boblañs en holl. Kumuniezh an Islam eo an hini niverusañ, gant 24 000 (0.8%) muzulman niveret e 2011. Kumuniezhioù hindou ha sikh a gaver dreist-holl e kêrioù ar Su, e Casnewydd, Kerdiz hag Abertawe tra ma kaver ar gumuniezh boudaek war ar maez e Ceredigion. Ar relijion nann-gristen kozhañ e Kembre eo ar Yuzevegezh, staliet abaoe mare ar Romaned, goude m'eo digresket niver ar Yuzevien betek un nebeud kantadoù hepken.
Identelezh vroadel
Niveradeg 2021 a ziskouezas e embanne 55.2 % eus an dud e oant "Kembread hepken", 8.1% a embanne e oant "Kembread ha Breizhveuriad" tra ma oa sammet an niver a dud a embanne e oant "Kembread", ne vern da beseurt derez, betek 63.3 %. Sontadeg Bloaziek Poblañs Kembre a ziskouezas e oa 62.3% eus an dud a embanne e oant Kembread asambles gant un identelezh all pe ket e 2022, da geñveriañ gant an niver a 69.2 % kavet e 2001. E 2022 e voe embannet gant ur sontadeg YouGov e oa 67 % eus an dud a embanne e oant "Kembread", ne vern da beseurt derez, gant 21 % a embanne e oant "Kembread ha nann-Breizhveuriad", 15 % "Kembreatoc'h eget Breizhveuriad", 24 % "ken Kembread ha Breizhveuriad", 7 % "Breizhveuriatoc'h eget Kembread" tra ma embanne 20 % e oant "Breizhveuriad ha ket Kembread" ha 8 % un dra bennak all.
Sevenadur
Kembre he deus he sevenadur dibar, gant he yezh, he c'hustumoù, gouelioù ha sonerezh. Pevar lec'hienn UNESCO Hêrezh ar bed e Kembre : Kestell ha Mogerioù-kêr Edouarzh Iañ e Gwynedd, kanol ha dourbont Pontcysyllte, gweledva greantel Blaenafon ha gweledva greanterezh ar mein-glas.
Mitologiezh ha mojennoù
Restachoù mitologiezh kelt ar Vrezhoneg rak-kristen a voe treuzkaset dre gaoz gant ar cynfeirdd (ar varzhed kent). Ul lodenn eus o oberennoù a oa bet miret e dornskridoù kembraek ar Grennamzer : Levr Du Caerfyrddin ha Levr Aneirin (eus an o-daou) ; Levr Taliesin ha Levr Gwenn Rhydderch (eus ar o-daou) ha Levr Ruz Hergest (w.d. 1400). An istorioù e komz-plaen diwar al levrioù gwenn ha ruz a zo brudet dindan an anv Mabinogion. E barzhonegoù evel Cad Goddeu (Kad ar gwez) ha listennoù da zelc'her soñj evel Triadoù Enez Preden ha Trizek Tra Gaer Enez Vreizh e kaver danvez mitologel ivez. En testennoù-se e kaver stummoù kentañ mojenn ar Roue Arzhur hag istor hengounel Enez Vreizh goude mare ar Romaned. Mammennoù all hengounioù lennegezh Kembre zo an dastumad istor latinek Historia Britonum () ha kronikoù e latin Historia Regum Britanniae skrivet en gant Jafrez Menoe, hag hengounioù pobl diwanet diwezhatoc'h evel The Welsh Fairy Book gant W. Jenkyn Thomas.
Lennegezh
Kembre he deus unan eus an hengounioù lennegel koshañ en Europa, ken kozh hag ar ha gant aozerien evel Llywarch Hen pe Jafrez Menoe ha Gerallt Gymro – an daou ziwezhañ a vez gwelet lod eus ar skrivagnerien latin gwellañ a oa bet er Grennamzer. N'eo ket bet treuzkaset barzhoniezh goshañ e kembraeg, hini Taliesin pe Aneirin, digemm met dre stummoù cheñchet kalz er Grennamzer. Hengoun ar varzhoniezh gembraek a oa bet dalc'het bev dre ar Grennamzer Uhelañ betek mare Barzhed ar Briñsed (w.d. 1100 – 1280) hag hini Barzhed an Noblañs (w.d. 1350 – 1650). Ar re gentañ a oa barzhed a-vicher a aoze kanoù-meuliñ ha kanoù-kañv evit o mestr tra ma aoze ar re ziwezhañ barzhoniezh gant gwerzennoù cywydd. Er mare-se e voe aozet e oberenn gant unan eus gwellañ barzhed Kembre, Dafydd ap Gwilym. Pa voe saoznekaet ar vro avat ez eas an hengoun-se da get.
Daoust ma oa aet linenn ar varzhed a-vicher e voe digoret hentoù all d'al lennegezh pa voe ebarzhet uhelidi Kembre en ur rouedad sevenadurel brasoc'h. Labourerien-spered an Azkivinelezh, evel William Salesbury pe John Davies, a zegasas an dengarouriezh er vro diwar ar skolioù-meur saoz. E 1588 e voe William Morgan an den kentañ o treiñ ar Bibl e kembraeg. Ur bazenn a-bouez e voe evit ar varzhoniezh gembraek er pa voe brudet ar barzhonegoù gant gwerzennoù dieub met adalek kreiz ar e tapas ar metroù taol-mouezhiet deuet eus Bro-Saoz muioc'h a vrud c'hoazh. Adalek an e voe krouidigezh un hanez kembraek unan eus palioù skrivagnerien a vro, broudet gant an esteddfod. Lennegezh ar mare-se a voe puilh, met ne oa ket atav a-galite.Luskadoù relijiel a zeuas da vezañ mestr war ar c'henstrivadegoù, goude bezañ bet skarzhet eus outo e penn-kentañ.
En e voe tostaet sevenadur Kembre ouzh ar bed saoznek pa voe troet ar Mabinogion er yezh-se gant Lady Charlotte Guest. Ne voe ket echu gant al lennegezh gembraek evit keloù-se : e 1885 e voe embannet Rhys Lewis gant Daniel Owen, a vez gwelet evel ar romant kembraek kentañ. En ez eas al lennegezh gembraek pelloc'h diouzh ar stil viktorian gant oberennoù evel ar varzhoneg Ymadawiad Arthur gant Thomas Gwynn Jones. Ar Brezel Bed Kentañ en devoe ul levezon bras war al lennegezh gembraek, o c'henel ur stil drougweler kaset gant Thomas Herbert Parry-Williams ha Robert Williams Parry. Greanteadur mervent Kembre a roas ul lusk all gant reoù evel Rhydwen Williams a implijas doareoù gwerzaouiñ diamzeriet ur Gembre war ar maez evit taolenniñ ar gweledva greantel. Ar prantad etre an daou vrezel a zo merket gant labour Saunders Lewis, gant e sell politikel mirour kement hag e bezhioù-c'hoari, e varzhonegoù hag e vurutelladennoù.
Skrivagnerien ar bloavezhioù 1930 a gendalc'has da skrivañ goude an Eil brezel bed, evel Gwyn Thomas, Vernon Watkins pe Dylan Thomas, a voe skignet e oberenn vrudetañ Under Milk Wood e 1954, goude e varv. Thomas a oa unan eus brudetañ skrivagnerien Kembre an . Cheñchet e voe selloù skrivagnerien Kembre saoznek war o bro goude an Eil brezel bed e-keñver ar remziad a-raok, o vont muioc'h war-zu ar vroadelouriezh ha meuliñ ar c'hembraeg. Liammet e voe ar cheñchamant-se ouzh broadelouriezh Saunders Lewis ha gwalldan ar Bombing School Ledenez Llŷn e 1936. Evit ar varzhoniezh e voe R. S. Thomas unan eus an tudennoù pennañ a-hed eil lodenn an XX kantved. Ne zeskas ket kembraeg a-raok bezañ 30 vloaz ha skrivañ a reas e varzhonegoù e saozneg. E-touez romantourien an eil lodenn eus an XX kantved e c'heller menegiñ Emyr Humphreys, a embannas ouzhpenn tregont romant, ha Raymond Williams. A-drugarez d'an Eisteddfod e chom bev hengoun ar barzhonegoù cynghanedd e kembraeg, gant liammoù ouzh Breizh a-drugarez d'ar barzh Aneirin Karadog da skouer.
Mirdioù ha levraouegoù
Mirdi Broadel Kembre (Amgueddfa Cymru – National Museum Wales) a voe krouet dre garta real e 1907 hag arc'hantaouet eo gant gouarnamant Kembre bremañ. Seizh lec'h a zo dre ar vro, en o zouez Mirdi Broadel Kerdiz, Mirdi Broadel Istor Sain Ffagan hag Amgueddfa Lofaol Cymru. E miz Ebrel 2001 e voe aotreet ar mirdioù da zegemer digoust ar weladennerien gant ar Vodadeg Vroadel, ar pezh a greskas an niver a weladennerien eus 87.8 % war ar bloavezh 2001-2002 betek 1 430 428. En Aberystwyth emañ Levraoueg Vroadel Kembre, a zegemer dastumadoù pennañ ar vro, evel dastumad Sir John Williams hag hini Shirburn Castle. Ouzhpenn d'an dastumad objedoù moullet e kaver un dastumad arzoù Kembre a-bouez, gant politridi ha luc'hskeudennoù kement ha kartennoù-post ha kartennoù ofisiel.
Arzoù gwelet
Skouerioù eus arz kelt a oa bet kavet e Kembre. Er Grennamzer uhelañ e voe produet e Kembre oberennoù gant ar Gristeniezh gelt gant patromoù arz an inizi predenek. Dornskridoù livet e Kembre a zo deuet betek hon mare, evel Avieloù Hereford hag Avieloù Lichfield (). Saoter Ricemarch (dalc'het e Dulenn), , a zo eus Kembre ivez, graet e Tyddewi, hag ur skouer diwezhat eus stil an inizi, gant levezonoù viking.
Etre ar hag an ez ae alies arzourien Kembre da labouret maez eus o bro, da Londrez pe da Italia. Richard Wilson (1714-1782) a vez gwelet alies evel al livour-gweledvaoù breizhveuriat kentañ gant un oberenn a-galite. Goude m'eo brudet evit e livadurioù eus Italia en doa livet Kembre ivez. E fin an e kreskas brud arz ar gweledvaoù er vro ha kavet e voe pratikoù e kêrioù Kembre, ar pezh a leuskas muioc'h a arzourien da chom er vro. Desachet e voe arzourien estren da Gembre ivez, da gentañ abalamour d'an Dihun keltiek.
Ul lezenn votet e 1857 a zigoras un toullad skolioù-arzoù dre ar Rouantelezh-Unanet a-bezh e digoret e voe Skol Arzoù Kerdiz e 1865. Alies mat e ranke ar skolidi mont da gavet labour maez eus Kembre met Betws-y-Coed az eas tamm-ha-tamm d'ur greizenn brudet mat evit an arzourien. Bodad arzourien ar gêriadenn a sikouras da aozañ Akamedi Real Kambrian evit an Arz (Yr Academi Frenhinol Gymreig - Royal Cambrian Academy of Art) e 1881. Ar c'hizeller Goscombe John, goude ma laboure e Londrez, a reas meur a zelwenn diwar goulenn aozadurioù Kembre. Christopher Williams, a choaze sujedoù e-liamm ouzh Kembre, a laboure e Londrez ivez. Thomas E. Stephens hag Andrew Vicari a voe poltredourien a laboure er Stadoù-Unanet, evit an eil, hag e Frañs, evit egile.
Kavet e veze arzourien eus Kembre en holl kêrioù-penn Europa. Bevañ a reas Augustus John hag e c'hoar Gwen John e Londrez hag e Pariz. An arzourien-gweledva Kyffin Williams ha Peter Prendergast o doa bevet e Kembre a-hed o buhez avat, goude ma choment e-liamm ouzh bed bras an arzoù. Ceri Richards a oa pouezus e metoù an arzoù e Kembre pa oa kelenner e Kerdiz ha chom a reas pouezus ur wezh dilojet da Londrez. Arzourien all a oa deuet da labourat e Kembre, evel Eric Gill, David Jones (a oa a-orin eus Kembre) hag ar c'hizeller Jonah Jones. Ar Kardomah Gang a oa ur strollad speredel kreizennet tro-dro da zDylan Thomas ha Vernon Watkins en Abertawe, hag en o zouez e kaved al livour Alfred Janes.
Arouezioù broadel hag identelezh
Gwelet a reer Kembre evel unan eus ar broioù keltiek modern hiziv, ar pezh eo diazez identelezh Kembre. Pedet e vez alies arzourien Kembre d'ar gouelioù keltiek.
Y Ddraig Goch (An Aerouant Ruz), unan eus arouezioù pennañ Kembre, a ziskouez pegen dizaon eo ar vroad. Anv a oa eus an aerouant-se el lennegezh e-barzh an Historia Britonum, evel arouez ar bobl. Vortigern (kembraeg : Gwrtheyrn), Roue ar Vrezhoned, a glaske sevel un tour e Dinas Emrys, met kouezhañ a rae en e boull dizehan. Gant Ambrosius e voe lavaret dezhañ toullañ dindan ha kavet gantañ daou sarpant. An aerouant ruz a oa evit ar Vrezhoned hag an hini gwenn evit an Angled-ha-Saozon. Goude emgann an daou sarpant e vije bet diouganet gant Ambrosius e vije adpaket Enez Vreizh gant diskennidi ar Vrezhoned ha kaset ar Saozon d'ar mor en-dro. Graet e oa bet gant an Aerouant Ruz adalek mare roue Gwynedd Cadwaladr (w-d. 655) ha lakaet e oa bet war banniel Kembre a voe ofisielaet e 1959.
D'ar 1 a viz Meurzh e lider Gouel Dewi, un den a-bouez evit identelezh ar vro. Klasket e voe lakaat Gouel Dewi da vezañ un devezh vak, gant ur sinadeg a ouzhpenn 10 000 den da skouer, met nac'het e voe gant gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet. Lidañ a reer an deiz-se avat, er skolioù hag e kevredigezhioù sevenadurel dre ar vro a-bezh, en ur wiskañ ur bourenn da skouer, peotramant ur rozenn-gamm, div vleunienn vroadel e Kembre. Ar gwiskamant broadel a vez gwisket gant ar vugale ivez. Adalek ar e c'heller gwelet ar pour o tont war-wel evel arouez Kembre, tra ma tapas brud ar roz-kamm adalek an , broudet gant David Lloyd George en . Droukvesket e vez alies an div blantenn e kembraeg : cennin (pour) ha cennin Pedr (pour Sant-Pêr evit ar roz-kamm). Ur rentañ-kont a roas an tu-kreñv d'ar pour e 1916, ha gwelet a reer pour war al lur sterling abaoe.
Banniel Owain Glyndŵr a zo liammet ouzh ar broadelezh kembreat. Douget e oa bet gant armeoù Glyndŵr a-enep ar Saozon ha warnañ e weler pevar leon war ruz hag aour. Tennañ a ra ar banniel ouzh hini Llywelyn ap Gruffudd (pe Llywelyn an Diwezhañ), a oa bet Priñs Kembre a-raok an aloubadeg kaset gant ar roue Bro-Saoz Edouarzh I. Levezonet e oa ar banniel gant reoù tud Glyndŵr a oa leoned warno o-daou ivez. Gouel Owain Glyndŵr a lider d'ar 16 a viz Gwengolo e Kembre, ha galvoù a oa bet evit ober eus an deiz-se unan vak broadel.
"Hen Wlad fy Nhadau" (Bro Gozh ma Zadoù) eo kan vroadel Kembre, sonet a-raok darvoudoù sportel evel krogadoù mell-droad pe rugby pa vez skipailh Kembre o c'hoari, hag a-raok digoradurioù ar Senedd ha darvoudoù ofisiel all. "Cymru am byth" (Kembre da viken) zo ul lugan brudet. Ul lugan all – "Y Ddraig Goch Ddyry Cychwyn" (an aerouant ruz a vroud an ober) – a oa bet implijet war Skoed real Kembre pa oa bet krouet e 1953.
Arouezioù breizhveuriat e-liamm ouzh Kembre
Pa oa bet treset an Union Jack (banniel ar Rouantelezh-Unanet e oa Kembre perzh eus Rouantelezh Bro-Saoz abaoe 1543, hag aroueziet e oa bet gant kroaz Sant Jorj. Banniel ar Rouantelezh-Unanet a ziskouez arouezioù Bro-Saoz ha Bro-Skos neuze, a-raok ouzhpennadenn arouez Iwerzhon e 1801. Displeget e vez alies gant ar mediaoù abalamour da betra ne'z eus arouez ebet evit Kembre en Union Jack a-vremañ.
Skoed Dug Kernev-Veur, pennhêr monarkiezh Breizh-Veur (a vez anvet alies Pluñv Priñs Kembre) a vez implijet er vro. Gant teir fluenn o tifoupañ diwar ur gurunenn alaouret a-us d'al lugan alamanek Ich dien ("E servij emaon") eo implijet gant skipailhoù sport, evel ar skipailh rugby, rejimantoù an arme, evel ar Royal Welsh. Klasket e oa bet lakaat harzoù da implij kenwerzhel ar skoed gant Priñs Kembre.
Sportoù
Reolennet hag aozet eo ar sportoù e Kembre gant ouzhpenn 50 aozadur. Ar brasañ anezho, pa vezont o plegañ gant sportoù kevezel, a choaz, a skoazell hag a aoz tud pe skipailhoù a reprezanto o bro e-pad darvoudoù etrebroadel a-enep broioù all. Kembre a c'heller gwelet o c'hoari e darvoudoù meur evel Kib vell-droad ar bed, Kib rugbi ar bed pe C'hoarioù ar C'hommonwealth. Er C'hoarioù Olimpek avat e c'hoari atletourien Kembre asambles gant o c'henseurted eus Bro-Skos, Norzhiwerzhon ha Bro-Saoz e-barzh skipailh Breizh-Veur. Gant Kembre e oa bet aozet darvoudoù sportel etrebroadel evel C'hoarioù ar C'hommonwealth e 1958, Kib ar bed e rugbi e 1999 ha gourfenn Lig ar Gampioned e 2017.
Goude ma veze c'hoariet muioc'h mell-droad da gustum e norzh Kembre eo ar rugbi a zo aet d'ar sport arouez evit ar vro, oc'h ezteuler hec'h identelezh broadel. Skipailh Kembre a gemer perzh bep bloaz e C'hoariadeg ar C'hwec'h Broad ha kemeret en deus perzh da bep Kib ar bed e rugbi. Pevar skipailh rugbi micherel zo : Cardiff Rugby, Dragons RFC, Ospreys ha Scarlets goude daou adaozadur e 2003 hag e 2004. C'hoari a ra ar skipailhoù-se e Kevezadegoù Unanet ar Rugbi, asambles gant skipailhoù eus Iwerzhon, Bro-Skos, Italia hag Afrika ar Su, hag e c'hellont titliñ da c'hoari e-barzh Kib Kampioned ar Rugbi europat peotramant en EPCR Challenge Cup c'hoazh. Adalek 1907 e oa bet ul Lig rugbi e Kembre, hag ul Lig micherel a oa bet etre 1908 ha 1910.
Ul lig mell-droad micherel zo e Kembre abaoe 1992, met pemp kleub kembreat a c'hoari e sistem kampionadoù mell-droad Bro-Saoz : Kerdiz, Abertawe, Casnewydd, Wrecsam ha Merthyr. C'hoarierien a-feson a oa bet ganet e Kembre, John Charles, John Toshack, Gary Speed, Ian Rush, Ryan Giggs, Gareth Bale, Aaron Ramsey peotramant Daniel James ha gallout a reont c'hoari evit o skipailh broadel. E Kampionad mell-droad Europa 2016 e oa bet tizhet gant skipailh Kembre e zisoc'h gwellañ en ur gevezadeg ofisiel pa oa erruet betek an hanter-gourfenn a-raok bet trec'het gant skipailh Portugal a oa aet da gampion da c'houde. Kemeret en deus perzh ar skipailh e daou Kib vell-droad ar bed e 1954 hag e 2022.
Luc’hskeudennoù
Notennoù
Daveoù
Rouantelezh-Unanet
Pastelloù Dilennel Europat er Rouantelezh-Unanet |
2904 | https://br.wikipedia.org/wiki/Stourmerien%20Emsav%20Bro%20Gembre | Stourmerien Emsav Bro Gembre | E touez stourmerien Emsav Bro Gembre emañ Pennar Davies, Dynfnallt, Ambrose Bebb.
Kembre
Emsav Kembre |
2905 | https://br.wikipedia.org/wiki/Pennar%20Davies | Pennar Davies | Ur brogarour kembreat hag ur skrivagner kembraek a feiz kristen e oa William Thomas Pennar Davies, anavezet evel Pennar Davies (12 a viz Du 1911 - 29 a viz Kerzu 1996).
E vugaleaj
N'eo ket bet ganet en un tiegezh kembreat rik. E vamm a oa genidik eus harzoù Bro-Gembre, Gwent, ur seurt Breizh-Uhel saoznekaet abaoe meur a gantved, hag a vage un dispriz ruz ouzh ar c'hembraeg hag ar gembraegerion, hag hi o tont eus ar werin a-hend-all. Dimezet e oa gant ur mengleuzier eus glaouva Morgannwg, ur c'hembraeger anezhañ, nemet ur mengleuzier a oa diaes dezhañ skoulmañ ganti. Er bloavezhioù 1931–1940 e rae an enkadenn he reuz er vro, ha war ar marc'had e c'hoarvezas gantañ gwallzarvoudoù micher a c'hloazas anezhañ grevus. Setu, en dienez edo an tiegezh, ha na oa ket perzhiek zoken en amzer-hont e buhez sevenadurel kembraek renkad ar vicherourion er rannbarzh-hont. Dre chañs e c'hellas ar mab Pennar, boulc'hañ studioù, a-drugarez da harp ur c'houvriadez, ur vourc'hizez saoznek deol, a skoazelle krennarded danvez enno, gant ar spi en em lakafent e servij ur ranniliz kristen bennak (evel ma oa itronezed e Breizh a baee studioù yaouankizoù en ur c'hloerdi bennak). Evel-se e teuas Pennar Davies a-benn da zont tre en ur skolaj protestant e Londrez, hag eno e c'hounezas ur yalc'had evit kenderc'hel gant e studi er Stadoù-Unanet e-lec'h e vanas betek derc'hent an eil brezel bed. Ur marevezh dudius a dremenas ar skrivagner er ranndir-se ha skoulmañ a reas eno mignonezhoù a badas betek fin e vuhez. Ergerzhout a reas ar c'hevandir-se zoken e karr-tann, un ergerzhadenn a lezas dezhañ eñvorennoù dreist ankounac'h. Kollet en doa neuze ar feiz mui pe vui, ha ma n'en dije ket graet e soñj distreiñ d'e vro, da Gembre, e vije deuet da vezañ ur C'hembread saoznekaet ouzhpenn, evel nouspet kant miliad all er riez-hont ; ha moarvat ne vije ket deuet da vezañ ar skrivagner kembraek e teuas da vezañ a-c'houdevezh. Kavout a reas e hent enta o tistreiñ da Gembre e deroù ar brezel. A-benn ar fin ez adkavas un tamm feiz kristen hag emstrivañ a reas evit bezañ rener un doare kloerdi kristen protestant e mervent ar vro, e Aberhonddu. A-ziaraok en doa peurechuet e studioù e "Skolaj Mansfield" e Londrez ; e Redec'hen e chome kêrbenn an deskadurezh hag ar stummadurezh protestant er stad vreizhveurat abaoe deroù an disivoud ; er skolaj-se e oa unan eus ar vlenierion, un Nathanael Micklem, a oa douget da studi feizoniezh Sant Yann, ha da hini prederouriezh sant Tomaz Akwino ha keneil ar feizoniour suisat Karl Barth, un "uhelilizour" digemplegour, ur blenier all e oa Cecil John Cadoux. Hogen isrener an ensavadur en doa mennozioù krennenebet ouzh re Nathanael Micklem. Diaes e vo da Bennar Davies magañ ur preder unvan diwar-benn ar feiz en abeg da grennenebiezh an daou rener eus ar skolaj, hogen brasoc'h e voe warnañ levezon C.J. Cadoux eget hini egile ; peurgent e taolas evezh ouzh e oberenn "The historic Mission of Jesus" ma kaver an delanvad anezhi en oberenn gembraek Pennar Davies "Y Brenin Alltud" a zeuas er-maez e 1974.
E-pad ar brezel enta e peurechuas Pennar Davies ar studioù a zlee aotren dezhañ dont tre e frammoù ar Brotestantiezh e Kembre. En em arbennikaat a reas e-pad ar studioù-se war boent istor an ilizoù protestant (eñ a implije ar ger en unander) ha savet en doa ur studiadenn : "The elisabethan drama in its relationship to christian doctrine and christian controversy", a denne d'an istor-se.
Ur protestant
Pezh a gadarnaas anezhañ en e brotestantiezh e voe e zimeziñ gant ur Yuzevez alaman kanttroet d'ar gristeniezh protestant deol, a anavezas e-pad e studioù e Redec'hen, a heulias anezhañ e Kembre, a zeskas kembraeg hag a savas er yezh-se ar vugale he devoe digant he gwaz..
A-ziagent e oa bet ur "person" plaen en ur barrez saoznek eus Caerdydd. Goude tremen meur a vloaz eno, en doa asantet da gemer ur garg a gelenner istor an Iliz, dreist-holl, an hini brotestant, e Bangor, e-pad 4 bloaz eus 1946 da 1950. Pouezus e voe ar bloavezhioù-se dre ma teuas tre en emsav Kembre d'ar mare-se, oc'h emouezañ ouzh skog ar feiz kristen en istor ar vro, er grez arnevez peurgent (pezh a greñvae e zoug d'ar brotestantiezh) hag o tont da vezañ mignon Gwynfor Evans a zlee kemer penn ar Strollad Broadel. D'ar mare-se eo e reas Pennar Davies e yezh eus ar c'hembraeg (en deroù en doa dremmet ouzh ur redad a skolveuriad saoznek), un emouezadur a reas dezhañ asantiñ da ren "kloerdi" bras Aberhonddu. E devoud e c'helled krediñ, d'ar mare ma sammas ar garg-se,ne oa c'hoarvezet kemm ebet en Iliz hag en he buhez. Hogen e-kerzh ar bloavezhioù 70 e voe tizhet an "Ilizoù" protestant istorel e Kembre gant enkadenn ar feiz. Soñjet en doa Pennar Davies e c'hellfe kavout an tu da herzel ouzh an enkadenn-se dre ar vodernouriezh, o tilezel ar bongoalioù a oa bet e diazez ar feiz abaoe an deroù, hag o virout koulskoude ar gredenn e doueelezh ar C'hrist, harpet hepken war e neuzid hag e skouerelezh evit an denion. Ar re-mañ a save an Iliz o kemer anezhañ da batrom, o klask kas da wir ar stumm kevredigezh erbedet gantañ en e brezegerezh hag e obererezh. Ne roed mui kement pouez da aberzh ar Groaz. Dont a rae pep kristen gwirion da seveniñ, evit e lod, an dasprenadur, o sevel rouantelezh Doue war an douar, o tilezel, eveltañ, kement feulster a oa. Disoñjal a reer ez eo peoc'helouriezh Plaid Cymru awenet gant ar sellboent-se, hag ez eo a orin relijiel. A-benn ar fin e tlee bezañ tizhet rouantelezh Doue war an douar, dre youl-vat ar gristenion. War ar c'hevandir en doa Teillard de Chardin difennet un dezenn damheñvel. Erouezoud ar C'hrist a oa devoudet, koulz lavaret, gant dinodadur ur gevredigezh kristen krouet gant ar gristenion. Skouer ar C'hrist e-unan a oa ar pep pouezusañ en e istor ; ar peurrest, burzhudoù, n'o doa talvoudegezh ebet, e c'hanedigezh diwar ur Werc'hez h.a. a vire outañ a vezañ un den evel ar re all, h.a.
Sur eo ez eo bet intret stourm Pennar Davies evit Kembre hag e zishualded gant e vodernouriezh. Skoazellañ a reas a-dost Gwynfor Evans, rener Plaid Cymru, en e emgann. Hogen gwiriañ a c'hellas a-barzh pell, er bloavezhioù 80, peurgent, ne c'helle ar feiz kristen nag ar gristenion c'hoari roll ebet, peogwir ne oa ket mui anezho. Kuitaat a rankas Aberhonddu peogwir ne oa mui a zanvez gweinideion. Er skol-veur hec'h-unan, evel helenneg e kavas repu e diwezh e vuhez, a voe trist a-walc'h peogwir e voe tizhet gant kleñved Alzheimer en e vloavezhioù diwezhañ.
Davies, Pennar
Davies, Pennar
Davies, Pennar
Davies, Pennar |
2907 | https://br.wikipedia.org/wiki/Levr%20ar%20C%27hrennlavario%C3%B9 | Levr ar C'hrennlavarioù | En Testamant Kozh emañ Levr ar C’hrennlavarioù, war-lerc'h Levr ar Salmoù.
An darn vrasañ eus ar C'hrennlavarioù a zo bet skrivet gant ar Roue Salomon. Reiñ a ra al levr-mañ un heuliad kelennoù pe frazennoù berr, a zo o fal kelenn ar "Furnez" d'al lennerien, hogen, n'eo ket n'eus forzh pe furnez eo, a lavar ar feizidi, pa'z eo ar furnez hervez Doue, ur furnez n'he deus netra da welout gant ar furnez hervez an dud.
Ober a reer gant ar ger "Krennlavar" e brezhoneg dre ziouer a c'her gwelloc'h. En hevelep doare e vez implijet "Proverbia" e latin, "Proverbes" e galleg, "Proverbs" e saozneg, ha "Sprüche" en alamaneg. Met ar ger implijet en hebraeg a dalvez "ul lavar hag a zo ennañ muioc'h eget e ster rik".
E levr ar C'hrennlavarioù e kaver neuze lavarioù a c'hell bezañ komprenet gant daou ster :
ur ster ger-ha-ger, a zo anezhañ alioù evit ar vuhez pemdeziek
ur ster donoc'h, a ziskuilh deomp gwirionezioù speredel diwar-benn Doue, a c'hell bezañ kavet en ur brederiañ war an destenn.
Brudet e oa ar Roue Salomon evel un den fur-kenañ. Bez' e c'hellomp lenn diwar-benn e furnez, e levr kentañ ar Rouaned (pennad 5, gwerzadoù 9-14): "Doue a roas da Salomon furnez, ur skiant bras meurbet, hag ur c'houiziegezh ken frank evel an traezh a zo war aod ar mor. Furnez Salomon a oa dreist furnez holl dud ar Sav-Heol ... e vrud a voe dre an holl vroadoù tro-war-dro. Disklêriañ a reas tri mil lavarenn, ... Eus an holl bobloù e teued da glevout furnez Salomon, a-berzh holl rouaned an douar o doa klevet komz eus e furnez."
E peder lodenn e c’heller rannañ Levr ar C'hrennlavarioù :
1 - pennadoù 1 da 9. Eno e kaver krennlavarioù skrivet gant Salomon e-unan e-pad an 10vet kantved kent H.S. An destenn en em ziskouez evel lavarioù un tad o kelenn e vab ; ar furnez evel-just eo danvez pennañ ar gelennadurezh-se.
2 - pennadoù 10 da 24. Lenn a reomp el lodenn-se kendalc'h an destenn skrivet gant Salomon e-unan, met disheñvel eo ar mod lennegel. N'eo ket mui ur gelennadurezh unvan, hogen kentoc'h un heuliad frazennoù berr, savet diwar soñjezonoù kontrol an eil ouzh ar re all, pe lakaet keñver-ha-keñver. War a seblant, ez eus un ehan etre bep frazenn.
3 - pennadoù 25 da 29. Frazennoù berr lavaret gant Salomon eo ivez, met skridaozet int bet diwezhatoc'h gant "tud Ezekia" (25:1), da lavarout eo war-dro ar bloaz 700 kent H.S.
4 – pennadoù 30 hag 31. An daou bennad-se a zo evel ur stagadenn. Al lavarioù-se n'eo ket Salomon en deus o skrivet met daou zen kentoc’h, meneget e lec'h all : Agur (pennad 30) ha Lemuel (pennad 31). An hevelep talvoudegezh o deus koulskoude hag an 29 pennad kentañ, peogwir int bet degemeret gant Israeliz da gentañ, ha gant an Iliz da c'houde, evel gerioù o tont eus Doue.
E gwirionez e klask al levr-se lakaat an ene e doare da zegemer furnez Doue, kentoc'h eget na ziskuilh ar furnez-se. Lavarout a ra ar pennad 2: "ar furnez a zeuio ez kalon" (2:10). Furnez Doue ne vez ket treuzkaset dre skrid : he degemer a reer en e galon, rak Spered Doue eo an hini a zeu d'he lakaat enni. Sikour a ra Levr ar C'hrennlavarioù da aozañ ar meiz evit ma vefed degemerus e-keñver ar furnez neñvel. Reizhañ a ra an emzalc’hioù d’o lakaat evel ma rankfent bezañ, o veuliñ an doujañs-Doue, al largentez, ar fealded etre priedoù, an onestiz, tra ma laka war ziwall ouzh riskloù ar vezventi, an avoultriezh, ar gaou , an diegi, an tabutoù.
Dont a ra ar furnez da vezañ un den gwirion er pennad 8 : komz a ra, oberiañ a ra. A-ziwar ar werzad 23, ec'h adkaver enni personelezh Mab Doue, an Aotrou Jezuz-Krist evit ar Gristenien : "Neuze e oan e-kichen an Aotrou evel e oberour, e blijadur e oan a-hed an deizioù, o c'hoari hep paouez dirazañ, o c'hoari war voulenn e zouar, hag o kavout va eurvad e-touez bugale an dud" (8:30-31).
Krennlavariou |
2909 | https://br.wikipedia.org/wiki/P%C3%AAr%20II%20%28dug%20Breizh%29 | Pêr II (dug Breizh) | Pêr II, ganet d'ar 7 a viz Gouhere 1418, ha marvet d'an 22 a viz Gwengolo 1457 e Naoned, a voe dug Breizh eus 1450 da 1457, war-lerc'h marv e vreur henañ Frañsez I.
E vuhez
Mab e oa da Yann V ha da (Janed Bro-C'hall).
Dimeziñ a reas da Françoise d'Amboise, met divugel e chomas. Anvet e voe da zug e 1450 ha ren a reas e-pad seizh vloaz. Derc'hel a reas da bolitikerezh e dad : mirout an dugelezh er-maez eus ar Brezel Kant Vloaz ha reiñ tro d'ar vro da binvidikaat.
Lent e oa an Dug, didrouz, met pennek a-wechoù. Ma c'houarnas ar vro gant skiant eo, war a greder, dre aked e bried a zo bet lakaet e renk an dud evurus. Houmañ a boanias da lakaat er c'hargoù a iliz pe a c'houarnamant ar re ouestañ hag ar re onestañ. Ne lezas ket kennebeut kuzulierion an Dug da deurel tailhoù pounner war ar bobl, war zigarez ma oa houmañ pinvidikaet gant ar peoc'h.
Pêr II a venne mirout he frankiz d'ar vro. C'hoari en deveze oc'h en em silañ etre pavioù hec'h amezeien : Bro-Saoz ha Bro-C'hall. Ar re-mañ, kant vloaz a oa endeo, ne vrezelekaent mui war douar Breizh. Met Breizh, evit chom en he sav, a ranke harpañ an eil rouantelezh pe eben. Yann V, a-du gant ar Saozon er penn-kentañ, a droas gant Bro-C'hall en amzer santez Janed Ark, hag a viras an doare-ober-se betek e varv. E vab Frañsez kentañ a gendalc'has d'en em glevout gant Bro-C'hall ha Pêr II ne zislavaras ket e vreur war ar poent-se.
Kastizañ a reas evelato un torfed graet en amzer Frañsez kentañ. Ar priñs Jili a Vreizh, breur da Bêr ha da Frañsez, a oa bet toullbac'het en amzer Frañsez e-unan abalamour ma tiskoueze re ar garantez a zouge d'ar Saozon. Toullbac'hañ a oa trawalc'h d'an Dug Frañsez, met Jili en doa enebourion douet, dreist-holl Arzhur a Venez-Alban. Hemañ a gavas a-du gantañ gouarnour kastell An Hardouineg, e-lec'h m'edo kraouiet Jili. Ar priñs kaezh a voe taget eno gant bourevion paeet evit-se… Deuet da vezañ Dug nebeut goude, Pêr II a lakaas barn ar re gablus. Dibennet e voe ar gouarnour met Arzhur a Venez-Alban a c'hellas en em sachañ en ur vont d'ur gouent. Diwezhatoc'h e vezo anvet da Arc'heskob Bourdel gant Roue Bro-C'hall Loeiz an unnekvet !!!
D'ar mare ma pigne Pêr II war an tron e oa ar Saozon war-nes bezañ skarzhet kuit diouzh Bro-C'hall. Kuzulierion ar roue a gemeras neuze hardishegezh. Gwelout a raent o tostaat ar mare ma c'hellfent lakaat o c'hrabanoù war Vreizh, ur vro binvidik, hep kaout ezhomm da soñjal hag eñ o doa ar gwir d'en ober. Reiñ a rejont da Bêr II an tañva eus o soubenn ; e kreisteiz ar vro e tisklêrjont en doa ar Roue galloud war douaroù eskob Naoned hag en hanternoz e laeras ofisourion ar Roue div pe deir leviad vat a zouar da stagañ ouzh an Normandi.
Hep ehanañ e klasked trouz ouzh ar Vretoned. Er bloaz 1455 e voe ken hegaset Pêr II ma lakaas ober un enklask war ar gwirioù a roue en doa Dug Breizh ha war frankizioù ar vro… An testoù a ziskulias n'en doa ket Dug Breizh muioc'h a zever da zentiñ ouzh ar Roue eget m'en doa ar Roue da sentiñ ouzh Dug Breizh. War-lerc'h an enklask-se e santas Pêr II e oa harpet gant e bobl hag e roas da c'houzout d'ar Roue ne asantfe ket e vije breset e wirioù a Zug : "An Dug, emezañ, ne c'hellfe ket lezel ober kement-se, nag e bobl er gouzañv. Gwell e vefe gant an Dug kaout poan ha mervel en ur en em zifenn diwar an tabut-se."Kement-mañ a skrive d'ar Roue er bloaz 1455. Daou vloaz diwezhatoc'h e tiskenne er bez, re nebeut a amzer marteze evit lakaat e vro e stad d'en em zifenn. Amzer a-walc'h avat evit kompren kalz traoù. Kompren a c'helle e ro ur vro binvidik c'hoant d'ar broioù all da lammat warni. Seul binvidikoc'h ar vro, seul brestoc'h e rank bezañ d'en em zifenn.
Un dra 'zo evelato ne oa ket anavezet a-walc'h gant Pêr II. Krediñ a rae e oa a-walc'h dezhañ bezañ gouest da brouiñ e wirioù, met kuzulierion ar Roue a grede e c'helle ar Roue ober ar pezh a gare gant ma vije evit mad e rouantelezh. Kement-se a zo kement ha lavarout e c'heller ober an droug evit tizhout ur vad bennak. Mar galle ar Roue terriñ al lezenn evit kreskiñ e rouantelezh e c'hellje ivez, un devezh a vije, bresañ gwirioù Dug Breizh. En devezh-se, mar ne vije ket bet ar bobl a-bezh a-du gant an Dug, penaos e c'hellje an dugelezh mirout he frankiz ? A-benn tregont vloaz hepken war-lerc'h marv Pêr II e voe anavezet splann ar gwirionezioù-se war an dachenn-emgann.
Da c'hortoz ar gwallzarvoudoù-se, amzer an Dug Pêr II a voe un amzer a beoc'h, a binvidigezh, a ouelioù, a santelezh war an tron.
E 1803 e vije bet digoret bez an Dug ha n'eo ket eskern eo a oa e-barzh hogen un jak ha ne ouzer ket ar perag a gement-se...
Rouaned ha Duged Breizh
Ganedigezhioù 1418
Marvioù 1457
Istor Breizh er XVvet kantved |
2911 | https://br.wikipedia.org/wiki/Youenn%20Olier | Youenn Olier | Youenn Olier, hag a oa Yves Ollivier e anv kefridiel, a voe ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1923 e Gwaien, hag aet d'an Anaon d'ar Merc'her 15 a viz Kerzu 2004 en ospital Gwened. War e vez e bered Kistreberzh ez eo skrivet : "Prederour kristen, skrivagner". Bet eo skrivagner a faltazi, romantour, danevellour, kazetenner ha prederour. Dre an oberennoù niverus a skrivas ez eo unan eus skrivagnerion bouezusañ diwezh an ugentvet kantved.
Chomet eo stag e anv hag e vrud ouzh e gelaouenn Imbourc'h, an trede Emsav ma oa lodek ennañ hag ar stourm lennegel ha katolik e Breizh, en hanterenn diwezhañ an ugentvet kantved. Meur a zek levr a skrivas e meur a di-embann.
Buhez
Bugaleaj ha oad-krenn
E Gwaien eo e voe ganet en ur familh a vrezhonegerion, hogen ne chomas ket pell er gêr-se pa 'z eas kuit e dad da c'hounit bara e Cambrai evel skluzer ; ar vicher-se a oa miret d'an dud a oa bet soudarded. Chomet e oa tad Youenn Olier c'hwezek vloaz e lu Bro-C'hall. Desavet e voe e Pikardi neuze, ha daoust d'e gerent da vout brezhonegerion o-daou e voe-eñ desavet e galleg. Hogen, dezhañ da zistreiñ a-vareadoù da Waien, da vare ar vakañsoù dreist-holl. Eno e oa chomet bev unan eus e dadoù-kozh ha ne zeue nemet brezhoneg gantañ.
Gant e familh e tistroas da Vreizh en-dro. E 1937 emedont o chom e Roazhon hag e teuas e dad da vout skluzer e Sant-Jermen-an-Il eus 1937 da 1942. Youenn Olier a reas e studi e lise Sant-Varzhin Roazhon, kent mont war ar studioù lennegel klasel. Hervez e levr Eñvorennoù e oa Youenn Olier tomm ouzh al lennegezh c'hallek ha lenn a rae ingal romantoù Bourget, Mauriac, Maurois ha skrivagnerion gatolik arall dreist-holl. E-ser bout studier war al lizhiri klasel e Skol-Veur Roazhon e heulie kentelioù brezhoneg ha kembraeg kaset da benn gant Pêr ar Rouz. Er bloavezh 1944 e voe trec'h war an aotreegezh war ar galleg, al latin hag an hen-gresianeg, goude bout bet e ziplom war ar c'heltieg adal 1943.
Labour, micher ha retred
E 1945 e reas e goñje e kêr Sant-Brieg. Ober a reas anaoudegezh gant an aotrounez Marsel Blanchard ha Youenn Kraff e-kerzh ar mizvezhioù-se. O buhez-pad e chomjont e darempred evit labourat a-gevret en Emsav katolik.
Da gentañ e labouras evel kelenner galleg e skolioù publik 'zo betek 1950, hag e skolioù katolik da-c'houde. Kement-se a reas e Gwened, Ploermael ha Plouarzhel. En abeg d'e obererezh politikel ne dizhas morse dont-tre er skol-veur hag e kollas e labour dindan an Deskadurezh-Stad. Diwar-neuze e rankas divroañ evit gallout labourat ha pourchas da ezhommoù e diegezh. Setu ma voe o chom e Kembre, ur mare zo bet.
E-tro derou ar bloavezhioù tri-ugent en em gavas klañv-bras. Da Rosko ez eas da ziskuizhañ e-pad meur a viz, pezh en deus bet ur pouez bras-tre en e vuhez : darbet e oa bet dezhañ mervel ha dinerzh en em gave, dic'houest da ober an dra-mañ-tra evit e vro. Abalamour d'e yec'hed fall e voe harzet a vont da labourat gant ar c'heltiegour Weisgerber e Bro-Alamagn hag e chomas da labourat evel diellour e skol-uhel al labour-douar e Roazhon e-pad ugent vloaz e-ser bout kelenner-ti un nebeud bugale eus an noblañs. Mont a reas war e leve er bloavezh 1983.
Gouest e oa da lenn ur bern yezhoù : galleg, saozneg, alamaneg, spagnoleg, hogen ivez an hen-yezhoù, latin ha gresianeg, hag ar yezhoù keltiek, war-bouez gouezeleg Skos.
Gant Kristenion Breizh, d'an hañv e-pad ouzhpenn dek vloaz ez ae da weladenniñ ar broioù keltiek tramor, e lec'h e labouras a-zevri da gevreañ kristenion hon emsavioù. Bep bloaz ez embanne studiadennoù hir graet diwar ar beajoù-se. Ar pab Paol VI e oa aet da welout e Kêrdiz gant Marsel Klerg.
Mont a reas war e leve e Kistreberzh gant e wreg, Annette Couée he anv-plac'h, ha labourat a reas evit gwellaat e gelaouenn Imbourc'h hag evit embann levrioù a bep seurt. Diwezhatoc'h en doa bet ur gwallzarvoud karr-tan a nammas e c'har dehou : kamm e voe a-benn neuze.
Mervel a reas er bloavezh 2004 e Kistreberzh.
Familh Youenn Olier
Da heul e zimeziñ gant Annette Couée, eus Kelc'h Keltiek Roazhon, e voe savet ganto un tiegezh brezhonek niverus mat ar vugale ennañ. Eizh a voe : Mari-Annaïg, Erwan, Herve, Rozenn, Mikael, Ronan, Tangi, Steven. Un navet a zo marvet bugelig : Gwenael. Kalz diwezhatoc'h e Kistreberzh e roas bod da bevar bugel bihan dezhañ.
Dimezet e oa e c'hoar Nouela gant Alan Louarn hag e voe niverus ar vugale en o zi ivez, war leurgêr al Lisoù e Roazhon. Darempredoù stank a zo bet etre an daou diegezh ; pezh a voe un dra bouezus evit desevel ar vugale er yezh, d'ur mare ma ne veze ken savet ar vugale e brezhoneg. Ha neuze familhoù Youenn Olier hag Alan Louarn a voe diazez ur rummad emsaverion liammet ouzh Emglev an Tiegezhioù.
Oberennoù
A bep seurt danvezioù a ya da ober e oberenn lennegel : skridvarnerezh, politikerezh, kontadennoù berr, romantoù, pergen daou a skiant-faltazi awenet anat diwar e breder a stourmer vrezhon kristen, barzhonegoù, c'hoariva, troidigezhioù hag e oberenn veur, e zeizlevr, a leugnfe war-dro 50 levrenn ma vijent embannet holl. Hogen n'int ket : an hanter en deus graet, betek 1966.
Adalek 1939 e krogas da skrivañ e zeizlevr, ha kement-se betek e varv : lezet en deus war e lerc'h eta 65 bloavezhiad eus an Istor, koulz e istor personel met ivez istor eil hanterenn an XXvet kantved e Breizh hag er bed-holl hag hini an Emsav e-unan. Hogen chom a reas an oberenn-se diembann betek ar bloavezhioù dek-ha-pevar-ugent.
Oberennoù kentañ
Da gentañ ne embannas ket Youenn Olier oberennoù klok hogen pennadoù evit kelaouennoù 'zo.
An destenn gentañ en doa skrivet e brezhoneg a oa ur brezegenn graet gantañ war radio-Roazhon, embannet er gelaouenn Arvor d'ar 7 a viz Mae 1944. Titl an destenn-se a oa "Gwaien"
Adalek miz Gwengolo 1945, kerkent ha ma oa bet argaset an Alamaned, e krouas ur gelaouenn gant Yann ar Gall hag e vreur Yann Olier, An Avel an anv anezhi, e venne kendelc'her al labour kaset da benn gant Skol Gwalarn en Emsav. Da gentañ e tlee bout embannet bep pemzektez hogen dont a reas buan a-walc'h ar mare d'hen embann a vareadoù diresis. Un dousennad niverennoù eus ar gelaouenn a zeuas er-maez. E-pad e goñje eo e voe diazezet An Avel hag arverañ a rae paper an arme evit moullañ ar gazetenn.
Goude disparti Yann ar Gall e teuas pennadoù Youenn Olier da vout politikeloc'h-politikelañ hag e kemmas anv ar gelaouenn e Avel An Trec'h. Diaesterioù he doa bet ar gelaouenn hag a viz Here 1947 betek miz Meurzh 1948 e voe difennet he moulañ gant ar velestradurezh c'hall. Dont a reas Avel An Trec'h da vout kelaouenn ar strollad politikel Emsav Pobl Vreizh war-lerc'h. Hogen mont a reas da get e miz Kerzu 1948.
Setu da-heul, pezh a skrive Abeozen a-zivout oberennoù kentañ Youenn Olier "E oberenn bennañ, d'hor meno, a zo 'Prederiadennoù e sigur un nebeud skrivagnerion vrezhonek' [...] Evit ar wech kentañ e oa roet dimp un arnodskrid skridvarnerezh, hir e alan ha poellek..." Ar prederiadennoù-se a voe embannet er gelaouenn Al Liamm.
An oberennoù a faltazi
Daoust d'un oberenn diaes da renabliñ o vezañ ken fonnus ha liesseurt-kenañ, e oa bresk a-walc'h yec'hed Youenn Olier. Kement-se ivez e vroudas anezhañ da zilezel a-grenn an obererezh politikel da sevel un oberenn lennegel a zoare. Kenskrivañ kalz a rae gant kalzik a dud, en o zouez Roparz Hemon, Guy Étienne, hogen ivez gant Pêr Denez ha Ronan Huon, gantañ pennañ adsaverion ha difennourion ar skritur unvan e rummad yaouank diwezh ar bloavezhioù daou-ugent ha deroù ar bloavezhioù hanter-kant.
Danevelloù
Moullet eo bet e zanevelloù kentañ er gelaouenn Al Liamm adal diwezh ar bloavezhioù daou-ugent. lod anezho a yeas d'ober danvez ul levr, Ar fest-Noz. Lod eus e zanevelloù a gaver el levr An Deiz-Ha-Bloaz (1964) ivez.
Evel ma skrive Abeozen ez eo bet awenet doare e zanevelloù muioc'h gant Kembreiz —Saunders Lewis, Ambrose Bebb, Kate Roberts dreist-holl — eget gant ar skrivagnerion kristen e oa boas da lenn evel Georges Bernanos, François Mauriac, Stendhal pe Edouard Bourdet. Iwerzhoniz 'zo a levezonas e skridoù ivez.
Romantoù
E 1963 ez empennas e romant Poanioù Spered an Tad Gwazdoue a skrivas en Ospital Rosko. Ar romant-se a oa un doare romant fentus a-zivout buhez ar veleion e skeud Sened-Veur Vatikan II, un doare romant brederouriel hag a ziskoueze meur a zoare da intent ha buheziñ ar relijion er velegiezh.
E 1964 e voullas ar romant E penn an hent. Hervez Yann-Ber Piriou o vurutellat ar romant-se "Stourm un ene eo. Ur paotr hedro o klask ur ster d'e vuhez hag ar frankiz war un dro. A bep eil e koll ar Feiz e Doue, er stourm evit ar vro hag er garantez...Erfin an darvoudoù a zo en dispac'h e Breizh ha reveulzi ar gouerien hag ar vicherourien. Stourm a ra ar vrogarourien ouzh an arme C'hall tra ma ren ar spont e-touez ar vourc'hizien."
E romant pennañ Enez ar Vertuz a voe moullet gantañ e-unan e teir levrenn, e 1965 ha 1966. Ar romant-se zo unan eus ar romantoù skiant-faltazi nemeto a gaver el lennegezh vrezhonek ha levezonet bras eo bet gant romant Langleiz Enez ar Rod koulz ha gant romant Yec'hann Marion Enez Ar Vertuz (XVIIIvet kantved). Hogen, hervez arbennigourion 'zo e tenn ar romant diwezhañ-se eus ur romant du gant tudennoù livet dindan alc'hwez ar vroadelouriezh emsavel ha kristen-rik a venne difenn Youenn Olier.
E 1982 e voullas Porzh an Ifern hag a voe ur meni heuliad d'e romant Enez Ar Vertuz.
Kelaouennoù
Gevred hag Imbourc'h a voe savet gantañ adalek 1965. Prenet en doa moullerezhioù a voe staliet en e gav, straed Burloud e Roazhon. O vezañ ma ne gave den da embann e skridoù brezhonek, abalamour d'ar priz dreist-holl, ha d'an nebeud a werzh a vez kavet e sammas warnañ ar vicher mouller. Ur c'henlabourer puilh a-walc'h eo bet gant kelaouennoù 'zo : Al Liamm dreist-holl, Barr-Heol war Feiz ha Breizh ivez ha Preder a-raok ma voe savet Imbourc'h gantañ. Bez' e c'heller lavarout en deus skrivet an hanter eus pennadoù ar gelaouenn e-pad 35 bloaz, da lavarout eo well-wazh un 10.000 pajennad bennak.
Oberennoù lennegel arall
Barzhonegoù a embannas Youenn Olier : Barzhonegoù (1969), Kelc'h an amzer (1971), Tre ha lanv (1974). Roet eo bet da Youenn Olier ar priz Langleiz evit e varzhoniezh e 1991.
Pezhioù-c'hoari a skrivas ivez : O gopr o deus bet (1960), An diskoulm diwezhel (1976).
Oberennoù a brederouriezh
Youen Olier a labouras kalz war imbourc'hioù a-fet yezhadurezh hag a-fet Breizh.
Ar yezh arnevez
Stag ouzh ar yezh arnevez e oa Youenn Olier : levezon SADED a gaver en e c'heriaoueg. Gouest e oa da ijinañ gerioù war an tomm, da glokaat ur c'heriaoueg pinvidik-kenañ.
Sevel a reas un nebeud geriaouegoù gant Marc'h-Kleur ha Jil Ewan. Embannet en doa meur a levrenn eus ur Geriadur arnevez adembannet ha kresket lies gwezh abaoe 1973.
Breizh hag an Iliz
Abaoe ma oa staget gant e bennadoù-barn kentañ e oa dalc'het Youenn Olier da skrivañ er gelaouenn Al Liamm da zigentañ, ha goude en e gelaouenn Imbourc'h abaoe ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. Ober a rae barnadennoù war al levrioù ha notennoù diwar e lennadennoù, zoken ma tremenas eus al lennegezh vrezhonek da bolitikerezh an Emsav.
E skridoù politikel, skrivet buan alies, diwar-benn meizadoù diaes da intent zoken e galleg ne c'heller ket o c'heñveriañ ouzh e oberennoù lennegel rik a zo bet c'hwennet mat. Anv a c'haller ober eus ul lizher a-berzh Goulven Pennaod bet embannet e Notennoù Al Liamm. Pell-bras e oa mennozhioù an daou zen, unan a oa pagan hag egile katolik, pezh a ro muioc'h c'hoazh a bouez da ziskleriadenn Pennaod diwar-benn Youenn Olier. El lizher-se e tisklêrie Goulven Pennaod e oa Youenn Olier ar skrivagner brezhonek nemetañ en defe ur "preder klok". Pep tra a zedenne e evezh hag e vezed sur da gaout un ali speredek digantañ. Kavout a reer lod eus skridoù politikel Youenn Olier en dsatumad Teskad skridoù politikel (niverennoù 37-38 Preder).
Dre ma oa aet da goll holl gelaouennoù katolik an Emsav e penn kentañ ar bloavezhioù pevar-ugent, ne chome ken nemet ar gelaouenn Imbourc'h ha labour Youenn Olier o kenderc'hel gant spered Feiz ha Breiz el lennegezh. Neuze e teuas da vout Youenn Olier ur meni penn eus an trede Emsav, daoust d'e vrezhoneg diaes ha d'ar rebechoù graet outañ da chom war giz an Istor gant ur spered hanter-hent etre Breiz Atao ha Feiz ha Breiz. Ur skipailhig kristenion a vodas tro-dro dezhañ evit kendelc'her al labour kristen hag emsavel war un dro : Pêr Even, Yann Mikael, Tepot Gwilhmod en he mesk.
Obererezh evel emsaver
Gant Yann Kerlann e voe savet Emglev An Tiegezhioù (EAT) e 1947, gant ar pal pennañ bodañ an nebeut-tre a familhoù brezhonek a oa d'ar mare-se.
Diazezer skol Plistin a voe sikouret mat gant Alan al Louarn, a c'helle bepred kontañ war e vreur-kaer Youenn evit reiñ buhez d'ar gevredigezh-se, a zo deuet da vezañ Imbourc'h (kelaouenn), a-benn ar fin, goude pevar bloaz, ti-embann anezhi. Ger-stur EAT eo lavarenn Yann-Vari Perrot "En hor yaouankiz en deus Doue fiziet amzer da zont ar vro".
E Roazhon, war atiz Alan al Louarn ha Youenn Souffez-Despré e voe roet buhez evel-se d'ur gumuniezh vrezhonek vihan en-dro d'un oferenn vareadek, a zeuas da vezañ sizhuniek goude un hir a stourmadenn. Meur a hini o deus graet anaoudegezh gant Youenn Olier e-pad e amzer-studi e Roazhon dre an oferenn vrezhonek.
E 1954 e kemeras Youenn Olier perzh e savidigezh Kuzul ar Brezhoneg gant an aotrou Klerg, person Bulien da gadoriad, en-dro dezhañ Pêr Denez ha Ronan Huon e-touez ar re yaouankañ er strollad, hogen ivez Maodez Glanndour, Ivona Martin ha Pêr Le Moine.
Abeozen a skrivas e 1957 : "Daoust d'ar vuhez tenn n'en deus ket diskroget Youenn Olier eus e labour breizhek". Hag eñ dilabour hag o spiañ bezañ gopret gant ar Bleun-Brug, o vezañ ma oa kristen da gentañ penn, ne voe ket asantet d'e c'houlenn gant Visant Seite.
E 1962 e voe unan eus diazezerien SADED (Strollad An Deskadurezh Eil Derez). Unan eus e labourioù heverkañ er framm-se a voe moarvat e gentelioù war al lennegezh. Goude-se, e 1966, e kemeras perzh er gelaouenn Emsav (Rener kentañ ar gelaouenn bolitikel-se e voe).
Pezh a c'heller lakaat diarvar avat diwar-benn ar prantad-se eus e vuhez eo ar pezh a zisklerias : o sevel SADED hag ESB e kave dezhañ e c'helle chom feal d'e feiz kristen don, dre ma kave dezhañ e oa kristenion wirion an darn vrasañ eus e geneiled er stourmadenn-se. Gwall hejet e oa bet gant e zipitadenn ha gant e gleñved ivez. En em reiñ a reas neuze, da vat ha muioc'h-mui d'e c'halvadenn a skrivagner hag a brederour.
E 1969 e savas Emsav ar Bobl Vrezhon hag Imbourc'h (kelaouenn), kelaouenn bolitikel ar strollad-se.
Neuze e kemmas trumm doare Imbourc'h goude un em-zezrann a lakaas anezhañ da stadañ ne c'helle ket lakaat pelloc'h a gostez e breder kristen war zigarez bezañ deuet mat d'an holl. Kement-se, evel-just, a zo stag ouzh darvoudoù miz Mae 1968 e Pariz, anat eo. Adalek neuze eta e stagas Imbourc'h ouzh Kristenion Breizh hag e vihanaas stumm e gelaouenn (A5). E-pad 20 vloaz e kemeras perzh bras neuze e bodadegoù miziek Kristenion Breizh e presbitalioù Breizh. E-kerzh ar bodadegoù-se e vroude an izili (Paol Kalvez, Marsel Blanchard, Gwilherm Dubourg, Ivona Martin, Youenn Souffez-Despré, Maoris Ar C'hollo, Youenn Troal a yae d'ober an izili pennañ) da skrivañ en e gelaouenn.
Levrlennadur
Oberenn skridvarnouriezh
RR
Ra lennor ar pezh a skriv Abeozen diwar e benn ken abred ha 1957 (Istor al lennegezh vrezhonek en Amzer-vremañ, e ti AL LIAMM, p. 208-210).
Roll levrennoù e zeizlevr
Kregiñ a ra e ti Gevret e 1959 ha chomet eo diembann etre 1967 ha 2005. Setu aze an embannadurioù e ti Imbourc'h :
Deizlevr ur mizvezh brezel - Genver-C'hwevrer 1945
War-lerc'h 40 bloavezh - C'hwevrer Here 1945
Adsav - Here 1945 - Here 1946
Ur bloavezh e Konk-Kerne - Here 46-Here 1947
Deizlevr Dulenn - Gouhere-Eost 1947
Ur bloavezh e Kemper - Eost 47-Genver 48
Ur bloavezh e Kemper - Genver-Eost 1948
Ur bloavezh e Pondivi, 1añ lodenn - Gwengolo-Kerzu 1948
Ur bloavezh e Pondivi, eil lodenn - Genver-Gouhere 1949
Ur bloavezh e Lannuon, kentañ lodenn Gouhere-Kerzu 1949
Ur bloavezh e Lannuon, eil lodenn - 1950
Ur bloavezh er broioù-krec'h, kentañ lodenn - 1951
Ur bloavezh er broioù krec'h, eil lodenn - 1952
Distro e Breizh, Gwened, kentañ lodenn - 1953
Distro e Breizh Ploermael, eil lodenn - 1954
Distro e Roazhon - 1955
Distro e Roazhon - 1956 ha 1957
Ur bloavezh a reuz - 1958
Ur brezel o kenderc'hel - 1959
O treuziñ ar gouelec'h - 1960
Gourlenn - 1961
Ur bloavezh oc'h echuiñ - 1962
Un dispac'h o c'hwitañ - 1963
O klask hentoù nevez - 1964
Amzer an emdouell - 1965
An Hent-Dall - 1966
Levrioù all
*E ti Gevred
Deizlevr brezel 1939-1944 ;
Poanioù-Spered an Tad Gwazdoue (Romant);
An Deiz-ha-Bloaz 1964 (danevelloù) ;
Enez Ar Vertuz (Embannadur roneoskrivet e teir levrenn 1965-66)
*E ti Al Liamm :
An Deiz-ha-bloaz (eil embannadur : 1975) ;
Ar Fest-Noz (danevelloù) ;
E Penn an Hent (romant)
*e ti Imbourc'h :
Istor hol lennegezh : Skol Walarn (tri embannadur, div levrenn) ;
Istor an Emsav (3 levrenn) ;
Istor Kembre ;
Porzh an Ifern (Romant) ;
An Diskoulm Diwezhel (Reuzc'hoari) ;
Kelc'h an Amzer (Dastumad barzhonegoù)
*E ti Preder :
Istor an Emsav sevenadurel abaoe ar Brezel-bed kentañ, 1960 ;
Tonkad 62, 1962.
Troidigezhioù graet gantañ :
Antigone (Sofokles) ;
Da lestr eo da vuhez (Santez Tereza Lesawez) ;
Hent (Sant José-Maria Escriva de Balaguer) ;
An Nor d'ar vuhez deol (Sant Fransez a Sal) ;
Euripides (Alkestis), Preder, 1967.
Oberennoù all :
Geriadur Arnevez (Galleg-Brezhoneg) ;
Geriadur ar brezhoneg arnevez (Brezhoneg-galleg) ;
Lexique complémentaire, Brezhoneg-galleg ha galleg-brezhoneg (2 levrenn, a-gevret gant Jil Ewan ha Marc'h-Kleur) ;
Kenskriverezh R. Ar Pradig gant Meven Mordiern ;
Barzhonegoù Owen, diwar ar c'hembraeg ;
Meur a studiadenn war saviad ar broioù keltiek, ha pergen war ar c'herneveg ;
Meur a oberenn wenedek aozet e brezhoneg unvan, en o zouez "Enez Ar Vertuz" an Tad Marion ;
Notennoù Politikel, bep miz war Imbourc'h ha Kannadig Imbourc'h
Pennadoù all, niverus, a zo bet embannet gant kelaouennoù an Emsav : Al Liamm, Barr-Heol, Emsav, Preder, hag all.
Studiadennoù a-zivout Youenn Olier
Ivona Martin, Porzh an Ifern, Al Liamm, Nnn 216, 1984.
Fañch Morvannou, Imbourc'h, kelaouenn a studi, Pobl Vreizh, Nnn 140, 1982.
Yann-Ber Piriou, E penn an hent : romant gant Youenn Olier, Al Liamm, Nnn 102, 1964.
Ereoù diabarzh
Al Liamm
Emglev An Tiegezhioù
Imbourc'h
Kristenion Breizh
Notennoù
Ganedigezhioù 1923
Marvioù 2004
Skrivagnerien vrezhonek
Skrivagnerien Breizh
Emsaverien Breizh
Meneger ar skrivagnerien
Prederourien Breizh
Skridvarnouriezh
Priz Langleiz |
2915 | https://br.wikipedia.org/wiki/Trede%20Emsav | Trede Emsav | Trede Emsav a reer eus an Emsav brogarour breizhek abaoe 1945, abaoe dibenn an Eil Brezel-bed
Abalamour ma oa bet lod eus ar vroadelourien vreton o kenlabourat gant an Alamanted e voe gwelet fall kement stumm brogarouriezh a oa gant kalz an darn vrasañ eus an dud.
Prantadoù dishenvel a c'heller diforc'hañ en trede Emsav evit e studiañ :
1945-1976
Gant diskar an Emsav en e holl zerezioù e krog ar prantad-mañ : politikel, yezhel, sevenadurel. Echuin a ra gant un nevezadenn a-bouez-bras : savidigezh ur rouedad kelenn brezhonek, Diwan.
Kerkent ha 1945 avat e savas emsaverien'zo o c'hein a-nevez.
Un nebeud goulennoù a saver avat diwar-benn ar marevezh-se :
- Daoust ha gwasket eo bet an emsaverien goude ar brezel-bed ?
1976-1985
Politikerezh |
2918 | https://br.wikipedia.org/wiki/Naziegezh | Naziegezh | An naziegezh eo ideologiezh faskour ar "Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman" (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei), anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi, a oa renet gant e Führer ("rener") Adolf Hitler.
Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 ; eus an Trede Reich e komzer ivez. Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù.
An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar « c'houenn arian » dreist an holl « c'houennoù » all.
Kreizennadur ar strollad
Biskoazh n'eus bet e strollad Adolf Hitler ur gelennadurezh resis diazezet war ar skiant, evel ma'z eo bet hini Karl Marx hag e heulierion Lenin, Stalin, Trotski, Pol Pot, Mao hag all.
En oberenn Hitler, Mein Kampf ("Ma stourm", 1925-1923), e kaver dreist-holl sorc'hennoù n'eus forzh peseurt riezelour dehouelour, penn-da-benn dre Europa, ha ne oant ket tezennoù skiantel pe vrizh-skiantel eztaolet fraezh, evel ma vez bepred er c'hontrol kredennoù ar stourmerion dianc'hwegonteizhat a ra dave da istor an emsav marksat abaoe 150 vloaz.
Klask a rae Alfred Rosenberg bezañ lakaet da bennideologour an NSDAP er bloavezhioù 1930, met goap a veze graet outañ gant ar pennoù bras nazi all, dreist-holl gant Goebbels.
N'eus ket bet evit gwir a strolladoù nazi ereet kenetrezo en ur framm politikel kreizennet, evel ma oa ar strolladoù komunour dre ar bed d'ur mare.
Diazezet e oa ideologiezh an NSDAP war ar poentoù-mañ :
Blut und Boden ("gwad ha douar") : gouennelouriezh hag aloubiñ broioù amezek ;
Volksgemeinschaft ("Kumuniezh ar bobl a-bezh") : lakaat fin dre nerzh d'an holl stourmoù politikel ha klasel ;
Rassenkampf ("Stourm gouennel" ): enepyuzevegezh hag enepslavegezh dreist-holl, koulz ha diouennañ an dud siet (Eutanaziezh T-4) hag an dud heñvelrevel.
Führerstaat ("Stad sturierezhel" ): diktatouriezh hollek un den, da lavarout eo Adolf Hitler.
Koulskoude e oa divizet ul lodenn vras eus politikerezh ar gouarnamant nazi en un doare ad hoc, hag alies a-walc'h e veze tabutoù hiniennel etre pennoù-bras an Trede Reich.
Levrlennadur
[[Hannah Arendt] : The Origins of Totalitarianism (1951) – Les Origines du totalitarisme, Gallimard, 2002
Ian Kershaw, Qu'est-ce que le nazisme ?, Gallimard, 1997
Naziegezh
Ideologiezhioù |
2921 | https://br.wikipedia.org/wiki/Erwan%20Helouri | Erwan Helouri |
Erwan Helouri (1253-1303), anavezetoc'h evel Sant Erwan, zo ur sant katolik brezhon, sant paeron an alvokaded, ha kentañ sant broadel Breizh a-raok Santez Anna . Lidet e vez d'an 19 a viz Mae.
E vuhez
Ganet e voe Erwan Helouri d'ar 17 a viz Here 1253 e Kervarzhin, tost da Landreger, e parrez Ar Vinic'hi, en amzer an dug Yann Iañ. Eus an noblañs izel e oa e dad.
E vamm Azou a Genkiz a oa leun a feiz ha don he deoliezh. Menegiñ a reer alies he disklêriadenn : « Bevit, ma mab e doare da zont da vezañ ur sant. »
E-pad 10 vloaz, eus 1267 da 1277, e studias Erwan ar feizoniezh hag ar gwir e skol-veur Pariz. Er mare-se e oa Sant Tomaz Akwino o kelenn ar feizoniezh eno. Goude-se ez eas Erwan da skol-veur Orleañs evit studiañ ar gwir foran e-pad daou vloavezh.
Adalek an oad a 27 vloaz e voe fiziet en Erwan ar garg a ofisial (barner-Iliz) e Roazhon da gentañ e-pad 5 bloavezh, hag e Landreger da c'houde, dre ma oa bet galvet da zont eno gant an eskob Guillaume de La Roche-Tanguy.
Neuze e voe beleget Erwan hag ouzhpenn e garg a varner-Iliz e voe fiziet ennañ ar garg a berson e Tredraezh da gentañ, ha goude 1292 e Louaneg betek e varv e 1303.
Un den a-bouez e oa ar barner-Iliz staget ouzh an ofisialded, lez-varn an eskob. Barn a rae ar prosezoù a denne d'ar gloer, d'ar studierion, d'an intañvezed, d'an emzivaded, ar re a denne d'an aferioù relijiel pe d'ar c'hudennoù arc'hant stag ouzh an aferioù tiegezh.
Daoust dezhañ bezañ barner e kemere ivez al labour a alvokad, dreist-holl hini alvokad ar re baour, rak merzet en doa e ranke alies an dud izel en em zifenn o-unan er prosezioù, gwell pe well. Lavarout a rae dezho : « Touit dirazon eo reizh hoc'h afer hag ho tifennin evit netra. » Da neuze ne c'helle netra e herzel, nag ar skuizhder - rankout a reas mont alies da vreutaat e Teurgn.
Galvet e veze dibaouez gant parrezioù Bro-Dreger da vont da brezeg eno. Mont a rae betek enno, war droad evel-just, evel ar beorien. C'hoarvezout a rae dezhañ alies prezeg peder pe bemp gwech en hevelep deiz, e peder pe bemp iliz disheñvel, hag ar fideled a yae a barrez da barrez d'e selaou.
Maner Kervarzhin a oa lec'h-emgav ur bern klaskerion-vara, rederion-vro, klañvidi. Darn ne dremenent nemet un nozvezh etre daou dennad kantren; met darn all a chome pelloc'h; bezañ zo darn zoken hag a chomas da vat. Kement-se a redias Erwan da lakaat sevel war e zomani un ti all, evit lojañ eno evit mat kozhidi ha klañvourion dibare e doare da lezel muioc'h a lec'h er maner evit ar re na raent nemet tremen. En herberc'hti-se a Vinic'hi ez ae Dom Erwan d'ober war-dro ar reuzeudion, o kas dezho da zebriñ, o komz hag o pediñ ganto. Er goañv e rae tan evito tra na rae kammed evitañ e-unan.
E-kichen an herberc'hti-se e lakaas ivez sevel ur chapel a zedias d'ar Werc'hez ha da Sant Tudwal. Hag evit ma vefe miret gant aked an div roïdigezh-se evit ar re baour eo e skrivas e destamant, levezonet gant e skiant a zen a lezenn.
E deroù ar bloaz 1303, Dom Erwan, « brevet-holl, ha faezh, muioc'h c'hoazh gant al labour eget gant strizhentezoù ha kozhni » - ne oa nemet 50 vloaz –, a zistroas da Gervarzhin da chom betek an diwezh. D'ar 15 a viz Mae e lidas an Oferenn evit ar wezh diwezhañ. En em astenn a reas da c'houde war e wele fall : un tamm plouz ha goubenner ebet. Eno eo e resevas ar gweladennoù diwezhañ : e vignoned a bouezas evit ma vefe lakaet dindanañ un tamm muioc'h a blouz. Nac'hañ a reas, o lavarout « e oa en e aez evel ma oa. » Resev a reas e sakramantoù diwezhañ. D'ar Sul beure, pa groge an heol da barañ, e rentas e ene d'e Zoue.
Mervel a reas Sant Erwan eta d'ar sul 19 a viz Mae 1303, en e vaner, Kervarzhin er Vinic'hi. Ar memes deiz e tegouezhas beleion eus Landreger da Gervarzhin, kemer a rejont korf Dom Erwan war o divskoaz hag e gas a rejont d'an Iliz-Veur e-kreiz un engroez tud entanet. A-hed an deiz e tibunas an engroez hag e pedas an dud e-kichen ar c'horf. An deiz war-lerc'h e voe douaret en iliz-veur. Evel-se e krogas unan eus brasañ pic'hirindedoù Breizh.
War c'houlenn eskob Landreger ha Yann IV, dug Breizh, e voe digoret prosez santelezhadur Dom Erwan e 1330, renet gant daou eskob hag un tad-abad. 243 zest a roas o zesteni, kinniget e voe an destenn d'ar pab e 1332. An diskleriadur a santelezhadur a voe embannet en 1347, ha relegoù Sant Erwan a voe treuzkaset en Iliz-Veur. Ur bez a voe savet a-us. Distrujet e voe e-pad an dispac'h gall, hag ur maen-bez meurdezus all a voe savet e dibenn an . Hennezh eo a vez gwelet c'hoazh en iliz-veur Landreger hiziv an deiz.
Pardon Sant Erwan
Lidet e vez bremañ pardon sant Erwan d'an trede Sul a viz Mae e Landreger.
Pardon sant Erwan a vez lidet d'an 19 a viz Mae er Vinic'hi.
Bep bloaz e vez lidet ivez ar pardon en Iliz Sant Erwan ar Vretoned e Roma.
Skeudennoù
Levrlennadur
Pennadoù all
Kantikoù da Sant Erwan
Istor ar Gristeniezh
Istor Breizh en XIIIvet kantved
Sent katolik
Sent Breizh
Ganedigezhioù 1253
Marvioù 1303 |
2922 | https://br.wikipedia.org/wiki/Prosez%20santelezhadur%20Dom%20Erwan | Prosez santelezhadur Dom Erwan | Prosez santelezhadur Sant Erwan
E vuhez, e vurzhudoù diskleriet gant an testoù
An enklask kefridiel evit santelezhadur ERWAN HELORI, beleg, person Louaneg a zo bet graet e Landreger e 1330, 27 vloaz goude e varv. 243 test a zo deuet da lavarout ar pezh o deus gwelet ha klevet, dirak ar gefridiourion karget gant ar Pab d'ober al labour-enklask.
An darnvuiañ anezho o deus testeniet e brezhoneg, yezh o bro. An testadurioù, diskrivet e latin e-barzh ar prosez, a zo rentet evit ar wech kentañ er yezh-orin 200 pajennad, embannet e ti An Tour-Tan.
Kristeniezh |
2923 | https://br.wikipedia.org/wiki/An%20Tour-Tan | An Tour-Tan | Embannadurioù an Tour-Tan zo un ti-embann brezhonek kristen, krouet en 1980 gant Job Kergrist, anv-pluenn ar beleg Job Lec'hvien.
Staliet eo e Pabu, e-kichenik Gwengamp, hag embann a ra danvez relijiel kristen, barzhonegoù, istor, ...
Embannadurioù
En o zouez e kaver :
an Testamant Kozh a zo bet moulet e pemp levrenn, troet war-eeun eus an hebraeg ;
levrioù kantikoù diwar ar Salmoù azasaet evit ar c'han;
buhezioù sent;
prosez santelezhadur sant Erwan;
barzhoniezh.
An anv
An Tour-tan
Notennoù ha daveoù
Embannerien vrezhonek
Bibl
Kristeniezh |
2924 | https://br.wikipedia.org/wiki/P%C3%AAr%20Even | Pêr Even | Pêr Even a voe ur skrivagner ha yezhour breizhat bet ganet e Bro-Oueloù e 1919, e Goudelin. Jil Ewan a voe e anv-pluenn. Dont a rae Pêr Even enta eus un tiegezh brezhonegerion gristen diwar ar maez war harzoù ar brezhonegva. Bez' e oa anezhañ enta ur brezhoneger a-vihanik.
Buhez
Skoliet e oa bet e kelenndi ar Salezidi e Koad-an-Hoc'h, etre Kastellaodren ha Gwengamp, gant ar Salezidi, a blede eno gant ur skolaj vicherel. Alese e oa bet dilennet gant e vistri da genderc'hel gant e studi e neveziadti ar Salezidi e Kadva e Normandi. O tont alese, echu gantañ e studioù eil derez, e teuas tre e Kloerdi bras Sant-Brieg. Pêr Even en doa dilezet hent ar velegiezh a-benn neuze, un nebeud mizioù goude bezañ deuet tre er c'hloerdi bras, hogen eno emichañs e oa deuet da vezañ ur broadelour, evel meur a gloareg all, evel Per ar Meur, Armañs ar C'halvez, Loeiz ar Floc'h, Marsel Klerg, Per Bourdellez, Gwilherm Dubourg ha re all yaouankoc'h c'hoazh.
Pleustriñ a rae, e Gwengamp, metoù ar vroadelourion, da skouer ar "Framm keltiek" diazezet gant Roparz Hemon e-pad ar brezel ; e Gwengamp, dres, e oa bet roet bod da Gendalc'h an aozadur e 1943. D'ar mare-se e oa Loeiz ar Floc'h, kure er barrez hag eno, moarvat, en doa graet Per Even anaoudegezh gant ar skrivagner.
O tont er-maez eus ar c'hloerdi en doa kavet Per Even fred e studi un noter e Lannlon en e gorn-bro. Eno, moarvat, en doa bet tro da bleustriñ war ar gwir, pezh a roas an tu dezhañ da gavout ur gourc'hwel en isprefeti Gwengamp, hag a viras c'hwec'h vloaz. Alese e oa deuet da vezañ sekretour-maerdi e ti-kêr Wengamp pa oa Edouard Olivro o kadoriañ ar C'huzul-kêr ; hag eno e peurc'hreas e redad-amaezh, a echuas e dibenn ar bloavezhioù eikont.
Diaes e vije bet da unan ren ur vuhez eeunoc'h ha plaenoc'h eget a reas ar stourmer brezhon-mañ a renas e vuhez penn-a-benn en e gorn-bro c'henidik o kavout ennañ e zanvez-pried, ma timezas ganti e miz Eost 1948, hag hi brezhonegerez a-vihanik evel he gwaz. Er prantad-hont e oa Youenn Olier e vignon bras troet d'ur Boudedeo o c'haloupat betek harzoù Alamagn da c'hounit e vara evel nouspet re all en Emsav.
Pêr Even a veze klevet o fougasiñ gant ar brient - mar geller lavarout - e oa ur brezhoneger a-vihanik pa veze pismiget yezh e skridoù dre ma oa "chimik", evel ma lavared.
E gwirionez ne venne nemet harpañ ar stourmerion o doa sammet warno ar gefridi da ober eus ar brezhoneg ur yezh arnevez (se a lavare e-unan bepred) ha kement-se adal an deroù, e penn kentañ ar bloavezhioù hanter-kant pa ne oa ket anv a SADED nag a strollad ebet a seurt-se. Aes eo kompren neuze e voe deuet mat dezhañ diouzhtu mennad ar re a grouas an aozadur-kelenn eil-derez dre lizher e 1962, rak kroget en doa seulabred da studiañ ar yezh e Skol-veur Roazhon e-lec'h en doa tizhet an "Diplôme Supérieur d'Etudes Celtiques".
Adal 1959 e-barzh "Preder" ez embannas eta pennadoù ha studiadennoù diwar-benn prederouriezh, bredoniezh ha jedoniezh.
A-ziwar ar bloavezh 1974 avat, adal ma voe roet un tuadur nevez d'ar gelaouenn Imbourc'h, deuet da vezañ kristen, e kemeras perzh an den en emvodoù Kristenion Breizh hag e vennas Pêr Even fiziout e Youenn Olier e skridoù da embann betek dibenn e vuhez, e 2003.
Oberennoù
Dindan e anv-pluenn Jil Ewan en deus sinet Pêr Even an darn vrasañ eus e oberennoù.
Troidigezh eus Le Discours de la Méthode gant René Descartes, An Displeg war an Hentenn, e-kreiz ar bloavezhioù '60 evit ar gelaouenn Preder.
Troidigezh Populorum Progressio Paol VI e 1969, Preder.
En Donvor da Vreizh e 1975, adembannet e 2004 gant Imbourc'h. En oberenn-se e plaenae Pêr Even pennañ tezennoù ar gelennadurezh politikel ma rae anezhi ar "gevangevreadelouriezh", en ur ober displegadennoù da istor an Emsav e deroù ar bloavezhioù '70, da heul drouziwezh an FLB kentañ a strafuilhas speredoù ar vrogarourion e Breizh er prantad-hont. Ul lodenn anezhi a zo gouestlet d'an nevezc'herioù en em ziskoueze evit ar wezh kentañ en oberenn-mañ.
Geriadur bihan ar sonerezh diwar e bluenn a gaver en un niverenn eus Imbourc'h er bloavezhioù '70, kresket a galz goude-se hag embannet gant Mouladurioù Hor Yezh diwezhatoc'h.
Gourbannoù sant Eosten, e hanterenn gentañ ar bloavezhioù '90, a voe kaset da benn gantañ aketus-tre, un oberenn a c'hwec'h kant pajenn bennak, ma klaskas ar skrivagner enni tennañ ampled eus an destenn latin savet gant an aozer evit diorren ar brezhoneg arnevez ar muiañ ma c'helle. Embannet e teir levrenn gant Imbourc'h.
A-c'houdevezh e kasas Pêr Even, reoliek tre, pennadoù a feizoniezh kristen, peadra da gempenn un dornlevr a gelennadurezh kristen, a zo bet, an darn-vuiañ anezho, dastumet hag adembannet dindan an talbenn Ar Feiz dre ar Meiz gant Imbourc'h.
Daou c'heriadur arnevez e dibenn ar bloavezhioù '90, al Lexique complémentaire français-breton hag al Lexique complémentaire breton-français, tost da 350 pajenn e pep hini anezho, a voe embannet gant Imbourc'h, er bloaz 1996 hag er bloaz 2000.
Notennoù
Emsaverien Breizh
Yezhoniourien Breizh
Ganedigezhioù 1919
Marvioù 2002 |
2925 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ar%20Feiz%20dre%20ar%20Meiz | Ar Feiz dre ar Meiz | Ur c'hatekiz katolik evit gouroadidi eo Ar Feiz dre ar Meiz , savet gant Pêr Even, hag un dibab a-douez ar pennadoù a oa bet moulet e-kerz 30 vloaz er gelaouenn Imbourc'h, un dibab a zo bet graet gant ar skrivagner e-unan dre ma felle dezhañ ober eus e skridoù un oberenn unvan, ha da gentañ dre an urzh en deus roet dezho enni.
"Ar Feiz hag ar Meiz" n'eo, e stumm ebet, un oberenn hiniennel nag a faltazi. Ar feiz reizhkred, hini an Iliz a-viskoazh, en deus fellet da bPêr Even displegañ ha netra ken. Pezh en deus graet ar skrivagner n'eo nemet danzen gerioù , resisañ ma c'halle, a-benn tizhout ar pal-se.
Levrioù relijion e brezhoneg |
2926 | https://br.wikipedia.org/wiki/Per%20ar%20Meur | Per ar Meur | N'hellas ket Pêr ar Meur, gant ar c'hleñved, mont betek penn e studi beleg e kloerdi bras Sant-Brieg.
Skrivañ mat a rae e brezhoneg, ha kenlabourat a rae ingal gant An Avel - Avel an Trec'h e 1946-1950 p'edo Youenn Olier o plediñ gant ar gelaouenn-se.
Meneger ar skrivagnerien
Skrivagnerien Breizh |
2927 | https://br.wikipedia.org/wiki/Maoris%20ar%20C%27hollo | Maoris ar C'hollo | Ur beleg broadelour eus eskopti Kemper eo bet Maoris ar C'hollo (Maurice Colleau) ganet e 1921 ha marvet e 2003.
Red-buhez
Goude an Eil Brezel-bed e voe lakaet da gure e parrez Skrigneg, hini Yann-Vari Perrot, a oa bet person eno. Diwar hengoun hemañ a-hend-all, e oa deuet Maoris ar C'hollo da vezañ ur broadelour eveltañ, en un amzer ha ne oa ket aes diskouez hag embann mennozioù a seurt-se ; dindan ur golo en doa goulennet digant Youenn Olier kas ar gelaouenn "An Avel" e 1945.
Lakaet da gure en Edern ha Loperc'hed ez eas da berson Lambêr, tost d'e barrez ginidik, Plouarzhel.
Diaezet gant ar gizioù nevez a oa bet degaset el liderezh hag er baskouriezh da heul adreizhoù ar Goursened diwezhañ, Vatikan II, er C'hwec'hkogn da vihanañ, ha diaezet ivez gant an disfiz a vaged en e eskopti ouzh ar v-broadelouriezh vrezhon a oa bet difennet gantañ a-hed e vuhez hag a-vihanik, koulz lavaret, evel ma plije dezhañ kontañ, en em dennet en doa e ti-retred ar veleion e Keraodren, e Brest.
Diwar-neuze e kemeras perzh a-zevri e buhez Oaled Sant Erwan Brest, er gelaouenn Imbourc'h hag e bodadegoù miziek "Kristenion Breizh" a voe ur broud evitañ da skrivañ.
Oberennoù
Misionoù e Breizh er seitekvet kantved a zeuas er-maez e 1983.
Teologiezh an Dieubidigezh , niv. 189 Imbourc'h 1984. Ar studiadenn-se a c'hoarveze evit darn eus un droidigezh diwar an destenn embannet gant "ar c'henstrollad sakr evit kelennerezh ar Feiz".
Pouezus a-walc'h eo an diell-mañ diouzh m'en doa klasket krouiñ ur yezh o klotañ gant an destenn orin, evit darn amprestet digant Kis-Saded, dre ar gelaouenn Imbourc'h hag evit ar peurrest, tro pe dro, ijinet ha kinniget gant ar skrivagner e-unan ; hemañ, padal, a oa ur brezhoneger a-vihanik, hag a glaske chom an eeunañ ar gwellañ. Gwevn ha sklaer eo ivez ereadurezh e yezh en oberenn-mañ.
Dielloù diembann
Un diell hir e galleg a-zivout ar gwir o deus ar vrezhonegerion e dibenn en XXIvet kantved, e-keñver ar feiz kristen, da genderc'hel da gaout skoazell an Iliz en o yezh. Morse ne dizhas kaout a respont digant e eskob daoust d'e c'houlennoù.
Jeremiaz a voe troet gantañ e strollad troidigezh ar Bibl en-dro da v-Maodez Glanndour (diwar ar Bibl gresianek).
Emsav Breizh
Beleien Breizh
Ganedigezhioù 1921
Marvioù 2003 |
2928 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ronan%20Huon | Ronan Huon | Ronan Huon (Saint-Omer (Pas-de-Calais), 3 a viz Eost 1922 – Brest, 18 a viz Here 2003) a oa ur skrivagner brezhonek hag un embanner.
Buhez
Ganet e oa en un tiegezh brezhonegerion divroet en hanternoz Bro-C'hall e-pad ur pennad abalamour ma oa bet e dad el lu gall, ha gellout a rejont distreiñ d'o bro c'henidik, Lannuon e Bro-Dreger, goude ar Brezel-bed kentañ.
Deskiñ a reas komz brezhoneg gant e dud ha gant kouerien an atant ma veze kaset da vakañsiñ bep hañv e-kichen Plougonven. Chom a reas skoachet e Lannuon e-pad an Eil Brezel-bed evit chom hep bezañ kaset da Alamagn, met heuliañ a reas kentelioù saozneg dre lizher gant Skol-Veur Añje ha Skol-Veur Roazhon. Mont a reas da gelenner e skol Blistin ivez.
Echu ar brezel e studias e Roazhon hag eno e kejas gant brogarourien. Gant Pol ar Gouriereg e savas ken abred ha miz C'hwevrer 1945 ar gelaouenn vrezhonek Tír na nÓg ha houmañ a reas berzh buan a-walc'h. Ronan Huon a rae war-dro al lodenn vrezhonek.
Dimeziñ a reas gant Elen ar Meliner, eus Langedig. Pevar mab o deus bet : Gwenael, Tudual, Riwal ha Herve.
E 1947 e voe anvet da gelenner war ar saozneg e Gwengamp ha dre ma yae da seniñ ar vombard e kelc'h keltiek kêr en em gavas gant Claudine Mazeas, Polig Montjarret, Dorig Le Voyer ha Jef Le Penven. Goude ur bloavezh en ur skol en Abertawe (Kembre) ez eas da gelenner e Landerne, Kemper ha Brest. E Brest e kelennas e lise an Harteloire ha da c'houde e lise Kerichen betek mont war e leve.
Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion
Ronan Huon a voe e-touez ar re a savas Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion (KEAV). En deiz a hiziv, pa reer ur sell war-dreñv hag e weler na pet ha pet all a zo tremenet dre ar c'hampoù hañv-se, e veizer pegen pouezus e voe evit dazont ar brezhoneg. Dre ar c'hampoù-mañ, goude an diskar e fin ar brezel, e chomas bev ar spi en hor yezh.
An embanner
Evel embanner en ur yezh vinorelaet ez eo bet eus ar re bouezusañ al labour a reas Ronan Huon evit broudañ an danvez-skrivagnerien vrezhonek, ha pa veze digalonekaet gant an diouer a skridvarnerien ken izel m'eo an niver a lennerien prest da ezteurel o flijadur pe o displijadur. Ur seurt bazhvalan eo bet Ronan Huon, hervez Malo Bouëssel du Bourg, pa alie an oberourien ha pa reizhe o skridoù diouzh ret gant o asant evit ar fazioù yezh.
Hervez kont e oa dezhañ ul labour divankañ diehan ha ne veze ket tu d'e glokaat, ken drailhet e oa yezh lod skrivagnerien e-keñver an doare-srivañ, an ereadur hag ar steuñv d'an aliesañ. Soñjal a ra da Filip Oillo (arroudennet gant M. Bouessel du Bourg) en deus aberzhet Ronan Huon al levrioù en dije gallet skrivañ.
Klask a rae Ronan Huon skridoù savet en ur yezh yac'h, met ar reishañ ma c'helle kinnig ken ne fellas ket dezhañ adembann levrioù hag a chome traoù da c'hwennat enno c'hoazh.
E-pad pell e chomas al labour embann ha skignañ kaset da benn gant tud ha ne oant ket tud a vicher gopret evit se, betek ma krogas Yann Goasdoue, ha Coop Breizh diwezhatoc'h, d'ober war-dro ar gwerzhañ hag ar skignañ er stalioù. E kav an ti e veze renket an holl levrioù ha niverennoù ar gelaouenn Al Liamm. E pakadoù-post e vezent lakaet gant e wreg pa veze tu d'o urzhiañ war-eeun hep tremen dre un ti-skignañ, kaset e vezent d'ar post ha skignet er bed a-bezh. Ne oant ket o-unan ha tud evel Janed Queillé da skouer, o deus roet harp dezho.
Ar gelaouenn lennegel Al Liamm-Tír na nÓg
E 1949 e voe kendeuzet teir c'helaouenn : Al Liamm, Tír na nÓg ha Kened evit dont da vezañ Al Liamm-Tír na nÓg.
E 1957 e prenas ar gevredigezh Al Liamm, digant Florentin Goinard, an darn vuiañ eus al levrioù brezhonek embannet gant Skridoù Breizh, an ti-embann stag ouzh Strollad Broadel Breizh. Pa ne oa mui al Liger-Atlantel e Breizh hervezo, ne glaskas ket lezioù-barn ar Puradur sevel ur prosez a-enep an ti-embann a oa e vurevioù er Baol.
Embannadurioù Al Liamm
Ar skrivagner
Oberennoù
Dalc'het gant melestradur ar gelaouenn Al Liamm hag an embannadurioù stag ne voe ket Ronan Huon evit sevel un oberenn lennegel fonnus.
Un dastumad barzhonegoù Evidon va-unan (1955) awenet gant gwazhwelouriezh deroù ar goudevezh-brezel.
Daou zastumad kontadennoù : An irin glas (1966) hag "Ur Vouezh er Vorenn" (1981), hep mennad politikel ebet hogen dezho dreist-holl ur mennad kenedelour.
Ur strollad danevelloù (2007), a vod An irin glas, Ur vouezh er vorenn ha meur a hini embannet en Al Liamm. Prientet eo bet ar strobad skridoù gant Herve Bihan, Alan Botrel, Tudual ha Riwal Huon. Rakskrid gant Herve Bihan.
Labour geriaduriñ : Dictionnaire breton-français français-breton, diwar danvez Roparz Hemon hag e hini (1997).
Enorioù
E 1992 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit ar brezhoneg.
Levrlennadur
Bouessel du Bourg, Malo. Darempredoù etre ar skrivagner hag an embanner en ur yezh vinorel : Reun Menez Keldreg ha Ronan Huon. 2006. Klask, Skol-Veur Breizh-Uhel, 2006. 13 p. (En-linenn hepken).
Liammoù diavaez
Lec'hienn gouestlet dezhañ ha d'e oberenn
Ganedigezhioù 1922
Marvioù 2003
Meneger ar skrivagnerien
Skrivagnerien Breizh
Emsaverien Breizh
Urzh an Erminig |
2929 | https://br.wikipedia.org/wiki/Al%20Liamm | Al Liamm | Ur gelaouenn lennegel vrezhonek eo Al Liamm-Tir na nÓg, staget dezhi un ti-embann a zo e anv "Embannadurioù Al Liamm". E brezhoneg peurunvan penn-da-benn e vez embannet ar mareadeg daouviziek-mañ hag al levrioù a bep seurt a zo deuet er-maez ingal. Er bloaz 2013 eo deuet er-maez an niverenn 400.
Istor
Meur a gelaouenn vrezhonek a oa difluket er bloavezhioù 1945-1946, en o zouez Tir na n-Óg savet gant Ronan Huon (ar chomlec'h a oa hini R. Huon e Lannuon) ha "Kened (kelaouenn)" e Roazhon, renet gant Per Denez hag Arzel Even, hag e Pariz "Al Liamm", diazezet gant Andrev Latimier ha Pêr ar Bihan, a reas gant ar skritur KLT er penn kentañ, met a zegemeras ar skritur peurunvan adal ar pevare niverenn, e 1947.
Betek deroù ar bloaz 1950 e kendalc'has An Avel - Avel an Trec'h da zont er-maez gant Youenn Olier. War dachenn ar relijion gristen evit ar vrezhonegerien zesket e oa Kaieroù Kristen Maodez Glanndour.
Bihan avat e chome kelc'hiad an holl gelaouennoù-se, dre ziouer a baper hag abalamour ma ne oa ket deuet-mat embann skridoù brezhonek, ha buan e voe santet e oa dav o unaniñ hag o c'hendeuziñ ma venned kaout ur gelaouenn vrezhonek a vije bet par da Walarn a-raok ar brezel da vihanañ.
Da gentañ e voe un emglev gant Kened hag e 1948 e voe kendeuzet Al Liamm ha Tír na nÓg.
Lec'h Al Liamm en Emsav
Setu ma teuas ur gelaouenn nevez er-maez e 1948 dre enteuziadur Al Liamm, Tir na nÓg ha Kened hag a voe roet "Al Liamm - Tír na nÓg" da dalbenn dezhi, renet gant Ronan Huon.
E penn ar bloaz 1948 ec'h embannas ar gelaouenn skridoù Roparz Hemon aet da Iwerzhon. Moullet e veze Al Liamm gant ti-moullerezh "La Mouette" er Baol renet gant Florentin Goinard, chomet e penn ti-embann Skridou Breiz a oa bet hini Strollad Broadel Breiz, hemañ bet berzet e 1944.
E-pad ugent vloaz bennak en em gavas ar gelaouenn "Al Liamm" e penn ar stourm broadelour sevenadurel, ezel brudetañ ar c'hevread "Kuzul ar Brezhoneg" enebet ouzh ar c'hevread "Emgleo Breiz" a embannas ar gelaouenn "Brud" (deuet da vezañ Brud Nevez), er skritur "skolveuriek" e-pad un toullad bloavezhioù da gevezañ ouzh "Al Liamm" end-eeun.
Un emgann kalet e voe an emgann-se, rak berzet e oa ouzh "Al Liamm" pep bevez kefridiel diwar "Kest ar Brezhoneg" da skouer. D'ar mare-se 'ta e kemere "Al Liamm" lec'h "Gwalarn".
Kement-se a badas betek ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. D'ar poent-hont e voe gwelet e oa trec'h kostezenn ar peurunvan renet gant Al Liamm, hogen ar remziad nevez war-lerc'h 1968 a bellaas diouzh ar spered "broadelour rik" a vije bet hini Gwalarn hervez lod. Gwelloc'h eo bet ganto heuilh kinnigoù Roparz Hemon en e bennad "Tri oadvezh ar brezhoneg" embannet e n° 26 Al Liamm (Mae-Mezheven 1951) : "N'eus netra kollet, ha kalz a zo bet gounezet. Rak war gef start ar Yezh C'hlan e c'heller imboudañ barroù ar Parlant. Kefridi ar stourmerien evit ar brezhoneg a zo bremañ, evel ma oa hini an Tad Maner, bezañ komprenet gant pobl ar vrezhonegerien.... An heug rak ar gerioù gallek (hag ar gerioù etrevroadel) a zo, pa seller mat, ur merk a wander kentoc'h eget ur merk a nerzh : un doare kompleks-izelder."
Chom a ra Notennoù e diwezh ar gelaouenn, o klask ober meneg eus kement tra a c'hoarvez war-dro ar brezhoneg daoust d'an traoù bezañ kemmet da vat gant ar binvioù kelaouiñ a-vremañ (internet...).
Setu ar pezh a skriv ar c'helenner skol-veur Francis Favereau e trede levrenn "Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved" e 2008 (p 22) : " Hiziv e talc'h AL LIAMM da bleustrañ hevelep roud "kreiz", bet lañsus dezhi peurliesañ, daoust da chañs-dichañs an Istor, un hanter kantved-pad, pezh a lakas anezhi da nevesaat gwech ha gwech all, hep dezhi morse diroudañ diwar linenn-stur he mennadoù kentañ, sed an amboaz da sevel e brezhoneg ul lennegezh "vodern", broadel he spered, pe broadelour zoken hervez ster ar ger-se en hon yezh, hini ar broadoù bihan "gwasket", digor war ar bed avat hag an hollved zokennoc'h, hag e vije hervez ur reol yezh strizh a-walc'h, danzeet gant dalc'herien an emsav (an trede emsav, an hini sevenadurel, diwar rivinoù an eil ha diorroet tamm-ha-tamm)".
Cheñch a ra ar bed, cheñch ar ra an teknikoù... Cheñch a ra Al Liamm. Klask a ra kendelc'her da ginnig skridoù lennegel ha sevenadurel "modern" da "bobl ar vrezhonegerien", da lavarout eo, traoù skrivet gant tud bet er skol-veur, evit tud bet er skol-veur.
Embannadurioù Al Liamm
Sellout ouzh ar pennad: Embannadurioù Al Liamm.
Ar skrivagnerien bennañ hag ar re all
Lod a oa eus rummad "Skol Walarn" : Roparz Hemon, Maodez Glanndour, Frañsez Kervella, a lakaas da embann enni ivez darn eus o oberennoù ;
Yeun ar Gow, bet chomet en e bart e-pad tost da 15 vloaz, a ginnigas div zousennad kontadennoù bennak e-kerzh bloavezhioù diwezhañ e vuhez (1961-1966) ;
Skrivagnerion a oa deuet d'an oad-gour e-pad ar brezel pe dres goude : Per Denez, Ronan Huon, Youenn Olier, Pêr Diolier, Marsel Klerg, Pêr Bourdellez, Jakez Konan...
Oberenn rener "Spered ar Vro", Tangi Malmanche, eus deroù an XXvet kantved ;
Jarl Priel hag Añjela Duval a voe e-touez ar skrivagnerien dalvoudusañ embannet gant ar gelaouenn. Gellout a reer menegiñ Youenn Gwernig, Reun Menez Keldreg ha barzhed evel Yann-Ber Piriou ivez...
Yann Gerven, Goulc'han Kervella, a embanne un darn eus o skridoù er skritur skolveuriek a ginnigas oberennoù d'al Liamm ha tud all a zeuas tre evel Filip Oillo, Yann Talbot, Tudual Huon, Herve Latimier, Malo Bouëssel du Bourg, Erwan Hupel ha re all c'hoazh, an holl eus ur rummadoù yaouank pe yaouankoc'h.
Skridvarnerezh war lennegezh ar bed gant Reun ar C'halan a zo ivez ur romantour hag ur barzh.
Pouezus-kenañ eo al labour treiñ kaset war-raok gant skrivagnerien Al Liamm. Un doare da ober anaoudegezh gant lennegezhioù arall-vro ha da binvidikaat al lennegezh vrezhonek.
Un toullad skrivagnerien en em ziskouezas el lennegezh vrezhonek, evel Yann Bijer; Herve Gouedard, Pierre-Emmanuel Marais, Riwal Huon... Kristian Brisson, a zeuas eus e du diwar ar skritur skolveuriek, hogen moullet e voe e oberennoù gant Mouladurioù Hor Yezh, ezel evel embannadurioù Al Lanv, embannadurioù An Alarc'h, Bannoù-Heol ha Sav-Heol eus Kuzul ar Brezhoneg. Niverus eo bremañ an tiez embann brezhonek ha n'emaint ket holl e Kuzul ar Brezhoneg...
Kalz eus ar skrivagnerien vrudet daoust dezho bezañ, evit lod, embannet gant tiez-embann all, a gas oberennoù d'ar gelaouenn. Ouzhpenn an anvioù bet meneget a-us e kaver Mich Beyer, Paskal Tabuteau, Annie Coz, Yann-Fulub Dupuy, Maguy Kerisit, Maï Ewen, Kristian Braz, David ar Gall, Garmenig Ihuellou, Aline Gleoneg, Youenn Kervalan... Kendelc'her a ra Al Liamm da reiñ plas da skrivagnerien yaouank pe re n'int ket ken anavezet c'hoazh : Kristin David, Stefan Carpentier, Yann Guillamot, Patrick Drean, Jil Penneg e-touez re all...
Ar berzh bet graet gant ar genstrivadeg danevelloù bet aozet evit niveren 400 Al Liamm e 2013 a ziskouez e chom ar gelaouenn ur benveg a-bouez evit dizoleiñ "pluennoù" nevez ha kinnig d'ar vrezhonegerien oberennoù gant skrivagnerien diazezet o brud. Estreget lennegezh a gaver enni. Meur a studiadenn a zo bet embannet ganti ha pennadoù burutellañ levrioù a vez ingal : ur gelaouenn sevenadurel eo.
Evel ma skriv Francis Favereau e trede levrenn e Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved (Skol Vreizh, 2002) : "Kaer eo gouzout ne ve ket tra-walc'h gant un dezenn skol-veur a-bezh da beurstudial hevelep pikol corpus, savet tamm-ha-tamm e-pad tost da dri-ugent vloaz prestik, gant nouspet kant a skrivagnerien pe a (gen)skriverien anezho, a-benn bezañ lennet gant meur a vil lenner e-pad keit-se."
Liammoù
Lec'hienn Al Liamm. Gallout a reer klask pennadoù dre anv ar skrivagnerien, niverenn ar gelaouenn pe titl ar pennad.
Kelaouennoù lennegel brezhonek
Kelaouennoù Breizh |
2930 | https://br.wikipedia.org/wiki/T%C3%ADr%20na%20n%C3%93g%20%28kelaouenn%29 | Tír na nÓg (kelaouenn) | Tír na nÓg a oa da gentañ ur gelaouenn divyezhek renet gant Ronan Huon ha Pol Gouriereg, genidik eus Bubri, e Bro-Ereg, a oa bet ezel eus Strollad Broadel Breizh e-pad ar brezel, hag a oa bet o ren ur prantad studi e Skol-veur Bonn, e-pad ar brezel ivez.
D'ar c'houlz-se, e 1945, en doa kavet Pol Gouriereg ur gourc'hwel e Prefeti Roazhon, ha diwar ar gourc'hwel-se en doa gellet tennañ un tammig kelaouenn gallek-brezhonek, war liestenner ar Prefeti end-eeun; Ronan Huon a rae war-dro al lodenn vrezhonek.
Ne badas ket pell ar gelaouenn en he stumm kentañ, a rae gant ar peurunvan (met hep ober gant ar "zh"). Degemeret e voe ar peurunvan leun er rummad nevez eus Tír na nÓg (adalek 1946), diwar skouer "An Avel", ar gelaouenn bolitikel divyezhek a rae Youenn Olier war he zro e peurunvan abaoe dibenn ar bloaz 1945.
Kendeuzet e voe Tír na nÓg e dibenn ar bloaz 1946 gant ar gelaouenn Kened, adalek an niverenn 2 eus ar rummad nevez, ha diwezhatoc'hik, e deroù 1948, gant Al Liamm, deuet da vezañ "Al Liamm - Tír na nÓg".
Kelaouennoù brezhonek
Kelaouennoù Breizh aet da get |
2931 | https://br.wikipedia.org/wiki/Sorabeg | Sorabeg | Ur yezh slavek ar c'hornôg eo ar sorabeg (anvet ivez wendeg pe lusatieg), komzet e Lusatia (sorabeg uhel: Łužica; sorabeg izel: Łužyca, alamaneg: Lausitz) e reter Alamagn.
Div yezh unvan lennegel ez eus, implijet o-div dre skrid: ar sorabeg uhel (hornjoserbsce), komzet gant tro-dro da 55.000 den e Saks, ar sorabeg izel (dolnoserbski) komzet gant tro-dro da 14.000 den e Brandenburg. Ur yezh en arvar da vont da get a zo eus ar sorabeg izel.
Komzet e vez ar yezh ivez gant un nebeudig annezidi a-orin Sorabed o chom e Lee County (Texas, bet levezonet eno kalz kement gant an alamaneg hag gant ar saozneg.
Ur yezh divro eo ar sorabeg, en em gav dreist-holl e bro vBrandenburg, e gevred an RDA gozh, war harzoù Polonia ha Tchekia. 30.000 ez eus anezho oc'h ober ganti bemdez hepken, strewet dre al "Land" penn-da-benn, en deus lakaet o yezh war an hevelep live hag an alamaneg hervez al lezenn, hogen er pleustr, evel-just, ez eo beuzet-mik ar sorabegerien e meurvor an alamanegerien hag e reont o-unan gant an alamaneg peurvuiañ en o darempredoù sokial er-maez eus an tiegezh hag eus ar relijion..
Skolioù sorabek
Evel e Breizh ha Breizh Izel peurgent ez eus un nebeud skolioù sorabek a-berzh stad ... met poan a zo evit derc'hel ar skolioù-se en o sav hag e weler stourmerien o sevel o c'hein, met re nebeut, dres evel e Breizh. Kerent 'zo eta a grog en o barroù-livañ da... adlivañ o skol bublik dre ma n'eus ket arc'hant a-walc'h a-berzh ar Stad evit ar sorabeg.
Perzh bras ar relijion gatolik er Su
Katoliked gredus ez eo ar sorabegerien-uhel betek vremañ. Marteze dre m'o deus gouzañvet yev ar gomunisted n'int ket bet levezonet c'hoazh da vat o buhezioù gant an danvezelouriezh pragmatek ? Bugale niverus ez eus peurvuiañ en o familhoù, ha se a zo daou dra liammet o laka mat a-ziforc'h diouzh an alamanegerien. Ur pardon bras e sorabeg o devez bep bloaz ma kemer perzh ennañ ur pemp mil bennak a dud.
Slaved ha n'eo ket Alamaned
Evit gwir, e-touez an 60.000-se n'eus ket 5000 a gement a vefe emskiantek ha darev da stourm evit chom pezh ez int, met ar re a stourm ne stourmont ket evit un "divyezhegezh" ; ne lavaront ket "o deus ar gwir", Nann. Lavarout a reont hepken ez int pezh ez int hag ez eo mat evito bezañ evel-se : katoliged gredus, niverus o bugale, diforc'h mat o doareoù-bevañ diouzh hini an alamanegerien. En o bleud en em gavont ha ne c'houlennont nemet chom pezh ez int en ur vro n'eo ket dezho rak Slaved ez eus anezho ha n'eo ket Alamaned.
Lennegezh
Sellit ouzh Jurij Brězan.
Liammoù diavaez
Geriadur alamaneg - sorabeg izel
Ethnologue
Euromosaic
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Alamagn
Yezhoù slavek
Sorabeg |
2932 | https://br.wikipedia.org/wiki/Republik%20Sokialour%20Vi%C3%AAt%20Nam | Republik Sokialour Viêt Nam | Republik Sokialour Viêt Nam, pe berroc'h Viêt Nam, pe Vietnam, zo ur vro eus Gevred Azia, en ul lodenn eus ledenez Indez-Sina, un tiriad levezonet koulz gant sevenadur Bro-Sina hag hini India. Ezel an ASEAN hag an ABU eo. Embannet e oa bet Republik Sokialour Viêt Nam (vietnameg: Cộng Hòa Xã Hội Chủ Nghĩa Việt Nam) e 1976 goude brezelioù hir a-enep an alouber japanat e 1940, an trevadenner gall e 1946 hag ar Stadoù-Unanet e 1954.
Hanoi eo kêr-benn ar vro. En-dro dezhi emañ Republik Pobl Sina, Laos, Kambodja ha pleg-mor Tonkin.
Lu bro Vietnam a vez graet "Lu Pobl Vietnam" anezhañ.
Tud dibar
C'hoarierion echedoù:
Phạm Minh Hoàng;
Nguyen Ngoc Truong Son;
Paul Truong.
Viêt Nam
Stadoù Komunour
Republikoù sokialour |
2933 | https://br.wikipedia.org/wiki/H%E1%BB%93%20Ch%C3%AD%20Minh | Hồ Chí Minh | Hô Chi Minh (e vietnameg Hồ Chí Minh), a zo Nguyễn Sinh Cung e anv gwirion, anavezet ivez evel Nguyễn Tất Thành (Nghệ An 1890–Ha Noi 1969), kargiad eus ar Stad Vietnamiat ha diazezer Republik Viêt Nam.
Ho Chi Minh, sturier Riez Werinel Viêt-nam, a renas e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù ur stourm evit dieubiñ e vro.
Moan ha bresk da welout, en devoa daoulagad lugernus hag ur barv gloev. Meur a vicher a reas en e yaouankiz : mevel, skaoter-listri, keginer, skolaer ha luc'hskeudenner a-raok dont da vezañ un emsaver direpu hag un irienner difaezhus. Anavezet mat e oa dija pa oa c'hoazh Mao Zedong ul levraoueger divrud e Peking, ha bevañ a reas koshoc'h eget Stalin, Gandhi ha Nehru. Betek dibenn e vuhez e stourmas evit dieubiñ e vro d'un oad m'o doa tud evel Sukarno ha Ben Gourion kuitaet ar stourm politikel.
A-raok bezañ bet krouer gwirion ar Strollad komunour indezsinat a zeuas da vezañ ar Viet-minh, ha krouer an emsav Lao Dong (Emsav al labourerion) e oa bet ivez ezel eus eus ar Strolladoù komunour gall, rusian ha sinaat. Evel un "apparatchik" etrevroadel, e oa boas d'en em dreuzwiskañ, un deiz gant soutanenn velen ur manac'h boudaat hag un deiz all gant lifre reut un ofisour eus an 8vet lu komunour sinaat. Dic'hallus eo kontañ e holl anvioù faos : ne gemeras an anv HO CHI MIN - " an hini a ro sklêrijenn" nemet e 1946 pa grogas ar gouvrezel a-enep d'ar C'hallaoued.
Evel an darn-vuiañ eus an dispac'herion e tremenas ur pennad mat eus e vuhez o tec'hout a-zirak ar polis. Chom a reas en toull-bac'h e-pad bloaz. Kuzhat a reas e-barzh kevioù. Mervel a reas meur a wech hervez ar c'helaouennoù evit dassorc'hiñ dindan anvioù nevez. Evel ar bambouz e oa kalz startoc'h ha nerzhusoc'h eget na hañvale bezañ d'ar c'hentañ sell. Un den eeun-tre e oa ivez : gwisket e veze gant dilhad marc'had-mat ur micherour ; e votoù a oa graet gant tammoù pneu ; kousket a rae en ul lochenn e-barzh palez ar gouarnamant ha komz a rae ur yezh muioc'h didro eget ar gregach marksat-leninat boas.
Orin ha bugaleaj
HO a voe ganet er rannvro Nghe-An, dres e hanternoz ar seîtekvet kensturienn a droc'he ar Viêt-nam e div riez, en ur gompezenn reuzeudik, dreisttudet, gwrizias e-doug an hañv, beuzet a-hend-all dindan ar glaveier ha gwastet alies gant ar c'horventennoù. Er rannvro-se e tarzhas en 8vet kantved un emsavadeg a-enep d'an aotrouniezh sinaat hag ar rener anezhi, ur c'houer anvet MAE HAC DE a lakaas war e benn ar gurunenn a impalaer. En hevelep rannvro e krogas 700 vloaz goude ur brezel dieubiñ a-enep da Sinaiz renet gant an impalaer LE LOI. En hevelep lec'h c'hoazh e stagas ar vandarined viet-namat, e dibenn an XIXvet kantved, da irienniñ a-enep d'an drevadennerion c'hall.
E-touez ar vandarined-se e oa NGUYEN SINH HUY unan eus ar re zesketañ. Digalonekaet gant c'hwitadenn ar birvilh broadel e-touez an dud desket a-enep d'ar C'hallaoued e 1888 e teuas en-dro d'e vro c'henidik, Kim Lien, e pastell-vro Nan Dan eus rannvro Nghe-An. Eno e voe ganet d'an 19 a viz Mae 1890 unan eus e vibion a voe anvet NGUYEN THAT THANH. Desavet e voe ar paotrig, hervez pezh a skrivas diwezhatoc'h ur c'hargiad gall "en un aergelc'h a c'hwervoni, gourvenn, droukrañs ha kasoni a-enep da Vro-C'hall."
Dija pa oa skoliad e klaskas ar paotr yaouank atizañ e gamaladed a-enep d'ar C'hallaoued. En abeg da se e voe lakaet er-maez eus ar skol hag ez eas d'ul lise all e Vinh. Kaset kuit e voe adarre ha diwar neuze ez eas tre er c'helenndi Quoc-Hoc e Hue, ur skol-arnod e-lec'h e veze kelennet an danvezioù skol dre ar vietnameg hag ar galleg. Chom a reas pevar bloaz e kêr Hue hogen kuitaat a reas ar c'helenndi hep skrid-testeni ebet. Skolaer e voe neuze e-pad ur frapadig e Phan-Tiet, ur gêr besketaerion ha goude-se ez eas da Saigon evit klask fred war ul lestr gall. Se a c'hoarveze e 1911 hag ar paotr yaouank a save war vourzh neuze en devoa 21 bloaz hag a veze graet BA anezhañ.
E chomadenn en Europa
Labourat a reas eta evel darbarer war ar mordreizher Latouche-Treville a veaje etre Marseille hag Indez-Sina. Gopr a gavas war-lerc'h war listri all ha gweladenniñ a reas evel-se porzhioù amerikan evel Boston ha New York. Goude bezañ en em gavet er Reter nesañ hag en Afrika an Hanternoz e savas ur flemmskrid a-enep dT ar veliezh trevadennel dindan an talbenn : "Le procès de la colonisation française" hag ur flemmskrid all a-zivout stad ar vorianed en Amerika ; "La race noire" e-lec'h e tage kriz ar Stadoù-Unanet.
Un nebeud mizioù kent ar brezel bed kentañ e reas HO e annez e Londrez,o kavout da c'hwel ar vicher a skaoter-loaioù ha goude~se keginer ha gwastellour en ti-debriñ pompadus Carlton-Hotel, dindan renerezh ar "chef" brudet Escoffier. D'ar mare-se e kendalc'he da gas da benn e stummadur politikel oc'h heuliañ gant evezh emzispleg an dispac'h en Iwerzhon, o- pleustriñ emvodoù Fabianiz hag o kejout gant Azianed all. Emezellañ a reas en un aozadur damguzh a oa anvet Lao Hong Hoi Ngai ("Labourerion tramor) hag e 1917 e treuzas mor Breizh d'en em staliañ e Bro-C'hall. Ar brezel bed a bade abaoe tri bloaz ha kalz a virvilh a oa er vro. Dispac'h Bro-Rusia a vroude ar speredoù, dreist-holl e-touez ar sokialourion c'hall hag an divroidi aziat e Paris. HO a gemeras un anv-brezel nevez : Nguyen Ai Quoc (Nguyen ar brogarour). Degemeret e voe er Strollad sokialour gall ha daremprediñ a reas Jean Longuet, unan eus ar renerion a oa mab bihan Karl Marx. Pennadoù a skrivas ivez e kelaouenn ar Strollad, ar "Vie ouvrière". Ur vicher nevez en doa kemeret e Pariz, eilaozer luc'hskeudennoù. Kavout a reer er gelaouenn "La Bretagne Communiste" bruderezh lakaet gantañ da gaout arvalion.
Mont a ra e-barzh ar Strollad Komunour
Ar brezel bed kentañ a oa sellet gant Europiz evel ur brezel etre-riezel hogen da bobloù an Trede bed a neuze en em ziskoueze evel "ur brezel diabarzh europat, hag ar brezel diabarzh-se a verke diskar Europa". Ho a gredas e oa gwirion Wilson, Sturier ar Stadoù-Unanet pa gomze eus gwirioù ar pobloù da zivizout o unan o zonkadur. E gwirionez ne soñje Wilson nemet er pobloù gwenn. Dipitet bras e voe neuze ar brogarour yaouank e 1919 da geñver kendalc'h ar peoc'h e Versailhez pa nac'has an holl teurel evezh ouzh e c'houlennadenn a eizh poent evit emrenerezh ar Viêt-nam. Kompren a reas neuze e ranker arveriñ an nerzh evit gounit un dra bennak. Splann e teuas kement-se da vezañ da vare 18vet kendalc'h ar strollad sokialour gall e Tours e 1920, pa voe breutaet diwar-benn an hent da zibab evit ober ar reveulzi sokialour. Ar "c'hamalad kannad indez-sinat" a gemeras perzh er vreutadeg a zisoc'has da gimiad ar sokialourion a oa a-du gant implij ar feulster : ar re-mañ a grouas neuze ar Strollad komunour gall, ezel eus an trede Etrevroadelenn. Un emsaver komunour oberiant-tre e teuas HO da vezañ d'ar mare-se.
Gant arc'hant kaset eus Moskov e krouas HO un talbenn : "An unvaniezh etretrevadennel" a embannas bep miz betek 1926 ur gelaouenn a oa he zitl : "Le Paria". Evit ar wech kentañ ez eas da Voskov e 1923 ha dont a reas da vezañ un den a bouez e poellgor Su-Reter Azia er C'homintern, Evit c'hoari e roll politikel a atizer komunour e voe kaset da Ganton, e Su-Sina., e-lec'h edo o chom ar jeneral Tchang Kai-chek, kuzuliet gant ar Rusian Borodin. Ho a voe anvet jubennour ar mision soviedel hogen se ne oa nemet un digarez evit e labour gwirion : kejout gant Viet-Namiz o chom e Sina.
Ur gadoniezh nevez
Levezonet e voe HO d'ar mare-se gant un darvoud a c'hoarvezas neuze. Ur Viet-namad yaouank, Pham Hong Thai, a daolas ur vombezenn war gouarnour-meur Indez-Sina, Martial Merlin, pa zeuas da Ganton. An arnod drouklazh a c'hwitas hag HO a gomprenas "ne c'helle ket an dispac'h trec'hiñ dre zrouklazhañ gouarnourion hogen, kentoc'h, dre sevel un emsav politikel kreñv". E 1925 e krouas HO ha daou Viet-namad all o vevañ e Kanton "Viêt-nam thang nien cach hong dong chi hoi" ("Kevredigezh an dispac'herion viet-namat yaouank"). Kemer a reas un anv nevez : Son Plan Tcho, Hervez pezh a skrive en amzer-se e oa e gadoniezh neuze, gounit da gentañ youl-vat an holl renkadoù evit diazezañ un demokratelezh bourc'hizel ha da c'houde sevel ar gevredigezh sokialour. An aozadur a gasas Viet-namiz en dro d'ar Viêt-nam evit tuta er skolioù, er mengleuzioù, er plantadurioù hag er c'hêriadennoù. Unan eus an emsaverion gentañ el labour-se e oa mab ur mandarin galloudek e lez impalaerel Hue, neuze dindan "gwarez" ar C'hallaoued. An den-se, Pham Van Dong, a zeuas da vezan letanant feal HO ha diwezhatoc'h mavdiern kentañ Riez werinel ar Vietnam. En hevelep amzer e kendalc'he HO da stummañ Viet-namiz e Sina. Ret e voe dezhañ tec'hout pa voe torret an darempredoù etre Tchang Kai-chek hag e guzulierion rusian. Ar gomunourion sinaat a voe lazhadeget hag HO a zeuas a-benn da dizhout Moskov. Eno e kemeras perzh en ur c'hendalc'h enep-impalaerel, a-gevret gant Nehru hag ar broadelour indoneziat, Mohammed Matta.
1928 : Distro d'ar Reter Pellañ
Chom a reas e Norzh-Reter ar Siam, treuzwisket e manac'h boudaat, o prezeg an dispac'h da Viet-namiz o chom er vro-se. E anv a oa neuze Chin ha meskañ a rae e gelennadurezh politikel gant koñchennoù diwar-benn ar speredoù hag an tasmantoù azeulet gant tud ar vro evit o zizhout gwelloc'h. Darvoudoù a bouez a c'hoarveze en Indez-Sina d'ar mare-se. Gant diorren ar plantadurioù, ar mengleuzioù hag an hentoù-houarn e kreske niver ar vicherourion hag ar re-se a zifrete a-enep d'ar galloud gall. Hogen, dre ziouer a rener gwirion e tarzhas e teir lodenn al luskad komunour a oa o tiwan en o zouez, pep kostezenn o werzhañ ar re all. HO a zegemeras urzhioù digant Moskov evit herzel ouzh an dïzurzh-se hag unvaniñ an emsav komunour viet-namat.
Dre ma oa re zañjerus evitañ dont endro d'ar Viêt-nam ez eas HO da chom e trevadenn saoz Hong-Kong hag e pedas holl renerion an emsav viet-namat da zont d'en em vodañ eno. E miz c'hwevrer 1930 e voe dalc'het en Hong-Kong unan eus souezhusañ emvodoù politikel bet dalc'het biskoazh e nep bro. Evit parrat ouzh ardoù an danvez spierion e kavas gwell ar gendalc'hidi en em dolpañ e sportva meur Hong-Kong e-pad ur gevezadeg vell-droad. E-kreiz youc'hadegoù an engroez e voe aozet ar strollad komunour indez-sinat. E 1930 e krogas ar gouerion en hanternoz ar vro da enebiñ ouzh ar C'hallaoued ha bez e voe taolioù-dispac'h e-touez soudarded viet-namat al lu trevadennel. Mouget e voe an emsavadeg-se en un doare kriz meurbet : bombezet e voe kêriadennoù ha dibennet renerion. A-gevret gant emsaverion all e voe bac'het PHAM VON DONG en enezenn Paulo Condore, er Su. HO a chome bepred en Hong Kong dindan an anv Tong VAN SO a voe kendaonet d'ar marv dre zesfailh hag ar C'hallaoued a c'houlennas an ezdaskoradur anezhañ digant ar Saozon. Ar re-se a bakas HO hogen ne asantjont ket d'e dreuzreiñ d'ar C'hallaoued.
Neuze e steuzias HO hag e varv a voe kemennet gant ar c'helaouennoù komunour dre fazi pe dre widre. Ur c'hounlid a voe aozet e Moskov en e enor geint studierion viet-namat. Betek 1945 e nac'has ar c'herreizh gall krediñ e oa distroet HO da Indez-Sina evel ma oa bet diskuliet gant testoù. Evit paotred ar c'herreizh gall e oa marvet HO en Hong-Kong etre 1931 ha 1935. E-pad ar bloavezhioù-se e veajas HO en dro da Chang-Hai en ur zapremprediñ komunourion
gozh eno. Diraez a reas Vladivostok ha treuziñ a reas penn-da-benn Siberia betek Moskov. Hogen dre ma oa deuet a-benn da dec'hout a dre krabanoù ar C'hallaoued a-drugarez d'ar Saozon e voe sellet outañ gant disfiz e Moskov hag e 1935 e kollas e sez e poellgor-kreiz an Etrevroadelenn gomunour.
Pezh a welas e Moskov dindan ren Stalin a feukas anezhañ. Test e voe d'ar spurjoù bras ha da brosezoù heugus e-lec!h e voe ur "bern eus e gamaladed barnet d'ar marv pe d'an harlu. Desevet e voe c'hoazh p'en em glevas an diktatour gant "riezoù trevadennel ar C'hornog" e-lec'h stourm a-enep dezho. Evelato ne gollas ket e vuhez e-kreiz an holl spurjoù dre ma ne roe ket ar Rusianed kalz a bouez dezhañ ha goude bezañ chomet pevar bloaz en Unaniezh Soviedel e eas en-dro da Sina e 1938. Ar gomunourion hag ar vroadelourion o doa graet un emglev evit en em gannañ a-gevret a-enep d'an alouberion japanat. Anvet e voe komiser politikel en ur rujumant broadelour sinaat. Ar pep pouezusañ evitañ a oa eveljust, dieubidigezh e vro. Bez e oa gantañ e 1940, PHAM VAN DONG, e skoazeller a fizians, ha Vo Nguyen Giap, bet kelenner war an istor a-raok dont da "benngadour ar Viet-minh ha trec'hour Bien Bien Phu". Faezhidigezh ar C'hallaoued gant luoez Hitler ha gourdrouz Japaniz en Indez-Sina a roas da Ho ha d'e gamaladed an dro da gregiñ er stourm broadel e diabarzh ar vro.
Miz c'hwevrer 1941 : distro d'e vro 50 vloaz war-lerc'h
E-pad ar goañv o doa e zalc'hidi aozet ur 'rannbarzh dieubet' e rannvro Cao Bang, war harzoù Sina. HO a gavas eno ur c'hev bras ma kempennas ennañ e benn-karter. Rakwelout a rae faezhidigezh ar C'hallaoued gant Japaniz ha goude-se faezhidigezh Japaniz gant ar gevredidi (Stadoù-Unanet, Unaniezh Soviedel h.a,). War zaou ziviz e c'belle ar gomunourion leuniañ goulloder politikel ar vro : kaout ur skoazell ledan-tre a-berzh ar boblañs ha sikour ur vro estren. Ar vroadelourion sinaat a oa an nerzh skorañ tostañ. En abeg da se e kavas da HO ne c'helle ket an emsav bezañ komunour a c'houez d'an holl. Krouet e voe un talbenn ennañ kouerion, micherourion ha zoken "perc'henned brogar". An talbenn-se a voe anvet "Vietna Doc Lap Dong Minh", strishaet e Viet-Minh. Divizet e voe ober eus deiziad ganedigezh HO - 19 a viz Mae, HO en devoa 50 vloaz -deiziad kefridiel diazezadur an talbenn.
E miz Gouere 1942 e teuas endro da Sina evit goulenn skoazell Tchang Kai-chek a-enep da Japaniz. Treuziñ a reas harzoù Sina oc'h en em dremen evel kelaouenner hogen harzet e voe gant ur penn-brezel lec'hel a gemere anezhañ evit ur c'homunour pe ur spier gall. Tremen a reas ur bloavezh karc'har, o vont eus un toull-bac'h d'egile, chadennet e zivc'har. E-pad an amzer-se e skrive barzhonegoù diouzh giz mandarined kozh an Annam, evel "Ar c'horf a zo bac'het hogen ar spered a zo dieub". Divac'het e voe a-benn ar fin ha pa gejas gant Tchang Kai-chek ez asantas hemañ da reiñ d'ar Viet-Minh 100.000 dollar bep miz evit paeañ mizoù-brezel stourm Vietnamiz a-enep da Japaniz.
Bez e oa tabutoù e diabarzh an emsav vietnamat. Tud 'zo evel VO NGUYEN GIAP a oa ali e 1944 e ranked kas diouzhtu war-raok un emsavadeg hollek renet gant ar gomunourion hogen HO a sonje ne oa ket deuet c'hoazh ar poent. Goulenn a reas digant GIAP strivañ muioc'h da stummañ frammoù politikel, tuta, gourdonan ha kenteliañ emsaverion armet. Kregiñ a reas Giap ivez da grouiñ kreizennoù e pastelloù-bro digevannez evit ar gouvrezel da zont.
Chomet e oa ar mererezh gall e-pad an dalc'hidigezh japanat, evel ur mererezh a vargodennoù" hag e miz Meurzh 1945 e tivizas ar C'hallaoued en Hanoi kas soudarded da ziskar kreizennoù GIAP. Hogen ar bagadoù soudarded-se a voe harzet gant Japaniz a saveteas ar Viet-ninh evel-se, hep fellout dezho. En amzer-se îvez e voe darempredoù etre ar Viet-Minh hag an Amerikaned dre ma oa Japaniz an enebour boutin. E 1945 ez embannas ar Viet-minh ur steuñv politikel didaer meurbet, o c'houlenn dilennadegoù evit ur parlamant indez-sinat, un doare emrenerezh dindan ar gouarnour gall ha prientidigezh ar frankiz klok dre bazennoù gorrek. Kaset e voe ar steuñv-se da Baris da c'houarnamant De Gaulle, ennañ komunourion. Digalonekaus e voe respont Paris evit ar vroadelourlon vietnamiat. Kinnig a rae ar C'hallaoued ur c'hevread eus pemp stad indez-sinat : Kambodja, Laos, ha teir lodenn eus ar Viêt-nam, Tonkin, Annam ha Cochin-sina. N'o doa ket disoñjet lavar-stur kozh ar Romaned i "Rarinan evit ren", a soñjas meur a hini. Ne asantas ket Vietnamiz d'ar raktres-se hag e miz Eost 1945 e krouas ar Viet minh ur poellgor-dieubiñ a c'halvas ar boblañs d'en em sevel a-enep d'ar C'hallaoued goude faezhidigezh Japaniz. D'an 2 a viz Gwengolo 1945 e voe embannet Republik Demokratel Viêt Nam. Dalc'hidi ar Viet-minh a aozas displegadegoù bras e Hanoi, a droas da ensavadegoù a-enep d'ar C'hallaoued o chom e kêr. E Hue, Bao Dai, an impalaer mignon d'ar C'hallaoued a roas e zilez. Er su, e Saigon, e voe kemeret ar galloud gant Tran Van Giau. Anavezet eo an darvoudoù a zo o'hoarvezet abaoe evel "dispac'h miz Eost". Ret eo lavarout evelato ne gemeras ket perzh er birvilh-se ar pep brasañ eus Viet-namiz. Ur skrivagner viet-namat a skrive d'ar mare-se e veze sellet ouzh HO gant ar vroadelouricn evel ouzh ur c'horonal sinaat. HO avat a zeuas tre e kêr Hanoi e dibenn miz Eost ha d'an eil a viz Gwengolo e tisklerias frankiz ar Viêt-nam. E brezegenn a grogas gant ur frazenn eus Diskleriadur Frankiz Amerika en 18vet kantved : "An holl dud a zo ganet gant gwirioù ingal..." E gwirionez e oa ar Viêt-nam pell diouzh bezañ dieub. Bez e oa soudarded sinaat en hanternoz, soudarded saoz e Saigon, hag ul lu gall renet gant ar jeneral Leclerc o tont eus Bro-C'hall. E-touez ar vroadelouricn e oa darn a-du gant ar frankiz klok diouzhtu ha re all a felle dezho skoulmañ un emglev gant ar vroadelourion sinaat. Forzh penaos e oa ret en em glevout gant ar C'hallaoued. Diaes kenañ e oa, dre ma oa o c'hannad e Hanoï, Jean Sainteny, a-du evit en em glevout gant ar Viet-Minh met o c'homiser-meur e Saîgon a-enep groñs dre ma kave dezhañ e oa tu da adsevel ar galloud trevadennel en Indez-Sina.
E miz Meurzh 1946 e sinas HO ur feur-emglev a aotree al lu gall da chom er vro e-pad pemp bloaz en eskemm eus anaoudegezh an emrenerezh gant Bro-C'hall.
D'an 31 a viz Mae ez eas HO da Vro-C'hall evit sînañ ar feur diwezhañ. Pezh a zegoueshas da heul a voe reuzius. E Bro-C'hall ne oa d'an ampoent gouarnamant ebet.
D'ar c'hentañ a viz Mezheven 1946, an deiz war-lerc'h disparti HO diouzh Paris e voe torret an emglev gant Thierry d'Argenlieu e Saigon : diskleriañ a reas Republik dieub Kochin-Sina er Su. Dizoloet en doa HO ivez e oa deuet e gamaladed kozh eus ar Strollad komunour gall da vezan ken trevadennelour ha ken impalaerelour hag ar bolitikerion c'hall eus an tu dehoù, hervezañ. Maurice Thorez, sekretour-meur ar Strollad komunour gall, a zisklerias "ne felle ket dezhañ bezañ kiriek da ziskar ar 'vezañs c'hall en Indez-Sina,.."
Tamm ha tamm e voe dilezet an emglev. E Hanoi e oa muioc'h mui a stokoù etre soudarded ar Vietminh hag ar soudarded c'hall.
D'an 23 a viz Du 1946 e voe bombezet porzh Haïphong gant ar C'hallaoued, o lazhañ 6.000 den, a-hervez evit parrat ouzh un irienn. Un nebeud sizhunvezhioù war-lerc'h e voe gwallaozet tredanvaoù gall ha soudarded ar Viet-minh a dagas ar gwarnizonoù gall. E dibenn 194ô e oa deuet ar brezel da vezañ didec'hus hag HO a zisklerias neuze d'ur Gall : "C'hwi a c'hell lazhañ dek deomp evit unan deoc'h hogen daoust da se e talc'himp ha trec'h e vimp en diwezh."
E miz Meurzh 1947 e sinas Maurice Thorez ar c'hemmennadur stadel evit ober brezel d'ar Viet-Minh. En hevelep koulz e c'hourdrouze De Gaulle e vefe lakaet da dremen dirak uhel-lezvarn ar Stad neb a vefe kiriek da goll un tamm eus an diriegezh dalc'het gant Bro-C'hall.
Fazioù diniver a-berzh ar C'hallaoued a atizas ar vroadelouriezh vietnamat.
Ar brezel gwadus a badas seizh vloaz. Goude o zrec'h war luoez Tchang Kai-chek e c'hellas ar gomunourion sinaat skoazellañ Vietnamiz tra ma oa sikouret ar C'hallaoued gant an Amerikaned. Dre vras, koulskoude e voe gounezet an trec'h en diwezh gant ar Viet-Minh e unan.
1954 : Sinadur ar peoc'h. Deroù Dizalc'hiezh Viet-Nam
D'ar 7 a viz Mae e voe trec'het da vat kamp Điện Biên Phủ. An deiz war-lerc'h e voe dalc'het emvodoù evit ar peoc'h e Genev. Ar Rusianed, na felle ket dezho kaout trubuilhoù hag a c'hoantae e c'hwitfe arnod ar C.E.D. ("Kumuniezh difenn Europa"), a asantas da rannadur ar Vietnam.
Hô Chi Minh a gemeras neuze penn Republik Gwerinel Viêt Nam (Hanternoz Viêt Nam) hag en em roas d'ar stourm adunanin e-tal Ngô Dinh Diêm a ren Republik Kreisteiz Viet Nam gant sikour an Amerikaned.
Ret e voe da HO ivez asantiñ gant ar bromesa e vefe dalc'het dilennadegoù e 1956 evit adunaniñ ar vro. E 1956 avat ne reas netra ar Rusianed hag e 1957 e kinnigjont degemer an daou Viêt-nam er Broadoù Unanet, pezh a dalveze darbenn da vat rannadur ar vro,
HO a seblantas plegañ ha strivañ a reas gant e c'houarnamant da greñvaat ha da ziorren an hanternoz. Diaesterioù en devoe gant ar gefredourion frankizour a voe spurjet a-benn ar fin hag ivez evit kas da benn adaoz ar gladoù. E bolitikerezh gounezerezhel a voe tost da zevoudañ un emsavadeg e-touez ar gouerion a-enep d'ar renadur komunour.
A-c'houdevezh e krogas da harpan ar Viet Cong a-zevri, da lavarout eo a-enep republik ar c'hreisteiz. Klask a reas mirout ar c'hempouez être Moskov ha Peking. Pa grogas an Amerikaned da vombezañ an hanternoz e c'houlennas sikour digant ar Rusianed ha Sinaiz war un dro en ur glask chom dishual diouzh an eil re koulz ha diouzh ar re all.
Pismiget e voe emzalc'h Mao-Tse-Toung gant ar gomunourion vietnamat dre ma n!en devoa mui rener-meur Sina "darempred ebet ken gant ar bobl." Seurt tamall ne c'helled ket ober da HO. Tud a lavar e respontas un deiz d'un den a c'houlenne outañ perak ne embanne ket e oberennoù evel levier Sina : "Ar Sturier Mao, emezañ, en deus pleustret war danvezioù ken niverus ma ne chom mui netra din da lavarout..."
Er bloavezhioù diwezhan ne gemere mui perzh e melestradur an aferioù pemdeziek ; un tredeog e oa kentoc'h etre kostezennoù ar politburo. Bezet pe vezet, betek ar penn ez eo chomet ur monumant bev eus ar vrogarouriezh vietnamat. Deiz-ha bloaz e varv a vez lidet dan eil a viz Du.
E anv en deus servijet da envel kêrbenn ar c'hreisteiz, Saigon, goude trec'h ar gomunourion war an amerikaned e 1975.
Bilhetennoù-bank
Timbrouriezh
Gwelout ivez
Mao Zedong
Trường Chinh
Levrlennadur
Trường Chinh, Hồ Chí Minh, Editori Riuniti, lakaet en italianeg gant Ida Bassignano, 96 pajenn, Roma, 1969.
Yann Morvan, Buhez ur brogarour dreistordinal, Imbourc'h 1970 p. 44-50.
Prezidanted Viêt Nam
Komunourion
Ganedigezhioù 1890
Marvioù 1969 |
2935 | https://br.wikipedia.org/wiki/Stummo%C3%B9%20gwenedek-rik%20er%20yezh%20lennek | Stummoù gwenedek-rik er yezh lennek | Pal an emglev staliet e 1941 gant ar pep brasañ eus ar skrivagnerien vrezhonek a oa unvaniñ ar reizhskrivadur evit ma vije degemeret stummoù 'zo eus brezhoneg Gwened. An doare-skrivañ nevez a zo bet anvet an doare-skrivañ peurunvanaet pe ar peurunvan. Prientet e oa bet al labour unvaniñ gant ar Wenedourien Langleiz ha Roperzh ar Mason abaoe meur a vloaz, ha war azgoulennoù ar Wenedourion eo, Loeiz Herrieu ivez, e voe asantet gant rener Gwalarn, Roparz Hemon, kemm an doare-skrivañ KLT d'ober ar c'h-KLTG. Er pleustr e oa bet savet ul levrig da beurunvaniñ ar yezh hec'h-unan ivez, ha n'eo ket hepken an doare-skrivañ.
Roperzh ar Mason en devoa moulet e ti Skridoù Breizh e 1943 al levrig-se a zo bet advoulet gant Hor Yezh. Ar stummoù gwenedek a ranker degemer er yezh skrivet unvan a vo kavet amañ eta. Stummoù gwenedek all a zo, hogen n'int ket sañset da vezañ degemeret en doare-skrivañ peurunvan.
"zh" pa vez ar son c'h e gwenedeg peurvuiañ
-où liester
dour
amanenn
skrivet e vo avat :
war
evn
pevar
ruz, rusoc'h
kriz, krisoc'h
gwirionez
karantez
karantezus
menez
mezv
gwaz
al, an, ar
ma, am
da, pa, ra
koad
krouadur
gwad
gant
-at (estlamm)
-ay (amzer da zont)
-ahe (amzer divizout)
ene
levenez
ec'hoaz
eñ
enderv
ivez
milin
gwelit
zo
ho
o
goullo
-ot, –or (amzer da zont)
ro (reiñ)
teod
gwalc'hiñ
dihunomp
dezhañ
eo
eost
meot
greot
deu (dont)
leun
-iñ pe –añ (dibennoù verboù)
soñj, sistr, setu
-our (micher)
-on pe –ion (liester)
lannegi (liester anvioù stroll)
ma, hen
digarezit me
me ho kar
-he –ze stumm divizout ar c'hlt –fe -je
-ay kentoc'h eget –aio
-zout –zomp kentoc'h eget –jout –jomp
bout
emañ emaint
endevout
am bout
az pout
en devout
he devout
hor bout
ho pout
o devout
Ra viot benniget ho pout ma dibabet
Bout ec'h eus
Ec'h kentoc'h eget ez
Evite
Warnezhañ
Warnezhi
Warnezhe
A, ag e-lec'h eus
Un den ag ar vro
Anal
Argant
Glustraj
Choukiñ (azezañ)
Banal
Baraoez
Bagoù
Breureg
Kelion
Doare (keloù)
Boser (kiger)
Kog (kilhog e yezh Leon), a zo anavezet mat er rannyezhoù all
Daroù (daeroù)
Dilost-hañv (diskar amzer)
Ejon
Bailhog (elgez)
Enta (eta)
Follezh (follentez)
Furnezh
Gellout
Aior (goudor)
Gourhelen (gouere)
Duac'h (gouest)
Gwezh (gwech)
Blank (gwenneg)
Henoal (here)
Hañval (heñvel)
Halen (holen)
Jiboes (chase)
C'hoareg (c'hoar-gaer)
Yenion (yenijenn)
Lezidant (lezirek)
Mabeg (mab-kaer)
Mammeg (Mamm-gaer)
Miloar (melezour)
Merc'heg (Merc'h-kaer)
Magoer (moger)
d'al lue, laez
nevez-hañv
gloev (rouez)
d'an diaz
tier (tiez), (anavezet e yezh Treger ivez: "rederez-an-tier")
truek (truezus)
Barzhoniezh (stummoù degemeret er V.):
'ar (war)
amprevon
ankouac'h
ankouaat
aotru
arneñ
badiant
bouar (distagadur boas e Kerne)
klezeñ, kleñ
kozhoni
da (dont)
dele (dle)
douen (dougen)
deur (dour)
eneñ (ene)
eit (evit)
fari
felan (feal)
fiañs (fiziañs)
goulle (goullo)
gran (greun)
gwalern (gwalarn)
golc'h(iñ) (gwalc'h(iñ))
gwenen (gwenan)
henoazh (henozh)
hennen (hemañ)
heuli (heuliañ)
hounnen (houmañ)
istoer (istor)
yav (yev)
laret (lavarout)
lan (leun)
lies (alies)
lon (loen)
lor (loer)
luec'h (luc'h)
nadoez (nadoz)
ne (neñv)
neizhour (neizheur)
oberour
paourerion (paourion)
peac'h (peoc'h)
pear (pevar)
pinvik (pinvidik)
purgatoer (purgator)
sort (seurt)
seul (soul)
trezol (teñzor)
tead (teod)
toemm (tomm)
ken.. evel (ken ruz hag an tomatez)
kreñvoc'h-kreñv(añ)
-ma –men (evit –mañ)
egile ("eben" zoken pa vez benel)
e da (ez… e-barzh da)
-amp –et –it –ant
evit : -omp –it –ont
na ouelez ket (na ouel ket) er stumm gourc'hemenn
Laboura (-a dibenn verb e rannyezh Kalloc'h)
-eet (-ot)
-eer (-or)
-ehe (-he)
-iñ –et (dibennoù verb)
ous (out)
beet (biot)
ben, bes, be (bezan, bezez, bez…)
bezit (bec'h)
bout a zo (bout ec'h eus)
dout (devout)
doe, doa (devoe, devoa)
do (devo)
dehe (devehe)
gout (gouzout) goui-
mont hag ober :
-eamp (-eomp)
-et (-it)
-eant (-eont)
-ous (out)
-is (it)
-oñ – ou (-añ)
(ha) pa
Doareoù-skrivañ ar brezhoneg
Brezhoneg Gwened |